Teuliad pedagogel «TRAEZOÙ SKOUER»

Hasonló dokumentumok
Sinema e brezhoneg evit ar skolioù TROIAD 2019 DOSER EVIT AR SKOLAERIEN

Ahelioù simetriezh. I. Ahelioù simetriezh ha lunioù. Dizoleiñ. 1. Setu un nebeud lunioù, dezho ahelioù simetriezh da adkavout. 2.

kaier AN ABADENNOU EVIT AR SKOLIOU kelc h 1 kelc h 2 kelc h 3 An traoù da c houzout MIRDI AR BEZHIN HAG AR VEZHINERIEN

UR MIRDI TROET A-VISKOAZH WAR-ZU ARZ E AMZER

Listenn sinerien Liger-Atlantel o deus kaset oberoù da benn AR BAOL-SKOUBLEG

Kartenn Europa treuzfurmet get ar brezel Perak e kas ar gartenn nevez a Europa kement a gudennoù etre ar Stadoù?

STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ

Skolidi skol Rohan Gwened Miz An Azvent 2009

Bodañ a ra an darvoud-se ouzhpenn a dud. Ur brud a ya dreist harzoù ar Vro.

PRIZIOÙ DAZONT AR BREZHONEG 2011

War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXI vet Kantved

Levrig ar mestr Kelc hiad 2

KAVADENN AR SKRITUR. Diell 1 : Arouezennoù gennheñvel. ur genn

Kêrioù. Arz. Glad Kêrioù Breizh.

Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit gwellaat buhezegezh niverel ar brezhoneg

Listenn sinerien Bro Dreger ha Goueloù o deus kaset oberoù da benn BENAC H KAWAN

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG ER VRO-WENN HAG ER BRIVER

Frañs hag Unvaniezh Europa, galloudegezhioù a renk bedel. Levezon sevenadurel. Levezon ekonomikel. Levezon geopolitikel.

Dibabet eo bet lec hioù loc hañ ha degouezh Redadeg 2016!

[ EVIT UR C'HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! ] EVIT UR C'HLEWELED E BREZHONEG!

Taolenn. 1 AÑ LODENN : DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL I. Deskiñ ar yezh II. An divyezhegezh abred III. Al liammoù etre ar remziadoù...

Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ. II. Ur brezel distrujiñ

Ar vonarkiezh vonreizhel fin Eost 1792 I. Bro C hall nevez

KIS-849 Hanc herieg ar mol

MALI AR MERC HED TESTENNOU AN DISKOUEZADEG E BREZHONEG

E U R O P A D39 D3 D11 D20 D35 D35 D10 D26 D An Ahel: A Z I A. Ar Gevredidi: D41

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO PLOERMAEL KALON BREIZH

Pondi. Troiad da gompren « Bugale, adal 8 vlez. Ul levrig-c hoari evit ober anaoudegezh gant ar c harter. napoleonat. en ur ebatal!

Kenfeurelezh, dregantadoù

Mirdi Breizh KREDIÑ A RAN, NE GREDAN KET

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2011

Park. Natur rannvroel. Arvorig. Karta Danevell ar garta. «Evit gweledvaoù. dibabet en Arvorig»

Emañ ar gomz gant ar vugale

Prederiadennoù war an dic houest mama-z omp...

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO REDON HAG AR GWILEN

KORN AR RESTACHOÙ. Dastum dre zibab

Ar redadeg stlejelloù Emañ ar gomz gant ar skolidi Ar menezioù uhel AR CHAS HUSKY Embannet gant TES 220 TE 260 ISSN

A-bouez eo bezañ kelaouet Da vare an distro-skol-mañ e fell deomp diskouez deoc h eo mat bezañ koumanantet da Ya!, evit meur a abeg.

IMBOURC'H. Krennlavarioù miz Meurzh. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 65 Meurzh - Ebrel 2010 Priz : 2

Niveroù relativel. I. Degouezhioù. Dizoleiñ. 1. Ar bignerez bennfollet. 2. Al lestr-spluj m. 400 m. 500 m. 3.

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2012

Maezadoù François Dilasser

Ar prosez. Franz Kafka. Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

Imbourc h KANNADIG. Hanter-kant vloaz war-lerc h. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 105 Ebrel - Mezheven 2018 Priz : 3

IMBOURC'H. Hennadelezh Vroadel. 5 Kantadoù Aldjerianed c hall pe Gallaoued aldjerian - se zo. «Brezhon». 7 barnverk : critère.

Imbourc h KANNADIG. Kaezar ne oa ket andoueour. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 103 Here Du - Kerzu 2017 Priz : 3

KANNADIG Imbourc h. Galloud an Arc hant 1/ Priz : 3

Kendiviz etrebroadel Colloque international. Minorelezhioù. ha bedeladur. Minorités et mondialisation ROAZHON / RENNES. 23 ha 24 here / octobre 2014

Pennadoù 1, 2. Ameli. Brastres an tudennoù

The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827

Miz Even Priziadenn. Évaluation de breton. Live B1. Teul (lenn & skrivañ) Anv : Kevredigezh :

Imbourc h KANNADIG. Gwalloberoù an hiniennelouriezh... pe un ifern pavezet a ratozhioù kaer

Diell 1: gwir-votiñ evit ar vaouezed (1944) Diell 2: adsevel Frañs.

