Kredomp stourm, kredomp bezañ trec'h! [ EVIT UR C'HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! ] TV TASMANT EVIT UR C'HLEWELED E BREZHONEG! Gouere 2009
HUCHADEG EVIIT UR C''HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! Rankout a ra ar brezhoneg mont e-barzh an XXI vet kantved. E 2009 e teu un dra trist war wel: n'hall ket hor sevenadur hag hor yezh komz gant ar peadra dleet dezho. Bez'ez eus eus ar peadraoù-se. N'eus tost nemet Pariz a denn gounit eus ar pennwir klewelet hag hemañ ne vez ket dasparzhet kalz. Diwar ar 165 milion dastumet e Breizh (120 milion evit B4), nebeutoc'h evit 40 milion a vez dasparzhet e Breizh. Kement-mañ a dalv e vez roet 120 milion d'ar c'hleweled e Pariz gant ar Vretoned. Hag anvet eo dra-se terkerezh an tiriad mod gall! Europa, en ur vrudañ al liesseurted sevenadurel a ra dres ar c'hontrol. Ur skouer nemetken a c'hell bezañ lakaat war wel: e 2008 e oa krouet BBC Alba, ur chadenn e gouezeleg (Bro-Skos) ur yezh komzet gant tost da 60 000 den e hanternoz ar vro. Kevatal da holl zispignoù evit ar c'hleweled e Breizh eo budjet ar chadenn nevez-se! Hervez un enklask a-nevez, niver ar vrezhonegerien a oa 172 000 e 2007 (da lavaret eo 3 gwech muioc'h evit reoù ar gouezeleg). War zigresk diharzus e ya ar sifrmañ. Unan eus diskoulmoù evit skignañ hor yezh hag he evit normaladur eo krouidigezh programmoù skinwel e brezhoneg. Prouet eo bet an dra-se gant arnodoù Kembre, Iwerzhon, Euskal Herria, Catalunyà ha nevez zo Bro Skos. En ur c'houlenn ur gwir postañ evit ar c'hleweled e brezhoneg, ne c'houlennomp ket an aluzen. Ret eo d'hor yezh ha d'hor sevenadur bezañ klevet, gwelet ha komzet ha peadra a zo evit hen ober. Goulennomp ar pezh a zo dleet deomp evit m'he defe hor yezh ur chañs da vevañ! Ezhomm he deus kevredigezh ar vrezhonegerien da gaout programmoù evit pep oad hag a glot gant he liesseurted sokiosevenadurel. Hiriv, n'eus nemet tost 3 eurvezh programmoù nevez e brezhoneg bep sizhun (TV+Internet). Goulenn a reomp neuze digant ar strollegezhioù tiriadel hag ar Stad e vefe roet deomp evit gwarantiñ ur gwir dazont d'ar brezhoneg: Krouidigezh ur media kleweled kreñv hag a vodfe an holl broduerezhioù e brezhoneg. Rankout a raio ar media-se bezañ anezhañ dre an holl stummoù kleweled (skinwel, Kenrouedad, skingomz, VOD, podskignañ...). Roll ar media-se a vo produiñ ha skignañ programmoù e brezhoneg ha lakaat anezho e kerz ar skignerien all, prevez ha foran (chadennoù rannvroel, lec'hel, radioioù, hag all) Peadra da broduiñ e brezhoneg ha da ginnig d'an holl vrezhonegerien programmoù kleweled lies skingomz ha skinwel ha d'an nebeutañ: Ur "soap opera" sizhuniek, 26' Keleier skinwel pemdeziek gant keleier rannvroel, broadel hag etrevroadel, 13'. Daou c'haozeadeg sizhuniek diwar-benn ar vuez dre vras e Breizh 52' Daou zeulfilm sizhuniek 26' Ur programm pemdeziek evit ar vugale 52' Ur