Pondi. Troiad da gompren « Bugale, adal 8 vlez. Ul levrig-c hoari evit ober anaoudegezh gant ar c harter. napoleonat. en ur ebatal!
|
|
- Imre Rácz
- 6 évvel ezelőtt
- Látták:
Átírás
1 Pondi Troiad da gompren er glad «napoleonat Ul levrig-c hoari evit ober anaoudegezh gant ar c harter napoleonat en ur ebatal! «Bugale, adal 8 vlez
2 «Demat dit, ar Wenanenn on-me. Gant an erer e oa ar gwenan unan ag arouezioù gwellañ karet Napoléon I añ hag e niz, Napoléon III. An daou-se o doa gouarnet Frañs en 19 vet kantved, ha dindan o ren e veze graet Napoléonville a Bondi. D ar c houlz-se e oa bet treuzfurmet kêr un tamm mat. An treuzfurmadurioù-se eo a garhen adwelet hiziv met ken pell zo n on ket daet m em gavan un tamm kollet! Ha mat eo dit ma ambroug e-pad ma fourmenadenn ha degas soñj din ag an traoù? Rue François Mitterrand Kinnig a ran dit mont da welet 15 lec hienn bouezus ag ar gêr krouet en 19vet kantved. Evit kavout da hent, gra gant tresoù al levrig ha digor da zaoulagad!» Tennadoù ag 1 da 6 2 3
3 Tennad 1 Ar straed Impalaerel Sell mat ouzh ar savadurioù ha liamm pep ger pe strollad gerioù ouzh al luc hskeudenn a glot gantañ. Pa veze anvet Pondi Napoléonville e raed straed Impalaerel ag ar straed Vroadel. Hiziv an deiz c hoazh e liamm ar straed-se ar gêr gozh ouzh ur c harter nevez savet en 19 vet kantved : ar c harter napoleonat. Dishañval-bras eo an tier savet er c harter-se diouzh tier kozh Pondi. Dizingal Plat Maen da zanvez pennañ Un ti er gêr gozh Koad da zanvez pennañ Balirek Ur c hendi er c harter napoleonat Ar blasenn bras ha pevarc hornekse a oa bet savet en 19 vet kantved evit dont da vout kalonenn kêr. Ez kichen (tu reter ar blasenn), e c hellez gwelet delwenn Frédéric Le Normand de Lourmel. Ha gwelet ac h eus e wiskamant? Ur soudard e oa Lourmel. Labouret en doa evit Napoléon III. r Annezidi ar straed-se a blij dezho debriñ ourmel r Ganet eo bet ar jeneral de Lourmel er straed-se r Plijout a rae d ar jeneral de Lourmel pourmen er straed-se. Tennad 2 Ar blasenn Napoléon Veur En ur dremen tost d ar c hastell em eus merzet e oa ur straed en e anv : «Straed Lourmel». Perak, da z soñj, emañ ar straed-se en e anv? 4 5
4 Tennad 3 Al lez-varn Keñver al lezvarn gant an dresadenn-mañ, hini un templ gresian. Ha gellout a rahes adkavout an elfennoù boutin d an daou savadur? Kelc h ar gerioù a glot gante. Sell pegen strizh ha meurdezus eo doare ar savadur-mañ! Graet e oa bet a-ratozh gant an tisavour evit fromiñ ar re a zlee bout barnet ennañ. Evel kalz lezioù-barn ag an 19 vet kantved eo bet awenet ar savadur-mañ gant doare temploù an Henamzer. Sichenn Talbenn tric hornek Teirroudenn Etreroudenn Savet e oa bet ar batis-mañ evit reiñ bod da gef espern kentañ kêr. Gellout a rae an dud fiziiñ o argant ennañ evit o lakaat àr gampi (dre lezel o argant ur pennad er c hef espern, o doa spi e c hellhent o devout muioc h pa zaent d o zenniñ) Tennad 4 Ostel ketañ ar c hef espern (niv. 18, straed Carnot) Hopala, mesket em eus tout ma fotoioù! Sikour ganin adkavout ar re a glot gant ar c hef espern kozh en ur gelc hiiñ o niverennoù. Skalier Kolonenn 6 7
5 Tennad 5 ar c harter marc hegerezh Klozet eo tu kornôg ar blasenn gant ar savadurmañ. Ha merzet ac h eus pegen strizh, ingal ha simetrek eo an doare anezhañ? N eus tamm kinkladur ebet koulz lâret. Savet e oa bet ar batis-mañ evit reiñ bod da dikêr ha da isprefeti Pondi. Er c hontrol d al lezvarn (gwelet an tennad 3) graet evit fromiñ an dud, e oa bet empennet ar savadur-mañ evit m en em santhe mat ar geodedourion ennañ. Setu m eo degemerus e zoare, tost da hini ur palez pe ur c hastellig. Tennad 6 An ti-kêr hag an isprefeti Titourig Ma sellez mat ouzh an enskrivadur dreist an nor e weli e vez graet anezhañ ivez ar c harter Klison, diàr anv Olier Klison, ur brezelour meur ag ar Grennamzer. Ur voudenn-gastell 1 2 Ur c hastell-kreñv Hervezout, gant peseurt kastilli eo bet awenet an tisavour? Kelc h an niverenn vat. Da betra e servije ar savadur-mañ, da z soñj? r Da lojiñ pomperien r Da lojiñ soudarded àr varc h r Da lojiñ marc hadourion. 3 Ur c hastell-annez 8 9
6 6 Mitte 11 rran d 10 7 En 1858 o doa graet an impalaer Napoléon III hag e wreg an impalaerez Eugénie ur veaj vras e Breizh, hag un ehan e Pondi. Un enor bras e oa bet evit Kêr! Da-geñver ar veaj-se e oa bet profet ur sammad argant gant an impalaer evit lakaat sevel an iliz zo dirakout. Siwazh, ne oa ket bet trawalc h a argant evit he sevel, ha morse ne oa bet peurachuet an iliz! Se a vez gwelet er munudoù, evel togennoù zo (= lodenn uhelañ ar c holonennoù) ha n int ket bet kizellet. 8 Un dogenn kizellet Un dogenn diachu Tennad 7 An iliz Sant Jozeb Sell mat ouzh kolonennoù an tour-kloc hdi. Pet togenn diachu zo? 9 10 Tennadoù a 7 da 11 11
