Imbourc h KANNADIG. Kaezar ne oa ket andoueour. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 103 Here Du - Kerzu 2017 Priz : 3
|
|
- Kinga Pintérné
- 6 évvel ezelőtt
- Látták:
Átírás
1 KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 103 Here Du - Kerzu 2017 Priz : 3 Kaezar ne oa ket andoueour Abaoe beziadelezh 1 pouezusozh-pouezusañ an Islam e Bro-C hall hag e arc hadurioù niverusoc hniverusañ evit d ar Vuslimiz gellout bevañ hervez pennaennoù o relijion evel en o bro-orin - halal, burka, burkini, berzioù bouedel, dezvad ar vaouez -, ez eo bet kevenebet outo al laïkelezh republikan, a ra un disparti etre ar Stad hag ar relijionoù, ar pezh ne vez ket graet gant ar Charia muslimat. War-lerc h an dra-se ez eus bet anv eus an aters-mañ : Daoust ha kembezadus 2 eo an Islam gant ar Republik c hall?, hag o vezañ ma n eus politiker ebet en deus lennet ar C horan hag an haditoù evit anavezout gwir natur an Islam, e oa bet respontet Ya!, rak mouezhioù ar Vuslimiz a oa da rastellat, ar pezh a ziskouez e c heller lakaat al laikelezh dindan ar boezell, pa vez lazoù zo er c hoari! Hogen, daoust da se e chom ur gudenn a-ispilh : dallentez ar begennoù gall hag europat dirak begozh gwirion an Islam. Daoust ma vez atav ar Republik c hall ken tagus e- keñver an Iliz katolik pa vez anv eus laikelezh, ez eo an Iliz hag ar Gatoliged dre vras leun a zamant e keñver ar Republik c hall ha darev bepred da emblegañ dirazi. Er c heñver-se e kavan un tammig iskis an haeradenn a glever bremañ mui-ouzh-mui gant ar Gristenion a lavar ez eo bet ijinet al laikelezh gant Jezuz, ha displeget en Aviel gant An truaj dleet da Gaezar (Mazhev 22, 15-21). Goulenn a reas ar Farizianed ouzh Jezuz : Aotre a zo, pe n eus ket, da baeañ an truaj da Gaezar? Jezus a respontas dezho : Diskouezit din moneiz an truaj. Hag e rojont dezhañ un diner. Eñv neuze da lavarout dezho : Skeudenn piv eo houmañ hag enskivadur piv?, Reoù Kaezar, emezo. Eñv neuze da respont dezho : Rentit enta da Gaezar ar pezh a zo da Gaezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. Gwelet evel-se e c hellfe ar Gatoliged krediñ e vefe Kaezar, pimpatrom ar penn-stad laikour a vremañ. Disteurel a rafe Kaezar pep tra, pep gwarez, a zeufe eus ar relijion evit mad ar Stadoù, hogen diwir pennda-benn eo an haeradenn-mañ avat. Holl bobloù an Henamzer a azeule doueoù, a c houlenne gwarez ha berzh diganto, hag ar Romaned ne oant ket disheñvel diouzh ar re all er c heñver-se. Anavezet eo o doueoù : Jupiter, Meurzh, Sadorn, Bakus, Pluto, Vulkan, Herkulos, Merkur, Neptun, Venus, Diana, Juno, Minerva... Doueoù pagan e oant evel-just, met diskouez a reont memestra e oa liammet holl bobloù an henamzer ouzh an doueelezh. Kinniget e veze aberzhioù dezho evit kaout diganto madelezhioù, kolezioù 3 : an trec h war an enebourion, ar berzh evit un embregadenn, ar berzh er c henwerzh, ar berzh evit an tiegezh... Heñvel e oa evit ar C hresianed o doa tost an hevelep doueoù, met gant anvioù disheñvel. Mard eo bet heskinet ar Gristenion gant ar galloud roman ez eo dreist-holl dre ma ne felle ket dezho azeuliñ an doueoù roman hag ober aberzhioù dezho, evel-se e oant merzet evel enebourion da Roma. Gant ar Gelted kozh e oa ivez un toullad doueoù : Toutatis/Teutates, Taranis, Ezus, Lug, Sukellos, Kernunos, Epona, Belenos, Ogmios, Belisama, Maponos, Gobanon, Amaezhon... ma vez adkavet lod gwriziennoù o anvioù gant gerioù brezhonek hiziv evel : tud, taran, ebeul, beli, mabon, gov, amaezh. E kravez ar Gelted en doa an drouiz un dezvad 4 hollbouezus, ne c houarne ket, met gwarant e oa eus 1 Beziadelezh : présence. 2 Kembezadus : compatible. 1 3 Kolezioù : faveurs. 4 Dezvad : statut juridique.
2 an doare ma veze douget bri da lezenn an touta (ar meuriad) gant ar roue. En danevell Táin Bó Cúailnge (skrapadeg saout Cúailnge), e vez devoudet marv un dileuriad en doa komzet hep aotre, gant an drouiz Cathbad, rak den ebet ne gomz a-raok ar roue, hogen ar roue ne gomz ket a-raok e zrouiz. Gwelout a reer gant dezvad an drouiz he doa an doueelezh he flas e- kichen aotrouniezh ar roue, ha zoken e oa gourfouezus 5 he roll. Setu perak ez eo diboell soñjal en dije Jezuz, gant e gomzoù : Rentit da Gaezar ar pezh a zo da Gaezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue, prientet ur gennad e krouadelezh an Aotrou, e-lec h n en defe galloud ebet, ul lec h a vefe lezet d e enebour Satanaz, pep galloud evit distruj oberenn e grouadelezh. Komzoù ar Pab Pius XII, d ar 14 a viz Gouhere 1954, a yae en enep krenn d an dra-se : Tud a c houarnamant sammet gant atebegezhioù 6 pounner, aozadurioù prevez karget a lazioù ec hon ha strollek, keodedourion traken sorbet da servij mad an holl : deoc h holl eo e vez kaset gouzav ar salmour : Mar ne vez ket adeiladet an ti gant an Aotrou, en aner e labour ar saverion ; mar ne vez ket gwarezet ar geoded gant an Aotrou, en aner e labour ar gedour (Salm 126, 1). Ar Pab Benead XVI en e brezegenn da geñver an oferenn evit an Avielidigezh Nevez en iliz-veur ar Vatikan, d ar Sul 16 a viz Here 2011, en doa lavaret a-zivout an arroudenn-se eus an Aviel : Paeet e tle bezañ an tell da Gaezar, rak ar skeudenn war ar pezh moneiz a zo e hini ; met an den, pep den, a zoug ennañ ur skeudenn all, hini Doue, dezhañ eo enta, ha dezhañ hepken, e tle pep hini e hanvoudelezh 7 e- unan. Tadoù an Iliz, en abeg ma ra Jezuz dave da skeudenn an Impalaer skoet war pezh moneiz an tell, o deus deveizet 8 an arroudenn-mañ diouzh goulou ar meizad penndalc hel eus an den skeudenn Doue, endalc het e pennad kentañ Levr ar Geneliezh. Skrivet en deus un aozour dizanv : N eo ket skeudenn Doue skoet war an aour, hogen war Mabden. An aour eo moneiz Kaezar, an denelezh eo hini Doue... Ro enta da binvidigezh danvezel da Gaezar, hogen da Zoue mir diantegezh unel da goustiañs e- lec h ez arvestez Doue... E gwirionez, en deus darvennet 9 Kaezar e vije diskouezet e skeudenn war bep pezh moneiz, hogen Doue en deus dibabet an den, en deus krouet, evit disteurel e c hloar (Dizanv, Oberenn diglok war Sant Mazhev, homelienn 42). [...] Ha Benead XVI a gloze e brezegenn evel-se : Bez ez eus un endalc had denoniel pinvidik gant lavar-mañ Jezuz, ha ne c hell ket bezañ strishaet d e zamani politikel nemetañ. Ne c hell ket an Iliz enta en em vevennañ da zegas da soñj d ar re all an diforc h reizh a zo etre 5 Gourfouezus : prépondérant. 6 Atebegezhioù : des responsabilités. 7 Hanvoudelezh : existence. 8 Deveizet : interprété. 9 Darvennet : exigé. 2 amgant 10 aotrouniezh Kaezar hag hini Doue, etre an damani politikel hag an damani relijiel. Kefridi an Iliz, evel hini ar C hrist, a zo peurgetket komz eus Doue, da zegas da goun e c hourbeliegezh 11, da zegas da soñj d an holl, dreist-holl d ar Gristenion o deus dianket o hennadelezh, gwir Doue war ar pezh a zo piaouet gantañ, da lavarout eo, hor buhez. Gant prezegenn Benead XVI e welomp un displegadenn sklaer ha reizh eus komzoù Jezuz a- zivout moneiz Kaezar hag hini Doue, pell a-walc h diouzh displegadenn ar Gatoliked hiziv, dedalvezet d al laikelezh c hall. N eo bet krouet ar ger gallek laïcité nemet e 1871, hervez Larousse étymologique de la langue française a zo ganin, da lavarout eo e klot tost da vat gant an oadvezh ma oa Jules Ferry ha Ferdinand Buisson o prientiñ ar Skol Laik ha da c houde testenn al lezenn disrannañ etre an Iliz hag ar Stad e Al Lezenn 1905 ne oa ket neptuek Hervez al lezenn c hall-se, 9 Kerzu 1905, en he fennad 2, Ne vez kedanavezet 12, gopret pe skorennet 13 gouloc h 14 ebet gant ar Republik. Gouzout a reomp ez eo pilpous al lezenn-se rak tonket e oa dreist pep tra da stourm ouzh ar Gatoligiezh hag hen gwelout a reer hiziv gant an doare ma vez danzeet 15 ar Gristenion gant ar Republik c hall e-keñver ar Vuslimiz : e-lec h ober dezho plegañ a-zivout o fedennoù er straedoù, o gwiskamantoù islamek, o c hig halal..., e kav gwelloc h tagañ ar Gristenion, a-zivout kroazioù ha krevier Nedeleg. Pal ar skol laik a oa ober eus pep bugel ur republikan bihan mat dre an deskadurezh keodedel e-lec h an deskadurezh relijiel a oa a-raok, ha gant Lezenn 1905 ober d ar Gristenion steuziañ diwar an dachenn evit lezel ar plas a-bezh d ur relijion nevez, al laikelezh, rak ur relijion eo evel ma-z eo bet displeget, sklaer-tre, gant Vincent Peillon, bet Maodiern an Deskadurezh-Stad etre 2012 ha 2014, hag a gaver krennet en e frazenn vrudet : Ret eo diframmañ ar skoliad diouzh e holl savelegouriezhoù 16 tiegezhel, kenelel, sokial, kefredel, da c houglevout : Evit gellout e stummañ diouzh hor mennozhioù. Ne ouzon ket ha frankvasoned e oa Ferdinand Buisson (ur protestant e oa) ha Jules Ferry, hogen ober a raent rik raklun ar Frankvasonerezh a oa bet ivez a-dreñv d an Dispac h gall : ober un denelezh nevez enebet ouzh ar bed kozh embleget da Zoue, ha piv a zo kentañ enebour da Zoue mar n eo ket Lukifer, Satanaz. 10 Amgant : sphère 11 Gourbeliegezh : souveraineté. 12 Kedanavezet : reconnu. 13 Skorennañ : subventionner. 14 Gouloc h : culte. 15 Danzeet : traité. 16 Savelegouriezh : déterminisme.
