Miz Here 2008 Niv. 13 AN AOD

Méret: px
Mutatás kezdődik a ... oldaltól:

Download "Miz Here 2008 Niv. 13 AN AOD"

Átírás

1 Kelaouenn ar skolioù Emañ ar gomz gant ar skolidi Miz Here 2008 Niv. 13 AN AOD D al Lun 11 a viz C hwevrer 2008 e oa bet klasad CP/ CE divyezhek Loperc hed o pesketa e Porzh Don e Rostivieg. Ul lec h brav eo evit dastum loened-mor rak reier zo ha poulladoù dour. N eo ket gwenn an traezh avat, morfont pe lec hid a zo, ul lec h-bevañ a-zoare evit kregin zo. Paket e oa bet chifretez, stered-mor, kranked, pesked, brennig, bigerniel... peadra da sevel ul lestr-dour er c hlas. Met pesked int tout? N eo ket sur tamm ebet!

2 A bep seurt loened hon eus dizoloet Kregin An holl gregin o deus ur grogenn pe ziv. Kalz anezho a vez debret ganeomp, evel ar c hokez, ar meskl, pe ar rigadell. Kregin-Sant-Jakez a vez dastumet e Morlenn Brest hag hini Sant-Brieg ivez. Div grogenn o deus ar c hokez, anvet rigadell e lec hioù zo. Kregin istr ha brennig goullo hon eus dastumet. Div grogenn o deus ivez ar meskl, anvet c hoazh moukled pe begoù-bran. Div grogenn o deus ar c hregin- Sant-Jakez. Div grogenn o deus ivez ar c hokezplat anvet c hoazh pelured, rigadell, palourdez pe pizaod. Ur grogenn o deus ar bigerniel pe ar bigorned. Ur grogenn o deus ar brennig. Kresteneged Peurliesañ o devez ar c hresteneged krabanoù pe mourrennoù evel ar chifretez pe ar c hranked, da skwer. Kalet eo o c horf. Pêr an Ermit (anv-bihan ar c hrank-koukoug) a zo bet renket e familh ar c hresteneged ivez, nemet laerezh a ra krogenn ul loen all evit bevañ e-barzh... ha ne vez ket aes tennañ anezhañ er-maez, tamm ebet! Mourrennoù Océanopolis Krabanoù, pavioù pe meudoù Ur c hrank-koukoug o vevañ en ur grogenn. Taboulin niverenn 13 2 Miz Here 2008

3 Océanopolis Pesked Pa vez izel ar mor e chom poulladoù dour tro-dro d ar reier. Enno e vez moaien da gavout silioù. Ur silienn a zo ur pesk hir ha moan. Pesked bihan a c heller pakañ : ur skanteg bennak pe ul lonteg da skwer. Ar skanteged o deus un angell war o c hof ; ganti e c hellont chom peget ouzh ar reier. Al lonteged (tousegi-mor pe loñch-du) a zo anvet e-mod-se dre ma tebront forzh petra ha sañset ez int divalav. Goloet eo o c horf gant un doare glaourenn. E-mod-se e c hellont chom gleb memes pa vez izel ar mor. Ur skanteg Ar stered-mor Ar stered-mor a zo gouest da zigeriñ ar c hregin. Gant he brec hioù e c hell ur steredenn-vor digeriñ ur rigadellenn da skwer. Lakaat a ra he stomog da zont er-maez eus he c horf. Ha sunañ a ra diabarzh ar c hregin. Ul lonteg Ur silienn Bronnoù-mor Heñvel e vezont ouzh plantennoù pa vez sellet outo eus a-bell, met diwall, loened int! Brec hioù o deus hag a fi ñv gant red an dour. Ganto e c hell ar bronnoù-mor pakañ o freizh. Lakait ho piz warno hag e santoc h e chom peg! Pa vez tre (pa vez pell ar mor diouzh an aod), ne vez gwelet nemet bernioù ruz teñval ha gleb. Teureuged Pa vez izel a-walc h ar mor e c heller kavout teureuged kuzhet e- barzh frailhoù ar reier. Graet e vez kistin-mor anezho e lec hioù zo, setu n it ket da lakaat ho treid warno! Pa vez marv un teureug e weler tresadennoù war e gorf. Tresadenn ur steredenn-vor eo. N eo ket souezhus, neuze, e vefent renket er memes familh gant ar skiantourien. Buzhug Ar re-mañ n o deus na kraban, na mourrenn, na krogenn. N o deus nemet ur c horf hir ha moan ha chom a reont dindan an traezh. Anvet e vezont a-wezhioù «debrerien traezh» pe leoged. Diwallit an natur! «Pinvidik-mor» a vez lavaret gant an dud. An dra-se a dalv e kaver kement a draoù ha ma karer er mor. Met ma fell deomp e vefe ken niverus al loened ar bloavezhioù a zeu ez eo ret doujañ d ar reolennoùmañ : 1- Goude bezañ diblaset un tamm maen e ranker lakaat anezhañ en e blas evit chom hep direnkañ al loened a vev dindan pe e-kichen. Petra a lavarfec h mar deufe ur pezh ramz da gemer ho ti, da eilpennañ anezhañ, en ur lakaat e doenn war an douar? 2- Arabat dastum kement tra a gaver en aod, a-hend-all ne chomo netra ken! Pa vez savet ul lestr-dour, kemerit ul loen pe zaou eus ar memes gouenn. Trawalc h eo evit studial anezho. Océanopolis Océanopolis 3

4 Penaos sevel ul lestr-dour? Eus petra hon eus ezhomm : lestr-dour traezh bili bezhin ur mekanik evit aveliñ ha naetaat an dour. 1- An deiz a-raok mont da besketa e c heller prientiñ al lestrdour evit ma vo sklaer an dour pa vo lakaet al loened e-barzh. Gwelloc h e vez lakaat anezhañ en ur sal ha ne vez ket re domm. 2- Da gentañ e vo lakaet traezh e foñs al lestr. Goude-se e vo skuilhet an dour warnañ. 3- Evit echuiñ e vo staliet ur mekanik gouest d ober klogorennoù evit aveliñ an dour. Ezhomm o deus al loened eus oksijen evit bevañ, memes dindan an dour. Setu perak e vez ret lakaat an dour da fi ñval evit ma teuio oksijen e-barzh. Gant tredan ez a en-dro ar benveg-mañ, setu, diwall! Lenn mat an urzhioù, ha lazhañ an tredan a ranker ober bep taol ma lakaer an daouarn en dour. 4- Pa z eoc h da besketa, na zisoñjit ket degas bezhin ha bili : mont a raio loened zo da guzhat dindano! Sevel ul lestr-dour a zo un dra simpl, met n eo ket aes mirout anezhañ e-pad pell. Goude ur sizhunvezh e vez furoc h kas al loened d ar mor en-dro. 5- Lakait al loened-mor goustadik el lestr-dour. Gerioù-kroaz Taboulin Embannet gant TES-CRDP (Ti-Embann ar Skolioù) : 30, ru Brizeug Sant-Brieg Cedex Pgz : + 33 (0) Plr : + 33 (0) www2.ac-rennes.fr/tes tes@ac-rennes.fr Rener an embann : Jean Le Clerc de la Herverie. Aozourion : Skol bublik Loperc hed. Kenurzhierez : Maryvonne Berthou. Fotoioù : Océanopolis. Ton Peskig arc hant notennet gant : Philippe Falusi ha Yann Drezet. Trugarez da J.L. Roudaut. Tresadennoù : Malo ar Menn. Tresadenn an titl : Gentas er Vuhé. Moullet gant Guivarc h, Plerin Disklêriet hervez al lezenn war ar c hazetenniñ. Priz : 1 ISSN ISBN Kod CRDP 220 TE 181 CRDP de Bretagne 4

