kaier AN ABADENNOU EVIT AR SKOLIOU kelc h 1 kelc h 2 kelc h 3 An traoù da c houzout MIRDI AR BEZHIN HAG AR VEZHINERIEN

Hasonló dokumentumok
Sinema e brezhoneg evit ar skolioù TROIAD 2019 DOSER EVIT AR SKOLAERIEN

Ahelioù simetriezh. I. Ahelioù simetriezh ha lunioù. Dizoleiñ. 1. Setu un nebeud lunioù, dezho ahelioù simetriezh da adkavout. 2.

STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ

Skolidi skol Rohan Gwened Miz An Azvent 2009

Levrig ar mestr Kelc hiad 2

Taolenn. 1 AÑ LODENN : DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL I. Deskiñ ar yezh II. An divyezhegezh abred III. Al liammoù etre ar remziadoù...

UR MIRDI TROET A-VISKOAZH WAR-ZU ARZ E AMZER

Bodañ a ra an darvoud-se ouzhpenn a dud. Ur brud a ya dreist harzoù ar Vro.

Listenn sinerien Bro Dreger ha Goueloù o deus kaset oberoù da benn BENAC H KAWAN

War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXI vet Kantved

Kartenn Europa treuzfurmet get ar brezel Perak e kas ar gartenn nevez a Europa kement a gudennoù etre ar Stadoù?

KORN AR RESTACHOÙ. Dastum dre zibab

Listenn sinerien Liger-Atlantel o deus kaset oberoù da benn AR BAOL-SKOUBLEG

Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit gwellaat buhezegezh niverel ar brezhoneg

Kenfeurelezh, dregantadoù

Mirdi Breizh KREDIÑ A RAN, NE GREDAN KET

Niveroù relativel. I. Degouezhioù. Dizoleiñ. 1. Ar bignerez bennfollet. 2. Al lestr-spluj m. 400 m. 500 m. 3.

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG ER VRO-WENN HAG ER BRIVER

Pennadoù 1, 2. Ameli. Brastres an tudennoù

KAVADENN AR SKRITUR. Diell 1 : Arouezennoù gennheñvel. ur genn

PRIZIOÙ DAZONT AR BREZHONEG 2011

An Dañserion-noz. An dud é c hoari. An Dañserion-noz

KIS-849 Hanc herieg ar mol

Ar vonarkiezh vonreizhel fin Eost 1792 I. Bro C hall nevez

Pont Treglonoù. Uhelvorioù ar reverzhi vras Uhelvorioù Marvorioù. Ar grugell. Al lec hideg Ar wazh-dour Poulloù-dour. Ar c hleuz.

Kêrioù. Arz. Glad Kêrioù Breizh.

Dibabet eo bet lec hioù loc hañ ha degouezh Redadeg 2016!

Maezadoù François Dilasser

Ar redadeg stlejelloù Emañ ar gomz gant ar skolidi Ar menezioù uhel AR CHAS HUSKY Embannet gant TES 220 TE 260 ISSN

MALI AR MERC HED TESTENNOU AN DISKOUEZADEG E BREZHONEG

Teuliad pedagogel «TRAEZOÙ SKOUER»

[ EVIT UR C'HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! ] EVIT UR C'HLEWELED E BREZHONEG!

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO REDON HAG AR GWILEN

Emañ ar gomz gant ar vugale

Miz Here 2008 Niv. 13 AN AOD

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2011

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO PLOERMAEL KALON BREIZH

Miz Even Priziadenn. Évaluation de breton. Live B1. Teul (lenn & skrivañ) Anv : Kevredigezh :

Imbourc h KANNADIG. Gwalloberoù an hiniennelouriezh... pe un ifern pavezet a ratozhioù kaer

Imbourc h KANNADIG. Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc hded

IMBOURC'H. Krennlavarioù miz Meurzh. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 65 Meurzh - Ebrel 2010 Priz : 2

A-bouez eo bezañ kelaouet Da vare an distro-skol-mañ e fell deomp diskouez deoc h eo mat bezañ koumanantet da Ya!, evit meur a abeg.