AL LIAMM 72. AL LIAMM Tir na n-òg NIVERENN 72. Genver - C'hwevrer 1959 TAOLENN. 15ved BLOAVEZH

An Dañserion-noz. An dud é c hoari. An Dañserion-noz

Pont Treglonoù. Uhelvorioù ar reverzhi vras Uhelvorioù Marvorioù. Ar grugell. Al lec hideg Ar wazh-dour Poulloù-dour. Ar c hleuz.

Imbourc h KANNADIG. Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc hded

Erle a zistroas d e vurev, mezhek. Kemer a reas ar gazetenn ha kregiñ da lenn, aketus. Gwelet fall e oa gant ar rener abaoe ar penn-kentañ.

AR BIBL 5ANT[L. Troidigezh gant. i!iaodez GLANNDOUR ~------~ ~ ~--~ ~1--=~~~~ ~-~ ~-- -~--~- ~ ---

DISKULIADUR ARES. Kentskrid. Mammenn

KIS-794 Gl. haras (p. 39), pneumopathie atypique (p. 40), écriture automatique (p. 41), diglossie (p. 42)

AR BREVEDAKED AN AZVENT 2015 ISTOR-GEOGRAFIEZH HA DESKADUREZH KEODEDEL

un tenzór a gardae un trésor à conserver

. JAN-MARI SKRAGN (JEAN-MARIE LE SCRAIGNE)

Redadeg Skol Antoine de Saint Exupéry e Puguen Skol Sant Josef / Santez Mari en Erge Skol Diwan Penharz e Kemper

Lodenn 2: geopolitikerezh bedel abaoe 1945 Tem 1: ar brezel yen

Deskadurezh an henchiñ: sevel ur fichenn àr ur vicher liammet get ar justis B4: B5:

KIS-811 Isla#m : ur santad a vezhekadur da hêrezh istorel. E sigur ul levr 1 gant Abdelwahab Meddeb 2

nevez Dianav med n'int ket estrañjourien Yvon Le Men 3 Enezeier an heol 5 D. Maximin, M. Rippon, J. René-Corail 33 Lennegez

A_\lïêL. &An6 rrjar\z. t;roioi,9sz h ganu it2. ttlôr.9. not;ennoô 9Al2?;!11.9.

G W A L A R N H E R E

Eur ger a-raog... Ar vro hag ar mor

PAJENN .. - ^ ^ l A L - t r O

KIS-558 Gr. aijtiva, La. causa, h.a.

Miz Here 2008 Niv. 13 AN AOD

Charlez Gwennou. (bet ganet e Lezardrev e 1851, marvet e Vitry-sur-Seine e 1915).

KIS-772 Notennoù gramadegel VII Gl. flexion, déclinaison, conjugaison, prépositions combinées

PARDONIOU HA PELERINACHOU

KIS-397 Termenoù eus sterva Gl. immunité.

An urzhiataerezh war dachenn an diwyezhegezh abred.

Yann Kerglogor Ar haner baleer-bro A mon ami Ernest Renan

KIS-572 Rezioù an adanv dre mui, muiañ, lei, leiañ

(Doare C hwevrer 2012)

Yann Kerglogor, ar haner baleer-bro. Bet embannet e Modernnaet eo bet an doare-skriva.

YE-ZADUR AR BREZONEG KRENN -

far B15L ~.ô.n~r:l ">". 1 ;;x V' <._) ~ RO tb~êz.fi ..QAn-c; m. K te:o_..g ha ~:.9l..Annèouu

KIS-854 Notennoù gramadegel XXIII Krefen bihan a skrivadur hag a yezhadur (III)

War eun dachenn fobal

_t San tez ~nna. t Gwepz. Ar gwerc'hez.ed ganti Sur a vo selaouet Mamm ar W erc'hez Vari A gar ar Gwerc'hezed. Itron Santez Anna,

Kösd össze az összeillı szórészeket!

Troude Milin Ar marvailler brezoneg pe Marvaillou brezoneg A. Troude G. Milin Troude Ar horv heb ene

75. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, jú ni us 15., péntek TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 2478, Ft. Oldal

7ROI~l9e-Zh. - ..S6n'C. l2a~s~l Kl.eQ.. . ha. _ C1Ao~ez ~unnèour - 0

136 Con Dolore. Tenor 1. Tenor 2. Bariton. Bass. Trumpet in Bb 2. Trombone. Organ. Tube bell. Percussions

Kösd össze a szót a hozzá tartozó képpel! bab. ba-ba. ba-nán. bál-na. lá-da. vi-rág. ka-kas

WARSCHAUERBRÜCKE. Barzhonegoù. Antony HEULIN

A-FESON A-HEND-ALL AKORDEOÑS ALAMANDEZ

Taolenn Kentskrid, gand Taldir. Mojennou GWERZ MENEZ SANT-MIKAEL EUREUJOU KANA. (Brezel 1870) 1 TROMPILLER VERDUN. (Istor gwir) PERIG HAG AR ROÑFL

>' Ar sei; Ktii~tenn dre -~.. posi

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, jú ni us 25., szerda. 93. szám. Ára: 2400, Ft

Átírás:

