DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO REDON HAG AR GWILEN

Hasonló dokumentumok
DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG ER VRO-WENN HAG ER BRIVER

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO PLOERMAEL KALON BREIZH

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2011

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2012

War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXI vet Kantved

Taolenn. 1 AÑ LODENN : DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL I. Deskiñ ar yezh II. An divyezhegezh abred III. Al liammoù etre ar remziadoù...

Sinema e brezhoneg evit ar skolioù TROIAD 2019 DOSER EVIT AR SKOLAERIEN

PRIZIOÙ DAZONT AR BREZHONEG 2011

STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ

Listenn sinerien Liger-Atlantel o deus kaset oberoù da benn AR BAOL-SKOUBLEG

Dibabet eo bet lec hioù loc hañ ha degouezh Redadeg 2016!

Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit gwellaat buhezegezh niverel ar brezhoneg

Listenn sinerien Bro Dreger ha Goueloù o deus kaset oberoù da benn BENAC H KAWAN

Ahelioù simetriezh. I. Ahelioù simetriezh ha lunioù. Dizoleiñ. 1. Setu un nebeud lunioù, dezho ahelioù simetriezh da adkavout. 2.

Bodañ a ra an darvoud-se ouzhpenn a dud. Ur brud a ya dreist harzoù ar Vro.

[ EVIT UR C'HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! ] EVIT UR C'HLEWELED E BREZHONEG!

Frañs hag Unvaniezh Europa, galloudegezhioù a renk bedel. Levezon sevenadurel. Levezon ekonomikel. Levezon geopolitikel.

kaier AN ABADENNOU EVIT AR SKOLIOU kelc h 1 kelc h 2 kelc h 3 An traoù da c houzout MIRDI AR BEZHIN HAG AR VEZHINERIEN

Ar vonarkiezh vonreizhel fin Eost 1792 I. Bro C hall nevez

Kartenn Europa treuzfurmet get ar brezel Perak e kas ar gartenn nevez a Europa kement a gudennoù etre ar Stadoù?

Park. Natur rannvroel. Arvorig. Karta Danevell ar garta. «Evit gweledvaoù. dibabet en Arvorig»

KIS-849 Hanc herieg ar mol

Kenfeurelezh, dregantadoù

MALI AR MERC HED TESTENNOU AN DISKOUEZADEG E BREZHONEG

Diell 1: gwir-votiñ evit ar vaouezed (1944) Diell 2: adsevel Frañs.

Skolidi skol Rohan Gwened Miz An Azvent 2009

Kêrioù. Arz. Glad Kêrioù Breizh.

A-bouez eo bezañ kelaouet Da vare an distro-skol-mañ e fell deomp diskouez deoc h eo mat bezañ koumanantet da Ya!, evit meur a abeg.

UR MIRDI TROET A-VISKOAZH WAR-ZU ARZ E AMZER

Teuliad pedagogel «TRAEZOÙ SKOUER»

Niveroù relativel. I. Degouezhioù. Dizoleiñ. 1. Ar bignerez bennfollet. 2. Al lestr-spluj m. 400 m. 500 m. 3.

Ar redadeg stlejelloù Emañ ar gomz gant ar skolidi Ar menezioù uhel AR CHAS HUSKY Embannet gant TES 220 TE 260 ISSN

Levrig ar mestr Kelc hiad 2

KAVADENN AR SKRITUR. Diell 1 : Arouezennoù gennheñvel. ur genn

Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ. II. Ur brezel distrujiñ

IMBOURC'H. Krennlavarioù miz Meurzh. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 65 Meurzh - Ebrel 2010 Priz : 2

Imbourc h KANNADIG. Hanter-kant vloaz war-lerc h. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 105 Ebrel - Mezheven 2018 Priz : 3

Imbourc h KANNADIG. Gwalloberoù an hiniennelouriezh... pe un ifern pavezet a ratozhioù kaer

Imbourc h KANNADIG. Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc hded

un tenzór a gardae un trésor à conserver

IMBOURC'H. Hennadelezh Vroadel. 5 Kantadoù Aldjerianed c hall pe Gallaoued aldjerian - se zo. «Brezhon». 7 barnverk : critère.

KANNADIG Imbourc h. Galloud an Arc hant 1/ Priz : 3

KIS-794 Gl. haras (p. 39), pneumopathie atypique (p. 40), écriture automatique (p. 41), diglossie (p. 42)

Pont Treglonoù. Uhelvorioù ar reverzhi vras Uhelvorioù Marvorioù. Ar grugell. Al lec hideg Ar wazh-dour Poulloù-dour. Ar c hleuz.

Prederiadennoù war an dic houest mama-z omp...

An Dañserion-noz. An dud é c hoari. An Dañserion-noz

(Doare C hwevrer 2012)

E U R O P A D39 D3 D11 D20 D35 D35 D10 D26 D An Ahel: A Z I A. Ar Gevredidi: D41

Maezadoù François Dilasser

Emañ ar gomz gant ar vugale

Miz Even Priziadenn. Évaluation de breton. Live B1. Teul (lenn & skrivañ) Anv : Kevredigezh :

Imbourc h KANNADIG. Kaezar ne oa ket andoueour. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 103 Here Du - Kerzu 2017 Priz : 3

KORN AR RESTACHOÙ. Dastum dre zibab

Erle a zistroas d e vurev, mezhek. Kemer a reas ar gazetenn ha kregiñ da lenn, aketus. Gwelet fall e oa gant ar rener abaoe ar penn-kentañ.

Mirdi Breizh KREDIÑ A RAN, NE GREDAN KET

Redadeg Skol Antoine de Saint Exupéry e Puguen Skol Sant Josef / Santez Mari en Erge Skol Diwan Penharz e Kemper

Pennadoù 1, 2. Ameli. Brastres an tudennoù

Ar prosez. Franz Kafka. Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827

Lodenn 2: geopolitikerezh bedel abaoe 1945 Tem 1: ar brezel yen

AL LIAMM 72. AL LIAMM Tir na n-òg NIVERENN 72. Genver - C'hwevrer 1959 TAOLENN. 15ved BLOAVEZH

Kendiviz etrebroadel Colloque international. Minorelezhioù. ha bedeladur. Minorités et mondialisation ROAZHON / RENNES. 23 ha 24 here / octobre 2014

Pondi. Troiad da gompren « Bugale, adal 8 vlez. Ul levrig-c hoari evit ober anaoudegezh gant ar c harter. napoleonat. en ur ebatal!

AR BREVEDAKED AN AZVENT 2015 ISTOR-GEOGRAFIEZH HA DESKADUREZH KEODEDEL

AR BIBL 5ANT[L. Troidigezh gant. i!iaodez GLANNDOUR ~------~ ~ ~--~ ~1--=~~~~ ~-~ ~-- -~--~- ~ ---

Deskadurezh an henchiñ: sevel ur fichenn àr ur vicher liammet get ar justis B4: B5:

nevez Dianav med n'int ket estrañjourien Yvon Le Men 3 Enezeier an heol 5 D. Maximin, M. Rippon, J. René-Corail 33 Lennegez

G W A L A R N H E R E

Eur ger a-raog... Ar vro hag ar mor

An urzhiataerezh war dachenn an diwyezhegezh abred.

KIS-854 Notennoù gramadegel XXIII Krefen bihan a skrivadur hag a yezhadur (III)

KIS-811 Isla#m : ur santad a vezhekadur da hêrezh istorel. E sigur ul levr 1 gant Abdelwahab Meddeb 2

KIS-572 Rezioù an adanv dre mui, muiañ, lei, leiañ

. JAN-MARI SKRAGN (JEAN-MARIE LE SCRAIGNE)

PARDONIOU HA PELERINACHOU

Miz Here 2008 Niv. 13 AN AOD

KIS-397 Termenoù eus sterva Gl. immunité.

DISKULIADUR ARES. Kentskrid. Mammenn

_t San tez ~nna. t Gwepz. Ar gwerc'hez.ed ganti Sur a vo selaouet Mamm ar W erc'hez Vari A gar ar Gwerc'hezed. Itron Santez Anna,

Charlez Gwennou. (bet ganet e Lezardrev e 1851, marvet e Vitry-sur-Seine e 1915).

Troude Milin Ar marvailler brezoneg pe Marvaillou brezoneg A. Troude G. Milin Troude Ar horv heb ene

PAJENN .. - ^ ^ l A L - t r O

far B15L ~.ô.n~r:l ">". 1 ;;x V' <._) ~ RO tb~êz.fi ..QAn-c; m. K te:o_..g ha ~:.9l..Annèouu

A_\lïêL. &An6 rrjar\z. t;roioi,9sz h ganu it2. ttlôr.9. not;ennoô 9Al2?;!11.9.

YE-ZADUR AR BREZONEG KRENN -

KIS-558 Gr. aijtiva, La. causa, h.a.

KIS-772 Notennoù gramadegel VII Gl. flexion, déclinaison, conjugaison, prépositions combinées

136 Con Dolore. Tenor 1. Tenor 2. Bariton. Bass. Trumpet in Bb 2. Trombone. Organ. Tube bell. Percussions

Ked ves Ta ní tók! Ked ves Szü lôk!

