KORN AR RESTACHOÙ. Dastum dre zibab

Méret: px
Mutatás kezdődik a ... oldaltól:

Download "KORN AR RESTACHOÙ. Dastum dre zibab"

Átírás

1 Kelaouenn ar Skolioù Emañ ar gomz gant ar vugale 30 a viz Gwengolo 2003 Niv. 2 KORN AR RESTACHOÙ Dastum dre zibab E Lannuon e vez goulennet digant an dud dispartiañ o lastez en ur implijout seier glas ha melen. Bet omp o welet ur c hamion a zastum ar seier glas ha melen. E-barzh ar c hamion-se zo daou gombod : unan evit ar seier glas hag an eil evit ar seier melen. E-barzh ar seier melen zo boutailhoù plastik ha boestoùmir hag e-barzh ar seier glas zo paper, kartoñs Gwech ha gwech all e pouez un den war ar bouton a zo war ar c hamion hag an traoù a vez friket neuze. AL LASTEZEREZH AR ROTELIÑ AN DEVIÑ Evit an dud a zo o chom e-barzh an tiez-stroll zo bet staliet teir foubellenn vras : glas, melen ha gwer, a vo goullonderet gant ur c hamion all. Ar boubellenn wer a zo evit ar gwer, an hini velen evit ar boutailhoù plastik hag ar boestoù-mir hag an hini c hlas evit ar paper hag ar c hartoñs.

2 KORN AR RESTACHOÙ Pleuveur-Bodoù Pluñed Plûned Brest Al lastezerezh Lannuon Sant-Brieg E lastezerezh Lannuon e vez lakaet al lastez na vezont ket taolet e poubellennoù an tiegezhioù : eüruzamant, domaj vefe o lakaat en natur! An traoù landrammus : gourvezvankoù, taolioù, kadorioù Kaset e vint da Blûned da vezañ devet. An dilerc hioù marv Al lastez da adaozañ Ar roteliñ : ober kompost E Pleuveur-Bodoù e vez diskarget lastez an tiegezhioù en ur poull bras gant ar c hamionoù dastum. Ur grapin bras 1 a gemer al lastez hag a lak anezhe war un tapis-ruilh 2 a gas anezhe e-barzh ur «gorzenn vras» 40 m hed 3 a vez o treiñ noz ha deiz. E-barzh ez eus dour, aer ha tommder. Al lastez a chom e-barzh ar «gorzenn vras» e-pad 3 devezh. A-benn 3 devezh eo prest ar rotel (ar c hompost). Er penn all zo un tamouez bras 4 da zibab ar rotel diouzh al lastez. Daou dapis-ruilh a zo : unan evit ar rotel 5 hag an eil 6 evit an danvezioù ha n int ket breinet. Ar re-mañ Ar roteliñ a vo kaset gant kamionoù da stal deverezh Valorys e Plûned hag ar rotel a vez laket a vernioù hir hag e vez sec het e-pad 6 sizhunvezh. Er fin e vo lakaet e sac hadoù bras da vezañ gwerzhet e lastezerezh Lannuon evel teil evit an douar. 1 2 Seier Kompost da werzhan 5 6 Traoù all kaset da zevin lastez Tamouez 3 4 Ar «gorzenn vras» 2 TES Taboulin niverenn 2 Miz Gwengolo 2003

3 An deviñ hag an adaozañ ar foz ar forn ar moged an dibab ar gwaskañ ar stok An traoù dibabet Pa vez leun ar c hombodadoù e lastezerezh Lannuon e vezont kaset da stal Valorys e Plûned. Berniet e vint e kirri-samm da vezañ kaset d ul labouradeg all evit ober traoù nevez e-giz paper pe danvez evit an dilhad. An dibab hag ar gwaskañ Dibabet vez boutailhoù plastik. Pa vez houarn vez lakaet barzh ar boubellenn ha goude e-barzh ur sac h bras. Pa vez kavet traoù estreget plastik ha houarn e vezont lakaet barzh an toull melen. Goude neuze e vezont gwasket a-raok bezañ kaset d ober traoù all. An dibab Ar foz Ar foz 36 metrad ledander, 10 metrad donder. Amañ e vez diskarget an traoù na c heller ket ober teil dioute gant ar roteliñ. Ar waskenn a gemer 1 donenn pe 2 a lastez evit lakaat anezho e-barzh ar forn. Ar forn Ar gwaskañ Ar forn E-barzh labouradeg Valorys ez eus ur forn. Daou sort lastez a vez devet : ar re landrammus hag al lastez tiegezh tremenet dre ar roteliñ. Lakaet e vezont e-barzh ar forn derez gor ennañ. Chom a ra al lastez un eurvezh e-barzh. Tommet e vez ar forn en ur lakaat tan gant eoul-maen ha goude e kendalc h e-unan en ur gas aer. Lazhet e vez ar forn div wech ar bloaz evit naetaat anezhañ. Devet e vez lastez noz ha deiz. 3

4 Ar moged Pa vez devet al lastez ez a ar moged dre duellennoù evit bezañ kaset er-maez dre ar siminal. A-raok e vez lakaet da dremen en un duellenn vras e-lec h ma vez naetaet gant dour. An dour-se a vez tennet an holen dioutañ. Evel-just n eo ket mat an holen-se da zebriñ. Kaset e vezo d al labouradeg-chimik. Restachoù an deviñ Pa vez lakaet 1 donenn lastez e-barzh ar forn e vez 300 kg ludu. E-barzh al ludu-se e vez kavet skoriz ha houarnaj. Ar skoriz a vez lakaet d ober hentoù. An houarnaj a vez teuzet hag adaozet gant labouradegoù all. An traoù n int na skoriz na houarnaj a vezo douaret. Gerioù-kroaz Stal ar restachoù. 2. Labour ar c hamion lastez a zo ar seier. 3. Liester sac h (pe meur a sac h). 4. Kamionoù. 5. Ret eo ar boutailhoù plastik evit ober bernioù bihanoc h ganto. 6. Koad ha paper a c hell gant an tan. 7. Pa vez graet tan e vez 8. Lec h ma vez devet al lastez. 9. Ur stal a vez labouret enni. 10. Restachoù boued a vez breinet hag a c hell servij evit lakaat e-touez ar plantennoù. 11. Re zo 12. Restachoù mat zo da gaout. 8 5 Taboulin Embannet gant TES (Ti-Embann ar Skolioù) : 30, ru Brizeug Sant-Brieg Cedex Pgz : + 33 (0) Plr : + 33 (0) tes@ac-rennes.fr Skipailh TES : Gilles Godefroy, Jean Le Clerc de la Herverie, Anna-Vari Gwilherm, Noël Lainé, Yann-Kel Roynard. Reizhskrivañ ha lizherennañ : Divi Kervella ha Corinne ar Mero. Maketenn : Gentas er Vuhé. Aozourion : testennoù ha tresadennoù gant bugale klasoù CM1 ha CM2 skol Sant-Roc h Lannuon. Testennoù evit mont pelloc h gant Maryvonne Berthou ha Marie-Jo Le Roux. Kenurzhierez : Maryvonne Berthou. Skeudennoù : Erik Roperzh, Klaod an Intañv ha Malo ar Menn. Moulet gant Val de Loire e Sant-Enion-al-Lenn-Veur. Disklêriet hervez al lezenn war ar c hazetenniñ. SERVICES CULTURE ÉDITIONS RESSOURCES POUR L ÉDUCATION NATIONALE CRDP BRETAGNE ISBN Kod KDDK 220 TES 90 4