programm pemdeziek evit ar grennarded (12/18 vloaz) 26' Un oberenn faltazi sizuniek(filmoù hag oberennoù kleweled ) 90' Un abadenn sizhuniek evit deskiñ ar yezh 26' Un abadenn sport sizhuniek 26' Da lavarout eo 15 eurvezh programmoù nevez a galite e brezhoneg bep sizhun Pellarvesterien ar programmoù-se a ranko gallout dibab, kement ha ma vo posupl, istitloù e brezhoneg, galleg pe istitl ebet. Ar goulenn-se n'eo ket tamm ebet utopik! Kaset eo gant tud a vicher a labour e bed ar mediaoù e Breizh hag e brezhoneg. Rankout a ra an dilennidi "broadel" ha "lec'hel" kemer e kont ar gwirvoud-se ha sevel ur politikerezh kempoell ha daspugner. Arabat tremen gant ar pezh hon eus: Goulennomp groñs ur gwir gleweled e brezhoneg! 2 tvtasmant@gmail.com www.tvtasmant.com
I. POUEZ AR C'HLEWELED EVIT DIORREN AR YEZHOÙ EN ARVAR Skouerioù en Europa...hor raktres a zalc'h kont eus ar gwirvoud! Emañ hor goulenn e kreiz palioù Europa ar programmoù MEDIA. Diorren ur pol kleweled e brezhoneg a glot gant pal kentañ ar programm MEDIA 2007 2013 hag a zo: "gwareziñ ha lakaat war wel al liesseurted sevenadurel hag ar glad sinema ha klewelet Europat". An darn vrasañ eus ar broioù ha rannvroioù Europat a lak ar pouez war brudañ al liesseurted sevenadurel-se a-benn diorren poloù greantel klewelet nevezus ha digreizennet. Politikerezh gall a ra dres ar c'hontrol evel ma vez diskouezet gant adkreizennadur servijoù Frañs 3 ha gwander budjedoù ar chadennoù niverel lec'hel. Diwar ar 165 milion a euroioù dastumet e Breizh evit ar pennwir klewelet (120 milion evit B4), nebeutoc'h evit 40 milion a euroioù a vez dasparzhet er rannvro evit ar mediaoù foran (Frañs 3 Ouest, Frañs Bleu...). Kement-mañ a dalv d'an nebeutañ 100 milion a euroioù roet gant ar Vretoned evit diorren ar c'hleweled e...pariz nemetken : estreget Korsika, an treuzkas direizh ha drastus-se a zo ar memes hini evit holl rannvroioù ar C'hwec'hkorn! Doareoù d'ober stadoù Europa evel Breizh-Veur, ar Stad Spagn, pe Alamagn a zo disheñvel mik. Harpañ a reont an implijoù liammet gant ar c'hleweled war o ziriad a-bezh. Kembre, ha Bro-Skos bremañ, a resev postadurioù bras er c'hleweled evit magañ chadennoù skignet war Vreizh-Veur a- bezh. Arc'hantaouet e vezont dre o ensavadurioù lec'hel med ivez dre ar gouarnamant kreiz e anv doujañs karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver. Graet e vez ur striv ivez evit ar c'hleweled e kembraeg (ouzhpenn 120 milion a euroioù bep bloaz gant skoaziadennoù foran broadel) hag abaoe 2008 evit ar c'hleweled e gouezeleg skos (17 milion a euroioù evit 60 000 gouezeleger dre vras). E Republik Iwerzhon, ur vro gant ur boblañs kevatal da hini Breizh, teir chadenn bublik a vez arc hantaouet a-drugarez d'ar pennwir dastumet, 2 chadenn a zo e saozneg (RTE1 hag RTE2) hag unan e gouezeleg, TG4 lañset e 1983. Ouzhpenn da se ez eus ur chadenn brevez, TV3 (doare