DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG ER VRO-WENN HAG ER BRIVER

Hasonló dokumentumok
DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO REDON HAG AR GWILEN

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO PLOERMAEL KALON BREIZH

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2011

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2012

Listenn sinerien Liger-Atlantel o deus kaset oberoù da benn AR BAOL-SKOUBLEG

War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXI vet Kantved

Taolenn. 1 AÑ LODENN : DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL I. Deskiñ ar yezh II. An divyezhegezh abred III. Al liammoù etre ar remziadoù...

Sinema e brezhoneg evit ar skolioù TROIAD 2019 DOSER EVIT AR SKOLAERIEN

Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit gwellaat buhezegezh niverel ar brezhoneg

STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ

PRIZIOÙ DAZONT AR BREZHONEG 2011

Bodañ a ra an darvoud-se ouzhpenn a dud. Ur brud a ya dreist harzoù ar Vro.

Dibabet eo bet lec hioù loc hañ ha degouezh Redadeg 2016!

[ EVIT UR C'HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! ] EVIT UR C'HLEWELED E BREZHONEG!

Ahelioù simetriezh. I. Ahelioù simetriezh ha lunioù. Dizoleiñ. 1. Setu un nebeud lunioù, dezho ahelioù simetriezh da adkavout. 2.

kaier AN ABADENNOU EVIT AR SKOLIOU kelc h 1 kelc h 2 kelc h 3 An traoù da c houzout MIRDI AR BEZHIN HAG AR VEZHINERIEN

Listenn sinerien Bro Dreger ha Goueloù o deus kaset oberoù da benn BENAC H KAWAN

Frañs hag Unvaniezh Europa, galloudegezhioù a renk bedel. Levezon sevenadurel. Levezon ekonomikel. Levezon geopolitikel.

Ar vonarkiezh vonreizhel fin Eost 1792 I. Bro C hall nevez

Kartenn Europa treuzfurmet get ar brezel Perak e kas ar gartenn nevez a Europa kement a gudennoù etre ar Stadoù?

KIS-849 Hanc herieg ar mol

Kenfeurelezh, dregantadoù

MALI AR MERC HED TESTENNOU AN DISKOUEZADEG E BREZHONEG

UR MIRDI TROET A-VISKOAZH WAR-ZU ARZ E AMZER

Park. Natur rannvroel. Arvorig. Karta Danevell ar garta. «Evit gweledvaoù. dibabet en Arvorig»

Kêrioù. Arz. Glad Kêrioù Breizh.

Skolidi skol Rohan Gwened Miz An Azvent 2009

A-bouez eo bezañ kelaouet Da vare an distro-skol-mañ e fell deomp diskouez deoc h eo mat bezañ koumanantet da Ya!, evit meur a abeg.

Diell 1: gwir-votiñ evit ar vaouezed (1944) Diell 2: adsevel Frañs.

Imbourc h KANNADIG. Hanter-kant vloaz war-lerc h. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 105 Ebrel - Mezheven 2018 Priz : 3

KAVADENN AR SKRITUR. Diell 1 : Arouezennoù gennheñvel. ur genn

Ar redadeg stlejelloù Emañ ar gomz gant ar skolidi Ar menezioù uhel AR CHAS HUSKY Embannet gant TES 220 TE 260 ISSN

Levrig ar mestr Kelc hiad 2

Niveroù relativel. I. Degouezhioù. Dizoleiñ. 1. Ar bignerez bennfollet. 2. Al lestr-spluj m. 400 m. 500 m. 3.

Teuliad pedagogel «TRAEZOÙ SKOUER»

KIS-794 Gl. haras (p. 39), pneumopathie atypique (p. 40), écriture automatique (p. 41), diglossie (p. 42)

Imbourc h KANNADIG. Gwalloberoù an hiniennelouriezh... pe un ifern pavezet a ratozhioù kaer

IMBOURC'H. Krennlavarioù miz Meurzh. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 65 Meurzh - Ebrel 2010 Priz : 2

Mirdi Breizh KREDIÑ A RAN, NE GREDAN KET

KANNADIG Imbourc h. Galloud an Arc hant 1/ Priz : 3

(Doare C hwevrer 2012)

un tenzór a gardae un trésor à conserver

Imbourc h KANNADIG. Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc hded

Prederiadennoù war an dic houest mama-z omp...

Pennadoù 1, 2. Ameli. Brastres an tudennoù

Emañ ar gomz gant ar vugale

Pont Treglonoù. Uhelvorioù ar reverzhi vras Uhelvorioù Marvorioù. Ar grugell. Al lec hideg Ar wazh-dour Poulloù-dour. Ar c hleuz.

Miz Even Priziadenn. Évaluation de breton. Live B1. Teul (lenn & skrivañ) Anv : Kevredigezh :

IMBOURC'H. Hennadelezh Vroadel. 5 Kantadoù Aldjerianed c hall pe Gallaoued aldjerian - se zo. «Brezhon». 7 barnverk : critère.

Imbourc h KANNADIG. Kaezar ne oa ket andoueour. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 103 Here Du - Kerzu 2017 Priz : 3

KORN AR RESTACHOÙ. Dastum dre zibab

An Dañserion-noz. An dud é c hoari. An Dañserion-noz

Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ. II. Ur brezel distrujiñ

E U R O P A D39 D3 D11 D20 D35 D35 D10 D26 D An Ahel: A Z I A. Ar Gevredidi: D41

Maezadoù François Dilasser

Erle a zistroas d e vurev, mezhek. Kemer a reas ar gazetenn ha kregiñ da lenn, aketus. Gwelet fall e oa gant ar rener abaoe ar penn-kentañ.

Redadeg Skol Antoine de Saint Exupéry e Puguen Skol Sant Josef / Santez Mari en Erge Skol Diwan Penharz e Kemper

AL LIAMM 72. AL LIAMM Tir na n-òg NIVERENN 72. Genver - C'hwevrer 1959 TAOLENN. 15ved BLOAVEZH

The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827

Ar prosez. Franz Kafka. Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

Pondi. Troiad da gompren « Bugale, adal 8 vlez. Ul levrig-c hoari evit ober anaoudegezh gant ar c harter. napoleonat. en ur ebatal!

AR BREVEDAKED AN AZVENT 2015 ISTOR-GEOGRAFIEZH HA DESKADUREZH KEODEDEL

Lodenn 2: geopolitikerezh bedel abaoe 1945 Tem 1: ar brezel yen

Deskadurezh an henchiñ: sevel ur fichenn àr ur vicher liammet get ar justis B4: B5:

nevez Dianav med n'int ket estrañjourien Yvon Le Men 3 Enezeier an heol 5 D. Maximin, M. Rippon, J. René-Corail 33 Lennegez

Eur ger a-raog... Ar vro hag ar mor

An urzhiataerezh war dachenn an diwyezhegezh abred.

KIS-811 Isla#m : ur santad a vezhekadur da hêrezh istorel. E sigur ul levr 1 gant Abdelwahab Meddeb 2

G W A L A R N H E R E

Miz Here 2008 Niv. 13 AN AOD

KIS-572 Rezioù an adanv dre mui, muiañ, lei, leiañ

. JAN-MARI SKRAGN (JEAN-MARIE LE SCRAIGNE)

AR BIBL 5ANT[L. Troidigezh gant. i!iaodez GLANNDOUR ~------~ ~ ~--~ ~1--=~~~~ ~-~ ~-- -~--~- ~ ---

KIS-854 Notennoù gramadegel XXIII Krefen bihan a skrivadur hag a yezhadur (III)

DISKULIADUR ARES. Kentskrid. Mammenn

KIS-397 Termenoù eus sterva Gl. immunité.

PARDONIOU HA PELERINACHOU

PAJENN .. - ^ ^ l A L - t r O

Kendiviz etrebroadel Colloque international. Minorelezhioù. ha bedeladur. Minorités et mondialisation ROAZHON / RENNES. 23 ha 24 here / octobre 2014

136 Con Dolore. Tenor 1. Tenor 2. Bariton. Bass. Trumpet in Bb 2. Trombone. Organ. Tube bell. Percussions

YE-ZADUR AR BREZONEG KRENN -

Charlez Gwennou. (bet ganet e Lezardrev e 1851, marvet e Vitry-sur-Seine e 1915).

