PRIZIOÙ DAZONT AR BREZHONEG 2011

Hasonló dokumentumok
Sinema e brezhoneg evit ar skolioù TROIAD 2019 DOSER EVIT AR SKOLAERIEN

Listenn sinerien Bro Dreger ha Goueloù o deus kaset oberoù da benn BENAC H KAWAN

Listenn sinerien Liger-Atlantel o deus kaset oberoù da benn AR BAOL-SKOUBLEG

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG ER VRO-WENN HAG ER BRIVER

War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXI vet Kantved

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO REDON HAG AR GWILEN

Taolenn. 1 AÑ LODENN : DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL I. Deskiñ ar yezh II. An divyezhegezh abred III. Al liammoù etre ar remziadoù...

STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ

Ahelioù simetriezh. I. Ahelioù simetriezh ha lunioù. Dizoleiñ. 1. Setu un nebeud lunioù, dezho ahelioù simetriezh da adkavout. 2.

kaier AN ABADENNOU EVIT AR SKOLIOU kelc h 1 kelc h 2 kelc h 3 An traoù da c houzout MIRDI AR BEZHIN HAG AR VEZHINERIEN

Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit gwellaat buhezegezh niverel ar brezhoneg

Bodañ a ra an darvoud-se ouzhpenn a dud. Ur brud a ya dreist harzoù ar Vro.

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2011

Dibabet eo bet lec hioù loc hañ ha degouezh Redadeg 2016!

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO PLOERMAEL KALON BREIZH

UR MIRDI TROET A-VISKOAZH WAR-ZU ARZ E AMZER

[ EVIT UR C'HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! ] EVIT UR C'HLEWELED E BREZHONEG!

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2012

Ar vonarkiezh vonreizhel fin Eost 1792 I. Bro C hall nevez

Skolidi skol Rohan Gwened Miz An Azvent 2009

Kartenn Europa treuzfurmet get ar brezel Perak e kas ar gartenn nevez a Europa kement a gudennoù etre ar Stadoù?

MALI AR MERC HED TESTENNOU AN DISKOUEZADEG E BREZHONEG

Levrig ar mestr Kelc hiad 2

KIS-849 Hanc herieg ar mol

Kêrioù. Arz. Glad Kêrioù Breizh.

Imbourc h KANNADIG. Gwalloberoù an hiniennelouriezh... pe un ifern pavezet a ratozhioù kaer

Frañs hag Unvaniezh Europa, galloudegezhioù a renk bedel. Levezon sevenadurel. Levezon ekonomikel. Levezon geopolitikel.

Teuliad pedagogel «TRAEZOÙ SKOUER»

IMBOURC'H. Krennlavarioù miz Meurzh. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 65 Meurzh - Ebrel 2010 Priz : 2

Ar redadeg stlejelloù Emañ ar gomz gant ar skolidi Ar menezioù uhel AR CHAS HUSKY Embannet gant TES 220 TE 260 ISSN

Park. Natur rannvroel. Arvorig. Karta Danevell ar garta. «Evit gweledvaoù. dibabet en Arvorig»

A-bouez eo bezañ kelaouet Da vare an distro-skol-mañ e fell deomp diskouez deoc h eo mat bezañ koumanantet da Ya!, evit meur a abeg.

Imbourc h KANNADIG. Hanter-kant vloaz war-lerc h. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 105 Ebrel - Mezheven 2018 Priz : 3

Miz Even Priziadenn. Évaluation de breton. Live B1. Teul (lenn & skrivañ) Anv : Kevredigezh :

Emañ ar gomz gant ar vugale

Kenfeurelezh, dregantadoù

IMBOURC'H. Hennadelezh Vroadel. 5 Kantadoù Aldjerianed c hall pe Gallaoued aldjerian - se zo. «Brezhon». 7 barnverk : critère.