Redadeg Skol Antoine de Saint Exupéry e Puguen Skol Sant Josef / Santez Mari en Erge Skol Diwan Penharz e Kemper

Pondi. Troiad da gompren « Bugale, adal 8 vlez. Ul levrig-c hoari evit ober anaoudegezh gant ar c harter. napoleonat. en ur ebatal!

The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827

Eur ger a-raog... Ar vro hag ar mor

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2012

Imbourc h KANNADIG. Kaezar ne oa ket andoueour. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 103 Here Du - Kerzu 2017 Priz : 3

Imbourc h KANNADIG. Hanter-kant vloaz war-lerc h. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 105 Ebrel - Mezheven 2018 Priz : 3

Deskadurezh an henchiñ: sevel ur fichenn àr ur vicher liammet get ar justis B4: B5:

Ar prosez. Franz Kafka. Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

Prederiadennoù war an dic houest mama-z omp...

IMBOURC'H. Hennadelezh Vroadel. 5 Kantadoù Aldjerianed c hall pe Gallaoued aldjerian - se zo. «Brezhon». 7 barnverk : critère.

AL LIAMM 72. AL LIAMM Tir na n-òg NIVERENN 72. Genver - C'hwevrer 1959 TAOLENN. 15ved BLOAVEZH

Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ. II. Ur brezel distrujiñ

Park. Natur rannvroel. Arvorig. Karta Danevell ar garta. «Evit gweledvaoù. dibabet en Arvorig»

Frañs hag Unvaniezh Europa, galloudegezhioù a renk bedel. Levezon sevenadurel. Levezon ekonomikel. Levezon geopolitikel.

AR BIBL 5ANT[L. Troidigezh gant. i!iaodez GLANNDOUR ~------~ ~ ~--~ ~1--=~~~~ ~-~ ~-- -~--~- ~ ---

un tenzór a gardae un trésor à conserver

Charlez Gwennou. (bet ganet e Lezardrev e 1851, marvet e Vitry-sur-Seine e 1915).

nevez Dianav med n'int ket estrañjourien Yvon Le Men 3 Enezeier an heol 5 D. Maximin, M. Rippon, J. René-Corail 33 Lennegez

. JAN-MARI SKRAGN (JEAN-MARIE LE SCRAIGNE)

E U R O P A D39 D3 D11 D20 D35 D35 D10 D26 D An Ahel: A Z I A. Ar Gevredidi: D41

DISKULIADUR ARES. Kentskrid. Mammenn

Erle a zistroas d e vurev, mezhek. Kemer a reas ar gazetenn ha kregiñ da lenn, aketus. Gwelet fall e oa gant ar rener abaoe ar penn-kentañ.

KANNADIG Imbourc h. Galloud an Arc hant 1/ Priz : 3

War eun dachenn fobal

PAJENN .. - ^ ^ l A L - t r O

KIS-794 Gl. haras (p. 39), pneumopathie atypique (p. 40), écriture automatique (p. 41), diglossie (p. 42)

KIS-811 Isla#m : ur santad a vezhekadur da hêrezh istorel. E sigur ul levr 1 gant Abdelwahab Meddeb 2

A_\lïêL. &An6 rrjar\z. t;roioi,9sz h ganu it2. ttlôr.9. not;ennoô 9Al2?;!11.9.

Troude Milin Ar marvailler brezoneg pe Marvaillou brezoneg A. Troude G. Milin Troude Ar horv heb ene

AR BREVEDAKED AN AZVENT 2015 ISTOR-GEOGRAFIEZH HA DESKADUREZH KEODEDEL

(Doare C hwevrer 2012)

Diell 1: gwir-votiñ evit ar vaouezed (1944) Diell 2: adsevel Frañs.

An urzhiataerezh war dachenn an diwyezhegezh abred.

WARSCHAUERBRÜCKE. Barzhonegoù. Antony HEULIN

Kere Kanaouennou Kerne

far B15L ~.ô.n~r:l ">". 1 ;;x V' <._) ~ RO tb~êz.fi ..QAn-c; m. K te:o_..g ha ~:.9l..Annèouu

Bepred Breizad Fañch an Uhel

KIS-558 Gr. aijtiva, La. causa, h.a.

