Imbourc h KANNADIG. Hanter-kant vloaz war-lerc h. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 105 Ebrel - Mezheven 2018 Priz : 3
|
|
- Gyula Kovács
- 6 évvel ezelőtt
- Látták:
Átírás
1 KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 105 Ebrel - Mezheven 2018 Priz : 3 Hanter-kant vloaz war-lerc h Daou c hant vloaz war-lerc h ganedigezh Marx, kant hanter-kant vloaz war-lerc h hini Maurras, kant vloaz war-lerc h dibenn ar Brezel Bras hag hanter-kant vloaz war-lerc h brizh-dispac h : n emaon ket amañ o sevel un danevellnevez eus donedigezh Jezuz evel hini nozveilh Nedeleg, nann! N eus mui netra Mesiazel er bed a-vremañ. Aet eo kuit an esperañs e kalonoù kalz a dud gant droukverzh an tu kleiz e-pad bloavezhioù ren Hollande. Met un dra zo : n eo ket an deizioùha-bloaz a ra diouer da lidañ ar bloaz-mañ. E-ser menegiñ Marx, tud Mae 1968 a oa a-enep an urzh, Arabat eo arabadiñ! hag e felle dezho bevañ o yaouankiz hep stern mougus ar gevredigezh. Hag e stern an Iliz gant he lezennoù war ar vuhezegezh revel da skouer e kleved e Breizh Roulomp ha roulomp atav! ha Pep hini zo libr gant e damm kig. Bezomp soñj ivez eus ar gelaouenn hudur Yod kerc h, a embanne ar mennozhioù c hwegonteizhat : frankizouriezh war dachenn ar rev, anarkouriezh war dachenn ar politikerezh pa felle dezho reiñ e sac h da ze Gaulle hag e warlerc hierion a zehou. Neuze e votjont a-gleiz, betek an deiz bras e miz Mae 1981 gant dilennadur Fañch Mitt. Pebezh disouezhadenn abaoe! Notit mat ne vo ket lidet Maurras e bro ar frankiz da soñjal, daoust m en deus levezonet don an Iliz, hep mar ebet ha daoust dezhañ evit gwir, p eo aet Iliz e Frañs penn-da-benn war an a-raok, kontrol d ar pezh a erbede-eñ. O levezonet en deus dre m o deus maget a-enep dezhañ un enebiezh ouzh ar Feiz hengounel hag he zalvoudoù, en o zouez ar Feiz, an Tiegezh, ar Vro, an Aotrouniezh, an Urzh... Met ne vo ket lidet kennebeut Kelc helenn Humanae Vitae Paol VI war ar frankiz revel, nann! Ha padal, petra soñjal diwar-benn stad ar Merc hed en hor c hevredigezh, war-lerc h ar billulenn, an IVG, koazhadur an euredoù, ar Pacs, ar PMA hag ar GPA? Seblantout a ra ez eo dreist-holl ar frouezh put-se eus ar reverzhi vras-se eus 1968 bezañ bet gwall drastus evit stad ar Merc hed. Sed da vihanañ ar pezh a ziskleir Malka Marcovich en he levr De l autre héritage de Mai Daoust ha n eo ket ar billulenn hag an IVG, a laka o c horf e dalc h ar baotred? Rak ma c hoarvez da unan bezañ o tougen e vez rebechet outi bezañ manket da gemer he fillulenn, pe, gwashoc h, da vezañ bet graet a-ratozh-kaer evit lakaat ar gwaz da zimeziñ ganti? Koazhadur ar frouezhusted dre vaouez hag an euredoù, kresk spontus ar sioc hanadurioù hag an torroù-dimezi a zo ent-anat frouezh Mae Na Doue na Mestr (... na tad, na gwaz, na patron)! Ar Pacs a roas d an hini en deus an tu kreñv er c houblad ar galloud da gas kuit e hanter- 1
2 tiegezh dre lizher erbedet. Er pleustr, ar gwir da argas e wreg. Ha neuze ar PMA, p emaomp ganto diwar vremañ. Krouiñ a ra ur seurt dlead a-berzh ar vaouez da zont a-benn da reiñ ur bugel d he gwaz. Na pet maouez o deus gouzañvet gant ar Fivette a zo ur c halvezerezh poanius-tre, a c houlenn kalz a strivoù, hep tizhout e bal aliesmat. Hag ar GPA, daoust ha talvezout a ra ar boan difenn ar skiant vat??! Piv eo ar vaouez dinatur a asanto dougen ur bugel evit e werzhañ, ma n eo ket ur baourez korvoet gant embregerezhioù a gav eno an tu da ober gounidoù? Ha petra eo ar GPA nemet albac henn ur frankizouriezh arloupet na zouj ket ouzh gwirioù ar bugel da vezañ savet gant e wir mamm? Da vezañ frouezh karantez e dad hag e vamm? An holl draoù-se a zo deuet diwar Mae % eus an dud e Frañs a soñj dezho ez aet war-raok an hiniennelouriezh abaoe 50 vloaz (Harris O2/2018). An istor eo. Istor tud yaouank n o deus ket anavezet ar brezel, bugale ar vombezenn H, ha Kouba, gounezet d an dizoueadegezh. Petra a chome ganto nemet kemer o flijadur hep soñjal e netra all? Perak sevel tiegezhioù postek pa c houlenn an dra-se strivoù dic houzañvadus a-enep d ar frankiz hiniennel? Hag an Emsav, dirak al lanv-se... a yeas da heul : dilezel ar vroadelouriezh evit ur gleizelouriezh kemplegat ouzh Pariz. Evit ar yalc hadoù evit Diwan. Hogen daoust ha n int ket dibikouzet bremañ, ar re o deus bevet miz Mae 1968, skarzhet ar re gozh diouzh Skol An Emsav, pa ne felle ket dezho mont d ar skol ken, just-awalc h, met bevañ o yaouankiz en ur ober van da grediñ e vije salvet ar yezh hep ober strivoù bras pa oa c hoazh bev war ar maez? Daoust ha kredet o deus e gwirionez e oant ur vegenn gouest da salviñ hor yezh? N o deus ket : graet o deus van ha ne chom nemet ludu hiziv, hag ur Vreizh-Izel gallekaet-mik evel ma oa kaer gortoz. Pet anezho o deus dimezet hep torrdimeziñ goude? Pet anezho o deus bet bugale niverus? Pet anezho o deus o savet e brezhoneg? Sed aze goulennoù ma anavezomp a-walc h ar respont dezho siwazh! Hag an Iliz, dirak al lanv-se... a voe gwerzhet e Frañs gant teologourion vodernour a ra bepred o reuz hiziv, int pe o diskennidi speredel. 2 Prientiñ a reer hiviziken un Iliz hep beleien, met ivez ur Feiz e-lec h e vo ar gwir da gomuniañ en ur gas e wreg kuit (Pab Frañsez), e-lec h ne deo an Diaoul nemet ur goñchenn, e-lec h un darn vras-tre eus ar veleion o deus dilezet o dilhadbeleion, zoken ur groazig a netra, hag a ro ar gomunion e-giz pa vije un tamm bara hepmuiken. Pet a dud a ya c hoazh da gofes ur wech ar bloaz da vihanañ? Daoust ha n eo ket gwir n eo ket an Aotrou Doue eo a ro ar glav? An Aotrou Centène, eskob Gwened en deus nevez-lidet ar rogasionoù a-nevez. An Aotrou Dognin eskob Kemper a gomz eus Kalon Sakr Jezuz, met re ziwezhat eo : emaomp bremañ gant bugale ha bugale-vihan miz Mae 1968, gant ur rummad-tud n o deus resevet netra diouzh teñzor an Iliz. Me va-unan, bet ganet e 1961, em boa ranket adober va c hatekiz va unan-penn pa ne veze roet deomp stummadur ebet. Setu perak em eus embannet warlene ur C hatekiz evit ar vugale, unan sirius, gant skeudennoù. Ne oa ket bet unan en hor yezh abaoe ! Hogen re ziwezhat eo : n eus bet gwerzhet nemet un dornadig... Eveljust e oa trenket an traoù a-raok bloavezharouezel 68, ha pell a oa. En Iliz e pouezed war gourc hemenn an Oferenn d ar Sul, hag an dud a sente, met gant Goursened Vatikan II ez eus bet evel un avel a frankiz (evit kamm-implij lavarenn vallozhet Roparz Hemon dwb bloavezhioù ar brezel!), ya, un avel a frankiz o c hwezhañ en Iliz. Un avel diroll, ur gorventenn a falc has ledan hag a c houllonderas an ilizoù. Abaoe e konter war-dro beleg e Frañs o deus kuitaet o stad a veleg. En ur ober 5 bloaz e oa diskennet spontus niver ar badeziantoù (94 % eus ar boblañs e Frañs a oa badezet e 1965, ar bugel divadez kentañ e Kastell-Paol a zo ganet e 1958), hag ar pleustrerezh a zo koazhet eus 25 % e 1965 (e Frañs : e Breizh e oa kalz uheloc h ar feur) da zaou dre gant hiziv. Evel-se emañ. Bremañ eo dav sellout dirazomp. Ar pezh a zo nevez en em gavet goude Mae 68 eo kudenn an amvevad : ar saotradur, an danvezioù-krai keroc h-kerañ, poblañs ar bed o kreskiñ spontus : c hoazh tri miliard a dud muioc h a-raok tregont vloaz. E 2050 e vimp dek miliard a dud. Ha kaoz a zo eus aztommadur ar blanedenn, eus koazhadur niver ar spesoù-plant ha loened, hag all, hag all. A zo gwir. Ar grennarded a vremañ a oar an dra-se. Ne gomprenont ket perak e lez ar
3 rummad a zo araozo ar blanedenn da vervel dre o gwall. Petra zo kaoz ta?! Mae 68. Rak abaoe Mae 68, en anv ur frankizouriezh arloupet, emaomp gant ren an hiniennelouriezh. Pep hini a ra pezh a gar. Hag an embregerezhioù bras, an upper class, a fell dezho derc hel gant reizhiad ar bevezerezh arloupet. Atav muioc h, atav muioc h, da walc hiñ hon holl ezhommoù, zoken hon ezhommoù bihanañ... ha vilañ zoken, e degouezh ar GPA pe ar PMA hep tad. E-tal ar gevalaouriezh kellidel arloupet, piv a zo gouest da ginnig ur patrom-bevañ disheñvel ha dreist-holl bastus? N eo ket an tu kleiz, a-dra sur, nag an tud dehou p emaint o-daou o kenoberiañ a-benn ar fin gant an upper class-se : Kumuniezh Europa a zo evel an Titanic : ne vo ket gouest da loveañ a-dreuz skornvenezioù niverus ar c hudennoù niverus a sav : kudenn an amvevad, ivez kudenn an divroerezh armerzhel (diouzh Afrika pergen), kudenn an arc hant bras marlonk hor c has d un drouziwezh en ur zañsal e Bildenberg pe e Doubaï... Ya, kenlabourat a reont en abeg d un dilabour a ra d ar riezstadoù plegañ dezho. Petra he deus graet ar Stad C hall evit Doux pe Tilly Sabco? Netra ebet. Lezenn ar Marc had. Boued-greanterezh Breizh ne oa ket gouest da harpañ. Bremañ eo tro ar CMB. Sur a-walc h ez eus esperañs da gaout evelkent, en ur bed n en deus ket mui a esperañs, p eo marv Doue, marv an tu kleiz gant kealiadurezh stourm ar renkadoù gant an URSS kouezhet en he foull, ha p eo bevennet an emdro : ne c hell ket pourchas d an holl doare bevañ ar bed kornogat. Gant se, ret-mat eo treiñ kein da Mae 68 enta. Da echuiñ gant ar pennad teñval -mañ e c hellfen sevel ur c hlozadur yaus, sevel ur pennad a esperañs, hogen piv a zo gouest da glevout, da selaou ha da cheñch buhez? Rak an dra-se eo a gont : ret eo cheñch buhez. Boemet on o welout tud lod brezhonegerion -, pell diouzh an Iliz, a ya da chom war ar maez, a labour an douar gant ur gazeg, a fourr patatez, a sav serroù da c hounid legumaj, a asant bevañ ur vuhez paour, digor d ar vuhez dre ma fell dezho sevel tiegezhioù kreñv, bev ha niverus ar vugale enno. Soñjal a ra din e rank krederion an Iliz rannañ ganto o esperañs kristen. Ar Gristenion n int ket komunisted : padal, en Oberoù an Ebestel (Ob 4, 32-35) eo skrivet pep tra a oa boutin kenetrezo, roet e vez da bep hini hervez e ezhommoù. E kelennadurezh sokial an Iliz ez eus ar bonus comune, ar Mad Boutin 1. Ar blanedenn a zo ur Mad Boutin etre holl dud an Denelezh. Da wareziñ eo. War ar poent-mañ eo kristen savboent an amvevadourion. War boentoù all avat n en em glevimp ket ganto, dreist-holl war boent ar frankiz hiniennel war dachenn ar rev. Atav em eus kavet iskis e vijent ken taer evit gwareziñ ar