5 Penaos ha pelec h? Melen eo ar meskl evel ar jirafed? N int ket! Gwenn eo ar meskl evel an deñved? N int ket! Glas-teñval eo ar meskl. Loperc'hed Chom sioul ha sellet ouzh an oabl a ra ar stered-mor? Kontañ istorioù burzhudus d o amezeien a ra ar stered-mor? Debriñ, chaokañ, lonkañ tout ar pezh a dremen dindano a ra ar stered-mor. Redadegoù bras kenetrezo a ra ar buzhug? C hoari mouchig dall a ra ar buzhug? Toullañ o hent e-barzh an traezh gleb a ra ar buzhug. Divin, divin un divinadenn! Daou graban ha daoulagad m eus. Hag evit klevet ar c hwezhioù em eus div vourrenn. Pa santan dañjer e tec han dindan ar reier pe ar bezhin. Bale a ran a-dreuz gant va eizh pav. Piv on-me? Pa vezan dindan an dour ec h astennan ma brec hioù. Alies a-walc h e kred an dud ez on ur blantenn. Met pa vezan er-maez eus an dour, ne chom nemet ur bern ruz-teñval diouzhin, in, ront ha gleb. Piv on-me? Ur vronn-vor on. Ur c hrank on. Koad ar Poulin Rimadelloù Deomp da Rostivieg Da furchal en dour Da gavout ul leog hag ur skanteg. Lak da heuzoù Tap da vazh-roued Deomp war ar roc hoù! Porzh Gwenn Rosserveur Richer Benfoull Etre Porzh Meur ha Porzh Gwenn Em eus paket ur vrennigenn. Etre Logonna hag ar Bendi Ne oa nemet teir brenigenn. Met e Rostivieg em eus kavet dek. Porzh Don Plaouf! a ra ar botoù pa vez dour enno. Badaboum! a ra ar sailh en ur gouezhañ war an traezh Ouf! a lavar ar bigorned en ur zont er-maez gant ar buzhug a huch a-bouez-penn hag ar chifretez a lamm war o fenn! Rostivieg Beg Rostivieg Brennig ha rigadell A zo er mor Kement ha ma karer! Me zo o vont da Loperc hed da bakañ kranked. Pauline zo o vont da Goad ar Poulin da bakañ kregin. Brieg zo o vont da Rostivieg da bakañ pesked skantek. Maelle zo o vont da Blougastell da bakañ rigadell. Ha ni disadorn, a bako meur a vigorn. 5

6 An istr hag ar moukled Dastum kregin Ar brennig Pa vez uhel ar mor e fiñv ar brennig war ar reier evit mont da beuriñ ar bezhin. Toullañ a ra ar vrennigenn ur roudenn war ar roc h. Eno e tistro atav d ar memes plas. Pa vez izel ar mor e reuta he zroad hag e laka he c hrogenn e roudenn ar roc h evit derc hel an dour e diabarzh he c hrogenn. Ar bigorned War ar reier e-touez ar bezhin e vev ar bigorned. Pa vez uhel ar mor e vez goloet ar reier gant an dour. Pa vez izel ar mor e vez dizoloet ar reier ; ar bigorned a c hell bevañ hep dour, amzer an izelvor. un istrenn Stagañ a ra ar moukled ouzh ar reier en ur fardañ neudennoù solud-tre. Stag e vez an istr gouez ouzh ar reier. Ma vezont distaget e varvont. moukled Ar ment mat Arabat pesketa loened re vihan. Setu ar ment bihanañ aotreet evit pesketa anezho. Chifretez : 3 cm Kokez : 3 cm Moukled : 4 cm Ourmel : 8 cm pe 9 cm hervez al lec hioù Kranked saoz : 14 cm Kuzulioù fur Aotreet e vezer da besketa e pad an deiz nemetken, adalek sav-heol betek kuzhheol. Ret eo lakaat ar reier en-dro en o flas. War c horre e rank bezañ ar bezhin. A hend-all e vefe disec het al loenedigoù a vez o vevañ dindano. Na zastumit nemet ar c hregin a vo debret ganeoc h. Diwallit ouzh eur ar reverzhi. Sevel a ra buan ar mor war an aod. Arabat mont da besketa er parkeier sevel kregin. Arabat distagañ ar bezhin diouzh ar reier. Difennet eo dastum ouzhpenn 5 kg kregin bemdez. Difennet eo gwerzhañ ar pezh zo bet pesketaet ganeoc h. An ourmel Ar c hregin-sant-jakez Fiñval a ra ar c hregin-sant-jakez en ur dufañ dour etre o div grogenn. War-raok pe war-gil e c hellont mont. Tufañ a reont dour, kuit a vezañ paket gant loened zo, da skwer ar stered-mor. E strad ar mor e vev ar c hregin-sant-jakez. Chom a reont e donder ar mor. Setu perak ne vezont ket gwelet pa vez tre. Pesketaet e vezont gant pesketourien a-vicher nemetken. Implijet e vez ur seurt roued sachet gant ur vag. Aotreet e vez ar pesketaerezh-se e-pad un nebeud mizioù nemetken, evit gwareziñ ar c hregin. ur gokezenn Ar c hokez hag ar rigadell War an traezh e vev ar c hokez hag ar rigadell. Pa vez tre, pa vez izel ar mor ez eont da guzhat en traezh. Pa vez uhel ar mor e teuont er-maez eus o zoull. Don en traezh ez a ar gokezenn. Sankañ a ra he zroad da gentañ ha goude-se he c hrogenn. ur rigadellenn War ar reier e donder ar mor e vev an ourmel. Kuzhat a reont dindan ar reier a vez dizoloet nemetken pa vez reverzhi bras, un nebeud devezhioù er bloaz. Difennet eo klask ourmel e-pad an hañv. 6 7

7 Ouzh taol! Penaos fardañ bigerniel? Lakaat ar bigerniel da yenaat. Tennañ ar vouedenn gant ur spilhenn. Debriñ gant bara amann. Lakaat anezho en ur gastelodenn. Goleiñ gant dour. Lakaat holen glas. Posupl eo lakaat kignen ha lore. Poazhañ 5 munutenn goude ma vez krog an dour da verviñ. Penaos fardañ kranked? Lakaat dour sall da verviñ en ur gaoter. Lakaat ar c hrank en dour berv. Poazhañ 20 munutenn. goude ma vez krog an dour da verviñ. Lakaat ar c hrank da yenaat. Debriñ gant mayonnaise. Penaos fardañ rigadell farset? Digeriñ ar rigadell gant ur gontell. Aozañ ar fars : frikañ perisilh, kignen hag amann. Leuniañ ar rigadell gant loaiadoù fars. Lakaat ar rigadell en ur plad-forn. Poazhañ er forn domm e-pad 10 munutenn. Peskig Arc hant Diskan Peskig arc hant, peskig glas, O neuñviñ barzh ar mor bras, Lavar din ta, pelec h out bet, Ha petra peus gwelet. 2- Foñs ar mor a zo livet Gant kaerañ livioù krouet. Ar bezhin eo hor bleunioù, Ar c hregin hor bravigoù. 3- Peskig, me yelo ganez Da dañva da levenez. Ebatiñ mintin ha noz Dle bezañ ur baradoz. 1- Me am eus graet tro ar bed N ur c hoari gant ar stered A gustum sellet en dour Evel en ur melezour. 4- Faziañ a rez, bugel, Du-mañ ivez z eus brezel. Ar re vihan gant ar re vras Zo bet lonket a-viskoazh. Komzoù Naig Rozmor Muzik : Jean-Luc Roudaut Pladenn : Le Temps d un Rêve de Gosse 8

Ahelioù simetriezh. I. Ahelioù simetriezh ha lunioù. Dizoleiñ. 1. Setu un nebeud lunioù, dezho ahelioù simetriezh da adkavout. 2.

Ahelioù simetriezh. I. Ahelioù simetriezh ha lunioù. Dizoleiñ. 1. Setu un nebeud lunioù, dezho ahelioù simetriezh da adkavout. 2. 5 helioù simetriezh I. helioù simetriezh ha lunioù 1. Setu un nebeud lunioù, dezho ahelioù simetriezh da adkavout. Dizoleiñ dsav anezho teir gwech brasoc h ; didroc h pep hini. Dre blegañ, adkav ahelioù

Részletesebben

Pont Treglonoù. Uhelvorioù ar reverzhi vras Uhelvorioù Marvorioù. Ar grugell. Al lec hideg Ar wazh-dour Poulloù-dour. Ar c hleuz.