YE-ZADUR AR BREZONEG KRENN -

HASZNÁLATI ÉS TELEPÍTÉSI ÚTMUTATÓ

G W A L A R N H E R E

PARDONIOU HA PELERINACHOU

_t San tez ~nna. t Gwepz. Ar gwerc'hez.ed ganti Sur a vo selaouet Mamm ar W erc'hez Vari A gar ar Gwerc'hezed. Itron Santez Anna,

. I<ENVR URIEZ -, AR BREZONEG N~t+O-

Quellien Narcisse (Ar Roh-Derrien 1848 Pariz 1902) Breiz : barzonegou Bet embannet e Modernnaet eo bet an doare-skriva. Viou-koukoug zo er

7ROI~l9e-Zh. - ..S6n'C. l2a~s~l Kl.eQ.. . ha. _ C1Ao~ez ~unnèour - 0

Kendiviz etrebroadel Colloque international. Minorelezhioù. ha bedeladur. Minorités et mondialisation ROAZHON / RENNES. 23 ha 24 here / octobre 2014






Yann Kerglogor Ar haner baleer-bro A mon ami Ernest Renan

>' Ar sei; Ktii~tenn dre -~.. posi

A Kormány 58/2007. (III. 31.) Korm. rendelete

Cse resz nyés le pény

136 Con Dolore. Tenor 1. Tenor 2. Bariton. Bass. Trumpet in Bb 2. Trombone. Organ. Tube bell. Percussions

Átírás:

An traoù da c houzout Plougerne Evit dont betek amañ : An Hent bras N12-N165 Porzh-nij Brest Gwipavaz - 25 Km Porzh-houarn Sncf Brest - 30 Km Kirri-boutin Brest-Plougerne Porzh Mor Rosko - 30 Km kaier AN ABADENNOU EVIT AR SKOLIOU MIRDI AR BEZHIN HAG AR VEZHINERIEN An hent e Plougerne Hent Sant Mikeal Parklec h Ti ar Gumun MIRDI AR VEZHINERIEN Hent Lilia Plasenn Europa Hent Gwiseni kelc h 1 KLASOÙ MAMM kelc h 2 CP-CE1-CE2 06 79 74 06 61-02 98 37 13 35 www.ecomusee-plouguerneau.fr contact@ecomusee-plouguerneau.fr www.ecomusee-plouguerneau.fr kelc h 3 CM1, CM2, 6 ved kelc h 4 5 ved, 4 ved, 3 ved www.ecomusee-plouguerneau.fr

Mirdi ar Bezhin hag ar Vezhinerien An den e-kreiz e vro, setu ar pezh a gavomp pouezhus hag ar pezh a glaskomp diskouez deoc h e Mirdi ar Bezhin hag ar Vezhinerien e Plougerne. Diskouez ar pezh a chom c hoazh en e sav eus an amzer dremenet hag ar pezh a chom e memor an dud. Hag ivez da betra e servijo warc hoazh Leun a draoù a vez kinniget deoc h da zizoleiñ gant an dud a labour er Mirdi pe ar re a skoazell anezho. Abadennoù a bep seurt a vez aozet evit ar skolioù. Deoc h-c hwi da zibab ar pezh a glot ar gwellañ gant oad ar vugale, live ar c hlas, roll labour an Deskadurezh Stad pe c hoant ar gelennerien. Amañ e vezo kavet roll an abadennoù a ginnigomp deoc h. En Arvor emaomp, setu amañ eveljust ez eus anv dreist holl eus ar mor hag ar bezhin. Studiañ ar bezhin, penaos e vez troc het, ar pezh a vez graet gantañ, penaos implijout anezhañ er boued. Buhez ar vezhinaerien, ar bagoù bezhinañ Mont da bourmen war an tevennoù pe war ar mor, sellout ouzh skeudennoù kozh pe taolennoù graet gant arzourien Ur gwir blijadur e vezo digemerout ac hanoc h amañ evit ober ar pezh ho pezo dibabet Stéphanie Lalet - Renerez kelc h 1 KLASOÙ MAMM kelc h 2 CP-CE1-CE2 kelc h 3 CM1, CM2, 6 ved kelc h 4 5 ved, 4 ved, 3 ved