5 ! O E MAT ER AR GW M AN NIO I M U AL AN R DI AR ER P PA AR TIK AS L P FAL L EO! Mirout a ra mat ar boued. Padout a ra pell. Treuzwelus eo, leuskel a ra ar gouloù da dremen. Gwareziñ a ra a-enep ar yenijenn hag an trouz. Ezhomm en deus 4000 bloaz evit mont da get. Teir gwech skañvoc h evit an dir eo, ha ken solut. Saotrañ ra an aer hag an douar. Solut eo, ne c hell ket terriñ. Tu zo d ober savadurioù braskenañ gantañ. Ret eo livañ anezhañ peogwir e c hell mergliñ. Pounner eo. Lintr eo ar paper evit tresañ ha livañ. Ar paper moneiz a zo ispisial : n eus ket tu da luc heilañ anezhañ. N eo ket solut a-walc h ha distrujet e vez gant an dour. Marc had-mat. Aes eo evit lakaat dour hag ober pakadoù. N eo ket mat evit an natur peogwir e nij gant an avel ha n eo ket «bevzistrujadus» (diaes eo da zistrujañ : ezhomm en deus etre 100 ha 1000 bloaz evit mont da get). Petra zo er poubellennoù? : deus kavet bugale ar c hlas o ù no en ell ub po e t oe sk Diwar 68 tra bet r pe gartoñs : 17 (5 brik) pe Pa 20 : k ne - Danvezioù orga - Metal : 4 uez) : 7 - Plastik : 16 - A bep seurt (piloù en o zo - Gwer : 4 a servije da bakañ traoù. Kavet hon eus ivez 33 zra Taboulin niverenn 2 I Miz Gwengolo /03/11 16:07

6 ISTOR AN DANVEZ : Dir : Aluminiom Danvez Gwer Houarn Paper 1868 : Plastik Al lien a zo bet ijinet abaoe pell. Betek penn kentañ an XX vet kantved ne veze implijet nemet kotoñs, gloan, seiz, kanab ha lin. E 1891 eo bet ijinet ar viskoz, an neudenn chimik kentañ. E 1938 eo bet ijinet an neudenn gentañ kenaozet : an Nilon. Er bloavezhioù war-lerc h zo bet ijinet ur bern danvezioù nevez. Ar gwer a zo bet ijinet ouzhpenn 5000 bloaz zo e bro Ejipt. Kant vloaz goude Jezuz-Krist eo bet kavet penaos c hwezhañ er gwer d ober podoù. Implijet e oa gant ar Romaned. Er Grenn-Amzer e oa deut ar gwer da vezañ un danvez boutin en Europa. Implijet e vo muioc h-muiañ betek an XX vet kantved. An houarn hag an dir E 1700 a-raok Jezuz-Krist eo bet ijinet an houarn. Ijinet eo bet an dir e 1786 gant Berthollet, Monge ha Vandermonde, tri ijinour gall. Ret eo bet gortoz, memes tra, ijinadennoù an XIX vet kantved evit ma vije implijet kalz. Evit petra e vez implijet? Servijout a ra evit ober savadurioù uhel ha traoù kalet. E fin an XIX vet kantved e krog an tisavourien da implij aluminiom en tiez. E 1821 e Bro-C hall eo bet kavet ar baoksit, penndanvezenn an aluminiom, gant Pierre Berthier. E 1825 en deus ijinet ar chimist danat Hans Christian Oersted an aluminiom evit ar wech kentañ. E 1887 eo bet krouet al labouradeg kentañ evit ober aluminiom e Bro-C hall. E 1947 eo bet implijet an aluminiom evit ar wezh kentañ en otoioù. Goude e voe implijet evit ober marc hoù-houarn. Hiziv, an aluminiom a servij evit sevel kirrinij, fuzeennoù da vont en ec honder, boestoù evit ar boeson (155 miliard a vokoù zo bet evet e 1994). Er bloavezh 105 ec h ijinas ar Sinaad Tsai-Lun ar paper. Er bloavezh 751 e kemeras an Arabed rekipe ar paper. Betek an VIII vet kantved eo chomet ar paper er Reter pellañ. Er bloavezhioù 1300 ec h erruas ar paper en Europa a-bezh. Er bloavezh 1455 ec h ijinas Gutenberg ar voullerezh. Er bloavezh 1799 ec h ijinas Louis-Nicolas Robert ar mekanik da ober paper. Hiriv e vez implijet ar paper bemdez. Pep den er Frañs a implij 180 kg paper bep bloaz. A bep seurt paper a zo : kartoñs, paper kazetennoù, paper skrivañ, paper pakadoù, paper privezioù. Evit pep implij ez eus ur seurt paper disheñvel. An danvez kentañ e plastik kenaozet eo ar selluloid dizoloet e 1868 gant J.W. Hyatt hag e vreur diwar ar selluloz. Ar selluloid zo chomet betek fin an XIX vet kantved an danvez kenaozet nemetañ. Adalek 1900 zo bet graet ur plastik nevez kenaozet gant kazein al laezh : ar galalit. Hemañ ne vez ket implijet ken bremañ. E 1900, ur plastik nevez, ar bakelit, zo bet ijinet gant Beakeland. Tu zo d ober ur bern traoù gantañ : bizeier, troad ar c hastolodennoù Goude 1930 zo bet ijinet ur bern plastikoù disheñvel gant eoul-maen. Ar plastik a vez implijet evit ober boestoù da ziwall ar boued eus ar mikroboù. Bez ez eus eizh seurt plastik warn-ugent, da skouer : asetat selluloz (touchennoù skriverezed ha jederezioù, neudennoù ha seulioù botoù) ; ABS (kirri-tan ha binvioù-sonerezh) ; PET (boutailhoù ha c hoarioù) ; poliester (90% deus kouc hioù bigi pourmen) ; polipropilen (c hoarioù, boestoù boued ha kirri-tan) ; polistiren (endalc hioù) ; PVC (prenestroù ha dorioù). II III

7 Regiñ paper kazetenn a dammoù bihan. Lakaat anezho en dour da soubañ e-pad un nozvezh pe ziv. An dafar ret : Paper gazetenn ur gibellad dour un tamouez hag e framm danvez ur fer ha plas! Meskañ gant ur mesker-soubenn evit ober yod-paper. Kemer un tamouez hag e framm. Lakaat anezho er yod vel ma vez graet war an dresadenn. Ur wech silet an dour, tennañ ar framm. Goloiñ ar framm gant un tamm danvez hag eilpennañ en ur mod plaen an hollad war un daol. Tennañ an dour gant ur spoueenn. Tennañ an tamouez en ur ziwall da zistagañ ar follenn baper c hleb. Prest eo ar paper bremañ da vezañ implijet! Goloiñ ar follenn gant un tamm danvez ha feriñ betek ma vije sec h. Penaos sevel un tamouez hag e framm? Tachit an tammoù koad evit sevel daou framm. An daou framm eo ret dezho bout ar memes ment! x2 Taboulin niverenn 2 tabdiabarzh.indd 1 An dafar ret : 4 zamm koad (320x15 x15 mm) 4 zamm koad (230 x 15 x 15 mm) Un tamm danvez (350 x 250) Ur morzhol ha tachoù. Tachañ an tamm danvez war unan eus ar frammoù. Ret eo d an tamm danvez bezañ gouest da silañ dour. Stegnit mat an danvez! IV Miz Gwengolo 2003

Ahelioù simetriezh. I. Ahelioù simetriezh ha lunioù. Dizoleiñ. 1. Setu un nebeud lunioù, dezho ahelioù simetriezh da adkavout. 2.