3 Gouzout a reomp bremañ gant frankvasoned kanttroet kristen ez eo lukiferian ar Frankvasonerezh 17, da skouer Serge Abad-Gallardo en deus skrivet al levr : Je servais Lucifer sans la savoir, Téqui Ouzhpenn al levr e kaver ur video war ar genrouedad gant Armel Joubert des Ouches oc h atersiñ Serge Abad-Gallardo. Skrivet eo bet raklavar e levr gant Maurice Caillet, ur frankvason all kanttroet, en deus skrivet meur a levr war ar Frankvasonerezh hag e ganttroidigezh, en o zouez J étais franc-maçon, Salvador 2009, e- lec h e tiskouez ivez pal lukiferian ar Frankvasonerezh. Kalz koshoc h ez eo testeni Diana Vaughan, belegez veur ar bpalladouriezh (frankvasonerezh uhel), bet desavet ez-vihan er relijion lukiferian gant he zud. Kanttroet eo bet d ar Gatoligiezh ha deuet eo da vezañ leanez. En he envorennoù Mémoires d une ex-palladiste, embannet e 1895, e kadarna an dalc h lukiferian war ar Frankvasonerezh ; adembannet eo bet hec h eñvorennoù e Breizh gant Editions Delacroix. Ken splann all eo bet testeni ar frankvason italian, Domenico Margiotta, enseller bras d an 32vet derez eus ar Frankvasonerezh, distroet d ar Gatoligiezh, hag a ya en hevelep ster gant e levr : Le Palladisme, culte de Satan-Lucifer dans les Triangles maçonniques, embannet ivez e 1895, hag adembannet gant Editions Baruel hag a c heller pellgargañ er stumm PDF war ar genrouedad. Kement-mañ am degas da baotred al Libre pensée a zo o vanifestiñ e Ploermael evit ma vefe lamet ar groaz a-us da zelwenn Yann-Baol II, staliet war an damani kevredik 18. Evel kein ha roched emañ al Libre Pensée gant ar Frankvasonerezh, rak askoret eo dreist-holl diwar diorreadurioù an Dispac h gall, hag o droukklemmoù a denn d an hevelep re. E gobidell kroaz Ploermael ez eus un dra he deus skoet va spered : n eo ket delwenn ar Pab a zirenk anezho, hogen ar groaz hepken. Gwelout a reomp ez eo ar groaz kristen un argel 19 kreñv evit hec h enebourion ha neuze emañ da ziskar. Etre ar Vuslimiz a dorr ar c hroazioù er beredoù kristen evel en hini Mers-el- Kebir en Aljeria, e-lec h ez eo douaret ar voraerion lazhet gant ar Saozon e miz Gouhere 1940, hag o bugale a nac h implij ar sin + er jedoniezh er skol, pe ar re a fell dezho e vefe lamet Kroaz Ruz ar saveteerion, betek teir Femen o vanifestiñ war al leurenn St Pêr er Vatikan, d an 10 a viz Du, ur c hrusifiks gant pep hini, lakaet etre o feskennoù ha skrivet war o c hein noazh ar gerioù hudur e saozneg : Keep it inside. N eus nemet dibab! Gant 17 D an nebeutañ en e gelc hioù uhelañ ; d an egingredour (néophite) a c houlenn bezañ degemeret ne vez ket diskuliet se, ha zoken e vez graet dave da «Adeiladour meur an hollved» a vefe sañset bezañ Doue, hogen evit ar frankvasoned kanttroet e vefe Lukifer e gwirionez. 18 Kevredik : public. 19 Argel : symbole. lezennoù 1905 ez eo aotreet lakaat kroazioù war ar savadurioù relijiel nemetken hag er beredoù. Kroazioù all a vez degemeret gant ar Republik C hall koulskoude : kroazioù eo un toullad medalennoù a vez roet gant ar Stad evit trugarekaat tudennoù dellezek, evel ar vilourion. Evit enorin ar Jeneral De Gaulle ez eo savet ur mell kroaz Lorenn e Colombey-an-Div-Iliz. Ha ne gomzan ket eus an toullad kumunioù anvet Croix pe La Croix + anv un den pe un dra. Iskis n eo ket bet merzet se c hoazh gant al Libre Pensée. Pa voe gouezet e roe urzh ar C huzul-stad gall da lemel ar groaz e Ploermael e-benn c hwec h miz, e voe kavet kerreizh (modérée) an divizadenn gant eskopti Gwened, ar pezh a zisplijas un tammig da veur a Gatolig. Evit aozañ an traoù en deus an Aotrou n Eskob Centène, respontet da zazaters ar sizhunieg Famille Chrétienne. E keñver lezenn 1905 e lavar ez eo reizh ar varnadenn, met evidon, o vezañ ma-z eo pep tra er-maez lezenn e Breizh abaoe an Dispac h gall, e c heller arzaelañ 20 divizadenn ar C huzul-stad gall. Degas a ra da soñj, gant gwir abeg, ez eo ar Gristeniezh parzh kevanek eus hon hennadelezh europat, daoust ma vez distaolet gant tud al Libre Pensée. Diner Kaezar a zeu da soñj evel-just pa lavar : Diazezet eo al laikelezh war an diforc h etre ar galloud politikel hag ar galloud relijiel, da lavarout eo ur bennaenn lakaet gant an Aviel 21. Un tammig mousgoapaus 22 eo ar frazenn da heul : Mar n en dije ket diskleriet ar C hrist e oa ret rentañ da Zoue ar pezh a oa da Zoue ha da Gaezar ar pezh a oa da Gaezar, ne vefe ket aze an eneberion da zelwenn Yann-Baol II... En enep ez eo un tammig forc hellek e gomzoù pa lavar ez eo bet merzheriet miliadoù a Gristenion gentañ evit haeriñ ar bennaenn a ziforc h a verk al laikelezh. Nac h a raent kedanavezout doueadur an impalaer ha kinnig aberzhioù da zoueoù Roma eveljust, met se a oa evit doujañ da c hourc hemenn kentañ an dekalog : Un Doue hepken a azeuli ha dreist pep tra-holl a gari. Pennaenn a laikelezh ebet e kement-mañ. Emgann ar Pont Milvius Diwezhatoc h, er pevare kantved, da zerc hent emgann ar Pont Milvius (312), en devoa bet an impalaer Kustentin (hervez ur c henevezour 23 kristen), ur weladenn a-berzh Doue a c hourc hemenne dezhañ lakaat monogramm ar C hrist, ar Chi Rho (X+P) war skoedoù e soudarded ha war e labarum (banniel an impalaer). O vezañ ma-z eas an trec h gant 20 Arzaelañ : contester. 21 An doare-se da zeveizañ Aviel an diner da Gaezar evit displegañ al laikelezh a c hellfe bezañ bloaziadet eus 1892, pa entuas ar Gatoliged c hall d ar Republik war c houlenn ar Pab Leon XIII. 22 Mousgoapaus : ironique. 23 Kenevezour : apologiste. 3
4 Kustentin, e veizas an impalaer e oa mat en em lakaat dindan gwarez Doue ar Gristenion hag a-benn neuze, e teuas ar Gristeniezh da vezañ relijion an Impalaeriezh. Gwech ebet n em eus lennet, en ul levr bennak, e vije bet d an ampoent Kristenion oc h en em sevel a-enep divizadenn an impalaer, evit difenn un tebet pennaenn a laikelezh a vije bet embannet gwechall gozh gant Jezuz e Palestina. Diwezh an heskinadurioù enepkristen e voe hag an holl a veulas Doue hag an impalaer evit an dra-se. Hag Europa a- bezh, a vevas e-pad 1400 vloaz dindan gwarez Doue ar Gristenion ha Kaezar hep re a arzaeladur, betek ma teuas Dispac h mañsonek ha lukiferian 1789, da derriñ an urzh-se. A-benn an diwezh, daoust ha ne vefe ket, gobidell an diner de rentañ da Gaezar, da renkañ e-touez an hen vennozhioù kristen deuet da vezañ foll ma komze ar skrivagner saoz G. K. Chesterton, en e levr Orthodoxie (1908), rak betek an Dispac h gall e oa an Iliz e kichen ar galloud politikel, neket evit gourc hemenn, met evit bezañ kuzulierez ar rouaned, evel ma oa an drouized gwechall e-kichen ar rouaned kelt. Donwal Gwenvenez Tiegezhioù emsaverien a brientinien gristen o timeziñ etrezo e-pad an 20vet kantved War-dro 2010, pa oan bet galvet gant Job Lec hvien da vont d e gaout e Logivi-Plaeraneg p edo o tilojañ diouzh e bresbital en doa roet din buan-ha-buan ul labour e stumm un teskad follennoù moullet diwar e urzhiataerez, bet graet diwar dielloù bet fiziet ennañ gant ur brientinez kozh a vro-leon, an dimezell Gwenn a Barceveaux, ha bet divrazet gantañ, emezañ. Kalz e laboure an Aotrou Lec hvien : d ar mareoù-se en doa troet Katekiz an Iliz Katolik, Prosez Sant Erwan, Buhez Charlez Bleaz Dug Breizh, lizheroù a-berzh an Bibien, ha traoù all c hoazh. Ne daolis ket evezh bras ouzh an teskad-se, a chomas da louediñ war astelloù dielloù Emglev an Tiegezhioù 24. E deroù miz Eost em boe ur bellgomzadenn am lakaas da deurel pled ouzh an dielloù-se : unan eus nized an dimezell-se en em c houlenne petra oa istor e familh pa z eo marv an holl dud er rummad a zo a-us dezhañ. Neuze e lakais va fri e-barzh. Anv zo en dielloù-se eus Odeta Chevillottez, , ur skrivagnerez brezhonegerez dianav pe dost. Kentañ tra a ris neuze a voe sellout ouzh geriadur ar skrivagnerien Lukian Raoul : Sevel a reas un nebeut romantoùigoù brezhonek evit ar yaouankiz, chomet diembann deomp da c houzout. Berrik e oa. Neuze e ris un enklask a restan amañ, diaoz ha diglok siwazh, dre ziouer a amzer da gas anezhi pelloc h. Ur c hoar vihan da Emmanouel hag Olier Chevillottez e oa, hemañ-diwezhañ a oa bet o skrivañ brezhoneg ivez, ha dreist-holl oc h ober politikerezh ha da ren Strollad Broadel Breizh zoken, gant Olier Mordrel e e-pad ezvezañs Frañsez Debauvais p edo en toullbac h. Bet e oa bet ivez rener Bleun-Brug bro-leon e E maner Kerwazdoue Plougonvelen edo o chom, e-tal 24 Traoù all a zo en dielloù a vefe da studiañ, brouilhed ur pezh c hoari gant Ernest ar Barzhig da skouer. 4 bae an Traezh Hir hag aod Santez Anna, met ganet e oant o-daou e kastell Kergroadez Brelez, e-tal Lokournan-Leon. Ur mab beleg en doa bet Olier, nevez aet da Anaon, a anavezis un tammig dre ma lide an Oferenn latin dek vloaz zo c hoazh d an oferenn-bred e Sant Varzhin Brest : Herve Chevillottez. Ur mab all, Youenn, e rin anv anezhañ pelloc h rak un iskis a wezenn-tiegezh eo hini ar Chevillottezed. Biruzenn an Emsav a zeuas ent-anat diouzh Olier Chevilottez, bet gloazet e-pad ar brezel-bras hag a reas e soñj deskiñ ar yezh war e wele-ospital, e 1916, ne oa nemet 26 bloaz. Da gompren ervat an degouezhioù ez eo ret sevel d an tad-kozh Julien, bet marc hadour-paramantour e Brest, ha dimezet gant penn-hêrez kastell Kergroadez Brelez, Valentina Mevel, merc h un noter. C hwech bugel a voe ganet dezho, en o zouez Olier eta, Emmanouel a chomas e Kergroadez hag a vo anv anezhañ pelloc h ganin, gant Odeta Chevilottez, ha Mari-Antonig. Damdost diouzh Brelez, e parrez Plouzane, sko evelato ouzh kêr Lokournan-Leon, edo Jehan de Parcevaux de Tronjoly o chom e maner Lann- Gongar, kloareg-noter war e vicher. Pemp bugel en devoa. Jozef, ar mab henañ, a euredas Mari-Antonig merc h kastell Kergroadez, hag Olier Chevillottez, deuet da Ijinour war ar gounezerezh-douar, a gemeras da bried merc h maner Lann-Gongar, Madalen a Barcevaux! Jozef a Barcevaux en devoe eizh bugel : d un darn vras e rojont anvioù brezhonek-rik etre an daou vrezel. D ar 15 a viz Mezheven 1958, e Karmel Brest, e-lec h o devoa div c hoar karmeziadezed, (ivez, ur voereb-kozh hag ur geniterv!) e voe roet sakramant an Urzh da zaou anezho, Jozef hag Herve a Barcevaux (nevez aet da anaon o-daou e miz Here ha Kerzu 2015). O-daou e oant prest da gemer an armoù da zieubiñ Breizh e deroù an eil brezel-bed hag e 1948 o devoa kemeret perzh e