Pont Treglonoù. Uhelvorioù ar reverzhi vras Uhelvorioù Marvorioù. Ar grugell. Al lec hideg Ar wazh-dour Poulloù-dour. Ar c hleuz. Kelaouenn ar skolioù Emañ ar gomz gant ar skolidi Miz Ebrel 2009 Niv. 15 An aberioù Petra eo un aber? Traoñienn hir ur stêr eo, e-lec h ma teu ar mor div wezh bemdez. Tri aber a zo e Penn-ar-Bed : an Aber

Részletesebben

Sinema e brezhoneg evit ar skolioù TROIAD 2019 DOSER EVIT AR SKOLAERIEN

Sinema e brezhoneg evit ar skolioù TROIAD 2019 DOSER EVIT AR SKOLAERIEN Sinema e brezhoneg evit ar skolioù TROIAD 2019 Sinema e brezhoneg Ur programm evit ar begoù lipous! 4 berr-metrad bevaat C hwezh vat ar c harotez kinniget gant Arnaud Demuynck DOSER EVIT AR SKOLAERIEN

Részletesebben

Skolidi skol Rohan Gwened Miz An Azvent 2009

Skolidi skol Rohan Gwened Miz An Azvent 2009 Skolidi skol Rohan Gwened Miz An Azvent 2009 Titl ar levr Piv en deus skrivet ar levr? Piv en deus skeudennet ar levr? Piv en deus embannet ar levr? Tev eo Teo Skol Roc'han Gwened 2009 - p1 Chapistroù

Részletesebben

STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ

STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ 11 Stadegouriezh deskrivañ Hollekadurioù 11.1 DIVOUD AR STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ 11.1.1 Digoradur Boas eur da lavarout e teraou ar stadegouriezh arnevez war-dro 1660 gant labourioù

Részletesebben

Emañ ar gomz gant ar vugale

Emañ ar gomz gant ar vugale Emañ ar gomz gant ar vugale Kelaouenn ar skolioù. ar gern. ar gern vihan. an tog. ar maen-reder 5. ar maen-diazez 6 6. ar rañvell 7. ar c han dour 8. ar rod koajel 9. an ahel 0. rodoù dantek. ar vurutell

Részletesebben

Ar redadeg stlejelloù Emañ ar gomz gant ar skolidi Ar menezioù uhel AR CHAS HUSKY Embannet gant TES 220 TE 260 ISSN

Ar redadeg stlejelloù Emañ ar gomz gant ar skolidi Ar menezioù uhel AR CHAS HUSKY Embannet gant TES 220 TE 260 ISSN Kelaouenn ar skolioù Emañ ar gomz gant ar skolidi Miz Gouere 2012 Niv. 22 Ar menezioù uhel Setu ar c hêrioù bras e-lec h ma oamp tremenet : Sant-Brieg, Roazhon, Le Mans, Chartres, Évry, Auxerre, Bourg-en-Bresse,

Részletesebben

Ar vonarkiezh vonreizhel fin Eost 1792 I. Bro C hall nevez

Ar vonarkiezh vonreizhel fin Eost 1792 I. Bro C hall nevez Ar vonarkiezh vonreizhel fin 1789- Eost 1792 I. Bro C hall nevez A. Ur Vonreizh nevez embannet d ar 1/10/1791 1. Get piv e veze dilennet ar Vodadenn E-barzh? ar Vonreizh savet e 1791 emañ ar vroad a c

Részletesebben

kaier AN ABADENNOU EVIT AR SKOLIOU kelc h 1 kelc h 2 kelc h 3 An traoù da c houzout MIRDI AR BEZHIN HAG AR VEZHINERIEN

kaier AN ABADENNOU EVIT AR SKOLIOU kelc h 1 kelc h 2 kelc h 3 An traoù da c houzout MIRDI AR BEZHIN HAG AR VEZHINERIEN An traoù da c houzout Plougerne Evit dont betek amañ : An Hent bras N12-N165 Porzh-nij Brest Gwipavaz - 25 Km Porzh-houarn Sncf Brest - 30 Km Kirri-boutin Brest-Plougerne Porzh Mor Rosko - 30 Km kaier

Részletesebben

Kartenn Europa treuzfurmet get ar brezel Perak e kas ar gartenn nevez a Europa kement a gudennoù etre ar Stadoù?

Kartenn Europa treuzfurmet get ar brezel Perak e kas ar gartenn nevez a Europa kement a gudennoù etre ar Stadoù? Kartenn Europa treuzfurmet get ar brezel Perak e kas ar gartenn nevez a Europa kement a gudennoù etre ar Stadoù? War-lerc h ar brezel e voe bet 5 feur-emglev sinet etre ar stasdoù-trec h hag ar re drec

Részletesebben

KORN AR RESTACHOÙ. Dastum dre zibab

KORN AR RESTACHOÙ. Dastum dre zibab Kelaouenn ar Skolioù Emañ ar gomz gant ar vugale 30 a viz Gwengolo 2003 Niv. 2 KORN AR RESTACHOÙ Dastum dre zibab E Lannuon e vez goulennet digant an dud dispartiañ o lastez en ur implijout seier glas

Részletesebben

An Dañserion-noz. An dud é c hoari. An Dañserion-noz

An Dañserion-noz. An dud é c hoari. An Dañserion-noz A-raok c hoari An dud é c hoari Gaodig Ar Beleg Unan eus ar seizh dañser-noz A-raok c hoari Ar Priñs yaouank Ar c hi Fidelig Tud all : Ar C honter Paotr ar c harr An Evn Ar C honter Ur wezh e oa un itron

Részletesebben

KIS-849 Hanc herieg ar mol

KIS-849 Hanc herieg ar mol KIS-849 Hanc herieg ar mol (YBAN 17 0 05) Bremañ ur c hraf all en dro d ar Gl. mole. E dibenn dezrann ez eus daou bar da gemer e kont : hini an atom(enn) ha hini N atomenn. Heñvel dra evit ar volekulenn

Részletesebben

Levrig ar mestr Kelc hiad 2

Levrig ar mestr Kelc hiad 2 Levrig ar mestr Kelc hiad 2 Savet gant : Véronique Tomaz (Landerne) Marie-Françoise al Lae (Roazhon) Joseph Madeg (Roazhon) Anne Bilieg (Konk-Kerne) gant skoazell Tieri Sezneg, kuzulier pedagogel Skipailh

Részletesebben

Redadeg Skol Antoine de Saint Exupéry e Puguen Skol Sant Josef / Santez Mari en Erge Skol Diwan Penharz e Kemper

Redadeg Skol Antoine de Saint Exupéry e Puguen Skol Sant Josef / Santez Mari en Erge Skol Diwan Penharz e Kemper Redadeg 2018 Skol Antoine de Saint Exupéry e Puguen Skol Sant Josef / Santez Mari en Erge Skol Diwan Penharz e Kemper Julius an aerouant Ar Redadeg, d'an 8 a viz Mae 2018 e Kemper. Re vuan e red Guillaume

Részletesebben

The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827

The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11 ii an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de

Részletesebben

Listenn sinerien Bro Dreger ha Goueloù o deus kaset oberoù da benn BENAC H KAWAN

Listenn sinerien Bro Dreger ha Goueloù o deus kaset oberoù da benn BENAC H KAWAN Listenn sinerien Bro Dreger ha Goueloù o deus kaset oberoù da benn BENAC H DAVEENNOÙ OBEROÙ TI AR C HAMPOUZ Ti-krampouezh 13 plasenn an iliz 02 96 43 00 01 tiarchrampouz@orange.fr Roll-meuzioù Kartennoù

Részletesebben

Bodañ a ra an darvoud-se ouzhpenn a dud. Ur brud a ya dreist harzoù ar Vro.