M6), ha meur a chadenn e norzh ar vro a grou programmoù e gouezeleg. Cheñchet kalz eo bet statud ar gouezeleg er gevredigezh a-drugarez da brogrammoù faltazi o doa renevezet skeudenn ar yezh. Gouzañv a rae ar gouezeleg eus memes rakvarnoù evel ar brezhoneg d'ar c'houlz-se. Tizhet eo bet gant ar chadenn-se tud ha ne ouie ket gouezeleg a-drugarez da galite ar programmoù, al lodenn vrasañ anezho a oa istitlet. Evel ar chadennoù par e Kembre ha Bro-Skos he doa gallet TG4 en em lakaat war wel en ur grouiñ programmoù eus an dibab, war ul live etrebroadel gant budjedoù kalz bihanoc'h evit reoù Londrez, Pariz pe Dulenn. Bez' e c'hall an niver a brizioù bet gant ar chadenn testiñ eus an dra-se. Omrop Fryslân skinwel & skingomz e frizeg (440 000 yezher). Komz a ra a Vretoned kalz eus skouerioù deuet brav e broioù evel Euskal Herria, Iwerzhon, Skos, Kembre. Chadennoù nebeutoc'h brudet a c'hell bezañ skouerioù ken pouezus. Bremañ eo Omrop Fryslân da skouer, ar chadenn skinwel & skingomz e Frizeg. Ur yezh komzet e norzh an Izelvroioù eo ar Frizeg, e proviñs Friz dreistholl (Fryslân e Frizeg) gant tost 440 000 yezher. Evit pezh a sell diouzh ar c'hleweled he deus Friz peadra da gontantiñ yezherien ar frizeg. Omrop Fryslân eo anv ar pennskigner, ganet e oa bet e 1998 ha mont a ra en-dro en un doare dizalc'h. Kreizenn skingas radio rannvroel eus Friz eo Omrop Fryslân, krouiñ ha skignañ a ra abadennoù skingomz ha skinwel e Frizeg. 150 den a vez implijet gant ar greizenn ha 150 kazetenner dizalc'h ivez. Mont a ra endro gant 13 milion a euroioù bep bloaz ha gant an dra-se e c'hell krouiñ 17 eurvezh radio ha 2 eurvezh skinwel bemdez. E-pad an dibenn-sizhun e vez skignet un teulfilm e Frizeg war ar chadenn vroadel izelvroeg Nederland 2. Krouet e vez ivez gant Omrop Fryslân programmoù radio ha skinwel evit ar vugale skoliataet e frizeg. Eus mammennoù disheñvel e teu produioù Omrop Fryslân: arc'hant an druajidi, yalc'hadoù roet gant Proviñs Frizlân (evit ar 3 tvtasmant@gmail.com www.tvtasmant.com
faltazioù ha raktresoù all), korvoderioù ar bruderezh, hag ur skodenn vloaziek roet gant ar skignerien vroadel evit an abadennoù war Nederland 2 ha 3. Ur chadenn rannvroel gant ur vent etrevroadel war diriad ar "Republik" a zo posupl ivez... Ur chadenn skinwel produet gant Frañs 3 eo ViaStella. Troet eo war zu poblañs an enezenn ha tud ar c'hevandir ivez. Nicolas Sarkozy en doa sinet e Korsika d'an 28 a viz Ebrel 2006 un emglev gant Patrick de Carolis, prezidant Frañs Télévision, strollegezh tiriadel Korsika hag ar Stad, evit krouiñ ur chadenn skinwel rannvroel korsat skignet dre loarell. Pal anzavet ar chadenn-se a oa diorren ar produerezh klewelet lec'hel e korseg hag e galleg, ha kemer perzh neuze e diorren armerzhel an enezenn, ha splannañ he sevenadur e pep korn ar C'hwec'hkorn hag Europa. Produet ha skignet eus Korsika gant Frañs 3 eo ViaStella ha kroget e oa ar skignañ e Kerzu 2006. Korseg ha galleg Hervez al lec'hienn internet tvmag.com e vez skignet abaoe 2007 kement ha 15 eurvezh bemdez ha 4 eurvezh programmoù nevez en o zouesk. 