5 bodadegoù Youenn Olier pa glaske adsevel ur strollad broadelour gant Avel an Trec h hag Emsav Pobl Vreizh (EPV). Met, evel Jakez Ducamp e rankjont touiñ d o superiored e tilezent an Emsav da vat evit bezañ kavet mat da vezañ beleget. Jozef a yelo da abati Timadeug hag Herve a voe belegeskopti e tolead Brest. Person Lambaol-Gwitalmeze e voe. E 1992 e eas war e leve da aluzener Servijerezed ar re Baour e Brest, un urzh obladezed stag ouzh Solesme, e-lec h e oa aet va c hoar henañ tre ennañ e War-dro Mision Terezian e rae ivez (oberenn an Tad Thévenin, Itron Varia ar Veleien ) a gemeris perzh e-barzh d an ampoent hag a ro frouezh peogwir hon eus bet abaoe un hanter douzennad a veleien yaouank brezhonegerien a youl : burzhudus! Diwar an eizh bugel e oa c hoazh daou vab, unan a yeas da Bariz, egile, Erwan, a chomas da labourat an douar e atant Lann-Gongar, Kêr-ar-Vali. Unnek bugel en devoe, an holl gant anvioù brezhonek-rik. Mignon e oa d am zad, evel-se eo e ris anaoudegezh gant an tiegezh souezhus-se. Siwazh e varvas Erwan kalz re abred diwar dretiñ dievezh e barkeier a genderc hadoù kimiek. Div c hoar all, dimezelled, en devoa, a veze e Maner Lann-Gongar war-lerc h tremenvan o zud : Jenovefa ha Gwenn. Gwenn a anavezis mat a-walc h, koumanantet e oa da Imbourc h. Ur vroadelourez rik hag ur gristenez deol e oa. Daoust ma ne oa ket a leve bras ganti e dibenn he buhez em sikouras meur a dro da stankañ toull kef Oaled Sant Erwan Brest a veze meret neuze gant Emglev An Tiegezhioù. Hi eo eta he doa kaset d an Aotrou Lec hvien an dielloù a fizias-eñ neuze ennon dek vloaz war-lerc h. Daou lizher a adkavis kaset gant Gwenn a Barcevaux d an Aotrou Lec hvien e 1997 : Bez ez eus ganin un nebeut paperoù kozh skrivet gant an dorn, tost da gant vloaz marteze (...). Dudius m eus kavet Flipennoù an dilost-hañv... ha brezhoneg brav ouzhpenn! Gant doujañs, Gwenn de Parcevaux. Evit gwir an hanter eus ar skridoù-se a oa bet moullet endeo ha e oant bet skrivet gant an Abad Kozaned, a sine Gwennael e skridoù. Enok Arden, un hir-tre a destenn rimet penn-da-benn ha troet diwar ar saozneg da skouer (bet moullet e kaieroù Kenvreuriez ar brezoneg) ha fablennoù heñvel-stumm gant re Paotr Treoure : brezhoneg leon rik ha lennegezh dinoaz ha saourus, se zo gwir. Chom a ra en teskad-se tammoù traoù diechu hag ur romantig diembann : Galv ar ouenn eo e dalbenn, skrivet gant Eodez, dinoaz ivez, ha yac h zoken, savet da vezañ lennet gant bugale o kregiñ gant ar grennardïezh, a soñj din. Moarvat e vo moullet dizale, daoust ma-z eo bet eilpennet an talvoudoù en deiz a hiziv : kaoz a zo er romantig-se eus karantez e stern ar Briedelezh, eus ar fealded ouzh e bried, ouzh 5 ar Vamm-vro, eus kiriegezh pep rummad an eil warlerc h egile da zerc hel gant ar yezh, gant hon istor, gant ar feiz ivez evel-just, a zo deskrivet evel traoù prizius-dreist, ha sakr, en ur ger. Da heul he breur Olier Chevillottez eta e oa troet, hep mar ebet Eodez, da lavarout eo Odeta Chevillottez ( ), da vroadelourez. Edo o chom gant he zud ha war o lerc h e kastell Kergroadez Brelez, tost da Lokournan-Leon ha ne zimezas ket. Bouzar-glev e oa, abaoe he yaouankiz. Un nebeut skridoù dinoaz a gaver moullet diwar he fluenn, pergen Miromp gwiskamantoù Breizh (Breiz Atao niv ), Penaos ober Kig-ha- Fars, lipig e-barzh (Arvor ), hag ivez ur pennadig berr : Bretonez ha Parizian (Arvor ), a zanevell ur skouer eus dispriz Parizianed zo ouzh ar Vretoned. Er pennadig-se ez eus evel un heklev eus talbenn al levrig-mañ : dirak dispriz ur Parizian ouzh he c hoar, ne voe ket pell e vervas gwad taer ar ouenn enni a skriv Eodez. Tu zo da soñjal, hep nemeur a brouenn, e voe skrivet ar romantig-mañ ganti er bloavezhiennoù-se, evit Ololê, Arvor, Feiz-ha-Breiz, pe c hoazh Ar Vuhez Kristen. Uhelvennad Doue ha Breizh a intr ar pajennoù-mañ eta, met, gant darvoudoù al Liberasïon, an holl gelaouennoù-se a yeas da get un tammig a-raok ar gevredigezh plouezat-kristen e Breizh-Izel, a voe diskaret-naet goude ar brezel, da heul ar pezh he dalc he c hoazh en he sav daoust d an Dispac h Gall ha d an Araokaat kalvezel : ar feiz hag ar yezh. Er romant-mañ ez int o-div buhezek, marteze dre ma-z eo Even ur gwaz a oar pegen diziouerus ez int. Danvez da brederiañ a ro ar romant-mañ eta, evit an neb a garo. Hadet abred e askre ar Vretoned vihan e soñje d an Aotrou Perrot e vije tu marteze da harpañ ouzh an diskar-se a oa sur o vont d en em gavout ma ne rajed netra. Alese e c her-stur anavezet : En hor yaouankiz eo bet fiziet gant Doue amzer da zont hor Bro. Eodez, evel brientinien all eus he metoù a Vro-Leon d ar mare-se, a glask gant al levrig-mañ degas he maenig d an oberenn veur : kontrol da Bariz, Breizh a rank chom kristen, hag ar brezhoneg a rank harpañ ar gevredigezh kristen da zerc hel ouzh lanv pistrius ar galleg. Ar ger gouenn el lennegezh vrezhoneg a zo da studiañ. Anjela Duval ha Youenn Gwernig da skouer o deus graet gantañ ivez. Gant aon da vezañ fallgomprenet goude ar brezel he defe Eodez dilezet he dornskrid? N eus ket anv a ouennelouriezh amañ, tamm ebet, evel-just! E-touez ar re gentañ enskrivet en Unvaniezh Speredel (1943) e voe. War ar poent-mañ ez eo deurus tudenn Eodez : goude an Aotrou Perrot ha kolladenn an emgann evit ur bobl vrezhon kristen ha brezhonek, e voe e-touez ar re gentañ o vont d an dezerzh : da ezel eus ur vegenn a dud digenvez, a
6 venn derc hel d ar feiz ha d ar yezh, o tonaat o feiz hag o tiorren o yezh. Gouez da vmaodez Glanndour, e teue Eodez alies da Louaneg, d ar retredoù ha d an emvodoù. Ur plac h a bedenn e oa evit gwir, emezañ. Pedet he deus eta en ur skrivañ an oberennig-se. He nizez ha filhorez, Gwenn a Barceveaux ( 2000), eo a savetaas dorn-skridoù zo eus an tan, a skriv e 1997 d an Aotrou Lec hvien : Marteze n int ket holl moullet? Ne fell ket din lezel anezho da goll (...). Soñjet em eus e vije gwelet ganeoc h ha mat int, kement a draoù gros a vez moullet bremañ! Tu zo din reiñ un tamm arc hant (...). Un nebeut tresadennoù em boa soñjet ober hogen bremañ, trellañ a ra va dorn. Chadenn ar yezh a oa bet torret dre holl goude ar brezel, betek leuskel skridoù evel hemañ da louediñ re bell-amzer. Al levrig-mañ a vo embannet dre zoujañs ouzh strivoù bras betek koll o buhez, lod anezho ar rummad-se eus etregoudevezh an daou vrezel-bed, na empentent ket Breizh hep ar feiz. Ur romant bihan ha yac h evit bugale Breizh ha kement hini a zesk ar yezh hag a gar ar Vro. Hogen daoust ha roet e vo dezho da lenn gant o zud pe o c helennerien? D un nebeudik hepken siwazh! War Kannadig Imbourc h moarvat e vo moullet ar peurrest eus skridoù diembann Eodez. Un danevell bennak, ur studiadenn war Santez Eodez (Landunvez) just-a-walc h... ha traoùigoù all disteroc h met prizius evelkent, a ziskouez n o deus ket holl brientinien Breizh treitouret o bro. Lod a zo chomet feal, evel gwir ziskennidi hon tierned kozh, gwarezourien hor gouenn, hag ez eo bet koustet ker-ruz dezho o fealded 25. Rak ar pezh a gavan souezhus-bras e istor an daou diegezh-se eo ez int en em unanet start-tre (daou eured kroaziet eta, hen gwelet hon eus) hag ez int aet war ar brezhoneg tra ma rae ar bobl an hent kontrol-bev, o vont war ar galleg, ha dilezel ar yezh da vat da heul al Liberasïon. Tudjentil ar vro, an eil urzh, karget diwar hêrezh, da wareziñ pobl ar maezioù er c horn-se eus goueled-leon, oc h ober ar striv da berc hennañ ar yezh, tra ma veze distaolet gant an holl, a feur ma kreske levezon ar gevredigezh c hall ha dizoue e Douar ar Veleien, hag o reiñ war-un-dro tri beleg brogarour, div garmeziadez emouestlet d ur vuhez kalet a bedenn na ouzer ket peseurt frouezh zo bet d o emouestl, ha teir dimezell desket mat-tre brezhoneg ganto, unan anezho skrivagnerez eta, maz kaver ganti spered an Aotrou Perrot hag Ololê ivez. Hir eo ar pennad-mañ rak rankout a ran menegiñ e timezas Emmanouel Chevillottez gant Gwenola Koroller a Gêrveskontez, c hoar Jeanne de Guerny, ar skrivagnerez ( Bleizi Koad-Menez ) hag an istorourez a sine Jeanne Coroller-Danio, ur vroadelourez gristen gredus-tre, ezel eus ar Strollad Broadel, a voe drouklazhet gant ur varrenn houarn e 1944, hi hag unan eus he zeir merc h, gant komunisted ar strouezh. Moarvat e vin digarezet o kontañ doare ar wech nemeti ma kejis gant Gwenola Koroller. Gwenola he doa ur verc h a oa mignonez vras da va zud p edont o chom e maner Keraskoed Plugüen. D ar mare-se hag er metou-se e veze (hag e vez c hoazh) aozet ur gouel evit lidañ 18 vloaz ar merc hed. Neuze e veze savet ur roll eus ar yaouankizoù eus metoù manerioù Leon ha Kerne ha pedet e vezent d un dañsadeg en enor d ar plac h yaouank a groge gant ar vuhez, gant ar spi ma kavfe en o zouez, mar plijfe gant Doue, an hini a zimezfe ganti. Evel-se e reas va zad kozh Artus a euredas gant Odette de Langlais da heul he bal 18 vloaz. Dre ma oan a ouenn vat eta, e vezen pedet d ar bal -où-se, hag evel-se e voen pedet meur a wech da Gastell Kergroadez, rak c hwec h merc h o devoa, lod a oad ganin. Dija ez aemp ur wech an amzer e-pad hor yaouankiz tener (soñj am eus e c hoariemp, pa ne oan nemet c hwec h pe seizh vloaz, e grañch atant ar c hastell, a oa un dachenn-c hoari dispar evidomp! Hag ivez em boa aon eus ar c hoad don a oa tro-kein ar c hastell). Evel-se ta, e 1982, e voen pedet da unan eus bal-où merc hed bihan Gwenola Chevillottez. N em eus ket soñj eus pep tra met hardizh a-walc h e oan bet da zistripañ brezhoneg e kegin ar c hastell e-lec h ma oa azezet an Itron-se gwisket e du (Emmanouel Chevillottez a oa aet da anaon daou vloaz a oa), oc h evezhiañ ouzh an traoù a gorn, hag a seblante kozhtre din-me. Hag hi da eskemm un nebeut gerioù ganin, ha da c houlenn diganin gortoz ur pennadig. Sevel a reas ha nebeut war-lerc h e tistroas ul levrig ganti en he dorn, a brofas din hep lavarout netra ouzhpenn. Al levr-se a oa Bécassine vue par les 25 Hiziv an deiz ez eus lod anezho a zo kevredet er gevredigezh Tudjentil Breizh. 6