An Dañserion-noz. An dud é c hoari. An Dañserion-noz

Imbourc h KANNADIG. Kaezar ne oa ket andoueour. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 103 Here Du - Kerzu 2017 Priz : 3

Redadeg Skol Antoine de Saint Exupéry e Puguen Skol Sant Josef / Santez Mari en Erge Skol Diwan Penharz e Kemper

Imbourc h KANNADIG. Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc hded

Pennadoù 1, 2. Ameli. Brastres an tudennoù

Maezadoù François Dilasser

KANNADIG Imbourc h. Galloud an Arc hant 1/ Priz : 3

KAVADENN AR SKRITUR. Diell 1 : Arouezennoù gennheñvel. ur genn

un tenzór a gardae un trésor à conserver

Deskadurezh an henchiñ: sevel ur fichenn àr ur vicher liammet get ar justis B4: B5:

Niveroù relativel. I. Degouezhioù. Dizoleiñ. 1. Ar bignerez bennfollet. 2. Al lestr-spluj m. 400 m. 500 m. 3.

Prederiadennoù war an dic houest mama-z omp...

Pont Treglonoù. Uhelvorioù ar reverzhi vras Uhelvorioù Marvorioù. Ar grugell. Al lec hideg Ar wazh-dour Poulloù-dour. Ar c hleuz.

Mirdi Breizh KREDIÑ A RAN, NE GREDAN KET

The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827

Diell 1: gwir-votiñ evit ar vaouezed (1944) Diell 2: adsevel Frañs.

KIS-794 Gl. haras (p. 39), pneumopathie atypique (p. 40), écriture automatique (p. 41), diglossie (p. 42)

KORN AR RESTACHOÙ. Dastum dre zibab

AL LIAMM 72. AL LIAMM Tir na n-òg NIVERENN 72. Genver - C'hwevrer 1959 TAOLENN. 15ved BLOAVEZH

Pondi. Troiad da gompren « Bugale, adal 8 vlez. Ul levrig-c hoari evit ober anaoudegezh gant ar c harter. napoleonat. en ur ebatal!

Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ. II. Ur brezel distrujiñ

Ar prosez. Franz Kafka. Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

nevez Dianav med n'int ket estrañjourien Yvon Le Men 3 Enezeier an heol 5 D. Maximin, M. Rippon, J. René-Corail 33 Lennegez

Erle a zistroas d e vurev, mezhek. Kemer a reas ar gazetenn ha kregiñ da lenn, aketus. Gwelet fall e oa gant ar rener abaoe ar penn-kentañ.

Eur ger a-raog... Ar vro hag ar mor

Charlez Gwennou. (bet ganet e Lezardrev e 1851, marvet e Vitry-sur-Seine e 1915).

. JAN-MARI SKRAGN (JEAN-MARIE LE SCRAIGNE)

E U R O P A D39 D3 D11 D20 D35 D35 D10 D26 D An Ahel: A Z I A. Ar Gevredidi: D41

Kendiviz etrebroadel Colloque international. Minorelezhioù. ha bedeladur. Minorités et mondialisation ROAZHON / RENNES. 23 ha 24 here / octobre 2014

G W A L A R N H E R E

KIS-854 Notennoù gramadegel XXIII Krefen bihan a skrivadur hag a yezhadur (III)

AR BREVEDAKED AN AZVENT 2015 ISTOR-GEOGRAFIEZH HA DESKADUREZH KEODEDEL

PAJENN .. - ^ ^ l A L - t r O

An urzhiataerezh war dachenn an diwyezhegezh abred.

KIS-397 Termenoù eus sterva Gl. immunité.

AR BIBL 5ANT[L. Troidigezh gant. i!iaodez GLANNDOUR ~------~ ~ ~--~ ~1--=~~~~ ~-~ ~-- -~--~- ~ ---

KIS-572 Rezioù an adanv dre mui, muiañ, lei, leiañ

(Doare C hwevrer 2012)

Miz Here 2008 Niv. 13 AN AOD

PARDONIOU HA PELERINACHOU

KIS-811 Isla#m : ur santad a vezhekadur da hêrezh istorel. E sigur ul levr 1 gant Abdelwahab Meddeb 2

Troude Milin Ar marvailler brezoneg pe Marvaillou brezoneg A. Troude G. Milin Troude Ar horv heb ene

_t San tez ~nna. t Gwepz. Ar gwerc'hez.ed ganti Sur a vo selaouet Mamm ar W erc'hez Vari A gar ar Gwerc'hezed. Itron Santez Anna,

A_\lïêL. &An6 rrjar\z. t;roioi,9sz h ganu it2. ttlôr.9. not;ennoô 9Al2?;!11.9.

KIS-558 Gr. aijtiva, La. causa, h.a.