Ahelioù simetriezh. I. Ahelioù simetriezh ha lunioù. Dizoleiñ. 1. Setu un nebeud lunioù, dezho ahelioù simetriezh da adkavout. 2. 5 helioù simetriezh I. helioù simetriezh ha lunioù 1. Setu un nebeud lunioù, dezho ahelioù simetriezh da adkavout. Dizoleiñ dsav anezho teir gwech brasoc h ; didroc h pep hini. Dre blegañ, adkav ahelioù

Részletesebben

Emañ ar gomz gant ar vugale

Emañ ar gomz gant ar vugale Emañ ar gomz gant ar vugale Kelaouenn ar skolioù. ar gern. ar gern vihan. an tog. ar maen-reder 5. ar maen-diazez 6 6. ar rañvell 7. ar c han dour 8. ar rod koajel 9. an ahel 0. rodoù dantek. ar vurutell

Részletesebben

STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ

STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ 11 Stadegouriezh deskrivañ Hollekadurioù 11.1 DIVOUD AR STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ 11.1.1 Digoradur Boas eur da lavarout e teraou ar stadegouriezh arnevez war-dro 1660 gant labourioù

Részletesebben

kaier AN ABADENNOU EVIT AR SKOLIOU kelc h 1 kelc h 2 kelc h 3 An traoù da c houzout MIRDI AR BEZHIN HAG AR VEZHINERIEN

kaier AN ABADENNOU EVIT AR SKOLIOU kelc h 1 kelc h 2 kelc h 3 An traoù da c houzout MIRDI AR BEZHIN HAG AR VEZHINERIEN An traoù da c houzout Plougerne Evit dont betek amañ : An Hent bras N12-N165 Porzh-nij Brest Gwipavaz - 25 Km Porzh-houarn Sncf Brest - 30 Km Kirri-boutin Brest-Plougerne Porzh Mor Rosko - 30 Km kaier

Részletesebben

Sinema e brezhoneg evit ar skolioù TROIAD 2019 DOSER EVIT AR SKOLAERIEN

Sinema e brezhoneg evit ar skolioù TROIAD 2019 DOSER EVIT AR SKOLAERIEN Sinema e brezhoneg evit ar skolioù TROIAD 2019 Sinema e brezhoneg Ur programm evit ar begoù lipous! 4 berr-metrad bevaat C hwezh vat ar c harotez kinniget gant Arnaud Demuynck DOSER EVIT AR SKOLAERIEN

Részletesebben

Skolidi skol Rohan Gwened Miz An Azvent 2009

Skolidi skol Rohan Gwened Miz An Azvent 2009 Skolidi skol Rohan Gwened Miz An Azvent 2009 Titl ar levr Piv en deus skrivet ar levr? Piv en deus skeudennet ar levr? Piv en deus embannet ar levr? Tev eo Teo Skol Roc'han Gwened 2009 - p1 Chapistroù

Részletesebben

Ar redadeg stlejelloù Emañ ar gomz gant ar skolidi Ar menezioù uhel AR CHAS HUSKY Embannet gant TES 220 TE 260 ISSN

Ar redadeg stlejelloù Emañ ar gomz gant ar skolidi Ar menezioù uhel AR CHAS HUSKY Embannet gant TES 220 TE 260 ISSN Kelaouenn ar skolioù Emañ ar gomz gant ar skolidi Miz Gouere 2012 Niv. 22 Ar menezioù uhel Setu ar c hêrioù bras e-lec h ma oamp tremenet : Sant-Brieg, Roazhon, Le Mans, Chartres, Évry, Auxerre, Bourg-en-Bresse,

Részletesebben

Levrig ar mestr Kelc hiad 2

Levrig ar mestr Kelc hiad 2 Levrig ar mestr Kelc hiad 2 Savet gant : Véronique Tomaz (Landerne) Marie-Françoise al Lae (Roazhon) Joseph Madeg (Roazhon) Anne Bilieg (Konk-Kerne) gant skoazell Tieri Sezneg, kuzulier pedagogel Skipailh

Részletesebben

Kartenn Europa treuzfurmet get ar brezel Perak e kas ar gartenn nevez a Europa kement a gudennoù etre ar Stadoù?

Kartenn Europa treuzfurmet get ar brezel Perak e kas ar gartenn nevez a Europa kement a gudennoù etre ar Stadoù? Kartenn Europa treuzfurmet get ar brezel Perak e kas ar gartenn nevez a Europa kement a gudennoù etre ar Stadoù? War-lerc h ar brezel e voe bet 5 feur-emglev sinet etre ar stasdoù-trec h hag ar re drec

Részletesebben

Ar vonarkiezh vonreizhel fin Eost 1792 I. Bro C hall nevez

Ar vonarkiezh vonreizhel fin Eost 1792 I. Bro C hall nevez Ar vonarkiezh vonreizhel fin 1789- Eost 1792 I. Bro C hall nevez A. Ur Vonreizh nevez embannet d ar 1/10/1791 1. Get piv e veze dilennet ar Vodadenn E-barzh? ar Vonreizh savet e 1791 emañ ar vroad a c

Részletesebben

Bodañ a ra an darvoud-se ouzhpenn a dud. Ur brud a ya dreist harzoù ar Vro.

Bodañ a ra an darvoud-se ouzhpenn a dud. Ur brud a ya dreist harzoù ar Vro. Hag e talc'h ar brezhoneg da vont, hag e talc'h ar Redadeg d'ober berzh Pegeit 'zo emañ Yann C'hall o klask mougañ hor yezh? 200 vloaz 'zo, un tamm muioc'h moarvat. E-giz pa vefe ar brezhoneg un dañjer

Részletesebben

Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit gwellaat buhezegezh niverel ar brezhoneg

Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit gwellaat buhezegezh niverel ar brezhoneg The Digital Language Diversity Project Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit gwellaat buhezegezh niverel ar brezhoneg Embanner Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit

Részletesebben

Listenn sinerien Bro Dreger ha Goueloù o deus kaset oberoù da benn BENAC H KAWAN

Listenn sinerien Bro Dreger ha Goueloù o deus kaset oberoù da benn BENAC H KAWAN Listenn sinerien Bro Dreger ha Goueloù o deus kaset oberoù da benn BENAC H DAVEENNOÙ OBEROÙ TI AR C HAMPOUZ Ti-krampouezh 13 plasenn an iliz 02 96 43 00 01 tiarchrampouz@orange.fr Roll-meuzioù Kartennoù

Részletesebben

UR MIRDI TROET A-VISKOAZH WAR-ZU ARZ E AMZER

UR MIRDI TROET A-VISKOAZH WAR-ZU ARZ E AMZER E-kreiz ar mirdi > Mirdi an arzoù e Naoned > An istor UR MIRDI TROET A-VISKOAZH WAR-ZU ARZ E AMZER Krouet e oa bet mirdi an arzoù-kaer e 1801 gant Napoleon Bonaparte, war un dro gant 14 mirdi all e Frañs.

Részletesebben

Pont Treglonoù. Uhelvorioù ar reverzhi vras Uhelvorioù Marvorioù. Ar grugell. Al lec hideg Ar wazh-dour Poulloù-dour. Ar c hleuz.

Pont Treglonoù. Uhelvorioù ar reverzhi vras Uhelvorioù Marvorioù. Ar grugell. Al lec hideg Ar wazh-dour Poulloù-dour. Ar c hleuz. Kelaouenn ar skolioù Emañ ar gomz gant ar skolidi Miz Ebrel 2009 Niv. 15 An aberioù Petra eo un aber? Traoñienn hir ur stêr eo, e-lec h ma teu ar mor div wezh bemdez. Tri aber a zo e Penn-ar-Bed : an Aber

Részletesebben

KIS-849 Hanc herieg ar mol

KIS-849 Hanc herieg ar mol KIS-849 Hanc herieg ar mol (YBAN 17 0 05) Bremañ ur c hraf all en dro d ar Gl. mole. E dibenn dezrann ez eus daou bar da gemer e kont : hini an atom(enn) ha hini N atomenn. Heñvel dra evit ar volekulenn

Részletesebben

Kenfeurelezh, dregantadoù

Kenfeurelezh, dregantadoù 14 Kenfeurelezh, dregantadoù I. Kenfeurelezh 1. Prizioù Un euro eo priz pemp madig. Peurleugn an daolenn-mañ pa ouzer na vo distaol ebet war priz ar madigoù ma prenez meur a hini. Sav ur grafik hag a ziskouez

Részletesebben

War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXI vet Kantved

War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXI vet Kantved War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXI vet Kantved Deskiñ d An Oadourien Miz Even 2017 Deskiñ d An Oadourien Kengevredigezh ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet eo DAO, ur pemp ha tregont a framm

Részletesebben

Taolenn. 1 AÑ LODENN : DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL I. Deskiñ ar yezh II. An divyezhegezh abred III. Al liammoù etre ar remziadoù...