7 Bretons 26. Moarvat he defe karet an Itron-se, Gwenola Chevillottez-Koroller gwelout unan eus he merc hed bihan o timeziñ gant ur brezhoneger kristen eveldon-me, met n eo ket c hoarvezet! Al levrig a zo bet miret aketus ganin evel ur relegenn brizius. N anavezen netra eus istor an tiegezh-se, a oa a-unvouezh gant an Aotrou Perrot hag ar Strollad Broadel etre an daou vrezel. Va zud ne ziskuilhjont netra din diwar-benn an deñved klañv eus an Emsav a oa e-touez o mignoned, ha zoken en hon tiegezh-ni 27. Tavet e veze a-grenn war se. Anat eo din bremañ en doa aon bras va zad e tommfen d an Emsav d am zro, ar pezh em boa graet evelkent! Kalz war-lerc h eta e tizolois e oa bet ur c henderv dezhañ, tost-tre deomp, er gevredigezh Kendalc h hag en FLB kentañ, hag anvioù brezhonek rik d e vugale da heul ar Goarnig ; en FLB kentañ ivez e vignon kuzulier e kêr Gemper ha tisavour, Pêr Manac h ; e dadpaeron ha breur va zad-kozh, Jakez, a oa bet diazezer-perc henn ar gelaouenn La Bretagne ha La Dépêche de Morlaix e-pad ar brezel, hag anvet en doa Yann Fouere da Bennskrivagner ; o breur henañ all, Andrev Gwilhmod a oa bet er PNB kentañ ha bet e oa bet lakaet d an toull e 1911 a-gevret gant Camille Le Mercier d Erm ha dishêret gant va zad-kuñv ; neuze e oa aet da Iwerzhon dieub ha dimezet en doa gant un iwerzhonadez a ouenn ; Xavier de Langlais a anavezen evel kenderv kompez va mamm-gozh, e welout a raen e Ledenez Ruiz evel amzezeg ha kar deomp e-pad an hañv, hag e Roazhon a-hent all, e dibenn e vuhez, atav gwisket iskis, gant ur skoulm-balafenn, doare an XIXvet kantved, a soñje din, met tamm ebet evel emsaver, unan eus aktourien bennañ emglev unvanidigezh an doareskrivañ e 1941, ha tudenn Yann Landevenneg e pezh c hoari Yann-Bari Perrrot er Bleun-Brug, ha penn an embregerezh kenwerzhel kentañ e brezhoneg goude ar brezel (Ar BALB), hag unan eus diazezourien KEAV gant ur c hamp kentañ war zouaroù hon tiegezh e Ledenez Ruiz ; pe c hoazh e oa hor familh o tiskenn diouzh un hanter dousennad pennoù chouant dre ma veze ar c hiz enni da 26 Emb. Ronan Pleiber-Krist war-dro gant Léone Calvez hag Herri Caouissin, pezh-c hoari e brezhoneg hag e galleg. 27 En hevelep doare, etre Kergleuz-Gwipavaz ha Keraskoed-Plugüen e oa bet klasket ober bazh-valan etre Youenn Souffez ha c hoar henañ va zad! 7 zimeziñ er metoù-se da enebiñ ouzh republik an droc herien-bennoù dizoue abaoe ur c hantved hanter ; mab unan eus ar chouaned-se, Amédée de Francheville, a oa bet mignon da Gervarker hag un difennour eus ar yezh hag eus ar feiz evel kuzulier Departamant ; ur santez a oa er familh zoken, diazezourez ar retredoù kentañ evit ar merc hed er bed... hag e brezhoneg mar plij! Ar plac h keheladoe Katell a Francheville, da vare Misionoù Breizh a enoromp atav e chapel kastell Treuzkoad Sarzhav, hag all, hag all... Tu a vije da sevel ul levr. An traoù-se ne ouezis penn-da-benn nemet pa hêrezhis eus dielloù va zad e An daolenn-tiegezh eus ar Chevillottezed broadelourien-se n eo ket echu ganin c hoazh avat! Gwenola ha Jeanne a oa merc hed ar Barzh Gweltaz Koroller a Gêrveskontez, diskennad un tiegezh illur a Vreizh, a viras ouzh ar Saozon da breizhañ Kêr Vontroulez en amzer an duged, war am eus soñj. Menegiñ a ran an dra-se evit merkañ al liamm gant Istor Breizh hag an Emsav kentañ, a-raok ar Brezel Bras. Un trede merc h a oa, Paule, bet ganet e 1898 a euredas gant Andrev Ar Beñtier (intañv e 1938 eus un eured kentañ gant un de Boisbaudry). Euredoù kroaziet a voe a-nevez da heul an eil brezelbed etre an tiegezhioù-se : Mab Olier Chevillottez, Youenn, a euredas gant merc h henañ Jeanne du Guerny-Koroller he doa div verc h chomet bev goude drouklazh o mamm, ha Youenn, deuet da vezañ intañv ez euredas gant an eil! Aes eo da gompren : an daou diegezh a oa gwelet falldu goude ar brezel dre ma oa bet o zud izili eus ar Strollad Broadel. Merc h Emmanouel Chevillottez a euredas gant ur mab eus gwele kentañ André de la Pintière, hag ur mab all a zimezas gant ur verc h da Olier Chevillottez... Ha perak e oa bet fiziet ar romant-se e Job Lec hvien gant Gwenn a Barceveaux? Emichañs dre ma oa evelti doujus ouzh e ouenn, pa oa bet drouklazhet diwalav e eontr Pêr-Mari Lec hiven, person Kemper-Gwezenneg, evel an Aotrou Perrot, hag evel Jeanne du Guerny, a oa c hoar-gaer he moereb Odeta, setu aze. Ar genskoazell da heul ar gwalleurioù etre Kerwazdoue ha Kergroadez a zevoudas war pevar eured eta, hogen siwazh, e deroù ar c hentañ kantved warn-ugent, p eo bet tavet war istor o ziegezhioù betek vremañ, ez eo aet o gouenn da hesk : hini ebet eus ar Barcevaux-ed, eus ar Chevillottezed, nag eus
8 ar Beñtiered, n o deus savet o c hein a-du gant Breizh evit poent. Torret chadenn o istor. N o deus ket klevet Galv ar ouenn Eodez Chevillottez : ne oa ket bet moullet ar romant zoken. Daoust ha n eo ket re ziwezhat? Ar Vreizh-se, gwriziennet en istor an tiegezhioù-se, a oa kristen, ha mouget eo bet gant beulkeed servijus miz Mae C hwegont-eizh. Ar pezh a fell din lavarout eo ez eus hiviziken ur foz didreuzus etre uhelvennad Feiz ha Breizh hag ar c hronnad kleizelour-frankizelour a-vremañ, a zo dre natur a-enep broadel hag a-enep kristen. An tu kleiz a erbed ar stourm etre ar renkadoù ha ne ra ket a gemm etre mennozhioù an dud hag an dud evel tud. Grevus-tre ez eo. Ur vroad a zo renkadoù o kenvevañ diwar mad boutin ar sevenadur a grouont, soliet en ur stuzegezh voutin. Penaos sevel ur Vreizh en ur zisteurel kement den ha n eo ket a-du gant Gast!, an Antifa, an enbroerezh-alouberezh, damkaniezh ar Gender, ar PMA-GPA, an diforc hañ-bugale ha kement zo?... Ur vroad a zo ur gumuniezh a dud o deus ur stuzegezh voutin, ya, gwechall e oa unan plouezat-kristen e Breizh, bez e c hellfe bezañ warc hoazh unan ekolo-kristen, met da vihanañ-holl e ranko doujañ ouzh al lezenn naturel (hag hi n emañ ket pell diouzh al lezenn gristen a endalc h evelkent ur vuhezegezh strishoc h). En tu-mañ da se e c heller bevañ a- gevret. O Breizh n eo ket hon hini eta peogwir e nac hont ar frankiz soñjal ouzh ar re na soñjont ket evelto, betek o forbannañ diouzh o gouelioù sañset broadel. Me lavar beulkeel ha berrwel, rak fellout a ra dezho kemm ar gevredigezh hep asant an izili anezhi. Klozañ a reont hiviziken o dor d ar re a nac h groñs mont dreist d al lezenn naturel. Doujañ a ri da Zoue ; ne lazhi ket ; ne ri ket a avoultrerezh ; enoriñ a ri da dad ha da vamm. Gant Doue ez omp bet krouet Bretoned, n eus ket ar gwir da vont a- enep d E lezenn : n eo ket mat evidomp, ha fiziet en deus ennomp, en amzer hor yaouankiz, amzer da zont hor bro, eme an Aotrou Perrot. Met evit respont da C halv ar ouenn, evel ma lavar Eodez, e ranker klevout ha selaou, ha prederiañ drezomp hon-unan, hogen en amzer hiziv, diberc hennet ma-z eo er pleustr an tiegezhioù eus desavadurezh o bugale, pergen gant an hezougoù 4G, penaos ta e c hellont klevout Galv ar ouenn?. Daoust ha c hwi hoc h-unan, lennerien gêr, a lenno al levrig-se ma vez embannet? T. Gwilhmod Daou ahel-stourm hon Emglev Bep bloaz, da vare dibenn ehanoù-skol an hañv ez on troet da bediñ a-zevri santez Anna, da erbediñ an Aotrou Doue evidon. Pe gentoc h - peogwir ez eo evel-se her santomp e Breizh - hi am erbed d ar Werc hez, am c has hi d he zro d ar mabig Jezuz, Hor Salver karet. N eo ket hepken dre ma-z on brezhon e troan va fedennoù daveti, nann. Hen ober a ran ivez dre m he doa desket mat he c hatekiz d ar Werc hez venniget, hag e karfen bezañ ur benveg mat d ar Spered Santel me ivez, evit treuzkas ar Feiz hag ar garantez-vro dre ar pezh a ran evel Tad a familh, evel pried, evel keodedour, ha war va micher kelenner, er vuhez pemdez. Neuze, bep bloaz, ez eomp da Santez Anna ar Palud ha ne vankomp ket da dremen dindan he delwenn ha da stekiñ an dorn outi, evel ma c houlenner skoazell ur vamm-gozh madelezhus. Se a vez da Sul diwezhañ miz Eost. D ar Sul kentañ a viz Gwengolo, ez eo tro he merc h, gant pardon bras ar Folgoad, gouel he ginivelezh e oaled Joakim hag Anna. Neuze ez eomp da saludiñ ar patronez dous ha da bokat dezhi zoken : na pet bouch a zo bet roet d an delwenn kersanton-se, ken ez eo lufr he divjod! Abaoe 20 vloaz e kinnig Emglev An Tiegezhioù ober ur pennad bale a-gevret en ur bediñ, adalek chapel Landouzen, en Dreneg, betek Ar Folgoad. Landouzen! Hervez an hengoun ez eo eno o deus kejet kerent Sant Herve, santez Riwanon ha sant Houarnvian. C hoarvezet eo ganin ober bazhvalan da sikour tud zo da ober gwelloc h anaoudegezh, da geñver ar pardon (eil Sul miz Gouhere, oferenn vrezhonek ivez ha kig ha farz da heul!) pe derc hent pardon ar Folgoad. Ar bloaz-mañ e oa chomet prennet dor ar chapel, ha tostaat a rae an eur da loc hañ : da deir eur hanter e loc homp. Neuze ez is d an ti tostañ, nevez savet war un tumulus bihan. An ozac h ne ouie seurt ebet, n edo ket an alc hwez gantañ zoken. Nicole Simier eo a zigore ar chapel deomp betek-henn, hag a chome war-dro ar chapel da zegemer an degadoù a birc hirined a zeue, lod eus a Vrest, lod all, a dostoc h, a Lok-Mazhe, pe a Lok- Maria, pe a loc he ac hano, eveldomp. Hogen aet e oa Nicole gaezh da Anaon d an Nevez-Amzer. Doue d he fardono! Pellgomzet e voe da brezidant kevredigezh Mignoned Landouzen, ha zeuas dillo gant e Gat- Kat ( 4X4 ) japanad flim-flamm da zigeriñ ti Sant Eozen, a zo bet ur penitiour moarvat. Hegarat-tre e voe erlerc hier Nicole met ne soñjas ket seniñ ar c hloc h, ha ne oa ket evit chom : prestik pa loc hjomp en em gavas didud ar chapel, den ebet d he diwall ha da zegemer an dud. Neuze e soñjis adarre e oa Pobl Breizh war he dalaroù, rak an daou zen se am boa kejet ganto n int na brogarourien, na kristenien, anat e oa. Bourc hizien evel an darn bras-tre eus an dud, ne lavaran ket. Ar chapel a zo evito un dra eus an 8