Bodañ a ra an darvoud-se ouzhpenn a dud. Ur brud a ya dreist harzoù ar Vro. Hag e talc'h ar brezhoneg da vont, hag e talc'h ar Redadeg d'ober berzh Pegeit 'zo emañ Yann C'hall o klask mougañ hor yezh? 200 vloaz 'zo, un tamm muioc'h moarvat. E-giz pa vefe ar brezhoneg un dañjer

Részletesebben

War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXI vet Kantved

War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXI vet Kantved War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXI vet Kantved Deskiñ d An Oadourien Miz Even 2017 Deskiñ d An Oadourien Kengevredigezh ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet eo DAO, ur pemp ha tregont a framm

Részletesebben

Niveroù relativel. I. Degouezhioù. Dizoleiñ. 1. Ar bignerez bennfollet. 2. Al lestr-spluj m. 400 m. 500 m. 3.

Niveroù relativel. I. Degouezhioù. Dizoleiñ. 1. Ar bignerez bennfollet. 2. Al lestr-spluj m. 400 m. 500 m. 3. 12 Niveroù relativel I. egouezhioù 1. r bignerez bennfollet Ur bignerez a lak an dud da vont a-us pe dindan an douar. -benn diforc hiañ an daou zoare da vont e vez skrivet : «+» dirak an estajoù a-us d

Részletesebben

Kenfeurelezh, dregantadoù

Kenfeurelezh, dregantadoù 14 Kenfeurelezh, dregantadoù I. Kenfeurelezh 1. Prizioù Un euro eo priz pemp madig. Peurleugn an daolenn-mañ pa ouzer na vo distaol ebet war priz ar madigoù ma prenez meur a hini. Sav ur grafik hag a ziskouez

Részletesebben

Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit gwellaat buhezegezh niverel ar brezhoneg

Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit gwellaat buhezegezh niverel ar brezhoneg The Digital Language Diversity Project Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit gwellaat buhezegezh niverel ar brezhoneg Embanner Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit

Részletesebben

Maezadoù François Dilasser

Maezadoù François Dilasser diskouezadeg eus an 9 a viz Even d ar 4 a viz Du 2018 e Palier Roc han Plasenn Sant Tomaz Landerne DEIZLEVR AN DISKOUEZADEG Maezadoù François Dilasser An arzour «Plijout a ra din pa difoup stummoù er-maez

Részletesebben

Taolenn. 1 AÑ LODENN : DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL I. Deskiñ ar yezh II. An divyezhegezh abred III. Al liammoù etre ar remziadoù...

Taolenn. 1 AÑ LODENN : DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL I. Deskiñ ar yezh II. An divyezhegezh abred III. Al liammoù etre ar remziadoù... Taolenn Digoradur... 7 1 AÑ LODENN : DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL I. Deskiñ ar yezh... 12 A. An deskadurezh divyezhek... 12 B. Reiñ un tañva eus ar brezhoneg... 14 C. Ar c hentelioù evit an dud deuet... 14

Részletesebben

Erle a zistroas d e vurev, mezhek. Kemer a reas ar gazetenn ha kregiñ da lenn, aketus. Gwelet fall e oa gant ar rener abaoe ar penn-kentañ.

Erle a zistroas d e vurev, mezhek. Kemer a reas ar gazetenn ha kregiñ da lenn, aketus. Gwelet fall e oa gant ar rener abaoe ar penn-kentañ. 1. Roazhon. Kae Richemont. 8 eur 23. Ur paotr yaouank a rede, o tigareziñ bep tro ma yae da stekiñ ouzh unan bennak. Diwezhat e oa evel boaz. Hag e vantell o nijellat en avelig beure, gant ar pres a oa

Részletesebben

IMBOURC'H. Krennlavarioù miz Meurzh. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 65 Meurzh - Ebrel 2010 Priz : 2

IMBOURC'H. Krennlavarioù miz Meurzh. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 65 Meurzh - Ebrel 2010 Priz : 2 KANNADIG IMBOURC'H Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 65 Meurzh - Ebrel 2010 Priz : 2 Krennlavarioù miz Meurzh Miz Meurzh gant e veurzheri, a ra d ar c hwrac h staotañ e-barzh an ti ha d he merc h kenkoulz

Részletesebben

Pennadoù 1, 2. Ameli. Brastres an tudennoù

Pennadoù 1, 2. Ameli. Brastres an tudennoù A Brastres an tudennoù Adsavit brastres an tudennoù ha klokait anezhañ tamm-ha-tamm a-hed ho lennadenn, en ur reiñ ar muiañ posupl a ditour diwar o fenn : anv, oad, micher, breur pe c hoar piv int... Pennadoù

Részletesebben

Kêrioù. Arz. Glad Kêrioù Breizh.

Kêrioù. Arz. Glad Kêrioù Breizh. Kêrioù Arz Glad Kêrioù Breizh www.cites-art.com 8 31 Kêrioù Bihan Breizh 8/9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 Digoradur Bazeleg-ar-Veineg Begerel Kastell-Geron Kastellaodren

Részletesebben

Miz Even Priziadenn. Évaluation de breton. Live B1. Teul (lenn & skrivañ) Anv : Kevredigezh :

Miz Even Priziadenn. Évaluation de breton. Live B1. Teul (lenn & skrivañ) Anv : Kevredigezh : Miz Even 2010 Priziadenn Évaluation de breton Live B1 Teul (lenn & skrivañ) Anv : Kevredigezh : 1 Pennad tennet diouzh ar blog : A! Lenn (http://alenn.nireblog.com) Ar skritur-se a blij din kalz peogwir

Részletesebben

KAVADENN AR SKRITUR. Diell 1 : Arouezennoù gennheñvel. ur genn

KAVADENN AR SKRITUR. Diell 1 : Arouezennoù gennheñvel. ur genn Diell 1 : Arouezennoù gennheñvel 1 ur genn Unan eus al lizhiri kaset gant Touchrata, roue Mitanni, da Amenofis 3 (Mezopotamia, -1500 a-raok J.-C.) evit aozañ un eured. Skrivet e linennoù, ha rannet pennadoù

Részletesebben

Ar prosez. Franz Kafka. Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

Ar prosez. Franz Kafka. Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen Ar prosez Franz Kafka Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen Savet eo bet an droidigezh-mañ diwar embannadur kentañ ar skrid orin bet moullet er bloavezh 1925, un nebeud mizioù goude marv Franz

Részletesebben

IMBOURC'H. Hennadelezh Vroadel. 5 Kantadoù Aldjerianed c hall pe Gallaoued aldjerian - se zo. «Brezhon». 7 barnverk : critère.

IMBOURC'H. Hennadelezh Vroadel. 5 Kantadoù Aldjerianed c hall pe Gallaoued aldjerian - se zo. «Brezhon». 7 barnverk : critère. KANNADIG IMBOURC'H Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niverenn 63 Du Kerzu 2009 Priz : 2 Hennadelezh Vroadel Er C hwec hkogn ez eo bet lusket gant ar gouarnamant gall ur breutaerezh bras a-zivout an hennadelezh

Részletesebben

Imbourc h KANNADIG. Hanter-kant vloaz war-lerc h. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 105 Ebrel - Mezheven 2018 Priz : 3

Imbourc h KANNADIG. Hanter-kant vloaz war-lerc h. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 105 Ebrel - Mezheven 2018 Priz : 3 KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 105 Ebrel - Mezheven 2018 Priz : 3 Hanter-kant vloaz war-lerc h Daou c hant vloaz war-lerc h ganedigezh Marx, kant hanter-kant vloaz war-lerc h hini

Részletesebben

AL LIAMM 72. AL LIAMM Tir na n-òg NIVERENN 72. Genver - C'hwevrer 1959 TAOLENN. 15ved BLOAVEZH

AL LIAMM 72. AL LIAMM Tir na n-òg NIVERENN 72. Genver - C'hwevrer 1959 TAOLENN. 15ved BLOAVEZH AL LIAMM 72 AL LIAMM Tir na n-òg NIVERENN 72 Genver - C'hwevrer 1959 15ved BLOAVEZH TAOLENN Plac'h Askalot, gant R. Hemon 3 Barzh, gant Abanna 6 Maro al laouenan 7 Abardaez, gant Youenn Olier 8 Dianket

Részletesebben

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2011

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2011 SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2011 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ DU 2011 Sifroù distro-skol ar c helenn divyezhek e 2011-1 E 2011, evit ar 34 e distro-skol da-heul, e talc'h

Részletesebben

PRIZIOÙ DAZONT AR BREZHONEG 2011

PRIZIOÙ DAZONT AR BREZHONEG 2011 AL LOREIDI Gwener 17 a viz Mezheven Gwened RUMMAD KEVREDIGEZHIOU 3 Hipolenn E 2007 e oa bet krouet Hipolenn gant un dornad tud pitilh gant al levrioù hag ar brezhoneg. Broudañ al lenn brezhoneg e-touez

Részletesebben

Imbourc h KANNADIG. Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc hded

Imbourc h KANNADIG. Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc hded KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 87 Gouhere Gwengolo 2014 Priz : 3 Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc hded E deroù miz Gwengolo e oa bet embannet ar gemennadenn-mañ

Részletesebben

A-bouez eo bezañ kelaouet Da vare an distro-skol-mañ e fell deomp diskouez deoc h eo mat bezañ koumanantet da Ya!, evit meur a abeg.