kelc h 1 KLASOÙ MAMM Dizoleiñ ar pezh a zo bev, ar pezh n eo ket hag an dañvez a ya d ober anezho PAD 1 EURVEZH 30 DRE 2 EURVEZH E BED AR VUHEZ : Ar bezhin, ur blantenn deuet eus ar mor An animatourez a zegemer ar vugale e Mirdi ar Bezhin hag ar Vezhinerien. Diskouez a ra dezho meur a seurt bezhin hag ar pezh a vez graet ganto. Dac houde ez eont betek Porz ar C Horejoù. Eno e vez gwelet ar bezhin adarre, med an taol-mañ bev war an aod. Sellet e vez mat outo ha desket anaout anezho dre o liv, o doare hag o flas er mor. PAD 1 EURVEZH AN TRAOÙ SAVET GANT AN DUD Evit ober war-dro ar bezhin (bagoù, fornioù mein) An animatourez a zegemer ar vugale e Mirdi ar Bezhin hag ar Vezhinerien. Displegañ a ra dezho peseurt micher eo bet hini ar vezhinerien a-hed an amzer. Ober war-dro ar bezhin hirio ha gwechall. An holl a ya dac houde betek Porz ar C Horejoù evit sellout ouzh ar bagoù bezhinañ hag ouzh ur forn da zeviñ bezhin. PAD 1 EURVEZH AN ARVOR TAMM HA TAMM : C Hoarioù bihan evit dizoleiñ bord ar mor C hoarioù bihan a vez graet en Aod Wenn evit deskiñ mond tostoc h ouzh buhez an aod hag an tevenn. C Hoari gant traezh bev ha traezh marv, c hoari gant kregin-mor, implijout ostilhoù a bep seurt, dastum traoù hag ober traoù kaer ganto, traoù ha ne badint ket pell Ar stalioù labour PAD 1 EURVEZH E GALLEG DIZOLEIÑ AN TRAOÙ BEV HAG AN DAÑVEZ A YA D OBER ANEZHO : Leor ar Bezhin (pe Bezhinaoueg), penaos ober anezhañ An animatourez a gas ar skolidi betek an aod evit dastum bezhin a bep seurt. Diwezhatoc h, ar vugale a zispartio anezho hervez o stumm hag o liv. Renket e vezint en ul leor pe ur c haier a vezo dalc het er c hlas. Meur a ouenn vezhin a zo! PAD 1 EURVEZH E GALLEG DIZOLEIÑ AR BEZHIN EN UN DOARE ALL : Tañva ha keginañ Gant skoazell an animatourez, ar skolidi a zizolo ar bezhin mat da zrebiñ. Al lagad, ar fri, an dorn, an teod a vez implijet a bep eil. Un tamm boued a vez aozet ha drebet dac houde. Boued gant sukr (yod laezh gant pioka ) pe boued sall (bara pe kig drailhet gant bezhin).

kelc h 2 CP-CE1-CE2 kompren ar bed PAD 1 EURVEZH 30 MEMOR AR VRO HAG AN AMZER GOZH : Un droiad e Mirdi ar Bezhin hag ar Vezhinerien Ar vugale a vez degemeret er Mirdi. Evit kompren mat petra eo micher ar vezhinerien ha penaos edo araok, e vez diskouezet dezho ostilhoù ha poltriji kozh ha nevez. Selaou a reont ivez ouzh tud enrollet o tisklaeriañ penaos emañ o buhez hirio, ha penaos edo gwechall. Dac houde ez a an holl betek Porz ar C Horejoù evit sellout ouzh ar bagou bezhinañ (bagoù kozh ha bagoù nevez) hag ouzh ar fornioù bezhin war an tevenn. PAD 1 EURVEZH 30 DRE 2 EURVEZH KOMPREN AR VUHEZ : Ar bezhin en aod hag ar pezh a vez graet hirio gant ar bezhin Ar skolidi a deu betek Mirdi ar Bezhin hag ar Vezhinerien. Disklaeriet e vez dezho penaos eo bet cheñchet micher ar bezhinaer a-hed an amzer hag ar pezh a vez graet gant ar bezhin hirio. Dac houde e Porz ar C Horejoù e vezont lakaet da zastum bezhin a bep seurt war an aod. Desket e vez dispartiañ anezho hervez an anv hag ar ouenn. Embregerezh- Korf PAD 2 EURVEZH MOND WAR VOR GANT BAGOÙ BEZHINAÑ (BAGOÙ KOZH, BAGOÙ NEVEZ PE TRAOÙ ALL) Labourat a reomp gant Skol Bagoù dre lien Plougerne evit kinnig d ar vugale mont war ar mor e-bourzh bagoù-bezhinañ a bep seurt pe kanojoù all