Teuliad pedagogel «TRAEZOÙ SKOUER» HENAMZER

TAOLENN Pennad-digeriñ an diskouezadeg pad «Hollved eo Breizh»......p. 2 Kinnig an abadenn hag ar c'harned-dizoleiñ..........p. 4 Prientiñ ho kweladenn er mirdi......p. 5 Testennoù an diskouezadeg......p. 6 Temoù ha traezoù ar c'harned-dizoleiñ......p. 9 Hêrezh Galia hag hêrezh Roma An aloubidigezh Ar vuhez pemdez Urbs / Ar gêr Al lec'hioù foran Via / An hent Rus / Ar maezioù all Steuñv an diskouezadeg......p. 13 Titouroù pleustrek......p. 14 Ar gweladennoù «Traezoù Skouer»......p. 15 1

PENNAD-DIGERIÑ AN DISKOUEZADEG PAD «HOLLVED EO BREIZH» Testenn tennet eus katalog an diskouezadeg pad Gant Jean-Yves Veillard, a oa rener Mirdi Breizh gwezhall, e oa bet divizet reiñ da ziskouezadeg pad ar mirdi nevez anv an titl brav-kaer-se diwar ur varzhoneg gant Saint-Pol Roux. Ur barzh a bouez e oa Saint-Pol Roux, ezel eus skol an arouezouriezh, levezonet an dreistrealouriezh gantañ ha brudet mat gant e genseurted en e amzer. Ganet e oa bet e 1861, e Provañs, met deuet e oa d'en em ziazezañ e penn pellañ Breizh m'en em sante e-unan gant nerzhioù an douar hag ar mor. En e vaner, e Coecilian, ez eas da anaon en un doare skrijus : lazhet e voe e vatezh gant ur soudard nazi, gwallet e verc'h, roget pe devet e zornskridoù ha mervel a reas diwar ar gwallreuz-se. E oberenn ziwezhañ eo Hollved eo Breizh, embannet e 1941, savet gantañ en enor da Vreizh a-raok mervel. Stag eo an titl-se ouzh istor dibar un den, tomm d'ur vro ma ne oa ket bet ganet, ouzh an nerzhioù a oa savet ennañ diwarni, ouzh kejadenn ar skiant-prenet personel gant ur preder hollvedel : ne oa ket gwelloc'h titl da envel diskouezadeg pad ar Mirdi, zo kontet enni istor Breizh, adalek an amzerioù koshañ betek an deiz hiziv. Ar skipailh en deus ijinet ar raktresse a venne diskouez dibarderioù Breizh en o arvezioù hollvedel. Ar raktres dibabet a glot gant ar prederiadennoù zo bet er bloavezhioù tremenet a-zivout ar vreizhadelezh : d'ar mareoù ma vez digor Breizh war ar bed e vez pinvidikoc'h ha dibaroc'h he ferzhioù sevenadurel. Setu perak eo bet lakaet war wel en diskouezadeg pad ar prantadoù ma oa digor Breizh a-bep-eil gant ar prantadoù ma oa serret warni hec'h-unan, diouzh ma teue an eskemmoù armerzhel eus ar c'hornôg dre ar Meurvor Atlantel, evel ma weler kerkent ag oadvezh an Arem, pe, er c'hontrol, pelloc'h eus tu ar reter, a-hed ahel ar Ron pe an Danav, pa oa Breizh war lez ar bed. Bro gozh an Arvor eo Breizh, bro ar mor, hag he darempred gant ar mor a ro dezhi he flas er bed, a-hed an amzer. Hogen ne vije ket eus an Arvor hep an Argoad, hep an douar a eztaol ar binvidigezh-se a vez kaset da lec'h all gant martoloded an arvor. An diskouezadeg nevez Hollved eo Breizh a dres dimp an daolenn veur-se, hini Bretoned an argoad hag an arvor. Prederiañ war an identelezh, en em zigeriñ war ar bed, bezañ hentoù eskemmañ ha daremprediñ : gant goulennoù ar bed bremañ e pled ar mirdi nevez ha klask a ra bezañ a- unvouezh gant ar gouiziegezhioù a vez savet deiz-ha-deiz da respont d'ar goulennoù-se.[ ] Mirdi Breizh, pa voe digoret e 1960 e diabarzh mirdi an Arzoù-kaer e Roazhon, a oa an hini kentañ eus ar rummad nevez-se. Gant Georges Henri Rivière e oa bet soñjet raktres ar mirdi, asambles gant René-Yves Creston, arzour ha tudoniour anezhañ, ha Marie Berhaut a oa mirourez mirdi an Arzoù-kaer. 2

Labouret o doa gant enklaskerien ha skolveuridi, en o mesk Pierre-Roland Giot pe André Mussat o deus kresket kalz hon anaoudegezh eus Breizh. Er bloavezhioù 1960 e kendalc'has François Bergot da gas mirdi Breizh war-raok betek 1967 ma lezas e blas gant Jean-Yves Veillard bet e penn ar mirdi betek 1999. Dindan e urzhioù eo bet ar mirdi o vont da-heul istor an anaoudegezh eus sevenadur Breizh. Gwezhall e oa gwallvrudet ar sevenadur-se, nac'het zoken en hanterenn gentañ an 20 vet kantved, ha bremañ e vez lorc'h en dud oc'h anavezout o sevenadur, goude ar prantadoù hir a stourm zo bet evit difenn ar vreizhadelezh er bloavezhioù 1960-1970. Disoc'h an istor hir-se, zo padet ouzhpenn 50 vloaz, eo staliadur Mirdi Breizh e savadur meurdezus ar Maezioù frank, ur raktres en deus kemeret ur perzh bras ennañ. Bezañs ar mirdi zo un arouez eus ar bri a zouger da sevenadur Breizh hag eus an arvez hollvedel zo e kement sevenadur zo. François HUBERT (Pennvirour mirdi Breizh etre 2000 ha 2005) 3