blanedenn, met diouzh un tu all e kredont eo mat ar billulenn, an IVG, ar PMA GPA, an tuneuredoù homo hag all. Ni, Kristenion, a rank bezañ gouest da ziskouez dezho hon esperañs pa-z eo a-bouez evidomp doujañ ouzh ar Grouadelezh evel m eo bet fiziet ennomp. Met ouzhpenn-se e tleomp dispenn o roudoù en hor buhezioù pleustrek : n eo ket a-walc h sevel a- du gant un doare-bevañ kempouezetoc h evit hor planedenn : ober eo a zo d ober! Hunvreal a ran atav en ur Vreizh e lec h e servijfe ar yezh evit gwir da venveg da sevel ur gevredigezh a gevredfe karourion Natur an Aotrou Doue ha karourion an Aotrou Krist, mab Doue, en deus krouet an Iliz da gevrediñ, evel un arc h Noe nevez dirak arvaroù ar Bed, e holl garidi, gwarezet ma-z int enni gantañ met ivez evit ar re na gredont ket, ez eo ret dezho henn anzav gant ur furnez daouvilvedel : an Iliz a anavez an den. T. Gwilhmod 1 "Mad boutin" e kelennadurezh an Iliz a dalvez da lakaat harzoù d'an hiniennelouriezh eta. An douar a zo da wareziñ, ur mad boutin eo. Ar gelc'helenn "Laudate si" ne gomze ket hepken ouzh ar Gristenion hogen ouzh an holl dud er bed. Hor Mad boutin eo an Natur. Ret eo lakaat bevennoù da varlontegezh Mab-den. N'eus ket anv da lakaat an holl da vevañ evel menec'h, a laka int "pep tra boutin kenetrezo" hag a vev diwar nebeut-tre a draoù. A hent-all, ha war un dachenn all, pep pobl, pep broad he deus ar gwir da gaout un douar dezhi ha da vezañ mestr warni: an dra-se en deus ivez da welout gant ar Bonus comune, dre ma-z eus traoù boutin d'ur bobl, evel he ziriad, he yezh, he doareoù-bevañ hag all... hag he lezennoù. Ha kalz a yezhelourion a zo e Breizh? Sed ur goulenn dic'hortoz da lod ac'hanoc'h sur a-walc'h, pa ne ouzoc'h ket moarvat petra eo ur yezhelour. A-raok klask respont d'ar brederiadenn-se ez eomp da zisplegañ petra eo 3
4 un doare den evel-se eta. Ur yezhelour a zo un den (gourfennc her en -our) hag a gemer ar yezh, ar fed yezhel, evel pennabeg da hogos pep tra. Hervezañ, dre ar yezh e teu ar preder, dre ar yezh e teu an ijin ; pep tra a c'hall bezañ displeget gant ar yezh ha dreist-holl, karout a ra e yezh dezhañ, mennout a ra difenn e yezh dezhañ en desped d'ar re all, pa vez kevezerezh etre meur a yezh war un dachennva bennak peurgetket, pa vez diglosiezh eta. Enebet eo ar yezhelour, a-hervez, met pep hini a c'hallo barn, ouzh al liesyezhegezh a zo ur riskl evitañ da welout e yezh karet gwallgaset, mac'homet ha kaset da netra en diwezh. Ar yezhelour a zifenn ar yezhelouriezh, hep gouzout dezhañ a- wechoù, hogen peurliesañ e vez emskiantek eus e yezhelouriezh. E Flandrez da skouer, ur vro hag a anavezan-me un tamm, e kaver kalz a yezhelourion e-touez ar boblañs dre an abeg da vezañs kreñv, ez-istorel atav, ar galleg o kenvevañ nepell, e Walonia met ivez e Flandrez e lec'hioù 'zo. Ranket o deus ar flandrezegerion (a zo izelvroegerion e gwirionez) kemer emskiant o yezh evit he difenn, hag hiziv c'hoazh e rankont ren ur stourm pemdeziek, habask peurvuiañ daoust ma n'eo ket ken aes, evit ma chomfe an izelvroeg ar yezh pennañ ha muiañ komzet e Flandrez. Ar yezhelouriezh eta ne hañval ket bezañ kalz a dra neuze, diwar ar sell kentañ, hogen mont a ra pell a-wechoù ha gouest eo da sevel dizemglevioù ha bretac'h etre ar poblañsoù eus un hevelep mammvro, Belgia da vezañ mammvro ar Flandreziz, ez-kefridiel. E ya, hogen daoust ha ne vefe ket ur bobl all eus ar Flandreziz neuze, daoust ha ne vefent ket Flandreziz hepken ha n'eo ket Belgiz, disrannet ha disheñvel diouzh ar Waloniz c'hallegerion? Ur goulenn mat. Ur respont anat, evidon-me. Ha ne vez ket lavaret amañ e Breizh seurt traoù ivez gant an Emsav? Soñjal a ran er ger-stur (me a gred e oa ur frazenn diwar Anjela Duval zoken) : Da bep lapous e gan, da bep pobl he yezh. Me a sav hep termal a-du gant ar ger-stur-se, ha n'em eus ket aon da lavarout ez on yezhelour. Ma enor a Vrezhon din-me eo, evel-se ez on-me Brezhon. Peogwir am eus ur yezh, peogwir e c'hellan drezi bezañ disklêriet gant ar re all evel ur Brezhon, peogwir e vezan gwelet drezi evel un den ha n'eo ket Gall, pa gomz galleg ar C'hallaoued ; mignoned din zoken, hag int Bretoned, a lavar ouzhin pa erruan : setu ar Brezhon o tont, peogwir e ouian brezhoneg. Evit distreiñ da skouer Flandrez, e ouzer ar 4 c'hudennoù a sav etre an div gumuniezh yezhel abalamour d'o disheñvelded. Mont a ra pelloc'h eget tachenn ar sevenadur ; emsavoù politikel a zo, strolladoù disrannour kreñv, ha kement-se a zo en abeg d'ar yezh. N'eo ket abalamour d'ar relijion pa 'z eus Katoliked eus an div gumuniezh evit-se eo zoken e voent unanet e stad Velgia e 1830, pa veze pouezus ar relijion er mare-se. Ne hañval ket mui bezañ ken bras-se hiziv an deiz plas Doue e kalon ar pobloù europat. Ar yezh, avat, an hennadelezh a zeu diouti, ne lavaran ket. Sed-aze perak am eus goveliet ar ger nevez-se, yezhelouriezh, evit displegañ ma mennozh. Evel yezhelour eta, bremañ ma ho peus komprenet petra oa, e lavaran e ranker komz brezhoneg evit bezañ Brezhon. Ouzhpenn, evel dre un degouezh burzhudus, ar ger brezhon a glot mat tre gant brezhoneg, pa n'eus netra nemet ouzhpennañ al lostger -eg da vrezhon evit kaout anv hor yezh, brezhoneg. Enebiñ a ran ma yezh ouzh an hini a vez klevet bemdez dreamañ e-barzh ar pezh a soñj din bezañ ma bro : ar galleg e Breizh. Soñjal a ra din ez eus ur bobl eus ar gumuniezh a ra gant ar brezhoneg bemdez : ar Vrezhoned an hini eo, diskennidi ar Vrezhoned a zeuas eus Preden d'hol ledenez- Arvorig etre ar bloavezhioù 450 ha 650. Hag ar re all a zo e Breizh emit-hu? Bretoned ez int deuet da vezañ, da lavarout eo Brezhoned a yezh c'hallek. N'int ket kollet penn da benn avat, pa 'z int kenouenn ganeomp e c'hellont, hag e rankont, bezañ advrezhonekaet. Evel estrenien 'zo o tont da Vreizh ivez a-du-all. Brezhonekaat! ar Vretoned hag un nebeut estrenien ivez perak ket, a rank bezañ hor youc'h-brezel. Ha kalz a yezhelourien a zo e Breizh eta? Intentit mat, e-barzh hor c'humuniezh vrezhonek-ni, rak aon am eus da c'houzout ar respont evit a sell ouzh ar gumuniezh-eneb. Unyezhegerion bennek hag aheurtet daonet a gaver enni, e niver bras... Ar gumuniezh c'hallek e Breizh a zo leun a yezhelourion, diemskiantek-krenn, ken santel ma 'z eo ar galleg e kalon pep pobl bet trevadennet gantañ. Ur c hevrin bras. Ken santel evit an darn vrasañ ac'hanomp-ni ivez zoken, evel ur c'hleñved, me a gred. Disakret e rank bezañ ar galleg. Kaoz a vez kalz eus divyezhegezh en hor metoù, kaoz eus lakaat ar brezhoneg par ha par gant ar galleg, ar pezh na zegasfe netra gwelloc'h, a- benn ar fin, eget adkrouidigezh Breizh-Izel enebet ouzh Breizh-Uhel war hir dermen pa 'z afe ar vrezhonegerion e Breizh-Izel hag ar
5 c'hallegerion e Breizh-Uhel, ar pezh a skofe en diwezh ouzh div bobl disheñvelaet hag enebet an eil ouzh eben. Evel e Belgia. Gwashaat fazi honnezh! Ne c'hallomp ket bezañ tomm ouzh hor yezh ha war un dro ouzh an hini he deus distrujet hon tachennva ha strewet hor c'humuniezh e pep korn da Vreizh, deuet da vezañ ar rouedad bresk ma 'z eo hiziv, mantrus. Kaout doujañs ouzh ar galleg, evit ur Brezhon pe ur Breton, a zo bezañ taget gant azonaz 2 Stokholm, aet e karantez ouzh e waller. Yezhelour ez on evit ma vo dreset hor bro, ha ma vo reizhet ar gwall a zo bet graet deomp. Pobl ebet n'he deus div yezh, Bro ebet kennebeut. Ar yezhelourion vrezhon a vefe an holl dud a embann stourm evit ar brezhoneg eta, hag en ur ober kement all, an holl re a stourm evit buhez Vreizh ha gouloù ar sevenadurezh vrezhon war an douar-mañ. An dra-se a zo e askre don pep hini ac'hanomp, hogen al lodenn vrasañ ac'hanomp n'en goar ket, pe ne fell ket dezhi en klevout lavaret, evit abeg-mañ-abeg, mat pe fall, ne varnin ket ar c'hraf-se, hogen mennout a ran dihuniñ ma c'henvroidi vorgousket hag o lakaat da welout petra eo hor pal gwirion, muioc'h eget hon uhelvennad, hon tonkad an hini eo : Breizh Vroadel, da lavarout eo Breizh dieub. Breizh Unyezhek, da lavarout eo Breizh vrezhon. Daou ziaester bras a welan evit seveniñ hor raktres yezhel : 1 Ret hag hollret eo d'ar yezhelourion ober gant ur yezh hepken, ha dre an diouer a dachennva fetis ha poblek ma vez graet gant ar brezhoneg hepken e Breizh n'eo ket aes-kenañ, bountet ma 'z omp re alies da rankout implijout ar galleg. Hogen tu a zo, rak tu a vez atav evit an neb a venn, ret eo en em strollañ ha krouiñ rouedadoù bev, er c'hêriadennoù, er bourc'hioù, er c'harterioù. Ret eo en em lakaat a-du etre un nebeut brezhonegerion a-raok prenañ tiez. Evel ma ra ar Sinaiz e Pariz da skouer. Ster ar gumuniezh o deus ar re-se! Strollañ, krouiñ, sevel, aloubiñ, setu petra eo an hent. 2 Brezhonekaat a dalvez lakaat brezhoneg war ar pezh n'eo ket. Ar panelloù-hent hag al levrioù, er skolioù hag er gourmarc'hadoù, met dreist-holl war an dud o-unan. Brezhonekaat an dud a zo ar pep diaesañ e gwirionez rak, warbouez an nebeudig dister re a youl vat a vez evit deskiñ hor yezh, ar Vretoned ne fell ket dezho en ober. Penaos ober neuze? Dav eo deomp krouiñ ha tizhout sevel ul luskad unyezhek 2 Azonaz : syndrome. 5 kreñvoc'h eget o hini, n'eus remed all ebet. Hini hini hini ebet. Evel ur c'hoari plegañ pognez eo. Div youl enebet ne c'hallont nemet en em flastrañ kenetrezo. Ha sed petra eo hon diaester vrasañ : ne gredomp ket a-walc'h mont a-enep d'hor «c'henvroidi» ar Vretoned. Doujañs hon eus outo hag evel-se en o lezomp en o frankiz da brezeg e galleg dizehan, ganeomp-ni zoken! An dra-se n'eus ket e Flandrez. E Flandrez, n'eo ket rouez gwelout un den o tont d'unan all evit kendivizout gantañ hag en ober a ra e galleg ; egile, feuket, a responto en izelvroeg diouzhtudak. Hag an diviz a c'hall padout evel-se dre m'en em gomprenont, well-wazh! met den en o zouez ne fell plegañ. E Breizh ez eo ar c'hontrol-mik, adalek ma tered ur galleger n'eo ket hepken ouzh ur brezhoneger met ouzh pevar pe bemp brezhoneger zoken a-wechoù, holl int gouest da vont e galleg gantañ, pe dirazañ, evit bezañ seven. Pebezh digalonded memestra! Petra 'lavarfe Nevenoe? Eñ ha ne ouie ket komz galleg! Petra 'lavarfe Roparz Hemon? Eñ hag en deus roet e vuhez evit hor raktres broadel. Dougomp bri dezho ha bezomp dellezek anezho. Ne lavaran ket e vefe ret d'ar Vrezhoned, na d'ar yezhelourion, stourm da vat evit brezhonekadur ar Vro, eleze en ur reiñ o amzer hag o arc'hant ha pep tra, n'eo ket stourmer neb a gar, hogen embann e yezh a-wel d'an holl a vouezh uhel ha paouez da blegañ dirak ar galleg a vefe un deroù-mat. Mont e-barzh ar stalioù ha lavarout «Demat» pa antreer ; sevel e c'houlenn ouzh paotr ar stal e brezhoneg. Ar pal n'eo ket bezañ komprenet, ar pal a zo diskouez ez omp amañ hag e fell deomp kemer hag aloubiñ hor bro. Penaos e ra ar Saozon divezh pa 'z eont-tre en ur stal e Breizh? Alies-tre e vezont klevet o sevel o goulennoù e saozneg, divergont, evel ma oa ret d'an holl gouzout o yezh damc'hermandamlatin, biskoazh kement all! Nann, ret eo deomp bountañ war ar re all, dispont, war hon amezeion zoken. Lavarout «demat» dezho atav, ouzh o tegemer e brezhoneg pa zigorer an nor dezho. Ret eo bezañ jentil ha didruez war un dro ganto. Ar re wanañ a blego da gentañ hag e teuint da vrasaat hor renkoù evel-se, hag o vont war-greskiñ ez aimp evel-se, dre lezenn an niver, ken e teuio hor c'humuniezh da vezañ an hini bennañ, hag an hini nemeti e Breizh a-benn ar fin. Evit klozañ e tamallo din lod ac'hanoc'h ober amañ e Breizh rik evel e Bro-C'hall hon enebour gozh, ur vro yezhelour ken eo, met ur wech