7 Tennad 8 Ar stal bouedloened Savet e oa bet ar batis-mañ evit dastum ennañ boued kezeg ar varc hegerien a loje er c harter Klison (gwelet an tennad 5). Hervezout, petra a veze berniet amañ dre just? Da goulz Napoléon III e oa arruet an tren e Pondi. Hañval a-walc h e oa ar peurvuiañ ag an tier-gar a veze savet e Breizh d ar c houlz-se. Implijet e veze ar memes danvezioù gant an disavourien evit o sevel. Tennad 9 Ar porzhhouarn Evit gouiet, adskriv amañ edan al lizherennoù islinennet er frazenn-mañ a c hellhe bout bet distaget gant paotr ar savadur. «Fidamdoue! arabat frotañ alumetez! gellout a rahec h lakaat an tan er boued-loened hag entaniñ pep tra. Lakaat a reot ho kornad butun diwezhatoc h, ur wezh distroet d ar gêr». ha Ti-gar Montaigu (Vande) Brikennoù ruz Koad Indu (= gwisk) gwenn Teol Mein-glas Mein (greunit) Sell ouzh al luc hskeudenn a di-gar Montaigu ha keñver-hi gant ti-gar Pondi. Ha gellout a rez sikour ganin adkavout an danvezioù boutin d an daou savadur? Kelc h ar gerioù a glot gante
8 Tennad 10 Bank Frañs (niv. 83, straed Vroadel) Chaous! N on ket evit am bout soñj ag anv an elfennoùigoù-se. Ha gellout a rahes e zegas da soñj din? Dav eo kavout al lizherenn diank er gerioù a glot pep hini gant un elfenn ag an ti. An ti-mañ zo unan ag ar re gentañ zo bet savet er c harter napoleonat. Strizh a-walc h ha simetrekkenañ eo e zoare. N eus nemet an elfennoùigoù pevarc hornek dindan ar rizenn evit e laouenaat un tamm. Bal D Lom F Simina Dor-da T M on r izenn er nestr enn r Ar rabin-mañ, gant gwez hed-ha-hed dezhi, a oa bet terket en 19 vet kantved. Ha merzet ac h eus an div zelwenn e deroù ar boulouardoù? Ouzhpennet e oant bet nevesoc h zo, e-kreiz an 20 vet kantved. Dilhad an dud a ro dimp da ouiet e skeudennont ur paotr hag ur plac h a Bondi. greunit r koad r skilt r marbr r Tennad 11 Ar boulouardoù Elzas-Loren Sell mat ouzh an delwennoù. E pezh danvez int bet graet? 14 15
9 Savet e oa bet an ti-mañ evit an ofiser a oa e penn gwarnizon Pondi. Ma rez ur sell àr da c hiz e c hellez spurmantiñ ar c harter Klison er penn arall d ar blasenn (gwelet an tennad 5). Ha gwelet ac h eus pegement a sav zo àr ar straed amañ? Akomod-kaer e oa evit ar c homandant : adal fenestr e di e veze atav e lagad gantañ àr ul lodenn ag ar gêr! Tennadoù a 12 da Tennad 12 Ti komandant ar plas Evit mirout un eñvorenn ag an ti brav-mañ em eus graet un dresadenn ag an talbenn pennañ anezhañ. Hopopop! Pemp fari am eus graet m eus aon. Ha gellout a ri o adkavout? 17
10 Tennad 13 Al lise impalaerel Chaous! Ne m eus ket soñj ken ag anvioù pep elfenn ag ar skoed-ardamez. Sikour ganin o adkavout en ur respont d ar goulennoù ha d ar c hemennadennoù kodet-mañ. Soñj ta! Al lise-mañ zo bet unan ag ar re gentañ krouet e Breizh! Dreist an nor e c hellez gwelet ur skoed-ardamez implijet da skeudenniñ kêr Bondi e fin an 19 vet kantved hag e deroù an 20 vet kantved. 1 2 An elfenn-mañ, graet a dourioù hag a vurioù, a ziskouez e vez skeudennet ur gêr gant ar skoed-ardamez. Petra, da z soñj, a vez graet ag an elfenn-mañ? r ur gurunenn roue r ur gurunenn lore r ur gurunenn vagoer. Ar romboù divouedet-mañ a zegas da soñj a skoed-ardamez ar familh Roc han a voe Pondi en he dalc h adal ar Grennamzer betek an Dispac h. Alc hwez ar c hod : 1 = a ; 2 = b ; 3 = c, ha kement zo Degas a ra da soñj ag orin kêr. alc hwez ar c hod : = n ; = o ; = p ; = t 4 Ha gouiet a raes? Hervez an hengoun e oa bet diazezet kêr er 7 vet kantved gant ar manac h Ivi en dehe lakaet sevel ur pont àr ar Blavezh, «pont Ivi», en dehe roet «Pondi». Aroueziet e vez Breizh gant an elfenn-mañ. Evit adkavout he anv, adlaka ar silabennoù-mañ en urzh mat : MI ER NIG 18 19
11 Tennad 14 Ar c hoc huc hoariva Dibabet e oa bet doareoù ar savadur evit aesaat an implij anezhañ. Hervezout, peseurt implij a veze da bep estaj? Liamm ar gerioù a glot. Savet e oa bet ar batis-mañ evit reiñ bod da zaou dra : ur c hoc hu ma veze eskemmet marc hadourezh hag ur c hoariva ma veze aozet arvestoù diseurt. Sell mat ouzh ar savadur : pep live en deus doareoù dezhañ e-unan. E rez-an-douar ez eus bolzioù rontaet bras, en estaj kentañ ez eus fenestroù pevarc hornek bihan. rez-an-douar c hoariva 1 añ estaj koc hu Pondi Div ganol a oa bet terket e Pondi en 19 vet kantved. Al lenn-mañ eo al lec h ma kejont. Akomod-kaer e oa ar c hanolioù gwezharall rak aesaat a raent ar c has marc hadourezh. Henbont Pariz Naoned Brest Roazhon Tennad 15 Al lenn ma kej ar c hanolioù Ha gouiet a rez betek pelec h e c helled mont adal Pondi en ur vont gant kanolioù? Desk an dra-se dre ma sikour da vont kuit ag ar milendall! Tri hent a rankez kavout
