La course pour la langue bretonne Dibabet eo bet lec hioù loc hañ ha degouezh Redadeg 2016! Ar Redadeg a di da di BP 15 35310 Morzhell / Mordelles darempred@ar-redadeg.org - 06 08 64 99 72 - http://www.ar-redadeg.bzh Association enregistrée sous le n W353006925 le 4/ 12/2008 Siret : 518 503 628 00019 - APE 9499Z
Evit ar pemp pempved mp ved Redadeg e 2016 Loc hañ d an 2 9 a viz Ebrel eus SantSant-Ervlan / Naoned e LigerLiger- Atlantel Degouezh d an 7 a viz Mae e LokoalLokoal-Mendon er MorMor -bihan
Loc hañ d an 29 a viz Ebrel eus Sant-Ervlan / Naoned e Liger-Atlantel Dibabet eo bet Sant-Ervlan / Naoned gant ar Redadeg evit reiñ lañs da Redadeg 2016 abalamour d ur raktres a-feson kinniget gant kevredigezh Yezhoù ha Sevenadur. Ober a raio war dro an darvoud-mañ Yezhoù ha Sevenadur gant skoazell kevredigezhioù ar vro ha perzh Ajañs Sevenadurel Breizh Loc hañ a raio ar pempvet Redadeg eus al lec h Erv Breizh e anv. An dud a c hallo gwelout al lec h-se, kinklet nevez-flamm, a zo dindan ar savadur mil anavezet abalamour d ar stumm ha d an uhelder ken bras (100m).. Loc hañ ar Redadeg e 2016 a vo just goude digoridigezh savadurioù nevez kevredigezh Yezhoù ha Sevenadur war al lec h «l Angevinière» e-kichen «Erv Breizh». A drugarez da youl tiez-kêr Sant Ervlan ha Naoned ha skoazell Naoned Meurger e oa bet tu da gaout ar savadur nevez-mañ. Un doare brav da lakaat war-wel o youl evit skoazll ar Brezhoneg hag e implij. Er 3000m2 a savadurioù war un dachenn a 14000m2 e c hallo Yezhoù ha Sevenadur degemer ouzhpenn ar skolaj Diwan, kevredigezhioù sevenadurel Breizh evel Kentelioù an noz, KDSK, Skol an Emsav, Ofis Publik ar Brezhoneg hag ur vagouri Youn ha Solena. Ul lec h gant diskouezhadegoù, predva, kouskva gant 80 gwele.. Ul lec h bevañ e brezhoneg a vo evel n eus ket kalz outo e Breizh. En ur lakaat loc hañ Redadeg 2016 aze e faot deomp lakaat da dalvezout ar greizenn nevez-mañ hag ar pezh a c heller kavout evit ar brezhoneg e Liger-Atlantel ha pelloc h c hoazh. Loc hañ ar Redadeg eus Sant-Ervlan / Naoned eo ivez diskouez e chom a-bouez en hor spered ar stourm evit distro al Liger Atlantel e Breizh.
Yezhoù ha Sevenadur a zo ul lec h bevañ e brezhoneg:buhez skol, buhez sevenadurel, buhez kefredel ha buhez kevredigezhel. - ur greizenn a ro bod da skolaj Diwan Liger Atlantel, d ar (g)kdsk / Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek, Kentelioù an Noz- Kentelioù ha oberezhioù-dudi e brezhoneg, Skol an Emsav stummadur hir 6 miz- - a zegemer diskouezadegoù, prantadoù dizoloiñ ar brezhoneg asamblas gant ar familh, beilhadegoù kontadennoù, kentelioù sonerezh, mintinvezhoù lennegezh e brezhoneg ha kement zo, a- hed ar bloaz Eus Naoned e oa bet loc het ar c hentañ Redadeg e 2008. Bep bloaz e tremen ar Redadeg dre Naoned. E 2014 ez eus bet ur gouel brav gant sonerezh, sport hag a bep seurt darvoudoù. Skolioù brezhoneg e Liger-Atlantel 5 skol e vez desket brezhoneg enno e Skolioù Naoned ha Sant Ervlan (2 Diwan, 2 bublik ha katolik), 2 skolaj (Diwan ha Rutigliano) da lavaret eo miuoc h eget 550 skoliad. Teir skol Diwan all a vez kavet c hoazh e Liger Atlantel ha 2 lise, unan e Naoned, a ginnig kentelioù brezhoneg. Meur a gevredigezh a ro kentelioù brezhoneg d an dud deuet. Startijenn zo ganto e Liger Atlantel. E Naoned eo Kentelioù an Noz an hini brasañ hag a vod muioc h eget 150 den o teskiñ brezhoneg e 2014/2015. Ganti ez eus atelieroù a bep-seurt, e Naoned ez eus tu da geginañ, liorzhañ, kanañ, c hoari golf pe c hoariva, en em dorloiñ, sevel un abadenn radio pe krouiñ bravigoù, kemer perzh d ur strollad lennegel, bale, dañsal.. pep tra e brezhoneg. E 2016 e vo kinniget d an dud ur strollad redadeg a-benn pleustriñ evit Redadeg 2016.