9 tremened, un digarez da skoulmañ liammoù etre an amezeien, añfin : ar re a fell dezho. Emaomp hiviziken o vevañ en ur gevredigezh a vourc hizien danvezelour, hiniennelour ha diseblant ouzh an Aviel (n eo ket dre ret dre o gwall : n eo ket bet roet dezho da anavezout pa ne vez mui katekizet a-zoare ar vugale abaoe tri-ugent vloaz). Bezomp sklaer : Steuziet eo ar bobl vrezhoneger, hag ivez ar bobl kristen. Chom a ra hiniennoù. Istrogelled c hwek, a lavare Maoris Ar C hollo, person diwezhañ Lambêr, Doue d e bardono ivez. Ha neuze, e-keit ma kendalc h an Emsav war ar roud-se : bourc hiz, frankizelour-hiniennelour angristen, evel Macron, trompilh Emglev An Tiegezhioù ne vez mui klevet, pe dost, pa vez lakaet an hu warnomp pa savomp hor mouezh : bloaz zo pennadoù war Ya, Broudig war e Vlog, Françoise Morvan o kontañ binim diwar hor penn, Gouel Broadel ar Brezhoneg na zegemer nemet tud a-du gant benelourezed arloupet at strollad Gast!, an Agence Bretagne Presse he deus lakaet un termen d hon aotre da skignañ taolenn hor C hanndig war he lec hienn, un atebegez eus Re war ar Maez Plougastell a ra ac hanomp faskourien... Kalz ne vern. Ne bado ket. An Aotrou Doue ne c houlenn ket diganeomp disoc hoù, Eñ eo a ro an trec h. Ni a rank bezañ servijerien feal avat. Kenderc hel ivez, dre Emglev An Tiegezhioù, da lavarout war a bep seurt tonioù ne vo graet netra a vad evit ar brezhoneg hep familhoù brezhonek, kenderc hel da chom spiswel war ar pezh a c hoarvez er bed dre hor C hannadig, ha neuze pediñ, studiañ hag embann, pergen e stern Kristenion Breizh, pediñ an Aotrou Doue, an Aotrou Krist, ar Werc hez Vari hor mamm, Santez Anna hor Patromez hag hor Mamm gozh, hag ar sent, pergen sent ar vro, ma vezo c hoazh brezhonegerien war an douar pa zeuio en-dro ar feiz da vleuniañ el ledenez-mañ. Ur gwir labour eo ar bedenn e brezhoneg er mare-mañ. Piv a ra? Re nebeut. Neuze, n eo ket souezh! Petra zo uheloc h eget ar bedenn? Petra zo pouezusoc h eget komz d an Aotrou Doue?? Neuze ya : pediñ hag ober, sed aze daou ahel stourm hon Emglev. T. Gwilhmod An ejen hag an azen a anavez o Aotrou Fellout a rae da Sant Frañsez Asizi e vefe lakaet un ejen hag un azen e-barzh groc h Greccio e-pad nozvezh Nedeleg. Lavaret en doa da Yann, an noblañs : Fellout a rafe din degas en-dro da soñj eñvor ar bugel evel m edo an traoù pa oa bet ganet e Bethleem, hag an holl ziaesterioù en deus bet da c houzañv e-kerzh a vugaleerezh. Hetiñ a ran gwelout gant va daoulagad korfel ar pezh a zo bezañ gourvezet en ur prezeb ha kousket war ar foenn, etre un ejen hag un azen. Adalek neuze, o deus bet an ejen hag an azen o flas e-barzh an holl krevier Nedeleg hogen diouzh pelec h e teuont e gwirionez? Gouzout a reomp n int ket meneget e danevelloù Nedeleg an Testamant Nevez. Pa studiomp ar c hraf-mañ, e tizoloomp un elfenn a-bouez en holl boazioù Nedeleg hag, e gwirionez, en holl deoliezhioù Nedeleg ha Pask en Iliz, war un dro el liderezh hag e-barzh ar boazioù- ebet, va fobl n he deus pobl. An ejen hag an azen n int ket hepken frouezh an ijinadennoù a zeoliezh : feiz an Iliz e unded an Testamant Kozh hag an Testamant Nevez he deus roet dezho o roll evel un ambroug da zarvoud Nedeleg. Lenn a reomp e-barzh Izaias : An ejen a anavez e berc henn hag an azen kraou e vestr, met Israel n en deus anaoudegezh skiant ebet. (1:3) Gwelet o deus an Tadoù eus an Iliz er c homzoùmañ un diougan a rakverze pobl nevez Doue, kenaozet gant Yuzevion ha paganed. Dirak Doue edo an holl dud, Yuzevion ha paganed, evel an ejen hag an azen, hep skiant nag anaoudegezh. Hogen ar bugel er c hraou en deus digoret o daoulagad evit ma anavezfent bremañ mouezh o mestr, mouezh o Aotrou. Sebezus eo stadañ e skeudennoù Nedeleg ar grennamzer na pegen e ro an arzourion dremmoù hogos denel d an daou aneval, ha penaos en em zalc hont dirak kevrin ar bugel hag e stouont en emskiant hag en azaouez. Met goude-holl, ne oa nemet poellek, peogwir eo bet desellet 28 an daou aneval evel argel diouganek eus kevrin an Iliz eus hor c hevrin hon-unan, peogwir n omp nemet oc hen hag azened a-dal d an Doue peurbadel, oc hen hag azened ma-z eo bet digoret o daoulagad d an abardaez Nedeleg, evit ma c hellfent kedanavezout 29 o Aotrou er c hraou. Piv en deus kedanavet anezhañ ha piv n eo ket deuet da benn d e gedanaout? Met, daoust ha kedanavet hon eus anezhañ e gwirionez? Pa lakaomp an ejen hag an azen e kichen ar prezeb, e tleomp derc hel soñj eus arroudenn Izaias en he fezh, ha n eo ket hepken ur c heloù mat e ster promesa un anaoudegezh da zont met ivez ur barnerezh douget war an dallentez kempred. Gouzout a ra an ejen hag an azen, hogen Israel ne oar ket, va fobl ne gompren ket. 28 Desellet : consideré. 29 Kedanavezout, kedanaout : reconnaître. 9
10 Piv eo an ejen hag an azen hiziv, ha piv eo va fobl, ha ne gompren ket? Penaos e c hellomp kedanaout an ejen hag an azen? Penaos e c hellomp kedanaout va fobl? Ha perak an diouer a skiant a gedanavez, tra ma vez dall ar skiant? A-benn dizoleiñ ar respont, ez eo ret deomp distreiñ gant Tadoù an Iliz d ar c hentañ Nedeleg. Piv en deus kedanavet anezhañ? Ha piv n en deus ket gouezet kedanaout anezhañ? Ha perak ez eo bet evel-se? Herodez eo an hini en deus c hwitet d e gedanaout, an hini n en deus ket komprenet pa-z eo bet komzet outañ eus ar bugel : en diac hin-kaer eo bet dallet seul donoc h dre e sec hed d ar galloud hag ar paranoia a ya gantañ (Mazhev 2:3). Ar re o deus c hwitet d e gedanaout ez eo Jeruzalem a-bezh gantañ. Ar re o deus c hwitet d e gedanaout ez eo an dud gwisket gant dilhad flour ar re o deus ur saviad sokial uhel (Mazhev 11:8). Ar re o deus c hwitet d e gedanaout, ez eo ar vistri ouiziek, ar re a oa kevarouezourion 30 eus ar Bibl, 31 arbennigourion an desteriadur biblek a anaveze, hep mar ebet, arroudenn reizh ar Skritur, hogen n int ket deuet a-benn da gompren diouti un dra bennak (Mazhev 2:6). Ar re o deus kedanavet anezhañ, ez eo an ejen hag an azen (e-keñver an dud-se a arwarzh 32 ), ar vesaerion, ar rouaned maj, Mari ha Jozef. Met ha disheñvel e c hellje bezañ bet an traoù? Ar re o deus 30 Kevarouezour : expert. 31 Desteriadur : interprétation. 32 Arwarzh : prestige. ur saviad sokial uhel n emaint ket er staol e-lec h emañ ar Mabig-Jezuz : aze emañ annez an ejen hag an azen. Ha ni? Daoust ha ken pell emaomp diouzh ar staol, dre ma-z eo kalz re flour hor gwiskamantoù hag ez omp kalz re speredek? Daoust ha ken luziet ez omp e stervarnerezh 33 gouiziek ar Skriturioù pe eus dikted istorel arroudennoù hiniennel, ma teuomp da vezañ dall ouzh ar bugel e-unan ha ne verzomp netra dioutañ? Daoust hag emaomp ken-se e Jeruzalem, er palez, serret ennomp hon-unan hag en hor rogoni hag hor paranoia, ma ne c hellomp klevout en noz mouezh an aelez ha neuze kemer penn an hent evit mont da azeuliñ ar bugel? En noz-mañ enta, dremm an ejen hag an azen a sell ouzhomp gant un aters : Va fobl ne gompren ket, met klevout a rit mouezh hoc'h Aotrou? Pa lakaomp an delwennoùigoù er c hraou, e tlefemp goulenn ouzh Doue reiñ d hor c halonoù an eeunded a zizolo an Aotrou er bugel, dres evel Sant Frañsez gwechall e Greccio. Rak neuze, ni ivez, e c hellfemp buhezañ ar pezh a vez restet gant Celano (kentañ buhezskrivour Frañsez Asizi) a-zivout ar re o deus kemeret perzh en oferenn hanternoz e Greccio hag hekleviñ a ra e gomzoù da gomzoù Sant Lukaz a-zivout ar vesaerion e nozvezh kentañ Nedeleg : Distreiñ a rejont holl d ar gêr leun a levenez. Ar C hardinal Joseph Ratzinger ( ) Brezhoneg gant Yann Mikael 33 Stervarnerezh : exégèse, interprétation. Notennoù diwar an darvoudoù gant Yann Maneguen E miz Here e oa bet didamallet un den a veze graet prosez dezhañ evit bezañ kousket gant ur plac hig 11 vloaz. 8 vloaz toullbac h a oa bet goulennet gant an Advokad a-berzh stad. Un nebeut sizhunioù goude e kemennas ar sekretourez-stad «evit an Ingalded etre ar maouezed hag ar wazed», Marlène Schiappa emañ o prientiñ ul lezenn evit termeniñ un oad isañ ma ne c hellod ket lavarout dindanañ e asantfe ur bugel d un darempred revel. Eviti an oad-se a vije kentoc h 13 vloaz! Evelse e vo lakaet ar bugeloriadezh hervez al lezennoù e Frañs en ur mare ma weler an upper class oc h ober bugeloriadezh (Bergé hag Yves Saint Laurent e Maroko, Frédéric Mitterand e Bankok...). Neuze e vo kavet mat e kouskfe un den gant ur bugel en e 14vet bloaz, ha fall e kouskfe ur vaouez evit kaout labour e metou ar politikerezh pe c hoazh ar fiñvskeudennerezh! Goude Bill Clinton, Strauss-Kahn darbet dezhañ bezañ prezidant Frañs, Hollande hag e scoter o vont gant e bevare mestrez, setu adarre un den eus an upper-class Harvey Weinstein a zo bet dizoloet e 1 hudurniezh dreist-goñvor. Ne soñjont nemet en drase! Ha da heul ar skeudennoù pornografek a vez skignet dre holl ne glever ket strolladoù benelour dre ma-z int nasket gant o c healiadurezh frankizelour. Ha da heul ar bed-se a vez diskouezet dre holl gant Hollywood ha Festival Cannes. Ar vugale, d an oad krenn, a zo an oad bresk war an dachenn revel, etre 15 ha 17 vloaz, ar re se ez eus 51 % anezho e 2016 a zo aet da «surfiñ» war ul lec hienn bornografek. 37 % e oant e 2013 : en ur ober 3 bloaz hepken ez eo aet war-raok an tsunami-se. Tost daou baotr war dri (63 %) e-skoaz tost peder falc h war dek (37%, hogen pevargementet en ur ober tri bloaz!). Abretoc h e c hoarvez ivez : da 14 vloaz ha 5 miz (14 vloaz hag eizh miz e 2013). Liammet eo ivez, anat eo, gant emastenn ar smartfonoù. Ha pa vo tizhet 99 % neuze ne vo abeg ken da lezel an hudurniezh da zirollañ dre holl ez foran : dija emaomp ganti. N eus ket lec h a-walc h er c hannadig evit menegiñ anvioù an holl dud a zo tamallet dezho bezañ bet gwallet maouezed (pe bugale) : Christophe Arend, Jean Lasalle, Pierre Joxe (kannaded), DSK, Weistein,
11 Polanski, Tariq Ramadan, Bergé, Yves Saint Laurent, Morgan Marquis-Boire ha John Draper (hackerien vrudet). Pet ha pet all a c hellfed menegiñ c hoazh? Maouezed zo, n eo ket gwall vrav ar pezh a reont kennebeut, evel Rachida Dati, he deus kousket gant perc henn ar Fouquet s, unan eus 50 den pinvidikañ Frañs. Ganet he deus ur verc h ha rediet an den da dalañ bep miz 2500 euro. Ouzhpenn-se, hervez ul lezenn nevez a-walc h, ar verc h-se he deus gwirioù hêrezh war he zad, ar pezh zo diberc hennañ ar wreg hag ar vugale bet ganet diwar o eured. Da betra talv dimeziñ en Ti-kêr neuze? E 2015, evit ar wech kentañ ez eo koazhet ar boblañs en unvaniezh Europa : da lavarout eo ez eus bet nebeutoc h a c hanedigezhioù e-keñver ar verventi. An dra-se a ro muioc h a bouez da anadenn an enbroerezh estren hag ar «froudoù-poblañs» en Europa. Etre 1975 ha 2017 ez eus bet da vihanañ 7 milion a vabiged lazhet e kof o mammoù evit ur boblañs a 70 milion a dud. Ar re goshañ a vije 42 vloaz hiziv hag o defe bet bugale d o zro... Stadegoù war ar familh e Frañs : - tri c houblad war bevar a dorrdimez e Frañs ; - en ur ober 40 vloaz, pa vezont dimezet en ti-kêr, ez eo daougementet an torrdimezioù ; dija e 2011 e oa en em gavet el live uhel m emañ atav abaoe, ha ne goazh ket. Etre 1999 ha 2011 e oa kresket a 63 % : eus da ; - padelezh an euredoù (keodedel) a goazh da vat ; ar PACS n en deus renket netra ; - ur milion a vugale n o deus ti stabil ebet ; - 20 % anezho, bugel eta, a vez dindan reolenn ar warez lodennet etre daou lojeiz ; ar reolenn-mañ e klaske ar gouarnamant lakaat da lezenn er sizhunioù-mañ, hep derc hel kont eus ar gwirvoud : padal, hervez ar skiant vat, pa vez bihan ez eo alies-mat kalz gwelloc h evit ar bugel e vefe e vamm oc h ober war e dro ; - un torr-dimezi a endalc h ezhomm 0,7 lojeiz ouzhpenn ; - pa dordimez o zud e koll ar vugale 15 metradmaouezed goude un torr-dimezi a karrez ; - live-bevañ ar goazh a 20 % ; - an drederenn eus ar familhoù gant un den gour hepken a zo paour hervez ar stadegourien, pa n eus nemet 4,7 % eus ar c houbladoù a zo sellet evel «paour» ; ma vije gwir venelourezed e Frañs e rankjent mirout ouzh bosenn hiniennelour an torrdimezi eta. - e-keit-se e tiskenn ar feur-genel dre goubladoù : 2,2 bugel e 2002 ha 2,12 e 2016 ; - daoust da se en deus divizet Macron digreskiñ ar skoazell a vez roet d ar familhoù pa vez ur ganet ur bugel. Stadegoù ar Secours Catholique : - 30 % eus an dud sikouret a zo familhoù gant un den gour hepken ; - en o zouez 88 % ez eo maouezed a sav o bugale o- unan ; - gouzañv a ra ivez, ha muioc h-mui, koubladoù gant bugale : ur palevarzh eus an dud sikouret ez int ; - Aliesoc h-aliesañ ez eo dre ma n eus ket kement a stabilded e postoù-labour ar gerent, n eus nemet 3 c houblad war dek e-lec h ez eus unan en deus ur post asur; alies a-hent all ez eo ur CDD pe interim. - bep bloaz e vez sikouret war-dro a dud e Frañs gant ar Secours Catholique, da lavarout eo 47 % eus an dud sikouret ; E Rusia ez eo bet krennet ar sioc hanadurioù babiged eus an hanter en ur ober pevar vloaz nemetken. E 2016, ez eo bet digresket a an niver anezho. E Katalonia emañ ar feur genel o koazhañ buan-tre : da betra ta goulenn an dizalc hiezh pa-z int barnet da steuziañ, seul-vui m en em gav kalz a dud dibaper eus Norzhafrika? Krennarded estrenlezenn (da lavarout eo dibaper ) a zeu-tre e Frañs stankoc h-stankañ : 4000 e oant bet e 2010, ha e % anezho a zo paotred ; 60 % anezho a zo war-dro vloaz. 