12 Un nebeud merkoù en amzer : Henamzer Krennamzer Azginivelezh Marevezh modern 19 vet k 20 vet k I añ Republik I añ Impalaeriezh Impalaer Napoléon I añ Restaorasion Ebrel Meurzh 1815 : I añ Restaorasion Loeiz XVIII Meurzh-Mezheven 1815 : Kant-Devezh Napoléon I añ Mezheven : II l Restaorasion Loeiz XVIII ha Charlez X : Monarkiezh Gouere Loeiz-Fulup II l Republik II l Impalaeriezh Impalaer Napoléon III III e Republik vet k Hiziv Tennad 10 : An elfennoù pevarc hornek dindan ar rizenn zo KORBELLOÙ. Tennad 11 : E greunit eo an delwennoù Tennad 12 : Ar pemp fari zo, ag al lein d an diaz : mankout a ra ar siminal a-gleiz, talbenn tric hornek (ha n eo ket e stumm un hanter-granenn) evit al lomber kreiz, un tamm a vank a-gleiz d al lomber kreiz, fenestr karrez (ha n eo ket ront) el lomber dehou, n eus ket a vosoù (mein balirek) àr ar chadenn-gorn a-gleiz. Tennad 13 : Peder elfenn ar skoed ardamez eo : ar gurunenn-voger, ar maklennoù, ar pont hag an erminig. Tennad 14 : Koc hu e rez-an-douar gant ar bozioù bras a aesa ar mont hadont ; c hoariva en estaj kentañ. Tennad 15 : An div ganol e Pondi eo kanol ar Blavezh, hag ar ganol a Naoned da Vrest. Setu e oa dav kavout ar c hêrioù : Brest, Henbont, Naoned. Tennad 1 : Da stagiñ ouzh an ti e vannoù koad : dizingal, balirek, koad da zanvez pennañ. Da stagiñ ouzh kendi an 19 vet kantved : plat, maen da zanvez pennañ. Tennad 2 : Ganet eo bet ar jeneral de Lourmel er straed-se. Tennad 3 : Gerioù da gelc hiiñ : talbenn tric hornek, kolonenn, skalier. Tennad 4 : niv. 2 ha 3 zo d ar savadur. Tennad 5 : Ar savadur a servije da lojiñ soudarded àr varc h. Tennad 6 : Respont 3 : Gant ur c hastell-annez eo bet awenet an tisavour. Ar c hazelioù a zistro, an tres e stumm un U, a c hell lakaat da soñjal e divrec h é tegemer ar weladennerion. Tennad 7 : 8 togenn zo chomet diachu. Tennad 8 : FOENN ha PLOUZ. Tennad 9 : An danvezioù boutin d an daou di-gar eo : ar brikennoù ruz, an indu gwenn, ar mein-glas hag ar mein (greunit). Respontoù 22 23
13 Savet gant : Kêr Bondi, Renerezh Deskadurezh-Buheziñ, servij ar glad, 2009 Maketenn : nuancesgraphiques.com Skeudennoù ar wenanenn : Gwendal Le Bayon Troet gant : Ofis Publik ar Brezhoneg Moulet gant : IBB Hennebont Moullet war baper deuet eus koadeier meret en un doare padus Skeudennoù : Tennadoù 1, 2, 3, 4, 5, 7, 10, 11, 12, 13, 15 : Kêr Bondi. Tennad 6 : Tresadennoù a gastelloù La Tusque e Sainte-Eulalie (Gironde) ha Sully-sur-Loire (Loiret), Viollet-Le-Duc, Eugène, Dictionnaire raisonné de l architecture française du XI e au XV e siècle, Tresadenn ag ur c hastell-annez Kêr Bondi Tennadoù 8, 14 : Talairach, François Kêr Bondi, Tennad 9 : Kêr vmontaigu Tennad 11 (delwennoù) : Le Divenah, François Kêr Bondi, Al levrig-mañ zo da : Al levrig-mañ zo ennañ pemzek divinatez da ziskoulmiñ. Graet eo bet evit ar vugale (adal 8 vlez), dezhe d ober anaoudegezh gant glad napoleonat Pondi evel en ur c hoari. Ul levrig arall zo evit an dud daet, setu ma c hell bremañ ar vugale hag o zud ober asambles ur bourmenadenn leun a istor, a natur hag a c hlad : pep hini a c hello lenn ar pezh a blij dezhañ. Trugarez da : Michel Tatard, Auriane, Cyndie, François, Laura, Marion
Ahelioù simetriezh. I. Ahelioù simetriezh ha lunioù. Dizoleiñ. 1. Setu un nebeud lunioù, dezho ahelioù simetriezh da adkavout. 2.
5 helioù simetriezh I. helioù simetriezh ha lunioù 1. Setu un nebeud lunioù, dezho ahelioù simetriezh da adkavout. Dizoleiñ dsav anezho teir gwech brasoc h ; didroc h pep hini. Dre blegañ, adkav ahelioù
Sinema e brezhoneg evit ar skolioù TROIAD 2019 DOSER EVIT AR SKOLAERIEN
Sinema e brezhoneg evit ar skolioù TROIAD 2019 Sinema e brezhoneg Ur programm evit ar begoù lipous! 4 berr-metrad bevaat C hwezh vat ar c harotez kinniget gant Arnaud Demuynck DOSER EVIT AR SKOLAERIEN
Skolidi skol Rohan Gwened Miz An Azvent 2009
Skolidi skol Rohan Gwened Miz An Azvent 2009 Titl ar levr Piv en deus skrivet ar levr? Piv en deus skeudennet ar levr? Piv en deus embannet ar levr? Tev eo Teo Skol Roc'han Gwened 2009 - p1 Chapistroù
Kartenn Europa treuzfurmet get ar brezel Perak e kas ar gartenn nevez a Europa kement a gudennoù etre ar Stadoù?
Kartenn Europa treuzfurmet get ar brezel Perak e kas ar gartenn nevez a Europa kement a gudennoù etre ar Stadoù? War-lerc h ar brezel e voe bet 5 feur-emglev sinet etre ar stasdoù-trec h hag ar re drec
kaier AN ABADENNOU EVIT AR SKOLIOU kelc h 1 kelc h 2 kelc h 3 An traoù da c houzout MIRDI AR BEZHIN HAG AR VEZHINERIEN
An traoù da c houzout Plougerne Evit dont betek amañ : An Hent bras N12-N165 Porzh-nij Brest Gwipavaz - 25 Km Porzh-houarn Sncf Brest - 30 Km Kirri-boutin Brest-Plougerne Porzh Mor Rosko - 30 Km kaier
UR MIRDI TROET A-VISKOAZH WAR-ZU ARZ E AMZER
E-kreiz ar mirdi > Mirdi an arzoù e Naoned > An istor UR MIRDI TROET A-VISKOAZH WAR-ZU ARZ E AMZER Krouet e oa bet mirdi an arzoù-kaer e 1801 gant Napoleon Bonaparte, war un dro gant 14 mirdi all e Frañs.
STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ
STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ 11 Stadegouriezh deskrivañ Hollekadurioù 11.1 DIVOUD AR STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ 11.1.1 Digoradur Boas eur da lavarout e teraou ar stadegouriezh arnevez war-dro 1660 gant labourioù
Ar vonarkiezh vonreizhel fin Eost 1792 I. Bro C hall nevez
Ar vonarkiezh vonreizhel fin 1789- Eost 1792 I. Bro C hall nevez A. Ur Vonreizh nevez embannet d ar 1/10/1791 1. Get piv e veze dilennet ar Vodadenn E-barzh? ar Vonreizh savet e 1791 emañ ar vroad a c
Niveroù relativel. I. Degouezhioù. Dizoleiñ. 1. Ar bignerez bennfollet. 2. Al lestr-spluj m. 400 m. 500 m. 3.