KIS-558 Gr. aijtiva, La. causa, h.a.

Troude Milin Ar marvailler brezoneg pe Marvaillou brezoneg A. Troude G. Milin Troude Ar horv heb ene

A_\lïêL. &An6 rrjar\z. t;roioi,9sz h ganu it2. ttlôr.9. not;ennoô 9Al2?;!11.9.

far B15L ~.ô.n~r:l ">". 1 ;;x V' <._) ~ RO tb~êz.fi ..QAn-c; m. K te:o_..g ha ~:.9l..Annèouu

War eun dachenn fobal

KIS-772 Notennoù gramadegel VII Gl. flexion, déclinaison, conjugaison, prépositions combinées

Quellien Narcisse (Ar Roh-Derrien 1848 Pariz 1902) Breiz : barzonegou Bet embannet e Modernnaet eo bet an doare-skriva. Viou-koukoug zo er

Ked ves Ta ní tók! Ked ves Szü lôk!

Erzsébet-akna. Munkások a készülõ aknánál 1898-ban. A jobb alsó kép nagyított részlete. Az aknatorony egy régi képeslapon. Rajz a mûködõ aknáról

A MAGYAR TÖRTÉNELMI TÁRSULAT KIADVÁNYAI

Kösd össze az összeillı szórészeket!

AR MEZVIER TADIG-KOZ AR BRABAÑSER AR HI DILOSTET PESK EBREL AR BOUTOU KOAD KILLOG AR BARROZ

Le Laé Claude-Marie AR HI DIREZON AR CHAS... HAG AN DUD

Taolenn Kentskrid, gand Taldir. Mojennou GWERZ MENEZ SANT-MIKAEL EUREUJOU KANA. (Brezel 1870) 1 TROMPILLER VERDUN. (Istor gwir) PERIG HAG AR ROÑFL

A Kormány rendeletei

KOCSÁR MIKLÓS. Dalok magyar költ k verseire

75. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, jú ni us 15., péntek TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 2478, Ft. Oldal

_t San tez ~nna. t Gwepz. Ar gwerc'hez.ed ganti Sur a vo selaouet Mamm ar W erc'hez Vari A gar ar Gwerc'hezed. Itron Santez Anna,

Átírás:

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG ER VRO-WENN HAG ER BRIVER DOARE NEVEZET 2004-2010 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ 2011

Digoradur Ur steuñv hollek da ziorren ar brezhoneg, Brezhoneg 2015, a oa bet savet gant an Ofis e 2003. Diazezet e oa war stad wirion ar yezh a-benn ober kinnigoù uhelek met fetis evit suraat he dazont. Kement ha kinnig ur steuñv pleustrek da vat e oa bet divizet e zisplegañ dre vro, anezhi ur vent dereat evit tostaat ouzh gwirvoud an dachenn. Daou deul a oa bet savet evit pep hini eus an 29 bro zo e Breizh : un diagnostik ha palioù diorren. Kavout a ra deomp eo deuet ar mare da neveziñ ar studiadenn bet savet neuze ha d ober bilañs an emdroadurioù deuet abaoe. Ra sikouro an diagnostikoù nevez-mañ, savet diwar an holl ditouroù hon eus dastumet hag e darempred gant oberourien pep tachenn, da sevel ur politikerezh yezh efedus. Lena Louarn, Prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 2 -

Taolenn Plegenn ar Vro-Wenn hag ar Briver... 4 Sifroù pennañ... 5 Dibarderioù ar Vro-Wenn hag ar Briver... 6 Brezhonegerien ar Vro-Wenn hag ar Briver... 6 An deskadurezh... 7 Kelenn er skol... 9 Kelenn divyezhek...9 Kelenn brezhoneg... 14 Deskadurezh uhel... 16 Kelenn d an oadourien... 16 Kentelioù noz... 16 Stajoù... 17 Klozadur war an deskadurezh... 18 Ar bed foran... 19 Politikerezh yezh an departamantoù... 19 Penaos e kemer an departamantoù ar brezhoneg e kont... 19 Ar budjed gouestlet d ar yezh gant an departamantoù... 20 Oberoù ar strollegezhioù lec hel... 21 Klozadur war ar bed foran... 22 Buhez sokial ha prevez... 23 Bed ar c hehentiñ... 24 An embann... 24 Ar skinwel... 24 Ar skingomz...25 Bed an armerzh... 25 Marc had al labour e brezhoneg...25 Ya d ar brezhoneg...25 Klozadur war ar gevredigezh keodedel... 26 Klozadur... 27 Stagadennoù... 32 Levrlennadur... 33 Mammennoù... 33 Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 3 -

Plegenn ar Vro-Wenn hag ar Briver Kinnig ar Vro-Wenn hag ar Briver - 2010 Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 4 -

Kinnig an etrekumunelezh - 2010 Un takad studi savet gant servijoù an Ofis Publik eo ar Vro-Wenn hag ar Briver evit bezañ kevatal d ar broioù Voynet a gaver er peurrest eus Breizh. Klotañ a ra an takad-mañ ma z eus bet bodet 3 DPKE gant un istor hag un diazad bevañ boutin. Sifroù pennañ Niver a gumunioù 34 Poblañs hollek e 2006 215 634 Emdroadur ar boblañs etre 1999 ha 2006 +9,7% Gorread 1 033 km² Stankted ar boblañs 209 ann./km² Emdroadur ar boblañs etre 1999 ha 2006 Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 5 -

Dibarderioù ar Vro-Wenn hag ar Briver Ur vro vihan poblet-stank eo ar Vro-Wenn hag ar Briver : 5 vet bro bobletañ Breizh eo hervez sifroù 2006. Fonnusaat a ra kresk ar boblañs abaoe deroù ar bloavezhioù 2000 ouzhpenn. En arvor etre Gwenrann ha Donez emañ an 2/3 eus ar boblañs o chom. Hogen, kumunioù an argoad hag an norzh zo kresket o foblañs etre 1999 ha 2006 dreist-holl ha di ez a ar re yaouank. Kreñv-tre eo levezon Sant-Nazer (68 838 annezad) : eno emañ 32% eus an dud o chom. Er gumun-se hag, en ur mod ledanoc h, en he zolpad kêrioù emañ bodet ar pep pouezusañ eus greanterezh hag armerzh ar vro. Hogen, en arvor, er c hornôg ez eus ur pol touristel ennañ 2 gumun greñv, ar Baol-Skoubleg (16 095 annezad) ha Gwenrann (15 226 annezad). Aveet mat eo ar vro gant an hentoù hag an doareoù treuzdougen. Brezhonegerien ar Vro-Wenn hag ar Briver A-holl-viskoazh ez eus bet brezhonegerien er vro. Ouzhpenn-se, diorren ar greanterezh e trowardroioù Sant-Nazer en deus desachet kalzik a vrezhonegerien eus an departamantoù all. Da-geñver niveradeg 1999 e oa bet savet un enklask anvet Étude de l histoire familiale gant an EBSSA. En enklask-se e oa goulennoù a denne d an ober gant ar yezhoù er gêr. E-tro 1 000 a yezherien (ha war-dro 1 500 pe 2 000 a gomprenerien, moarvat) a oa er vro e 1999 hervez ar vrasjedadenn hor boa graet e 2003 diwar roadennoù an EBSSA, da lavaret eo war-dro 0,5% eus ar boblañs (pa save feur Breizh da 5%). Kredapl-bras eo digresket ar sifroù un tamm abaoe, rak re izel eo an niver a dud stummet war ar brezhoneg er vro c hoazh. 900 pe 800 yezher bennak a zlefed kontañ bremañ. E-se, abegoù zo da soñjal e vefe aet d an anaon etre 10 hag 20 yezher bep bloaz etre 1999 ha 2009. Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 6 -