2 % a zo dindan 13 vloaz. E kêrioù bras Breizh o gweler aestre bremañ met ivez er re vihanoc h evel Pondi. E Kemper e vezont herberc hiet evit netra. Goulenn a reont e vefe profet dezho ivez implij digoust kirriboutin kêrbenn bro-gernev... Daougementet eo bet ar vizaoù pe aotreoùenbroañ da reiñ bep bloaz eus da abaoe milion a Aljeriz a orin a zo dija war zouar Frañs. KHS a dalvez e brezhoneg Kent Hor Salver. E Sussex o deus divizet ar pennadurezhioù dilemel B.C. (Before Christ) ha lakaat B.C.E.(Before Common Era). Un diviz enep-kristen, seul-vui ma chom emziskouezadenn an Aotrou Krist en istor Mab-den ar merk didec hus : ganedigezh ar Gristeniezh, met arabat ober anv eus an Aotrou Krist. War a ouzer n eo ket c hoarvezet an dra-se war c houlenn muzulmaned : kentoc h a-berzh laikourien arloupet. E 2017 ez eo bet engouestlet Bro Skos ha Bro Iwerzhon da Galon Dinamm Mari ; d an 8 a viz Kerzu e voe tro eskopti Gwened ; D ar sul 26 a viz Du e oa deuet miliadoù a Iwerzhoniz da bediñ ar Rozera tro-dro da aodoù o bro (250 lec h disheñvel), da ziwall Iwerzhon diouzh gwalenn an diforc hañ-bugale. E Polonia hag en Italia e oa bet aozet darvoudoù a seurt-se ivez. D an 8 a viz Kerzu e oa tro Kolombia. An dud a seblant kompren ez eo ar Rozera an arm diziouerus evit stourm a-enep sevenadur satanek an Ankou. 1
Sinema e brezhoneg evit ar skolioù TROIAD 2019 DOSER EVIT AR SKOLAERIEN
Sinema e brezhoneg evit ar skolioù TROIAD 2019 Sinema e brezhoneg Ur programm evit ar begoù lipous! 4 berr-metrad bevaat C hwezh vat ar c harotez kinniget gant Arnaud Demuynck DOSER EVIT AR SKOLAERIEN
Ar vonarkiezh vonreizhel fin Eost 1792 I. Bro C hall nevez
Ar vonarkiezh vonreizhel fin 1789- Eost 1792 I. Bro C hall nevez A. Ur Vonreizh nevez embannet d ar 1/10/1791 1. Get piv e veze dilennet ar Vodadenn E-barzh? ar Vonreizh savet e 1791 emañ ar vroad a c
STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ
STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ 11 Stadegouriezh deskrivañ Hollekadurioù 11.1 DIVOUD AR STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ 11.1.1 Digoradur Boas eur da lavarout e teraou ar stadegouriezh arnevez war-dro 1660 gant labourioù
Ahelioù simetriezh. I. Ahelioù simetriezh ha lunioù. Dizoleiñ. 1. Setu un nebeud lunioù, dezho ahelioù simetriezh da adkavout. 2.
5 helioù simetriezh I. helioù simetriezh ha lunioù 1. Setu un nebeud lunioù, dezho ahelioù simetriezh da adkavout. Dizoleiñ dsav anezho teir gwech brasoc h ; didroc h pep hini. Dre blegañ, adkav ahelioù
kaier AN ABADENNOU EVIT AR SKOLIOU kelc h 1 kelc h 2 kelc h 3 An traoù da c houzout MIRDI AR BEZHIN HAG AR VEZHINERIEN
An traoù da c houzout Plougerne Evit dont betek amañ : An Hent bras N12-N165 Porzh-nij Brest Gwipavaz - 25 Km Porzh-houarn Sncf Brest - 30 Km Kirri-boutin Brest-Plougerne Porzh Mor Rosko - 30 Km kaier
Kartenn Europa treuzfurmet get ar brezel Perak e kas ar gartenn nevez a Europa kement a gudennoù etre ar Stadoù?
Kartenn Europa treuzfurmet get ar brezel Perak e kas ar gartenn nevez a Europa kement a gudennoù etre ar Stadoù? War-lerc h ar brezel e voe bet 5 feur-emglev sinet etre ar stasdoù-trec h hag ar re drec
Skolidi skol Rohan Gwened Miz An Azvent 2009
Skolidi skol Rohan Gwened Miz An Azvent 2009 Titl ar levr Piv en deus skrivet ar levr? Piv en deus skeudennet ar levr? Piv en deus embannet ar levr? Tev eo Teo Skol Roc'han Gwened 2009 - p1 Chapistroù
KIS-849 Hanc herieg ar mol
KIS-849 Hanc herieg ar mol (YBAN 17 0 05) Bremañ ur c hraf all en dro d ar Gl. mole. E dibenn dezrann ez eus daou bar da gemer e kont : hini an atom(enn) ha hini N atomenn. Heñvel dra evit ar volekulenn
Imbourc h KANNADIG. Gwalloberoù an hiniennelouriezh... pe un ifern pavezet a ratozhioù kaer
KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 101 Mae Mezheven 2017 Priz : 3 Gwalloberoù an hiniennelouriezh... pe un ifern pavezet a ratozhioù kaer En hor c hevredigezh a-vremañ, goudearnevez
Listenn sinerien Liger-Atlantel o deus kaset oberoù da benn AR BAOL-SKOUBLEG
Listenn sinerien Liger-Atlantel o deus kaset oberoù da benn AR BAOL-SKOUBLEG DAVEENNOÙ ASSOCIATION CULTURELLE DE LA BAULE 24 avenue de Uhelgoad 02 40 24 56 29 TI-KRAMPOUEZH «AR BOLE» 36 avenue du Général
Imbourc h KANNADIG. Hanter-kant vloaz war-lerc h. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 105 Ebrel - Mezheven 2018 Priz : 3
KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 105 Ebrel - Mezheven 2018 Priz : 3 Hanter-kant vloaz war-lerc h Daou c hant vloaz war-lerc h ganedigezh Marx, kant hanter-kant vloaz war-lerc h hini
Listenn sinerien Bro Dreger ha Goueloù o deus kaset oberoù da benn BENAC H KAWAN
Listenn sinerien Bro Dreger ha Goueloù o deus kaset oberoù da benn BENAC H DAVEENNOÙ OBEROÙ TI AR C HAMPOUZ Ti-krampouezh 13 plasenn an iliz 02 96 43 00 01 tiarchrampouz@orange.fr Roll-meuzioù Kartennoù
Imbourc h KANNADIG. Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc hded
KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 87 Gouhere Gwengolo 2014 Priz : 3 Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc hded E deroù miz Gwengolo e oa bet embannet ar gemennadenn-mañ
Bodañ a ra an darvoud-se ouzhpenn a dud. Ur brud a ya dreist harzoù ar Vro.
Hag e talc'h ar brezhoneg da vont, hag e talc'h ar Redadeg d'ober berzh Pegeit 'zo emañ Yann C'hall o klask mougañ hor yezh? 200 vloaz 'zo, un tamm muioc'h moarvat. E-giz pa vefe ar brezhoneg un dañjer
Levrig ar mestr Kelc hiad 2
Levrig ar mestr Kelc hiad 2 Savet gant : Véronique Tomaz (Landerne) Marie-Françoise al Lae (Roazhon) Joseph Madeg (Roazhon) Anne Bilieg (Konk-Kerne) gant skoazell Tieri Sezneg, kuzulier pedagogel Skipailh
Prederiadennoù war an dic houest mama-z omp...
KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 93 93 Here Du - Kerzu 2015 Priz : 3 Prederiadennoù war an dic houest mama-z omp... An dic houest ma-z omp da stourm a- ez eo, ha se n eo ket ur saviad
Miz Even Priziadenn. Évaluation de breton. Live B1. Teul (lenn & skrivañ) Anv : Kevredigezh :
Miz Even 2010 Priziadenn Évaluation de breton Live B1 Teul (lenn & skrivañ) Anv : Kevredigezh : 1 Pennad tennet diouzh ar blog : A! Lenn (http://alenn.nireblog.com) Ar skritur-se a blij din kalz peogwir
Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit gwellaat buhezegezh niverel ar brezhoneg
The Digital Language Diversity Project Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit gwellaat buhezegezh niverel ar brezhoneg Embanner Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit
War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXI vet Kantved
War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXI vet Kantved Deskiñ d An Oadourien Miz Even 2017 Deskiñ d An Oadourien Kengevredigezh ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet eo DAO, ur pemp ha tregont a framm
KANNADIG Imbourc h. Galloud an Arc hant 1/ Priz : 3
KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 74 Genver C hwevrer 2012 201 2 Priz : 3 Galloud an Arc hant 1/3 Marv Danielle Mitterand, intañvez da François Mitterand, bet prezidant gall e-pad
Taolenn. 1 AÑ LODENN : DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL I. Deskiñ ar yezh II. An divyezhegezh abred III. Al liammoù etre ar remziadoù...
Taolenn Digoradur... 7 1 AÑ LODENN : DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL I. Deskiñ ar yezh... 12 A. An deskadurezh divyezhek... 12 B. Reiñ un tañva eus ar brezhoneg... 14 C. Ar c hentelioù evit an dud deuet... 14
IMBOURC'H. Krennlavarioù miz Meurzh. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 65 Meurzh - Ebrel 2010 Priz : 2
KANNADIG IMBOURC'H Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 65 Meurzh - Ebrel 2010 Priz : 2 Krennlavarioù miz Meurzh Miz Meurzh gant e veurzheri, a ra d ar c hwrac h staotañ e-barzh an ti ha d he merc h kenkoulz
IMBOURC'H. Hennadelezh Vroadel. 5 Kantadoù Aldjerianed c hall pe Gallaoued aldjerian - se zo. «Brezhon». 7 barnverk : critère.
KANNADIG IMBOURC'H Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niverenn 63 Du Kerzu 2009 Priz : 2 Hennadelezh Vroadel Er C hwec hkogn ez eo bet lusket gant ar gouarnamant gall ur breutaerezh bras a-zivout an hennadelezh
Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ. II. Ur brezel distrujiñ
Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ I. Mareoù pennañ ar brezel II. Ur brezel distrujiñ III. Gouennlazh ar Yuzevien hag ar Dziganed Emgann Stalingrad
Kenfeurelezh, dregantadoù
14 Kenfeurelezh, dregantadoù I. Kenfeurelezh 1. Prizioù Un euro eo priz pemp madig. Peurleugn an daolenn-mañ pa ouzer na vo distaol ebet war priz ar madigoù ma prenez meur a hini. Sav ur grafik hag a ziskouez
E U R O P A D39 D3 D11 D20 D35 D35 D10 D26 D An Ahel: A Z I A. Ar Gevredidi: D41
D3 D11 D20 D35 D35 D39 E U R O P A D10 D26 D31-27-33 An Ahel: Ar Gevredidi: D24 D32 D41 A Z I A Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ I. Mareoù pennañ
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11 ii an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de
Diell 1: gwir-votiñ evit ar vaouezed (1944) Diell 2: adsevel Frañs.
Etre 1944-1958: I. Stad ekonomikel ha politikel Goude an eil-brezel-bed: prantad ar puriñ( skarzhiñ ar re o deus kenlabouret get ar renad Vichy Ekonomiezh bresk ha da adsevel Ar verregezh, ar revoneizadur
Kêrioù. Arz. Glad Kêrioù Breizh.