6 ouzhpenn e respontin deoc'h : paouezit un tamm da sellout ouzh Bro-C'hall ha da rebechiñ d'ar vroadelouriezh vrezhon bezañ heñvel ouzh hini Bro-C'hall. Sellit ouzh an Izelvroioù kentoc'h, sellit ouzh Serbia, sellit ouzh Italia, sellit ouzh ar Brezil zoken mar kirit. Sellit ouzh ar bed. Kompren a reoc'h buan ez eus eus ar yezhelouriezh ul lezenn naturel e gwirionez. Dre ar bed a-bezh en em dolp an dud hervez o yezh, bodet int e kumuniezhioù yezhel oc'h ac'hubiñ un takad, ur vro ; nemet e Breizh, evit doare, ma ne vefe hor yezh netra nemet un draig plijus : Brezhoneg ha plijadur evel a glever alies. Setu, krediñ a ra din bezañ dibleget mat a-walc'h gouel ma mennozh deoc'h, daoust ma 'z eo ur pennad bihan hennezh, mennozh ar yezhelouriezh, ha stad ar yezhelouriezh e Breizh. Da bep hini bremañ da glask ober ouzh e wellañ! Evel-just ne vo kastizet den ebet ma ne ra ket eus ar yezhelouriezh abeg-bevañ e vuhez, met dav eo d'an holl ac'hanomp kompren mat penaos e vo adsavet banniel Breizh ha penaos ez aio en-dro war-du an tu mat, an tu brezhon, en amzer dazont. Krediñ a ra din e vo tizhet un deiz ar gouloù gwenn, an uhelbal, ar vuhez vrezhon en hol ledenez karet. Feiz am eus. Tepod Mab Kerlevenez Azonaz Telford Pe drasterezh ar politically correct Telford, kêrbenn ar gwallerezh war blac hed yaouank minorezed : e-pad daou ugent vloaz eo bet gwallet ur miliad a blac hed yaouank, dreistholl eus renkad ar vicherourion wenn, gant gangoù indiat-pakistanat er gêr saoz-mañ, e karter Wellington, e kichen Birmingham, e- kreiz Bro-Saoz. War-lerc h prosez gangoù indiat-pakistanat evit maboriadezh 3 hag houlierezh, ha ma-z eo bet kendaonet seizh ezel anezho (war daou c hant drouktebiad 4 ) da driwec h bloaz toullbac h evit lod, ha betek 22 vloaz evit ur penn-gang, ez eo bet diskuliet ec honder ar marvantr, gant ar sizhunieg saoz Sunday Mirror eus a 12 a viz Meurzh 2018, war-lerc h un hir a enklask. Euzhus ha skrijus eo an traoù deskrivet gant ar Sunday Mirror, harpet war meur a desteni, diaes krediñ e c hellfent c hoarvezout hiziv en Europa. Da skouer, en ur savadur eus ar vali Victoria, lesanvet Ti ar Gwallerezh, ez eo bet korvoet ent-revel degadoù a vugale digastizkaer, adalek derou ar bloavezhioù Evelse, Shahzad Keith Khan en doa gwallet ur plac h yaouank gwerc h 14 bloaz a-raok he gwerzhañ, war ar pardaez, da arvalion evit tost Une nozvezh on bet kaset d ur predti ha rediet da gousket gant nav den, lerc h ouzh lerc h, he deus kontet ur plac h yaouank abaoe, Pa oa unan anezho ouzh va gwallañ, edo an hini da c houde o lostenniñ er skalier. Gwallet a-nevez e voe zoken ar plac h un nebeut 3 Maboriadezh : pédophilie. 4 Drouktebiad : disfiziad, un suspect. eurvezhioù war-lerc h bezañ bet rediet da sioc hanañ. Biskoazh n eo bet lakaet nec het he bourev daoust d ar c hlemmoù ha da destenioù krennardezed. Kavet eo bet gwelloc h gant ar gêrreizh 5 ober van da netra. Marv eo ar bourev e 2015, d an oad a 61 bloaz, hep bezañ bet lakaet gwech ebet, da respont eus e dorfedoù dirak ar barnerezh. Netra n eo bet graet gant ar pennadurezhioù e-pad daou ugent vloaz, daoust d ar gouzavadennoù adlavaret d al labourerion sokial, pa oa muioc h eget 1000 plac h gwallet e Telford, ha ma oa lod anezho dindan 11 vloaz a skriv ar Sunday Mirror, a zo e pennorin an diskuliadurioù. Drammet ha kannet eo bet ar reuziadezed yaouank, a-wechoù da geñver gwalladurioù a-stroll, gant gangoù indiatpakistanat peurgetket. Lazhet eo bet zoken tri ferson ha daou all a zo marvet e-kerzh gwallzarvoudoù liammet gant ar gobidell-se, met aze c hoazh, n eo bet graet netra a-enep ar rouedadoù torfedel-se, pe ken nebeut. Gwazourion kêrel ha kêrreizhourion, a ouie an traoù, o deus kavet gwelloc h tevel, ha zoken digalonekaat ar reuziadezed da zougen klemm, gant an aon da vezañ tamallet dezho bezañ gouennelourion. Ret eo lavarout e ra deoc h, munudoù rukunus enklask ar Sunday Mirror, c hwezhiñ yen. Noz goude noz, on bet rediet da gaout kediadennoù 6 revel gant meur a waz e-barzh primpredtioù 7 heugus ha tiez hudur, he deus kontet ur 5 Kêrreizh : la police. 6 Kediadenn revel : rapport sexuel. 7 Primpredti : fast-food. 6
7 grennardez 14 bloaz, ma oa bet gwerzhet he niverenn bellgomz da vaboriaded. Ret e oa din kemer pilulenn an antronoz div wech ar sizhun da vihanañ, en ur glinikenn lec hel, hogen den ebet n en deus goulennet ouzhin perak. Ar plac h yaouank, brazez div wech, a zo bet rediet da sioc hanañ div wech, ha da vezañ gwallet a- nevez. Krennardezed all a zo bet ivez dezouget a-dreuz ar vro evit bezañ deroet da gantadoù a breizherion. An darn vrasañ anezho a oa plac hed yaouank gwenn, o tont eus renkad ar vicherourion, a resisa ar gelaouenn, daoust ma-z eus bet niveret un nebeut reuziadezed aziat en o zouez. Hennadet 8 e oa bet a-walc h muioc h eget ur c hantad a reuziadezed beziadus 9 etre 2007 ha 2009, gant un enklask eus ar gêrreizh, an oberatadenn anvet Chalice, hogen war an daou c hant disfiziad, seizh hepken a oa bet karc hariet. N eo ket nevez ar saviad pistriusse, a zegas da soñj ivez Anne-Elisabeth Moutet, kronikourez en Telegraph hag er Sun, ret eo gwelout ar pezh a zo c hoarvezet e Rotherham. E-pad bloavezhioù, ez eus bet un dallentez dalc hus ha youlek, a-berzh ar gwazadurioù sokial ha kêrel, a-berzh ar gêrreizh lec hel, dre ma ne glote ket ar fedoù gant an areizh 10 kefridiel. An aergelc h a evezhierezh-se eus an nann-reizh politikel, krouet ganto, en deus kroget e peurrest an amaezhiadurioù all. E miz C hwevrer, e jede un danevell gefridiel, tro-dro da 1510, niver an dud yaouank, abuzet er gêrse, Rotherham, annezad enni, eus Kreisteiz Yorkshire, etre 1997 ha Ur aters a zeu memestra war va genou : Petra a rae kerent ar plac hed yaouank-se er c heit-se? Bez o dije gellet herzel ouzh korvoidigezh revel o bugale, met dispac h revel miz Mae 68 a rae e reuz ivez e Bro-Saoz. Eilet gant ar gêrreizh hag ar gwazadurioù sokial na felle ket dezho digeriñ o daoulagad, e oa gennet ar paourkeizh kerent. Daoust d an anadurezhioù-se, n en deus ket termet penn-polis West Mercia, da lakaat an disfiz war sifroù sebezus ar Sunday Mirror : Ne gav ket din e vefe Telford, gwashoc h eget kalz lec hioù all e Bro-Saoz hag e Kembre, en deus diskleriet Tom Harding war ar BBC. 8 Hennadet : identifié. 9 beziadus : potentiel. 10 Areizh : discours. 7 Daou zoare ez eus da zielfennañ ar c homzoù-se : 1. Diwir eo evit ar gêrreizh ar sifroù roet gant enklask ar Sunday Mirror, a vez dalc hmat war glask ar sebezus hag ar gwerzhañ paper, ha neuze n eo ket ar saviad ken grevus-se. 2. Gwir eo, n eo ket gwashoc h ar saviad e Telford eget e lec hioù all e Bro-Saoz dre ma-z eo heñvel an traoù en holl kêrioù bras Bro-Saoz, aloubet ha breinet gant an enbroerezh muslimat a-yoc h, a zegas gantañ ur sevenadurezh disheñvel pennda-benn diouzh ar sevenadurezh kornogat, ha da gentañ-penn e keñver plas ar merc hed er gevredigezh. Netra nemet en abeg da zezvad 11 ar vaouez vuslimat en Islam, ha ne gomzan ket eus souratennoù lies ar C horan a c houlenn lazhañ Kristenion, Yuzevion, ha kement difeizad (kouffar), mar ne blegont ket d an Islam, e vije bet dleet d ar relijion-se, ha d he feizidi, bezañ difennet en Europa gristen, hag er sevenadurezh kornogat dre vras. Gant an doare ma vez rediet ar merc hed d en em wiskañ hervez reolennoù an Islam, en ur seurt toullbac h gwiad, hervez komzoù ar skrivagnerez gabilat Aquila 12 (burka, nikab, jilbab, hidjab, tchador, haïk, hayek...), e vez kadarnaet renk izeloc h ar maouezed e keñver ar wazed, ha war-un-dro e vez reizhabeget mestroni ar wazed vuslimat war o gwragez hag o merc hed (dirak al lezioù-barn ez eo ret kaout div vaouez evit kevatalañ mouezh ur gwaz). Keñveriet gant dezvad ar maouezed europat, kristenezed pe get, hag o deus an hevelep gwirioù hag ar wazed, ez eo un disivoud evit ar wazed vuslimat ar frankiz-se lezet d ar maouezed. Diouzh ar sav-boent-se, ha gwashaet gant an doare ma vez boas an Europadezed d en em wiskañ, a lez dizolo o divc har hag o divvrec h, e vez sellet ouzh ar maouezed europat evel pa vefent gisti, ha neuze e tellezont bezañ pledet ganto evel gisti gwirion, ar pezh hon eus gwelet gant gwallerezhioù maouezed alaman e Köln da geñver gouel ar Sant Silvestr 2015, hag e kêrioù all en Alamagn hag er broioù skandinavat. Diouzh gwalenn ar rakvarn muslimat-se, plac hedigoù yaouank saoz Telford, en o berrvrozhioù hag en o berrvragoù berr-berr, en o zicheurtoù ken berrall o tiskouez o begel noazh-pilh, e oant jiboez eus an dibab evit ar gangoù indiat-pakistanat hag o zrafik maboriadek, euzhus hag hudur. 11 Dezvad : statut juridique. 12 Lenn e levr : Pour un monde sans Islam, Tatamis Editions.