Él e 2012 get Douarnenez hag e 2014 get Groñvel en deus dibabet ar Redadeg degouezh e kreiz un darvoud bras ha digoret da razh an dud. Trofe Roñsed-Mor an hini eo a zegemeray ar Redadeg evit ar brezhoneg e 2016. Degouezh d ar 7 a viz Mae e Lokoal-Mendon er Mor-bihan Get Bagad Lokoal Mendon, sikouret penn-da-benn get an Ti-kêr, e vo aozet hor gouel bras e kreiz Trofe Roñsed-Mor 2016. E Bagad Lokoal-Mendon eh eus pasapl a sonerion a ouia Brezhoneg. A-drugarez dezhe eo bet digoret hent hor yezh da bed ar bagadoù hag o c hoant d he c has àr-raok a lakaont àrwel en Trofe : noziadoù filaj, enderviadoù teatr/c hoarioù evit ar vugale, koñkourioù sonerezh, dañsoù displeget pe kaset da benn e Brezhoneg... Kanniget e vez un digor-kalon sonet hag ur fest-noz d ar sadorn da noz e-pad an Trofe. Degouezh ar Redadeg a vehe neuze penn-komañs ar gouel e 2016. Ar miliadoù a dud o do redet àr hent ar Redadeg o do ar blijadur da gemer perzh en degouezh-se. Un digarez a vo evite da zizoloiñ an Trofe-mañ, gouestlet d ar sonerion, aozet a- c houde 27 blez hag a vod àr dro 3000 den a-hed an dibenn-sizhun. Un digarez a vo evidomp da lakaat ar brezhoneg da strakal e-kreiz ar fest, ur prantad brav da vonet e darempred get ar re arall, da grouiñ liammoù etre brezhonegerion hag ar re ne gomzont ket Brezhoneg c hoazh, etre an dud a bep bro. Un doare ivez da zerc hel soñj e vez ar Brezhoneg hor yezh deomp-ni, bev ha komzet get rummadoù a bep seurt en ur bed a-vremañ.
E fin ar blezadoù 60, diàr mennozh Alan Ar Buhe e oa bet strollet ur bagad bugale e Lokoal-Mendon. A-drugarez d'an intrudu-mañ e tihuno, e 1969, Bagad Roñsed-Mor Lokoal-Mendon. N'he deus ket arestet ar strollad d'en em varekaat, betek bout degemeret e rummad 1tañ ar Bagadoù e 1981. Tapet eo bet 4 gwezh ar maout get ar Bagad e Kampionad ar Bagadoù a-drugarez d'e heuliadennoù a galite. Ermaez ag ar c'honkourioù e embann ar Bagad abadennoù liesseurt ha dreistordinal. Savet en deus meur a bladenn ha kemeret en deus perzh e pladennoù Gilles Servat, Pascal Lamour, Denez Prigent, Pat O'May, Carlos Nuñez ha Dan Ar Braz. Sonet en deus get Alan Stivell, José Ángel Hevia, Michael Jones.. Krouet e oa bet Trofe Roñsed-Mor e Lokoal-Mendon e 1987 : ur gouel savet tro-ha-tro da sonerezh Breizh. A-c'houde e vez tolpet bep blez e-pad 4 devezh sonerion gwellañ Breizh kement hag ur publik tud barrek pe a-youl-vat. Tremenet eo Ar Redadeg dre Lokoal-Mendon evit ar wezh kentañ e 2012. Izili ar Bagad o doa dibabet a unvouezh kemer perzh a- benn lidiñ an tremen er vro. Asambl get ur strollad lec hel leun a veugon o doa aozet ur fest-noz àr plasenn ar vourc h. Da-geñver tremen ar Redadeg e 2014 en doa dihunet ur strollad sonerien bourc h ar gumun a-benn lidiñ an darvoud, asambl get tud bugale ar c hlasoù divyezhek. Skolioù brezhoneg e Lokoal Mendon Kelennet e vez e Brezhoneg e skol Intron-Varia ar Bleuñv Lokoal-Mendon (101 krouadur), skol Sant- Guigner Pleuwigner, skol Saint-Mikael Karnag, skol Sant-Joseb Plunered, skol Pont-Douar Brec h, skol Sant-Jili Meriadeg, skol Santez-Anna e Santez-Anna-Wened, skol Sant-Joseb Pluvergad, skolioùdiwan ha Santez-Thérèse An Alre. Evit an eil derez : skolaj-lise Santez-Anna e Santez-Anna- Wenedha skolaj Kerfontaine Plunered. Skolajoù Pleuwigner hag an Intel a gannig ur c helenn brezhoneg drezibab. Betek 30 km e konter ivez kerioù Gwened, An Oriant, Rianteg hag Henbont, a zo meur a skol ha skolaj gete.
ar Redadeg e-berr gomzoù... Arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo ar Redadeg a rummad da rummad, a vro da vro, en ur zastum arc hant evit skoazellañ ar brezhoneg er gevredigezh a-vremañ Ar Redadeg tremenet a oa e miz Mae 2014, eus Montroulez da C hroñvel hag dastumet en doa 125000 euro evit ar brezhoneg Milliadoù a dud o doa redet noz ha deiz, dre an 5 departemant Breizh. Ur Redadeg a-eilek km ha km eo a-hed 1500 km Un darvoud war un dro kengred, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur. Ar vazh, arouez ar brezhoneg, a zo enni ur gemennadenn guzhet, treuzkaset eus an eil dorn d egile hag a vez lennet en degouezh. Un darvoud dezhañ ul levezon vras war ar mediaoù (e Breizh ha pelloc h), war an armerzh (war eeun pe da eil) ha war ar sevenadur