War eun dachenn fobal

AR MEZVIER TADIG-KOZ AR BRABAÑSER AR HI DILOSTET PESK EBREL AR BOUTOU KOAD KILLOG AR BARROZ

75. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, jú ni us 15., péntek TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 2478, Ft. Oldal

Quellien Narcisse (Ar Roh-Derrien 1848 Pariz 1902) Breiz : barzonegou Bet embannet e Modernnaet eo bet an doare-skriva. Viou-koukoug zo er

Taolenn Kentskrid, gand Taldir. Mojennou GWERZ MENEZ SANT-MIKAEL EUREUJOU KANA. (Brezel 1870) 1 TROMPILLER VERDUN. (Istor gwir) PERIG HAG AR ROÑFL

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA

Kere Kanaouennou Kerne

KOCSÁR MIKLÓS. Dalok magyar költ k verseire

Le Laé Claude-Marie AR HI DIREZON AR CHAS... HAG AN DUD

A Kormány 58/2007. (III. 31.) Korm. rendelete

SCHIEDEL QUADRO Építési utasítás

Átírás:

Diazezadur publik a genlabour sevenadurel Établissement public de coopération culturelle DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO REDON HAG AR GWILEN DOARE NEVEZET 2004-2010 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ 2012

DIGORADUR Ur steuñv hollek da ziorren ar brezhoneg, Brezhoneg 2015, a oa bet savet gant an Ofis e 2003. Diazezet e oa war stad wirion ar yezh evit ober kinnigoù uhelek met fetis evit suraat he dazont. Kement ha kinnig ur steuñv pleustrek da vat e oa bet divizet e zisplegañ dre vro 1, anezhi ur vent dereat evit tostaat ouzh gwirvoud an dachenn. Daou deul a oa bet savet evit pep hini eus an 29 bro zo e Breizh : un diagnostik ha palioù diorren. Kavout a ra deomp eo deuet ar mare da neveziñ ar studiadenn bet savet neuze ha d ober bilañs an emdroadurioù deuet abaoe. Ra sikouro an diagnostik nevez-mañ, savet diwar an holl roadennoù hon eus dastumet hag e darempred gant oberourien pep tachenn, da sevel ur politikerezh yezh efedus. Lena Louarn, Prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg 1 Diwar ur genstagded douaroniel, armerzhel, sokial ha/pe sevenadurel eo treset ar broioù bet termenet gant al lezenn Voynet e 1999. Ar broioù-se an hini eo a implijer er steuñv-mañ.

Taolenn PLEGENN BRO REDON HAG AR GWILEN... 4 Sifroù pennañ... 5 Dibarderioù bro Redon hag ar Gwilen... 6 Brezhonegerien bro Redon hag ar Gwilen... 7 DESKADUREZH... 8 Kelenn er skol... 9 Kelenn divyezhek... 9 Er vro... 10 Er c humunioù... 14 Kelenn brezhoneg... 19 An tañva brezhoneg er c hentañ derez... 19 Ar c helenn brezhoneg en eil derez... 20 Ar c helenn d an oadourien... 22 Ar c hentelioù noz... 22 Ar stajidi er vro... 24 AR VUHEZ FORAN... 26 Politikerezh yezh an departamantoù... 26 Penaos e kemer an departamantoù ar brezhoneg e kont... 26 Departamant an Il-ha-Gwilen... 26 Departamant al Liger-Atlantel... 26 Departamant ar Mor-Bihan... 26 Ar budjed gouestlet d ar brezhoneg gant an departamantoù... 27 Ar vro... 28 Kevrat Redon hag ar Gwilen... 28 Oberoù ar strollegezhioù lec hel... 29 Redon... 29 Kumunioù all... 30 KEVREDIGEZH KEODEDEL... 31 Servijoù d an dud... 31 Bed ar vugaligoù... 31 Dudi evit ar vugale... 31 Buhez sevenadurel... 32 Bed al labour... 32 An armerzh... 32 Bed ar c hehentiñ... 33 An embann... 33 Er skinwel hag er skingomz... 33 KLOZADUR... 34 Taolennoù sintetek... 36 AR GALLAOUEG E BRO REDON HAG AR GWILEN... 38 Ar c hallaouegerien... 38 Ar c helenn er skol... 38 Kelenn d an oadourien... 38 Buhez foran... 38 Buhez sevenadurel... 38 STAGADENNOÙ... 40 LEVRLENNADUR... 41 MAMMENNOÙ... 41 Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Doare nevezet 2004-2010 - 3 -

Plegenn bro Redon hag ar Gwilen Kinnig bro Redon hag ar Gwilen - 2010 Skeul BRO BRESELIEN Bovel Loutehel Kempel Chapelar-Veuzid Bevennoù etrekumunel BRO PLOERMAEL Ar Brugeier Kamlec'hieg Anast Merenell Lohieg BRO TRAOÑIENNOÙ AR GWILEN Sant-Maloù-Fili Treal Karantoer Kelenneg Sant-Sewenn Brug Luzron Presperieg Gwipri Ar Chapel- Wagelin BRO KÊR-WENED Sant-Varzhin-an-Oud Sant- Gorgon Begaon Paolieg Felgeriegal-Lann Alaer Gazilieg Glenneg Sant-Yannar-Wern Sant- Pereg Reoz Kornon Seizh Baen-Ballon REDON Lokmaria-Redon Sant-Yust Ranneg Avezeg Chapel-Braen Sant-Weganton Merzhereg Landegon Sant-Visantan-Oud Sant-Yaguar-Bineg Sant- Nikolazan-Hent Gwenvenez- Penfaou Sant-Sulegal-Lann Santez-Annaar-Gwilen Pierig Konkerel Felgerieg-Veur Doveneleg BRO KASTELL-BRIANT Fegerieg Teieleg Plesei AR VRO-WENN HAG AR BRIVER BRO KREIZ- LIGER-ATLANTEL

Kinnig an etrekumunelezh 2010 Skeul BRO BRESELIEN Bevennoù etrekumunel BRO PLOERMAEL K.K. bro Anast BRO TRAOÑIENNOÙ AR GWILEN K.K. bro Gazilieg Presperieg Kumuniezh K.K. bro Felgerieg- Veur BRO KÊR-WENED K.K. bro Redon BRO KASTELL-BRIANT AR VRO-WENN HAG AR BRIVER BRO KREIZ- LIGER-ATLANTEL Sifroù pennañ Niver a gumunioù 55 Poblañs hollek e 2006 88 793 Emdroadur ar boblañs etre 1999 ha 2006 +9,4% Gorread 1 536 km 2 Stankted ar boblañs 58 ann./km² Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Doare nevezet 2004-2010 - 5 -

Emdroadur poblañs ar c humunioù etre 1999 ha 2006 Dibarderioù bro Redon hag ar Gwilen Gant 58 annezad dre km² eo bro Redon hag ar Gwilen unan eus ar broioù m eo an izelañ stankted ar boblañs. Ur c hresk mat zo bet kouskoude etre 1999 ha 2006 : +1,2% bep bloaz da lavaret eo uheloc h eget keidenn Breizh. Ur c hresk uheloc h eget hini bro Roazhon eo. En em astenn a ra ar vro war 3 departamant ha 2 rannvro. Daoust d an diaestaerioù melestradurel hag a c hallfe lakaat ar strollegezhioù da bellaat an eil diouzh eben, e klot gant gwirvoud bevañ an dud hag emañ ar vro oc h en em frammañ abaoe pell. E 1967 e oa bet krouet gant al labourerien-douar ur poellgor studiañ diaesterioù al labourerezh-douar e bro Redon (Comité d Etude des Problèmes Agricoles du Pays de Redon). Un diazez e oa bet evit sevel poellgor terkañ bro Redon e 1969. Ur c hroashent eo war dachenn an trenioù pe ar stêrhentoù da skouer. Digempouez eo dasparzh poblañs ar vro : nebeutoc h a dud zo o chom er reter hag ur pol bras zo er su trodro da Redon (60% eus an dud zo o chom e K.K. bro Redon), desachet eo muioc'h norzh ar vro gant Roazhon. Aet eo war-raok an implijoù labour. Desachañ a ra bro Roazhon ul lodenn eus an dud oberiant. Un drederenn anezho a labour er greanterezh hag an darn vrasañ anezho er porfumerezh. Hervez brasjedadennoù senario uhel an imbourc herezh bet savet gant an EBSSA e c hellfe bezañ war-dro 91 515 a annezidi e bro Redon e 2015 (+0,7% a gresk bloaziek) ha war-dro 100 000 annezad e 2030 (+0,5% kresk bloaziek), ar pezh a dalvezfe ur c hresk par da hini ar rannvro.

Brezhonegerien bro Redon hag ar Gwilen Da-geñver niveradeg 1999 en doa savet an EBSSA un enklask anvet Étude de l histoire familiale. Gantañ en doa kenlabouret an Ofis evit dielfennañ an disoc hoù. En enklask-se e oa goulennoù a denne d an ober gant ar yezhoù ha drezo e oa bet dastumet roadennoù a c haller implijout da briziañ an niver a vrezhonegerien deuet d o oad gour, dre zepartamant. Diwar ar sifroù-se ha krugell an oadoù, diwar sifroù ar c helenn divyezhek ha diouzh dibarderioù pep bro ez eus tu da vrasjediñ an niver a vrezhonegerien e pep kornad. E-se e c hellomp embann e oa war-dro 1 000 brezhoneger o chom e bro Redon e 1999, da lavaret eo 1,3 % eus ar boblañs (pa save ar feur-se da 6,7% e Breizh). Stabil a-walc h eo chomet moarvat poblañs ar yezherien er vro etre 1999 ha 2010, abalamour da zibarderioù poblañs ar yezherien e Breizh-Uhel : n eus ket e Breizh-Uhel ur c holl yezherien ken bras hag e kornôg Breizh. Brezhonegerien ar vro zo tud oberiant a zeu eus broioù all ha brezhonegerien nevez-stummet. Muioc h a vrezhonegerien zo er vro eget e bro Wenrann bremañ : ur vro un tamm dibar eo e Breizh-Uhel, ur vro m eo kreñv ar vreizhadelezh enni. Feur neveziñ ar vrezhonegerien e bro Redon Kempouezet eo koll ar yezherien gant ar yezherien stummet bep bloaz dre ar c helenn. N eo ket kresket an niver a yezherien stummet etre 2003 ha 2009 avat. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Doare nevezet 2004-2010 - 7 -