12 Niveroù relativel I. egouezhioù 1. r bignerez bennfollet Ur bignerez a lak an dud da vont a-us pe dindan an douar. -benn diforc hiañ an daou zoare da vont e vez skrivet : «+» dirak an estajoù a-us d
Kenfeurelezh, dregantadoù
14 Kenfeurelezh, dregantadoù I. Kenfeurelezh 1. Prizioù Un euro eo priz pemp madig. Peurleugn an daolenn-mañ pa ouzer na vo distaol ebet war priz ar madigoù ma prenez meur a hini. Sav ur grafik hag a ziskouez
Levrig ar mestr Kelc hiad 2
Levrig ar mestr Kelc hiad 2 Savet gant : Véronique Tomaz (Landerne) Marie-Françoise al Lae (Roazhon) Joseph Madeg (Roazhon) Anne Bilieg (Konk-Kerne) gant skoazell Tieri Sezneg, kuzulier pedagogel Skipailh
KIS-849 Hanc herieg ar mol
KIS-849 Hanc herieg ar mol (YBAN 17 0 05) Bremañ ur c hraf all en dro d ar Gl. mole. E dibenn dezrann ez eus daou bar da gemer e kont : hini an atom(enn) ha hini N atomenn. Heñvel dra evit ar volekulenn
Kêrioù. Arz. Glad Kêrioù Breizh.
Kêrioù Arz Glad Kêrioù Breizh www.cites-art.com 8 31 Kêrioù Bihan Breizh 8/9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 Digoradur Bazeleg-ar-Veineg Begerel Kastell-Geron Kastellaodren
An Dañserion-noz. An dud é c hoari. An Dañserion-noz
A-raok c hoari An dud é c hoari Gaodig Ar Beleg Unan eus ar seizh dañser-noz A-raok c hoari Ar Priñs yaouank Ar c hi Fidelig Tud all : Ar C honter Paotr ar c harr An Evn Ar C honter Ur wezh e oa un itron
Listenn sinerien Liger-Atlantel o deus kaset oberoù da benn AR BAOL-SKOUBLEG
Listenn sinerien Liger-Atlantel o deus kaset oberoù da benn AR BAOL-SKOUBLEG DAVEENNOÙ ASSOCIATION CULTURELLE DE LA BAULE 24 avenue de Uhelgoad 02 40 24 56 29 TI-KRAMPOUEZH «AR BOLE» 36 avenue du Général
Listenn sinerien Bro Dreger ha Goueloù o deus kaset oberoù da benn BENAC H KAWAN
Listenn sinerien Bro Dreger ha Goueloù o deus kaset oberoù da benn BENAC H DAVEENNOÙ OBEROÙ TI AR C HAMPOUZ Ti-krampouezh 13 plasenn an iliz 02 96 43 00 01 tiarchrampouz@orange.fr Roll-meuzioù Kartennoù
KAVADENN AR SKRITUR. Diell 1 : Arouezennoù gennheñvel. ur genn
Diell 1 : Arouezennoù gennheñvel 1 ur genn Unan eus al lizhiri kaset gant Touchrata, roue Mitanni, da Amenofis 3 (Mezopotamia, -1500 a-raok J.-C.) evit aozañ un eured. Skrivet e linennoù, ha rannet pennadoù
Teuliad pedagogel «TRAEZOÙ SKOUER»
Teuliad pedagogel «TRAEZOÙ SKOUER» HENAMZER TAOLENN Pennad-digeriñ an diskouezadeg pad «Hollved eo Breizh»......p. 2 Kinnig an abadenn hag ar c'harned-dizoleiñ..........p. 4 Prientiñ ho kweladenn er mirdi......p.
Taolenn. 1 AÑ LODENN : DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL I. Deskiñ ar yezh II. An divyezhegezh abred III. Al liammoù etre ar remziadoù...
Taolenn Digoradur... 7 1 AÑ LODENN : DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL I. Deskiñ ar yezh... 12 A. An deskadurezh divyezhek... 12 B. Reiñ un tañva eus ar brezhoneg... 14 C. Ar c hentelioù evit an dud deuet... 14
AR BREVEDAKED AN AZVENT 2015 ISTOR-GEOGRAFIEZH HA DESKADUREZH KEODEDEL
AR BREVEDAKED AN AZVENT 2015 ISTOR-GEOGRAFIEZH HA DESKADUREZH KEODEDEL An briziadenn-mañ zo teir lodenn enni ha ret-mat e vo deoc h tretiñ anezhe o-zeir: Lodenn 1: istoer /13 poent Lodenn 2: geografiezh
PRIZIOÙ DAZONT AR BREZHONEG 2011
AL LOREIDI Gwener 17 a viz Mezheven Gwened RUMMAD KEVREDIGEZHIOU 3 Hipolenn E 2007 e oa bet krouet Hipolenn gant un dornad tud pitilh gant al levrioù hag ar brezhoneg. Broudañ al lenn brezhoneg e-touez
DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG ER VRO-WENN HAG ER BRIVER
DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG ER VRO-WENN HAG ER BRIVER DOARE NEVEZET 2004-2010 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ 2011 Digoradur Ur steuñv hollek da ziorren ar brezhoneg, Brezhoneg 2015, a
Redadeg Skol Antoine de Saint Exupéry e Puguen Skol Sant Josef / Santez Mari en Erge Skol Diwan Penharz e Kemper
Redadeg 2018 Skol Antoine de Saint Exupéry e Puguen Skol Sant Josef / Santez Mari en Erge Skol Diwan Penharz e Kemper Julius an aerouant Ar Redadeg, d'an 8 a viz Mae 2018 e Kemper. Re vuan e red Guillaume
Miz Even Priziadenn. Évaluation de breton. Live B1. Teul (lenn & skrivañ) Anv : Kevredigezh :
Miz Even 2010 Priziadenn Évaluation de breton Live B1 Teul (lenn & skrivañ) Anv : Kevredigezh : 1 Pennad tennet diouzh ar blog : A! Lenn (http://alenn.nireblog.com) Ar skritur-se a blij din kalz peogwir
IMBOURC'H. Krennlavarioù miz Meurzh. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 65 Meurzh - Ebrel 2010 Priz : 2
KANNADIG IMBOURC'H Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 65 Meurzh - Ebrel 2010 Priz : 2 Krennlavarioù miz Meurzh Miz Meurzh gant e veurzheri, a ra d ar c hwrac h staotañ e-barzh an ti ha d he merc h kenkoulz
Mirdi Breizh KREDIÑ A RAN, NE GREDAN KET
Mirdi Breizh KREDIÑ A RAN, NE GREDAN KET C hoari loto d ur gwenervezh 13, tremen dindan ur skeul... Peseurt plas a roomp-ni en hor c hevredigezh d ar pezh a vez graet an direzon anezhañ gant ar speredoù
Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ. II. Ur brezel distrujiñ
Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ I. Mareoù pennañ ar brezel II. Ur brezel distrujiñ III. Gouennlazh ar Yuzevien hag ar Dziganed Emgann Stalingrad
Pont Treglonoù. Uhelvorioù ar reverzhi vras Uhelvorioù Marvorioù. Ar grugell. Al lec hideg Ar wazh-dour Poulloù-dour. Ar c hleuz.