An deskadurezh Kartenn hollek ar c hinnig kelenn brezhoneg hag e brezhoneg Bloavezh-skol 2003/2004 Bloavezh-skol 2009/2010 E 4 eus ar 34 c humun e kaver da nebeutañ un doare bennak da zeskiñ brezhoneg e 2009, tra ma oant 6 e 2003. N eus kinnig ebet e kumunioù evel Donez pe Pontkastell- Keren. Digresket eo ar c hinnig kentelioù noz hag ar c hinnig kentelioù en eil derez, evel e kalz broioù all, met amañ n eo ket kresket ar c hinnig kelenn divyezhek : chomet eo boud abaoe 1999. Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 7 -

Skolioù zo en holl gumunioù ar vro met 2 anezho nemetken a ginnig ar c'helenn divyezhek. A-hend-all ez eus kentelioù brezhoneg en eil derez e Sant-Nazer ha kentelioù noz e 4 c humun. Chomet eo heñvel, dre-vras, an niver a zeskidi e 2009 hag e 2003 (239 e- skoaz 230) : pe e vefe en deskadurezh divyezhek, er c hentelioù en eil derez pe er c hentelioù noz, en em gaver e 2009 gant sifroù par d ar pezh e oant 6 vloaz a-raok. Unan eus ar broioù nemeto ma n eo ket aet war-raok an deskiñ brezhoneg e-keñver 2003 eo ar Vro- Wenn hag ar Briver. Evel-just, kelenn da 239 den ne dalvez ket e vo kement a yezherien ampart e dibenn ar bloavezh-skol. Diwar munudoù ar sifroù a vo kinniget pelloc h e c haller ober brasjedadennoù war an niver a vrezhonegerien ouzhpenn a vefe stummet bep bloaz er vro. Da-heul, 5 brezhoneger bennak a vefe stummet d ar muiañ bep bloaz er vro. Gant ment poblañs ar vrezhonegerien er vro e vefe ezhomm stummañ un 20 den bennak bep bloaz evit derc'hel d'an niver a yezherien zo bremañ : digeriñ lec hioù divyezhek nevez ha micherelaat ar c helenn d an dud deuet eo ar pep pouezusañ d ober, ha pa vefe talvoudus atav kas pelloc h ar c hentelioù brezhoneg en eil derez. Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 8 -

Kelenn er skol Kelenn divyezhek Pouez ar c helenn divyezhek er c hentañ derez hervez ar vro Bloavezh-skol 2009/2010 Bras eo dale ar Vro-Wenn hag ar Briver : e-touez dregantadoù izelañ Breizh e chom feur ar skolidi divyezhek enni, evel ma oa e 2003. Uheloc h eo feur bro Gwitreg dija, enni un hentad abaoe 2007. Dasparzh ar c hinnig 2 skol a oa bet digoret gant Diwan er bloavezhioù 90, an hini gentañ e Sant-Nazer e 1991 hag eben e Gwenrann e 1999. N eus bet digoret na glas na skol divyezhek ebet all abaoe tra ma'z eus bet digoret hentadoù er publik hag er prevez e Naoned hag ur skol Diwan all e Savenneg. Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 9 -

Kinnig kelenn divyezhek er c hentañ derez Distro-skol 2009 Digemm eo ar rouedad skolioù divyezhek abaoe 10 vloaz. N eus hentad divyezhek ebet er publik er vro nag er prevez katolik. Feur ar c helenn divyezhek er c hentañ derez dre gumun Bloavezh-skol 2009/2010 Bras-tre eo an danvez da ziorren : n eus nemet e mervent ar vro ma kaver lec hioù divyezhek, anezhañ lodenn bobletañ an tolead. Un dachenn da gemer e kont evit an diorren eo KK bro Gweltaz-Lambrizig ha Pontkastell-Keren koulskoude (e kumun Pontkastell-Keren pergen) : krek kreñv gant ar boblañs hag an tiegezhioù yaouank dreist-holl. A-hend-all, n eus kinnig ebet er-maez eus an hentad dre soubidigezh. Danvez zo evit hentadoù all e Sant-Nazer hag e Gwenrann eta ( an 2/3 eus skolidi kentañ derez ar vro a gaver e skolioù publik ha 79,4% e Sant-Nazer zoken). Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 10 -

Pouez ar c helenn divyezhek er c hentañ derez e Sant-Nazer Bloavezh-skol 2009/2010 Unan eus ar feurioù kelenn divyezhek izelañ eo hini Sant-Nazer e-touez kêrioù bras Breizh. Plas zo da zigeriñ un hentad divyezhek publik kentañ e karterioù Sant-Nazer da skouer (Kreiz-kêr pe Kornôg). A-hend-all, diazezañ ur rouedad stankoc h a hentadoù er c hentañ derez a rofe tro da reiñ lañs d ar c hendalc h en eil derez er vro da-heul. Deskidi ar c helenn divyezhek 53 skoliad divyezhek a oa e 2009 (49 e 1999, 58 e 2003). Ar Vro-Wenn hag ar Briver eo ar vro nemeti e Breizh a-bezh gant bro Sant-Maloù m eo digresket an niver a skolidi divyezhek e-keñver 2003. Emdroadur an niver a skolidi divyezhek er c hentañ derez 400 350 Bro Naoned 300 250 200 Bro Redon 150 100 50 0 1999 2000 2001 2002 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 Ar Vro-Wenn hag ar Briver Bro Gwitreg Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 11 -

Kadarnaet eo an niver izel a skolidi bet stadet en diagnostik kozh. Abaoe deroù ar bloavezhioù 2000 e chom sifroù ar vro war-dro 60 skoliad divyezhek. N eo ket kresket sifroù ar c helenn divyezhek e-kerzh an 10 vloaz tremenet neuze tra m eo bet lieskementet dre 4 re bro Redon da skouer. Evit ma kreskfe an niver a skolidi er vro ez eus ezhomm da astenn ar c hinnig. Emdroadur keñveriet an niver a skolidi divyezhek hag an niver a skolidi en deskadurezh drevras eus ar skol-vamm d al lise 70 50000 Sifroù an deskadurezh divyezhek - 60 50 40 30 20 10 1999 2000 2001 2002 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 40000 30000 Sifroù an deskadurezh drevras (unyezhek ha 20000 divyezhek) 10000 N eo ket aet war-raok an niver a skolidi divyezhek. Gwir eo ne gresk ket hollad poblañs-skol ar vro kennebeut met er broioù all e kresk sifroù ar c helenn divyezhek tra ma chom heñvel hollad ar skolidi. Keñveriadenn emdroadur stadegoù ar c helenn divyezhek er c hentañ derez 0,80% 0,70% 0,60% 0 Bro Naoned 0,50% 0,40% 0,30% 0,20% Bro Dinan Bro Gwitreg Ar Vro-Wenn hag ar Briver 0,10% 0,00% 1999 2000 2001 2002 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 Tra m en deus kendalc het feur ar c helenn divyezhek da greskiñ er broioù all, ar Vro-Wenn hag ar Briver eo ar vro nemeti ma'z eus bet digresk e-keñver ar pezh a oa 10 vloaz zo. Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 12 -

Emdroadur keñveriet an niver a skolidi divyezhek stadet hag an niver lakaet da bal gant an Ofis evit ar vro eus 2003 da 2015 Da-geñver savidigezh Brezhoneg 2015 Ar steuñv hollek da ziorren ar brezhoneg gant an Ofis e oa bet termenet palioù bloaziek dre vro evit ma vefe 25 000 skoliad divyezhek e Breizh a-benn 2015. Un dale a 12,6% a stader e-keñver ar pal hollek bet lakaet evit 2009. Ar Vro- Wenn hag ar Briver eo ar vro zo pellaet ar muiañ diouzh he fal (54% a ziouer evit 2009). Diaes-kenañ e teu da vezañ tizhout ar pal kaout 200 skoliad divyezhek a-benn 2015 ; gwirheñveloc h eo bremañ lakaat da bal daougementiñ an niver a skolidi a-benn neuze. Kement-se a dalvez memes tra kaout 1 lec h nevez bep 2 pe 3 distro-skol. Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 13 -