Ar c helenn kinniget Bloavezh-skol 2009/2010 Deskadurezh Loutehel Kempel Bovel Kentelioù brezhoneg en eil derez Kelenn d an oadourien Kumunioù ma'z eus da nebeutañ ur c'hinnig kelenn Bevennoù etrekumunel Skeul Treal Sant-Varzhin-an-Oud Ar Chapel- Wagelin Gazilieg Seizh Sant- Kogo Begaon Karantoer Felgeriegal-Lann Glenneg Kornon Paolieg Sant-Visantan-Oud Sant-Yaguar-Bineg Sant-Yannar-Wern Alaer Redon Sant- Nikolazan-Hent Reoz Sant- Pereg Kelenneg Teieleg Ar Brugeier Merenell Anast Kamlec'hieg Lohieg Baen-Ballon Sant-Sewenn Chapel-Braen Lokmaria-Redon Merzhereg Fegerieg Brug Sant-Yust Sant-Weganton Ranneg Avezeg Luzron Presperieg Plesei Gwipri Sant-Maloù-Fili Santez-Annaar-Gwilen Landegon Felgerieg-Veur Gwenvenez- Penfaou Pierig Konkerel Chapelar-Veuzid Sant-Sulegal-Lann Doveneleg Kinniget ez eus bet kentelioù brezhoneg er skolaj (Skolaj Sant-Salver) kerkent ha m eo bet degemeret al lezenn Deixonne e 1951. Kalz nevesoc h eo ar c helenn divyezhek er vro p eo bet krouet al lec h kentañ e 1997 e-touez ar broioù diwezhañ e Breizh ; kalz diwezhatoc h eget bro Roazhon pe bro Sant-Brieg (e-touez ar re gentañ) pe bro Ploermael (lec h kentañ e 1994). Dale a oa gant ar vro er penn-kentañ neuze met bremañ ez eus muioc h a skolidi divyezhek e bro Redon eget e kalz a vroioù eus Breizh-Uhel evel bro Sant-Brieg da skouer. Koulskoude n eo ket gwellaet tres ar c hinnig er vro abaoe an diagnostik kentañ : kreizennet eo e trowardroioù kumun Redon c hoazh. War ar 5 kumuniezhkumunioù zo er vro, n eus kinnig ebet e 4 anezho : e 2 gumun hepken diwar ar 55 e kaver un doare da zeskiñ ar yezh. War-bouez er c helenn divyezhek eo aet ar c hinnig war-gil kentoc'h (eil derez, kelenn d an dud deuet) ha dre-se eo diskennet an niver a zeskidi : 355 desker a oa e 2004 ha 257 hepken e 2009.

Kelenn er skol Kelenn divyezhek Distro-skol 2003 Skeul 0 5 10 km Skolioù publik Skolioù katolik Kumunioù ma'z eus ul lec h Redon Takadoù war-hed 10 km tro-dro d'ul lec'h Distro-skol 2010 Bevennoù etrekumunel Skeul 0 5 10 km Skolioù publik Skolioù katolik Kumunioù ma'z eus ur skol divyezhek er c'hentañ derez Takadoù war-hed 10 km tro-dro d'ul lec'hiad divyezhek Redon Sainte-Marie Bevennoù etrekumunel Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Doare nevezet 2004-2010 - 9 -

Er vro Gant 218 skoliad divyezhek e distro-skol 2010 emañ renket ar vro er 13 vet plas (15 vet e 2003) diwar an 20 bro e Breizh (16 vet bro e-keñver ar boblañs hollek eo hini Redon). An niver a skolidi divyezhek keñveriet gant ar c helenn hollek er vro 250 20 000 200 16 000 150 12 000 100 8 000 50 4 000 0 2000 2001 2002 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 2010 0 Kelenn divyezhek Kelenn hollek Ul lusk mat zo bet betek 2006 gant ar c helenn divyezhek. Kresket kalz eo ar boblañs skoliataet dre vras e bro Redon : + 10% etre 1999 ha 2009 (+2,1% eo keidenn Breizh) met kreñvoc h c hoazh eo bet kresk ar c helenn divyezhek. An niver a skolidi divyezhek 250 200 Bro Redon 150 Ar Vro-Wenn hag ar Briver Lec'hioù digoret 100 50 0 2000 2001 2002 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 2010

Aet eo kalz war-raok ar c helenn divyezhek en 10 vloaz diwezhañ : lieskementet eo bet dre 4 an niver a skolidi divyezhek p eo chomet stabil er vro-wenn hag er Briver (Gwenrann), da skouer. Ur c hresk bras oa bet etre 1999 ha 2004, gorrekoc'h eo bet ar c hresk er 5 bloaz diwezhañ. Dindan keidenn Breizh (+46,7%) pe hini departamant an Il-ha-Gwilen (+40%) eo bet kresk ar vro (+30%) etre 2004 ha 2009 pa oa a- us a-raok. Gwell a se, un adlañs zo deuet e 2009 a-drugarez da zigoradur un eil hentad divyezhek katolik e Lokmaria-Redon. Dregantad an niver a skolidi divyezhek er c hentañ derez 3,0% 2,5% 2,0% Keidenn Breizh 1,5% Bro Redon Keidenn 35 1,0% 0,5% 0,0% 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 2010 Ul lusk kreskiñ zo bet betek 2003. Deuet e oa a-benn da dremen a-us keidenn Breizh. Dilusk zo bet etre 2003 ha 2008 abalamour d an hentad publik. Deuet eo en-dro al lusk a- drugarez d an hentad katolik (eil lec h digoret e Lokmaria-Redon). Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Doare nevezet 2004-2010 - 11 -

An niver a skolidi divyezhek en eil derez 45 40 35 30 25 20 Hentad prevez Hentad publik 15 10 5 0 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 2010 Aet eo an traoù war-raok en eil derez abaoe an diagnostik kentañ : digoret e oa bet an hentad er skolaj publik e 2003 hag en hini prevez e 2005. Met bresk eo an hentad en eil derez c hoazh : n eus ket muioc h a skolajidi e 2009 eget er bloavezh kentañ m eo bet digoret rak ne vez bouetaet ar skolajoù nemet gant ur skol 1 añ derez. Ne c haller ket sevel ur gwir hentad divyezhek en eil derez gant ur skol kentañ derez hepken. Dasparzh ar skolidi divyezhek er vro Klasoù prevez 40% Klasoù publik 60% Klasoù prevez 69% Klasoù publik 31% 2003 2010 Kenfeuelr eo ment ar c helc hioù gant an niver a skolidi (e 2003 hag e 2010) Abaoe 2008 emañ an 2 drederenn eus ar skolidi divyezhek gant ar c helenn prevez pa oa ar muiañ-niver gant ar c helenn publik e 2003 (er c helenn hollek emañ ar muiañ niver er c helenn prevez (55%) er vro ivez, ket e kêr Redon avat, pol pennañ ha

nemetañ ar vro betek 2009). Ar vro nemeti eo bro Redon-hag-ar-Gwilen m eo bet eilpennet dasparzh ar skolidi divyezhek etre ar publik hag ar prevez. 2 hentad diwar 3 2 zo staliet er vro evel en diagnostik kentañ. N eus ket a skol Diwan er vro c hoazh. An niver a skolidi divyezhek dre hentad 160 140 120 100 Klasoù publik Klasoù prevez 80 60 40 20 0 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 2010 Aet eo war-raok ar c helenn prevez etre 2003 ha 2010 (ouzhpenn daougementet eo bet an niver a skolidi er 6 vloaz diwezhañ) p eo tuet da zigreskiñ er c hlasoù publik abaoe 2003 (-34% etre 2003 ha 2010, ur c hresk bras a oa bet etre 1999 ha 2003 koulskoude). Breskaet eo an hentad publik gant kudenn an erlec hiañ : pa vez ehanet ur c helenner divyezhek e vez kaset erlec hidi c hallek, ur gudenn hag a gaver en departamant a-bezh. Erru bresk eo an hentad publik ivez dre ma n eus ket bet digoret un eil hentad, diouer a lañs zo dre se. 2 Tri hentad divyezhek zo : an hentad kevredigezhel dre soubidigezh (Diwan), an hentad par ouzh par er c helenn publik hag an hentad par ouzh par er c helenn prevez. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Doare nevezet 2004-2010 - 13 -

Er c humunioù An niver a skolidi divyezhek dre gumun 400 350 300 250 200 150 Landerne Redon Montroulez Lec'hioù digoret 100 50 0 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 2010 Ul lusk mat zo bet e Redon betek 2006, bloavezh ma krog an niver a skolidi er c hlasoù publik da ziskenn. Chom a ra renket mat kêr Redon e-touez kumunioù Breizh a ginnig ur c helenn divyezhek : muioc h a skolidi zo e Redon eget e Gwengamp, Montroulez pe Douarnenez da skouer. Met gant krommenn Landerne e weler mat petra a zegas ur politikerezh diorren. Daougementet eo bet an niver a skolidi divyezhek etre 2003 ha 2009 eno pa oa a-live gant Redon 6 vloaz zo : klokaet e oa bet ar c hinnig gant ur skol brevez e 2005 ha digoret un eil lec hiad publik e 2006.

