DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO PLOERMAEL KALON BREIZH

Hasonló dokumentumok
DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO REDON HAG AR GWILEN

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG ER VRO-WENN HAG ER BRIVER

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2011

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2012

War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXI vet Kantved

STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ

Taolenn. 1 AÑ LODENN : DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL I. Deskiñ ar yezh II. An divyezhegezh abred III. Al liammoù etre ar remziadoù...

Sinema e brezhoneg evit ar skolioù TROIAD 2019 DOSER EVIT AR SKOLAERIEN

PRIZIOÙ DAZONT AR BREZHONEG 2011

Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit gwellaat buhezegezh niverel ar brezhoneg

Ahelioù simetriezh. I. Ahelioù simetriezh ha lunioù. Dizoleiñ. 1. Setu un nebeud lunioù, dezho ahelioù simetriezh da adkavout. 2.

Listenn sinerien Bro Dreger ha Goueloù o deus kaset oberoù da benn BENAC H KAWAN

Dibabet eo bet lec hioù loc hañ ha degouezh Redadeg 2016!

Listenn sinerien Liger-Atlantel o deus kaset oberoù da benn AR BAOL-SKOUBLEG

[ EVIT UR C'HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! ] EVIT UR C'HLEWELED E BREZHONEG!

Bodañ a ra an darvoud-se ouzhpenn a dud. Ur brud a ya dreist harzoù ar Vro.

KIS-849 Hanc herieg ar mol

Frañs hag Unvaniezh Europa, galloudegezhioù a renk bedel. Levezon sevenadurel. Levezon ekonomikel. Levezon geopolitikel.

Kartenn Europa treuzfurmet get ar brezel Perak e kas ar gartenn nevez a Europa kement a gudennoù etre ar Stadoù?

Ar vonarkiezh vonreizhel fin Eost 1792 I. Bro C hall nevez

kaier AN ABADENNOU EVIT AR SKOLIOU kelc h 1 kelc h 2 kelc h 3 An traoù da c houzout MIRDI AR BEZHIN HAG AR VEZHINERIEN

Skolidi skol Rohan Gwened Miz An Azvent 2009

Park. Natur rannvroel. Arvorig. Karta Danevell ar garta. «Evit gweledvaoù. dibabet en Arvorig»

Kenfeurelezh, dregantadoù

A-bouez eo bezañ kelaouet Da vare an distro-skol-mañ e fell deomp diskouez deoc h eo mat bezañ koumanantet da Ya!, evit meur a abeg.

MALI AR MERC HED TESTENNOU AN DISKOUEZADEG E BREZHONEG

Diell 1: gwir-votiñ evit ar vaouezed (1944) Diell 2: adsevel Frañs.

Kêrioù. Arz. Glad Kêrioù Breizh.

Imbourc h KANNADIG. Hanter-kant vloaz war-lerc h. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 105 Ebrel - Mezheven 2018 Priz : 3

Ar redadeg stlejelloù Emañ ar gomz gant ar skolidi Ar menezioù uhel AR CHAS HUSKY Embannet gant TES 220 TE 260 ISSN

UR MIRDI TROET A-VISKOAZH WAR-ZU ARZ E AMZER

IMBOURC'H. Krennlavarioù miz Meurzh. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 65 Meurzh - Ebrel 2010 Priz : 2

KIS-794 Gl. haras (p. 39), pneumopathie atypique (p. 40), écriture automatique (p. 41), diglossie (p. 42)

Niveroù relativel. I. Degouezhioù. Dizoleiñ. 1. Ar bignerez bennfollet. 2. Al lestr-spluj m. 400 m. 500 m. 3.

Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ. II. Ur brezel distrujiñ

Teuliad pedagogel «TRAEZOÙ SKOUER»

Levrig ar mestr Kelc hiad 2

Imbourc h KANNADIG. Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc hded

KAVADENN AR SKRITUR. Diell 1 : Arouezennoù gennheñvel. ur genn

Pont Treglonoù. Uhelvorioù ar reverzhi vras Uhelvorioù Marvorioù. Ar grugell. Al lec hideg Ar wazh-dour Poulloù-dour. Ar c hleuz.

un tenzór a gardae un trésor à conserver

Emañ ar gomz gant ar vugale

Imbourc h KANNADIG. Gwalloberoù an hiniennelouriezh... pe un ifern pavezet a ratozhioù kaer

KANNADIG Imbourc h. Galloud an Arc hant 1/ Priz : 3

E U R O P A D39 D3 D11 D20 D35 D35 D10 D26 D An Ahel: A Z I A. Ar Gevredidi: D41

(Doare C hwevrer 2012)

Prederiadennoù war an dic houest mama-z omp...