Kelenn brezhoneg An tañva d ar brezhoneg er c hentañ derez Evit ar skolidi n int ket skoliataet en hentadoù divyezhek eo an tañva un doare da gaout un tamm darempred gant ar yezh : etre 1 ha 3 eurvezh bep sizhun e pad an tañva, diouzh ar skol. Kinniget e vez kanaouennoù, rimadelloù, c hoarioù e brezhoneg, diazezoù eus ar yezh evit kizidikaat ar skolidi. E Penn-ar-Bed eo diorroet an doare-se da gelenn ar yezh, dreist-holl, dre un emglev etre ar C huzul-departamant hag an Ensellerezh akademiezh. El Liger-Atlantel, n eus stignad ebet evit un tañva d ar brezhoneg er skolioù. Hogen, skolidi CM2 Sant-Nazer a vez kizidikaet d ar yezh da-geñver an devezh dizoleiñ a dremenont e skolaj Albert Vinçon. An ober-se, diazezet abaoe 2006, a c hoari war berzh ar c hentelioù en eil derez er skol-se moarvat. E Steuñv Diorren Korsika (1993) e oa bet lakaet da bal kelenn 3 eurvezh korseg bep sizhun en holl liveoù eus ar skol-vamm d al lise. E 2005 ez eus bet stadet gant ar Rektorelezh e oa tizhet 95% eus skolidi kentañ derez Korsika gant kentelioù korseg 1. Ar c helenn brezhoneg en eil derez Kentelioù brezhoneg a vez kinniget er skolajoù dindan stumm abadennoù tañva adalek ar 6 vet betek an 3 de klas (etre 1 ha 2 eurvezh bep sizhun ma vez kelennet diazezoù yezh ha sevenadur Breizh). Er 4 re hag en 3 de klas e c hell bezañ kinniget evel Yezh Vev pe evel danvez dibab : etre 2 ha 3 eurvezh bep sizhun. E liseoù zo e c haller dibab ar brezhoneg evel Yezh Vev adalek an eilvet klas betek ar c hlas termen. En Akademiezhoù Roazhon ha Naoned e c heller dibab ar brezhoneg evit ar vachelouriezh. Ar c hinnig kentelioù brezhoneg er skolajoù publik Bloavezh-skol 2009/2010 1 En eil derez e save ar feur da 51% er skolajoù ha da 21% el liseoù. Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 14 -

Steuziet eo ar c hinnig : tremenet eur eus 3 lec h kelenn e 2000 da 2 e 2003 (paouezet eo e lise ar Baol-Skoubleg) hag abaoe 2005 n eus mui kentelioù ken nemet e Sant-Nazer (serret eo bet neuze lec h ar Poulgwenn). Emdroadur sifroù ar c hentelioù en eil derez 60 50 40 30 20 Gwenrann (lise) Ar Baol (skolaj/lise) Ar Poulgwenn (skolaj) Sant-Nazer (skolaj) 10 0 1999 2000 2001 2002 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 Tremenet e oa buan sifroù ar c hentelioù eus tost 50 e 1999/2000 da 17 deskad el lec h nemetañ a chome er vro e 2005/2006. Kresket eo ar sifroù en-dro abaoe avat betek mont dreist d al live a oa ganto 10 vloaz zo. E skolaj A. Vinçon e Sant-Nazer, 56 den yaouank a zesk brezhoneg e 2009/2010, ar pezh zo 13,4% eus ar skolidi. N eus nemet war dachenn ar c hentelioù en eil derez eo kresket sifroù ar c helenn er Vro-Wenn hag er Briver e-keñver 2003. Un troc h zo aze gant peurrest Breizh ma ya kentoc h ar c helenn en eil derez war zigreskiñ. Met an dud yaouank-se n ez eont d ober nemet 0,3% eus holl skolidi eil derez ar vro. Ouzhpenn-se ne gendalc'h ket ar c'hinnig el liseoù. Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 15 -

Deskadurezh uhel Ur pol stag ouzh Skol-veur Naoned a gaver e Sant-Nazer, ennañ stummadurioù micherelaat a denn d ar mor. Evit ar poent, ne ginnig danvez dibab ebet war ar brezhoneg d ar studierien. Kelenn d an oadourien 3 doare da zeskiñ brezhoneg a vez kinniget d an oadourien : kentelioù noz (kinnig a ra an darn vrasañ eus ar frammoù 1 eurvezh 30 kelenn bep sizhun), stajoù ha kentelioù dre lizher. An darn vrasañ eus ar c hentelioù noz hag an holl stajoù kinniget er Vro-Wenn hag er Briver a vez meret gant frammoù ezel eus DAO (Deskiñ d an Oadourien). Tachennoù labour ar gengevredigezh-se eo ar bedagogiezh, an dafar kelenn, titouriñ an deskidi, stummañ ar gelennerien, micherelaat anezho koulz hag an hentadoù deskiñ. Un 10 kelenner bennak zo : 3 anezho a vez digollet ha 7 kelenner a-youl vat zo ouzhpenn ; n eus den gopret ebet. Kentelioù noz Dasparzh an niver a skolidi er c hentelioù noz 2 Bloavezh-skol 2009/2010 War an dachenn-mañ ivez e verzer eo kreizennet ar c hinnig en arvor poblet mervent ar vro da gentañ-penn. Dibar eo kumun Merzhelieg en norzh avat, dezhi ur pouez kevatal da hini kumunioù ar su (e 2009/2010 ez eus muioc h a zeskidi eno eget e Sant-Nazer). Ne oa ket eus al lec'h-se da vare an diagnostik kozh. Diskouez a ra emañ an dalc h gant frammañ hag astenn ar c hinnig : pa vez diazezet ur c hinnig en ur c horn eus ar vro e kav danvez studierien. 2 Ar sifroù-se a gaver dre ar munud er stagadennoù p. 32. Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 16 -

D ar sell kentañ e hañval stad ar c hentelioù d an oadourien bezañ chomet evel ma oa e 2003 (4 lec h deskiñ evit e-tro 70 den). E gwirionez e tiskouez ar grafik da-heul pegen cheñch-dicheñch eo bet an dachenn-se e-kerzh ar 7 bloavezh tremenet Emdroadur an niver a lec hioù kentelioù noz hag an niver a zeskidi 140 120 100 80 60 40 20 0 9 8 7 6 5 4 3 2 1 0 Niver a zeskidi Niver a lec'hioù 2 vare disheñvel a zeu splann gant ar grafik-mañ. E-kerzh ar prantad kentañ (betek 2005) e oa en em ledet ar c hinnig betek ma vefe 8 lec h e 7 kumun (kumunioù en arvor, eus Sant-Nazer da Bennestin, Merzhelieg ha Sant-Yoasin en argoad) gant labour 6 kevredigezh. Brug ha Brulu (deuet da vezañ Skol al Louarn) a rae war-dro 4 lec h deskiñ hec'hunan e 2006. An diorren-se en deus taolet frouezh e 2007 m eo bet an niver a zeskidi en e varr gant tost da 120 den. Met kroget e oa dija an eil prantad da neuze : o tigreskiñ e oa ar c hinnig, hag an niver a zeskidi zo digresket da-heul. E kêr Sant-Nazer (enni 31,9% eus poblañs an tolead) eo bet rannet dre 2 an niver a zeskidi e-keñver 2003 da skouer : ne oa ken nemet 15 den e 2009, ar sifr izelañ e-touez ar 4 c humun ma vez kentelioù. Kement-se a ziskouez e c haller stummañ muioc h a dud gant ma vo ledan ha frammet ar rouedad kevredigezhel. Stajoù E 2008/2009, n eus bet aozet nemet stajoù dibenn-sizhun (evel el Liger-Atlantel a- bezh) : unan gant Kentelioù an Noz, egile gant Kuzul Skoazell Diwan Sant-Nazer. Brazik eo lodenn ar vro e dasparzh an deskidi o deus heuliet stajoù en departamant ha stabil a-walc h eo sifroù an doare stajoù-se evit ar bloavezhioù diwezhañ (etre 50 ha 60 den, well-wazh). Hogen, mankout a ra e vefe stajoù hiroc h (ur sizhunvezh) douget gant kevredigezhioù ar vro. Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 17 -