Kêrioù Arz Glad Kêrioù Breizh www.cites-art.com 8 31 Kêrioù Bihan Breizh 8/9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 Digoradur Bazeleg-ar-Veineg Begerel Kastell-Geron Kastellaodren
PRIZIOÙ DAZONT AR BREZHONEG 2011
AL LOREIDI Gwener 17 a viz Mezheven Gwened RUMMAD KEVREDIGEZHIOU 3 Hipolenn E 2007 e oa bet krouet Hipolenn gant un dornad tud pitilh gant al levrioù hag ar brezhoneg. Broudañ al lenn brezhoneg e-touez
SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2011
SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2011 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ DU 2011 Sifroù distro-skol ar c helenn divyezhek e 2011-1 E 2011, evit ar 34 e distro-skol da-heul, e talc'h
An Dañserion-noz. An dud é c hoari. An Dañserion-noz
A-raok c hoari An dud é c hoari Gaodig Ar Beleg Unan eus ar seizh dañser-noz A-raok c hoari Ar Priñs yaouank Ar c hi Fidelig Tud all : Ar C honter Paotr ar c harr An Evn Ar C honter Ur wezh e oa un itron
Ar prosez. Franz Kafka. Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen
Ar prosez Franz Kafka Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen Savet eo bet an droidigezh-mañ diwar embannadur kentañ ar skrid orin bet moullet er bloavezh 1925, un nebeud mizioù goude marv Franz
KAVADENN AR SKRITUR. Diell 1 : Arouezennoù gennheñvel. ur genn
Diell 1 : Arouezennoù gennheñvel 1 ur genn Unan eus al lizhiri kaset gant Touchrata, roue Mitanni, da Amenofis 3 (Mezopotamia, -1500 a-raok J.-C.) evit aozañ un eured. Skrivet e linennoù, ha rannet pennadoù
Pennadoù 1, 2. Ameli. Brastres an tudennoù
A Brastres an tudennoù Adsavit brastres an tudennoù ha klokait anezhañ tamm-ha-tamm a-hed ho lennadenn, en ur reiñ ar muiañ posupl a ditour diwar o fenn : anv, oad, micher, breur pe c hoar piv int... Pennadoù
DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG ER VRO-WENN HAG ER BRIVER
DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG ER VRO-WENN HAG ER BRIVER DOARE NEVEZET 2004-2010 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ 2011 Digoradur Ur steuñv hollek da ziorren ar brezhoneg, Brezhoneg 2015, a
UR MIRDI TROET A-VISKOAZH WAR-ZU ARZ E AMZER
E-kreiz ar mirdi > Mirdi an arzoù e Naoned > An istor UR MIRDI TROET A-VISKOAZH WAR-ZU ARZ E AMZER Krouet e oa bet mirdi an arzoù-kaer e 1801 gant Napoleon Bonaparte, war un dro gant 14 mirdi all e Frañs.
Erle a zistroas d e vurev, mezhek. Kemer a reas ar gazetenn ha kregiñ da lenn, aketus. Gwelet fall e oa gant ar rener abaoe ar penn-kentañ.
1. Roazhon. Kae Richemont. 8 eur 23. Ur paotr yaouank a rede, o tigareziñ bep tro ma yae da stekiñ ouzh unan bennak. Diwezhat e oa evel boaz. Hag e vantell o nijellat en avelig beure, gant ar pres a oa
KIS-794 Gl. haras (p. 39), pneumopathie atypique (p. 40), écriture automatique (p. 41), diglossie (p. 42)
KIS-794 Gl. haras (p. 39), pneumopathie atypique (p. 40), écriture automatique (p. 41), diglossie (p. 42) HARAS (RLN da YBAN 19 05 03) War Le Télégramme eus an 28 C hwevrer 2003 dindan ar reollin SPERED
SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2012
SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2012 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ GWENGOLO 2012 Sifroù distro-skol ar c helenn divyezhek e 2012-1 E 2012, evit ar 35 vet distro-skol da-heul,
Niveroù relativel. I. Degouezhioù. Dizoleiñ. 1. Ar bignerez bennfollet. 2. Al lestr-spluj m. 400 m. 500 m. 3.
12 Niveroù relativel I. egouezhioù 1. r bignerez bennfollet Ur bignerez a lak an dud da vont a-us pe dindan an douar. -benn diforc hiañ an daou zoare da vont e vez skrivet : «+» dirak an estajoù a-us d
[ EVIT UR C'HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! ] EVIT UR C'HLEWELED E BREZHONEG!
Kredomp stourm, kredomp bezañ trec'h! [ EVIT UR C'HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! ] TV TASMANT EVIT UR C'HLEWELED E BREZHONEG! Gouere 2009 HUCHADEG EVIIT UR C''HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! Rankout a ra ar brezhoneg
Dibabet eo bet lec hioù loc hañ ha degouezh Redadeg 2016!
La course pour la langue bretonne Dibabet eo bet lec hioù loc hañ ha degouezh Redadeg 2016! Ar Redadeg a di da di BP 15 35310 Morzhell / Mordelles darempred@ar-redadeg.org - 06 08 64 99 72 - http://www.ar-redadeg.bzh
Redadeg Skol Antoine de Saint Exupéry e Puguen Skol Sant Josef / Santez Mari en Erge Skol Diwan Penharz e Kemper
Redadeg 2018 Skol Antoine de Saint Exupéry e Puguen Skol Sant Josef / Santez Mari en Erge Skol Diwan Penharz e Kemper Julius an aerouant Ar Redadeg, d'an 8 a viz Mae 2018 e Kemper. Re vuan e red Guillaume
DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO REDON HAG AR GWILEN
Diazezadur publik a genlabour sevenadurel Établissement public de coopération culturelle DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO REDON HAG AR GWILEN DOARE NEVEZET 2004-2010 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ
MALI AR MERC HED TESTENNOU AN DISKOUEZADEG E BREZHONEG
MALI AR MERC HED TESTENNOU AN DISKOUEZADEG E BREZHONEG Gant Mali ar merc hed, mirdi Breizh, anezhañ ur mirdi rannvroel troet wardu an Dud hag ar c hevredigezhioù, a gendalc h da blediñ gant sevenadurioù
Ar redadeg stlejelloù Emañ ar gomz gant ar skolidi Ar menezioù uhel AR CHAS HUSKY Embannet gant TES 220 TE 260 ISSN
Kelaouenn ar skolioù Emañ ar gomz gant ar skolidi Miz Gouere 2012 Niv. 22 Ar menezioù uhel Setu ar c hêrioù bras e-lec h ma oamp tremenet : Sant-Brieg, Roazhon, Le Mans, Chartres, Évry, Auxerre, Bourg-en-Bresse,
Teuliad pedagogel «TRAEZOÙ SKOUER»
Teuliad pedagogel «TRAEZOÙ SKOUER» HENAMZER TAOLENN Pennad-digeriñ an diskouezadeg pad «Hollved eo Breizh»......p. 2 Kinnig an abadenn hag ar c'harned-dizoleiñ..........p. 4 Prientiñ ho kweladenn er mirdi......p.
DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO PLOERMAEL KALON BREIZH
DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO PLOERMAEL KALON BREIZH DOARE NEVEZET 2004-2012 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ 2012 Digoradur Ur steuñv hollek da ziorren ar brezhoneg, Brezhoneg 2015,
AL LIAMM 72. AL LIAMM Tir na n-òg NIVERENN 72. Genver - C'hwevrer 1959 TAOLENN. 15ved BLOAVEZH
AL LIAMM 72 AL LIAMM Tir na n-òg NIVERENN 72 Genver - C'hwevrer 1959 15ved BLOAVEZH TAOLENN Plac'h Askalot, gant R. Hemon 3 Barzh, gant Abanna 6 Maro al laouenan 7 Abardaez, gant Youenn Olier 8 Dianket
A-bouez eo bezañ kelaouet Da vare an distro-skol-mañ e fell deomp diskouez deoc h eo mat bezañ koumanantet da Ya!, evit meur a abeg.
ISTOR SKIANTOÙ 484 Memor ar vro Gant Yann Bijer Kenlabour evit merañ an egor 19 a viz Gwengolo 2014 p. 8 p. 4 A-bouez eo bezañ kelaouet Da vare an distro-skol-mañ e fell deomp diskouez deoc h eo mat bezañ
Mirdi Breizh KREDIÑ A RAN, NE GREDAN KET
Mirdi Breizh KREDIÑ A RAN, NE GREDAN KET C hoari loto d ur gwenervezh 13, tremen dindan ur skeul... Peseurt plas a roomp-ni en hor c hevredigezh d ar pezh a vez graet an direzon anezhañ gant ar speredoù
Deskadurezh an henchiñ: sevel ur fichenn àr ur vicher liammet get ar justis B4: B5:
Barregezhioù, gouiziegezhioù hag emzalc h labouret B1 Lenn : tenniñ titouroù en testennoù a-dal elfennoù espleg hag ivez elfennoù empleg dont da benn da zisplegiñ dre skrid pe dre gomz ar sklaerañ ag an
Emañ ar gomz gant ar vugale
Emañ ar gomz gant ar vugale Kelaouenn ar skolioù. ar gern. ar gern vihan. an tog. ar maen-reder 5. ar maen-diazez 6 6. ar rañvell 7. ar c han dour 8. ar rod koajel 9. an ahel 0. rodoù dantek. ar vurutell
far B15L ~.ô.n~r:l ">". 1 ;;x V' <._) ~ RO tb~êz.fi ..QAn-c; m. K te:o_..g ha ~:.9l..Annèouu
1. ---------.1' ">". 1 far B15L ~.ô.n~r:l ~ RO tb~êz.fi..qan-c; te:o_..g ha m. K ~:.9l..Annèouu ;;x V'
Frañs hag Unvaniezh Europa, galloudegezhioù a renk bedel. Levezon sevenadurel. Levezon ekonomikel. Levezon geopolitikel.
Frañs Ar gallegañ: levezon sevenadurel 220 million a dud a ouia gomz galleg er bed; yezh ofisiel an ONU hag ar c hoarioù olimpek. Strolliñ a ra ar gallegañ zo 80 Stad en OIF(Aozadur etrevroadel ar gallegañ)
War eun dachenn fobal
Helias (Per-) War eun dachenn fobal Notenn : Eur CD 'zo, e gwerz e ti Emgleo Breiz, 10, ru Kemper, 29200 Brest. War ar CD e vez klevet mouez Per- Helias, hag hini Per Trepos. "Eun den divemor" a zo war
Charlez Gwennou. (bet ganet e Lezardrev e 1851, marvet e Vitry-sur-Seine e 1915).
Charlez Gwennou. (bet ganet e Lezardrev e 1851, marvet e Vitry-sur-Seine e 1915). Re a skiant on-eus pe Yann ar Mañcheg o vond da Bariz, bet embannet e 1896. Modernnaet eo bet an doare-skriva. Re a skiant
KIS-811 Isla#m : ur santad a vezhekadur da hêrezh istorel. E sigur ul levr 1 gant Abdelwahab Meddeb 2
KIS-811 Isla#m : ur santad a vezhekadur da hêrezh istorel. E sigur ul levr 1 gant Abdelwahab Meddeb 2 (LM da GE 06 01 04) Dinaou din ha dinaou da Jozef ur gwin blazet-mat a laka da gridiennañ Pella ar
AR BREVEDAKED AN AZVENT 2015 ISTOR-GEOGRAFIEZH HA DESKADUREZH KEODEDEL
AR BREVEDAKED AN AZVENT 2015 ISTOR-GEOGRAFIEZH HA DESKADUREZH KEODEDEL An briziadenn-mañ zo teir lodenn enni ha ret-mat e vo deoc h tretiñ anezhe o-zeir: Lodenn 1: istoer /13 poent Lodenn 2: geografiezh
Maezadoù François Dilasser
diskouezadeg eus an 9 a viz Even d ar 4 a viz Du 2018 e Palier Roc han Plasenn Sant Tomaz Landerne DEIZLEVR AN DISKOUEZADEG Maezadoù François Dilasser An arzour «Plijout a ra din pa difoup stummoù er-maez
PAJENN .. - ^ ^ l A L - t r O
GWALARN PAJENN Roparz Hemon. PEURUNVANI 5 G. B. Kerverziou. AN DIRI-SERVIJ 9 Meavenn. AN HINI BIHAN 17 T. GWYNN JONES 20 BREZONEG AR VUGALE 25 LEVRIOU NEVEZ 26 GERIOU-KROAZ 29 33 EOST 1931..-^^lAL-trO
PARDONIOU HA PELERINACHOU
Buhez ar Zent Bet savet gand an Aotrou Perrot ; kure Sant-Nouga. Renket a-nevez gand E. ar Moal, Rener Kroaz ar Vretoned Evid Eskopti Sant-Brieg ha Landreger, gand aotreadur an Eskopti. Skeudennet gand
G W A L A R N H E R E
GWALARN HERE 1930 Gwalarn Niv. 23 Sf 3 PA ENN «GWALARN» MIZIEK 5 Roparz Hemon. AR VUGALE FALL (kendalc'h) 7 X. de Langlais. KERZ! 12 Roparz Hemon, NOTENN DIWAR-BENN LEVEZON AR C'HEMBRAEG WAR AR BREZONEG
DISKULIADUR ARES. Kentskrid. Mammenn
DISKULIADUR ARES Kentskrid Mammenn 1974, e Ares, kumun vihan eus arvor Jirond, Bro-C'hall. Eus ar 15 a viz genver d'an 13 a viz ebrel, war dro pep eil deiz, e kreiz an noz dalc'hmat, e vezan dihunet, galvet
Pont Treglonoù. Uhelvorioù ar reverzhi vras Uhelvorioù Marvorioù. Ar grugell. Al lec hideg Ar wazh-dour Poulloù-dour. Ar c hleuz.