Taolenn. 1 AÑ LODENN : DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL I. Deskiñ ar yezh II. An divyezhegezh abred III. Al liammoù etre ar remziadoù... Taolenn Digoradur... 7 1 AÑ LODENN : DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL I. Deskiñ ar yezh... 12 A. An deskadurezh divyezhek... 12 B. Reiñ un tañva eus ar brezhoneg... 14 C. Ar c hentelioù evit an dud deuet... 14

Részletesebben

Niveroù relativel. I. Degouezhioù. Dizoleiñ. 1. Ar bignerez bennfollet. 2. Al lestr-spluj m. 400 m. 500 m. 3.

Niveroù relativel. I. Degouezhioù. Dizoleiñ. 1. Ar bignerez bennfollet. 2. Al lestr-spluj m. 400 m. 500 m. 3. 12 Niveroù relativel I. egouezhioù 1. r bignerez bennfollet Ur bignerez a lak an dud da vont a-us pe dindan an douar. -benn diforc hiañ an daou zoare da vont e vez skrivet : «+» dirak an estajoù a-us d

Részletesebben

Listenn sinerien Liger-Atlantel o deus kaset oberoù da benn AR BAOL-SKOUBLEG

Listenn sinerien Liger-Atlantel o deus kaset oberoù da benn AR BAOL-SKOUBLEG Listenn sinerien Liger-Atlantel o deus kaset oberoù da benn AR BAOL-SKOUBLEG DAVEENNOÙ ASSOCIATION CULTURELLE DE LA BAULE 24 avenue de Uhelgoad 02 40 24 56 29 TI-KRAMPOUEZH «AR BOLE» 36 avenue du Général

Részletesebben

Miz Here 2008 Niv. 13 AN AOD

Miz Here 2008 Niv. 13 AN AOD Kelaouenn ar skolioù Emañ ar gomz gant ar skolidi Miz Here 2008 Niv. 13 AN AOD D al Lun 11 a viz C hwevrer 2008 e oa bet klasad CP/ CE divyezhek Loperc hed o pesketa e Porzh Don e Rostivieg. Ul lec h brav

Részletesebben

PRIZIOÙ DAZONT AR BREZHONEG 2011

PRIZIOÙ DAZONT AR BREZHONEG 2011 AL LOREIDI Gwener 17 a viz Mezheven Gwened RUMMAD KEVREDIGEZHIOU 3 Hipolenn E 2007 e oa bet krouet Hipolenn gant un dornad tud pitilh gant al levrioù hag ar brezhoneg. Broudañ al lenn brezhoneg e-touez

Részletesebben

[ EVIT UR C'HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! ] EVIT UR C'HLEWELED E BREZHONEG!

[ EVIT UR C'HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! ] EVIT UR C'HLEWELED E BREZHONEG! Kredomp stourm, kredomp bezañ trec'h! [ EVIT UR C'HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! ] TV TASMANT EVIT UR C'HLEWELED E BREZHONEG! Gouere 2009 HUCHADEG EVIIT UR C''HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! Rankout a ra ar brezhoneg

Részletesebben

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO REDON HAG AR GWILEN

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO REDON HAG AR GWILEN Diazezadur publik a genlabour sevenadurel Établissement public de coopération culturelle DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO REDON HAG AR GWILEN DOARE NEVEZET 2004-2010 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ

Részletesebben

The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827

The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827 Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11 ii an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de

Részletesebben

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG ER VRO-WENN HAG ER BRIVER

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG ER VRO-WENN HAG ER BRIVER DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG ER VRO-WENN HAG ER BRIVER DOARE NEVEZET 2004-2010 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ 2011 Digoradur Ur steuñv hollek da ziorren ar brezhoneg, Brezhoneg 2015, a

Részletesebben

An Dañserion-noz. An dud é c hoari. An Dañserion-noz

An Dañserion-noz. An dud é c hoari. An Dañserion-noz A-raok c hoari An dud é c hoari Gaodig Ar Beleg Unan eus ar seizh dañser-noz A-raok c hoari Ar Priñs yaouank Ar c hi Fidelig Tud all : Ar C honter Paotr ar c harr An Evn Ar C honter Ur wezh e oa un itron

Részletesebben

IMBOURC'H. Krennlavarioù miz Meurzh. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 65 Meurzh - Ebrel 2010 Priz : 2

IMBOURC'H. Krennlavarioù miz Meurzh. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 65 Meurzh - Ebrel 2010 Priz : 2 KANNADIG IMBOURC'H Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 65 Meurzh - Ebrel 2010 Priz : 2 Krennlavarioù miz Meurzh Miz Meurzh gant e veurzheri, a ra d ar c hwrac h staotañ e-barzh an ti ha d he merc h kenkoulz

Részletesebben

KAVADENN AR SKRITUR. Diell 1 : Arouezennoù gennheñvel. ur genn

KAVADENN AR SKRITUR. Diell 1 : Arouezennoù gennheñvel. ur genn Diell 1 : Arouezennoù gennheñvel 1 ur genn Unan eus al lizhiri kaset gant Touchrata, roue Mitanni, da Amenofis 3 (Mezopotamia, -1500 a-raok J.-C.) evit aozañ un eured. Skrivet e linennoù, ha rannet pennadoù

Részletesebben

Maezadoù François Dilasser

Maezadoù François Dilasser diskouezadeg eus an 9 a viz Even d ar 4 a viz Du 2018 e Palier Roc han Plasenn Sant Tomaz Landerne DEIZLEVR AN DISKOUEZADEG Maezadoù François Dilasser An arzour «Plijout a ra din pa difoup stummoù er-maez

Részletesebben

MALI AR MERC HED TESTENNOU AN DISKOUEZADEG E BREZHONEG

MALI AR MERC HED TESTENNOU AN DISKOUEZADEG E BREZHONEG MALI AR MERC HED TESTENNOU AN DISKOUEZADEG E BREZHONEG Gant Mali ar merc hed, mirdi Breizh, anezhañ ur mirdi rannvroel troet wardu an Dud hag ar c hevredigezhioù, a gendalc h da blediñ gant sevenadurioù

Részletesebben

Imbourc h KANNADIG. Gwalloberoù an hiniennelouriezh... pe un ifern pavezet a ratozhioù kaer

Imbourc h KANNADIG. Gwalloberoù an hiniennelouriezh... pe un ifern pavezet a ratozhioù kaer KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 101 Mae Mezheven 2017 Priz : 3 Gwalloberoù an hiniennelouriezh... pe un ifern pavezet a ratozhioù kaer En hor c hevredigezh a-vremañ, goudearnevez

Részletesebben

Teuliad pedagogel «TRAEZOÙ SKOUER»

Teuliad pedagogel «TRAEZOÙ SKOUER» Teuliad pedagogel «TRAEZOÙ SKOUER» HENAMZER TAOLENN Pennad-digeriñ an diskouezadeg pad «Hollved eo Breizh»......p. 2 Kinnig an abadenn hag ar c'harned-dizoleiñ..........p. 4 Prientiñ ho kweladenn er mirdi......p.

Részletesebben

Imbourc h KANNADIG. Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc hded

Imbourc h KANNADIG. Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc hded KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 87 Gouhere Gwengolo 2014 Priz : 3 Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc hded E deroù miz Gwengolo e oa bet embannet ar gemennadenn-mañ

Részletesebben

IMBOURC'H. Hennadelezh Vroadel. 5 Kantadoù Aldjerianed c hall pe Gallaoued aldjerian - se zo. «Brezhon». 7 barnverk : critère.

IMBOURC'H. Hennadelezh Vroadel. 5 Kantadoù Aldjerianed c hall pe Gallaoued aldjerian - se zo. «Brezhon». 7 barnverk : critère. KANNADIG IMBOURC'H Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niverenn 63 Du Kerzu 2009 Priz : 2 Hennadelezh Vroadel Er C hwec hkogn ez eo bet lusket gant ar gouarnamant gall ur breutaerezh bras a-zivout an hennadelezh

Részletesebben

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2011

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2011 SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2011 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ DU 2011 Sifroù distro-skol ar c helenn divyezhek e 2011-1 E 2011, evit ar 34 e distro-skol da-heul, e talc'h

Részletesebben

Frañs hag Unvaniezh Europa, galloudegezhioù a renk bedel. Levezon sevenadurel. Levezon ekonomikel. Levezon geopolitikel.