Pouez ar c helenn divyezhek e kumunioù ar vro er c hentañ derez e 2009 Gant dregantadoù uhelik emeur en 2 gumun ma vez ur c hinnig. Kreñv eo pouez ar c helenn divyezhek adalek bloavezh krouidigezh ar skol e Lokmaria-Redon : tost da 20% eus skolidi ar gumun zo er c helenn divyezhek c hoazh (ouzhpenn un 1/3 eus skolidi ar skol-vamm er gumun, hag an 2/3 eus skolidi ar skol-vamm brevez e Lokmaria-Redon), da lavaret eo uheloc h eget kumunioù heñvel e-keñver ment, evel Landreger (13,5%) e Bro Dreger pe e Santez-Anna-Wened (10%). Eus pelec h e teu skolidi an 2 lec h divyezhek 1 Gazilieg 7 Lec h publik Lec h katolik An niver a skolidi a ya da skolioù divyezhek Redon Kumunioù gant ur c hinnig 1 Sant- Gorgon 8 Reoz 7 12 7 Redon Alaer Sant-Yannar-Wern Ranneg Sant-Visant-Baen-Balloan-Oud Lokmaria-Redon 5 Sant- 8 Chapel-Braen 4 2 Pereg 5 Sant- Nikolazan-Hent 4 Kumunioù hep kinnig gant bugale o vont da hentadoù divyezhek Redon Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Doare nevezet 2004-2010 - 15 -

Ur goulenn zo en tu all d ar c humunioù a zegemer ar skolioù. Desachañ a ra al lec hioù divyezhek skolidi eus kumunioù an trowardroioù. Diskouez a ra skouer Lokmaria- Redon eo dedennet ar gerent gant ur c hinnig tost dezho memes tra : e 2008 ez ae 2 skoliad eus Lokmaria da hentad prevez Redon, digoret ez eus bet un hentad e skol ar gumun-se e 2009 ha 43 skoliad zo skoliataet er gumun e 2010. Dregantadoù ar skolidi divyezhek er c hentañ derez 18% 16% 14% 12% 10% 8% Redon Lannuon Douarnenez Lokmaria-Redon 6% 4% 2% 0% 1999 2000 2001 2002 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 Brasoc h eo pouez ar c helenn divyezhek e Redon eget e kumunioù zo eus Breizh-Izel ma vez ur c helenn divyezhek abaoe kalz pelloc h : Lannuon pe Douarnenez da skouer. E- touez ar c humunioù war-dro 10 000 annezad hag a ginnig ur c helenn brezhoneg eo kêr Redon ar gumun m eo ar brasañ pouez ar c helenn divyezhek.

Dregantad ar skolidi divyezhek e kentañ derez Redon 25% 20% Publik 15% Prevez 10% 5% 0% 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 Bras eo deuet da vezañ levezon ar c helenn divyezhek er c hentañ derez katolik e kêr Redon : tost ur 1/4 eus ar skolidi brevez zo skoliataet en div yezh ; tost a-live gant Teiz, unan eus lec hioù brasañ ar c helenn divyezhek prevez ha kalz a-raok Karaez da skouer. An niver a skolidi e kumunioù ma vez lañs koulz gant ar publik hag ar prevez 250 200 Landerne 250 200 Teiz 150 Klasoù publik Klasoù prevez 150 Klasoù publik Klasoù prevez 100 100 50 50 0 03 04 05 06 07 08 09 10 0 03 04 05 06 07 08 09 E Redon, n eo ket digresk ar publik zo kaoz eus lañs ar prevez (ur gudenn frammañ zo en hentad publik kentoc h), evel ma laka splann war wel an 2 skouer-se, 2 gumun damheñvel ouzh Redon e-keñver poblañs o tegemer 2 hentad ivez met lañs gant an 2 war un dro. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Doare nevezet 2004-2010 - 17 -

Ur sell war skolioù publik Redon : emdroadur an niver a skolidi skol Henri Matisse 125 250 100 200 75 150 50 100 25 50 0 2004 2005 2006 2007 2008 2009 0 Skolidi divyezhek Skolidi unyezhek N eus ket kalz a lusk gant klasoù unyezhek ar strollad skolioù a zegemer an hentad divyezhek publik, kennebeut. N emañ ket an hentad en un endro lañsus, ar pezh ne skoazell ket an hentad divyezhek da vont war-raok. Gwir eo e kêr Redon dre-vras ivez : -13% a skolidi zo e 2009 e-keñver 2004 pa vez ur c hresk bras er vro (+11% er memes koulz) hag e K.K. bro Redon zoken. Paket eo ar c helenn divyezhek publik en un dilañs hollek hag ezhomm zo eus eus un eil lec hiad publik evit adkregiñ gant ar c hresk.

Emdroadur keñveriet an niver a skolidi divyezhek stadet hag an niver lakaet da bal evit 2015 3 450 400 350 300 250 200 150 100 50 0 2002 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 2010 2011 2012 2013 2014 2015 Sifroù stadet Sifroù lakaet da bal e 2003 Dindan ar palioù lakaet d ar vro emañ stad an traoù abaoe 2003 : un dilañs -27% zo e 2010. Gant an dale tapet e-keñver ar palioù e c hallfed krediñ e vo diaes tizhout ar pal a 400 skoliad divyezhek a-benn 2015. Daoust d an diaesterioù (ha da gudenn an erlec hidi er c helenn publik) eo tuet ar vro da greskiñ : ma vefe dalc het gant ur c hresk bloaziek par da geidenn ar vro er bloavezhioù diwezhañ (+10%) e vefe tu da gaout 400 skoliad a-benn 2015. Evit tizhout ar palioù se eo ret : - reiñ lusk en-dro er c helenn publik dre grouiñ un eil lec h publik er vro e Baen- Ballon da skouer evit kaout un eil skol da vagañ ar skolaj da heul. - dougen ar c hresk er c helenn prevez o tigeriñ an hentad da vat er skolaj. Kelenn brezhoneg An tañva brezhoneg er c hentañ derez Evel e 2004, n eus ket eus an doare kelenn-mañ er vro. Evit ar skolidi n int ket skoliataet en hentadoù divyezhek (da lavaret eo 97,9% eus bugale ar vro) e vefe an tañva er c hentañ derez un doare talvoudus da gaout un tamm darempred gant ar yezh koulskoude. Ha skoazellañ a ra ar c hentelioù en eil derez, pa c hall reiñ c hoant d ar vugale da genderc hel gant ar yezh er skolaj. 3 Da-geñver savidigezh Brezhoneg 2015 Steuñv hollek da ziorren ar brezhoneg gant an Ofis e 2003 e oa bet termenet palioù bloaziek dre vro evit ma vefe 25 000 skoliad divyezhek e Breizh a-benn 2015. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Doare nevezet 2004-2010 - 19 -

Ar c helenn brezhoneg en eil derez Ar c hentelioù kinniget hag an niver a skolidi en eil derez bloavezh-skol 2010/2011 Anast Kentelioù er skolaj publik Gazilieg Presperieg Kumunioù gant kentelioù Kumunioù hep skol eil derez ebet Kinnig ebet er gumun Bevennoù etrekumunel Skeul Alaer Redon Gwenvenez- Penfaou Evel e 2003 eo bodet ar c hentelioù an eil derez e kêr Redon (koulskoude, 57% eus ar skolajidi zo skoliataet e kumunioù all estreget hini Redon) hag eno eo aet eo ar c hinnig wargil. Echu eo gant ar c hentelioù el lise abaoe distro-skol 2006, koulz er c helenn publik, el lise Beaumont, hag er c helenn prevez, el lise Sant-Salver : ne c haller ket deskiñ brezhoneg ken el lise ma oa kinniget kentelioù e Breizh abaoe 1951. An niver a skolidi eil derez er c hentelioù brezhoneg 100 6 000 75 4 500 50 3 000 25 1 500 0 2004 2005 2006 2007 2008 2009 0 Bro Redon Breizh

Kalz brasoc h eo bet an digresk er vro (tost rannet dre 2 etre 2004 ha 2009) eget e Breizh dre-vras (-5,6%). Un tañva d ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh (1 eurvezh bep 15tez) e vez kinniget en holl glasoù 6 vet (7 klasad, da lavaret eo war-dro 150 skolajiad) skolaj prevez Redon ar C hleuz, abaoe distro-skol 2008. N eus ket seurt kentelioù en Il-ha-Gwilen a-hend-all. An niver a skolajidi er c helenn publik 70 60 50 40 Sant-Nazer Redon 30 20 10 0 2004 2005 2006 2007 2008 2009 2010 N eo ket tonket kentelioù danvez-dibab ar skolajoù da vont war zigresk avat : skouer skolaj Sant-Nazer a ziskouez un hent all, hini ar c hresk. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Doare nevezet 2004-2010 - 21 -

Ar c hentelioù noz Skolidi ar c hentelioù-noz Distro-skol 2010 Ar c helenn d an oadourien Kumun gant kentelioù Takadoù war-hed 10 km tro-dro d'ar c hentelioù Bevennoù etrekumunel Redon 10 50 20 An niver a skolidi Skeul Kreizennet eo ar c helenn d an oadourien e kêr Redon hepken. Bihan e chom an niver a dud deuet a zesk ar yezh dre ma z eo strizh ar c hinnig : ne oa nemet 12 den e distro-skol 2009. Un hanter nebeutoc h a dud zo enskrivet er c hentelioù noz e 2009 eget 5 bloaz zo. E-touez ar broioù m eo ar bihanañ an niver anezho emañ hini Redon : muioc h a zeskidi zo e bro Traoñiennoù ar Gwilen (hag hi kalz bihanoc h koulskoude). Tud zo eus ar vro a ya da zeskiñ da vro Roazhon ivez. Desachañ a ra Roazhon tud oberiant ar vro : se a zo kaoz ez ae 7 den o chom e Redon da heuliañ kentelioù da Roazhon e 2009/2010. Kalz a cheñchamantoù zo bet e-keñver aozañ ar c hentelioù er vro e-keñver an diagnostik kentañ. Aet eo da get an 2 gevredigezh a ginnige kentelioù noz : Gwezenn (divodet e 2005) ha Kelenn (divodet e 2009). Bresk-tre eo ar c helenn er vro ha diskouez a ra un emdraodur kontrol diouzh hini ar c helenn divyezhek. Abaoe distro-skol 2009 eo sammet ar c helenn d an oadourien gant ur framm a vicher, Skol an Emsav e kenlabour gant Brezhoneg war-raok. Ar micherelaat eo an hent evit suraat ha ledañ ar c hinnig.