30% eus ar programmoù a zo e korseg, da lavaret eo un tamm nebeutoc'h evit 8 eurvezh hanter eus traoù nevez e korseg bep sizhun. War ar chadenn ez eus keleier, tabutoù, abadennoù diwar-benn ar vuhez lec'hel, an touristerezh, ar sonerezh, hag ivez dudioù ha filmoù. Adkemeret e vez ivez an holl brogrammoù skignet gant Frañs 3 Korsika hag ivez abadennoù ispisial kaset war-raok gant embregerezhioù produerezh lec'hel. Skouerioù ken bras ha ken pouezus a vez kavet e broioù all en Europa, er Stad Spagn (meur a chadenn en euskareg pe e katalaneg...) pe e Alamagn (rouedad chadennoù lec'hel ouzhpenn ar chadennoù broadel). Turki hag a vez diskleriet alies abalamour ne zouj ket gwirioù Mab-Den, a bost arc'hant abaoe Genver 2009 en ur chadenn bublik, TRT6, hag a skign programmoù e kurdeg a-hed an deiz. Kaset eo bet ar raktres-se da benn dindan 3 mizvezh... Ar c'hleweled e servij dazont hor yezh...hor raktres a zo ret! Gwirvoud ar brezhoneg a rank lakaat ac'hanomp da implijout muioc'h binvioù ar brezhoneg dre gomz ha dreist holl ar c'hleweled. Abalamour da betra? : Al lod vrasañ eus ar vrezhonegerien a-vihanik ne oar ket skrivañ ar yezh. Evit lod zo zoken, ar skrivañ a c'hell reiñ ar santimant eo ar brezhoneg ur yezh artifisiel. Evit bugale vihan a zo e klasoù e brezhoneg adalek ar skol-vamm ne dalv ar brezhoneg skrivet netra. Ouzhpenn-se, o zud (e Diwan ivez) a zo alies unyezher ha ne c'hellont ket eskemm gant o bugale dre ar brezhoneg. Ret eo treuzkas ar yezh en un doare a-vremañ (rankout a ra ar yezh bezañ dedennus) ha saourus (rankout a ra bezañ komprenet gant ar yezherien a-vihanik). Rankout a ra neuze ar gelennerien stummerien c'hoari ar roll bazhvalan etre ar remziadoù). En Iwerzhon, frailh ar yezh (etre remziadoù ha douaroniel) a zo bet bihanaet a- drugarez d'ar skinwel ha d'ar fed a veze pedet ingal tud ha kinnigerien eus pep oad ha doareoù gouezeleg disheñvel ganto. Gwellaet kalz e oa bet an etrekomprenidigezh etre ar remziadoù. Ar binvioù kleweled, pe hini bennak e vefe, skinwel, skingomz, internet...a zo ret rak e roont plijadur d'an holl hag ez eo aes da dizhout anezho. Deuet int da vezañ e kreiz hor buhez, ar skinwel evit ar re en tu all da 30 vloaz pe an internet evit ar re en tu mañ da 30 vloaz. Deuet int da vezañ ur mod treuzkas hor yezhoù. Piv bennak en deus studiet ur yezh vev an deiz a oar mat an dra-se. 4 tvtasmant@gmail.com www.tvtasmant.com