Frañs hag Unvaniezh Europa, galloudegezhioù a renk bedel. Levezon sevenadurel. Levezon ekonomikel. Levezon geopolitikel. Frañs Ar gallegañ: levezon sevenadurel 220 million a dud a ouia gomz galleg er bed; yezh ofisiel an ONU hag ar c hoarioù olimpek. Strolliñ a ra ar gallegañ zo 80 Stad en OIF(Aozadur etrevroadel ar gallegañ)

Részletesebben

Miz Even Priziadenn. Évaluation de breton. Live B1. Teul (lenn & skrivañ) Anv : Kevredigezh :

Miz Even Priziadenn. Évaluation de breton. Live B1. Teul (lenn & skrivañ) Anv : Kevredigezh : Miz Even 2010 Priziadenn Évaluation de breton Live B1 Teul (lenn & skrivañ) Anv : Kevredigezh : 1 Pennad tennet diouzh ar blog : A! Lenn (http://alenn.nireblog.com) Ar skritur-se a blij din kalz peogwir

Részletesebben

Kêrioù. Arz. Glad Kêrioù Breizh.

Kêrioù. Arz. Glad Kêrioù Breizh. Kêrioù Arz Glad Kêrioù Breizh www.cites-art.com 8 31 Kêrioù Bihan Breizh 8/9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 Digoradur Bazeleg-ar-Veineg Begerel Kastell-Geron Kastellaodren

Részletesebben

Imbourc h KANNADIG. Kaezar ne oa ket andoueour. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 103 Here Du - Kerzu 2017 Priz : 3

Imbourc h KANNADIG. Kaezar ne oa ket andoueour. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 103 Here Du - Kerzu 2017 Priz : 3 KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 103 Here Du - Kerzu 2017 Priz : 3 Kaezar ne oa ket andoueour Abaoe beziadelezh 1 pouezusozh-pouezusañ an Islam e Bro-C hall hag e arc hadurioù niverusoc

Részletesebben

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO PLOERMAEL KALON BREIZH

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO PLOERMAEL KALON BREIZH DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO PLOERMAEL KALON BREIZH DOARE NEVEZET 2004-2012 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ 2012 Digoradur Ur steuñv hollek da ziorren ar brezhoneg, Brezhoneg 2015,

Részletesebben

KANNADIG Imbourc h. Galloud an Arc hant 1/ Priz : 3

KANNADIG Imbourc h. Galloud an Arc hant 1/ Priz : 3 KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 74 Genver C hwevrer 2012 201 2 Priz : 3 Galloud an Arc hant 1/3 Marv Danielle Mitterand, intañvez da François Mitterand, bet prezidant gall e-pad

Részletesebben

Imbourc h KANNADIG. Hanter-kant vloaz war-lerc h. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 105 Ebrel - Mezheven 2018 Priz : 3

Imbourc h KANNADIG. Hanter-kant vloaz war-lerc h. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 105 Ebrel - Mezheven 2018 Priz : 3 KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 105 Ebrel - Mezheven 2018 Priz : 3 Hanter-kant vloaz war-lerc h Daou c hant vloaz war-lerc h ganedigezh Marx, kant hanter-kant vloaz war-lerc h hini

Részletesebben

Prederiadennoù war an dic houest mama-z omp...

Prederiadennoù war an dic houest mama-z omp... KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 93 93 Here Du - Kerzu 2015 Priz : 3 Prederiadennoù war an dic houest mama-z omp... An dic houest ma-z omp da stourm a- ez eo, ha se n eo ket ur saviad

Részletesebben

Ar prosez. Franz Kafka. Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

Ar prosez. Franz Kafka. Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen Ar prosez Franz Kafka Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen Savet eo bet an droidigezh-mañ diwar embannadur kentañ ar skrid orin bet moullet er bloavezh 1925, un nebeud mizioù goude marv Franz

Részletesebben

Dibabet eo bet lec hioù loc hañ ha degouezh Redadeg 2016!

Dibabet eo bet lec hioù loc hañ ha degouezh Redadeg 2016! La course pour la langue bretonne Dibabet eo bet lec hioù loc hañ ha degouezh Redadeg 2016! Ar Redadeg a di da di BP 15 35310 Morzhell / Mordelles darempred@ar-redadeg.org - 06 08 64 99 72 - http://www.ar-redadeg.bzh

Részletesebben

A-bouez eo bezañ kelaouet Da vare an distro-skol-mañ e fell deomp diskouez deoc h eo mat bezañ koumanantet da Ya!, evit meur a abeg.

A-bouez eo bezañ kelaouet Da vare an distro-skol-mañ e fell deomp diskouez deoc h eo mat bezañ koumanantet da Ya!, evit meur a abeg. ISTOR SKIANTOÙ 484 Memor ar vro Gant Yann Bijer Kenlabour evit merañ an egor 19 a viz Gwengolo 2014 p. 8 p. 4 A-bouez eo bezañ kelaouet Da vare an distro-skol-mañ e fell deomp diskouez deoc h eo mat bezañ

Részletesebben

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2012

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2012 SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2012 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ GWENGOLO 2012 Sifroù distro-skol ar c helenn divyezhek e 2012-1 E 2012, evit ar 35 vet distro-skol da-heul,

Részletesebben

Pennadoù 1, 2. Ameli. Brastres an tudennoù

Pennadoù 1, 2. Ameli. Brastres an tudennoù A Brastres an tudennoù Adsavit brastres an tudennoù ha klokait anezhañ tamm-ha-tamm a-hed ho lennadenn, en ur reiñ ar muiañ posupl a ditour diwar o fenn : anv, oad, micher, breur pe c hoar piv int... Pennadoù

Részletesebben

Erle a zistroas d e vurev, mezhek. Kemer a reas ar gazetenn ha kregiñ da lenn, aketus. Gwelet fall e oa gant ar rener abaoe ar penn-kentañ.

Erle a zistroas d e vurev, mezhek. Kemer a reas ar gazetenn ha kregiñ da lenn, aketus. Gwelet fall e oa gant ar rener abaoe ar penn-kentañ. 1. Roazhon. Kae Richemont. 8 eur 23. Ur paotr yaouank a rede, o tigareziñ bep tro ma yae da stekiñ ouzh unan bennak. Diwezhat e oa evel boaz. Hag e vantell o nijellat en avelig beure, gant ar pres a oa

Részletesebben

AL LIAMM 72. AL LIAMM Tir na n-òg NIVERENN 72. Genver - C'hwevrer 1959 TAOLENN. 15ved BLOAVEZH

AL LIAMM 72. AL LIAMM Tir na n-òg NIVERENN 72. Genver - C'hwevrer 1959 TAOLENN. 15ved BLOAVEZH AL LIAMM 72 AL LIAMM Tir na n-òg NIVERENN 72 Genver - C'hwevrer 1959 15ved BLOAVEZH TAOLENN Plac'h Askalot, gant R. Hemon 3 Barzh, gant Abanna 6 Maro al laouenan 7 Abardaez, gant Youenn Olier 8 Dianket

Részletesebben

Mirdi Breizh KREDIÑ A RAN, NE GREDAN KET

Mirdi Breizh KREDIÑ A RAN, NE GREDAN KET Mirdi Breizh KREDIÑ A RAN, NE GREDAN KET C hoari loto d ur gwenervezh 13, tremen dindan ur skeul... Peseurt plas a roomp-ni en hor c hevredigezh d ar pezh a vez graet an direzon anezhañ gant ar speredoù

Részletesebben

Redadeg Skol Antoine de Saint Exupéry e Puguen Skol Sant Josef / Santez Mari en Erge Skol Diwan Penharz e Kemper