A-bouez eo bezañ kelaouet Da vare an distro-skol-mañ e fell deomp diskouez deoc h eo mat bezañ koumanantet da Ya!, evit meur a abeg. ISTOR SKIANTOÙ 484 Memor ar vro Gant Yann Bijer Kenlabour evit merañ an egor 19 a viz Gwengolo 2014 p. 8 p. 4 A-bouez eo bezañ kelaouet Da vare an distro-skol-mañ e fell deomp diskouez deoc h eo mat bezañ

Részletesebben

Listenn sinerien Liger-Atlantel o deus kaset oberoù da benn AR BAOL-SKOUBLEG

Listenn sinerien Liger-Atlantel o deus kaset oberoù da benn AR BAOL-SKOUBLEG Listenn sinerien Liger-Atlantel o deus kaset oberoù da benn AR BAOL-SKOUBLEG DAVEENNOÙ ASSOCIATION CULTURELLE DE LA BAULE 24 avenue de Uhelgoad 02 40 24 56 29 TI-KRAMPOUEZH «AR BOLE» 36 avenue du Général

Részletesebben

136 Con Dolore. Tenor 1. Tenor 2. Bariton. Bass. Trumpet in Bb 2. Trombone. Organ. Tube bell. Percussions

136 Con Dolore. Tenor 1. Tenor 2. Bariton. Bass. Trumpet in Bb 2. Trombone. Organ. Tube bell. Percussions Tenor 1 Tenor 2 Bariton Bass Trumpet in Bb 1 Trumpet in Bb 2 Trombone Percussions Organ 136 Con Dolore Tube bell X. Nikodémus: Mer - re vagy, Jé - zus, hol ta - lál - lak? Mu-tass u - tat az út - ta- lan

Részletesebben

Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ. II. Ur brezel distrujiñ

Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ. II. Ur brezel distrujiñ Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ I. Mareoù pennañ ar brezel II. Ur brezel distrujiñ III. Gouennlazh ar Yuzevien hag ar Dziganed Emgann Stalingrad

Részletesebben

Imbourc h KANNADIG. Gwalloberoù an hiniennelouriezh... pe un ifern pavezet a ratozhioù kaer

Imbourc h KANNADIG. Gwalloberoù an hiniennelouriezh... pe un ifern pavezet a ratozhioù kaer KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 101 Mae Mezheven 2017 Priz : 3 Gwalloberoù an hiniennelouriezh... pe un ifern pavezet a ratozhioù kaer En hor c hevredigezh a-vremañ, goudearnevez

Részletesebben

KANNADIG Imbourc h. Galloud an Arc hant 1/ Priz : 3

KANNADIG Imbourc h. Galloud an Arc hant 1/ Priz : 3 KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 74 Genver C hwevrer 2012 201 2 Priz : 3 Galloud an Arc hant 1/3 Marv Danielle Mitterand, intañvez da François Mitterand, bet prezidant gall e-pad

Részletesebben

Mirdi Breizh KREDIÑ A RAN, NE GREDAN KET

Mirdi Breizh KREDIÑ A RAN, NE GREDAN KET Mirdi Breizh KREDIÑ A RAN, NE GREDAN KET C hoari loto d ur gwenervezh 13, tremen dindan ur skeul... Peseurt plas a roomp-ni en hor c hevredigezh d ar pezh a vez graet an direzon anezhañ gant ar speredoù

Részletesebben

Imbourc h KANNADIG. Kaezar ne oa ket andoueour. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 103 Here Du - Kerzu 2017 Priz : 3

Imbourc h KANNADIG. Kaezar ne oa ket andoueour. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 103 Here Du - Kerzu 2017 Priz : 3 KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 103 Here Du - Kerzu 2017 Priz : 3 Kaezar ne oa ket andoueour Abaoe beziadelezh 1 pouezusozh-pouezusañ an Islam e Bro-C hall hag e arc hadurioù niverusoc

Részletesebben

UR MIRDI TROET A-VISKOAZH WAR-ZU ARZ E AMZER

UR MIRDI TROET A-VISKOAZH WAR-ZU ARZ E AMZER E-kreiz ar mirdi > Mirdi an arzoù e Naoned > An istor UR MIRDI TROET A-VISKOAZH WAR-ZU ARZ E AMZER Krouet e oa bet mirdi an arzoù-kaer e 1801 gant Napoleon Bonaparte, war un dro gant 14 mirdi all e Frañs.

Részletesebben

Cse resz nyés le pény

Cse resz nyés le pény HOZ ZÁ VA LÓK 6 FÔRE Elôkészítési idô: 15 perc Sütési idô: 35 perc Cse resz nyés le pény 75 dkg fe ke te cse resz nye 6 to jás 12 dkg cu kor 2,5 dl tej 10 dkg liszt 2 dkg vaj 1 kés hegy nyi só Mos suk

Részletesebben

MALI AR MERC HED TESTENNOU AN DISKOUEZADEG E BREZHONEG

MALI AR MERC HED TESTENNOU AN DISKOUEZADEG E BREZHONEG MALI AR MERC HED TESTENNOU AN DISKOUEZADEG E BREZHONEG Gant Mali ar merc hed, mirdi Breizh, anezhañ ur mirdi rannvroel troet wardu an Dud hag ar c hevredigezhioù, a gendalc h da blediñ gant sevenadurioù

Részletesebben

Eur ger a-raog... Ar vro hag ar mor

Eur ger a-raog... Ar vro hag ar mor Patrig Gouedig ENEZ-EUSA Eñvoriou tud Eusa (Teir gasetennig a zo. Prena anezo digand Emgleo Breiz, 10, ru Kemper, 29200 Brest. Pellg. : 02-98-02-68-17. E-mail : brud.nevez@wanadoo.fr Lehienn : www.emgleobreiz.cm)

Részletesebben

E U R O P A D39 D3 D11 D20 D35 D35 D10 D26 D An Ahel: A Z I A. Ar Gevredidi: D41

E U R O P A D39 D3 D11 D20 D35 D35 D10 D26 D An Ahel: A Z I A. Ar Gevredidi: D41 D3 D11 D20 D35 D35 D39 E U R O P A D10 D26 D31-27-33 An Ahel: Ar Gevredidi: D24 D32 D41 A Z I A Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ I. Mareoù pennañ

Részletesebben

Ked ves Ta ní tók! Ked ves Szü lôk!