Klozadur war an deskadurezh Ar vro nemeti m eo aet ar c helenn brezhoneg war-gil e-keñver 2003 eo ar Vor-Wenn hag ar Briver, koulz lavaret. N eo ket aet war-raok an doareoù da zeskiñ ha kiladennoù nec hus bras a zo. E diagnostik 2004 e oa bet pouezet war an ezhomm a oa da astenn rouedad ar skolioù divyezhek dija. Ar vro nemeti ma n eo ket kresket ar sifroù etre 2003 ha 2009 ez eo. Digresket eo feur ar c helenn divyezhek zoken. Goude bezañ diskouezet e kresk an niver a zeskidi pa vez astennet ar rouedad, kentelioù noz ar vro zo digresket o c hinnig ha distroet eo o sifroù d ar pezh e oant e 2003. Digresket eo ar c hinnig kentelioù brezhoneg en eil derez ivez met kresket eo sifroù ar skolaj nemetañ a chom, ar pezh a ziskouez ez eus ur goulenn. Danvez zo evit mont war-raok war bep tachenn. Daougementiñ an niver a skolidi divyezhek a-benn 2015 zo tu da lakaat da bal. Evit en ober ez eus ezhomm digeriñ lec hioù divyezhek nevez ingal (1 lec h bep 2 pe 3 bloaz) evit gwellaat ar c hinnig nes d an dud e-ser e liesseurtaat (klasoù par-ouzh-par a vank en tolead evit poent). A bouez eo ivez lakaat rouedad ar skolajoù ma c haller deskiñ brezhoneg da ziorren endro ha klokaat ar c hinnig-se gant kentelioù yezh el liseoù evit ma yafe skolidi an eil derez da vrezhonegerien da vat. Eus an tu all e vefe talvoudus diorren an tañva er skolioù kentañ derez. Ezhomm zo frammañ tachenn ar c helenn d an oadourien evit gallout diorren ar c hinnig kentelioù noz (e kumunioù ar vro, met ivez e karterioù ur gêr vras evel Sant-Nazer), ar c hinnig stajoù ha brudañ anezho. Diaes-tre e vo mont war-raok ma kendalc'h ar bed kevredigezhel d'en em harpañ war tud a-youl vat nemetken : un diazez eus e ziorren eo ar micherelaat. Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 18 -

Ar bed foran Oberourien ar politikerezh yezh er vro Gallout a ra pep strollegezh foran ober gant ar brezhoneg er vuhez foran. Rediañ a ra al lezenn implijout ar galleg met aotreet eo ober gant ur yezh all asambles gant ar galleg er vuhez foran. Gant an diferadenn barregezh hollek ez a ar strollegezhioù lec hel en tu all d ar barregezhioù fiziet enno : n he deus ket ar Rannvro ur varregezh war ar sevenadur, da skouer, met kas a ra ur politikerezh sevenadurel da benn daoust da se. Politikerezh yezh an departamantoù Penaos e kemer an departamantoù ar brezhoneg e kont N eus ket bet votet ur steuñv politikerezh yezh gant al Liger-Atlantel evit ar mare. N eus ket bet kemeret diviz ebet gant ar C huzul-departamant evit ar panelloù divyezhek war an hentoù zo dindanañ da skouer. Panelloù Degemer mat el Liger-Atlantel zo bet staliet war bord an hentoù-departamant a gas eus ar Mor-Bihan avat (ar pezh n eo ket gwir eus an tu all). Un troc h zo e-keñver departamantoù ar c hornôg evit ar pezh a sell ouzh an ober gant ar brezhoneg er c hehentiñ (keleier e brezhoneg a vez ur wezh an amzer war lec hienn an departamant memes tra), er panellerezh diabarzh, er stummañ, h.a. Ouzhpenn dasparzhañ skoaziadennoù arc hant, departamant Penn-ar-Bed a dermen programmoù evit kas ar yezh war-raok da skouer (war dachenn an embann, an treuzkas, an tañva er skolioù, h.a.). 3 c humun gwalarn ar vro zo dindan Kuzul-departamant ar Mor-Bihan (Pennestin, Kamoel ha Ferel). Tennañ a reont gounid eus diviz an departamant da staliañ ur panellerezh heñchañ divyezhek war e rouedad hentoù abaoe miz Du 2004. Ul lamm war-raok eo bet an emdroadur-se. E Kamoel ez eus bet staliet panelloù divyezhek nevez zo, da skouer. Dre se e kroger da welet stummoù brezhonek anvioù kumunioù kornôg al Liger-Atlantel e reter ar Mor- Bihan. N eus testenn dave ebet enni palioù resis evit ur politikerezh yezh gant Kuzuldepartamant ar Mor-Bihan kennebeut avat. Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 19 -

Ar budjed gouestlet d ar yezh gant an departamantoù Emdroadur dispignoù departamant al Liger-Atlantel evit ar brezhoneg (e ) Izel-tre eo chomet budjed ar C huzul-departamant evit ar brezhoneg betek 2006 m eo kroget da greskiñ, ha serzh eo bet ar c hresk-se e 2008. Krouidigezh ar greizenn Yezhoù ha Sevenadur a zegemer skolaj Diwan al Liger-Atlantel eo en deus c hoariet kalz war an emdroadur-se o lakaat lodenn ar c helenn da greskiñ trumm. N eo ket bet kendalc het gant ar c hresk e 2009 avat. Abaoe 2005 e ouestl ar C huzul-departamant un tamm eus e vudjed brezhoneg (war-dro 1%) d ar c helenn d an oadourien. Emdroadur dispignoù departamant ar Mor-Bihan evit ar brezhoneg (e ) 500 000 450 000 400 000 350 000 300 000 250 000 200 000 150 000 100 000 50 000 0 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 Kresket eo dispignoù an departamant evit ar yezh betek 2005 (+60% etre 2001 ha 2005). Stabiloc h int bet goude met ur c hresk splannoc h zo bet e 2009. Savet e oa ar budjed da 430 000 e 2009 (+47% e-keñver 2003). Mont a ra ar sammadoù-se d ober 0,14 dre annezad el Liger-Atlantel, 0,61 er Mor- Bihan evit 2009. Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 20 -

Oberoù ar strollegezhioù lec hel Stad ar panelloù mont e kêr divyezhek e 2010 An tolead aveet ar gwellañ el Liger-Atlantel eo arvor kornôg ar Vro-Wenn hag ar Briver. Un darn eus kumunioù Gourenez Gwenrann o deus staliet panelloù mont e kêr divyezhek e dibenn ar bloavezhioù 90 : an Turball, Gwenrann, ar Poulgwenn, Bourc h-baz hag ar Groazig. Daougementet eo bet niver ar c humunioù-se abaoe 2004. Bremañ ma z eus bet staliet panelloù mont e kêr divyezhek gant ti-kêr Pornizhan, ne chom nemet ur gumuniezh-kumunioù hep panell ebet a seurt-se (Kumuniezh-kumunioù bro Gweltaz- Lambrizig ha Pontkastell-Keren). Hogen, ne weler ket brezhoneg war doareoù panelloù all c hoazh (panellerezh heñchañ, panelloù diavaez ha diabarzh ar savadurioù-kêr, panelloù touristel, plakennoù straed). N eo ket cheñchet kalz endro yezhel ar vro e-keñver an diagnostik kozh. Kizidikaat ar gargidi Talvoudus eo kizidikaat kargidi ar servij publik lec hel ouzh talvoudegezh ar brezhoneg. Abadennoù kelaouiñ a vez aozet ingal gant skourr rannvroel ar CNFPT e Gwened da skouer abaoe 2003. Ur perzh oberiant a gemer Ofis Publik ar Brezhoneg enno. Gantañ e vez kinniget ur staj klok 2 zevezh diwar-benn merañ an divyezhegezh war un tiriad. Dalc het e vez e miz Here abaoe 2006. Betek-henn, n eus bet nemet 1 den eus ar Vro-Wenn hag ar Briver (eus kumun Pennestin) oc h heuliañ unan eus ar stajoù-se. Broudañ oberourien ar vuhez sokial hag armerzhel d ober traoù fetis evit ar yezh eo pal ar c houlzad Ya d ar brezhoneg a oa bet roet lañs dezhañ gant an Ofis e 2001. Divizet e oa bet ober kemend-all gant ar c humunioù (hag ar frammoù etrekumunel) e 2004. Ur stern evit diazezañ pe frammañ ar politikerezh yezh lec hel eo. Daoust m'emañ ar vro-mañ en departamant zo bet merket ar muiañ gant ar yezh e- keñver hec h istor, n eus nemet ur gumun he deus sinet ar garta : Gwenrann. Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 21 -