Programmoù gwelus gant an holl ha dre forzh peseurt mod...digor e vo hor raktres! Ret eo kaout ur gwir aozadur boutin evit produiñ programmoù e brezhoneg a-benn reiñ ur gwir servij kleweled d'ar vrezhonegerien. Ar programmoù-se a c'hello bezañ skignet dre zoareoù disheñvel : Skignañ dre ar skinwel gant mediaoù a zo anezho e Breizh (chadennoù lec'hel, Frañs 3...) Krouiñ ur servij liesvedia a vodo an holl broduerezhioù-se hag a roio peurgetket an dro da welout ar programmoù forzh pegoulz (VOD) Diskoulmoù armerzhel...hor raktres en deus galloudezhioù diorren da vat! N'eo ket dre zegouezh eo diazezet ar "plan MEDIA 2007-2013" war doujañs al liesseurted sevenadurel. Krouiñ ur pol kleweled e brezhoneg a dalv ivez krouiñ postoù labour e brezhoneg e bed ar c hleweled. Ar skouerioù er yezhoù "bihanniver" a zo kendrec'hus. An darn vrasañ eus an embregerezhioù a veve a-drugarez da yalc'hadoù foran o deus gellet gwerzhañ o frogrammoù e lec'hioù all hag a-wechoù en ul live etrevroadel. E giz-se, meur a embregerezh a brodu programmoù e kembraeg o deus lakaet o c hengreadur da greskiñ en ur werzhañ produerezhioù, mennozhioù abadennoù, pe kenbroduerezhioù. An talantoù diskuliet gant politikerezhioù youlek a grou labour ouzhpenn. II. ABALAMOUR DA BETRA PROGRAMMOÙ A SEURT-SE? Pouez ar Soap : skeudenn implij ar yezh er gevredigezh Pouezus kenañ eo ar rumm se rak poblek hag etreremziadoù eo. Ur programm ret eo abalamour e ra evel melezour hor c'hevredigezh. Reiñ a ra da gevredigezh ar vrezhonegerien a-vremañ ur mod da vevañ da vezañ klevet ha gwelet. Meur a skouer a vez kavet er yezhoù "bihanniver" : Ar rummad "Machair" gant 100 rann e 6 bloaz a oa bet sevenet e gouezeleg Bro-Skos hag en doa bodet betek 30% eus an arvesterien Skosad. Ar sifr-mañ a dalv 15 gwech muioc'h evit an dud vizet hag a oa 2% eus poblañs Bro-Skos da lavarout eo niver an dud a gomz gouezeleg. Roet he deus ar chadenn nevez BBC Alba da c'houzout e felle dezhi lakaat 1/3 eus he budjed evit krouiñ ur soap nevez! Ar rummad "Ros na Rùn hag en deus tizhet an 13 vet koulzad a zo unan eus programmoù brudetañ Iwerzhon ha gwerzhet eo bet e meur a vro betek ar SUA! O filmañ Ros na Rùn er studioioù e Spidéal. Unan eus programmoù kozhañ ar BBC eo "Pobol y Cwm" abalamour e oa krouet e 1974. Skignet e vez c'hoazh bemdez. 5 tvtasmant@gmail.com www.tvtasmant.com
"Goenkale" a vez skignet en Euskadi abaoe 1994, bez'eus bremañ 2000 rann. 2 eurvezh bep sizhun eus ar programm en euskareg-se a vez skignet war ar chadenn ETB1. Ar programm "Plus belle la vie" skignet war Frañs 3 en deus diskouezet e oa moian da gaout un oberenn glewelet gwriziennet hag ur gwir drec'hadenn boblek. Ur soap sizhuniek a rank kaout Breizh ivez, a-vremañ e ranko bezañ, fentus, modern, dramaek hag e brezhoneg. Ne gomzer ket aze eus adober un doare "Plus belle la vie" e brezhoneg, met dleout a ra ar brezhoneg sachañ, dre brogrammoù a seurt-se, brezhonegerien hag ivez tud ha ne gomzont ket c'hoazh hor yezh. Ar c'heleier frank war gement danvez Kaout keleier kleweled a c'hello lakaat ar gaoz war danvezioù etrevroadel, broadel ha lec'hel zo un dra ret evit reiñ ur plas d'ar brezhoneg en