KINNIG AN ABADENN HAG AR C'HARNED-DIZOLEIÑ An teuliad pedagogel-mañ a ginnig deoc'h un toullad binvioù ret evit kompren an Henamzer en diskouezadeg «Hollved eo Breizh». An danvez zo ennañ a c'hallit implijout evit prientiñ ar weladenn peotramant goude ar weladenn, er c'hlas. Mont en-dro an abadenn Displeget e vez d'ar skolidi petra eo an Henamzer e-pad an abadenn «Traezoù skouer : Henamzer». Ar mennozhioù pennañ a vez degaset gant an hanterour ha dre ur c'hoari dizoleiñ. Ur wezh kinniget gant an hanterour traezennoù eus an diskouezadeg e vez lakaet ar skolidi da gemer perzh ha roet pep a garned-dizoleiñ dezho. Goude-se e vez kaset un diviz gant ar c'hlasad a-bezh a-raok sevel un diverradenn e stumm goulennoù respontoù. Liveoù : kentañ derez (eus KD2 da KE2), skolaj Pad : 1e30 Ar c'harnedoù-dizoleiñ Ar c'harnedoù zo e stumm follennoù pleget en eizh tamm, warno frizennoù kronologel, luc'hskeudennoù eus traezoù an dastumadoù, skeudennoù (arouezioù, kartennoù douaroniezh, tresadennoù), titloù ha frazennoù da sachañ an evezh. An holl elfennoù-se a sikour da gas ar gaoz. Drezo o-unan e teu ar skolidi a-benn da reiñ ur ster d'an traoù dre sellet, deskrivañ, keñveriañ ha dezastum. Pep bugel a vez lakaet da glokaat ur c'harned dre begañ ar skeudennoù a vank. 4

PRIENTIÑ HO KWELADENN ER MIRDI Gweladenn brientiñ Gant ar servij Hanterouriezh e vez pedet ar gelennerien, e-maez ar vakañsoù-skol, da weladenniñ an diskouezadegoù pad evit netra ha da ginnig dezho an abadennoù hag an atalieroù. Pep Merc'her enderv etre 14e00 ha 16e30. Emgav da 14e00 rik e degemer ar Maezioù Frank Danvez teulioù Ar binvioù pedagogel (teulioù pedagogel ha karnedoù-dizoleiñ), hag un tamm eus dastumadoù ar mirdi a c'haller gwelet war lec'hienn Genrouedad mirdi Breizh : www.musee-bretagne.fr. Kreizenn deuliaouiñ ar mirdi zo digor d'ar gelennerien. Goulennit emgav a-raok dont, a Lun da Wener, etre 9e ha 17e. Pgz : 02 23 40 66 74 Servij Hanterouriezh En ho kourc'hemenn emañ tud servij Hanterouriezh ar mirdi, m'hoc'h eus ezhomm : mediation.museebzh@leschampslibres.fr Philippe Dagron : p.dagron@leschampslibres.fr / 02.23.40.66.71 Amélie Fabien : a.fabien@leschampslibres.fr / 02.23.40.67.52 Gwenaëlle Nebeu : g.neveu@leschampslibres.fr / 02.23.40.67.53 Pascal Nignol : p.nignol@leschampslibres.fr / 02.23.40.66.72 gweladennoù e brezhoneg BrunoGenton (kuzulier-eiler, kelenner galvet gant ar mirdi) : bruno.genton@ac-rennes.fr 5