8 Piv a zo kiriek er marvantr-se? En tu all d an dorfedourion anavezet ha barnet, ez eo ar pennadurezhioù, el liveoù ken lec hel ha provinkel, gant ar servijoù sokial, ar gwazadurioù kêrel, ar gêrreizh lec hel hag ar gêrreizh en he live uheloc h. Gant an holl an hevelep bri douget d ar politically correct : an arabat droukveskañ 13 an traoù, an arabat gourtamall 14, an aon da vezañ tamallet da vezañ gouennelour. Pa vez stoket ouzh blevenn ur muslimad hepken e vez kerkent ar gumuniezhse en e fezh o huchal evel pudasked, soñjit e ludresoù Mahomet e-barzh Charlie Hebdo, kerkent e voe un ersav gwitibunanet a-berzh ar Vuslimiz, ha Kristenion a voe lazhet zoken e broioù zo. Hogen pa vez taget Europiz gant Muslimiz en o zi, er gêr, e vez tavet, arabat gourtamall ar minorelezhioù, n eo ket reizh ent-politikel. Koulskoude e tlefe bezañ heuget pennadurezhioù ar vro, betek o renkadoù uhelañ, gant hevelep sklavelezh : plac hed yaouank eus o gouenn, eus o c henel, deroet d ar vilañ korvoerezh revel gant tud arallouenn degemeret er vro dre garitez evel an hini c hoantaet gant ar pab Frañsez. Er c hwezekvet kantved e veze ivez skrapet merc hed europat a-vil-vern war aodoù Spagn, Provenk, Italia, Sikilia..., gant morlaerion varbaresk, da lavarout Turkiz ottoman. Gwerzhet war ar marc hadoù sklaved, en em gavent war-lerc h-se en haremoù ar sultaned pe er fouzhdioù turkiat. Ur pab kalonek, Pius V, a reas d ar skrapadegoù-se paouez. Dont a reas a- benn da vodañ ul lestraz 15 bras, anvet ar C hevre Santel, 212 lestr ennañ, o tont eus Bro- Spagn, Republik Venezia, Republik Genova, ar Stadoù pontifikat, Urzh Malta, Dugelezh Savoia, a yeas en arbenn d al lestraz turkiat, 251 lestr ennañ, hag e faezhas anezhañ d ar 7 a viz Here 1571, e-tal Lepanto er pleg-mor Partras, e Gres. Dieubet e voe sklav kristen en degouezh-se. E Telford ne veze ket a Vuslimadezed korvoet e trafik ar gangoù pakistanat, ket muioc h eget en haremoù turkiat er c hwec hvet kantved, e-lec h ne oa nemet Kristenezed skrapet, tonket, forzh pegement, d an ifern, hervez souratennoù ar C horan, e-lec h e vez lakaet ar Gristenion, izeloc h eget al loened : Viloc h eget al loened eo ar Gristenion (Koran 8. 22), Ar gwashañ boudoù ar grouadelezh eo ar Gristenion (Koran 98.6). Neuze darvoudoù Telford, Rotherham, hag all e Bro-Saoz, a vefe da varn muioc h e stern ar relijion islamek eget e stern an torfederezh, hag an tagadennoù all a-enep ar merc hed, en Europa a-bezh, a vefe da varn en un doare heñvel : re gköln ha reoù all en Alamagn hag Aostria, re ar broioù skandinavek, div vaouez lazhet e Turku e Finland, div plac h yaouank lazhet e Marseille, e Bro-C hall ha kalz re all. Bez e welan enno un doare da gastizañ merc hed Europa evit ar skouer fall a roont d ar merc hed muslimat e keñver o doare d en em wiskañ, d en em zerc hel er gevredigezh, hag a rofe dezho, tamm-ha-tamm, ar c hoant d en em zieubiñ eus o zoullbac h gwiad, evel ma lavar Aquila, ha diouzh enkrog ar wazed. Kement-se, an holl euzhusterioù a c houzañvomp digant ar Vuslimiz degemeret brokus en Europa, war zigarez karitez kristen dihentet, evel hini ar Pab hag an darn vat eus an eskibion a heuilh feal e sturiadoù, ne zlefe ket bezañ bet dianav da renerion Stadoù Europa. Ha traoù a zo hewel ha komprenadus gant tud ar bobl, a zlefe bezañ dreist-anat evit an tud desket ma-z int, ha koulskoude ne reont netra evit ober d an dra-se paouez. E-gin-kaer e reont o seizh gwellañ evit ma vefe tavet war an drougoberoùse, evel ma voe graet en Alamagn da geñver gwallerezhioù Köln, pe war anv pe orin gwirion atebeion an dorfedoù, pe c hoazh amveziadoù 16 gwirion un drouklazh evel hini ar c horonal Arnaud Beltrame e Trèbes : ned eo nemet warlerc h meur a zevezh da c houde ar marvantr hon eus gouezet e oa bet dic houzouget gant e zrouklazher, ul lidlazh islamek-skouer e stumm un arouez kreñv kaset d ar bed kornogel hag ivez d ar gumuniezh vuslimat. Evit ober d ar c hourzhmonedourion 17 tevel e vez komzet buan eus islamgasaouriezh, ha mar n eo ket a- walc h e vez dic houinet an arm bazooka : oc h ober re veneg eus an dra-se e reer c hoari an FN, c hoari an tu dehou pellañ, evel m en deus skrivet ar sizhunieg gall anvet L OBS pa oa rediet evelkent da gomz eus darvoudoù Telford : C est du miel pour la fachosphère (Mel eo evit ar fask-kelc h). Evit klozañ e lavarfen a-walc h ez eo gouezet an holl draoù-se gant renerion Europa ha mar ne reont netra a-enep, ez eo dre ma-z int 13 Droukveskañ : amalgamer. 14 Gourtamall : stigmatiser. 15 Lestraz : flotte Amveziadoù : circonstances. 17 Gourzhmonedour : un contrevenant.
9 kenwallerion, deuet da vezañ holl bedelourion evel Angela Merkel, Juncker, Macron... hag ar Pab war ar marc had... Gouzout a reont ne vo ket graet melting-pot bras ar vedelidigezh hep na vo taravadurioù 18 hag arzaeloù 19, neuze e lakaont e pleustr ar c hrennlavar poblek : Ne reer ket alumenn hep terriñ vioù, en ur soñjal moarvat e steuzio an euzhusterioù-se gant an amzer, hogen ur poellataerezh berrwel eo an dra-se, rak gant un enbroerezh muslimat a-yoc h en Europa evel ma-z eo deuet da vezañ hiziv, ha c hoantaet forzh gant ar vedelourion, ne c hell mui bezañ anv a enteuzerezh er boblañs europat. En enep-kaer ez arvestomp ouzh krouidigezh ur gevredigezh vuslimat kenstur ha kevezerez, tost ouzh un egin-vroad muslimat en Europa, a gresk buan a drugarez d an enbroerezh, met ivez a drugarez d he feur-genel uhel, pa-z eo ar gevredigezh europat-orin war he diskar, dre lazhañ he bugale gant ar sioc hanerezh ha dre he 18 Taravadurioù : des frictions. 19 Arzaeloù : critiques, contestations. spered a emgablusadur 20 degaset gant ar reizh ent-politikel. E-tal bedelidigezh ar bankerion, ar gellidourion vras ha renerion an embregerezhioù bras etrevroadel, hon eus bremañ ur vedelidigezh all : hini an Islam. Evit ar mare e vez pennlusket an Islam gant ar vedelidigezh doare kentañ, da geñver alouberezh Europa, da skouer, pa wel ennañ he deur, hogen pa vo degouezhet an Islam e barr uhelañ e c halloud en Europa, ha se a c hoarvezo a-benn nemeur mar ne zibikouz ket an Europiz o daoulagad, e c hellfe aes a-walc h an Islam en em dreiñ en-dro ouzh e bennlusker evel ma rafe un naer bet astommet en hon c hreiz. Pa fell deomp koaniañ gant an Diaoul ez eo ret deomp kas ganeomp ul loa hir eme ur c hrennlavar poblek. Disoñjet e hañval bezañ bet ar c hrennlavar-se. 20 Emgablusadur : autoculpabilisation. Donwal Gwenvenez Klask-te an Hini da glask? "Betek ma vo adkavet an dañvad gantañ... Lukaz Gwelout a reomp ar mesaer-se, e zeñved tro-dro dezhañ. E anken a zo hon hini peogwir e oar, peogwir e sant, e ra un dañvad diouer dezhañ. Ezhomm ebet dezhañ da gontañ ha da adkontañ. Gouzout a ra. Santout a ra, evel dindan e groc'hen, ez eus un dañvad ha n emañ ket aze. Hag ez a da glask an hini a zo kollet. Ac'hanta, ne ra ket an neuz da glask. Youlek, peuryoulek ez eo e enklask. Mont a ra betek penn. "Doue, eme Sant Yann, en deus karet kement ar bed m'en deus roet e Vab unganet, evit ma ned aio den ebet da goll."(yn 3.16) Ar barabolenn-mañ a zispleg dimp pegement ez omp karet. D'ar mareoù m'en em santomp lous, vil, pec'her, pell diouzh Doue, neuze avat e par warnomp holl evezhioù Doue. Rak Eñv a zo un Doue war-c'hed ouzh kement den, o c'hortoz ar c'houlz mat, nann evit kastizañ, met evit salviñ. Klask a ra ar riboul a savo c'hoant dimp da zistreiñ. Keit ha maz eus deiz, betek segondenn ziwezhañ ar 24 eur... Soñjal a ra dimp bezañ an dañvad dianket... pe bezañ e-mesk an deñved chomet feal, ne vern penaos e lavar dimp an destenn-se ar garantez a zo gant an Aotrou evit pep unan ac'hanomp. Un 9 enklask hiniennel ez eo. Evit Doue pep den a zo den nemetañ, pep den a zo a-briz. Evit Doue n'eus ket a dropell gant pennoù heñvel-mik. N'omp ket gworzheg 21. N'omp ket pezhioù keneskemmus un euzhus bennak a ardivink. En ur gevredigezh ma weler alies an den enni evel ur rodaoueg a c houlenner diganti ober un dispenn vat, kent bezañ, hor feiz avat a c'houlenn diganimp sellout ouzh pep hini evel un hinienn n'eus nemeti. Sellout ouzh ar bersonenn evit hec h-unan. Ne vern peseurt neuz a zo dezhi hag e lec'h er gevredigezh. An div barabolennig-se, hini ar mesaer o tilezel an 99 dañvad er gouezlec'h evit mont war glask an hini en deus tec'het. Hini ar vaouez-se hag a ra chervad gant he amezegezed evit ur gwenneg toull adkavet dindan ur pezh-arrebeuri, an div gontadenn-se a lavar dimp eta un dra bennak a- bouez a-zivout Doue : evitañ pep den a zo dibar. Ha pep den a zo enklasket dibaouez gantañ. Ha bremañ, maz omp klasket evel-se gant Doue, ma red davedomp, penaos chom hep redek davetañ? Gant pe gwirionez e c'hellomp-ni distagañ, bremañ, komzoù berv ar salm 27 : Lavaret he deus va c'halon : Klask e zremm! 21 Gworzheg : chatal, saout (brezhoneg Gwenrann)
10 Da zremm, o Doue, e glask a ran dalc'hmat. Arabat kuzhat ouzhin da zremm...! Daoust ha klask a reomp-ni hor Mesaer Mat, evitañ E-unan, evit E anavezout, evit E garout, bale war e roudoù. Neuze ez eo asur e vo kejadenn, rak Eñv a zo, da gentañ, war glask ac'hanomp. Eñv a zo, da gentañ, ouzh hor c'harout. D'ar 27 a viz Kerzu 1979, e-kerzh un emgav e Roma, Yann-Baol Il en deus termenet an den e- giz ur boud hag a glask. An den, emezañ, a zo ar boud war glask Doue. Liesstumm eo hentoù an enklask-se. A-wechoù, e seblant eeun ha tost an hent-se. A-wechoù all ez eo diaes, troidellek, pell. Kalz tud o deus danevellet o baleadenn da Zoue. Niverusoc'h eo evelato ar re a dav hag a vir ganto ar pezh o deus arnodennet. Klasket o deus. Kollet o deus o hent. Adkavet eo bet ganto. Kement-se avat eo o sekred. An den eo ar boud a glask Doue. Se a zo ur wirionez, un diarvarenn. Ur wirionez stourmet outi, nac'het a-priori gant an dizoueadegezh hag a zrast, a vuturn, e meur a zoare, an enklask-se a Zoue, er vuhez kevredigezhel, foran ha sevenadurel. Ur seurt emzalc'h, eme ar Pab, a zo enebek da wirioù-diazez mab-den... Ya, kaer eo klask Doue ha degas a ra briegezh d'an den. Mab Doue a zo deuet er bed-mañ evit ma c'hellfe an den en em gavout gantañ. Jean Rostand, ar bevoniour brudet, a oa kerse gantañ en abeg ma ne c'helle ket krediñ hag a lavare un deiz, d'an Tad Carre O.P.: Ma vijec'h ken prederiet ha me gant Doue, e vijec'h holl sent. Daoust ha bez emaon war glask eus an Douese, o redek war va lerc'h evel ur foll? Youenn Troal 17 Gwengolo 1989, Ar Releg Notennoù diwar an darvoudoù gant Yann Maneguen E 2017 e oa bet troet ar Bibl e 674 yezh, hervez an ABU (Emglev Biblek Etrevroadel), 49 ouzhpenn er bloavezh-se, en o zouez ar Mabaneg (Kreisteiz Soudan) hag an Taraoeg (India). E-touez ar 7100 yezh bennak a zo bet renablet, 3324 o deus da vihanañ ul levr eus ar Bibl troet en o yezh. E brezhoneg hon eus unan klok ha katolik abaoe 1983 (An Tour-Tan