An niver a skolidi er c hentelioù noz 30 25 20 15 10 5 0 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 Bro Traoñiennoù ar Gwilen Bro Redon hag ar Gwilen Isdiorroet eo ar rouedad kentelioù-noz e bro Redon : ezhomm frammañ hag astenn ar c hinnig zo. An niver a skolidi er c hentelioù noz 50 5 000 40 4 000 30 3 000 20 2 000 10 1 000 0 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 2010 2011 Bro Breizh 0 An adlañs merzet e Breizh a vez gwelet tamm pe damm er vro : stabilaet eo bet digresk an niver a zeskidi abaoe distro-skol 2007, met bihan eo an adlañs c hoazh memes tra ha lakaat a ra digresk distro-skol 2011 ez eo bresk an hentad er vro. E 2011 e chom kalz izeloc h an niver a dud deuet o teskiñ e Redon eget e 2003. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Doare nevezet 2004-2010 - 23 -

Ar stajidi er vro An niver a stajidi (stajoù dibenn-sizhun) er vro 100 80 60 40 20 0 2003 2004 2005 2006 2007 2008 Echu eo gant ar stajoù aozet er vro gant Skol an Emsav (aozet e oa bet ur staj gant Kentelioù an Noz e 2004 ivez). Serret eo bet ar greizenn a zegemere ar stajoù e Sant-Visantan-Oud e 2007. Ur c holl eo evit ar vro hag a zegemere muioc h a stajidi eget bro Sant-Brieg pe bro Treger-ha-Goueloù da skouer.

Klozadur ar brezhoneg en deskadurezh Tuioù kreñv zo gant ar vro gant ur c helenn staliet mat er c humunioù ma vez ur c hinnig : kêr Redon zo e-touez ar c humunioù 10 000 annezad m emañ en e uhelañ dregantad ar skolidi er c helenn divyezhek da skouer. Lañs zo gant ar c helenn divyezhek prevez gant un eil lec h krouet e distro-skol 2009, digoradur nemetañ abaoe 2001. Ur c hresk mat zo gant an hentad-se ha gwelloc h eget e Breizh dre-vras (ouzhpenn daougementet eo bet an niver a skolidi divyezhek prevez er 6 vloaz diwezhañ), ur pouez bras zo er boblañs skoliataet. Cheñchet eo penn-da-benn skeudenn ar c helenn divyezhek er vro abaoe 2004 : eilpennet eo bet dasparzh ar skolidi, un dra dibar d ar vro. Gorrekaet eo ar c hresk er vro abalamour d ar c helenn publik a chom gant kudennoù frammañ. Ezhomm zo da solutaat an hentad e Redon ha da gaout un eil lec h publik e K.K. Bro Redon a-benn eilpennañ an emdroadur merzet abaoe 2006. Kreizennet eo c hoazh ar c helenn e Redon hag e K.K. bro Redon abaoe krouidigezh skol Lokmaria-Redon. N eo ket bet diorroet ar c hentelioù en eil derez er-maez eus Redon nag ar c hentelioù noz. Aet eo war-gil an doareoù all da zeskiñ ar brezhoneg zoken : n eus ket tu da zeskiñ brezhoneg e liseoù ar vro abaoe 2007 da skouer. Tachenn ar c helenn d an dud deuet a chom ur chanter bras gant un niver bihan a zeskidi dre ma n eus nemet 1 c hinnig er vro ha staj ebet ken. Tachennoù a chom da c hounit evel an tañva er skolioù evit kizidikaat ar vugale. Un hent zo bet digoret e skolaj prevez ar C hleuz gant un tañva da yezh ha sevenadur Breizh d an holl c hwec hvedidi. Gallout a reer tennañ splet eus ar goulenn sokial zo er vro war dachenn ar c helenn evel m eo bet lakaet splann war wel gant berzh digoradur skol divyezhek Lokmaria-Redon. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Doare nevezet 2004-2010 - 25 -

Ar vuhez foran Oberourien ar politikerezh yezh er vro Gallout a ra pep strollegezh foran ober gant ar brezhoneg er vuhez foran. Rediañ a ra al lezenn implijout ar galleg met aotreet eo ober gant ur yezh all e-kichen ar galleg. Gant an diferadenn barregezh hollek ez a ar strollegezhioù lec hel en tu all d ar barregezhioù fiziet enno : n he deus ket ar Rannvro ur varregezh war ar sevenadur met kas a ra ur politikerezh sevenadurel da benn daoust da se da skouer. Politikerezh yezh an departamantoù En em ledañ a ra ar vro war 3 departamant; 3 folitikerezh disheñvel a vez kaset da benn war dachenn ar brezhoneg er vro neuze. Penaos e kemer an departamantoù ar brezhoneg e kont Departamant an Il-ha-Gwilen N eo ket aet war-raok e-keñver 2003, daoust d ur bodad diorren bet krouet e fin 2007 war dachenn ar c helenn divyezhek publik. N eus bet raktres fetis ebet deuet diwar-se evit poent : n eus bet skol bublik nevez ebet en departamant abaoe 2003 (4 zo bet eus tu ar c helenn prevez e-keit-se). Departamant al Liger-Atlantel Panelloù Degemer mat el Liger-Atlantel a oa bet staliet war bord an hentoùdepartamant e 2009. Keleier e brezhoneg a vez ur wezh an amzer war lec hienn an departamant. Met n eus ket ur gwir bolitikerezh yezh frammet gant al Liger-Atlantel. N eus ket bet kemeret diviz sklaer ebet evit ar panellerezh divyezhek war an hentoù zo dindanañ da skouer. Departamant ar Mor-Bihan Tennañ a ra ar c humunioù lec hiet e departamant ar Mor-Bihan gounid eus an diviz bet kemeret e miz Du 2004 e vefe staliet ur panellerezh heñchañ divyezhek war e rouedad hentoù. Mont a ra a du gant ar sontadegoù a laka war wel emañ a-du an darn vrasañ eus ar Vretoned gant ar panellerezh divyezhek e Breizh-Uhel kenkoulz hag e Breizh-Izel : hervez ar sontadeg kaset da benn gant TMO Région diwar atiz Fañch Broudig, ez eus 74% eus an dud zo a-du gant ar panellerezh divyezhek e Breizh-Uhel. Cheñchet eo bet endro yezhel ar vro dre-se hag un troc h zo bremañ pa dremener eus un departamant d egile.

Ar budjed gouestlet d ar brezhoneg gant an departamantoù Emdroadur dispignoù departamant Il-ha-Gwilen evit ar yezh (e ) Ha pa vefe kresket abaoe 2003 e chom izel-tre budjed departamant an Il-ha-Gwilen evit ar brezhoneg c hoazh. Izeloc h eget hini al Liger-Atlantel eo zoken. Emdroadur dispignoù departamant al Liger-Atlantel evit ar brezhoneg (e ) Izel-tre eo chomet budjed ar C huzul-departamant evit ar brezhoneg betek 2006 m eo kroget da greskiñ, ha serzh eo bet ar c hresk-se e 2008. Krouidigezh ar greizenn Yezhoù ha Sevenadur ma vez degemeret skolaj Diwan al Liger-Atlantel he deus c hoariet kalz war an emdroadur-se o lakaat lodenn ar c helenn da greskiñ trumm. Abaoe 2005 e ouestl KD44 ul lodennig eus e vudjed (war-dro 1% eus budjed ar yezh) d ar c helenn d an oadourien. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Doare nevezet 2004-2010 - 27 -