Imbourc h KANNADIG. Kaezar ne oa ket andoueour. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 103 Here Du - Kerzu 2017 Priz : 3

Ar prosez. Franz Kafka. Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

KORN AR RESTACHOÙ. Dastum dre zibab

An Dañserion-noz. An dud é c hoari. An Dañserion-noz

Pennadoù 1, 2. Ameli. Brastres an tudennoù

IMBOURC'H. Hennadelezh Vroadel. 5 Kantadoù Aldjerianed c hall pe Gallaoued aldjerian - se zo. «Brezhon». 7 barnverk : critère.

Maezadoù François Dilasser

Mirdi Breizh KREDIÑ A RAN, NE GREDAN KET

Erle a zistroas d e vurev, mezhek. Kemer a reas ar gazetenn ha kregiñ da lenn, aketus. Gwelet fall e oa gant ar rener abaoe ar penn-kentañ.

AL LIAMM 72. AL LIAMM Tir na n-òg NIVERENN 72. Genver - C'hwevrer 1959 TAOLENN. 15ved BLOAVEZH

Redadeg Skol Antoine de Saint Exupéry e Puguen Skol Sant Josef / Santez Mari en Erge Skol Diwan Penharz e Kemper

KIS-572 Rezioù an adanv dre mui, muiañ, lei, leiañ

Deskadurezh an henchiñ: sevel ur fichenn àr ur vicher liammet get ar justis B4: B5:

The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827

Eur ger a-raog... Ar vro hag ar mor

Miz Even Priziadenn. Évaluation de breton. Live B1. Teul (lenn & skrivañ) Anv : Kevredigezh :

nevez Dianav med n'int ket estrañjourien Yvon Le Men 3 Enezeier an heol 5 D. Maximin, M. Rippon, J. René-Corail 33 Lennegez

Lodenn 2: geopolitikerezh bedel abaoe 1945 Tem 1: ar brezel yen

AR BIBL 5ANT[L. Troidigezh gant. i!iaodez GLANNDOUR ~------~ ~ ~--~ ~1--=~~~~ ~-~ ~-- -~--~- ~ ---

An urzhiataerezh war dachenn an diwyezhegezh abred.

. JAN-MARI SKRAGN (JEAN-MARIE LE SCRAIGNE)

AR BREVEDAKED AN AZVENT 2015 ISTOR-GEOGRAFIEZH HA DESKADUREZH KEODEDEL

Kendiviz etrebroadel Colloque international. Minorelezhioù. ha bedeladur. Minorités et mondialisation ROAZHON / RENNES. 23 ha 24 here / octobre 2014

KIS-397 Termenoù eus sterva Gl. immunité.

PAJENN .. - ^ ^ l A L - t r O

G W A L A R N H E R E

Pondi. Troiad da gompren « Bugale, adal 8 vlez. Ul levrig-c hoari evit ober anaoudegezh gant ar c harter. napoleonat. en ur ebatal!

PARDONIOU HA PELERINACHOU

136 Con Dolore. Tenor 1. Tenor 2. Bariton. Bass. Trumpet in Bb 2. Trombone. Organ. Tube bell. Percussions

Miz Here 2008 Niv. 13 AN AOD

KIS-854 Notennoù gramadegel XXIII Krefen bihan a skrivadur hag a yezhadur (III)

KOCSÁR MIKLÓS. Dalok magyar költ k verseire

War eun dachenn fobal

KIS-558 Gr. aijtiva, La. causa, h.a.

KIS-811 Isla#m : ur santad a vezhekadur da hêrezh istorel. E sigur ul levr 1 gant Abdelwahab Meddeb 2

A_\lïêL. &An6 rrjar\z. t;roioi,9sz h ganu it2. ttlôr.9. not;ennoô 9Al2?;!11.9.

DISKULIADUR ARES. Kentskrid. Mammenn

Ked ves Ta ní tók! Ked ves Szü lôk!