evit an Testamant kozh e gwerzh ganeocmp 50 euro -, hag an Testamant nevez gant Al Liamm (diviet) hep kontañ troidigezhioù all evel re Guichou (2002), Kevreuriez ar brezoneg (1988), Danielou (2013) ha Klerg (Leksionalioù ). Hervez ur c'houlennadeg, 80 % eus an Tchekezed o deus sioc'hanet o babig a oa rediet d'henn ober. Aes-tre eo sioc'hnañ er vrose. Abaoe 1990 ez eo bet rannet dre dri ar sifroù : eus sioc'handur e 1990 e oa bet er bloaz Hiziv an deiz ez eo c'hoazh etre 10 ha 15 % eus ar vabiged techek a vez lazhadeget bep bloaz. E Frañs ez eo war-dro 20 %. En NAONED eo bet prestet chapel an Itron Varia ganet dinamm, bet savet gant an dug Frañsez II, da Vreudeuriezh Sant Pius X da c'hortoz e vefe peurechuet savadur nevez o iliz straed François Bureau (a oa gwechall un hangar, evel e Brest). An Aotrou 'n eskob James 10 en deus disklêriet ne c'helle ket nac'h seurt prestadenn o vezañ ma prest unan all d'ar Reizhkredennerion (straed Gaston Turpin). Div wech e miz Ebrel e oa bet aozet gant ar blog Feiz ha Breizh adkristenaat Breizh-, emvodoùpediñ war-dro ar chapeled er chapel gaer-mañ. An Aotrou 'n Eskob LEVERT a zo bet lakaet da eskob-skoazeller Bourdel, ar pezh en deus lakaet ur person bet gwechall e kumuniezh sant Marzhin eveltañ da reiñ e zilez! Gobidell Telford (Bro-Saoz) : harzet eo bet Tommy Robinson, diazezer an English Defence League, ha kendaonet da 13 miz toullbac h en ur ober pemp eurvezh, d ar 25 a viz Mae e Leeds. E dorfed : bezañ klasket restadenniñ digoradur prosez ar gangoù maboriadeion a orin pakistanat, e kêr Telford (lenn pennad D. Gwenvenez Azonaz Telford ). Kendaonet eo bet evit bezañ trubuilhet an urzh foran. Harzet eo bet pa rae e restadenn war dreuzoù al lezvarn. Dalc het e oa ar prosez-se en un aergelc h tenn. Tamallet e oa ouzh ar pennadurezhioù breizhveurek da vezañ goloet oberoù maboriadek ar rouedad houlierion pakistanat, hennadet abaoe bloavezhioù hir. Setu perak e oa bet berzet gant ar barner ober bruderezh en-dro d ar prosez-se, a zlee bezañ dalc het disforan (à huis clos). Strewet buan, dre ar rouedadoù sokial hag er meziennoù, eo bet keloù harzidigezh
11 Tommy Robinson, en Europa hag er bed a-bezh. Un ervennadeg o c houlenn e zieubidigezh, skrivet en eizh yezh, a zo bet kaset da Theresa May, tevezeg Breizh-veur, d an 30 a viz Mae, warni sinadur. Bez ez eo un droukziraez ouzh ar frankiz eztaoliñ. M en dije sellet prosez Telford ouzh stourmerion an tu dehou pellañ, e vije bet holl meziennoù ar reizhiad er renkoù kentañ, hogen evel m emañ liammet ouzh an enbroerezh-alouberezh, e vez roet urzh tevel. Kroazioù e Bavaria : Gouarnour Bavaria, Markus Söder, tra dibaot, n eo ket katolik met lutherian. Divizet en deus, d ar 24 a viz Ebrel 2018, e vo hiviziken ur groaz (krusifiks) e halldegemer pep savadur foran e Bavaria, adalek ar c hentañ a viz Mezheven. Da notañ, e 1995 e oa bet retiet endev, gant Land Bavaria, lakaat krusifiksoù er c hlasoù skol. Degemeret mat eo bet gant ar boblañs diarbenn ar maodiernprezidant nevez, en ur vro bet keñveriet, gwechall, gant hor Breizh katolik, gant an Alamaned. Koulskoude ez eus bet un eneber dic hortoz, a zo bet arc heskob Munchen ha Freising, Reinhard Marx, e-unan, en deus diskleriet e oa un doare disakridigezh (sakrilaj) e divizadenn ar maodiern-prezidant. Pa ouezer ez eo an arc heskob unan eus harperion fealañ ar Pab Frañsez, n hon eus ket da vezañ souezhet, hogen evit kalz ar feizidi e vo gwelet aze un torr ouzhpenn a zo o kreskiñ etrezo hag ensavadurioù an Iliz. Kresket eo a galz an enbroerezh da Europa er bloavezhioù-mañ. Unan eus ar sifroù kefridiel eo an estrenion o deus gounezet ar sitoaianelezh en ur riezstad eus an UE, tost da ur milion ( e 2016; e % anezho a oa sitoianed ur riezstad all eus an UE. en ur ober bloaz. E Frañs ez eo , en o zouez, renket diouzh o fouez en enbroerezh en UE ez eo bet graet Fransizien nevez eus Marokoiz 17700, Turked 5700, Aljeriz 17600, Rused 4100, Kolombiz 770, Tunisiz 7700, Peruviz 380, Sinaiz 2060, Senegaliz 3350, Serbiz 1600, Siriz avat n'eus bet nemet 650 (5%) o deus bet a sitoaianelezh c'hall, da geñveriañ gant teir riezstad Norzhafrika : 36 %. Kalz eus an enbroidi-se en UE a zo Roumaniz (Italia), Turked (Alamagn), Pakistaniz (Breizh-veur). Polonia ha Roumania eo an div riezstad a ro ar muiañ a dud o kemm sitoaianelezh e diabarzh an UE. 42 % eus an Afrikiz yaouank, etre 15 ha 25 bloaz a fell dezho kuitaat o bro. Begenn ar c'hevandir-mañ a gaso o mennad da benn ha n'eo ket evel-se e vo roet un dazont evurus da Afrika. E 2015 eo diskennet niver ar vugale estren eus Frañs kinniget da vezañ advabet e Frañs : n'eus bet nemet 815. An abeg bras eus ar c'hoazhadur eo lezenn Taubira : kalz broioù a nac'h hiviziken kinnig d'an advabañ e Frañs en abeg d'al lezennse a vir ouzh ar vugale da bourchas dre ret d'ar bugel un tad hag ur vamm. E-keit-se e c'hourdrouz ur gevredigezh, enni koubladoù paotred a fell dezho advabañ, ober gant ar GPA ma ne vez ket roet dezho bugale da advabañ. Gwir eo n'eus bet nemet (?) dek koublad oc'h advabañ e Frañs betek-henn. Tamall a reont ar pennadurezhioù a "heñvelrevgasaouriezh", daoust maz eus un abeg all, a zo anat da gement den a chom poell gantañ. Met re all zo ouzhpenn : da skouer an oad keitad er c'houbladoù-se a zo ouzhpenn 50 vloaz, ha ne roer morse da advabañ pa vezer en tu all da 40 vloaz. An arguzenn bennañ a chom e klasker mad ar bugel : ar familh naturel a zo un tad hag ur vamm. An advabañ n'eo ket ur gwir da gaout bugale, n'eo ket graet evit bastañ da ezhommoù an dud en oad, met da wareziñ bugale gwallgaset gant ar vuhez. Gant ti-embann "An Treizher" 17 bali ar Marne e Gwengamp (22200) e c'heller urzhiadañ trede embannadur (kresket ha moullet brav) "Ar Goueler Kelt" Turiaw Ar Menteg, dindan an navad "Goueler Kelt an Iliz Kevollel Reizhvriek", da lavarout eo deiziadur sent reizhvriek Breizh ha Keltia, ur "gounadeg a'r sent "; 1O euro eo ar priz (lakaat un tammig muioc'h evit ar mizoù-kas). Buhez hon Emglev Ur raktres skaouted divyezhek katolik a zo o c'hoiñ er Folgoad evit an distro-skol. Ur c'helou mat eo evit an tiegezhioù. Titouroù : skouted.arfolgoad@gmail.com Tro Breizh 2018 : poent eo lakaat e anv Galvadenn : Laouen e vefe rener ar gazetenn Ya!, Yann-Fañch Jacq, kaout danevell an TRO BREIZH 2018 Landreger-Sant Brieg a-berzh ur brezhoneger(ez) bennak. Luc'hskeudennoù a 11
12 vefe lakaet ivez eveljust (tu zo da gavout unan evit-se aes-tre). Poent-bras eo lakaat e anv evit an Tro Breizh a vo eus an 31/7 d'ar 5/8/18 : dre ar genrouedad an hini eo e vez graet an eskrivadurioù hiviziken. Bodad Ar Bibl : en aner hon eus goulennet digant eskob Sant-Brieg ur skrid-kinnig evit ur Bibl aozet dindan renerezh Maodez Glanndour. Hanter-kant bloavezh a labour-treiñ diwar mamennoù gresianek hag hebraek ar Bibl bet an imprimatur gantañ, met dianket gant eskopti Sant Brieg! Un eilenn eus ar skridoù diembann hon eus fiziet enno a-nevez daoust d'an nac'hadenn. Rener bodad etreeskoptiel ar brezhoneg en deus skrivet deomp diouzh e du d'hor c'helaouiñ n'eus ket ar gwir gant katoliked, hervez ar gwir kanonek, da embann ur Bibl hep aotre an Iliz! Setu c'hoazh un heuliad eus afer ar skritur a reas d'an eskob Fave ha d'e warlerc'hierion nac'h talvoudegezh labour dispar Beleien Treger a fell deomp embann. Bodad Liderezh an Eurioù : An trede levrenn a zo echu (1736 pajennad), war bouez ar menegva a zo war ober. Pellgargañ a c'heller hiviziken eta e brezhoneg diwar al lec'hienn an tri c'hard eus Liderezh an Eurioù en hor yezh a-drugarez da Baol Kalvez. Tu 'zo ivez da bellgargañ skrid "Kinnigadur Liderezh an Eurioù", ar skrid kefridiel kant pajennad a-berzh an Iliz a zispleg dre ar munud penaos eo ar Brevial Nevez goulennet gant Holleskebbod Vatikan II. Emvod meur hon Emglev a vo d'ar Sul 15 a viz Gouhere 2018 : - 10 e 30 Oferenn divyezhek e Sant Houarzhon Landerne ; - Pred lodennet e Kergreven Trelevenez : pep hini a zegas un dra bennak ; - 14 eur : baleadenn da lakaat ar boued da ziskenn ; - 15 eur : Emvod meur. Kroget e vo gant kaougantadur ar c'hinnig da zispartiañ a-raok ar bloaz a zeu ar C'hannadig diouzh Emglev An Tiegezhioù e-unan. Kannadig Imbourc'h a chomo well-wazh pezh ez eo bet betek-henn, da lavarout eo ur gelaouenn zieub da glask sevel evidomp hon unan ur preder broadelour a spered kristen, ur spered kristen na vir ket ouzhimp da vurutellañ ar pezh a c'hoarvez e diabarzh an Iliz zoken. Da c'hortoz ar c'hemm-se, o vezañ m'eo skrivet e devedoù EAT ez eo ur gevredigezh katolik e vo enouestlet ar gevredigezh da Galon sakr Jezuz, dre ur bedenn a gaver endeo war al lec'hienn. Renta-kont ha kontoù ; dilennidigezh ar C'huzul-Merañ hag ar burev eur : gweladenn aod Logonna- Daoulaz (Ar Bendi), kalvar Rungleo, chapel santez Varc'harid, porzh an Ospital-Kamfroud. E miz Mae eo aet Yann Talbot da Anaon da 78 bloaz. Ezel feal da EAT ha kenskriver d'ar c'hannadig e oa ur beleg broadelour anezhañ, evel Marsel Klerg hag Armañs ar C'halvez. Gant hemañ e voe oberiant e Breuriezh Sant Erwan, e tolead Lannuon, e c'hêr c'henidik. Aotreeg war an Istor-Douaroniezh e oa aet d'ar c'hloerdi er bloaz 1968 ha graet en doa neuze e studi war ar brederouriezh hag ar feizoniezh en Anjev. Beleget e 1974 e voe Person Rostren e lec'h ec'h aozas "Kampoù Katekiz" e brezhoneg e-pad 12 vloaz, adalek Goude-se e voe anvet da berson e Landreger a-raok distreiñ e Lannuon, e presbital kozh Brelevenez. Taget e oa gant ur c'hrign-bev diremed abaoe meur a vloaz. Nevez deuet-er-maez, romant Eodez evit krennarded ha krennardezed Breizh, "Galv ar Ouenn", a oa bet anv anezhañ e niv. 103 Kannadig Imbourc'h. Priz franko : 6 euro. Kas ur chekenn da EAT, Kergreven Trelevenez. Mererezh : 18 eo ar skodenn emezelañ da EAT a ro ar gwir da resev Kannadig Imbourc'h. Talet e vez e penn-kentañ ar bloaz (pemp kasadenn da vihanañ, pevar e 2018). Ar chekenn a zo da gas war anv EAT pe Imbourc'h da : E.A.T., c/o Yann MIKAEL 12 straed René Giraud BLAEN - Roll an niverennoù pe oberennoù n'int ket c'hoazh diviet a c'heller kaout o skrivañ pe war : Skridaozerezh : Ar pennadoù a zo da gas da : jean-mariemichel@neuf.fr, pe dre ar Post da rener Kannadig Imbourc h : Yann MIKAEL, 12, Straed René Giraud, BLAEN. Ar pennadoù ne engouestlont nemet ar re o deus skrivet anezho. Moullet ez-prevez gant an embanner : Emglev an Tiegezhioù Kergreven Trelevenez. ISSN : X 12
Sinema e brezhoneg evit ar skolioù TROIAD 2019 DOSER EVIT AR SKOLAERIEN
Sinema e brezhoneg evit ar skolioù TROIAD 2019 Sinema e brezhoneg Ur programm evit ar begoù lipous! 4 berr-metrad bevaat C hwezh vat ar c harotez kinniget gant Arnaud Demuynck DOSER EVIT AR SKOLAERIEN
Ahelioù simetriezh. I. Ahelioù simetriezh ha lunioù. Dizoleiñ. 1. Setu un nebeud lunioù, dezho ahelioù simetriezh da adkavout. 2.