hor c'hevredigezh a-vremañ. Ar pleg zo bet paket hiziv an deiz da gas keloù e brezhoneg eus fedoù ur gevredigezh hengounel ha deus Breizh-Izel nemetken. Seul belloc'h maz eer eus Breizh-Izel, seul nebeutoc h a geleier a c'heller degemer e brezhoneg. Hag ar brezhoneg a vez implijet evit reiñ keloù eus sujedoù liammet eus un endro lec'h ma veze komzet brezhoneg e fin an XXvet kantvet nemetken (labour-douar, pesketaerezh...). En ur ober gant ar plegoù-mañ ne c'heller ket diorren implij ar yezh hag e vez lakaet ar brezhoneg er-maez deus ur vuhez gevredigezhel a-vremañ. Evit ar galleg e c'hellfe ar pleg bezañ heñvel. Seul belloc'h maz 'eer eus Pariz hag eus ezhommoù ar c'hallegerien, seul nebeutoc h e vefe implijet ar galleg ha seul vuioc'h e vefe implijet ar saozneg. N'eus yezh ebet en Europa a c'hell asantiñ un emdroadur a seurtse. brezhonek neuze bezañ diazezet : Abalamour da se o deus divizet ar Skosiz da skouer sevel gant o magazin «Eòrpa» e gouezeleg kas skipailhoù kazetennerien er bed holl a-benn sevel reportajoù en o yezh. Sikouret e vezont ivez gant skiantourien ha tud arbennik war danvez-mañ-danvez a-benn sikour anezho da sevel atersadennoù micherel kenañ. Gwelloc'h e vo diorren ur sell disheñvel war ar c'heleier e lec'h eilañ ar pezh a zo e galleg dija. War tri ahel disheñvel e ranko ar c'heleier e Da gentañ, ar c'heleier lec'hel a vo degaset dre ar pezh a zo dija evel an abadennoù TV pe radio. Ur skoazell ouzhpenn degaset gant ar media kreiz d'ar bourchaserien lec'hel a vo talvoudus evit ma vo muioc'h a zanvez c'hoazh. Dre an doare d'ober-mañ eo deuet a- benn ar Skosiz, Iwerzhoniz ha Kembreiz da zegas keleier a-live micherel kerkent ha da sevel ur raktres TV nevez. Da eil, da-geñver ul live etrevroadel ha broadel e vo ret kaout ur c'henlabour gant ar pezh a zo dija a-benn degas danvez a-live micherel evit ar c'heleier. Kinnig a raio ar media kreiz un droidigezh war ar prim dre an advouezhiañ pe an istitlañ. Barregezhioù war an teknikoù-mañ zo er vro dija. Da drede e vo ret lakaat ar pouez war grouidigezh magazinoù keleier hag a vefe ijinet ha sevenet e brezhoneg diwar patrom Eòrpa. Un doare da ziskouez e vo gouest ar vrezhonegerien da gemer e lod er gevredigezh hollvedel gant o ijin. Ur rann sizhuniek a vefe trawalc'h da gentañ penn. Raktresoù all a c'hell bezañ ijinet gant servijoù ar c'heleier etrevroadel a vez kavet war chadennoù TV zo pe c'hoazh dre Euronews, TV5 ha Frañs 24. brezhoneg ha n'eo ket breizhek nemetken N'eo ket pal ar raktres-mañ krouiñ ur media sevenadurel evit ar vro. Ur media e brezhoneg ne lavaromp ket! N'eo ket reiñ un dazont d'hor yezh mar chomomp war danvezioù liammet ouzh ar sevenadur hengounel. Ur riskl bras a vefe da gontantiñ ur publik nemetken. Diwar ar riskl-mañ e rankomp kinnig programmoù liesseurt. Lod anezho a ranko bezañ gwriziet en hor sevenadur met re all a ranko ober war-dro danvezioù all. O terc'hel kont deus an daou du-mañ e ranko an teulfilmoù, talk-show hag ar faltazioù bezañ sevenet. 6 tvtasmant@gmail.com www.tvtasmant.com