TESTENNOÙ AN DISKOUEZADEG Marevezh galian-ha-roman - 57 a-raok J.K. / 476 Arvorig galian-ha-roman E 57 a-raok J.-K. e voe aloubet Arvorig gant Publius Crassus, komandant an armeoù roman. Er bloaz war-lerc'h e voe mouget emsavadeg ar Weneted hag o c'hevredidi gant Kaezar, e-kerzh un emgann war vor er Mor-Bihan a zo chomet brudet. Tamm-ha-tamm e voe diazezet ar Pax romana e kornôg Galia. Ul lodenn eus an Impalaeriezh e teuas ar vro da vezañ, met derc'hel a reas d'he gizioù bevañ ha d'an troioù-spered stag ouzh ar sevenadurioù arvorigat ha keltiek. Ar gêr vras, un elfenn romanekaat Ar c'heodedoù (civitates) a oa diazez an aozadur melestradurel roman. Mirout a reont an anvioù hag ar bevennoù a oa ganto da vare ar C'halianed kozh ivez sur a-walc'h : Osismied, Weneted, Namneted, Riedoned ha Koriosolited. Pep keoded a oa dezhi ur pennlec'h, a oa sez an ensavadurioù politikel, relijiel ha sevenadurel. Dre ar c'hêrioù, evel Kersaout, Karaez, Roazhon, Gwened pe Naoned, ma oa savadurioù hag aveadurioù pinvidik (palezioù, temploù, dourbontoù, kibelldioù ), e kreskas levezon arz bevañ ar Romaned. Logo /Sevenadur - relijion Darempredoù gwellaet dre an hentoù Stank ha kempennet mat e oa rouedad hentoù ar C'halianed. Kresket e voe gant ar Romaned. O mad a rejont eus an hentoù bras a oa etre ar c'heodedoù. Drezo e c'halle mont ha dont buan an dud, ar varc'hadourezh hag ar bagadoù soudarded a rae war-dro ar surentez er vro a-bezh. En Arvorig e oa hentoù hir a gase eus an eil pennkeoded d'egile a reter da gornôg. Liammoù all a oa gant traoñienn al Liger, hag ivez gant Lyon, kêr-benn Galia. Ur rouedad hentoù a eil renk a oa etre ar pennlec'hioù hag ar bourc'hioù bihan dindan o dalc'h. Logo / Eskemmoù Eskemmoù puilh gant Arvorig Ar priajoù siellet, aozet e-kreiz Galia, a veze enporzhiet en Arvorig. Dre ar stêrioù, al Liger peurliesañ, e veze graet ar c'henwerzh anezho. Dizoloet ez eus bet ur bern añforennoù, ar pezh a ziskouez e veze enporzhiet a bep seurt produioù hag e-leizh anezho : eoulioù hag hilioù eus Spagn, gwinoù eus a bep seurt broioù e Galia hag Italia, frouezh eus Norzhafrika Frondoù, produioù kened, spisoù pe gwer kriz a veze degaset eus pell zoken (Egipt, Aziavihanañ, Reter-pellañ). Eus Arvorig e veze ezporzhiet garom, ur soubilh dre besked a veze kavet mat-eston gant an dud, kig-sezon ha metaloù. Priajoù ar pemdez An endalc'herioù a oa dezho stummoù ha tresoù kinklañ liesseurt hag implijet e vezent evit ober a bep seurt traoù. Ouzhpenn ar priajoù siellet enporzhiet e oa listri all, implijet aliesoc'h, a veze aozet er vro. Bez' e oant binvioù evit poazhañ, fardañ ha mirout boued. A- wezhioù e veze lakaet dour, gwin, eoul, garom... enno. 6

Trec'h ar c'hiz roman E plas ar bragoù e krogas an dud da wiskañ tonegoù, degaset eus Roma, er renkadoù ren dreist-holl. Kendalc'het e voe da wiskañ kougoulioù (mantilli gant ur c'habell) en Impalaerded-Uhelañ (1añ ha 3e kantved) evel ma veze graet da vare ar C'halianed. Ne chom nemet nozelennoù ha spilhennoù-alc'hwez amañ hag ahont diwar an holl dilhadoù liesliv a oa. Ar rikoù bihan-se, simpl (un neudenn arem pleget) pe luzietoc'h, a servije da stagañ ar pastelloù-gwiad etrezo. Kerkent ha deroù ar c'hantved kentañ goude J.-K. e oa darn eus ar spilhennoù-alc'hwez a oa amailhet ha kinklet gant tresoù mentoniel pe skeudennek. Bravigoù dindan levezon Ar maouezed c'halian a veze ganto perlez gwer dija. Met gant ar sevenadur roman end-eeun ez eus deuet enlouc'helloù a oa kleuziet o engravadur e-barzh mein dambrizius (oniks pe mein Kalkedonia da skouer). Un nebeud pezhioù dispar zo bet kavet evel gwalennoù aour, ha kalz muioc'h a draezoù disteroc'h un tamm : gwalennoù ha troioù-brec'h arem, gwer hag arc'hant, a-wechoù, chadennoùigoù Bragerizoù ha dilhad cheuc'hoc'h-cheuc'h Kalz a vlizidigezh a ziskoueze an dud gant prederioù ar c'horf. Ar maouezed a gempenne o blev e torkadoù luziet alies, evel m'en diskouez an delwennigoù pri poazh gwenn. Pladennoù-fardañ, loaioù, piñsedoù-divleviñ, darnoù melezourioù, buredoù frond, setu aze un nebeud skouerioù a chom eus ar binvioù niverus a rae an dud ganto evit en em fardañ hag en em walc'hiñ. Berzh ar c'hoarioù hag an diduelloù Ar c'hibelldioù, ar c'hoarivaoù hag ar c'helc'hvaoù foran degaset eus Italia ha gouestlet d'an dudi a reas berzh e pep lec'h. Ar chase a oa tra ar re binvidikañ hepken. Ur bern jedoueroù ha diñsoù eskern, arem pe gwer zo bet kavet, ar pezh a ziskouez e oa dedennet an dud gant ar c'hoarioù chañs er vuhez pemdez. D'ar mare-se dija e veze roet d'ar re vihanañ ur chutell gant ouroulerioù. Skritur hag enskrivadurioù Sevenadurezh ar skrid eo hini ar Romaned. An holl dud ne ouient ket al lizherenneg latin, met enskrivadurioù zo bet kavet alies war priajoù, mein pe mogerioù an tiez. War darnoù priajoù ez eus chomet roudoù eus kontoù, eus anv ar poder pe an implijer. Tablezennoù koad goloet gant koar a servije da skrivañ gant ar goustilh. Ur beg lemm a oa evit tresañ hag ur beg togn evit reizhañ. Listri diseurt Ar pri, an askorn, an arem, hag ar c'hoad pa vez adkavet, a oa danvezioù implijet evit ober listri. Al lavnennoù a veze graet kalz ganto war ar pemdez, evit ar c'hontilli-taol, ar binvioù labour pe c'hoazh an aotennoù. Ar pezhioù orfeberezh, an endalc'herioù gwer hag arem, rouesoc'h anezho, a oa lod ar re binvidik. 7