5 helioù simetriezh I. helioù simetriezh ha lunioù 1. Setu un nebeud lunioù, dezho ahelioù simetriezh da adkavout. Dizoleiñ dsav anezho teir gwech brasoc h ; didroc h pep hini. Dre blegañ, adkav ahelioù
STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ
STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ 11 Stadegouriezh deskrivañ Hollekadurioù 11.1 DIVOUD AR STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ 11.1.1 Digoradur Boas eur da lavarout e teraou ar stadegouriezh arnevez war-dro 1660 gant labourioù
Kartenn Europa treuzfurmet get ar brezel Perak e kas ar gartenn nevez a Europa kement a gudennoù etre ar Stadoù?
Kartenn Europa treuzfurmet get ar brezel Perak e kas ar gartenn nevez a Europa kement a gudennoù etre ar Stadoù? War-lerc h ar brezel e voe bet 5 feur-emglev sinet etre ar stasdoù-trec h hag ar re drec
Ar vonarkiezh vonreizhel fin Eost 1792 I. Bro C hall nevez
Ar vonarkiezh vonreizhel fin 1789- Eost 1792 I. Bro C hall nevez A. Ur Vonreizh nevez embannet d ar 1/10/1791 1. Get piv e veze dilennet ar Vodadenn E-barzh? ar Vonreizh savet e 1791 emañ ar vroad a c
kaier AN ABADENNOU EVIT AR SKOLIOU kelc h 1 kelc h 2 kelc h 3 An traoù da c houzout MIRDI AR BEZHIN HAG AR VEZHINERIEN
An traoù da c houzout Plougerne Evit dont betek amañ : An Hent bras N12-N165 Porzh-nij Brest Gwipavaz - 25 Km Porzh-houarn Sncf Brest - 30 Km Kirri-boutin Brest-Plougerne Porzh Mor Rosko - 30 Km kaier
Bodañ a ra an darvoud-se ouzhpenn a dud. Ur brud a ya dreist harzoù ar Vro.
Hag e talc'h ar brezhoneg da vont, hag e talc'h ar Redadeg d'ober berzh Pegeit 'zo emañ Yann C'hall o klask mougañ hor yezh? 200 vloaz 'zo, un tamm muioc'h moarvat. E-giz pa vefe ar brezhoneg un dañjer
Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit gwellaat buhezegezh niverel ar brezhoneg
The Digital Language Diversity Project Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit gwellaat buhezegezh niverel ar brezhoneg Embanner Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit
Listenn sinerien Bro Dreger ha Goueloù o deus kaset oberoù da benn BENAC H KAWAN
Listenn sinerien Bro Dreger ha Goueloù o deus kaset oberoù da benn BENAC H DAVEENNOÙ OBEROÙ TI AR C HAMPOUZ Ti-krampouezh 13 plasenn an iliz 02 96 43 00 01 tiarchrampouz@orange.fr Roll-meuzioù Kartennoù
Skolidi skol Rohan Gwened Miz An Azvent 2009
Skolidi skol Rohan Gwened Miz An Azvent 2009 Titl ar levr Piv en deus skrivet ar levr? Piv en deus skeudennet ar levr? Piv en deus embannet ar levr? Tev eo Teo Skol Roc'han Gwened 2009 - p1 Chapistroù
Imbourc h KANNADIG. Gwalloberoù an hiniennelouriezh... pe un ifern pavezet a ratozhioù kaer
KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 101 Mae Mezheven 2017 Priz : 3 Gwalloberoù an hiniennelouriezh... pe un ifern pavezet a ratozhioù kaer En hor c hevredigezh a-vremañ, goudearnevez
[ EVIT UR C'HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! ] EVIT UR C'HLEWELED E BREZHONEG!
Kredomp stourm, kredomp bezañ trec'h! [ EVIT UR C'HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! ] TV TASMANT EVIT UR C'HLEWELED E BREZHONEG! Gouere 2009 HUCHADEG EVIIT UR C''HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! Rankout a ra ar brezhoneg
Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ. II. Ur brezel distrujiñ
Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ I. Mareoù pennañ ar brezel II. Ur brezel distrujiñ III. Gouennlazh ar Yuzevien hag ar Dziganed Emgann Stalingrad
Listenn sinerien Liger-Atlantel o deus kaset oberoù da benn AR BAOL-SKOUBLEG
Listenn sinerien Liger-Atlantel o deus kaset oberoù da benn AR BAOL-SKOUBLEG DAVEENNOÙ ASSOCIATION CULTURELLE DE LA BAULE 24 avenue de Uhelgoad 02 40 24 56 29 TI-KRAMPOUEZH «AR BOLE» 36 avenue du Général
Prederiadennoù war an dic houest mama-z omp...
KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 93 93 Here Du - Kerzu 2015 Priz : 3 Prederiadennoù war an dic houest mama-z omp... An dic houest ma-z omp da stourm a- ez eo, ha se n eo ket ur saviad
Imbourc h KANNADIG. Kaezar ne oa ket andoueour. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 103 Here Du - Kerzu 2017 Priz : 3
KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 103 Here Du - Kerzu 2017 Priz : 3 Kaezar ne oa ket andoueour Abaoe beziadelezh 1 pouezusozh-pouezusañ an Islam e Bro-C hall hag e arc hadurioù niverusoc
War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXI vet Kantved
War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXI vet Kantved Deskiñ d An Oadourien Miz Even 2017 Deskiñ d An Oadourien Kengevredigezh ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet eo DAO, ur pemp ha tregont a framm
E U R O P A D39 D3 D11 D20 D35 D35 D10 D26 D An Ahel: A Z I A. Ar Gevredidi: D41
D3 D11 D20 D35 D35 D39 E U R O P A D10 D26 D31-27-33 An Ahel: Ar Gevredidi: D24 D32 D41 A Z I A Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ I. Mareoù pennañ
KANNADIG Imbourc h. Galloud an Arc hant 1/ Priz : 3
KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 74 Genver C hwevrer 2012 201 2 Priz : 3 Galloud an Arc hant 1/3 Marv Danielle Mitterand, intañvez da François Mitterand, bet prezidant gall e-pad
Taolenn. 1 AÑ LODENN : DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL I. Deskiñ ar yezh II. An divyezhegezh abred III. Al liammoù etre ar remziadoù...
Taolenn Digoradur... 7 1 AÑ LODENN : DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL I. Deskiñ ar yezh... 12 A. An deskadurezh divyezhek... 12 B. Reiñ un tañva eus ar brezhoneg... 14 C. Ar c hentelioù evit an dud deuet... 14
Ar prosez. Franz Kafka. Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen
Ar prosez Franz Kafka Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen Savet eo bet an droidigezh-mañ diwar embannadur kentañ ar skrid orin bet moullet er bloavezh 1925, un nebeud mizioù goude marv Franz
Imbourc h KANNADIG. Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc hded
KANNADIG Imbourc h Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 87 Gouhere Gwengolo 2014 Priz : 3 Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc hded E deroù miz Gwengolo e oa bet embannet ar gemennadenn-mañ
KIS-849 Hanc herieg ar mol
KIS-849 Hanc herieg ar mol (YBAN 17 0 05) Bremañ ur c hraf all en dro d ar Gl. mole. E dibenn dezrann ez eus daou bar da gemer e kont : hini an atom(enn) ha hini N atomenn. Heñvel dra evit ar volekulenn
DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG ER VRO-WENN HAG ER BRIVER
DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG ER VRO-WENN HAG ER BRIVER DOARE NEVEZET 2004-2010 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ 2011 Digoradur Ur steuñv hollek da ziorren ar brezhoneg, Brezhoneg 2015, a
Miz Even Priziadenn. Évaluation de breton. Live B1. Teul (lenn & skrivañ) Anv : Kevredigezh :
Miz Even 2010 Priziadenn Évaluation de breton Live B1 Teul (lenn & skrivañ) Anv : Kevredigezh : 1 Pennad tennet diouzh ar blog : A! Lenn (http://alenn.nireblog.com) Ar skritur-se a blij din kalz peogwir
IMBOURC'H. Hennadelezh Vroadel. 5 Kantadoù Aldjerianed c hall pe Gallaoued aldjerian - se zo. «Brezhon». 7 barnverk : critère.
KANNADIG IMBOURC'H Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niverenn 63 Du Kerzu 2009 Priz : 2 Hennadelezh Vroadel Er C hwec hkogn ez eo bet lusket gant ar gouarnamant gall ur breutaerezh bras a-zivout an hennadelezh
PRIZIOÙ DAZONT AR BREZHONEG 2011
AL LOREIDI Gwener 17 a viz Mezheven Gwened RUMMAD KEVREDIGEZHIOU 3 Hipolenn E 2007 e oa bet krouet Hipolenn gant un dornad tud pitilh gant al levrioù hag ar brezhoneg. Broudañ al lenn brezhoneg e-touez
Levrig ar mestr Kelc hiad 2
Levrig ar mestr Kelc hiad 2 Savet gant : Véronique Tomaz (Landerne) Marie-Françoise al Lae (Roazhon) Joseph Madeg (Roazhon) Anne Bilieg (Konk-Kerne) gant skoazell Tieri Sezneg, kuzulier pedagogel Skipailh
Diell 1: gwir-votiñ evit ar vaouezed (1944) Diell 2: adsevel Frañs.
Etre 1944-1958: I. Stad ekonomikel ha politikel Goude an eil-brezel-bed: prantad ar puriñ( skarzhiñ ar re o deus kenlabouret get ar renad Vichy Ekonomiezh bresk ha da adsevel Ar verregezh, ar revoneizadur
SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2011
SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2011 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ DU 2011 Sifroù distro-skol ar c helenn divyezhek e 2011-1 E 2011, evit ar 34 e distro-skol da-heul, e talc'h
IMBOURC'H. Krennlavarioù miz Meurzh. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 65 Meurzh - Ebrel 2010 Priz : 2
KANNADIG IMBOURC'H Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 65 Meurzh - Ebrel 2010 Priz : 2 Krennlavarioù miz Meurzh Miz Meurzh gant e veurzheri, a ra d ar c hwrac h staotañ e-barzh an ti ha d he merc h kenkoulz
The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827
Public Domain Language: Brezhoneg (Breton) Translation by: Jean-François le Gonidec 2014-08-11 ii an Bibl The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de
UR MIRDI TROET A-VISKOAZH WAR-ZU ARZ E AMZER
E-kreiz ar mirdi > Mirdi an arzoù e Naoned > An istor UR MIRDI TROET A-VISKOAZH WAR-ZU ARZ E AMZER Krouet e oa bet mirdi an arzoù-kaer e 1801 gant Napoleon Bonaparte, war un dro gant 14 mirdi all e Frañs.