kelc h 2 CP-CE1-CE2 stalioù labour PAD 1 EURVEZH E GALLEG TRESAÑ AN TRAOÙ Goude bezañ bet o sellout ouzh ar vezhinaerien o labourat, ar skolidi a zesk tresañ ar pezh o-deus gwelet en ur c harned. Diskouezet e vez dezho taolennoù ha tresadennoù graet gant arzourien all. KOMPREN AR VUHEZ An arz hag ar skiant Sevel Leor ar Bezhin (Ar Vezhinaoueg) Ar skolidi a ya d an aod gand animatourez ar Mirdi. Eno e teskont sellout, dastum hag anavezout ar bezhin. Diwezhatoc h er skol e renkont anezho en ul leor pe ur c haier. Meur a seurt a zo! PAD 2 EURVEZH E GALLEG AR BEZHIN EN UN DOARE ALL : Tañva ha keginañ Al lagad, ar fri, an dorn, an teod a vez lakaet da labourat evit dispartiañ ar bezhin mat da zrebiñ. Bez ez eus bezhin ruz, bezhin glas, bezhin tev, bezhin tanv, bezhin gant c hwez kreñv.ar blaz n eo ket heñvel ivez eus ur seurt bezhin d un all. Peseurt re a vez implijet evit keginañ? Penaos e vez graet?... Un tamm boued bennak a vez aozet ganto : boued sall (amann ) pe sukret (yod laezh gant pioka )

kelc h 3 CM1, CM2, 6 ved deskiñ muioc h PAD 1 EURVEZH 30 ISTOR HA DOUARONIEZH Chom en Arvor Bezhinañ eus 1811 betek hirio Gant Diskouezadeg vras Mirdi Plougerne e vez gellet kompren hag heuliañ istor an Arvoriz hag ar vezhinerien abaoe penn kentañ an 19 ved kantved betek hirio er Vro Bagan hag er Vro Ac h. War-lerc h an diskouezadeg, ar gwellañ tra eo mond betek Porz ar C Horejoù evit sellout ouzh ar bagoù bezhinañ hag ar fornioù da zeviñ ar bezhin. AN ISTOR HAG ISTOR AN ARZOÙ KAER Istor ar vezhinerien : testeni ar skeudennoù. Un droiad er Mirdi, poltriji gozh Meur a dra a vez dalc het brav er Mirdi : ostilhoù, testenioù dre gomz, testenioù dre skrid. Hag ivez abaoe an 19 ved kantved, poltriji, taolennoù ha skeudennoù a bep seurt e-lec h ma vez gwelet an dud oc h ober wardro ar bezhin. Nag a draoù a vez desket ganto. Sellomp pizh outo Ha sellomp mat ivez ouzh ar skeudennoù graet an devezh a hirio PAD 1 EURVEZH 30 DRE 2 EURVEZH SKIANTOÙ HA TEKNOLOGEZHIOÙ Doareoù stank ar vuhez : dizoleiñ ar bezhin Degemeret e vez ar skolidi e Mirdi ar Bezhin hag ar Vezhinerien e Plougerne. Dizoleiñ a reont micher ar vezhinerien hag ar pezh a vez graet gant ar bezhin. Ha penaos e veze al labour-se en amzer dremenet. Dac houde, e Porz ar C Horejoù, e vez studiet a dostoc h ar bezhin a vez troc het gant ar vezhinerien. Plijus eo gwelet penaos e tiwan hag e kresk ar bezhin en aod araok bezañ kutuilhet. Red eo, avad, derc hel ul lodenn didroc h evit an amzer da zond. Ha bremañ e vez klasket ivez lakaat bezhin da boulzañ war gerdin hir er mor. PAD 2 EURVEZH EMBREGEREZH KORF Mond war vor gant bagoù bezhinañ (bagoù kozh, bagoù nevez pe traoù all) Labourat a reomp gant Skol Bagoù dre lien Plougerne evit kinnig d ar vugale mont war ar mor e-bourzh bagoùbezhinañ a bep seurt pe kanojoù all