Ked ves Ta ní tók! Ked ves Szü lôk! Ked ves Ta ní tók! Ked ves Szü lôk! A tech ni ka ro ha mos fej lô dé se szük sé ges sé te szi, hogy már egé szen ki csi kor ban in for - ma ti kai és szá mí tó gép-fel hasz ná lói is me re tek kel bô vít

Részletesebben

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO REDON HAG AR GWILEN

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO REDON HAG AR GWILEN Diazezadur publik a genlabour sevenadurel Établissement public de coopération culturelle DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO REDON HAG AR GWILEN DOARE NEVEZET 2004-2010 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ

Részletesebben

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2012

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2012 SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2012 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ GWENGOLO 2012 Sifroù distro-skol ar c helenn divyezhek e 2012-1 E 2012, evit ar 35 vet distro-skol da-heul,

Részletesebben

SCHIEDEL QUADRO Építési utasítás

SCHIEDEL QUADRO Építési utasítás SCHIEDEL QUADRO Építési utasítás 2x '10 '11 Schiedel Kéménygyár Kft. 8200 Veszprém, Kistó u. 12. Tel.: 88 576 700 Fax: 88 576 704 E-mail: info@schiedel.hu www.schiedel.hu Part of the MONIER GROUP Általános

Részletesebben

Kösd össze az összeillı szórészeket!

Kösd össze az összeillı szórészeket! há tor gyöngy tás mor kás fu ház ál rom á mos sá rus szo dály moz szít szom széd ol vad pond ró dí ves da dony ned rál süly lyed tom na ka bog ge gár bál dol lo bol bun bát bár da bo be kar pa e ca koc

Részletesebben

TARTALOMJEGYZÉK. Bu da pest, 2006. feb ru ár 14. Ára: 1518 Ft 3. szám. 2005. évi CLXIII. tv.

TARTALOMJEGYZÉK. Bu da pest, 2006. feb ru ár 14. Ára: 1518 Ft 3. szám. 2005. évi CLXIII. tv. Bu da pest, 2006. feb ru ár 14. Ára: 1518 Ft 3. szám 2002. december TARTALOMJEGYZÉK TÖRVÉNYEK 2005. évi CLXIII. tv. 2005. évi CLXXIV. tv. Az adózás rendjérõl szóló törvény egyes rendelkezéseinek alkalmazásáról

Részletesebben

KIS-794 Gl. haras (p. 39), pneumopathie atypique (p. 40), écriture automatique (p. 41), diglossie (p. 42)

KIS-794 Gl. haras (p. 39), pneumopathie atypique (p. 40), écriture automatique (p. 41), diglossie (p. 42) KIS-794 Gl. haras (p. 39), pneumopathie atypique (p. 40), écriture automatique (p. 41), diglossie (p. 42) HARAS (RLN da YBAN 19 05 03) War Le Télégramme eus an 28 C hwevrer 2003 dindan ar reollin SPERED

Részletesebben

Charlez Gwennou. (bet ganet e Lezardrev e 1851, marvet e Vitry-sur-Seine e 1915).

Charlez Gwennou. (bet ganet e Lezardrev e 1851, marvet e Vitry-sur-Seine e 1915). Charlez Gwennou. (bet ganet e Lezardrev e 1851, marvet e Vitry-sur-Seine e 1915). Re a skiant on-eus pe Yann ar Mañcheg o vond da Bariz, bet embannet e 1896. Modernnaet eo bet an doare-skriva. Re a skiant

Részletesebben

Cseri Zsófiának és az Erkel Ferenc Vegyeskarnak Scherzo. zik a ten ge ri táb la t z pi ros haj na li fény ben, iz zik a ten ge ri táb la

Cseri Zsófiának és az Erkel Ferenc Vegyeskarnak Scherzo. zik a ten ge ri táb la t z pi ros haj na li fény ben, iz zik a ten ge ri táb la Cseri Zsóiának és az Erkel Ferenc Vegyeskarnak Scherzo NAGY László S A T B Allegro gioccoso q = 10 zik a sár ga zik a ten ge ri táb la t z pi ros haj na li ény ben, iz zik a ten ge ri táb la ten ge ri

Részletesebben

75. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2007. jú ni us 15., péntek TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 2478, Ft. Oldal

75. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2007. jú ni us 15., péntek TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 2478, Ft. Oldal A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2007. jú ni us 15., péntek 75. szám Ára: 2478, Ft TARTALOMJEGYZÉK 2007: LXI. tv. A cég nyil vá nos ság ról, a bí ró sá gi cég el já rás ról és a vég el szá

Részletesebben

Kösd össze a szót a hozzá tartozó képpel! bab. ba-ba. ba-nán. bál-na. lá-da. vi-rág. ka-kas

Kösd össze a szót a hozzá tartozó képpel! bab. ba-ba. ba-nán. bál-na. lá-da. vi-rág. ka-kas Kösd össze a szót a hozzá tartozó képpel! bab ba-ba dob ba-nán lúd bál-na láb lá-da pont vi-rág domb ka-kas kád mó-kus 3 Kösd össze a szót a hozzá tartozó képpel! tál rák tök vár sál híd Kösd össze a szót

Részletesebben

Prederiadennoù war an dic houest mama-z omp...

Prederiadennoù war an dic houest mama-z omp... KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 93 93 Here Du - Kerzu 2015 Priz : 3 Prederiadennoù war an dic houest mama-z omp... An dic houest ma-z omp da stourm a- ez eo, ha se n eo ket ur saviad

Részletesebben

A_\lïêL. &An6 rrjar\z. t;roioi,9sz h ganu it2. ttlôr.9. not;ennoô 9Al2?;!11.9.

A_\lïêL. &An6 rrjar\z. t;roioi,9sz h ganu it2. ttlôr.9. not;ennoô 9Al2?;!11.9. A_\lïêL &An6 rrjar\z t;roioi,9sz h ganu it2. ttlôr.9 not;ennoô 9Al2?;!.9. 958 À_V-iêl /'',,'f.,...-. ~An~ rrjark t;rolô~szn gan~ fll. ttl6r9 nor;ennota gall?;!.9 958 AVIEL SANT MARK +++++++++++++++++++++++++++++

Részletesebben

Gyõr Megyei Jogú Város Önkormányzata egyszerû eljárás ajánlattételi felhívása (12070/2004)

Gyõr Megyei Jogú Város Önkormányzata egyszerû eljárás ajánlattételi felhívása (12070/2004) 356 Közbeszerzési Értesítõ, a Közbeszerzések Tanácsa Hivatalos Lapja (2005. I. 5.) 1. szám Pos tai irá nyí tó szám: 1163 Te le fon: 401-1459 Telefax: E-ma il: B. MEL LÉK LET: A RÉ SZEK RE VO NAT KO ZÓ

Részletesebben

. JAN-MARI SKRAGN (JEAN-MARIE LE SCRAIGNE)

. JAN-MARI SKRAGN (JEAN-MARIE LE SCRAIGNE) . JAN-MARI SKRAGN (JEAN-MARIE LE SCRAIGNE) J.M. Skragn (evel a vez laret ba Poullaouen, pe ar Skregn, eme lod) zo bet ganet en Uhelgoad er bloaz 1920 (marvet e miz Kerzu 2016). Da gentañ e oa chomet da

Részletesebben

Örvendjetek, mert Isten úgy szeret

Örvendjetek, mert Isten úgy szeret Örvendjetek, mert Isten úgy szeret il 4,4; Jn 3,16; Mt 24,42 Sz: r. Pálhegyi erenc : Pálhegyi ávid m é- két a- kar, Ör- vend- je- tek, m mert Is- ten úgy sze- ret. m m nem zord í- vend- té- le- tet! m

Részletesebben

Dibabet eo bet lec hioù loc hañ ha degouezh Redadeg 2016!

Dibabet eo bet lec hioù loc hañ ha degouezh Redadeg 2016! La course pour la langue bretonne Dibabet eo bet lec hioù loc hañ ha degouezh Redadeg 2016! Ar Redadeg a di da di BP 15 35310 Morzhell / Mordelles darempred@ar-redadeg.org - 06 08 64 99 72 - http://www.ar-redadeg.bzh

Részletesebben

[ EVIT UR C'HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! ] EVIT UR C'HLEWELED E BREZHONEG!