Redadeg Skol Antoine de Saint Exupéry e Puguen Skol Sant Josef / Santez Mari en Erge Skol Diwan Penharz e Kemper Redadeg 2018 Skol Antoine de Saint Exupéry e Puguen Skol Sant Josef / Santez Mari en Erge Skol Diwan Penharz e Kemper Julius an aerouant Ar Redadeg, d'an 8 a viz Mae 2018 e Kemper. Re vuan e red Guillaume

Részletesebben

. JAN-MARI SKRAGN (JEAN-MARIE LE SCRAIGNE)

. JAN-MARI SKRAGN (JEAN-MARIE LE SCRAIGNE) . JAN-MARI SKRAGN (JEAN-MARIE LE SCRAIGNE) J.M. Skragn (evel a vez laret ba Poullaouen, pe ar Skregn, eme lod) zo bet ganet en Uhelgoad er bloaz 1920 (marvet e miz Kerzu 2016). Da gentañ e oa chomet da

Részletesebben

E U R O P A D39 D3 D11 D20 D35 D35 D10 D26 D An Ahel: A Z I A. Ar Gevredidi: D41

E U R O P A D39 D3 D11 D20 D35 D35 D10 D26 D An Ahel: A Z I A. Ar Gevredidi: D41 D3 D11 D20 D35 D35 D39 E U R O P A D10 D26 D31-27-33 An Ahel: Ar Gevredidi: D24 D32 D41 A Z I A Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ I. Mareoù pennañ

Részletesebben

KIS-794 Gl. haras (p. 39), pneumopathie atypique (p. 40), écriture automatique (p. 41), diglossie (p. 42)

KIS-794 Gl. haras (p. 39), pneumopathie atypique (p. 40), écriture automatique (p. 41), diglossie (p. 42) KIS-794 Gl. haras (p. 39), pneumopathie atypique (p. 40), écriture automatique (p. 41), diglossie (p. 42) HARAS (RLN da YBAN 19 05 03) War Le Télégramme eus an 28 C hwevrer 2003 dindan ar reollin SPERED

Részletesebben

Eur ger a-raog... Ar vro hag ar mor

Eur ger a-raog... Ar vro hag ar mor Patrig Gouedig ENEZ-EUSA Eñvoriou tud Eusa (Teir gasetennig a zo. Prena anezo digand Emgleo Breiz, 10, ru Kemper, 29200 Brest. Pellg. : 02-98-02-68-17. E-mail : brud.nevez@wanadoo.fr Lehienn : www.emgleobreiz.cm)

Részletesebben

Charlez Gwennou. (bet ganet e Lezardrev e 1851, marvet e Vitry-sur-Seine e 1915).

Charlez Gwennou. (bet ganet e Lezardrev e 1851, marvet e Vitry-sur-Seine e 1915). Charlez Gwennou. (bet ganet e Lezardrev e 1851, marvet e Vitry-sur-Seine e 1915). Re a skiant on-eus pe Yann ar Mañcheg o vond da Bariz, bet embannet e 1896. Modernnaet eo bet an doare-skriva. Re a skiant

Részletesebben

Park. Natur rannvroel. Arvorig. Karta Danevell ar garta. «Evit gweledvaoù. dibabet en Arvorig»

Park. Natur rannvroel. Arvorig. Karta Danevell ar garta. «Evit gweledvaoù. dibabet en Arvorig» Park Natur rannvroel Arvorig Karta 2009-2021 Danevell ar garta «Evit gweledvaoù dibabet en Arvorig» «An douar 'zo re gozh evit ober goap anezhañ» «La terre est trop vieille pour qu'on se moque d'elle»

Részletesebben

PAJENN .. - ^ ^ l A L - t r O

PAJENN .. - ^ ^ l A L - t r O GWALARN PAJENN Roparz Hemon. PEURUNVANI 5 G. B. Kerverziou. AN DIRI-SERVIJ 9 Meavenn. AN HINI BIHAN 17 T. GWYNN JONES 20 BREZONEG AR VUGALE 25 LEVRIOU NEVEZ 26 GERIOU-KROAZ 29 33 EOST 1931..-^^lAL-trO

Részletesebben

Deskadurezh an henchiñ: sevel ur fichenn àr ur vicher liammet get ar justis B4: B5:

Deskadurezh an henchiñ: sevel ur fichenn àr ur vicher liammet get ar justis B4: B5: Barregezhioù, gouiziegezhioù hag emzalc h labouret B1 Lenn : tenniñ titouroù en testennoù a-dal elfennoù espleg hag ivez elfennoù empleg dont da benn da zisplegiñ dre skrid pe dre gomz ar sklaerañ ag an

Részletesebben

G W A L A R N H E R E

G W A L A R N H E R E GWALARN HERE 1930 Gwalarn Niv. 23 Sf 3 PA ENN «GWALARN» MIZIEK 5 Roparz Hemon. AR VUGALE FALL (kendalc'h) 7 X. de Langlais. KERZ! 12 Roparz Hemon, NOTENN DIWAR-BENN LEVEZON AR C'HEMBRAEG WAR AR BREZONEG

Részletesebben

DISKULIADUR ARES. Kentskrid. Mammenn

DISKULIADUR ARES. Kentskrid. Mammenn DISKULIADUR ARES Kentskrid Mammenn 1974, e Ares, kumun vihan eus arvor Jirond, Bro-C'hall. Eus ar 15 a viz genver d'an 13 a viz ebrel, war dro pep eil deiz, e kreiz an noz dalc'hmat, e vezan dihunet, galvet

Részletesebben

Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ. II. Ur brezel distrujiñ

Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ. II. Ur brezel distrujiñ Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ I. Mareoù pennañ ar brezel II. Ur brezel distrujiñ III. Gouennlazh ar Yuzevien hag ar Dziganed Emgann Stalingrad

Részletesebben

nevez Dianav med n'int ket estrañjourien Yvon Le Men 3 Enezeier an heol 5 D. Maximin, M. Rippon, J. René-Corail 33 Lennegez

nevez Dianav med n'int ket estrañjourien Yvon Le Men 3 Enezeier an heol 5 D. Maximin, M. Rippon, J. René-Corail 33 Lennegez N 308 Genver - 2015 nevez Dianav med n'int ket estrañjourien Yvon Le Men 3 Enezeier an heol 5 Ar Reunion : doarerou eur vro Yvonne Le Hen 6 Gwadloup : eur vuhez nevez evid ar hreoleg? Anna Quéré 17 Ar

Részletesebben

Pondi. Troiad da gompren « Bugale, adal 8 vlez. Ul levrig-c hoari evit ober anaoudegezh gant ar c harter. napoleonat. en ur ebatal!

Pondi. Troiad da gompren « Bugale, adal 8 vlez. Ul levrig-c hoari evit ober anaoudegezh gant ar c harter. napoleonat. en ur ebatal! Pondi Troiad da gompren er glad «napoleonat Ul levrig-c hoari evit ober anaoudegezh gant ar c harter napoleonat en ur ebatal! «Bugale, adal 8 vlez «Demat dit, ar Wenanenn on-me. Gant an erer e oa ar gwenan

Részletesebben

un tenzór a gardae un trésor à conserver

un tenzór a gardae un trésor à conserver LEC HANVADUREZH BREIZH un Teñzor da zerc hel bev LA TOPONIMIY BERTONN un tenzór a gardae LA TOPONYMIE BRETONNE un trésor à conserver KEVRE BREIZH DA BETRA AL LEVRIG-MAÑ? Brezhoneg E-leizh a zeskamant a

Részletesebben

(Doare C hwevrer 2012)

(Doare C hwevrer 2012) Sindikad Stad an eskadurezh Kentañ revez CGT (Kengevread Hollek al Labour) eskadurezh prevez Kombod 544-263 straed ariz 93515 MTUL CX 01.42.26.55.20 lr 01.49.88.07.43 Load www.cgt-ep.org ostel contact@cgt-ep.org

Részletesebben

PARDONIOU HA PELERINACHOU

PARDONIOU HA PELERINACHOU Buhez ar Zent Bet savet gand an Aotrou Perrot ; kure Sant-Nouga. Renket a-nevez gand E. ar Moal, Rener Kroaz ar Vretoned Evid Eskopti Sant-Brieg ha Landreger, gand aotreadur an Eskopti. Skeudennet gand

Részletesebben

Diell 1: gwir-votiñ evit ar vaouezed (1944) Diell 2: adsevel Frañs.