Kösd össze az összeillı szórészeket!

Charlez Gwennou. (bet ganet e Lezardrev e 1851, marvet e Vitry-sur-Seine e 1915).

Troude Milin Ar marvailler brezoneg pe Marvaillou brezoneg A. Troude G. Milin Troude Ar horv heb ene

YE-ZADUR AR BREZONEG KRENN -

33. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, már ci us 27., hétfõ TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 3887, Ft

75. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, jú ni us 15., péntek TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 2478, Ft. Oldal

Bu da pest, au gusz tus 25. Ára: 1386 Ft 10. szám TARTALOMJEGYZÉK

Kösd össze a szót a hozzá tartozó képpel! bab. ba-ba. ba-nán. bál-na. lá-da. vi-rág. ka-kas

A MAGYAR TÖRTÉNELMI TÁRSULAT KIADVÁNYAI

KIS-772 Notennoù gramadegel VII Gl. flexion, déclinaison, conjugaison, prépositions combinées

30. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, már ci us 17., péntek TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 2047, Ft. Oldal

_t San tez ~nna. t Gwepz. Ar gwerc'hez.ed ganti Sur a vo selaouet Mamm ar W erc'hez Vari A gar ar Gwerc'hezed. Itron Santez Anna,

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA

far B15L ~.ô.n~r:l ">". 1 ;;x V' <._) ~ RO tb~êz.fi ..QAn-c; m. K te:o_..g ha ~:.9l..Annèouu

Átírás:

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO PLOERMAEL KALON BREIZH DOARE NEVEZET 2004-2012 POL STUDI HA DIORREN ARSELLVA IMPLIJ AR YEZHOÙ 2012

Digoradur Ur steuñv hollek da ziorren ar brezhoneg, Brezhoneg 2015, a oa bet savet gant an Ofis e 2003. Diazezet e oa war stad wirion ar yezh a-benn ober kinnigoù uhelek met fetis evit suraat he dazont. Kement ha kinnig ur steuñv pleustrek da vat e oa bet divizet e zisplegañ dre vro 1, anezhi ur vent dereat evit tostaat da wirvoud an dachenn. Daou deul a oa bet savet evit pep hini eus an 29 bro zo e Breizh : un diagnostik ha palioù diorren. Kavout a ra dimp eo deuet ar mare da neveziñ ar studiadennoù bet savet neuze ha d ober bilañs an emdroadurioù zo deuet abaoe. Ra sikouro an diagnostik nevez-mañ, savet diwar an holl roadennoù hon eus dastumet hag e darempred gant an oberourien war bep tachenn, da sevel ur politikerezh yezh efedus. Lena Louarn, Prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg 1 Diwar ur genstagded douaroniel, armerzhel, sokial ha/pe sevenadurel eo treset ar broioù bet termenet gant al lezenn Voynet e 1999. Ar broioù-se an hini eo a implijer er steuñv-mañ.

Taolenn PLEGENN BRO PLOERMAEL... 4 Sifroù pennañ... 5 Dibarderioù bro Ploermael... 7 Brezhonegerien bro Ploermael... 7 AR C HELENN... 8 Kelenn er skol... 9 Kelenn divyezhek... 9 Er vro... 9 Dre frammoù etrekumunel... 14 Dre gumun... 16 Diorren... 17 Kelenn brezhoneg... 18 Ar c helenn d an oadourien... 18 AR VUHEZ FORAN... 21 Departamant ar Mor-Bihan... 21 Ar budjed gouestlet d ar brezhoneg... 21 Ar vro... 22 Kevrat bro Ploermael... 22 Oberoù ar strollegezhioù lec hel... 23 AR GEVREDIGEZH KEODEDEL... 24 Servijoù d an dud... 24 Bed ar vugaligoù... 24 Dudi evit ar vugale... 24 Mediaoù... 24 Marc had al labour... 24 An armerzh... 25 KLOZADUR... 27 AR GALLAOUEG E BRO PLOERMAEL... 30 Ar c hallaouegerien... 30 Ar c helenn... 30 Er c hentañ derez... 30 En eil derez... 30 Kelenn d an oadourien... 30 Ar gallaoueg er vuhez foran... 31 STAGADENNOÙ... 32 LEVRLENNADUR... 33 MAMMENNOÙ... 33 Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Ploermael Kalon Breizhondi Doare nevezet 2004-2011 Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 3 -