DISKULIADUR ARES. Kentskrid. Mammenn

YE-ZADUR AR BREZONEG KRENN -

75. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, jú ni us 15., péntek TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 2478, Ft. Oldal

136 Con Dolore. Tenor 1. Tenor 2. Bariton. Bass. Trumpet in Bb 2. Trombone. Organ. Tube bell. Percussions

Quellien Narcisse (Ar Roh-Derrien 1848 Pariz 1902) Breiz : barzonegou Bet embannet e Modernnaet eo bet an doare-skriva. Viou-koukoug zo er

far B15L ~.ô.n~r:l ">". 1 ;;x V' <._) ~ RO tb~êz.fi ..QAn-c; m. K te:o_..g ha ~:.9l..Annèouu

War eun dachenn fobal

Ked ves Ta ní tók! Ked ves Szü lôk!

Gyõr Megyei Jogú Város Önkormányzata egyszerû eljárás ajánlattételi felhívása (12070/2004)

LVII. ÉVFOLYAM 2. SZÁM ÁRA: 874 Ft ja nu ár 27.

Yann Kerglogor Ar haner baleer-bro A mon ami Ernest Renan

AR MEZVIER TADIG-KOZ AR BRABAÑSER AR HI DILOSTET PESK EBREL AR BOUTOU KOAD KILLOG AR BARROZ

A MAGYAR TÖRTÉNELMI TÁRSULAT KIADVÁNYAI

VII. Az Al kot m ny b r s g el n k nek v g z se

Kere Kanaouennou Kerne

III. Az Alkotmánybíróság teljes ülésének a Magyar Közlönyben közzétett végzése

Cse resz nyés le pény

Charlez ar Braz (Drouiz Karaez) (Ar Hastell-Nevez 1860 Karhaez 1936) Bet mestr-skol. War an delenn an abardaez

Átírás:

AL LOREIDI Gwener 17 a viz Mezheven Gwened

RUMMAD KEVREDIGEZHIOU 3 Hipolenn E 2007 e oa bet krouet Hipolenn gant un dornad tud pitilh gant al levrioù hag ar brezhoneg. Broudañ al lenn brezhoneg e-touez ar vugale eo pal ar gevredigezh. Oberiant eo : treiñ ha maketenniñ a ra levrioù e brezhoneg evit pinvidikaat an dastumad levrioù er yezh, kinnig a ra abadennoù lenn ha kontañ d ar vugale ma kaver kanaouennoù ha rimadelloù ivez a-wezhioù er skolioù, el levraouegoù pe e lec h all c hoazh, kizidikaat a ra al levraouegoù ouzh al lenn brezhonek ha krouet he deus ul levraoueg-vale a c hall bezañ prestet ivez. Gant an obererezhioù-se e vez lakaet ar vugale da glevet brezhoneg gant tud ha n int ket o skolaerien, degaset e vez ur c heriaoueg nevez dezho ha lakaet e vezont da gemer perzh en abadennoù. Plijadur o devez e brezhoneg. Evit ar wezh kentañ he deus Hipolenn embannet ul levr : "Doug ha Buster war-zu al loar " eo. Gant youlidi e vez kaset al labour-se da-benn. Gourc hemennoù deoc h. 2 Skrabidoull Mont a raio an eil priz gant Skrabidoull, ul lec hienn da embann ha lenn bannoù-treset e brezhoneg war ar Genrouedad. Meret eo an traoù gant Padrig Béchard eus Gwened. Pep tra zo bet graet e brezhoneg hag un ostilh aes da implijout hag efedus war-un-dro zo bet savet gantañ. Nevez-c hanet eo ar benveg e deroù ar bloaz-mañ hag un tregont bennak a vannoù-treset a gaver dija, bet kaset gantañ pe gant tud all. An neb a gar a c hall boueta al lec hienn dre gas bannoù-treset savet gantañ, pe troet diwar yezhoù all gant ma ne vefe ket gwirioù embann. Al lenn a reer a bajenn da bajenn el lec hienn pe dre bellgargañ an traoù e stumm pdf. Un intrudu vat da bourchas danvez e brezhoneg war un dachenn a blij d an holl. 1 Bretoned Sant-Gwilherm - Sciences-Po Pariz N eus ket eus ur statud lezennel gant ar brezhoneg evit poent, un dra a bouez eo a vank evit ma c hellfe ar vrezhonegerien ober gant o yezh gant muioc h a fiziañs c hoazh. Hiziv an deiz ez eus tu d ober traoù e brezhoneg er vuhez ofisiel c hoazh met ne vez ket gouezet a-walc h. Gant studierien a-orin eus Breizh hag a zo e Sciences-Po Pariz ez eus deuet ur skouer vrav eus ar pezh a c haller ober : savet o deus ur gevredigezh ha kaset o deus o statudoù e galleg hag e brezhoneg da Brefeti Pariz. Ur respont nac h zo bet roet dezho rak e galleg hepken e oa ar statudoù da vezañ hervez ar Prefeti. Goude bezañ goulennet soñj an Ofis Publik ha kelennerien skol-veur o deus arguzennet ouzh ar Prefeti hag embannet eo bet o statudoù en div yezh rak n eus netra a virfe a lakaat ur yezh all ouzhpenn d ar galleg. Kadarnaet o deus dre o barregezh ez eo aotreet implijout ar brezhoneg er vuhez foran. Bremañ o deus divizet skoazellañ ar c hevredigezhioù all a garfe disklêriañ o statudoù en div yezh ivez. Mont war dachennoù nevez, sikour ar re all, sed aze ur skouer vrav roet gant Bretoned Sant-Gwilherm.