Ezhommoù lies ar vrezhonegerien : abadennoù evit an holl N'eus ket ur «Yann vrezhoneger» nemetken. Ar c'hinnig programmoù kleweled a rank derc'hel kont eus lusk ar skolioù divyezhek pe Diwan, eus ezhommoù ar grennarded, an dud yaouank hag ivez eus an dud kozhoc'h. Pal ar c'hinnigoù-mañ zo klask plijout d'ar publik lies-mañ met ivez dont a-benn da lakaat war ar gael programmoù evit an holl rummadoù oad evit ma vefe ur gwir eskemm en tiegezhioù e brezhoneg. Skeudenn ar yezh : ar brezhoneg «seksi» Kinnig programmoù lies e brezhoneg a c'hello respont d'ar pezh emañ ar vrezhonegerien o c'hortoz abaoe pell. Bez e c'hello hor c'hevredigezh kaout an tu da lavar d'ar bed holl he ijin dre ar c'hrouidigezhioù kleweled. Dre se e c'hello ivez skeudenn ar yezh bezañ renevesaet ha nompas chom stag ouzh un hengoun war e dalaroù. Dre un doare abadenn hag a vo war un dro bedagogel ha leun a fent e c'hellimp da skouer cheñch ar skeudenn kozh-se ha reiñ c'hoant d'ar Vretoned da grouiñ e brezhoneg. III. KOUST HOLLEK AR RAKTRES? Ar sifroù evit pep programm Ar c'houstoù-se n'int nemet rakjedet a-benn prizañ budjed hollek ur raktres evel-se : Ar «Soap-Opera» a 26' bep sizhun : 50 000 X 40 rann = 2 000 000 Keleier bemdez (13') : 2 000 000 Teulfilmoù 26' bep sizhun: 25 000 X 40 rann = 1 000 000 Talk-shows a 52' : 10 000 X 2 X 40 = 800 000 Abadennoù pemdeziek evit ar vugale : 900 000 Abadennoù pemdeziek evit ar grennarded : 700 000 Fiksionoù sizhuniek advouezhiet 90' 40 X 20 000 = 800 000 Abadennoù sizhuniek pedagogel: 300 000 Abadennoù sizhuniek diwar-benn ar sport : 200 000 Da lâret eo ur sammad tost da 10 milion. Roet 'vez da Frañs 3 Ouest (rannvro Breizh ha broioù al Liger) ur sammad par da 32 milion bep bloaz. Ha roet 'vez gant Breizh ouzhpenn 120 milion bep bloaz da bpariz! Koustoù reizh ha n'int ket dreistordinal, pell ac'hann pa geñverier ouzh raktresoù all en Europa. N'eo ket ker ruz ar c'houstoù-mañ. Mont a ra ar sammad hollek da 6 pe 7 milion ar pezh a zo kalz dindan budjedoù ar BBC Alba da skouer (17 milion ) pe c'hoazh S4C (120 milion ). N'omp ket e soñj gant hor raktres ober ar memestra hag ar pezh a vez savet er broioù all. Kinnig d'ar brezhoneg ur chañs wirion da ziskouez e ijin e bed ar c'hleweled, ne lavaromp ket. Tud a zo evit ober toud-se Stummañ tud a c'haller ober ivez. Abaoe un nebeut bloavezhioù ez eus deus penn-kentañ ur greanterezh kleweled e brezhoneg hag a zo deuet a-benn da brenañ skiant. Skipailhoù Frañs 3 Ouest (dre an Taol Lagad pe ar seveniñ teulfilmoù) met ivez un nebeut aozadurioù diwanet da heul krouidigezh TV Breizh e 2000 (Dizale, Brezhoweb...) o deus diskouezet o barregezhioù micherel d'an holl hag ivez o skiant da heuliañ 7 tvtasmant@gmail.com www.tvtasmant.com