Sklêrijennañ ha kinklañ Evit kaout sklêrijenn e oa kleuzeurioù dre zruzoni ha torchadoù-gouloù dreist-holl. A- wechoù e oa ivez kantolorioù pri a zalc'he goulaouennoù-soav pe koar. Un nebeudig kleuzeurioù dre eoul a oa kinklet gant dremmoù tud pe tresoù loened. Traezoù ar pemdez Ur bern traezoù diseurt zo bet kavet en ur furchal. Ganto e c'haller ijinañ petra e oa buhez pemdez ar Romaned. Higennoù ha begoù saezhoù, alc'hwezioù niverus, traezoù arem a c'hellfe bezañ bet tammoù arrebeuri pe delwennoùigoù Aspadennoù all, a-wechoù, ne ouzer tra diwar o fenn, nag eus pelec'h e teuent na da betra e servijent. An artizaned e barr o bleuñv Ur plas a bouez a oa gant an artizanerezh en Arvorig, pa oa enni kalz a vengleuzioù plom hag houarn dreist-holl. Evit gallout labourat ar metaloù hag ar pri e veze savet fornioù. En ur furchal ez eus bet dizoloet askorn ha korn kizellet gant tablezerien, troelloù-nezañ bet implijet gant gwiaderien Sur a-walc'h e oa kantennerien, kommerien, kivijerien ha munuzerien ivez er c'heodedoù, daoust ma n'eus ket chomet kalz roudoù anezho en douar. Ur relijion diouzh ar vro Ar relijion roman a amprestas digant kredennoù a bep seurt : roman, gresian, egiptat Degemeret e voe ar relijion nevez gant pobladoù Arvorig. Kenderc'hel a rejont da bediñ o doueed koulskoude. Se zo kaoz ez adkaver an doueed c'halian Mullo pe Vicinnus a-dal da anv Meurzh. Hag Atepomaros e-kichen Merc'her. E pep ti e oa delwennoùigoù pri poazh gwenn a rae dave d'an doueezed-mamm : Gwener, Minerva pe c'hoazh Attis. An doueed-se, enoret gant aoterioù bihan, a wareze ar C'halianed eta. Azeuliñ an impalaer a voe ur boaz diazezet gant Aogust. Unan eus an elfennoù a vire unvan an Impalaeriezh roman e voe. An Impalaerded-Izelañ Gwanaet e voe an Impalaeriezh da-heul enkadennoù armerzhel ha politikel an 3e kantved. Ar vuhez e kêr koulz ha war ar maez a voe lakaet diaes gant an alouberien hag ar riblerien. Tachennoù a-bezh eus keodedoù zo a yeas da get. Er c'hantved war-lerc'h, da ziwall ar vro diouzh an dañjerioù diavaez, e voe savet kreñvlec'hioù e porzhioù Aled (Sant-Maloù) ha Brest. Mogerioù-kreñv a voe savet da wareziñ ar c'hêrioù pennañ. Gant al labourioù difennse e teuas an Impalaeriezh a-benn da adtapout he mestroni war ar vro. 8

TEMOÙ HA TRAEZOÙ AR C'HARNED-DIZOLEIÑ HÊREZH GALIA HAG HÊREZH ROMA Tonellig win Alc'hwez «Ne vern an añforenn pe an donellig, gant ma vo eskemmoù : gwinoù Tarraconense, livadur an inizi Lipari» Orin Roazhon (Il-ha-Gwilen) Deiziad dianav Añforennoù eoul Alc'hwez «Ne vern an añforenn pe an donellig, gant ma vo eskemmoù : gwinoù Tarraconense, livadur an inizi Lipari» Orin Roazhon (Il-ha-Gwilen) - o tont eus an inizi Lipari (Siklia) hag eus an Tarraconense (Spagn) Deiziad I añ kantved goude J.K. Merc'her-Atepomaros Alc'hwez «Pe hini eus an daou a levezon an hini all?» Orin Traoñienn ar Stêr-Aon, Laz (Penn-ar-Bed) Deiziad dianav Ganet e voe ar sevenadurezh galian-ha-roman diwar hêrezh ar C'halianed hag ar Romaned. Binvioù, sinkretegezh relijiel (doue galian-ha-roman). Arvorig : ur broviñs eus an Impalaeriezh roman e-kreizig-kreiz an eskemmoù AN ALOUBIDIGEZH Alc'hwez Orin Deiziad Trofe brezel (lifre kantener) «57 a-raok Jezuz-Krist : aloubet eo Galia a-bezh gant ar Romaned. Galia a-bezh emezoc h?» Saozon-Sevigneg (Il-ha-Gwilen) I añ III e kantved goude J.K. Keal Lakaat ar gaoz war aloubidigezh Arvorig, un tammig a-raok Brezel Galia), renet gant Julius Kaezar 9