RUMMAD STROLLEGEZHIOÙ 3 Ti-kêr Lokmaria-Kaer Lokmaria-Kaer zo ur gumun war an aod etre Bae Kiberen hag ar Mor-bihan, 1632 annezad o chom enni a-hed ar bloaz met 20000 e-pad an hañv. Votet e oa bet ganti ar garta Ya d ar brezhoneg daou vloaz zo. Da gentañ eo bet adlakaet ar yezh war wel d an holl, en ur vro touristel-tre ma oa aet ar brezhoneg kalz war gil. Staliet ez eus ur panellerezh divyezhek ouzh savadurioù kêr, plakennoùstraed, panellerezh-heñchañ. Da c houde, diwar youl an dilennidi ez eus bet digoret kentelioù noz e 2010, en ur c hornad ma ne oa ket mui kinnig ebet, evit tremen eus ur yezh a zo lakaet war wel d ur yezh komzet en-dro. Ur bern raktresoù all a zo war ar stern e Lokmaria-kaer, c hoant gant ar gumun mont pelloc h c hoazh ha kas ar brezhoneg war-raok e bed ar vugale. 2 Kumuniezh-Kumunioù ar Poc hêr E 2010 eo bet sinet Ya d ar brezhoneg gant Poc hêr Kumuniezh. Sikouret eo bet ar gumuniezhkumunioù gant ti-kêr Karaez en doa kroget abaoe pell da lakaat e plas ur politikerezh yezh, o vezañ m emañ live 3 Ya d ar brezhoneg gant Karaez. E Poc hêr Kumuniezh ez eus bet kroget buan da lakaat e plas an oberoù dibabet gant ar pal tizhout live 2 ar Garta. Un dilennadez hag un deknikourez dave a zo bet lakaet e karg da gas da benn an oberoù gant sikour ar servijoù, hag efedus int bet. Divyezhek eo bremañ al Leurenn Glenmor, ar pezh sal arvest a zo e Karaez, divyezhek eo ivez Bod al Labourerien Yaouank nevez digoret. Brezhoneg zo ouzh kirri ha kirrisamm ar gumuniezh, el lastezerezh ivez... Roet ez eus bet lañs d ur studiadenn evit gouzout piv a gomz brezhoneg e-touez implijidi ar Gumuniezh-Kumunioù hag ivez piv a gomz brezhoneg e touez an dilennidi. Al live yezh a zo bet studiet ivez evit gallout aozañ kentelioù azas ouzh an implijidi hag ouzh an dilennidi a c houlenn. Kroget e vo gant ar stummadurioù en distro-skol. Gant ar pezh labour a vez kaset da benn gant ar gumuniezh, ne vo ket pell da dizhout live 2 ar Garta. 1 Ti-Kêr Kemperle Abaoe tri bloaz eo bet sinet Ya d ar brezhoneg gant Ti-kêr Kemperle. Diouzhtu en deus labouret an Ti-kêr en un doare frammet ha sterniet. Evit kas ar Garta da benn ez eus bet lakaet ur pezh steuñv e plas en Ti-kêr : evit pep ober ez eus bet lakaet un dilennad hag ur pennservij e karg. Efedus eo bet ha, da skouer, goude bezañ studiet holl anvioù-lec h Kemperle ez eus bet staliet 200 plakenn-straed divyezhek. Labourat a ra kalz an Ti-kêr evit ma vo muioc h-mui a dud o c houzout hag o teskiñ ar yezh ivez. Ur skol Diwan a zo e Kemperle abaoe pell hag abaoe ar sinadur ez eus bet krouet un hentad divyezhek er skol bublik Bisson hag en distro skol e vo krouet un hentad divyezhek publik e skolaj Kervarker. Ouzhpenn-se, gallout a ra an implijidi a fell dezho deskiñ brezhoneg war o amzer labour. Evit al labour brav, sirius, urzhiet ha frammet a zo diazez ur politikerezh yezh efedus e roomp hiziv da di-kêr Kemperle Priz kentañ dazont ar brezhoneg.