Kinnig bro Ploermael - 2012 Plegenn bro Ploermael PENN-AR-BED AODOÙ-AN-ARVOR IL-HA-GWILEN MOR-BIHAN LIGER-ATLANTEL SKEUL BRO PONDI BRO KREIZ-BREIZH Landeliav Ar Govelloù Lannoez Gwegon Krugell BRO KÊR-WENED An Drinded-Porc hoed Josilin Mozhon Menieg Maloù-an- Teir-Feunteun Evriged Brennieg Gwiler-Porc hoed Loiad Ploermael Brieg- Maoron Gourhael Serent Lizioù Roz- Andrev Chapel-Karozh Gwioñvarc h Ar C hrav- Laorañs Helean Ar Groez- Helean Talbont Gilieg Abran Marc hell Megerieg Malastred Bohal Neant Servant-an Oud Mousterdelav Killi Mousterrin Plegadeg Karozh Kongar Maoron Leri Trec horanteg Kempenieg Rufieg Saint-Laorañs- Graeneg Algam Ruvenieg Nikolaz -ar-roz BRO BRESELIEN Konkored Benion Porzh-Karozh Monteneg Maloù- Benion Gwern- Porc hoed BRO REDON HAG AR-GWILEN Skeul Bevennoù etrekumunel

Kinnig an etrekumunelezh - 2011 KK ar Porc'hoed KK Maoron ha Breselien Skeul Bevennoù etrekumunel KK bro Josilin KK Ploermael KK bro Gwern-Porc'hoed KK Traoñ-an-Oud ha Lanvaoz (KKTOL) Sifroù pennañ Niver a gumunioù 55 Poblañs hollek e 2008 68 504 Emdroadur bloaziek etre 1999 ha 2008 +1,4% Gorread 1 275 km 2 Stankted ar boblañs 54 ann./km² Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Ploermael Kalon Breizhondi Doare nevezet 2004-2011 Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 5 -

Poblañs ar c humunioù e 2008 Menieg An Drinded- Porc'hoed Mozhon Maoron Brennieg Brieg- Maoron Evriged Gwiler-Porc'hoed Leri Konkored Ar Govelioù Maloùan-Teir-Feunteun Neant Lannoez Ar C'hrav- Laorañs Loiad Trec'horanteg Landeliav Gwegon Ar Groez- Helean Josilin Helean Gilieg Talbont Gourhael Kempenieg Benion Maloù- Benion Poblañs lezennel ar c humunioù e 2008 0 500 1 000 5 000 10 000 Krugell Ploermael Serent Nikolazar-Roz Servantan-Oud Killi Mousterdelav Mousterrin Roz- Lizioù Andrev Chapel-Karozh Karozh Abran Gwioñvarc'h Bohal Megerieg Marc'hell Malastred Plegadeg Rufieg Laorañs- Graeneg Algam Ruvenieg Porzh-Karozh Monteneg Gwern-Porc'hoed Kongar Emdroadur bloaziek poblañs ar c humunioù etre 1999 ha 2008 Emdroadur poblañs lezennel ar c humunioù etre 1999 ha 2008 e % >10 0 à 10 < 0 An Drinded- Porc'hoed Mozhon Menieg Brennieg Brieg- Maoron Evriged Maoron Gwiler-Porc'hoed Leri Konkored Ar Govelioù Lannoez Maloùan-Teir-Feunteun Ar C'hrav- Laorañs Louad Neant Trec'horanteg Landeliav Gwegon Ar Groez- Helean Helean Talbont Josilin Gilieg Gourhel Kempenieg Benion Maloù- Benion Krugell Ploermael Serent Nikolazar-Roz Servantan-Oud Killi Mousterdelav Mousterrin Roz- Lizioù AndrevChapel-Karozh Karozh Abran Gwioñvarc'h Megerieg Marc'hell Malastred Bohal Plegadeg Rufieg Laorañs- Graeneg Algam Porzh-Karozh Monteneg Ruvenieg Gwern-Porc'hoed Kongar