Klozadur war ar bed foran Muioc h-mui e sell dilennidi Breizh ouzh ar yezh evel ur gwir teul politikerezh publik ; merket e oa bet dija en diagnostik kozh ez eo ar vro-mañ al lodenn eus departamant al Liger- Atlantel ma kaver ar muiañ a zilennidi kizidik ouzh ar yezh. Muioc h a banelloù mont e kêr zo bremañ e kumunioù kornôg ar vro ha panelloù heñchañ a vez staliet e 3 c humun eus ar Mor-Bihan. Emdroadurioù a bouez int met, estregeto, n haller ket lavaret eo aet ar brezhoneg war-raok en endro an holl hag e politikerezh strollegezhioù lec hel an tolead. Ur sell glad a santer ; ne vez ket soñjet er brezhoneg amañ evel en ur yezh komzet gant an dud. A-hend-all, n eus ober ebet gant an DPKEoù. N eus ket c hoazh ul lusk hollek da vont war-raok gant ar yezh evit ar vro dre-vras. Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 22 -

Ar gevredigezh keodedel Buhez sokial ha prevez Perzh pouezus ar bed kevredigezhel war an dachenn-se Un emglev bro, Gourenez-Ti ar Vro Gwenrann, zo bet krouet e 2002. Gantañ e vez aozet Festival al Levrioù e Breizh, dreist-holl. Kevredigezhioù all, evel Brug ha Brulu / Skol al Louarn, a labour war dachenn ar c helenn d an oadourien abaoe meur a vloaz. Ur framm micherel da genurzhiañ ar vuhez sevenadurel en-dro d ar brezhoneg a vank c hoazh. Bed ar vugaligoù Evit ar poent, n eus magouri vrezhonek ebet amañ ha n eus bet renablet skoazellerez-vamm ebet a rafe war-dro ar vugale e brezhoneg. Dudi evit ar vugale Stadet hor boa e 2004 e chome pep tra da vezañ graet war tachenn an dudi evit ar vugale ha gwir eo atav e 2010. Un droiad Foetañ bro war velo aozet gant an UBAPAR hag ar Fédé (ur c hevredad buheziñ e bro Redon) a oa bet e 2009 hag e 2010 etre Naoned ha Reoz : un tamm bras anezhi a dremene dre hentoù ar Vro-Wenn hag ar Briver. Dudi evit an oadourien 2 gevredigezh a ginnig abadennoù war dachenn an dudi evit an dud deuet. Gant Skol al Louarn e vez aozet predoù ha baleadegoù koulz hag abadennoù c'hoariva evit perzhidi ar c hentelioù noz. Un abadenn gaozeal miziek a vez dalc het en un davarn gant Kuzul skoazell Diwan Sant-Nazer. Kresket eo un tamm ar c hinnig e-keñver ar pezh a oa e 2003 met treut eo c hoazh. A-hend-all, un diskouezadeg-bale war Ar brezhoneg e Bro Gwenrann a oa bet kinniget e Mirdi ar Paludoù Holen e Bourc h-baz etre miz Gwengolo 2006 ha miz C hwevrer 2007. Evit echuiñ, da-heul al labour kaset da benn gant ar CREDIB, Skol-Uhel ar Vro ha kêr Trinieg ez eus un diskouezadeg pederyezhek (saozneg, kembraeg, galleg, brezhoneg) Glaou e Kembre, Dir e Breizh hag a zo bet digoret e Pontypridd e miz Meurzh 2010. Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 23 -

Arvestoù C hoariva Tud eus Skol al Louarn o deus krouet ar strollad c hoariva brezhonek Petrapoenko e 2008. Abadennoù ijinet ha skrivet ganto eo a vez kinniget. Filmoù An droiad vloaziek bannañ filmoù bevaat aozet gant Daoulagad Breizh ha Dizale a dremen dre ar Vro-Wenn hag ar Briver ingal. Evel-se e oa c hoarvezet e 2009 da skouer, tremen an hanter eus skolidi Diwan ar vro o doa kemeret perzh en abadenn. Ne vez ket dalc het bep bloaz avat. Festivalioù Meur a festival eus ar vro a ro ur plas bras pe vrasoc h d ar yezh : Gouel Les Celtiques de Guérande a vez aozet abaoe 20 vloaz gant Kelc h Keltiek Gwenrann ; stalioù-labour war ar yezh ha war ar c han e brezhoneg a vez kinniget. Un Devezh ar Brezhoneg a oa bet aozet er Baol-Skoubleg e 2004, a-hend-all. Abaoe 2003 e vez dalc het Festival al Levrioù e Breizh e Gwenrann ; divyezhek eo ul lodenn eus e gehentiñ. An embann Bed ar c hehentiñ N eus ti-embann brezhonek ebet er vro. Ur stal-levrioù arbennikaet war danvez Breizh a gaver memes tra, Gweladenn e Sant- Nazer ; an hini nemeti en departamant zoken. Ar skinwel Abaoe 2002, ne c haller ket kaout abadennoù brezhonek France 3 Ouest el Liger- Atlantel ken. Ur chadenn a c hall bezañ degemeret dre ar fun hag al loarell eo TV Breizh. Da zistro-skol 2008 e oa steuziet penn-da-benn ar brezhoneg (koulz hag ar programmoù breizhek) eus kael programmoù ar chadenn brevez. Ar chadenn lec hel Télénantes a c haller gwelet er Vro-Wenn hag er Briver dre an SND 3. Abadennoù brezhonek produet gant TV Rennes 35 a veze skignet ganti e 2008/2009 met paouezet ez eus bet gant ar programm-se da zistro-skol 2009. Ur programm bennak a oa bet skignet da vare Nedeleg 2009. E-se, hiziv an deiz, n eus ket tu resev abadenn skinwel vrezhonek ebet er vro. 3 Skinwel Niverel Douarel (TNT e galleg). Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 24 -

Ar skingomz N eus abadenn vrezhonek ebet gant France Bleu Loire Océan. 1 eurvezh abadennoù brezhonek ( Lavar din, un abadennig pemdeziek ha Sul Gouel ha Bemdez skignet d ar Sadorn da greisteiz) a resever gant France Bleu Armorique bep sizhun e lec hioù zo e norzh ar vro. An hanter eus ar pezh a oa e 2003 eo. Er mare-mañ n'eus ket abadennoù brezhonek ken war AlterNantes FM evel ma oa e 2003 nemet Trouz ar vugale, un abadenn hag a vez skignet betek 3 gwech ar miz. Krouet ez eus bet chadennoù skingomz nevez er vro (evel Kernews) met ne skignont abadenn ebet e brezhoneg. An teknologiezhioù nevez o harpañ ar skingomz e brezhoneg Stankoc h eo deuet ar c hinnig programmoù brezhonek da vezañ a-drugarez d ar Genrouedad. Gallout a reer selaou holl brogrammoù an div skingomz kevredigezhel hollvrezhonek, Radio Kerne hag Arvorig FM war-eeun enlinenn (dre al lec hienn Stalig abaoe miz Gwengolo 2004 ha dre An Tour Tan abaoe deroù 2005). Tost holl abadennoù brezhonek France Bleu Breizh Izel a c haller podskignañ. Gallout a reer selaou Keleier Breizh enlinenn ivez war lec hienn ar skingomz. Marc had al labour e brezhoneg Bed an armerzh E-kerzh nevezamzer 2006 en doa graet servij Arsellva Ofis ar Brezhoneg un enklask war Ar postoù-labour hag ar brezhoneg. Renablet e oa bet 4 fost-labour KILA 4 brezhonek er Vro-Wenn hag er Briver da neuze, an holl anezho stag ouzh ar skolioù Diwan. 1 den all enfredet er stal-levrioù Gweladenn a heulie ur stummadur war ar yezh d ar mare-se ivez. Emeur c hoazh gant e-tro 5 post KILA brezhonek dre ma n eo ket kresket an niver a skolidi divyezhek. Ya d ar brezhoneg E 2001 e oa bet roet lañs d'ar c'houlzad Ya d'ar brezhoneg. E miz Meurzh 2010 e oa sinet gant 652 a oberourien gevredigezhel hag armerzhel (hiniennoù ha frammoù nann-publik anezho). 10 siner zo er vro e 2010 (9 a oa e 2004). Un hanter anezho a gaver er bed kevredigezhel ha sevenadurel, e bed an armerzh emañ an hanter all (2 breti, 1 ti-embann, 1 embregerezh hag 1 stal-levrioù). 4 Kevatal da Implijoù LeunAmzer. Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 25 -