RUMMAD EMBREGEREZHIOU 3 Geval Onyx Gant Guy Guillaume, a labour evit Geval Onyx ez eo deuet ar soñj da implijout ar brezhoneg war ar fichennoù a vez implijet gant an embregerezh. Rotel glas, rotel du, rotel gris... Un 10 fichenn bennak a zo bet lakaet e brezhoneg ha skignet e vezont e pep lec h evel ar fichennoù e galleg. Fichennoù teknikel int diouzh kaier ar c hargoù CERAFEL. Ul labour dedennus eo pa ouzomp ar pouez a vez kemeret gant an adverañ er gevredigezh a vremañ. Ul labour a bouez rak dre ober gant ar brezhoneg en e labour pemdeziek en deus Guy Guillaume lakaet ar yezh e kreiz ar c hehentiñ a zo gant an embregerezh. Trede Priz dazont ar brezhoneg a vo roet da Guy Guillaume ha da Geval Onyx. 2 FNAC Roazhon Ha pa vefe gwelet muioc h-mui a vrezhoneg e bed an armerzh, er gourmarc hadoù, da skouer, ez eo rouez c hoazh gwelet an divyezhegezh war dachenn ar skignañ produioù sevenadurel. Da-geñver labourioù brasaat Fnac Roazhon he deus divizet ar stal lakaat ur panellerezh divyezhek. Anne Giumelly e karg eus ar c hehentiñ hag ar marketing e Fnac Roazhon he deus savet un teuliad oc h en harpañ war skouerioù an estrenvro ha deuet eo a-benn da gendrec hiñ renerezhioù Roazhon ha Frañs. Kenlabouret he deus gant an Ofis Publik evit kinnig holl anvioù rannoù brasañ ar stal en div yezh. Tro-dro d an digoridigezh nevez-se ez eus bet graet ur c houlzad brudañ m eo bet kemeret ar brezhoneg e kont ivez. Divyezhek e oa ar bruderezh war talbenn ar greizenngenwerzh Colombia, war ar panelloù elektronek e diabarzh ar palier, en arsavioù-bus... Evit ar wezh kentañ e Breizh hag e Frañs zoken ez eo divyezhek ur stal Fnac, hag emichañs e vo graet kemend-all er stalioù all a zo da zigeriñ. 1 Apotikerezh Chéret Da Sant-Eganton, e-kichen Gwengamp ez aio priz kentañ an embregerezhioù er bloaz-mañ. Un dachenn a bouez eo ar yec hed evit buhez an dud koulz hag evit ar brezhoneg. Personel ha don eo al liamm a zo etre an den hag e yec hed, etre an den hag e yezh. An aotrou Chéret n eo ket eus Breizh met tost e galon outi ha p en doa digoret e apotikerezh kentañ e Sant-Eganton en doa lakaet panelloù divyezhek enni dija. Dilojet e stal gantañ da zigeriñ unan nevez en deus lakaet sevel panelloù nevez. Hag an holl anezhe zo en div yezh : ar banell vras dirak ar stal da gelaouiñ war an eurioù digeriñ koulz hag an holl re zo en diabarzh, korf, blev, prederioù evit ar genou, babiged, ortopediezh, bouedouriezh... Kinniget eo an div yezh er memes stumm, eeun o lizherennoù, heñvel o ment hag o liv, brezhoneg da gentañ zoken. Ur skouer vat zo roet deomp aze eus an doare ma c haller lakaat ar yezh a-wel d an dud, en un doare naturel, war tachennoù ar pemdez. Salv ma roio mennozhioù da apotikerezhioù all e Breizh, da heuliañ an hent-mañ ha zoken, kinnig degemer an dud e brezhoneg, dezhe da vezañ prederiet penn da benn en o yezh.