Kelaouenn ar skolioù Emañ ar gomz gant ar skolidi Miz Ebrel 2009 Niv. 15 An aberioù Petra eo un aber? Traoñienn hir ur stêr eo, e-lec h ma teu ar mor div wezh bemdez. Tri aber a zo e Penn-ar-Bed : an Aber
KORN AR RESTACHOÙ. Dastum dre zibab
Kelaouenn ar Skolioù Emañ ar gomz gant ar vugale 30 a viz Gwengolo 2003 Niv. 2 KORN AR RESTACHOÙ Dastum dre zibab E Lannuon e vez goulennet digant an dud dispartiañ o lastez en ur implijout seier glas
. JAN-MARI SKRAGN (JEAN-MARIE LE SCRAIGNE)
. JAN-MARI SKRAGN (JEAN-MARIE LE SCRAIGNE) J.M. Skragn (evel a vez laret ba Poullaouen, pe ar Skregn, eme lod) zo bet ganet en Uhelgoad er bloaz 1920 (marvet e miz Kerzu 2016). Da gentañ e oa chomet da
AR BIBL 5ANT[L. Troidigezh gant. i!iaodez GLANNDOUR ~------~ ~ ~--~ ~1--=~~~~ ~-~ ~-- -~--~- ~ ---
N~ BIBL 8ANTbL -------------------~------~--------~----------~--~ ~1--=~~~~ - - -- ~-~ ----- AR BIBL 5ANT[L Troidigezh gant i!iaodez GLANNDOUR ---~-- -~--~- ~ --- 1953 KOHELETH.++++++++ R.AKSKRIIY. Sant-Brieg,
Troude Milin Ar marvailler brezoneg pe Marvaillou brezoneg A. Troude G. Milin Troude Ar horv heb ene
Troude ha Milin : Ar marvailler brezoneg pe Marvaillou brezoneg, dastumet gand ar horonal A. Troude ha G. Milin (ar galleg a zo dirag ar brezoneg). Brest 1870. Notennou : Modernnaet eo bet an doare-skriva.
A_\lïêL. &An6 rrjar\z. t;roioi,9sz h ganu it2. ttlôr.9. not;ennoô 9Al2?;!11.9.
A_\lïêL &An6 rrjar\z t;roioi,9sz h ganu it2. ttlôr.9 not;ennoô 9Al2?;!.9. 958 À_V-iêl /'',,'f.,...-. ~An~ rrjark t;rolô~szn gan~ fll. ttl6r9 nor;ennota gall?;!.9 958 AVIEL SANT MARK +++++++++++++++++++++++++++++
Eur ger a-raog... Ar vro hag ar mor
Patrig Gouedig ENEZ-EUSA Eñvoriou tud Eusa (Teir gasetennig a zo. Prena anezo digand Emgleo Breiz, 10, ru Kemper, 29200 Brest. Pellg. : 02-98-02-68-17. E-mail : brud.nevez@wanadoo.fr Lehienn : www.emgleobreiz.cm)
Pondi. Troiad da gompren « Bugale, adal 8 vlez. Ul levrig-c hoari evit ober anaoudegezh gant ar c harter. napoleonat. en ur ebatal!
Pondi Troiad da gompren er glad «napoleonat Ul levrig-c hoari evit ober anaoudegezh gant ar c harter napoleonat en ur ebatal! «Bugale, adal 8 vlez «Demat dit, ar Wenanenn on-me. Gant an erer e oa ar gwenan
_t San tez ~nna. t Gwepz. Ar gwerc'hez.ed ganti Sur a vo selaouet Mamm ar W erc'hez Vari A gar ar Gwerc'hezed. Itron Santez Anna,
~~~~m=~~~ji~i~a~i~i~i~i~i~~ 4~~~Œ~I~Y~ t Gwepz _t San tez ~nna Evidomp-ni erna He c'harantez vrasan, Evidomp-ni e ra He burzudou kaeran. Ne vern gant pe seurt krdaz E vezoc'h ankeniet, Hi a wella pep gloaz
un tenzór a gardae un trésor à conserver
LEC HANVADUREZH BREIZH un Teñzor da zerc hel bev LA TOPONIMIY BERTONN un tenzór a gardae LA TOPONYMIE BRETONNE un trésor à conserver KEVRE BREIZH DA BETRA AL LEVRIG-MAÑ? Brezhoneg E-leizh a zeskamant a
Park. Natur rannvroel. Arvorig. Karta Danevell ar garta. «Evit gweledvaoù. dibabet en Arvorig»
Park Natur rannvroel Arvorig Karta 2009-2021 Danevell ar garta «Evit gweledvaoù dibabet en Arvorig» «An douar 'zo re gozh evit ober goap anezhañ» «La terre est trop vieille pour qu'on se moque d'elle»
Yann Kerglogor Ar haner baleer-bro A mon ami Ernest Renan
Luzel (Fañch an Huel, an Uhel) (Plouared 1821 Kemper 1895). Yann Kerglogor, 1891. E brezoneg hag e galleg. Modernnaet eo bet an doare-skriva. Ne ra ket ar hemmadur D/Z, diouz doare yez Treger, nemed eur
KIS-558 Gr. aijtiva, La. causa, h.a.
KIS-558 Gr. aijtiva, La. causa, h.a. (GE 09 10 97) Ar meizad a gaver dec'heriet er yezhoù arnevez dre Gl.Sz. cause, Al. Ursache, Br. arbenn, Kb. achos, Iw. cúis zo dezhañ un hir a istor bet deraouet e
KIS-397 Termenoù eus sterva Gl. immunité.
KIS-397 Termenoù eus sterva Gl. immunité. (GE 15 06 91) MELLADOU EUS AN DANVEZ GERIADUR AR VEZEKNIEZH. Gl. immun. Br. hangae aa., hangaeek aa. Er stad a hangae. Gl. immun(-)complexe, complexe immun. Br.
KIS-854 Notennoù gramadegel XXIII Krefen bihan a skrivadur hag a yezhadur (III)
KIS-854 Notennoù gramadegel XXIII Krefen bihan a skrivadur hag a yezhadur (III) (GE ha LM 19-25 08 05) (an) -se [GE 19 08 05] Ar bomm ou cette autre Jeanne 1 a droez : pe Janedig all-se hep ger mell. Harpañ
Kendiviz etrebroadel Colloque international. Minorelezhioù. ha bedeladur. Minorités et mondialisation ROAZHON / RENNES. 23 ha 24 here / octobre 2014
Kendiviz etrebroadel Colloque international Minorelezhioù ha bedeladur Minorités et mondialisation ROAZHON / RENNES 23 ha 24 here / octobre 2014 Kambr micherioù hag artizanelezh Il-ha-Gwilen & Tambour
AR MEZVIER TADIG-KOZ AR BRABAÑSER AR HI DILOSTET PESK EBREL AR BOUTOU KOAD KILLOG AR BARROZ
Buhez Prosper Proux gand Taldir (bet embannet e 1913) Modernnaet eo bet an doare-skriva. Notenn gand Embann an Hirwaz : Lenn da genta : Un poète et chansonnier de langue bretonne : Prosper Proux 1811-1873
Lodenn 2: geopolitikerezh bedel abaoe 1945 Tem 1: ar brezel yen
Lodenn 2: geopolitikerezh bedel abaoe 1945 Tem 1: ar brezel yen 1945-1961 -Goude an Eil-brezel-bed: Churchill : ar rideoz-houarn -1947: blezad an torr: daou sell àr ar bed enebet : URSS ha SUA AR BLOC
Miz Here 2008 Niv. 13 AN AOD
Kelaouenn ar skolioù Emañ ar gomz gant ar skolidi Miz Here 2008 Niv. 13 AN AOD D al Lun 11 a viz C hwevrer 2008 e oa bet klasad CP/ CE divyezhek Loperc hed o pesketa e Porzh Don e Rostivieg. Ul lec h brav
Breuriez Breiz-Izel, savet e Montroulez An 31 a viz Eost Kenvreuriez Breiz-Izel
Breuriez Breiz-Izel, savet e Montroulez An 31 a viz Eost 1869 Kenvreuriez Breiz-Izel (Modernnaet eo bet an doare-skriva). (Adskrivet em-eus ar pennad-se e-keñver istor) Taolenn (N eo ket bet adskrivet
Yann Kerglogor, ar haner baleer-bro. Bet embannet e Modernnaet eo bet an doare-skriva.
Fañch an Uhel (Plouared 1821 Kemper 1895) Yann Kerglogor, ar haner baleer-bro. Bet embannet e 1891. 1 Modernnaet eo bet an doare-skriva. A mon ami Ernest Renan I Ar haner koz baleer bro Ah a-dre ar mêzou
Quellien Narcisse (Ar Roh-Derrien 1848 Pariz 1902) Breiz : barzonegou Bet embannet e Modernnaet eo bet an doare-skriva. Viou-koukoug zo er
Quellien Narcisse (Ar Roh-Derrien 1848 Pariz 1902) Breiz : barzonegou Bet embannet e 1898. Modernnaet eo bet an doare-skriva. Viou-koukoug zo er skrid bet moullet e 1898. Evel an darn-vuia euz skrivagnerien
nevez Dianav med n'int ket estrañjourien Yvon Le Men 3 Enezeier an heol 5 D. Maximin, M. Rippon, J. René-Corail 33 Lennegez
N 308 Genver - 2015 nevez Dianav med n'int ket estrañjourien Yvon Le Men 3 Enezeier an heol 5 Ar Reunion : doarerou eur vro Yvonne Le Hen 6 Gwadloup : eur vuhez nevez evid ar hreoleg? Anna Quéré 17 Ar
Kere Kanaouennou Kerne
Kere Kanaouennou Kerne Jean Quéré (Yann Gere) a oa bet ganet e Plouenan e 1825. Mervel a reas e Kastellin, leh ma oa person, e 1898. Tresadennou a zo el leor. N int ket bet lakaet amañ. Tra souezuz : ne
>' Ar sei; Ktii~tenn dre -~.. posi
HERE l~sjj? HERE,..., -. E(\J Ho Tf... SKE.l:Ï.bENI\4 '-,' - " ' '' ',.0 _:_>-_;::i..:::'.:
(Doare C hwevrer 2012)
Sindikad Stad an eskadurezh Kentañ revez CGT (Kengevread Hollek al Labour) eskadurezh prevez Kombod 544-263 straed ariz 93515 MTUL CX 01.42.26.55.20 lr 01.49.88.07.43 Load www.cgt-ep.org ostel contact@cgt-ep.org
75. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2007. jú ni us 15., péntek TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 2478, Ft. Oldal
A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2007. jú ni us 15., péntek 75. szám Ára: 2478, Ft TARTALOMJEGYZÉK 2007: LXI. tv. A cég nyil vá nos ság ról, a bí ró sá gi cég el já rás ról és a vég el szá
Taolenn Kentskrid, gand Taldir. Mojennou GWERZ MENEZ SANT-MIKAEL EUREUJOU KANA. (Brezel 1870) 1 TROMPILLER VERDUN. (Istor gwir) PERIG HAG AR ROÑFL
Charlez ar Braz (Drouiz Keraez) Ar Hastell-Nevez 1860 Karhaez 1936). WAR AN DELENN, AN ABARDAEZ Bet embannet gand «Armorica» e 1930. Faziou kemmaduriou zo. Reizet int bet. Taolenn Kentskrid, gand Taldir.
KIS-572 Rezioù an adanv dre mui, muiañ, lei, leiañ
KIS-572 Rezioù an adanv dre mui, muiañ, lei, leiañ (GE da YBAN 07 02 98) [Kinnigadenn graet e ser ur c'henlabour war destenn ur pennad Fizik evit SKIANT] Amjestr ar brezhoneg pa n'en deus kevatal eeun
Charlez ar Braz (Drouiz Karaez) (Ar Hastell-Nevez 1860 Karhaez 1936) Bet mestr-skol. War an delenn an abardaez
Charlez ar Braz (Drouiz Karaez) (Ar Hastell-Nevez 1860 Karhaez 1936) Bet mestr-skol. War an delenn an abardaez Da D/Taldir hag Abalor (L. Le Berre) va daou baeron euz ar Gorsedd Modernnaet eo bet an doare-skriva.
Le Laé Claude-Marie AR HI DIREZON AR CHAS... HAG AN DUD
Le Laé Claude-Marie AR HI DIREZON AR CHAS... HAG AN DUD N'eus ket kement-se a skridou brezoneg deuet deuz an triwehved kantved hag a vije bet savet da lakaad an dud da hoarzin. Ken nebeud o chom war harzou
U'R.BA'RR.EZ.I. A V"'R.q LEON LAN BER
U'R.BA'RR.EZ.I A V"'R.q LEON ~. LAN BER .y-. "!) ). Eur barrezig a Vro~Leon LAN BER gant L. L 0 K Skeudennet gant
Bepred Breizad Fañch an Uhel
Bepred Breizad Fañch an Uhel : Plouared 1821 Kemper 1895 Bet embannet e 1865. Gand eur skrid e galleg. Ne vo adembannet nemed ar skrid brezoneg. Modernnaet eo bet an doare-skriva. Roll ar pennadou Eur
YE-ZADUR AR BREZONEG KRENN -
. -. ~- YE-ZADUR AR BREZONEG KRENN - GANT ABEOZEN -,:- TAO LE N N srerenn:. ]. AMZERIOU AR BREZONEG.. Pajenll 9.. -- Ni v. 1. -..,- IMRAM, barzonéll gant Maod~z Glallfi!lo)l