Diell 1: gwir-votiñ evit ar vaouezed (1944) Diell 2: adsevel Frañs. Etre 1944-1958: I. Stad ekonomikel ha politikel Goude an eil-brezel-bed: prantad ar puriñ( skarzhiñ ar re o deus kenlabouret get ar renad Vichy Ekonomiezh bresk ha da adsevel Ar verregezh, ar revoneizadur

Részletesebben

A_\lïêL. &An6 rrjar\z. t;roioi,9sz h ganu it2. ttlôr.9. not;ennoô 9Al2?;!11.9.

A_\lïêL. &An6 rrjar\z. t;roioi,9sz h ganu it2. ttlôr.9. not;ennoô 9Al2?;!11.9. A_\lïêL &An6 rrjar\z t;roioi,9sz h ganu it2. ttlôr.9 not;ennoô 9Al2?;!.9. 958 À_V-iêl /'',,'f.,...-. ~An~ rrjark t;rolô~szn gan~ fll. ttl6r9 nor;ennota gall?;!.9 958 AVIEL SANT MARK +++++++++++++++++++++++++++++

Részletesebben

War eun dachenn fobal

War eun dachenn fobal Helias (Per-) War eun dachenn fobal Notenn : Eur CD 'zo, e gwerz e ti Emgleo Breiz, 10, ru Kemper, 29200 Brest. War ar CD e vez klevet mouez Per- Helias, hag hini Per Trepos. "Eun den divemor" a zo war

Részletesebben

Cse resz nyés le pény

Cse resz nyés le pény HOZ ZÁ VA LÓK 6 FÔRE Elôkészítési idô: 15 perc Sütési idô: 35 perc Cse resz nyés le pény 75 dkg fe ke te cse resz nye 6 to jás 12 dkg cu kor 2,5 dl tej 10 dkg liszt 2 dkg vaj 1 kés hegy nyi só Mos suk

Részletesebben

KIS-558 Gr. aijtiva, La. causa, h.a.

KIS-558 Gr. aijtiva, La. causa, h.a. KIS-558 Gr. aijtiva, La. causa, h.a. (GE 09 10 97) Ar meizad a gaver dec'heriet er yezhoù arnevez dre Gl.Sz. cause, Al. Ursache, Br. arbenn, Kb. achos, Iw. cúis zo dezhañ un hir a istor bet deraouet e

Részletesebben

AR BIBL 5ANT[L. Troidigezh gant. i!iaodez GLANNDOUR ~------~ ~ ~--~ ~1--=~~~~ ~-~ ~-- -~--~- ~ ---

AR BIBL 5ANT[L. Troidigezh gant. i!iaodez GLANNDOUR ~------~ ~ ~--~ ~1--=~~~~ ~-~ ~-- -~--~- ~ --- N~ BIBL 8ANTbL -------------------~------~--------~----------~--~ ~1--=~~~~ - - -- ~-~ ----- AR BIBL 5ANT[L Troidigezh gant i!iaodez GLANNDOUR ---~-- -~--~- ~ --- 1953 KOHELETH.++++++++ R.AKSKRIIY. Sant-Brieg,

Részletesebben

Troude Milin Ar marvailler brezoneg pe Marvaillou brezoneg A. Troude G. Milin Troude Ar horv heb ene

Troude Milin Ar marvailler brezoneg pe Marvaillou brezoneg A. Troude G. Milin Troude Ar horv heb ene Troude ha Milin : Ar marvailler brezoneg pe Marvaillou brezoneg, dastumet gand ar horonal A. Troude ha G. Milin (ar galleg a zo dirag ar brezoneg). Brest 1870. Notennou : Modernnaet eo bet an doare-skriva.

Részletesebben

KIS-397 Termenoù eus sterva Gl. immunité.

KIS-397 Termenoù eus sterva Gl. immunité. KIS-397 Termenoù eus sterva Gl. immunité. (GE 15 06 91) MELLADOU EUS AN DANVEZ GERIADUR AR VEZEKNIEZH. Gl. immun. Br. hangae aa., hangaeek aa. Er stad a hangae. Gl. immun(-)complexe, complexe immun. Br.

Részletesebben

Ked ves Ta ní tók! Ked ves Szü lôk!

Ked ves Ta ní tók! Ked ves Szü lôk! Ked ves Ta ní tók! Ked ves Szü lôk! A tech ni ka ro ha mos fej lô dé se szük sé ges sé te szi, hogy már egé szen ki csi kor ban in for - ma ti kai és szá mí tó gép-fel hasz ná lói is me re tek kel bô vít

Részletesebben

WARSCHAUERBRÜCKE. Barzhonegoù. Antony HEULIN

WARSCHAUERBRÜCKE. Barzhonegoù. Antony HEULIN WARSCHAUERBRÜCKE Barzhonegoù Antony HEULIN Antony Heulin Moritzburger Straße 37 01127 Dresden Deutschland 00 49 351 84 89 550 antonyheulin@hotmail.fr WARSCHAUERBRÜCKE Barzhonegoù Antony Heulin 1.Noam 2.Ar

Részletesebben

AR BREVEDAKED AN AZVENT 2015 ISTOR-GEOGRAFIEZH HA DESKADUREZH KEODEDEL

AR BREVEDAKED AN AZVENT 2015 ISTOR-GEOGRAFIEZH HA DESKADUREZH KEODEDEL AR BREVEDAKED AN AZVENT 2015 ISTOR-GEOGRAFIEZH HA DESKADUREZH KEODEDEL An briziadenn-mañ zo teir lodenn enni ha ret-mat e vo deoc h tretiñ anezhe o-zeir: Lodenn 1: istoer /13 poent Lodenn 2: geografiezh

Részletesebben

A MAGYAR TÖRTÉNELMI TÁRSULAT KIADVÁNYAI

A MAGYAR TÖRTÉNELMI TÁRSULAT KIADVÁNYAI A MAGYAR TÖRTÉNELMI TÁRSULAT KIADVÁNYAI 2 A MA GYAR TÖR TÉ NEL MI TÁR SU LAT KI AD VÁ NYAI A kö tet írá sai zöm mel a hu sza dik szá zad idõ sza ká ról szól nak, más részt pe dig át té te le sen ér vel

Részletesebben

Kösd össze a szót a hozzá tartozó képpel! bab. ba-ba. ba-nán. bál-na. lá-da. vi-rág. ka-kas

Kösd össze a szót a hozzá tartozó képpel! bab. ba-ba. ba-nán. bál-na. lá-da. vi-rág. ka-kas Kösd össze a szót a hozzá tartozó képpel! bab ba-ba dob ba-nán lúd bál-na láb lá-da pont vi-rág domb ka-kas kád mó-kus 3 Kösd össze a szót a hozzá tartozó képpel! tál rák tök vár sál híd Kösd össze a szót

Részletesebben

75. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2007. jú ni us 15., péntek TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 2478, Ft. Oldal

75. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2007. jú ni us 15., péntek TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 2478, Ft. Oldal A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2007. jú ni us 15., péntek 75. szám Ára: 2478, Ft TARTALOMJEGYZÉK 2007: LXI. tv. A cég nyil vá nos ság ról, a bí ró sá gi cég el já rás ról és a vég el szá

Részletesebben

Quellien Narcisse (Ar Roh-Derrien 1848 Pariz 1902) Breiz : barzonegou Bet embannet e Modernnaet eo bet an doare-skriva. Viou-koukoug zo er

Quellien Narcisse (Ar Roh-Derrien 1848 Pariz 1902) Breiz : barzonegou Bet embannet e Modernnaet eo bet an doare-skriva. Viou-koukoug zo er Quellien Narcisse (Ar Roh-Derrien 1848 Pariz 1902) Breiz : barzonegou Bet embannet e 1898. Modernnaet eo bet an doare-skriva. Viou-koukoug zo er skrid bet moullet e 1898. Evel an darn-vuia euz skrivagnerien