[ EVIT UR C'HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! ] EVIT UR C'HLEWELED E BREZHONEG! Kredomp stourm, kredomp bezañ trec'h! [ EVIT UR C'HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! ] TV TASMANT EVIT UR C'HLEWELED E BREZHONEG! Gouere 2009 HUCHADEG EVIIT UR C''HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! Rankout a ra ar brezhoneg

Részletesebben

Teuliad pedagogel «TRAEZOÙ SKOUER»

Teuliad pedagogel «TRAEZOÙ SKOUER» Teuliad pedagogel «TRAEZOÙ SKOUER» HENAMZER TAOLENN Pennad-digeriñ an diskouezadeg pad «Hollved eo Breizh»......p. 2 Kinnig an abadenn hag ar c'harned-dizoleiñ..........p. 4 Prientiñ ho kweladenn er mirdi......p.

Részletesebben

DISKULIADUR ARES. Kentskrid. Mammenn

DISKULIADUR ARES. Kentskrid. Mammenn DISKULIADUR ARES Kentskrid Mammenn 1974, e Ares, kumun vihan eus arvor Jirond, Bro-C'hall. Eus ar 15 a viz genver d'an 13 a viz ebrel, war dro pep eil deiz, e kreiz an noz dalc'hmat, e vezan dihunet, galvet

Részletesebben

Troude Milin Ar marvailler brezoneg pe Marvaillou brezoneg A. Troude G. Milin Troude Ar horv heb ene

Troude Milin Ar marvailler brezoneg pe Marvaillou brezoneg A. Troude G. Milin Troude Ar horv heb ene Troude ha Milin : Ar marvailler brezoneg pe Marvaillou brezoneg, dastumet gand ar horonal A. Troude ha G. Milin (ar galleg a zo dirag ar brezoneg). Brest 1870. Notennou : Modernnaet eo bet an doare-skriva.

Részletesebben

(Margitszigeti sétány, 1940 körül; MNM) Copyright Márai Sándor jogutódai L. C. Gaal (Toronto)

(Margitszigeti sétány, 1940 körül; MNM) Copyright Márai Sándor jogutódai L. C. Gaal (Toronto) A borítóillusztráció Gruber Ferenc fotójának felhasználásával készült (Margitszigeti sétány, 1940 körül; MNM) A borító Kiss László munkája. Copyright Márai Sándor jogutódai L. C. Gaal (Toronto) Kiadja

Részletesebben

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2008. jú ni us 25., szerda. 93. szám. Ára: 2400, Ft

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2008. jú ni us 25., szerda. 93. szám. Ára: 2400, Ft A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2008. jú ni us 25., szerda 93. szám Ára: 2400, Ft A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2008. jú ni us 25., szerda 93. szám Ára: 2400, Ft TARTALOMJEGYZÉK

Részletesebben

KOCSÁR MIKLÓS. Dalok magyar költ k verseire

KOCSÁR MIKLÓS. Dalok magyar költ k verseire KOCSÁR MIKLÓS Dalok magyar költk verseire Énekhangra és zongorára 2. Gyurkovics Tibor versei ÖLELJ MEG ENGEM, ISTEN 1. Fönn 2. Antifóna 3. Figura 4. Istenem LÁTJÁTOK FELEIM KÉRÉS EGYHELYBEN POR-DAL Kontrapunkt

Részletesebben

AR BIBL 5ANT[L. Troidigezh gant. i!iaodez GLANNDOUR ~------~ ~ ~--~ ~1--=~~~~ ~-~ ~-- -~--~- ~ ---

AR BIBL 5ANT[L. Troidigezh gant. i!iaodez GLANNDOUR ~------~ ~ ~--~ ~1--=~~~~ ~-~ ~-- -~--~- ~ --- N~ BIBL 8ANTbL -------------------~------~--------~----------~--~ ~1--=~~~~ - - -- ~-~ ----- AR BIBL 5ANT[L Troidigezh gant i!iaodez GLANNDOUR ---~-- -~--~- ~ --- 1953 KOHELETH.++++++++ R.AKSKRIIY. Sant-Brieg,

Részletesebben

33. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2006. már ci us 27., hétfõ TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 3887, Ft

33. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2006. már ci us 27., hétfõ TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 3887, Ft A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2006. már ci us 27., hétfõ 33. szám Ára: 3887, Ft TARTALOMJEGYZÉK 62/2006. (III. 27.) Korm. r. Az egyes pénzbeli szociális ellátások elszámolásának szabályairól...

Részletesebben

155. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2008. ok tó ber 31., péntek TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 1110, Ft. Oldal

155. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2008. ok tó ber 31., péntek TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 1110, Ft. Oldal A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2008. ok tó ber 31., péntek 155. szám Ára: 1110, Ft TARTALOMJEGYZÉK 2008: LXI. tv. A köz al kal ma zot tak jog ál lá sá ról szóló 1992. évi XXXIII. tör -

Részletesebben

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG ER VRO-WENN HAG ER BRIVER

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG ER VRO-WENN HAG ER BRIVER DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG ER VRO-WENN HAG ER BRIVER DOARE NEVEZET 2004-2010 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ 2011 Digoradur Ur steuñv hollek da ziorren ar brezhoneg, Brezhoneg 2015, a

Részletesebben

13. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2008. ja nu ár 26., szombat TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 465, Ft. Oldal

13. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2008. ja nu ár 26., szombat TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 465, Ft. Oldal A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2008. ja nu ár 26., szombat 13. szám TARTALOMJEGYZÉK 9/2008. (I. 26.) Korm. r. Egyes épí té si tár gyú kor mány ren de le tek mó do sí tá sá ról... 622 10/2008.

Részletesebben

KIS-821 Notennoù Keginouriezh VII Dafar Geriadur ar Geginouriezh 2. Ar vioù

KIS-821 Notennoù Keginouriezh VII Dafar Geriadur ar Geginouriezh 2. Ar vioù KIS-821 Notennoù Keginouriezh VII Dafar Geriadur ar Geginouriezh 2. Ar vioù (CHAN & YBAN 25 05 04) enezenn war neuñv Etremeuz skañv kenan graet diwar gwennoù vioù sukret baset en erc h, poazhet en dourgib

Részletesebben

War eun dachenn fobal

War eun dachenn fobal Helias (Per-) War eun dachenn fobal Notenn : Eur CD 'zo, e gwerz e ti Emgleo Breiz, 10, ru Kemper, 29200 Brest. War ar CD e vez klevet mouez Per- Helias, hag hini Per Trepos. "Eun den divemor" a zo war

Részletesebben

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2009. feb ru ár 14., szombat 18. szám TARTALOMJEGYZÉK 4/2009. (II. 14.) MNB ren de let Új biz ton sá gi elem mel el lá tott 500 fo rin tos cím le tû bank

Részletesebben

LIX. ÉVFOLYAM ÁRA: 1365 Ft 4. SZÁM TARTALOM MAGYARORSZÁG ALAPTÖRVÉNYE. Ma gyar or szág Alap tör vé nye (2011. áp ri lis 25.)...

LIX. ÉVFOLYAM ÁRA: 1365 Ft 4. SZÁM TARTALOM MAGYARORSZÁG ALAPTÖRVÉNYE. Ma gyar or szág Alap tör vé nye (2011. áp ri lis 25.)... LIX. ÉVFOLYAM ÁRA: 1365 Ft 4. SZÁM A LEGFÕBB ÜGYÉSZSÉG HIVATALOS LAPJA BUDAPEST, 2011. áp ri lis 30. TARTALOM MAGYARORSZÁG ALAPTÖRVÉNYE Ma gyar or szág Alap tör vé nye (2011. áp ri lis 25.)... Oldal Melléklet

Részletesebben

6. szám. 2006/6. szám HATÁROZATOK TÁRA 51. Budapest, 2006. feb ru ár 13., hétfõ TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 414, Ft. Oldal

6. szám. 2006/6. szám HATÁROZATOK TÁRA 51. Budapest, 2006. feb ru ár 13., hétfõ TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 414, Ft. Oldal 2006/6. HATÁROZATOK TÁRA 51 Budapest, 2006. feb ru ár 13., hétfõ 6. TARTALOMJEGYZÉK 2019/2006. (II. 13.) Korm. h. Az Or szá gos Tu do má nyos Ku ta tá si Alap prog ra mok 2006. évi több - lettámogatához