Dibarderioù bro Ploermael Diouzh renkadur an EBSSA emañ bro Ploermael e-touez ar broioù greantour war ar maez, evel bro Pondi pe bro Redon hag ar Gwilen da skouer : broioù war ar maez gant ur boblañs vihan. Emañ he stankted poblañs e-touez ar re vihanañ. Kresket eo an niver a annezidi en 10 vloaz diwezhañ avat hag un tammig muioc h eget keidenn Breizh zoken pa oa bet digresket he foblañs etre 1990 ha 1999. Frammet eo an takad tro-dro da 4 c humun. Da gentañ kêr Ploermael, pol pennañ ar vro war dachenn ar servijoù, Gwern-Porc hoed, Malastred ha Josilin. Aveet eo gwelloc h kreiz ha su ar vro war dachenn an hentoù, ar pezh a harp an diorren eno. Dindan 1 000 annezad emañ an 2/3 eus kumunioù ar vro. N eus nemet Ploermael ha Gwern-Porc hoed hag a zo en tu all da 5 000 annezad. N eus kumun ebet en tu all da 10 000 annezad er vro. Brezhonegerien bro Ploermael Da-geñver niveradeg 1999 en doa savet an EBSSA un enklask anvet Étude de l histoire familiale. Gantañ en doa kenlabouret an Ofis evit dielfennañ an disoc hoù. En enklask-se e oa goulennoù a denne d an ober gant ar yezhoù er gêr ha drezo e oa bet dastumet roadennoù a c haller implijout da briziañ an niver a vrezhonegerien deuet d o oad gour, dre zepartamant. Diwar ar sifroù-se ha krugell an oadoù, diwar sifroù ar c helenn divyezhek ha diouzh dibarderioù pep bro ez eus tu da vrasjediñ an niver a vrezhonegerien e pep kornad. E-se e c hellomp embann e oa etre 750 ha 1 000 brezhoneger o chom e bro Ploermael e 1999, da lavaret eo 1,5% eus ar boblañs (pa save ar feur-se da 6,7% e Breizh). Stabil a-walc h e vefe chomet poblañs ar yezherien er vro etre 1999 ha 2010, dre zibarderioù poblañs ar yezherien e Breizh-Uhel : n eus ket amañ ur c holl yezherien ken bras hag e kornôg Breizh. Brezhonegerien ar vro zo eus un tu tud oberiant a zeu eus broioù all, da lavaret eo tud bet desket ar yezh ganto e broioù all deuet da labourat er vro da skouer, hag eus un tu all brezhonegerien eus ar vro nevez-stummet. 3 de bro Breizh-Uhel eo bro Ploermael (1,5%) evit an dregantad a vrezhonegerien er boblañs, goude bro Brieg (3%) ha bro Roazhon (1,7%). Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Ploermael Kalon Breizhondi Doare nevezet 2004-2011 Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 7 -

Ar c hinnig hollek Distro-skol 2003 Ar c helenn Ar Govelloù An Drinded- Porc hoed Mozhon Menieg Maloù-an- Teir-Feunteun Brennieg Gwiler-Porc hoed Maoron 2000 Brieg- Maoron Evriged Leri Konkored 2004 Kelenn divyezhek Kelenn evit an oadourien Kumunioù ma'z eus da nebeutañ ur c'hinnig kelenn divyezhek Kumunioù ma'z eus da nebeutañ un doare all da zeskiñ Kumunioù diskol Bloavezh krouidigezh lec h divyezhek kentañ ar gumun Bevennoù etrekumunel Skeul Landeliav Lannoez Ar C hrav- Laorañs Helean Talbont Ar Groez- Helean Loiad Neant Kongar Trec horanteg Kempenieg Benion Josilin Maloù- 2003 Gourhael Benion Gilieg Gwegon 2000 Ploermael Servant-an Porzh-Karozh Oud 1994 Algam Gwern- Killi Krugell Lizioù Mousterdelav Porc hoed Mousterrin Roz- Andrev Karozh Monteneg Chapel-Karozh Ruvenieg Abran Serent Megerieg Marc hell Rufieg Malastred Saint-Laorañs- Nikolaz Bohal Graeneg Gwioñvarc h -ar-roz Plegadeg Distro-skol 2011 Menieg Kelenn divyezhek Ar Govelloù An Drinded- Porc hoed Mozhon Maloù-an- Teir-Feunteun Brennieg Gwiler-Porc hoed Maoron 2000 Brieg- Maoron Evriged Leri Konkored Kelenn evit an oadourien Ar C hrav- Laorañs Neant 2004 Kumunioù ma'z eus da nebeutañ ur c'hinnig kelenn divyezhek Kumunioù ma'z eus da nebeutañ un doare all da zeskiñ Kumunioù diskol Bloavezh krouidigezh lec h divyezhek kentañ ar gumun Bevennoù etrekumunel Skeul Landeliav Lannoez Helean Talbont Ar Groez- Helean Loiad Kongar Trec horanteg Kempenieg Benion Josilin Maloù- 2003 Gourhael Benion Gilieg Gwegon 2000 Ploermael Servant-an Porzh-Karozh Oud 1994 Algam Gwern- Killi Krugell Lizioù Mousterdelav Porc hoed Mousterrin Roz- Andrev Karozh Monteneg Chapel-Karozh Ruvenieg Abran Serent Megerieg Marc hell Rufieg Malastred Saint-Laorañs- Nikolaz Bohal Graeneg Gwioñvarc h -ar-roz Plegadeg Mod pe vod e c'haller deskiñ ar yezh e 5 kumun eus ar vro (diwar 55).