Kelaouenn ar skolioù Emañ ar gomz gant ar skolidi Miz Ebrel 2009 Niv. 15 An aberioù Petra eo un aber? Traoñienn hir ur stêr eo, e-lec h ma teu ar mor div wezh bemdez. Tri aber a zo e Penn-ar-Bed : an Aber
Pennadoù 1, 2. Ameli. Brastres an tudennoù
A Brastres an tudennoù Adsavit brastres an tudennoù ha klokait anezhañ tamm-ha-tamm a-hed ho lennadenn, en ur reiñ ar muiañ posupl a ditour diwar o fenn : anv, oad, micher, breur pe c hoar piv int... Pennadoù
War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXI vet Kantved
War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXI vet Kantved Deskiñ d An Oadourien Miz Even 2017 Deskiñ d An Oadourien Kengevredigezh ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet eo DAO, ur pemp ha tregont a framm
SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2011
SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2011 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ DU 2011 Sifroù distro-skol ar c helenn divyezhek e 2011-1 E 2011, evit ar 34 e distro-skol da-heul, e talc'h
Maezadoù François Dilasser
diskouezadeg eus an 9 a viz Even d ar 4 a viz Du 2018 e Palier Roc han Plasenn Sant Tomaz Landerne DEIZLEVR AN DISKOUEZADEG Maezadoù François Dilasser An arzour «Plijout a ra din pa difoup stummoù er-maez
Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit gwellaat buhezegezh niverel ar brezhoneg
The Digital Language Diversity Project Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit gwellaat buhezegezh niverel ar brezhoneg Embanner Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit
Dibabet eo bet lec hioù loc hañ ha degouezh Redadeg 2016!
La course pour la langue bretonne Dibabet eo bet lec hioù loc hañ ha degouezh Redadeg 2016! Ar Redadeg a di da di BP 15 35310 Morzhell / Mordelles darempred@ar-redadeg.org - 06 08 64 99 72 - http://www.ar-redadeg.bzh
Bodañ a ra an darvoud-se ouzhpenn a dud. Ur brud a ya dreist harzoù ar Vro.
Hag e talc'h ar brezhoneg da vont, hag e talc'h ar Redadeg d'ober berzh Pegeit 'zo emañ Yann C'hall o klask mougañ hor yezh? 200 vloaz 'zo, un tamm muioc'h moarvat. E-giz pa vefe ar brezhoneg un dañjer
Ar redadeg stlejelloù Emañ ar gomz gant ar skolidi Ar menezioù uhel AR CHAS HUSKY Embannet gant TES 220 TE 260 ISSN
Kelaouenn ar skolioù Emañ ar gomz gant ar skolidi Miz Gouere 2012 Niv. 22 Ar menezioù uhel Setu ar c hêrioù bras e-lec h ma oamp tremenet : Sant-Brieg, Roazhon, Le Mans, Chartres, Évry, Auxerre, Bourg-en-Bresse,
E U R O P A D39 D3 D11 D20 D35 D35 D10 D26 D An Ahel: A Z I A. Ar Gevredidi: D41
D3 D11 D20 D35 D35 D39 E U R O P A D10 D26 D31-27-33 An Ahel: Ar Gevredidi: D24 D32 D41 A Z I A Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ I. Mareoù pennañ
Emañ ar gomz gant ar vugale
Emañ ar gomz gant ar vugale Kelaouenn ar skolioù. ar gern. ar gern vihan. an tog. ar maen-reder 5. ar maen-diazez 6 6. ar rañvell 7. ar c han dour 8. ar rod koajel 9. an ahel 0. rodoù dantek. ar vurutell
Imbourc h KANNADIG. Kaezar ne oa ket andoueour. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 103 Here Du - Kerzu 2017 Priz : 3
KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 103 Here Du - Kerzu 2017 Priz : 3 Kaezar ne oa ket andoueour Abaoe beziadelezh 1 pouezusozh-pouezusañ an Islam e Bro-C hall hag e arc hadurioù niverusoc
KORN AR RESTACHOÙ. Dastum dre zibab
Kelaouenn ar Skolioù Emañ ar gomz gant ar vugale 30 a viz Gwengolo 2003 Niv. 2 KORN AR RESTACHOÙ Dastum dre zibab E Lannuon e vez goulennet digant an dud dispartiañ o lastez en ur implijout seier glas
IMBOURC'H. Hennadelezh Vroadel. 5 Kantadoù Aldjerianed c hall pe Gallaoued aldjerian - se zo. «Brezhon». 7 barnverk : critère.
KANNADIG IMBOURC'H Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niverenn 63 Du Kerzu 2009 Priz : 2 Hennadelezh Vroadel Er C hwec hkogn ez eo bet lusket gant ar gouarnamant gall ur breutaerezh bras a-zivout an hennadelezh
[ EVIT UR C'HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! ] EVIT UR C'HLEWELED E BREZHONEG!
Kredomp stourm, kredomp bezañ trec'h! [ EVIT UR C'HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! ] TV TASMANT EVIT UR C'HLEWELED E BREZHONEG! Gouere 2009 HUCHADEG EVIIT UR C''HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! Rankout a ra ar brezhoneg
Imbourc h KANNADIG. Gwalloberoù an hiniennelouriezh... pe un ifern pavezet a ratozhioù kaer
KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 101 Mae Mezheven 2017 Priz : 3 Gwalloberoù an hiniennelouriezh... pe un ifern pavezet a ratozhioù kaer En hor c hevredigezh a-vremañ, goudearnevez
SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2012
SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2012 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ GWENGOLO 2012 Sifroù distro-skol ar c helenn divyezhek e 2012-1 E 2012, evit ar 35 vet distro-skol da-heul,
Prederiadennoù war an dic houest mama-z omp...
KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 93 93 Here Du - Kerzu 2015 Priz : 3 Prederiadennoù war an dic houest mama-z omp... An dic houest ma-z omp da stourm a- ez eo, ha se n eo ket ur saviad
MALI AR MERC HED TESTENNOU AN DISKOUEZADEG E BREZHONEG
MALI AR MERC HED TESTENNOU AN DISKOUEZADEG E BREZHONEG Gant Mali ar merc hed, mirdi Breizh, anezhañ ur mirdi rannvroel troet wardu an Dud hag ar c hevredigezhioù, a gendalc h da blediñ gant sevenadurioù
Imbourc h KANNADIG. Hanter-kant vloaz war-lerc h. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 105 Ebrel - Mezheven 2018 Priz : 3
KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 105 Ebrel - Mezheven 2018 Priz : 3 Hanter-kant vloaz war-lerc h Daou c hant vloaz war-lerc h ganedigezh Marx, kant hanter-kant vloaz war-lerc h hini
A-bouez eo bezañ kelaouet Da vare an distro-skol-mañ e fell deomp diskouez deoc h eo mat bezañ koumanantet da Ya!, evit meur a abeg.