Részletesebben

VII. Az Al kot m ny b r s g el n k nek v g z se

VII. Az Al kot m ny b r s g el n k nek v g z se VII. Az Al kot m ny b r s g el n k nek v g z se 711/I/2003. AB eln ki v gz s 1779 711/I/2003. AB eln ki v gz s Az Al kot m ny b r s g el n ke jog sza b ly alkot m ny elle ness g nek ut la gos vizs g la

Részletesebben

WARSCHAUERBRÜCKE. Barzhonegoù. Antony HEULIN

WARSCHAUERBRÜCKE. Barzhonegoù. Antony HEULIN WARSCHAUERBRÜCKE Barzhonegoù Antony HEULIN Antony Heulin Moritzburger Straße 37 01127 Dresden Deutschland 00 49 351 84 89 550 antonyheulin@hotmail.fr WARSCHAUERBRÜCKE Barzhonegoù Antony Heulin 1.Noam 2.Ar

Részletesebben

S Z L A U K Ó L Á S Z L Ó C O M I X

S Z L A U K Ó L Á S Z L Ó C O M I X SZLAUKÓ LÁSZLÓ C O M I X A cím OL da LOn SZLAUKÓ LÁSZLÓ COMIX (RÉSZLET) 1996 SZLAUKÓ LÁSZLÓ 2006 KÉPÍRÁS MÛVÉSZETI ALAPÍTVÁNY 2006 SZLAUKÓ LÁSZLÓ COMIX KÉPÍRÁS MÛVÉSZETI ALAPÍTVÁNY, KAPOSVÁR SZIGETVÁRI

Részletesebben

PAJENN .. - ^ ^ l A L - t r O

PAJENN .. - ^ ^ l A L - t r O GWALARN PAJENN Roparz Hemon. PEURUNVANI 5 G. B. Kerverziou. AN DIRI-SERVIJ 9 Meavenn. AN HINI BIHAN 17 T. GWYNN JONES 20 BREZONEG AR VUGALE 25 LEVRIOU NEVEZ 26 GERIOU-KROAZ 29 33 EOST 1931..-^^lAL-trO

Részletesebben

A SZOCIÁLIS ÉS MUNKAÜGYI MINISZTÉRIUM HIVATALOS LAPJA TARTALOM

A SZOCIÁLIS ÉS MUNKAÜGYI MINISZTÉRIUM HIVATALOS LAPJA TARTALOM V. ÉVFOLYAM 1. szám 2007. ja nu ár 31. A SZOCIÁLIS ÉS MUNKAÜGYI MINISZTÉRIUM HIVATALOS LAPJA Szo ci á lis Közlöny Szerkesztõsége 1054 Budapest, Akadémia u. 3. Telefon: 475-5745 Megjelenik szükség szerint.

Részletesebben

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2004. no vem ber 15., hétfõ 169. szám TARTALOMJEGYZÉK 2004: CI. tv. Az adókról, járulékokról és egyéb költségvetési befizetésekrõl szóló tör vé nyek mó do

Részletesebben

A MAGYAR TÖRTÉNELMI TÁRSULAT KIADVÁNYAI

A MAGYAR TÖRTÉNELMI TÁRSULAT KIADVÁNYAI A MAGYAR TÖRTÉNELMI TÁRSULAT KIADVÁNYAI 2 A MA GYAR TÖR TÉ NEL MI TÁR SU LAT KI AD VÁ NYAI A kö tet írá sai zöm mel a hu sza dik szá zad idõ sza ká ról szól nak, más részt pe dig át té te le sen ér vel

Részletesebben

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO PLOERMAEL KALON BREIZH

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO PLOERMAEL KALON BREIZH DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO PLOERMAEL KALON BREIZH DOARE NEVEZET 2004-2012 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ 2012 Digoradur Ur steuñv hollek da ziorren ar brezhoneg, Brezhoneg 2015,

Részletesebben

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2008. már ci us 17., hétfõ. 44. szám. Ára: 250, Ft

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2008. már ci us 17., hétfõ. 44. szám. Ára: 250, Ft A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2008. már ci us 17., hétfõ 44. szám Ára: 250, Ft A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2008. már ci us 17., hétfõ 44. szám TARTALOMJEGYZÉK 2008:

Részletesebben

A SZOCIÁLIS ÉS MUNKAÜGYI MINISZTÉRIUM ÉS AZ ORSZÁGOS MUNKAVÉDELMI ÉS MUNKAÜGYI FÕFELÜGYELÕSÉG HIVATALOS LAPJA. Tartalom

A SZOCIÁLIS ÉS MUNKAÜGYI MINISZTÉRIUM ÉS AZ ORSZÁGOS MUNKAVÉDELMI ÉS MUNKAÜGYI FÕFELÜGYELÕSÉG HIVATALOS LAPJA. Tartalom VI. ÉVFOLYAM 2. szám 2008. feb ru ár 25. A SZOCIÁLIS ÉS MUNKAÜGYI MINISZTÉRIUM ÉS AZ ORSZÁGOS MUNKAVÉDELMI ÉS MUNKAÜGYI FÕFELÜGYELÕSÉG HIVATALOS LAPJA Munkaügyi Közlöny Szerkesztõsége 1054 Budapest, Alkotmány

Részletesebben

TISZTELT TAGTÁRSAK! Tagság létszámának alakulása

TISZTELT TAGTÁRSAK! Tagság létszámának alakulása TISZTELT TAGTÁRSAK! 1994. ja nu ár 26-án 151 sze mély meg ala kí tot - ta a Moz gás kor lá to zot tak Mély kú ti Egye sü le tét. A he lyi szer ve zet lét re ho zá sá nak több cél ja is volt. Leg fon to

Részletesebben

HASZNÁLATI ÉS TELEPÍTÉSI ÚTMUTATÓ

HASZNÁLATI ÉS TELEPÍTÉSI ÚTMUTATÓ HSZNÁLTI ÉS TELEPÍTÉSI ÚTMUTTÓ INTEGRÁLT RENDSZERSZBÁLYZÓ 3.0211522 MD11029-2011-10-20 TRTLOMJEGYZÉK 4 5 10 12 14 16 18 22 IR 7 1 2 3 4 5 6 1. 2. 3. 5. 1. 2. 3. 5. HMV 08: 50 VE 10/06/11 M01 U: 00. 0

Részletesebben

40. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2006. áp ri lis 7., péntek TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 207, Ft. Oldal

40. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2006. áp ri lis 7., péntek TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 207, Ft. Oldal A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2006. áp ri lis 7., péntek 40. szám Ára: 207, Ft TARTALOMJEGYZÉK 83/2006. (IV. 7.) Korm. r. A pénzbeli és természetbeni szociális ellátások igénylésének és

Részletesebben

A földmûvelésügyi és vidékfejlesztési miniszter 18/2009. (III. 6.) FVM rendelete. 2009/27. szám M A G Y A R K Ö Z L Ö N Y 5065

A földmûvelésügyi és vidékfejlesztési miniszter 18/2009. (III. 6.) FVM rendelete. 2009/27. szám M A G Y A R K Ö Z L Ö N Y 5065 2009/27. szám M A G Y A R K Ö Z L Ö N Y 5065 1. (1) A ren de let cél ja a mo ni tor ing ada tok egy sé ges rend - szer alap ján tör té nõ adat szol gál ta tá si ke re te i nek meg ha tá - ro zá sa. (2)

Részletesebben

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2006. már ci us 21., kedd 31. szám I. kö tet Ára: 4807, Ft TARTALOMJEGYZÉK 57/2006. (III. 21.) Korm. r. A gyám ha tó sá gok ról, valamint a gyer mek vé del

Részletesebben

A MAGYAR KÖZLÖNY MELLÉKLETE T A R T A L O M

A MAGYAR KÖZLÖNY MELLÉKLETE T A R T A L O M A MAGYAR KÖZLÖNY MELLÉKLETE Budapest, 2006. március 8. Meg je le nik minden szerdán. IX. évfolyam, 2006/10. szám Ára: 345 Ft T A R T A L O M I. FÕRÉSZ: Személyi és szer ve ze ti hírek Sze mély ügyi hírek...

Részletesebben