N eo ket cheñchet kalz tres ar vro e-keñver kinnig. N eo ket aet war-raok ar c hinnig er c helenn divyezhek ha war dachenn ar c helenn d an oadourien eo bet miret ar c hinnig a oa. 1 lec h nevez zo bet savet abaoe an distro-skol diwezhañ. N eus kinnig ebet evit an tañva er c hentañ derez hag an danvez dibab en eil derez mod all, evel e 2003. Aet eo an niver a zeskidi war raok abaoe 2003 memes tra, a-drugarez d ar c helenn divyezhek : 213 deskard zo er vro e 2011/2012 pa ne oant nemet 180 e 2003/2004. Ne stummer ket kalz a yezherien er vro; tamm pe damm eo evel e bro Redon da skouer. Met eo aet war-raok feur adneveziñ ar vrezhonegerien (tro-dro da 1 evit 2 pa oa tro 1 evit 3 e 2003). Un tamm muioc h a yezherien zo stummet e 2011 eget en diagnostik kentañ a-drugarez da zigoridigezh an hentenn divyezhek en eil derez. Feur neveziñ ar vrezhonegerien e bro Ploermael 10 8 6 4 2 0-2 -4-6 -8-10 2003 2011 Brezhonegerien aet da anaon dre vloavezh Brezhonegerien nevez stummet dre vloavezh Kelenn divyezhek Er vro Kelenn er skol Gant 208 skoliad divyezhek e distro-skol 2011 eo ar vro-mañ ar 14 vet bro (13 vet bro e oa e 2004, aet eo bro Redon dirak bro Ploermael), ma kaver ar muiañ a skolidi divyezhek (24 vet bro e-keñver ar boblañs hollek). Uheloc h eo ar sifr-se eget hini bro Brieg (176), met nebeutoc h eget e bro Redon neuze (231). Er c helenn prevez emañ an 3/4 eus ar skolidi divyezhek. Kresket eo pouez ar c'helenn prevez un tamm muioc'h c hoazh e-keñver 2003 : 2 skoliad diwar 3 a oa er c hlasoù divyezhek katolik c hoazh. Dasparzhet eo ar boblañs skol er vro er c hontrol da hini Breizh : an darn vrasañ eus ar skolidi zo er c helenn katolik (62%). Met dale zo gant ar c hinnig divyezhek er publik (1/4 eus ar skolidi divyezhek zo pa dalvez ar publik kement hag 1/3 eus ar skolidi hollek). Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Ploermael Kalon Breizhondi Doare nevezet 2004-2011 Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 9 -