AR VUHEZ PEMDEZ (DOMUS/TI) Skiant an dudoniezh he deus lakaet an henoniourien da vezañ dedennet gant traezoù ar pemdez ha n'eo ket hepken gant ar savadurioù meurdezus. Torkad-blev Alc'hwez «Torkad-blev a c hiz roman» Orin Roazhon (Il-ha-Gwilen) Deiziad dianav Kinklerezh ha levezon ar gizioù roman war an dilhad Alc'hwez Orin Deiziad Bured «Frond ar Vezuvio» (evit degas soñj a Bompei, skouer brudet ur gêr douaret) Roazhon (Il-ha-Gwilen) dianav Emwalc'hiñ, yec'hedouriezh ha prederioù ar c'horf C'hoariell Alc'hwez «C hoariell ar babig» Orin Roazhon (Il-ha-Gwilen) Deiziad I añ III e kantved goude J.K. Bugaleaj ha dudi An doue Lar Alc'hwez «An doue Lar, gwarezour an oaled» Orin Kersaout (Aodoù-an-Arvor) Deiziad dianav Keal Ar relijion e ti an dud, war ar pemdez URBS / AR GÊR Skeudenn er foñs : tres karrezennet kêr Tammoù traoù eus hor bed a vremañ zo deuet diwar hêrezh ar Romaned (a oa bet levezonet o-unan gant ar C'hresianed) : kêraozañ, hentoù, ensavadurioù politikel, lec'hioù foran evit an dudi hag an arvestoù (leurenn foran, kibelldi, c'hoariva...), reizhiad kas (dourbont) ha skarzhañ (kanioù) an dourioù... Harzoù kêr (Pomerium) hag ahelioù kêraozañ (Cardo, ahel norzh-su / Decumanus, ahel reter-kornôg) Tachennoù kêr : diforc'hiñ lec'hioù foran (kibelldi, forum/leurenn foran, templ) diouzh tiez prevez (insula/karter) 10

AL LEC'HIOÙ FORAN Plakenn he delfin Alc'hwez «Plakenn he delfin» Orin Saozon-Sevigneg (Il-ha-Gwilen) Deiziad I añ III e kantved goude J.K. Ar c'hibelldi : ul lec'h da ziskuizhañ ha da skoulmañ darempredoù sokial (evel ar forum/al leurenn foran) An delfin : ur skeudenn voutin e kinklerezh ar c'hibelldioù. Alc'hwez Orin Deiziad Sichenn greunit «Sichenn un delwenn on-me. Bez 'z eus ac hanon a-drugarez ur reizhaouer a oa madoberour p en deveze c hoant.» Roazhon (Il-ha-Gwilen) Eil kantved goude J.K. Meskañ ar relijion gant ar politikerezh : giz an evergetegezh An evergeted a oa tud pinvidik, politikourien anezho a ouestle un tamm eus o feadra da vravaat kêr. VIA / AN HENT Bonn Alc'hwez «Pegement a viloù roman, a levioù galian, a gilometroù a chom d'ober c'hoazh?» Orin Roazhon (Il-ha-Gwilen) Deiziad 236 goude J.K. Unvez muzuliañ (lev c'halian ha mil roman) hag hendadoù ar bonnoù kilometroù Alc'hwez Orin Deiziad Peul (da skorañ ar pont) «Ar raoskl a bleg bepred hep terriñ morse, padal an derv a chom solut daoust da bouez ar varc'hadourezh, an dud hag an amzer.» Gwisec'h (Il-ha-Gwilen) 50 a-raok J.K. An hentoù hag o aveadurioù 11

RUS / AR MAEZIOÙ Kenkiz galian-ha-roman Kerioñvarc'h, Kastellan-ar-Sec'h (Il-ha-Gwilen) (maketenn) Aozadur egorel ha sokial ar genkiz : Pars urbana / Lodenn annezet gouestlet d'an dominus/mestr an ti Pars rustica / Lodenn gouestlet d'al labour, domani ar gouerien, an artizaned Alc'hwez Alc'hwez «Alc'hwez ar maezioù» Orin Kastellan-ar-Sec'h (Il-ha-Gwilen) Deiziad dianav Keal Pouez ar goved, dre ma oant mistri war an danvez hag an tan KEALIOÙ ALL AN ENSKRIVADUROURIEZH Bonn ha Sichenn greunit Gant an dediadennoù en enor da dud veur e c'haller gouzout hiroc'h diwarbenn aozadur politikel, melestradurel ha relijiel ar geoded. AN TRAEZOÙ MIRET Peul ha Tonellig Lod danvezioù zo bet miret-dreist evel ar c'hoad en ul lec'h gleborek. DIZOLEIÑ AN TRAEZOÙ An darn vrasañ eus an traezoù kinniget er c'harned zo bet kavet dre zegouezh pe da vare furchadegoù aozet e-pad labourioù kempenn e kêr pe war an hentoù. 12

TRES AN DISKOUEZADEG Troc'h an daou vrezel-bed Breizh bremañ Egorenn ar skiantoù Breizh ar maezioù, an aodoù, ar c'hêrioù, an traezhennoù Hent ar weladenn Digoradur d'ar weladenn «Hollved eo Breizh» Adalek an Dispac'h Bras betek ar mare etre an daou vrezel-bed Levraoueg Ragistor Henamzer Renad Kozh Krennamzer 13