Részletesebben

_t San tez ~nna. t Gwepz. Ar gwerc'hez.ed ganti Sur a vo selaouet Mamm ar W erc'hez Vari A gar ar Gwerc'hezed. Itron Santez Anna,

_t San tez ~nna. t Gwepz. Ar gwerc'hez.ed ganti Sur a vo selaouet Mamm ar W erc'hez Vari A gar ar Gwerc'hezed. Itron Santez Anna, ~~~~m=~~~ji~i~a~i~i~i~i~i~~ 4~~~Œ~I~Y~ t Gwepz _t San tez ~nna Evidomp-ni erna He c'harantez vrasan, Evidomp-ni e ra He burzudou kaeran. Ne vern gant pe seurt krdaz E vezoc'h ankeniet, Hi a wella pep gloaz

Részletesebben

ő ő ö ő ő ő ö í ú ó ő ő ö Ö í ö í ú ö ő ö ő ö ó ó ö ó ó ó Ö ö ő ő ő ö ö ö ő Ó ó ö í ö ö ö ö ő Ű ő ó ó Ő í ü ö í ü Ö ö ö ö ő Ö Ü í ú ő ö ő ő ö ö ü Ó Ö

ő ő ö ő ő ő ö í ú ó ő ő ö Ö í ö í ú ö ő ö ő ö ó ó ö ó ó ó Ö ö ő ő ő ö ö ö ő Ó ó ö í ö ö ö ö ő Ű ő ó ó Ő í ü ö í ü Ö ö ö ö ő Ö Ü í ú ő ö ő ő ö ö ü Ó Ö ö ö ő ö ő ö Á ö Á ó ö ő ő Ö ő Ö Ü Á Á ó ó É ú Á Á ö í ö ó ö Ü ő í ó í ó ö ó ő ó ö ö í ő ő ő ő ö ö ő ö ő í ü Ö ő ő Ö ő ő ő ő ö ő ő ő ö í ú ó ő ő ö Ö í ö í ú ö ő ö ő ö ó ó ö ó ó ó Ö ö ő ő ő ö ö ö ő Ó ó ö

Részletesebben

SCHIEDEL QUADRO Építési utasítás

SCHIEDEL QUADRO Építési utasítás SCHIEDEL QUADRO Építési utasítás 2x '10 '11 Schiedel Kéménygyár Kft. 8200 Veszprém, Kistó u. 12. Tel.: 88 576 700 Fax: 88 576 704 E-mail: info@schiedel.hu www.schiedel.hu Part of the MONIER GROUP Általános

Részletesebben

A földmûvelésügyi és vidékfejlesztési miniszter 18/2009. (III. 6.) FVM rendelete. 2009/27. szám M A G Y A R K Ö Z L Ö N Y 5065

A földmûvelésügyi és vidékfejlesztési miniszter 18/2009. (III. 6.) FVM rendelete. 2009/27. szám M A G Y A R K Ö Z L Ö N Y 5065 2009/27. szám M A G Y A R K Ö Z L Ö N Y 5065 1. (1) A ren de let cél ja a mo ni tor ing ada tok egy sé ges rend - szer alap ján tör té nõ adat szol gál ta tá si ke re te i nek meg ha tá - ro zá sa. (2)

Részletesebben

Ł Á ó ł É Á Á Ą ő ő í ő ö í Í ĺ ó í ő ó í ő ó ó ó Á öľ Á í í ó ú ĺ í í ĺ ó ő ú ő ő í í ő ö ú í É ü í ő ö Í ó É Í ő ó ó Ą ő ő ó ę ú í ü í ő ö ö í ő ő ö ő ö í ő ő ĺ ő í í ó ó í ú ő í í Í ó ü ú í ó Ą ő í

Részletesebben

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2008. jú ni us 25., szerda. 93. szám. Ára: 2400, Ft

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2008. jú ni us 25., szerda. 93. szám. Ára: 2400, Ft A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2008. jú ni us 25., szerda 93. szám Ára: 2400, Ft A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2008. jú ni us 25., szerda 93. szám Ára: 2400, Ft TARTALOMJEGYZÉK

Részletesebben

SARTI. Alexandrion Apartman. Központ: 150 m Strand: 200 m Klíma: 5 /nap WIFI:

SARTI. Alexandrion Apartman. Központ: 150 m Strand: 200 m Klíma: 5 /nap WIFI: www.sithonia-sarti.hu www.sartimania.hu Sarti Sarti ófalu Sarti Beach Sarti a Halkidiki-félsziget kö zép sõ, Sithónia-nyúlványának ke le ti partján fek szik. Ne vét már az ókor ban is lé te zõ te le pü

Részletesebben

TARTALOMJEGYZÉK. Bu da pest, 2006. feb ru ár 14. Ára: 1518 Ft 3. szám. 2005. évi CLXIII. tv.

TARTALOMJEGYZÉK. Bu da pest, 2006. feb ru ár 14. Ára: 1518 Ft 3. szám. 2005. évi CLXIII. tv. Bu da pest, 2006. feb ru ár 14. Ára: 1518 Ft 3. szám 2002. december TARTALOMJEGYZÉK TÖRVÉNYEK 2005. évi CLXIII. tv. 2005. évi CLXXIV. tv. Az adózás rendjérõl szóló törvény egyes rendelkezéseinek alkalmazásáról

Részletesebben

šď Ř ľ ľ źł ő ü ź ľ ő ő ĺ Í ľ Á ĺé Éľ É É ł ĺľ ő ü ľ í ľ ľ ü í ő í ü É Í ľ É Í ľ É ł É É ą É Ú Ą ć É Í ľ Ü Ő Éľ Ü É ą Ł ą ą ĺ ĺ É Ą Ą ľ ĺ źí ź ľ ü ő ü ő ń ĺ Ó ő ő ü ü í ú ö ö ľ í ö ú í í ő ö ú ő ö ö ő

Részletesebben

KIS-821 Notennoù Keginouriezh VII Dafar Geriadur ar Geginouriezh 2. Ar vioù

KIS-821 Notennoù Keginouriezh VII Dafar Geriadur ar Geginouriezh 2. Ar vioù KIS-821 Notennoù Keginouriezh VII Dafar Geriadur ar Geginouriezh 2. Ar vioù (CHAN & YBAN 25 05 04) enezenn war neuñv Etremeuz skañv kenan graet diwar gwennoù vioù sukret baset en erc h, poazhet en dourgib

Részletesebben

>' Ar sei; Ktii~tenn dre -~.. posi

>' Ar sei; Ktii~tenn dre -~.. posi HERE l~sjj? HERE,..., -. E(\J Ho Tf... SKE.l:Ï.bENI\4 '-,' - " ' '' ',.0 _:_>-_;::i..:::'.:

Részletesebben

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2006. áp ri lis 19., szerda 46. szám I. kötet Ára: 1679, Ft TARTALOMJEGYZÉK 20/2006. (IV. 19.) BM r. A belügyminiszter irányítása alá tartozó szervek, valamint

Részletesebben

13. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2008. ja nu ár 26., szombat TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 465, Ft. Oldal

13. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2008. ja nu ár 26., szombat TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 465, Ft. Oldal A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2008. ja nu ár 26., szombat 13. szám TARTALOMJEGYZÉK 9/2008. (I. 26.) Korm. r. Egyes épí té si tár gyú kor mány ren de le tek mó do sí tá sá ról... 622 10/2008.

Részletesebben

Lodenn 2: geopolitikerezh bedel abaoe 1945 Tem 1: ar brezel yen

Lodenn 2: geopolitikerezh bedel abaoe 1945 Tem 1: ar brezel yen Lodenn 2: geopolitikerezh bedel abaoe 1945 Tem 1: ar brezel yen 1945-1961 -Goude an Eil-brezel-bed: Churchill : ar rideoz-houarn -1947: blezad an torr: daou sell àr ar bed enebet : URSS ha SUA AR BLOC

Részletesebben