ISTOR SKIANTOÙ 484 Memor ar vro Gant Yann Bijer Kenlabour evit merañ an egor 19 a viz Gwengolo 2014 p. 8 p. 4 A-bouez eo bezañ kelaouet Da vare an distro-skol-mañ e fell deomp diskouez deoc h eo mat bezañ
Frañs hag Unvaniezh Europa, galloudegezhioù a renk bedel. Levezon sevenadurel. Levezon ekonomikel. Levezon geopolitikel.
Frañs Ar gallegañ: levezon sevenadurel 220 million a dud a ouia gomz galleg er bed; yezh ofisiel an ONU hag ar c hoarioù olimpek. Strolliñ a ra ar gallegañ zo 80 Stad en OIF(Aozadur etrevroadel ar gallegañ)
Ar prosez. Franz Kafka. Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen
Ar prosez Franz Kafka Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen Savet eo bet an droidigezh-mañ diwar embannadur kentañ ar skrid orin bet moullet er bloavezh 1925, un nebeud mizioù goude marv Franz
Diell 1: gwir-votiñ evit ar vaouezed (1944) Diell 2: adsevel Frañs.
Etre 1944-1958: I. Stad ekonomikel ha politikel Goude an eil-brezel-bed: prantad ar puriñ( skarzhiñ ar re o deus kenlabouret get ar renad Vichy Ekonomiezh bresk ha da adsevel Ar verregezh, ar revoneizadur
Erle a zistroas d e vurev, mezhek. Kemer a reas ar gazetenn ha kregiñ da lenn, aketus. Gwelet fall e oa gant ar rener abaoe ar penn-kentañ.
1. Roazhon. Kae Richemont. 8 eur 23. Ur paotr yaouank a rede, o tigareziñ bep tro ma yae da stekiñ ouzh unan bennak. Diwezhat e oa evel boaz. Hag e vantell o nijellat en avelig beure, gant ar pres a oa
AL LIAMM 72. AL LIAMM Tir na n-òg NIVERENN 72. Genver - C'hwevrer 1959 TAOLENN. 15ved BLOAVEZH
AL LIAMM 72 AL LIAMM Tir na n-òg NIVERENN 72 Genver - C'hwevrer 1959 15ved BLOAVEZH TAOLENN Plac'h Askalot, gant R. Hemon 3 Barzh, gant Abanna 6 Maro al laouenan 7 Abardaez, gant Youenn Olier 8 Dianket
Imbourc h KANNADIG. Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc hded
KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 87 Gouhere Gwengolo 2014 Priz : 3 Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc hded E deroù miz Gwengolo e oa bet embannet ar gemennadenn-mañ
Charlez Gwennou. (bet ganet e Lezardrev e 1851, marvet e Vitry-sur-Seine e 1915).
Charlez Gwennou. (bet ganet e Lezardrev e 1851, marvet e Vitry-sur-Seine e 1915). Re a skiant on-eus pe Yann ar Mañcheg o vond da Bariz, bet embannet e 1896. Modernnaet eo bet an doare-skriva. Re a skiant
KANNADIG Imbourc h. Galloud an Arc hant 1/ Priz : 3
KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 74 Genver C hwevrer 2012 201 2 Priz : 3 Galloud an Arc hant 1/3 Marv Danielle Mitterand, intañvez da François Mitterand, bet prezidant gall e-pad
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11 ii an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de
. JAN-MARI SKRAGN (JEAN-MARIE LE SCRAIGNE)
. JAN-MARI SKRAGN (JEAN-MARIE LE SCRAIGNE) J.M. Skragn (evel a vez laret ba Poullaouen, pe ar Skregn, eme lod) zo bet ganet en Uhelgoad er bloaz 1920 (marvet e miz Kerzu 2016). Da gentañ e oa chomet da
DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO REDON HAG AR GWILEN
Diazezadur publik a genlabour sevenadurel Établissement public de coopération culturelle DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO REDON HAG AR GWILEN DOARE NEVEZET 2004-2010 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ
un tenzór a gardae un trésor à conserver
LEC HANVADUREZH BREIZH un Teñzor da zerc hel bev LA TOPONIMIY BERTONN un tenzór a gardae LA TOPONYMIE BRETONNE un trésor à conserver KEVRE BREIZH DA BETRA AL LEVRIG-MAÑ? Brezhoneg E-leizh a zeskamant a
Eur ger a-raog... Ar vro hag ar mor
Patrig Gouedig ENEZ-EUSA Eñvoriou tud Eusa (Teir gasetennig a zo. Prena anezo digand Emgleo Breiz, 10, ru Kemper, 29200 Brest. Pellg. : 02-98-02-68-17. E-mail : brud.nevez@wanadoo.fr Lehienn : www.emgleobreiz.cm)
DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO PLOERMAEL KALON BREIZH
DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO PLOERMAEL KALON BREIZH DOARE NEVEZET 2004-2012 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ 2012 Digoradur Ur steuñv hollek da ziorren ar brezhoneg, Brezhoneg 2015,
Miz Here 2008 Niv. 13 AN AOD
Kelaouenn ar skolioù Emañ ar gomz gant ar skolidi Miz Here 2008 Niv. 13 AN AOD D al Lun 11 a viz C hwevrer 2008 e oa bet klasad CP/ CE divyezhek Loperc hed o pesketa e Porzh Don e Rostivieg. Ul lec h brav
Park. Natur rannvroel. Arvorig. Karta Danevell ar garta. «Evit gweledvaoù. dibabet en Arvorig»
Park Natur rannvroel Arvorig Karta 2009-2021 Danevell ar garta «Evit gweledvaoù dibabet en Arvorig» «An douar 'zo re gozh evit ober goap anezhañ» «La terre est trop vieille pour qu'on se moque d'elle»
AR BIBL 5ANT[L. Troidigezh gant. i!iaodez GLANNDOUR ~------~ ~ ~--~ ~1--=~~~~ ~-~ ~-- -~--~- ~ ---
N~ BIBL 8ANTbL -------------------~------~--------~----------~--~ ~1--=~~~~ - - -- ~-~ ----- AR BIBL 5ANT[L Troidigezh gant i!iaodez GLANNDOUR ---~-- -~--~- ~ --- 1953 KOHELETH.++++++++ R.AKSKRIIY. Sant-Brieg,
An urzhiataerezh war dachenn an diwyezhegezh abred.
An urzhiataerezh war dachenn an diwyezhegezh abred. Pleustradurioù pedagogel troet trema ar c hehentiñ. Maëlle, kelc hiad 2, Mis C hwevrer 2001. Mestroniezh Kevrenn ar brezhoneg - Roazon 2 Michel MERMET
Troude Milin Ar marvailler brezoneg pe Marvaillou brezoneg A. Troude G. Milin Troude Ar horv heb ene
Troude ha Milin : Ar marvailler brezoneg pe Marvaillou brezoneg, dastumet gand ar horonal A. Troude ha G. Milin (ar galleg a zo dirag ar brezoneg). Brest 1870. Notennou : Modernnaet eo bet an doare-skriva.