RUMMAD HINIENNOU 3 Vladislav EZHOV A orin eus Yekaterinburg e Rusia eo Vladislav Ezhov. Pa oa deuet e Frañs evit ar wezh kentañ e oa distro eus e veaj gant ur bladenn sonerezh eus Breizh. Dedennet e oa gant sevenadurioù ar broioù kelt ha kizidik e oa ouzh ar yezhoù bihanniver dija met aze en doa graet e soñj deskiñ brezhoneg. Deuet eo da vezañ yezh e galon ha sot-nay eo gant brezhoneg Bro-Leon. Studier war ar brezhoneg eo e Roazhon abaoe 2006. Goude un aotreegezh emañ bremañ o prientiñ ar master 2. Ar brezhoneg e Landerne etre an daou vrezel-bed : 1920-1950 eo titl e gounskrid hag emañ e soñj kendelc her gant an imbourc h evit studiañ bezañs ar brezhoneg er c hêrioù bras. A-benn un nebeud deizioù e tremeno dirak ar bodad-barn evit e gounskrid : chañs vat da Vladislav eta. 2 Yann-Varc h THOREL Yann-Varc h Thorel zo a orin eus Bro Roazhon ha da 12 vloaz e oa kroget da zeskiñ... sinaeg, e- unan. Diwezhatoc h eo bet e Pariz, da wellaat e anaoudegezh eus ar yezh ha tapet gantañ un aotreegezh e skol yezhoù ar Reter. Eno eo kroget da dostaat ouzh ar brezhoneg hag en em lakaet eo da zeskiñ an div yezh, sinaeg ha brezhoneg, asambles. E vicher en deus graet eus ar brezhoneg p eo skolaer Diwan e Sant-Brieg abaoe un toullad bloavezhioù bremañ. E brezhoneg en deus skrivet traoù ivez ha troet Dostoievski. Sot-pitilh eo Y.V. Thorel gant Sina ken ez a alies du-hont. E deroù ar bloavezhioù 2000 e kej ouzh ar skrivagner sinat Gao Xingjian, bet gantañ priz Nobel al lennegezh e 2000. Ar bennoberenn-mañ a ziviz treiñ e brezhoneg diwar ar sinaeg. Ul labour divent a bado 9 bloavezh en holl : 7 bloavezh o treiñ - betek 6 eurvezh bep sizhun er mare diwezhañ - ur bloavezh oc h adlenn, hag ur bloavezh da brientiñ an embann. Ul labour hir ha didrouz, kaset da benn gant un den elevezek, ul labour a bouez evit ar yezh da ginnig oberennoù meur eus al lennegezh etrebroadel d ar vrezhonegerien. 1 Mikael BODLORE-PENLAEZ Mikael Bodlore-Penlaez a zo o chom e Kemper. E varregezhioù war ar graferezh hag an douaroniezh a lak da dalvezout evit reiñ Breizh hag ar bed da anavezout e brezhoneg, ur yezh en deus desket d an oad gour. Gantañ eo bet krouet al lec hienn Genrouedad Eurominority a ziskouez stad ar yezhoù en holl vinorelezhioù en Europa, gantañ ivez ez eus bet roet lañs d al lec hienn GeoBreizh, ul lec hienn hag a zispleg e brezhoneg hag e galleg douaroniezh Breizh. Un oberenn nevez en deus savet er bloaz-mañ : gant sikour Divi Kervella eo bet skrivet gantañ Atlas Breizh. Stêrioù, koadeier, menezioù a vez displeget splann gant kartennoù e liv. Ur benveg pedagogel eo an Atlas-se evit ar re yaouank a zo er skolioù divyezhek met ivez evit an holl dud a fell dezho gouzout hiroc h war dachenn an douaroniezh e Breizh. Ul labour ramzel resis, brav ha dibar.