Emdroadur dispignoù departamant ar Mor-Bihan evit ar yezh (e ) Kresket o doa graet dispignoù an departamant evit ar yezh betek 2005 (+60% etre 2001 ha 2005). Stabiloc h int bet goude. Adkresket int e 2009 ma sav ar budjed da ouzhpenn 400 000 (+46% e-keñver 2003). An eil departamant a ro ar muiañ d ar brezhoneg goude departamant Penn-ar-Bed eo. N eo ket bras-bras ar sammadoù diouzh ment budjedoù an departamantoù koulskoude. Ne z eont d ober nemet 0,61 dre annezad er Mor-Bihan evit ar bloavezh 2009 (heñvel ouzh departamant Aodoù-an-Arvor ha kalz dindan departamant Penn-ar-Bed (2,61 )), 0,14 dre annezad el Liger-Atlantel. Departamant an Il-ha-Gwilen a ro an nebeutañ dre annezad : 0,07, da lavaret eo un hanter nebeutoc h eget al Liger-Atlantel. Kevrat Redon hag ar Gwilen Ar vro Kevratoù liesvloaziek (evit ar marevezh 2006-2012) a oa bet sinet gant ar broioù hag ar Rannvro e 2006. Ganto e vez steuñvekaet politikerezhioù ar Rannvro hervez an tiriad. Tri goload a ya d ober ar c hevratoù bro. An eil goload («frammadurezh rannvroel/lec'hel») a denn da raktresoù kendivizet etre ar sinerien ; danvez ar c hevratoù eo. Gallet o deus ar broioù ouzhpennañ raktresoù en ur implijout an trede goload («frammadurezh lec'hel») a denn da raktresoù n int ket termenet en a-raok er c hevratoù. An hent kinniget dezho gant ar C huzul-rannvro e oa evit harpañ raktresoù lec hel a denn d ar yezh (staliañ panelloùheñchañ divyezhek, sevel klasoù pe skolioù divyezhek, h.a.). Prezidanted broioù Breizh a oa bet kelaouet eus an dra-se dre ul lizher gant Prezidant ar Rannvro e deroù 2008. Met n o deus ket ar broioù, ha bro Redon hag ar Gwilen en o zouez, implijet kalz ar galloud-se. Embannet he deus Rannvro Breizh adarre he youl da lakaat ar broioù d ober evit ar brezhoneg oc h embann ur sturlevr pleustrek da ziorren ar brezhoneg hag ar gallaoueg e raktresoù ar c hevratoù Rannvro/Bro. Broudet eo ar broioù gant ar Rannvro, da ziorren ar yezh en o raktresoù. Ne oa ket bet meneget ar yezh e kevrat bro Redon sinet e miz Du 2006. Met kroget eo ar broioù da adwelet ar c hevratoù e 2009. N eus nemet 2 raktres diwar 52 a ra anv eus ar brezhoneg er stagadenn bet sinet etre ar vro hag ar Rannvro e derou 2010 : evit troiadoù marc h-houarn e K.K. bro Redon ma rank ar brezhoneg bezañ kemeret e karg er panellerezh touristel evit bezañ arc hantaouet gant ar Rannvro ; hag al leur-diskuizh (e Felgerieg-Veur)

hag a vo arc hantaouet ivez gant ma vo prederiet war an doare ma vo talvoudekaet ar brezhoneg er panellerezh touristel. Kemeret eo ar yezh e kont e nebeutoc h a raktresoù eget broioù all eus Breizh-Uhel evel bro Ploermael (6 raktres gant ar brezhoneg). Oberoù ar strollegezhioù lec hel N eo ket sammet ar yezh gant ar c'humuniezhioù-kumunioù c hoazh. N eo ket aet war-raok gant ar strollegezhioù-se e-keñver an diagnostik kentañ. Koulskoude e vez meret muioc h-mui a deuliadoù ganto war-eeun (aveadurioù-dudi, sport, degemer evit ar vugaligoù, ar glad). En o dalc h emañ kalz a raktresoù ma vez kemeret ar brezhoneg e kont er vuhez foran dre ar stagadenn kevrat-rannvro-bro degemeret e 2010, hag an 2 raktres m eo meneget ar brezhoneg gant K.K. bro Redon ha KK. bro Felgerieg-Veur zo en o zouez. Redon Kroget e oa bet d ober traoù evit ar yezh a-raok an dilennadegoù-kêr e 2008 : staliet e oa bet plakennoù dirak ar skolioù divyezhek e 2004 ; panelloù a oa bet staliet evit ar wenodenn displegañ e 2006 ; panelloù glad Redon a oa bet staliet e 2007 hag ul levrheñchañ a oa war ar stern. Gant ar c huzul-kêr nevez dilennet e 2008 e oa bet staliet ur poellgor aliañ evit ar sevenadur hag ar vreizhadelezh e miz Ebrel. Ar sinadur kentañ e Breizh-Uhel evit tizhout ul label live 2 zo bet gant ti-kêr Redon e 2008. Traoù fetis zo bet kaset da benn abaoe : panellerezh savadurioù-kêr staliet e 2009 e sal ar sportoù hag ar panellerezh staliet e kroashentoù e C hwevrer 2009. Ur siner oberiant eo ti-kêr Redon, kas a ra ul labour a-feson da benn gant un divyezhegezh a zoare. Eil priz an dazont evit ar strollegezhioù a oa bet roet d an ti-kêr e 2009 gant ar Rannvro evit lakaat al labour graet gant an ti-kêr war wel. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Doare nevezet 2004-2010 - 29 -

Kumunioù all Stad ar panelloù divyezhek e 2010 Kregiñ a ra ar brezhoneg da zont war wel er vro ; e kornôg ar vro, a-drugarez da ziviz departamant ar Mor-Bihan. Estreget Redon, kêr oberiant a gas ur politikerezh yezh hollek, e krog 3 c humun d ober traoù evit lakaat ar yezh war wel er vuhez foran : Gwenvenez-Penfaou (panelloù mont tre staliet e 2009), Baen-Ballon (panelloù glad staliet e 2008) ha Seizh (panelloù mont tre). Klozadur War vrasaat ez a an emskiant yezhel e-touez dilennidi Breizh ha sammet eo muioc h ar yezh er vro hiziv an deiz eget 6 vloaz zo. Kreizennet e oa ar brezhoneg e Redon en diagnostik kentañ ha ne oa ket kalz war wel. Aet eo kalz war-raok a-drugarez da bolitikerezhioù youlek Kuzul-departamant ar Mor-Bihan ha kumun Redon. Ur sin kreñv eo bet evit ar brezhoneg er vuhez foran sinadur Ya d ar brezhoneg gant Redon e Here 2008. Er-maez eus Redon e krog kumunioù zo da gemer ar brezhoneg e kont er vuhez foran, evel Gwenvenez-Penfaou pe Baen- Ballon da skouer. Emdroadurioù kalonekaus int met, ezhomm zo da lakaat ar c humuniezhoùkumunioù da sammañ ar yezh evit diorren ha ledanaat implij ar yezh er gevredigezh.

Bed ar vugaligoù Kevredigezh keodedel Servijoù d an dud Evel e 2004 n eus magouri vrezhonek ebet er vro. Evit ar poent n eus bet renablet magerez ebet a rafe war-dro ar vugale e brezhoneg kennebeut. Dudi evit ar vugale Kreizennoù vakañsoù a vez aozet er vro abaoe 2006 : bro gentañ Breizh-Uhel o tegemer sizhunvezhioù dudi eo bet bro Redon. E Sant-Visant-an-Oud e oa bet aozet ar greizenn gentañ e miz Gouere 2006. Abaoe 2007 he deus kroget ar Fédé da aozañ kreizennoù vakañsoù (2 sizhunvezh e Reoz e 2007 hag e 2008 ; ur sizhunvezh e Baen-Ballon e 2009). Aozañ a ra ar Fédé an droiad war varc h-houarn a loc h eus Naoned evit en em gavout e Reoz abaoe 2009. An niver a vugale degemeret er c hreizennoù vakañsoù aozet er vro 100 80 60 40 20 0 2005 2006 2007 2008 2009 Pays de Redon et de Vilaine Aozet e vez 2 sizhunvezh vakañsoù e-pad an hañv. Ur staj stummañ renerien ar c hreizennoù vakañsoù (9 devezh) a oa bet aozet er vro e Gouere 2009 ivez. N eus ket a greizenn dudi war ar sizhun o kinnig obererezhioù d ar Merc her avat, evel ma z eus e bro Sant-Brieg abaoe 1986 (Dudi Sant-Brieg. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Doare nevezet 2004-2010 - 31 -

Degemeret e vez troiad Daoulagad Breizh-Dizale abaoe an deroù (2003). Kenaozet e vez gant ar skolioù : an holl anezho a gemer perzh en abadenn. E 2005 hag e 2006 e oa bet kinniget da skolidi unyezhek ar skolioù zoken. Ur c henlabour gant ar sinema Manivel e Redon zo. Buhez sevenadurel Ur vuhez sevenadurel vrezhonek zo o tiwanañ er vro : gant ar pezh-c hoari kentañ degemeret er vro e Ti Kendalc h e 2005 (Malachap story, ar strollad C hoarivari eus Gwened). Abaoe e vez abadennoù a-frapadoù : Teatr Kallag, Yann Bijer, Hipolenn deuet er vro e derou 2009. Kemer a ra ar skolidi perzh er vuhez sevenadurel : ur pezh-c hoari a oa bet kinniget gant skolajidi bublik Redon e 2008. Pouezus eo er vro Gouel Erwan ar vugale ivez. Darvoudoù dibar d ar vro a vez aozet evel ar genstrivadeg danevelloù e Redon gant ar gevredigezh l Association bretonne e miz Mae abaoe 1999. E-pad an Dolgenn aour e vez ul lodenn eus ar panellerezh en div yezh abaoe 2009. E 2008 ez eus bet kroget da zegemer kanaouennoù e brezhoneg evit ar genstrivadeg. Skol Diwan Kistreberzh ha skol an Itron- Varia e Redon o doa kemeret perzh. Abaoe 2006 e vez aozet Celtidon e Gwenvenez-Penfaou, kinniget e vez dibunadeg ar bagadoù e brezhoneg hag e galleg. Ne veze ket kinniget abadennoù brezhonek e c hoariva Redon betek-henn. Diwar atiz an dilennidi ez eus bet enskrivet e kaier ar c hargoù degemer 2 pe 3 abadenn vrezhonek ar bloaz. Ur giladenn vras zo bet er vro pa oa bet serret Ti Kendalc h e fin 2006 (freuzstal), ul lec h kreiz evit buhez sevenadurel ar vro. Degemer a rae stajoù yezh ha kinnig a rae obererezhioù dudi evit an holl. Bed al labour Er-maez eus ar c helenn n hor boa ket renablet postoù-labour a c houlenne un anaoudegezh eus ar brezhoneg e 2006. 8/9 post KILA a oa bet renablet er c helenn. Abaoe 2006 e vez kinniget er vro kreizennoù vakañsoù evit ar vugale, berrbad eo ar stajoù-se, evit ur prantad resis (2 sizhunvezh). N eus ket bet krouet postoù labour evit kas an ober-se da benn. Un tamm kresk zo bet abaoe 2006 a-drugarez d an hentad divyezhek prevez er vro. Gallout a reer brasjediñ ez eus e-tro 10 post-labour (KILA) er vro e 2010. An armerzh E 2009 e oa bodet 635 a oberourien gevredigezhel hag armerzhel (hiniennoù ha frammoù nann-publik anezho). Kinnig a ra an Ofis publik d ar sinerien kas oberoù resis da benn. Evel-se, abaoe 2007 e c hall ar sinerien brevez mont war-zu ul label e-giz ma vez graet gant ar strollegezhioù foran abaoe 2004. 6 siner zo er vro, da lavaret 2 ouzhpenn e-keñver 2003. Dale zo e-keñver bezañs ar yezh en armerzh keñveriet gant bro Roazhon ha pa chomfe arouezel c hoazh er vro-se.