Dasparzh sinerien Ya d ar brezhoneg dre gumun Miz Meurzh 2010 War aodoù mervent ar vro emañ bodet ar sinerien. A-hend-all, ar brezhoneg zo e-touez ar peder yezh a c haller dibab war lec hienn Genrouedad Silinoù Gwenrann, kevelouri produerien holen ar vro. Klozadur war ar gevredigezh keodedel N eo ket aet kalz war-raok endro yezhel ar Vro-Wenn hag ar Briver e- keñver an diagnostik kozh. Dister eo c hoazh plas ar yezh en dudi, er buheziñ hag er mediaoù, da skouer. Kevredigezhioù oberiant zo er vro koulskoude met n int ket micherelaet, ar pezh a strisha o levezon war diorren ar yezh. Hogen, elfennoù kalonekaus zo (gouelioù breizhek, ur stal-levrioù arbennikaet, ur strollad c hoariva krouet nevez zo) a ziskouez dedenn poblañs ar vro e-keñver ar yezh. Ur vro boblet enni un hengoun don gant ar brezhoneg eo ar Vro-Wenn hag ar Briver. Danvez zo enni da vont pelloc h neuze o tiazezañ traoù a gaver e lec h all dija. Merzout a reer ez eus mankoù bras amañ war tachennoù ar buheziñ hag an diduiñ pergen : magourioù brezhonek, obererezhioù dudi evit ar vugale koulz hag evit an dud deuet. Krouiñ postoùlabour eo an hent da heuliañ evit kreñvaat oberoù ar bed kevredigezhel. Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 26 -

Klozadur Estreget ar c hentelioù er skolaj publik hag un nebeud oberoù all (panelloù mont e kêr, strollad c hoariva) eo chomet heñvel stad ar yezh er vro e-keñver 2003 pa n eo ket aet war-gil. Peurrest Breizh zo aet war-raok e keitse. Ur bilañs dipitus eo evit ur vro m eo kreñv identelezh Breizh. Dibarderioù ar Vro-Wenn hag ar Briver evit ar brezhoneg Kreñv eo identelezh Breizh er vro. Brezhoneg zo bet komzet amañ e-pad kantvedoù hep troc h ebet betek hiziv. Gant se e c hortozer e vefe tolead birvidikañ al Liger-Atlantel. Elfennoù kentañ ur rouedad kevredigezhel a gaver amañ, koulz ha diazez ur rouedad skolioù divyezhek hag un nebeud elfennoù arouezius (panelloù mont e kêr divyezhek, da skouer), met ar Vro-Wenn hag ar Briver n eo ket marc h-blein ar brezhoneg en departamant : kalz kreñvoc h eo an deskiñ brezhoneg e bro Naoned. N eo ket gwellaet stad ar yezh e-keñver ar pezh a oa e 2003. Boud eo chomet diorren ar c helenn divyezhek, digresket eo e feur ha rouedad ar c hentelioù noz zo distroet d ar pezh e oa goude ur frapad diorren, h.a. Arbennik-tre pe arouezel e chom an nebeud araokadennoù zo (kresk an niver a skolajidi a heuilh kentelioù en eil derez, panelloù mont e kêr er c hornôg, krouidigezh ur strollad c hoariva). E-se, ar Vro-Wenn hag ar Briver n eo ket tolead birvidikañ al Liger-Atlantel evit ar yezh ; ne stader ket amañ un emdroadur hollek evel ma c hoarvez er broioù all ma vez kelennet brezhoneg. N eus ket trawalc h a yezherien nevez evit kempouezañ ar re gozh a varv tamm-ha-tamm ha nebeut e vez gwelet ar brezhoneg en endro bevet gant an holl (estreget en anvioù-lec h). Pell a loc hañ diwar netra emeur er vro-mañ koulskoude. Ar pep pouezusañ eo diorren ar rouedad skolioù divyezhek ha lakaat ar bed kevredigezhel da vezañ efedusoc h dre vicherelaat anezhañ (evit kreskiñ ar c hinnig kentelioù noz, stajoù, dudi, h.a.). Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 27 -

Derc hel soñj... Sifroù pennañ ar brezhoneg er Vro-Wenn hag er Briver 900 pe 800 yezher bennak e 2009 (nebeutoc h eget 0,5% eus ar boblañs). 239 den a heuilh kentelioù brezhoneg pe e brezhoneg (109 den eus ar skol-vamm d al lise ha 130 den deuet). 5 brezhoneger bennak a vefe stummet d ar muiañ bep bloaz er vro tra ma varv etre 10 hag 20 yezher. 2 skol divyezhek zo. 53 bugel zo en hentad divyezhek (ar feur skoliata a sav da 0,2% evit ar c hentañ derez). 56 skoliad a heuilh kentelioù brezhoneg e 2009/2010. Tost lieskementet dre 5 eo ar sifroù er skolaj nemetañ a chom e-keñver 2003 (ar pezh zo 0,3% eus holl skolidi eil derez ar vro, met 13,4% eus ar skolidi e skolaj A. Vinçon Sant-Nazer). E-tro 70 a oadourien o deus heuliet kentelioù noz e 2009/2010 (da 120 e oa savet ar sifr-se e 2007/2008). 60 den o doa heuliet stajoù dibenn-sizhun e 2008/2009. Tost 1/3 eus kumunioù ar Vro-Wenn hag ar Briver zo pourvezet gant panelloù mont e-barzh ha mont e-maez divyezhek e 2010. Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 28 -

An deskadurezh Tuioù kreñv Tuioù gwan Skoilhoù Erbedadennoù Doareoù da zeskiñ ar yezh e lec hioù zo eus an tolead : kelenn divyezhek, kelenn en eil derez, kelenn d an oadourien Brasaet eo an niver a skolajidi a heuilh kentelioù Pa vez ledan ar rouedad kentelioù noz e tesach tud An holl zoareoù kelenn ne stummont ket trawalc h a yezherien evit kempouezañ ar c holl zo eus tu ar re gozh Tremen 10 vloaz zo n eus bet lec h divyezhek nevez ebet Distank-tre eo ar c hinnig divyezhek ha n eus kinnig ebet en eil derez N eus nemet un hentad divyezhek er vro (Diwan) E penn diwezhañ Breizh emañ ar Vro- Wenn hag ar Briver evit feur ar c helenn divyezhek er c hentañ derez N eus ket kentelioù tañva er c hentañ derez Digresket eo ar c hinnig kentelioù brezhoneg en eil derez Goude un tamm kresk eo distro an niver a oadourien a heuilh kentelioù noz da live 2003 Ne ginniger nemet stajoù dibenn-sizhun Heñvel eo, dre-vras, an niver a dud a zesk brezhoneg e 2009 hag e 2003 N eo ket stank a- walc h ar c hinnig kelenn brezhoneg er vro evit stummañ yezherien ampart ha kas ar yezh war-raok Mankout a ra raktresoù douget gant ar bed kevredigezhel (stajoù, dudi, h.a.) N eus den gopret ebet evit ober war-dro ar c hentelioù noz (hag an tañva er skolioù) Digeriñ ul lec h divyezhek nevez bep daou pe tri distroskol Digeriñ hentadoù divyezhek er c humunioù ma n eus ket c hoazh (da skouer e Pontkastell-Keren, Donez, ar Baol-Skoubleg, Pornizhan, h.a.) Astenn ar c hinnig e skolioù all er c humunioù ma z eus ur c hinnig divyezhek c hoazh (Sant- Nazer ha Gwenrann) Reiñ lañs d ar c hendalc h en eil derez Diorren, brudañ hag aesaat ar c hentelioù brezhoneg en eil derez Micherelaat ar bed kevredigezhel Aozañ an tañva d ar brezhoneg er skolioù Diorren ar rouedad kentelioù noz Aozañ stajoù ur sizhunvezh ha kaout muioc h a stajoù dibennsizhun (kinniget gant ar frammoù lec hel) Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 29 -