Kenfeurelezh, dregantadoù
14 Kenfeurelezh, dregantadoù I. Kenfeurelezh 1. Prizioù Un euro eo priz pemp madig. Peurleugn an daolenn-mañ pa ouzer na vo distaol ebet war priz ar madigoù ma prenez meur a hini. Sav ur grafik hag a ziskouez
Erle a zistroas d e vurev, mezhek. Kemer a reas ar gazetenn ha kregiñ da lenn, aketus. Gwelet fall e oa gant ar rener abaoe ar penn-kentañ.
1. Roazhon. Kae Richemont. 8 eur 23. Ur paotr yaouank a rede, o tigareziñ bep tro ma yae da stekiñ ouzh unan bennak. Diwezhat e oa evel boaz. Hag e vantell o nijellat en avelig beure, gant ar pres a oa
DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO REDON HAG AR GWILEN
Diazezadur publik a genlabour sevenadurel Établissement public de coopération culturelle DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO REDON HAG AR GWILEN DOARE NEVEZET 2004-2010 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ
An Dañserion-noz. An dud é c hoari. An Dañserion-noz
A-raok c hoari An dud é c hoari Gaodig Ar Beleg Unan eus ar seizh dañser-noz A-raok c hoari Ar Priñs yaouank Ar c hi Fidelig Tud all : Ar C honter Paotr ar c harr An Evn Ar C honter Ur wezh e oa un itron
Niveroù relativel. I. Degouezhioù. Dizoleiñ. 1. Ar bignerez bennfollet. 2. Al lestr-spluj m. 400 m. 500 m. 3.
12 Niveroù relativel I. egouezhioù 1. r bignerez bennfollet Ur bignerez a lak an dud da vont a-us pe dindan an douar. -benn diforc hiañ an daou zoare da vont e vez skrivet : «+» dirak an estajoù a-us d
SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2012
SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2012 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ GWENGOLO 2012 Sifroù distro-skol ar c helenn divyezhek e 2012-1 E 2012, evit ar 35 vet distro-skol da-heul,
A-bouez eo bezañ kelaouet Da vare an distro-skol-mañ e fell deomp diskouez deoc h eo mat bezañ koumanantet da Ya!, evit meur a abeg.
ISTOR SKIANTOÙ 484 Memor ar vro Gant Yann Bijer Kenlabour evit merañ an egor 19 a viz Gwengolo 2014 p. 8 p. 4 A-bouez eo bezañ kelaouet Da vare an distro-skol-mañ e fell deomp diskouez deoc h eo mat bezañ
Kêrioù. Arz. Glad Kêrioù Breizh.
Kêrioù Arz Glad Kêrioù Breizh www.cites-art.com 8 31 Kêrioù Bihan Breizh 8/9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 Digoradur Bazeleg-ar-Veineg Begerel Kastell-Geron Kastellaodren
Dibabet eo bet lec hioù loc hañ ha degouezh Redadeg 2016!
La course pour la langue bretonne Dibabet eo bet lec hioù loc hañ ha degouezh Redadeg 2016! Ar Redadeg a di da di BP 15 35310 Morzhell / Mordelles darempred@ar-redadeg.org - 06 08 64 99 72 - http://www.ar-redadeg.bzh
Ar redadeg stlejelloù Emañ ar gomz gant ar skolidi Ar menezioù uhel AR CHAS HUSKY Embannet gant TES 220 TE 260 ISSN
Kelaouenn ar skolioù Emañ ar gomz gant ar skolidi Miz Gouere 2012 Niv. 22 Ar menezioù uhel Setu ar c hêrioù bras e-lec h ma oamp tremenet : Sant-Brieg, Roazhon, Le Mans, Chartres, Évry, Auxerre, Bourg-en-Bresse,
DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO PLOERMAEL KALON BREIZH
DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO PLOERMAEL KALON BREIZH DOARE NEVEZET 2004-2012 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ 2012 Digoradur Ur steuñv hollek da ziorren ar brezhoneg, Brezhoneg 2015,
KAVADENN AR SKRITUR. Diell 1 : Arouezennoù gennheñvel. ur genn
Diell 1 : Arouezennoù gennheñvel 1 ur genn Unan eus al lizhiri kaset gant Touchrata, roue Mitanni, da Amenofis 3 (Mezopotamia, -1500 a-raok J.-C.) evit aozañ un eured. Skrivet e linennoù, ha rannet pennadoù
MALI AR MERC HED TESTENNOU AN DISKOUEZADEG E BREZHONEG
MALI AR MERC HED TESTENNOU AN DISKOUEZADEG E BREZHONEG Gant Mali ar merc hed, mirdi Breizh, anezhañ ur mirdi rannvroel troet wardu an Dud hag ar c hevredigezhioù, a gendalc h da blediñ gant sevenadurioù
Mirdi Breizh KREDIÑ A RAN, NE GREDAN KET
Mirdi Breizh KREDIÑ A RAN, NE GREDAN KET C hoari loto d ur gwenervezh 13, tremen dindan ur skeul... Peseurt plas a roomp-ni en hor c hevredigezh d ar pezh a vez graet an direzon anezhañ gant ar speredoù
AL LIAMM 72. AL LIAMM Tir na n-òg NIVERENN 72. Genver - C'hwevrer 1959 TAOLENN. 15ved BLOAVEZH
AL LIAMM 72 AL LIAMM Tir na n-òg NIVERENN 72 Genver - C'hwevrer 1959 15ved BLOAVEZH TAOLENN Plac'h Askalot, gant R. Hemon 3 Barzh, gant Abanna 6 Maro al laouenan 7 Abardaez, gant Youenn Olier 8 Dianket
Frañs hag Unvaniezh Europa, galloudegezhioù a renk bedel. Levezon sevenadurel. Levezon ekonomikel. Levezon geopolitikel.
Frañs Ar gallegañ: levezon sevenadurel 220 million a dud a ouia gomz galleg er bed; yezh ofisiel an ONU hag ar c hoarioù olimpek. Strolliñ a ra ar gallegañ zo 80 Stad en OIF(Aozadur etrevroadel ar gallegañ)
Redadeg Skol Antoine de Saint Exupéry e Puguen Skol Sant Josef / Santez Mari en Erge Skol Diwan Penharz e Kemper
Redadeg 2018 Skol Antoine de Saint Exupéry e Puguen Skol Sant Josef / Santez Mari en Erge Skol Diwan Penharz e Kemper Julius an aerouant Ar Redadeg, d'an 8 a viz Mae 2018 e Kemper. Re vuan e red Guillaume
KIS-794 Gl. haras (p. 39), pneumopathie atypique (p. 40), écriture automatique (p. 41), diglossie (p. 42)
KIS-794 Gl. haras (p. 39), pneumopathie atypique (p. 40), écriture automatique (p. 41), diglossie (p. 42) HARAS (RLN da YBAN 19 05 03) War Le Télégramme eus an 28 C hwevrer 2003 dindan ar reollin SPERED
Pennadoù 1, 2. Ameli. Brastres an tudennoù
A Brastres an tudennoù Adsavit brastres an tudennoù ha klokait anezhañ tamm-ha-tamm a-hed ho lennadenn, en ur reiñ ar muiañ posupl a ditour diwar o fenn : anv, oad, micher, breur pe c hoar piv int... Pennadoù
AR BIBL 5ANT[L. Troidigezh gant. i!iaodez GLANNDOUR ~------~ ~ ~--~ ~1--=~~~~ ~-~ ~-- -~--~- ~ ---
N~ BIBL 8ANTbL -------------------~------~--------~----------~--~ ~1--=~~~~ - - -- ~-~ ----- AR BIBL 5ANT[L Troidigezh gant i!iaodez GLANNDOUR ---~-- -~--~- ~ --- 1953 KOHELETH.++++++++ R.AKSKRIIY. Sant-Brieg,
Teuliad pedagogel «TRAEZOÙ SKOUER»
Teuliad pedagogel «TRAEZOÙ SKOUER» HENAMZER TAOLENN Pennad-digeriñ an diskouezadeg pad «Hollved eo Breizh»......p. 2 Kinnig an abadenn hag ar c'harned-dizoleiñ..........p. 4 Prientiñ ho kweladenn er mirdi......p.
Deskadurezh an henchiñ: sevel ur fichenn àr ur vicher liammet get ar justis B4: B5:
Barregezhioù, gouiziegezhioù hag emzalc h labouret B1 Lenn : tenniñ titouroù en testennoù a-dal elfennoù espleg hag ivez elfennoù empleg dont da benn da zisplegiñ dre skrid pe dre gomz ar sklaerañ ag an
DISKULIADUR ARES. Kentskrid. Mammenn
DISKULIADUR ARES Kentskrid Mammenn 1974, e Ares, kumun vihan eus arvor Jirond, Bro-C'hall. Eus ar 15 a viz genver d'an 13 a viz ebrel, war dro pep eil deiz, e kreiz an noz dalc'hmat, e vezan dihunet, galvet
Lodenn 2: geopolitikerezh bedel abaoe 1945 Tem 1: ar brezel yen
Lodenn 2: geopolitikerezh bedel abaoe 1945 Tem 1: ar brezel yen 1945-1961 -Goude an Eil-brezel-bed: Churchill : ar rideoz-houarn -1947: blezad an torr: daou sell àr ar bed enebet : URSS ha SUA AR BLOC
Emañ ar gomz gant ar vugale
Emañ ar gomz gant ar vugale Kelaouenn ar skolioù. ar gern. ar gern vihan. an tog. ar maen-reder 5. ar maen-diazez 6 6. ar rañvell 7. ar c han dour 8. ar rod koajel 9. an ahel 0. rodoù dantek. ar vurutell
. JAN-MARI SKRAGN (JEAN-MARIE LE SCRAIGNE)
. JAN-MARI SKRAGN (JEAN-MARIE LE SCRAIGNE) J.M. Skragn (evel a vez laret ba Poullaouen, pe ar Skregn, eme lod) zo bet ganet en Uhelgoad er bloaz 1920 (marvet e miz Kerzu 2016). Da gentañ e oa chomet da
PAJENN .. - ^ ^ l A L - t r O
GWALARN PAJENN Roparz Hemon. PEURUNVANI 5 G. B. Kerverziou. AN DIRI-SERVIJ 9 Meavenn. AN HINI BIHAN 17 T. GWYNN JONES 20 BREZONEG AR VUGALE 25 LEVRIOU NEVEZ 26 GERIOU-KROAZ 29 33 EOST 1931..-^^lAL-trO
PARDONIOU HA PELERINACHOU
Buhez ar Zent Bet savet gand an Aotrou Perrot ; kure Sant-Nouga. Renket a-nevez gand E. ar Moal, Rener Kroaz ar Vretoned Evid Eskopti Sant-Brieg ha Landreger, gand aotreadur an Eskopti. Skeudennet gand
KORN AR RESTACHOÙ. Dastum dre zibab
Kelaouenn ar Skolioù Emañ ar gomz gant ar vugale 30 a viz Gwengolo 2003 Niv. 2 KORN AR RESTACHOÙ Dastum dre zibab E Lannuon e vez goulennet digant an dud dispartiañ o lastez en ur implijout seier glas
far B15L ~.ô.n~r:l ">". 1 ;;x V' <._) ~ RO tb~êz.fi ..QAn-c; m. K te:o_..g ha ~:.9l..Annèouu
1. ---------.1' ">". 1 far B15L ~.ô.n~r:l ~ RO tb~êz.fi..qan-c; te:o_..g ha m. K ~:.9l..Annèouu ;;x V'
G W A L A R N H E R E
GWALARN HERE 1930 Gwalarn Niv. 23 Sf 3 PA ENN «GWALARN» MIZIEK 5 Roparz Hemon. AR VUGALE FALL (kendalc'h) 7 X. de Langlais. KERZ! 12 Roparz Hemon, NOTENN DIWAR-BENN LEVEZON AR C'HEMBRAEG WAR AR BREZONEG
Pont Treglonoù. Uhelvorioù ar reverzhi vras Uhelvorioù Marvorioù. Ar grugell. Al lec hideg Ar wazh-dour Poulloù-dour. Ar c hleuz.