Bed ar c hehentiñ An embann N eus levr brezhonek ebet a vije deuet er-maez gant un ti-embann eus bro Redon. Er skinwel hag er skingomz Resev a ra ar vro abadennoù France Bleu Armorique. Resev a ra abadennoù France 3 Bretagne, war-bouez darn eus al Liger-Atlantel na zegemer ket an abadennoù ken abaoe 2002. Resev a ra kumunioù takad an Il-ha-Gwilen abadennoù skignet war TV Rennes ivez. N eo ket aet an traoù war-raok e-keñver 2004 (paneve e c haller selaou abadennoù brezhonek war ar Genrouedad bremañ e pep lec h). Klozadur Ar gevredigezh keodedel Araokadennoù zo bet war dachenn implij ar yezh er gevredigezh : bet eo bro Redon ar vro gentañ e Breizh-Uhel o tegemer kreizennoù vakañsoù e 2006. Degemeret e vez troiadoù Daoulagad Breizh abaoe ar penn-kentañ er vro. Ur vuhez sevenadurel vrezhonek zo o tiwanañ tamm-ha-tamm gant abadennoù brezhonek ingal. Kevredigezhioù oberiant zo ha darvoudoù dibar a grog da lakaat ar yezh war wel. Met kiladenn vras ar vuhez sevenadurel eo bet freuz-stal Ti Kendalc h e 2007. Ur c holl bras eo evit ar vro. Mankoù all zo kouskoude : n eus magouri ebet c hoazh na kreizenn dudi brezhonek ebet war ar sizhun. Dale zo gant an implij eus ar brezhoneg gant ar bed prevez e-keñver bro Roazhon. N eo ket aet war-raok ar brezhoneg e bed ar c hehentiñ. Chom a ra treut plas ar yezh er mediaoù. Merzout a reer ez eus mankoù bras amañ war tachennoù ar buheziñ hag an diduiñ : magourioù brezhonek, obererezhioù dudi evit ar vugale. Krouiñ postoù-labour eo an hent da heuliañ evit kreñvaat oberoù ar bed kevredigezhel. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Doare nevezet 2004-2010 - 33 -

Klozadur Lusk ha goulenn zo er vro koulz evit ar c helenn divyezhek, an dudi evit ar vugale, hag ar vuhez sevenadurel met kudennoù frammañ a vir a vont war-raok, war dachenn ar c helenn dreist-holl. Dibarderioù bro Redon hag ar Gwilen E 2004 e oa bro Redon hag ar Gwilen ur vro skouer war dachenn ar c helenn divyezhek, lañs gant an 2 hentad enni. Kenderc'hel a ra ar c helenn divyezhek prevez war e lañs. Met gorrekaet eo ar c hresk hollek abalamour da ziaesterioù aozañ ar c helenn publik. Mirout a ra ouzh an hentad a vont war-raok ken plaen ha ma oa tu da soñjal 6 vloaz zo. Bresk eo c hoazh an hentad divyezhek en eil derez. Met kreñvoc h eo pouez ar c helenn divyezhek e Redon eget e kumunioù eus Breizh-Izel (Lannuon, Douarnenez...). Bras eo dregantad ar vugale skoliataet er c helenn divyezhek e Lokmaria-Redon, bloaz goude bezañ bet digoret ar skol. War-raok eo aet eo an traoù abaoe an diagnostik kentañ er c helenn divyezhek. War-gil eo aet ar c helenn koulz evit an danvez dibab en eil derez (digresk bras er skolaj publik, kentel ebet ken el lise abaoe 2006) hag ar c helenn d an dud deuet. Digresket eo bet an niver a zeskidi er c hentelioù noz etre 2003 ha 2006. Chom a ra bihan e-keñver lañs ar c helenn divyezhek. Ouzhpenn, e chom kreizennet ar c helenn brezhoneg e kêr Redon c hoazh. Araokadennoù zo bet koulskoude : ar brezhoneg a vez lakaet muioc h war wel er vuhez foran (kentañ sinadur Ya d ar brezhoneg e Breizh-Uhel evit ul label 2 gant ti-kêr Redon), kreizennoù vakañsoù kentañ aozet e 2006, ur vuhez sevenadurel vrezhonek o tiwanañ. Ar yezh zo o vont er maez eus ar skol tamm-ha-tamm.

Derc hel soñj... Sifroù pennañ ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Ar vrezhonegerien Stabil a-walc h e vefe chomet poblañs ar yezherien er vro etre 1999 ha 2010 : war-dro 1 000 brezhoneger. Ar c helenn 250 deskard a oa e 2009. 1 hentad nevez digoret er vro abaoe 2004 er c hentañ derez hag 1 en eil derez. 2 gumun diwar 55 a ginnig ar c helenn divyezhek. E 4 framm etrekumunel diwar 5 n eus tamm kelenn ebet. Gant 216 skoliad divyezhek e distro-skol 2009 eo bro Redon hag ar Gwilen ar 14 vet bro ma kaver ar muiañ a skolidi divyezhek diwar 20. E-touez ar c humunioù war-dro 10 000 annezad a ginnig ur c helenn brezhoneg eo kêr Redon ar gumun m eo ar brasañ pouez ar c helenn divyezhek : 14,7% er c hentañ derez. N eus tamm tañva ebet er c hentañ derez. N eus lise ebet ken ennañ kentelioù brezhoneg. 18 den deueta oa enskrivet er c hentelioù noz e distro-skol 2010. N eus staj brezhonek ebet ken abaoe 2007. Ar vuhez foran Sinadur Ya d ar brezhoneg live 2 kentañ e Breizh-Uhel gant sinadur kêr Redon e Here 2008. Ar vuhez keodedel Kreizennoù vakansoù aozet er vro abaoe 2006. Serret eo bet kreizenn sevenadurel Ti Kendalc h e fin 2006. War-dro 10 post labour KILA brezhonek brasjedet e 2010. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Doare nevezet 2004-2010 - 35 -

Taolennoù sintetek Ar brezhoneg en deskadurezh Tuioù kreñv Tuioù gwan Skoilhoù Erbedadennoù Lusk gant ar c helenn divyezhek prevez : kresk mat, digoret un eil lec h (digoradur kentañ er vro abaoe 2001). Staliet eo mat ar c helenn divyezhek en 2 gumun a zo gant ur c hinnig : dregantadoù uhel. Kreizennet eo ar c helenn e kêr Redon. Kudennoù frammañ zo er c hlasoù publik Bresk eo an hentad divyezhek en eil derez c hoazh. Aet eo war-gil ar c helenn koulz en eil derez hag evit an oaodourien. Echu eo gant ar c hentelioù el liseoù. Aet eo da get an 2 gevredigezh a ginnige kentelioù noz er vro. Staj ebet ken er vro abaoe 2007. Ar brezhoneg er vuhez foran Diaesterioù zo evit erlec hiañ ar gelennerien divyezhek en hentad publik. Solutaat an hentad publik e Redon. Kaout un eil lec h publik e K.K. bro Redon e Baen-Ballon pe Alaer da skouer. Kenderc hel da zigeriñ er c helenn prevez : e Gwenvenez-Penfaou pe e Reoz da skouer. Krouiñ skol Diwan gentañ ar vro. Kreñvaat an eil derez Kregiñ da lakaat e plas an tañva d ar brezhoneg er skolioù gant harp ar strollegezhioù foran evit kizidikaat ar vugale d ar brezhoneg. Staliañ e skolajoù zo un tañva d ar yezh kinniget d an holl diwar skouer skolaj prevez ar C hleuz (tañva da sevenadur Breizh). Digeriñ kentelioù el liseoù en-dro. Diorren ar c hentelioù noz e Redon. Digeriñ kentelioù noz ermaez eus Redon. Kinnig stajoù berr en-dro. Tuioù kreñv Tuioù gwan Skoilhoù Erbedadennoù Sinadur live 2 karta Ya d ar Brezhoneg gant tikêr Redon e Here 2008. Diviz KD 56 da staliañ ur panellerezh divyezhek e Du 2004. 3 c humun all a grog da gemer ar brezhoneg e kont er vuhez foran. N eo ket aet war-raok implij ar brezhoneg gant KD 35. N eo ket sammet ar yezh gant ar frammoù etrekumunel. Un hanter eus poblañs ar vro zo en departamant a ro ar budjed izelañ d ar brezhoneg (Il-ha- Gwilen). Continuer à appliquer la charte Ya d ar Brezhoneg à Redon Gwellaat plas ar yezh en endro an holl (panellerezh ha kehentiñ) Kaout kumunioù Ya d ar brezhoneg all Labourat gant kumuniezhoù-kumunioù