Deskadurezh an henchiñ: sevel ur fichenn àr ur vicher liammet get ar justis B4: B5:
Barregezhioù, gouiziegezhioù hag emzalc h labouret B1 Lenn : tenniñ titouroù en testennoù a-dal elfennoù espleg hag ivez elfennoù empleg dont da benn da zisplegiñ dre skrid pe dre gomz ar sklaerañ ag an
136 Con Dolore. Tenor 1. Tenor 2. Bariton. Bass. Trumpet in Bb 2. Trombone. Organ. Tube bell. Percussions
Tenor 1 Tenor 2 Bariton Bass Trumpet in Bb 1 Trumpet in Bb 2 Trombone Percussions Organ 136 Con Dolore Tube bell X. Nikodémus: Mer - re vagy, Jé - zus, hol ta - lál - lak? Mu-tass u - tat az út - ta- lan
DISKULIADUR ARES. Kentskrid. Mammenn
DISKULIADUR ARES Kentskrid Mammenn 1974, e Ares, kumun vihan eus arvor Jirond, Bro-C'hall. Eus ar 15 a viz genver d'an 13 a viz ebrel, war dro pep eil deiz, e kreiz an noz dalc'hmat, e vezan dihunet, galvet
KIS-811 Isla#m : ur santad a vezhekadur da hêrezh istorel. E sigur ul levr 1 gant Abdelwahab Meddeb 2
KIS-811 Isla#m : ur santad a vezhekadur da hêrezh istorel. E sigur ul levr 1 gant Abdelwahab Meddeb 2 (LM da GE 06 01 04) Dinaou din ha dinaou da Jozef ur gwin blazet-mat a laka da gridiennañ Pella ar
Cse resz nyés le pény
HOZ ZÁ VA LÓK 6 FÔRE Elôkészítési idô: 15 perc Sütési idô: 35 perc Cse resz nyés le pény 75 dkg fe ke te cse resz nye 6 to jás 12 dkg cu kor 2,5 dl tej 10 dkg liszt 2 dkg vaj 1 kés hegy nyi só Mos suk
nevez Dianav med n'int ket estrañjourien Yvon Le Men 3 Enezeier an heol 5 D. Maximin, M. Rippon, J. René-Corail 33 Lennegez
N 308 Genver - 2015 nevez Dianav med n'int ket estrañjourien Yvon Le Men 3 Enezeier an heol 5 Ar Reunion : doarerou eur vro Yvonne Le Hen 6 Gwadloup : eur vuhez nevez evid ar hreoleg? Anna Quéré 17 Ar
Yann Kerglogor Ar haner baleer-bro A mon ami Ernest Renan
Luzel (Fañch an Huel, an Uhel) (Plouared 1821 Kemper 1895). Yann Kerglogor, 1891. E brezoneg hag e galleg. Modernnaet eo bet an doare-skriva. Ne ra ket ar hemmadur D/Z, diouz doare yez Treger, nemed eur
PAJENN .. - ^ ^ l A L - t r O
GWALARN PAJENN Roparz Hemon. PEURUNVANI 5 G. B. Kerverziou. AN DIRI-SERVIJ 9 Meavenn. AN HINI BIHAN 17 T. GWYNN JONES 20 BREZONEG AR VUGALE 25 LEVRIOU NEVEZ 26 GERIOU-KROAZ 29 33 EOST 1931..-^^lAL-trO
KIS-794 Gl. haras (p. 39), pneumopathie atypique (p. 40), écriture automatique (p. 41), diglossie (p. 42)
KIS-794 Gl. haras (p. 39), pneumopathie atypique (p. 40), écriture automatique (p. 41), diglossie (p. 42) HARAS (RLN da YBAN 19 05 03) War Le Télégramme eus an 28 C hwevrer 2003 dindan ar reollin SPERED
Kendiviz etrebroadel Colloque international. Minorelezhioù. ha bedeladur. Minorités et mondialisation ROAZHON / RENNES. 23 ha 24 here / octobre 2014
Kendiviz etrebroadel Colloque international Minorelezhioù ha bedeladur Minorités et mondialisation ROAZHON / RENNES 23 ha 24 here / octobre 2014 Kambr micherioù hag artizanelezh Il-ha-Gwilen & Tambour
_t San tez ~nna. t Gwepz. Ar gwerc'hez.ed ganti Sur a vo selaouet Mamm ar W erc'hez Vari A gar ar Gwerc'hezed. Itron Santez Anna,
~~~~m=~~~ji~i~a~i~i~i~i~i~~ 4~~~Œ~I~Y~ t Gwepz _t San tez ~nna Evidomp-ni erna He c'harantez vrasan, Evidomp-ni e ra He burzudou kaeran. Ne vern gant pe seurt krdaz E vezoc'h ankeniet, Hi a wella pep gloaz
(Margitszigeti sétány, 1940 körül; MNM) Copyright Márai Sándor jogutódai L. C. Gaal (Toronto)
A borítóillusztráció Gruber Ferenc fotójának felhasználásával készült (Margitszigeti sétány, 1940 körül; MNM) A borító Kiss László munkája. Copyright Márai Sándor jogutódai L. C. Gaal (Toronto) Kiadja
Erzsébet-akna. Munkások a készülõ aknánál 1898-ban. A jobb alsó kép nagyított részlete. Az aknatorony egy régi képeslapon. Rajz a mûködõ aknáról
Bányák Mi még úgy kö szön tünk az is ko lá ban, hogy: Jó sze ren csét! Most, 40 év vel az utol só bá nya be zá rá sa után, már szin te nyo ma sem ma radt an nak, hogy Pilisszentiván bá nyász fa lu volt
G W A L A R N H E R E
GWALARN HERE 1930 Gwalarn Niv. 23 Sf 3 PA ENN «GWALARN» MIZIEK 5 Roparz Hemon. AR VUGALE FALL (kendalc'h) 7 X. de Langlais. KERZ! 12 Roparz Hemon, NOTENN DIWAR-BENN LEVEZON AR C'HEMBRAEG WAR AR BREZONEG
(Doare C hwevrer 2012)
Sindikad Stad an eskadurezh Kentañ revez CGT (Kengevread Hollek al Labour) eskadurezh prevez Kombod 544-263 straed ariz 93515 MTUL CX 01.42.26.55.20 lr 01.49.88.07.43 Load www.cgt-ep.org ostel contact@cgt-ep.org
A MAGYAR TÖRTÉNELMI TÁRSULAT KIADVÁNYAI
A MAGYAR TÖRTÉNELMI TÁRSULAT KIADVÁNYAI 2 A MA GYAR TÖR TÉ NEL MI TÁR SU LAT KI AD VÁ NYAI A kö tet írá sai zöm mel a hu sza dik szá zad idõ sza ká ról szól nak, más részt pe dig át té te le sen ér vel
Kösd össze az összeillı szórészeket!