Kelaouenn ar skolioù Emañ ar gomz gant ar skolidi Miz Ebrel 2009 Niv. 15 An aberioù Petra eo un aber? Traoñienn hir ur stêr eo, e-lec h ma teu ar mor div wezh bemdez. Tri aber a zo e Penn-ar-Bed : an Aber
KIS-811 Isla#m : ur santad a vezhekadur da hêrezh istorel. E sigur ul levr 1 gant Abdelwahab Meddeb 2
KIS-811 Isla#m : ur santad a vezhekadur da hêrezh istorel. E sigur ul levr 1 gant Abdelwahab Meddeb 2 (LM da GE 06 01 04) Dinaou din ha dinaou da Jozef ur gwin blazet-mat a laka da gridiennañ Pella ar
Maezadoù François Dilasser
diskouezadeg eus an 9 a viz Even d ar 4 a viz Du 2018 e Palier Roc han Plasenn Sant Tomaz Landerne DEIZLEVR AN DISKOUEZADEG Maezadoù François Dilasser An arzour «Plijout a ra din pa difoup stummoù er-maez
un tenzór a gardae un trésor à conserver
LEC HANVADUREZH BREIZH un Teñzor da zerc hel bev LA TOPONIMIY BERTONN un tenzór a gardae LA TOPONYMIE BRETONNE un trésor à conserver KEVRE BREIZH DA BETRA AL LEVRIG-MAÑ? Brezhoneg E-leizh a zeskamant a
A_\lïêL. &An6 rrjar\z. t;roioi,9sz h ganu it2. ttlôr.9. not;ennoô 9Al2?;!11.9.
A_\lïêL &An6 rrjar\z t;roioi,9sz h ganu it2. ttlôr.9 not;ennoô 9Al2?;!.9. 958 À_V-iêl /'',,'f.,...-. ~An~ rrjark t;rolô~szn gan~ fll. ttl6r9 nor;ennota gall?;!.9 958 AVIEL SANT MARK +++++++++++++++++++++++++++++
Eur ger a-raog... Ar vro hag ar mor
Patrig Gouedig ENEZ-EUSA Eñvoriou tud Eusa (Teir gasetennig a zo. Prena anezo digand Emgleo Breiz, 10, ru Kemper, 29200 Brest. Pellg. : 02-98-02-68-17. E-mail : brud.nevez@wanadoo.fr Lehienn : www.emgleobreiz.cm)
War eun dachenn fobal
Helias (Per-) War eun dachenn fobal Notenn : Eur CD 'zo, e gwerz e ti Emgleo Breiz, 10, ru Kemper, 29200 Brest. War ar CD e vez klevet mouez Per- Helias, hag hini Per Trepos. "Eun den divemor" a zo war
Park. Natur rannvroel. Arvorig. Karta Danevell ar garta. «Evit gweledvaoù. dibabet en Arvorig»
Park Natur rannvroel Arvorig Karta 2009-2021 Danevell ar garta «Evit gweledvaoù dibabet en Arvorig» «An douar 'zo re gozh evit ober goap anezhañ» «La terre est trop vieille pour qu'on se moque d'elle»
Pondi. Troiad da gompren « Bugale, adal 8 vlez. Ul levrig-c hoari evit ober anaoudegezh gant ar c harter. napoleonat. en ur ebatal!
Pondi Troiad da gompren er glad «napoleonat Ul levrig-c hoari evit ober anaoudegezh gant ar c harter napoleonat en ur ebatal! «Bugale, adal 8 vlez «Demat dit, ar Wenanenn on-me. Gant an erer e oa ar gwenan
AR BREVEDAKED AN AZVENT 2015 ISTOR-GEOGRAFIEZH HA DESKADUREZH KEODEDEL
AR BREVEDAKED AN AZVENT 2015 ISTOR-GEOGRAFIEZH HA DESKADUREZH KEODEDEL An briziadenn-mañ zo teir lodenn enni ha ret-mat e vo deoc h tretiñ anezhe o-zeir: Lodenn 1: istoer /13 poent Lodenn 2: geografiezh
Charlez Gwennou. (bet ganet e Lezardrev e 1851, marvet e Vitry-sur-Seine e 1915).
Charlez Gwennou. (bet ganet e Lezardrev e 1851, marvet e Vitry-sur-Seine e 1915). Re a skiant on-eus pe Yann ar Mañcheg o vond da Bariz, bet embannet e 1896. Modernnaet eo bet an doare-skriva. Re a skiant
Troude Milin Ar marvailler brezoneg pe Marvaillou brezoneg A. Troude G. Milin Troude Ar horv heb ene
Troude ha Milin : Ar marvailler brezoneg pe Marvaillou brezoneg, dastumet gand ar horonal A. Troude ha G. Milin (ar galleg a zo dirag ar brezoneg). Brest 1870. Notennou : Modernnaet eo bet an doare-skriva.
KIS-558 Gr. aijtiva, La. causa, h.a.
KIS-558 Gr. aijtiva, La. causa, h.a. (GE 09 10 97) Ar meizad a gaver dec'heriet er yezhoù arnevez dre Gl.Sz. cause, Al. Ursache, Br. arbenn, Kb. achos, Iw. cúis zo dezhañ un hir a istor bet deraouet e
_t San tez ~nna. t Gwepz. Ar gwerc'hez.ed ganti Sur a vo selaouet Mamm ar W erc'hez Vari A gar ar Gwerc'hezed. Itron Santez Anna,
~~~~m=~~~ji~i~a~i~i~i~i~i~~ 4~~~Œ~I~Y~ t Gwepz _t San tez ~nna Evidomp-ni erna He c'harantez vrasan, Evidomp-ni e ra He burzudou kaeran. Ne vern gant pe seurt krdaz E vezoc'h ankeniet, Hi a wella pep gloaz
Miz Here 2008 Niv. 13 AN AOD
Kelaouenn ar skolioù Emañ ar gomz gant ar skolidi Miz Here 2008 Niv. 13 AN AOD D al Lun 11 a viz C hwevrer 2008 e oa bet klasad CP/ CE divyezhek Loperc hed o pesketa e Porzh Don e Rostivieg. Ul lec h brav
nevez Dianav med n'int ket estrañjourien Yvon Le Men 3 Enezeier an heol 5 D. Maximin, M. Rippon, J. René-Corail 33 Lennegez
N 308 Genver - 2015 nevez Dianav med n'int ket estrañjourien Yvon Le Men 3 Enezeier an heol 5 Ar Reunion : doarerou eur vro Yvonne Le Hen 6 Gwadloup : eur vuhez nevez evid ar hreoleg? Anna Quéré 17 Ar
KIS-572 Rezioù an adanv dre mui, muiañ, lei, leiañ
KIS-572 Rezioù an adanv dre mui, muiañ, lei, leiañ (GE da YBAN 07 02 98) [Kinnigadenn graet e ser ur c'henlabour war destenn ur pennad Fizik evit SKIANT] Amjestr ar brezhoneg pa n'en deus kevatal eeun
Kendiviz etrebroadel Colloque international. Minorelezhioù. ha bedeladur. Minorités et mondialisation ROAZHON / RENNES. 23 ha 24 here / octobre 2014
Kendiviz etrebroadel Colloque international Minorelezhioù ha bedeladur Minorités et mondialisation ROAZHON / RENNES 23 ha 24 here / octobre 2014 Kambr micherioù hag artizanelezh Il-ha-Gwilen & Tambour
YE-ZADUR AR BREZONEG KRENN -
. -. ~- YE-ZADUR AR BREZONEG KRENN - GANT ABEOZEN -,:- TAO LE N N srerenn:. ]. AMZERIOU AR BREZONEG.. Pajenll 9.. -- Ni v. 1. -..,- IMRAM, barzonéll gant Maod~z Glallfi!lo)l
Le Laé Claude-Marie AR HI DIREZON AR CHAS... HAG AN DUD
Le Laé Claude-Marie AR HI DIREZON AR CHAS... HAG AN DUD N'eus ket kement-se a skridou brezoneg deuet deuz an triwehved kantved hag a vije bet savet da lakaad an dud da hoarzin. Ken nebeud o chom war harzou
75. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2007. jú ni us 15., péntek TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 2478, Ft. Oldal
A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2007. jú ni us 15., péntek 75. szám Ára: 2478, Ft TARTALOMJEGYZÉK 2007: LXI. tv. A cég nyil vá nos ság ról, a bí ró sá gi cég el já rás ról és a vég el szá
A MAGYAR TÖRTÉNELMI TÁRSULAT KIADVÁNYAI
A MAGYAR TÖRTÉNELMI TÁRSULAT KIADVÁNYAI 2 A MA GYAR TÖR TÉ NEL MI TÁR SU LAT KI AD VÁ NYAI A kö tet írá sai zöm mel a hu sza dik szá zad idõ sza ká ról szól nak, más részt pe dig át té te le sen ér vel
136 Con Dolore. Tenor 1. Tenor 2. Bariton. Bass. Trumpet in Bb 2. Trombone. Organ. Tube bell. Percussions
Tenor 1 Tenor 2 Bariton Bass Trumpet in Bb 1 Trumpet in Bb 2 Trombone Percussions Organ 136 Con Dolore Tube bell X. Nikodémus: Mer - re vagy, Jé - zus, hol ta - lál - lak? Mu-tass u - tat az út - ta- lan
33. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2006. már ci us 27., hétfõ TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 3887, Ft
A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2006. már ci us 27., hétfõ 33. szám Ára: 3887, Ft TARTALOMJEGYZÉK 62/2006. (III. 27.) Korm. r. Az egyes pénzbeli szociális ellátások elszámolásának szabályairól...
KIS-854 Notennoù gramadegel XXIII Krefen bihan a skrivadur hag a yezhadur (III)
KIS-854 Notennoù gramadegel XXIII Krefen bihan a skrivadur hag a yezhadur (III) (GE ha LM 19-25 08 05) (an) -se [GE 19 08 05] Ar bomm ou cette autre Jeanne 1 a droez : pe Janedig all-se hep ger mell. Harpañ
KIS-397 Termenoù eus sterva Gl. immunité.
KIS-397 Termenoù eus sterva Gl. immunité. (GE 15 06 91) MELLADOU EUS AN DANVEZ GERIADUR AR VEZEKNIEZH. Gl. immun. Br. hangae aa., hangaeek aa. Er stad a hangae. Gl. immun(-)complexe, complexe immun. Br.
Kösd össze az összeillı szórészeket!
há tor gyöngy tás mor kás fu ház ál rom á mos sá rus szo dály moz szít szom széd ol vad pond ró dí ves da dony ned rál süly lyed tom na ka bog ge gár bál dol lo bol bun bát bár da bo be kar pa e ca koc
155. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2008. ok tó ber 31., péntek TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 1110, Ft. Oldal
A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2008. ok tó ber 31., péntek 155. szám Ára: 1110, Ft TARTALOMJEGYZÉK 2008: LXI. tv. A köz al kal ma zot tak jog ál lá sá ról szóló 1992. évi XXXIII. tör -
Yann Kerglogor Ar haner baleer-bro A mon ami Ernest Renan
Luzel (Fañch an Huel, an Uhel) (Plouared 1821 Kemper 1895). Yann Kerglogor, 1891. E brezoneg hag e galleg. Modernnaet eo bet an doare-skriva. Ne ra ket ar hemmadur D/Z, diouz doare yez Treger, nemed eur
Yann Kerglogor, ar haner baleer-bro. Bet embannet e Modernnaet eo bet an doare-skriva.
Fañch an Uhel (Plouared 1821 Kemper 1895) Yann Kerglogor, ar haner baleer-bro. Bet embannet e 1891. 1 Modernnaet eo bet an doare-skriva. A mon ami Ernest Renan I Ar haner koz baleer bro Ah a-dre ar mêzou
A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, 2008. jú ni us 25., szerda. 93. szám. Ára: 2400, Ft
A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2008. jú ni us 25., szerda 93. szám Ára: 2400, Ft A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA Budapest, 2008. jú ni us 25., szerda 93. szám Ára: 2400, Ft TARTALOMJEGYZÉK
Kere Kanaouennou Kerne
Kere Kanaouennou Kerne Jean Quéré (Yann Gere) a oa bet ganet e Plouenan e 1825. Mervel a reas e Kastellin, leh ma oa person, e 1898. Tresadennou a zo el leor. N int ket bet lakaet amañ. Tra souezuz : ne
Ked ves Ta ní tók! Ked ves Szü lôk!
Ked ves Ta ní tók! Ked ves Szü lôk! A tech ni ka ro ha mos fej lô dé se szük sé ges sé te szi, hogy már egé szen ki csi kor ban in for - ma ti kai és szá mí tó gép-fel hasz ná lói is me re tek kel bô vít
VII. Az Al kot m ny b r s g el n k nek v g z se
VII. Az Al kot m ny b r s g el n k nek v g z se 711/I/2003. AB eln ki v gz s 1779 711/I/2003. AB eln ki v gz s Az Al kot m ny b r s g el n ke jog sza b ly alkot m ny elle ness g nek ut la gos vizs g la
Quellien Narcisse (Ar Roh-Derrien 1848 Pariz 1902) Breiz : barzonegou Bet embannet e Modernnaet eo bet an doare-skriva. Viou-koukoug zo er
Quellien Narcisse (Ar Roh-Derrien 1848 Pariz 1902) Breiz : barzonegou Bet embannet e 1898. Modernnaet eo bet an doare-skriva. Viou-koukoug zo er skrid bet moullet e 1898. Evel an darn-vuia euz skrivagnerien