TITOUROÙ PLEUSTREK Mirout plasoù evit ar strolladoù Ret eo ober ar goulenn ouzh servij Mirout plasoù ar Maezioù Frank : Pgz 02 23 40 66 00 Eurioù Degemeret e vez ar strolladoù eus ar Meurzh d'ar Gwener (nemet d'ar Merc'her enderv). Tri frantad a vez kinniget : - 9e00 10e30-10e30 12e00-14e00 15e30 Trugarez deoc'h da erruout 15 munut a-raok penn-kentañ an abadenn Priz 1,50 dre skoliad Digoust evit an ambrougerien Chomlec'h Mirdi Breizh 10 bali ar C'hevredidi 35039 Roazhon Mont-tre evit ar strolladoù : 46 boulouard Magenta Dont d'ar mirdi Arsav metro : «Charles de Gaulle» ha «Garioù» Porzh-houarn ha gar ar c'hirri-boutin da 200 m Busoù a gas d'ar mirdi Gallout mont er savadurioù En holl lec'hioù e c'hall mont an dud nammet. Servij kinniget Gwiskva digoust An holl weladennoù a c'hall bezañ graet e brezhoneg. 14

AR GWELADENNOÙ «TRAEZOÙ SKOUER» Gant traezoù skouer an diskouezadeg e vez dizoloet ar marevezhioù bras eus istor Breizh, adalek ar Ragistor betek an deiz hiziv. Eizh gweladenn «Traezoù skouer» a vez kinniget da zizoleiñ ar marevezhioù istorel dezrevellet en diskouezadeg : -Ar Ragistor -An Henamzer -Ar Grennamzer -An Henamzer -Adalek an Dispac h Bras betek ar mare etre an daou vrezel-bed -Breizh ar maezioù, an aodoù, ar c'hêrioù, an traezhennoù -Troc'h an daou vrezel-bed : 1914-1918 ha 1939-1945 -Breizh bremañ, adalek 1950 betek an deiz hiziv Ar weladenn «Traezoù skouer» a-zivout ar Ragistor (eus - 700 000 da - 57 a-raok J.-K.) Eus ar maen benet, un ekonomiezh kantreerien, chaseourien, pesketaerien ha kutuilherien, d'ar maen levnet, un ekonomiezh tud chomidik, labourerien-douar, saverien loened hag artizaned. Ar sevenadurezk keltiek gant divroadegoù ar pobladoù, ar gevredigezh, ar relijion, an arz hag ar vuhez pemdez. Ar weladenn «Traezoù skouer» a-zivout an Henamzer (eus - 57 a-raok J.-K. da 476) Perzh dibar ar sevenadurezh galian-ha-roman ganet diwar sevenadurioù ar C'halianed hag ar Romaned. Hêrezh ar sevenadurezh galian-ha-roman a-fet kêraozañ ha kempenn an tiriad : an hent, ul liamm etre ar c'hêrioù hag ar maezioù. Ar weladenn «Traezoù skouer» a-zivout ar Grennamzer (eus 500 da 1532) Tremen eus Arvorig da Vreizh, diwar ar vretonedigezh hag ar gristenidigezh. Emdroadur ar savouriezh arme difenn. Un dugelezh dizalc'h ha digor war ar mor. Ar weladenn «Traezoù skouer» a-zivout ar Renad Kozh (eus 1532 da 1789) Kevredigezh Breizh dindan ar Renad Kozh : an tri urzh. Pinvidigezhioù armerzhel ha sevenadurioù liesseurt. Emsavadegoù kastizet gant hollveliegezh ar roue betek an Dispac'h Bras ha dibenn an dreistgwirioù. Ar weladenn «Traezoù skouer» a-zivout an Dispac h Bras betek ar mare etre an daou vrezel-bed (eus 1789 d'ar bloavezhioù 1930) Enebiezh Dispac'hourien / Chouaned. Etre ar gizioù kozh hag an amzer nevez : likelezh, brezhoneg, hengoun dre gomz, greanteladur, emsavioù sokial, divroadegoù 15

Ar weladenn «Traezoù skouer» a-zivout Breizh ar maezioù, an aodoù, ar c'hêrioù, an traezhennoù (eus an 19 vet kantved d'ar bloavezhioù 1950) Poltredoù kroaziet gant maouezed ar maezioù, an aodoù, ar c'hêrioù, an traezhennoù : modernelezh ha doareoù bevañ nevez. Ar weladenn «Traezoù skouer» a-zivout Troc'h an daou vrezel-bed (1914-1918 ha 1939-1945) Lizher ur soudard er fozioù : ul liamm etre an talbenn hag an adreñv (1914-1918). A-dal d'an alouberien : emzalc'hioù diseurt ha kemm-digemm (1939-1945). Ar weladenn «Traezoù skouer» a-zivout Breizh bremañ, adalek 1950 betek an deiz hiziv Breizh etre douar ha mor : an danvezioù ekonomikel. An darvoudoù pennañ war dachenn ar politikerezh, an ekonomiezh, ar sevenadur hag ar sport Teuliad savet gant servij Hanterouriezh Mirdi Breizh, asambles gant Bruno Genton, kuzulier-eiler, hag ar stajidi Franck Philippeaux ha Virginie Boüan. 16