Ar brezhoneg er vuhez foran Tuioù kreñv Tuioù gwan Skoilhoù Erbedadennoù Bezant e vez ar brezhoneg war panelloù mont e kêr arvor atlantel ar vro alies E 3 c humun ar Mor- Bihan e vez staliet panelloù heñchañ divyezhek war ar rouedad hentoù departamant N eo ket gwellaet kalz an endro yezhel publik e-keñver an diagnostik kozh : estreget war un nebeud panelloù, ne vez ket gwelet brezhoneg (er c hehentiñ, en degouezhioù ofisiel, en teulioù melestradurel, en degemer, h.a.) N eus testenn dave ebet evit ar politikerezhioù yezh enni palioù resis Daoust ma ne vir ket a ober gant ur yezh all ouzhpenn ar galleg, mellad 2 ar Vonreizh a laka un harz da ziorren ar brezhoneg alies en abeg d ar raksoñjoù zo liammet outañ Labourat gant ar frammoù etrekumunel (KTK Kab-Atlantel da skouer) Diazezañ ur gwir bolitikerezh yezh e kumunioù pennañ ar vro da gentañ Klokaat ar gweledva yezhel foran (panelloù glad, panellerezhheñchañ, plakennoùstraed, panellerezh er savadurioù hag aveadurioù foran, h.a.) Lakaat ur politikerezh yezh treuz da dalvezout hag e ziazezañ war palioù resis : kelenn, kehentiñ, dielloù ofisiel, h.a. Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 30 -

Ar brezhoneg er vuhez keodedel Tuioù kreñv Tuioù gwan Skoilhoù Erbedadennoù Meur a gevredigezh zo Ur strollad c hoariva brezhonek zo, Petrapoenko Meur a festival er vro a ro un tamm plas d ar yezh Ur stal-levrioù arbennikaet war danvez Breizh zo N eo ket stank a-walc h ar rouedad kevredigezhel war an dachenn N eus netra war dachenn ar brezhoneg a-raok ar skoliata Dister eo ar c hinnig dudi evit ar vugale koulz hag evit an dud deuet Bed an touristerezh ne verz ket c hoazh ar splet a c hall tennañ eus ar brezhoneg Ne resever ket abadennoù brezhonek France 3 Nebeut-tre a abadennoù brezhonek a c haller klevet er skingomz N eo ket micherelaet kevredigezhioù ar vro Nebeut-tre a bostoùlabour e brezhoneg zo Mankout a ra atav ur skinwel pe ur skingomz brezhonek a vefe degemeret e Breizh a-bezh Strivañ evit ma vefe kreñvaet plas ar yezh en endro an holl (aveadurioù publik ha prevez pergen, mediaoù) Brudañ an divyezhegezh abred er gwilioutioù Diazezañ ur vagouri vrezhonek a-benn 2015 (e Sant-Nazer da skouer) Enfredañ gopridi da vuheziñ kevredigezhioù ar vro Kaout un animatour dudi a yafe e brezhoneg gant ar re yaouank dre obererezhioù reoliek koulz ha dre gampoù vakañsoù Diazezañ abadennoù dudi reoliek evit an dud deuet Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 31 -

Stagadennoù Sifroù ar c helenn divyezhek dre gumun ha dre live Distro-skol 2009 Skol-vamm Skol-gentañ Skolaj Lise Hollad Gwenrann 12 15 0 0 27 Sant-Nazer 13 13 0 0 26 Ar Vro-Wenn hag ar Briver 25 28 0 0 53 Sifroù ar c helenn divyezhek dre gumun ha dre hentad Distro-skol 2009 Diwan Hentad publik Hentad prevez Hollad Gwenrann 27 0 0 27 Sant-Nazer 26 0 0 26 Ar Vro-Wenn hag ar Briver 53 0 0 53 Feur ar c helenn divyezhek dre gumun ha dre live Bloavezh-skol 2009/2010 Ishollad kentañ Skol-vamm Skol-gentañ derez Skolaj Lise Hollad Gwenrann 1,82% 1,3% 1,49% 0,58% Sant-Nazer 0,52% 0,33 0,4% 0,17% Ar Vro-Wenn hag ar Briver 0,28% 0,2% 0,23% 0,13% Feur ar c helenn divyezhek dre gumun ha dre vloavezh er c hentañ derez 1999 2000 2001 2002 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 Gwenrann 1,46% 1,52% 1,73% 1,62% 1,31% 1,43% 1,48% 1,50% 2,19% 2,02% 1,49% Sant-Nazer 0,61% 0,39% 0,41% 0,46% 0,47% 0,42% 0,51% 0,45% 0,36% 0,41% 0,40% Ar Vro-Wenn hag ar Briver 0,34% 0,27% 0,29% 0,29% 0,26% 0,25% 0,28% 0,25% 0,28% 0,28% 0,23% Sifroù ar c hentelioù noz dre gumun ha dre live Bloavezh-skol 2009/2010 Live 1 Live 2 Live 3 Live 4 Live 5 Hollad Gwenrann 9 3 6 4 22 Ar Baol-Skoubleg 8 4 5 17 Merzhelieg 3 5 4 4 16 Sant-Nazer 5 4 6 15 Ar Vro-Wenn hag ar Briver 25 16 21 8 70 Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 32 -

Levrlennadur BAUDEQUIN I., Genver 2008. L évolution de la population des 21 pays bretons de 1999 à 2005. Octant, Roazhon, 111, 17-21. EBSSA (emb.), Gwengolo 2003. L espace breton. Les dossiers d Octant, Roazhon, 45, 152 p. Ofis ar Brezhoneg (emb.), 2007. Ar brezhoneg e-kreiz ar roudour Eil danevell hollek war stad ar brezhoneg. Roazhon, 135 p. Ofis ar Brezhoneg (emb.), 2004. Diagnostik war stad ar brezhoneg e bro Gwenrann hag ar Briver. Roazhon, 18 p. Strollegezh Tiriadel Korsika (emb.), 2006. PRDF «Lingua è cultura corsa» - Plan de développement de l enseignement de la langue et de la culture corses et de son apprentissage tout au long de la vie. Aiacciu, 35 p. UBAPAR, 2009, Klasoù hag obererezhioù dizoleiñ /Classes et activités de découverte en breton pour les scolaires UBAPAR, 2010 Kreizennoù vakañsoù 2010/ Séjours de vacances en breton et gallo 2010 Mammennoù AlterNantes FM Brezhoneg e Merzhelieg CREDIB Daoulagad Breizh DDEC al Liger-Atlantel Deskadurezh Stad Dihun Divskouarn Div Yezh Diwan France 3 Bretagne France Bleu Armorique France Bleu Loire Océan Gourenez-Ti ar Vro Gwenrann Kelc hiad an Drouized Kentelioù an Noz Kuzul-departamant al Liger-Atlantel Kuzul-departamant ar Mor-Bihan Skol al Louarn Télénantes TV Breizh UBAPAR Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 33 -