Ar brezhoneg er vuhez keodedel Tuioù kreñv Tuioù gwan Skoilhoù Erbedadennoù Stabil eo chomet an niver a yezherien er vro e- keñver 10 vloaz zo. Bro Breizh-Uhel gentañ enni kreizennoù vakañsoù abaoe 2006. Ur vuhez sevenadurel vrezhonek o tiwanañ. N eus na magouri na kreizenn dudi ebet war ar sizhun. N eus ket trawalc h a dudi evit an oadourien. Treut eo plas ar yezh er mediaoù Dale ar bed prevez evit lakaat ar brezhoneg war wel. Ne vez ket skignet abadennoù brezhonek France 3 Bretagne en darn eus ar vro zo e departamant al Liger- Atlantel. Krouiñ postoù labour brezhonek er c hevredigezhioù Kaout ur vagouri vrezhonek a-benn 2015 Kendelc her da ziorren an abadennoù dudi (bugale-tud deuet) Broudañ ar bed prevez da lakaat ar yezh war wel dre Ya d ar brezhoneg. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Doare nevezet 2004-2010 - 37 -

Ar gallaoueg e bro Redon hag ar Gwilen Ar c hallaouegerien Diaes eo priziañ an ober gwirion gant ar gallaoueg er gevredigezh. Diaesoc h eo an ober da briziañ peogwir e c hall cheñch ar c hallaouegerien ingal etre ar gallaoueg hag ar galleg e-kerzh ar memes kaozeadenn. Degaset en doa an enklask kaset da benn gant an EBSSA e 1999 roadennoù diwarbenn an ober gant ar gallaoueg e-touez an oadourien, dre oad ha dre lec h annez da skouer. Renablet ez eus en tu all da 32 000 yezher deuet d o oad e Breizh. Disheñvel eo an ober diouzh al lec h annez. Un tamm izeloc h eo dregantad ar yezherien e reter ar Mor-Bihan (1,6%) hag el Liger-Atlantel eget en Il-ha-Gwilen (2%). Diwar an elfennoù-se e c haller istimañ an niver ar c hallaouegerien e-tro 1 500 yezher well-wazh e 1999 e bro Redon hag ar Gwilen. Evel evit ar brezhoneg, koshaat a ra an dud a gomz gallaoueg. En tu all da 50 vloaz e oa an 3/4 anezho e 1999 c hoazh ha tost an hanter a oa koshoc'h eget 65 bloaz e 1999. 10% a oa dindan 30 vloaz hepken. Diwar roadennoù an EBSSA dre oad e c haller brasjediñ e vefe ouzhpenn 25 000 den a gomzfe gallaoueg e Breizh e 2009. Evel e pep lec h e tle bezañ diskennet feur ar yezherien e bro Redon abaoe 1999 (war-dro 1%). Ar c helenn er skol Kinniget e veze un tañva d ar gallaoueg er skolioù publik e bro Anast gant ur c helenner bale. Aet eo ar c hinnig war-gil en 10 vloaz diwezhañ. Kinniget e veze un tañva e 9 c humun eus ar vro e 2001, da lavaret eo un hanter eus kumunioù an departamant a zegemere an tañva-se. Sellet a rae an tañva-se ouzh 14 % eus skolidi bublik kentañ derez ar vro a-raok chom a-sav e 2005. Kelenn d an oadourien Krouet e oa bet Les Belion chomae e miz Du 2008 e Redon. Pal ar gevredigezh-se eo bodañ gallaouegerien a-vihanik da gomz asambles. E Landegon ez eus ur strollad evel-se ivez. Buhez foran Ne vez ket lakaet ar gallaoueg war wel nemeur er vuhez foran. Buhez sevenadurel Liammet eo an abadennoù sevenadurel aozet er vro gant an hengoun : beilhadegoù a vez aozet ingal. Eus ar vro eo genidik unan eus konterien ha dastumer brudetañ Breizh-Uhel, Albert Poulain. Aozet e vez ur veilhadeg ur wezh ar miz e Presperieg gantañ. Emañ-eñ, asambles gant Jean-Bernard Vighetti, e-touez ar re o deus savet festival an Dolgenn aour e

1975, ar genstrivadeg kanaouennoù ha kontadennoù eus Breizh-Uhel. Darvoudoù all a vez aozet ur wezh an amzer evel pourmenadegoù. Ar gallaoueg : ur sevenadur hengounel er vro Ur vuhez sevenadurel hengounel ha pinvidik zo er vro gant festival an Dolgenn aour ha beilhadegoù aozet ingal a-drugarez da Albert Poulain peurgetket. Daoust da se, koshaat a ra an dud a gomz gallaoueg : digresket eo an niver a yezherien abaoe ar roadennoù diwezhañ e 1999. Chom a ra diaes priziañ an ober gwirion gant ar gallaoueg dre ma ne vez ket emskiantek ar c hallaouegerien atav ez eo gallaoueg a gomzont. Un tañva a vez kinniget e skolioù publik zo eus bro Anast met nebeutoc'h eget a-raok. Ur c helenner bale a chom c hoazh, an hini diwezhañ e departamant an Il-ha-Gwilen. Aet eo war-gil e-keñver ar pezh a oa 10 vloaz zo pa veze kizidikaet d'ar gallaoueg 14% eus bugale ar c hentañ derez publik. N eus ket a gentelioù en eil derez. Ha koulskoude, ne stummer ket yezherien nevez dre an tañva hepken. Hag eñ buhezek c'hoazh e degouezhioù zo, bresk e chom stad ar gallaoueg er vro. Ezhomm a vefe da gaout da nebeutañ ur skol eil derez o kelenn gallaoueg er vro evit ma c'hallfe ar yezh bezañ sammet gant ar remziadoù yaouank. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Doare nevezet 2004-2010 - 39 -

Stagadennoù Sifroù ar c helenn divyezhek dre gumun ha dre live Distro-skol 2009 Blovaezh krouidigezh al lec'h kentañ Skol-vamm Skol-gentañ Skolaj Lise Hollad Lokmaria-Redon 2009 40 3-43 Redon 1997 62 101 10-173 Bro Redon 102 104 10-216 Sifroù ar c helenn divyezhek dre gumun ha dre hentad Distro-skol 2009 Blovaezh krouidigezh al lec'h kentañ Diwan Publik Prevez Hollad Lokmaria-Redon 2009 43 43 Redon 1997 74 99 173 Bro Redon - 74 142 216 Feurioù ar c helenn divyezhek dre gumun ha dre live e 2009/2010 Blovaezh krouidigezh al lec'h kentañ Skol-vamm Skol-gentañ Ishollad Kentañ derez Skolaj Lise Hollad Lokmaria-Redon 2009 35,7% 2,1% 17,0% 0,0% - 17,0% Redon 1997 14,5% 14,9% 14,7% 0,6% - 2,8% Bro Redon 2,4% 1,6% 2,1% 0,3% 0% 1,2% Feur ar c helenn divyezhek dre gumun ha dre vloavezh er c hentañ derez Blovaezh krouidigezh al lec'h kentañ 1999 2000 2001 2002 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 Lokmaria-Redon 2009 1 7 % Redon 1997 3,6% 4,3% 8,5% 1 0,6% 1 1,7 % 1 1,9% 1 1,8% 1 3,5% 1 3,8% 1 4,3% 1 4,7 % Bro Redon 0,6% 0,7% 1,4% 1,6% 1,8% 1,8% 1,8% 1,9% 1,9% 1,7% 2,1% An niver a skolidi eil derez er c hentelioù brezhoneg 2004 2005 2006 2007 2008 2009 Skolaj publik 59 65 51 55 36 28 Lise publik 4 3 - - - - Skolaj prevez 7 8 15 15 18 13 Lise prevez 6 7 - - - - Bro Redon 76 83 66 70 54 41 Sifroù ar c hentelioù noz er vro 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 Redon 27 26 13 15 10 10 12

Levrlennadur BAUDEQUIN I., Genver 2008. L évolution de la population des 21 pays bretons de 1999 à 2005. Octant, Roazhon, 111, 17-21. BROUDIC Fañch, Meurzh 2009, Parler breton ay XXIe siècle, le nouveau sondage de TMO-Régions, Emgleo Breiz, 208 p. Contrat Région-Pays de Redon 2006-2012-Avenant 2009, 194 p. EBSSA (emb.), Gwengolo 2003. L espace breton. Les dossiers d Octant, Roazhon, 45, 152 p. GREF Breizh (emb.), Mezheven 2007. Tableau de bord emploi-formation par pays - Roazhon, 44 p. Ministrerezh an deskadurezh Stad (emb.), Ebrel 2008. Projet de programmes de l école primaire. Pariz, 55 p. Ofis ar Brezhoneg (emb.), 2007. Ar brezhoneg e-kreiz ar roudour Eil danevell hollek war stad ar brezhoneg. Roazhon, 135 p. Ofis ar Brezhoneg (emb.), 2004. Diagnostik war stad ar brezhoneg e bro Redon. Roazhon, 18 p. UBAPAR, Ebrel 2009, Klasoù hag obererezhioù dizoleiñ /classes et activités de découverte en breton pour les scolaires UBAPAR, 2007 Kreizennoù vakañsoù hañv 2007/ séjours enfants et ados en breton Été 2007 Mammennoù Bro Redon hag ar Gwilen Daoulagad Breizh Deskadurezh Stad Dihun Div Yezh Divskouarn Ensellerezh akademiezh an Il-ha-Gwilen France 3 Bretagne France Bleu Armorique La Fédé Rannvro Breizh Rektoriezh Roazhon Skol an Emsav TV Rennes UBAPAR Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Redon hag ar Gwilen Doare nevezet 2004-2010 - 41 -