emdroadur an teknologiezhioù nevez war dachenn ar mediaoù. Bez ez eus neuze hiziv an deiz micherourien ar c'hleweled war dachennoù liesseurt evel ar produiñ, an advouezhiañ, an istitlañ, ar c'hoari...da lâret eo war tost kement tachenn ar produiñ kleweled war-bouez ar filmoù hir. Ouzhpenn d'ar barregezhioù ha d'an dud ez eus ivez ur c'hementad programmoù e brezhoneg hag a zo dalc'het en INA pe gant Gwarez ar filmoù a-drugarez d'ul labour bet sevenet gwechall gant Frañs 3 ha TV Breizh. Ar c'hementad programmoù-mañ a zo ur chañs dibar evit kas ar raktres-mañ da benn. IV. HA PENAOS DONT A-BENN DA SEVENIÑ AR RAKTRES-MAÑ? Meizad TV TASMANT : ur stourm renevesaet a-benn seveniñ Perak ober gant un «tasmant»? N'eus ket c'hoazh deus ur gwir gleweled e brezhoneg. Dav eo deomp ober ur seurt ma 'vo dioutañ dre hegasiñ ar re a c'hell lakaat ar raktres-mañ da zont da vezañ gwir. Ret 'vo d'hon oberezhioù bezañ graet ingal hag evel un tasmant, chom da sorc'henniñ an dud keit ma vo ket respontet d'hon ezhommoù. Evel un tasmant e rank ar raktres-mañ bezañ fetis ha dont da vezañ muioc'h mui gwirion. Fetis dre ma krouimp danvez war ar web : abadennoù goapaus war stad ar c'hleweled e brezhoneg, keñveriañ hor stad ouzh ar yezhoù all, filmañ hon oberezhioù... Ar gwellañ doare da ziskouez hon dazont ivez. Dont da vezañ tasmant? C'hoari a-stroll gant efedusted! Ret eo da TV Tasmant unaniñ nerzhioù. N'eo ket bet savet ar raktres-mañ a-enep tud zo met kentoc'h gant ur gwir youl da grouiñ un endro kleweled ret evit ma chomfe bev hor yezh. Ar pal a vo da vodañ dindan berr amzer un 10 000 tasmant bennak prest da c'hoari a-stroll gant efedusted. Ur wech bodet an 10 000 tasmant, e vo roet lañs da ziv oberenn : 1. Boikot ar programmoù savet e Pariz abalamour ma vez dalc'het ar pennwir ahont ha ne vez ket dasparzhet ingal war dachenn ar Republik hag e Breizh dreist-holl. 2. Nac'h paeañ ar pennwir da Bariz met paeañ war ur gont serret dalc'het gant TV Tasmant. Oberezhioù brudañ lies da vezañ ijinet... Meur a zoare zo da ijinañ hon oberezhioù. Kenstrivadeg berr-metradoù, aloubiñ lec'hioù brudet pe liammet d'ar c'hleweled, bezañs er festivalioù breizhek... Ret e vo en em ziskouez war dachenn ar vuhez foran e Breizh a-benn seveniñ hor raktres. Posupl e vefe da skouer bezañ treuzwisket e doareoù droch a-benn krouiñ ur buzz. Bep tro e vo ret kas keloù diwar-benn hor raktres. En ur vezañ prim, drol, droch ha nec'hus a-wechoù e c'hellimp sachañ evezh an dud. Studioioù TVT savet primha-prim a zegaso bruderezh ouzhpenn. Bewech pa vo graet un dra e vo roet d'an dud dielloù ha traktoù a-benn displegañ ar palioù lakaet amañ. Emyoul, nec'hus, diroll ha mediaouek e vo oberezhioù SE (strolladoù emellout) TV Tasmant. Raktreset hon eus staliañ studioioù direol aze hag amañ. A-BENN AR C'HENTAN TRO WAR AR SKRAMMOU... 8 tvtasmant@gmail.com www.tvtasmant.com