kelc h 3 CM1, CM2, 6 ved deskiñ muioc h PAD 1 EURVEZH DESKIÑ AN DROUG HAG AR MAD Deskiñ bezañ reizh : ar pezh a vez desket war an tevenn Maget e vez an tevenn gant ar bezhin o vreinañ. Evit ma chomfe bev an tevinier e rankomp taoler evezh outo ha derc hel anezho brav ha dilastez. E chadenn ar vuhez emaint paket etre ar mor hag an dud. Leun a draoù a vez desket war an tevenn. Deskiñ bezañ reizh : Leve an amzer dremenet Dre an hent-troad a-hed ar vri e c hell ar vugale dizoleiñ an holl leve a zo chomet warlerc h hon tud kozh : eus amzer an dud kentañ er vro betek bremañ. Mein kozh koulz ha mojennoù ha kredennoù ha zoken c hoarioù bugale En ur sellout ouzh ar pezh a vez gwelet endro dezho e c hell ar skolidi kompren pegen bresk e vez alies al lec hioù a welomp tro-dro deomp. Un doare eo da zeskiñ dezho taoler evezh ouzh pep tra. STALIOù LABOUR AN ARZ HAG AR SKIANT Penaos sevel Leor ar Bezhin Ar skolidi a ya war an aod evit dastum a bep seurt bezhin gant skoazell animatourez ar Mirdi. Diwezhatoc h er skol e teskont lakaat anvioù d ar pezh a zo bet dastumet. Reñket e vezont en ur vezhinaoueg. PAD 2 EURVEZH E GALLEG PLAS AR BEZHIN ER BOUED Tañva ha keginañ Ar bezhin a vez implijet e meur a zoare : evit mirout, reiñ blaz pe tevaat ar boued. Drebiñ a reomp bezhin hep gouzout deomp. En abadenn-mañ e vez desket d ar skolidi peseurt blaz e-neus ar bezhin ha penaos e vez implijet er gegin. Daou damm pred a vez aozet ganto, unan sall hag unan dous. Da gentañ, evit lakaat war wel e c hell ar bezhin tevaat ar boued, e vez aozet un doare yod-laezh hep vioù, gant tammoù bezhin ruz (pioka pe tellesk ruz). Dac houde evit dizoleiñ blaz dispar ar bezhin e vez aozet ur pred all gant bezhin kriz drailhet.