há tor gyöngy tás mor kás fu ház ál rom á mos sá rus szo dály moz szít szom széd ol vad pond ró dí ves da dony ned rál süly lyed tom na ka bog ge gár bál dol lo bol bun bát bár da bo be kar pa e ca koc
War eun dachenn fobal
Helias (Per-) War eun dachenn fobal Notenn : Eur CD 'zo, e gwerz e ti Emgleo Breiz, 10, ru Kemper, 29200 Brest. War ar CD e vez klevet mouez Per- Helias, hag hini Per Trepos. "Eun den divemor" a zo war
75. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2007. jú ni us 15., péntek TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 2478, Ft. Oldal
A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2007. jú ni us 15., péntek 75. szám Ára: 2478, Ft TARTALOMJEGYZÉK 2007: LXI. tv. A cég nyil vá nos ság ról, a bí ró sá gi cég el já rás ról és a vég el szá
42. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, áp ri lis 12., szerda TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 2599, Ft. Oldal
A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2006. áp ri lis 12., szerda 42. szám Ára: 2599, Ft TARTALOMJEGYZÉK 86/2006. (IV. 12.) Korm. r. A hallgatói hitelrendszerrõl és a Diákhitel Központról... 3338
Yann Kerglogor, ar haner baleer-bro. Bet embannet e Modernnaet eo bet an doare-skriva.
Fañch an Uhel (Plouared 1821 Kemper 1895) Yann Kerglogor, ar haner baleer-bro. Bet embannet e 1891. 1 Modernnaet eo bet an doare-skriva. A mon ami Ernest Renan I Ar haner koz baleer bro Ah a-dre ar mêzou
79. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2005. jú ni us 14., kedd TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 1472, Ft. Oldal
A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2005. jú ni us 14., kedd 79. szám TARTALOMJEGYZÉK 2005: XLVI. tv. A ma gyar ál lam pol gár ság ról szóló 1993. évi LV. tör vény és a kül föl di ek be uta
Kösd össze a szót a hozzá tartozó képpel! bab. ba-ba. ba-nán. bál-na. lá-da. vi-rág. ka-kas
Kösd össze a szót a hozzá tartozó képpel! bab ba-ba dob ba-nán lúd bál-na láb lá-da pont vi-rág domb ka-kas kád mó-kus 3 Kösd össze a szót a hozzá tartozó képpel! tál rák tök vár sál híd Kösd össze a szót
TARTALOMJEGYZÉK. Bu da pest, 2006. feb ru ár 14. Ára: 1518 Ft 3. szám. 2005. évi CLXIII. tv.
Bu da pest, 2006. feb ru ár 14. Ára: 1518 Ft 3. szám 2002. december TARTALOMJEGYZÉK TÖRVÉNYEK 2005. évi CLXIII. tv. 2005. évi CLXXIV. tv. Az adózás rendjérõl szóló törvény egyes rendelkezéseinek alkalmazásáról
Alt. Tenor. Bass 1,2. Organ S.1,2 B.1,2. Org. 74 Andantino. Trumpet in C ad lib. Sopran 1,2. "Az üdvözítõt régenten, mint megígérte az Isten"
Trumpet in C d lib. Soprn 1,2 74 Andntino Krácsonyi ének - kóruskntát Gárdonyi Géz: Krácsonyi ének címû verse, Krácsonyi álom címû színmûvének részletei, és régi mgyr egyházi dllmok felhsználásávl - Lczó
6. Róka fogta csuka, csuka fogta róka
6. Róka fogta csuka, csuka fogta róka 106 Allegretto Markal Mátyás, Szilágyi, Garai, Beckensloer, Õrök piano 5 5 Két kapuõr kíséretében Markal lép Mátyás trónusa elé egy zsákkal a hátán. A - ki a 5 5 9
VII. Az Al kot m ny b r s g el n k nek v g z se
VII. Az Al kot m ny b r s g el n k nek v g z se 711/I/2003. AB eln ki v gz s 1779 711/I/2003. AB eln ki v gz s Az Al kot m ny b r s g el n ke jog sza b ly alkot m ny elle ness g nek ut la gos vizs g la
Lodenn 2: geopolitikerezh bedel abaoe 1945 Tem 1: ar brezel yen
Lodenn 2: geopolitikerezh bedel abaoe 1945 Tem 1: ar brezel yen 1945-1961 -Goude an Eil-brezel-bed: Churchill : ar rideoz-houarn -1947: blezad an torr: daou sell àr ar bed enebet : URSS ha SUA AR BLOC
PARDONIOU HA PELERINACHOU
Buhez ar Zent Bet savet gand an Aotrou Perrot ; kure Sant-Nouga. Renket a-nevez gand E. ar Moal, Rener Kroaz ar Vretoned Evid Eskopti Sant-Brieg ha Landreger, gand aotreadur an Eskopti. Skeudennet gand
WARSCHAUERBRÜCKE. Barzhonegoù. Antony HEULIN
WARSCHAUERBRÜCKE Barzhonegoù Antony HEULIN Antony Heulin Moritzburger Straße 37 01127 Dresden Deutschland 00 49 351 84 89 550 antonyheulin@hotmail.fr WARSCHAUERBRÜCKE Barzhonegoù Antony Heulin 1.Noam 2.Ar
Bu da pest, 2006. au gusz tus 25. Ára: 1386 Ft 10. szám TARTALOMJEGYZÉK
Bu da pest, 2006. au gusz tus 25. Ára: 1386 Ft 10. szám 2002. december TARTALOMJEGYZÉK TÖRVÉNYEK 2006. évi LIX. tv. Az államháztartás egyensúlyát javító különadóról és járadékról... 224 2006. évi LX. tv.
KIS-854 Notennoù gramadegel XXIII Krefen bihan a skrivadur hag a yezhadur (III)
KIS-854 Notennoù gramadegel XXIII Krefen bihan a skrivadur hag a yezhadur (III) (GE ha LM 19-25 08 05) (an) -se [GE 19 08 05] Ar bomm ou cette autre Jeanne 1 a droez : pe Janedig all-se hep ger mell. Harpañ
ó ľ ľ ő ő ľ ő ľ Á ő ü ü ő ó ľ ö ü ź ő ö Ő É É Á Ĺ É ľ ľľ Éľ Ü É É Á ľľ Ą Ą ą ť É ł ü ě ő ő ő ö ľ ó ő ő ö ľ ü ő ľ ľ ó ő ő öľ ő ü ő ő ó ő ľú ľ ö ő ő ä ó ö ü ő ö ó ó ő ő ö ö Ĺ ľ ą ő ä ľü ö ő Á Ĺ ľ ľ ź ő ő