kelc h 4 5 ved, 4 ved, 3 ved Mont donoc h PAD 1 EURVEZH 30 DRE 2 EURVEZH ISTOR HA DOUARONIEZH Istor ha memor Labour ar bezhin eus 1811 betek bremañ. Dastum an eñvorioù En ur sellout ouzh an traoù dalc het e Mirdi Plougerne e vez gellet kompren ar pezh eo bet buhez ar vezhinerien abaoe penn kentañ an 19 ved kantved betek hirio. Eno e vez kavet ostilhoù, skeudennoù ha testenioù dre skrid ha dre gomz. Penaos int bet dastumet? Kenderc hel a ra al labour bremañ atav? Goude tro ar Mirdi ez a an holl betek Porz ar C Horejoù evit sellout ouzh ar bagoù bezhinañ hag ar fornioù war an tevenn. AN ISTOR HAG ISTOR AN ARZOÙ KAER Ar vezhinerien hag an arz : penaos int gwelet gant an arzourien. Un droiad er Mirdi, poltriji gozh Ar skolidi a ra tro Mirdi ar Bezhin hag ar Vezhinerien. Sellout a reont ouzh an traoù diskouezet eno. Gwelout a reont peseurt buhez o-deus bet ar vezhinerien gwechall ha bremañ. E penn diwezhañ an 19ved kantved eo bet kroget an arzourien da livañ, tresañ, pe tennañ poltriji ar vezhinerien o labourat. Evit diskouez petra? Penaos sellout ouzh an oberennoù-se ha kompren anezho? PAD 2 EURVEZH SKIANTOÙ AR VUHEZ HAG AN DOUAR Dizoleiñ an implijoù bezhin hag embregerezed bezhin e Breizh Ar skolidi a zo digemeret er Mirdi e Plougerne. Deskiñ a reont penaos vez dastumet ar bezhin d ar poent-mañ ha penaos e veze graet gwechall. Disklaeriet e vez dezho ar pezh a vez graet gant ar bezhin. Dac houde ez a an holl betek Porz ar C Horejoù. Eno e vez diskouezet dezho peseurt bezhin a vez troc het gant ar vezhinerien. Meur a seurt a zo. Ar bezhin a ziwan, a gresk hag a varv en aod. Ha pouezus int e buhez ar mor hag an Arvor? Penaos ober an eost hep mond re bell? Doareoù nevez a zo ivez bremañ evit sevel bezhin. PAD 1 EURVEZH Dizoleiñ an Tevenn An tevinier a zo bev. Ar bezhin brein a gustum boueta anezho. Ul lodenn int e chadenn ar boued. Red eo derc hel anezho brao ha naet evel ar bed holl tro-dro. Paket etre ar mor hag an dud ez int aes da ziskar Setu Perak e rank pep hini taoler evezh outo Ar glad naturel ha sevenadurel Dizoloet e vez ar vro hag ar sevenadur etre Porz ar C Horejoù hag an Aod Wenn : peseurt mein ar re mañ? petra vez gwelet dirazomp? pelec h emañ ar reter, ar gornaouog, ar mervent? peseurt anv he-deus an aod mañ? hag ar garreg ahont?

kelc h 4 5 ved, 4 ved, 3 ved Mont donoc h PAD 2 EURVEZH EMBREGEREZH-KORF Lavigat war bagoù a c hiz kozh (bagoù bezhina) pe bagoù all Labourat a reomp gant Skol bagoù dre lien Plougerne evit kinnig d ar vugale mond d ober un droiad war ar mor. Bez e c hellont mond da lavigat war bagoù bezhinañ a c hiz kozh pe war bagoù nevesoc h. Pe c hoazh morañ en un doare all.. stalioù labour SKIANTOÙ AR VUHEZ Dielfennañ ar bezhin Eus a greiz ar bezhin du e vez tennet un dañvez añvet aljinat hag a zo eus kerentiad ar polysaccharid. An dañvez-se e-neus ar galloud da devaat pe da galetaat ar pezh a vez mesket gantañ. Setu perak e vez implijet evit ober leun a draoù : boued, dilhad, paper, louzaouennoù kaer evit ar c horf, louzaouennoù evit ar yec hed. Gant binviji skiantel, e vez lakaet ar skolidi da dennañ an dañvez se eus ar bezhin ha d ober kanetennoù aljinat. PAD 2 EURVEZH E GALLEG IMPLIJ AR BEZHIN E BOUED AN DUD Tañva ha keginañ Ar bezhin a vez implijet evit mirout, reiñ blaz pe tevaat ar boued. Drebiñ a reomp bezhin hep gouzout deomp. En abadenn mañ e vez desket d ar skolidi peseurt blaz e-neus ar bezhin ha penaos e vez implijet er gegin. Daou damm pred a vez aozet ganto : unan sall hag unan dous. Da gentañ, evit diskouez e c hell ar bezhin tevaat ar boued, e vez graet un doare yod laezh, hep vioù, gant tammoù bezhin ruz (pioka pe tellesk). Dac houde evit dizoleiñ blaz dispar ar bezhin e vez aozet ur pred all gant tammoù bezhin kriz drailhet.