Ar c helenn divyezhek er c hentañ derez Distro-skol 2003 ha distro-skol 2011 Publik Maoron 2000 Katolik Kumunioù gant ur c hinnig 2000 Takadoù war-hed 10 km tro-dro d'ul lec'hiad Bloavezh krouidigezh Gwegon 2000 Josilin 2003 Ploermael 1994 Bevennoù etrekumunel N eus bet emdroadur ebet e kinnig ar c hentañ derez. N eus bet digoret lec h nevez ebet abaoe 2003 (Josilin), pa z eus bet digoret 1 e bro Redon abaoe an diagnostik kentañ (da geñveriañ, 4 lec h zo bet digoret e bro Pondi pe e bro Gwengamp ha 10 e bro Brest, ar vro m eo en he stankañ ar rouedad skolioù divyezhek). Kavout a reer an hentad publik ha prevez er vro; koulskoude n eus kumun ebet enni an 2 asambles er memes kumun. N eus skol Diwan er vro evit c'hoazh kennebeut. Ar c helenn divyezhek en eil derez Distro-skol 2011 Josilin Katolik Kumunioù gant ur c hinnig 2006 Takadoù war-hed 20 km tro-dro d'ul lec'hiad 2006 Bloavezh krouidigezh Bevennoù etrekumunel An nevezenti nemeti abaoe diagnostik kentañ eo digoradur an hentad divyezhek en eil derez katolik e Josilin e 2006, 6 vloaz goude bezañ bet digoret an hentad er c hentañ derez. Pouezus-tre eo an darvoud-se evit stummañ yezherien da vat. Dre ziouer a skolioù kentañ derez nevez, ne gendalc h ket er c helenn publik en eil derez c hoazh p eo bet krouet al lec h kentañ (Ploermael) 17 vloaz zo.

An niver a skolidi divyezhek hag en deskadurezh dre-vras. Skol-vamm betek lise Sifroù kelenn divyezhek 300 Sifroù ar c'helenn hollek 15 000 200 10 000 100 5 000 0 00 01 02 03 04 05 06 07 08 09 10 11 0 Ur c hresk bras dizehan zo bet er c helenn divyezhek er vro betek 2006 p'eo kroget da c horrekaat a-raok digreskiñ e-pad 2 vloavezh diouzh renk zoken. E keit-se ez eus bet ur c hresk er boblañs skol hollek en 10 vloaz diwezhañ (+10,4%), kalz brasoc h eget hini Breizh (+4,2%). Kresk zo en-dro abaoe 2011. Emdroadur an niver a skolidi divyezhek er vro hag e Breizh Bro Ploermael 300 Breizh 15 000 200 10 000 100 5 000 0 00 01 02 03 04 05 06 07 08 09 10 11 0 Un emdroadur nec hus zo er vro abaoe 2 vloaz (-15% e 2010 e-keñver 2008, abalamour da zigreskoù lec hioù Josilin 2 ha Ploermael) goude bezañ kresket kalz etre 2000 ha 2008 (ouzhpenn daougementet e oa bet an niver a skolidi). Heuliet he deus mat emdroadur Breizh etre 2003 ha 2006. N eus ket kalz muioc h a skolidi e 2011 eget e 2004 : n eus nemet 16 skoliad ouzhpenn. 2 Kresket eo poblañs skol hollek Josilin un tamm etre 2003 ha 2011, un tamm digresk a stader er c hentañ derez avat ha dreist-holl da zistro-skol 2011. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Ploermael Kalon Breizhondi Doare nevezet 2004-2011 Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 11 -

An niver hollek a skolidi divyezhek 250 225 200 Bro Redon hag ar Gwilen Bro Ploermael 175 150 Lec'hioù digoret er c'hentañ derez 125 100 03 04 05 06 07 08 09 10 11 Unan eus ar broioù gant ar c hresk izelañ abaoe 2003 eo (+16,8%), gant bro Brieg (+21%). Dindan keidenn Breizh (+51%) emañ ar vro. Ur prantad kresk mat zo bet etre 2003 ha 2008, met tremenet eo bro Redon araozi a-drugarez da zigoradur ul lec h nevez peurgetket. An niver a skolidi divyezhek dre hentad 200 175 150 125 100 Klasoù publik Klasoù prevez 75 50 25 0 03 04 05 06 07 08 09 10 11 Douget eo bet splann ar c hresk gant an hentad prevez betek 2008. Tamm pe damm eo chomet heñvel an niver a skolidi divyezhek en hentad publik etre 2003 ha 2011. Dibaot eo ar broioù m'eo chomet digresk ar publik en ur ober 8 vloaz. N'eus nemet e broioù Pondi ha Redon emañ kont evel-se.

Emdroadur an niver a skolidi divyezhek dre live 150 125 100 75 Skol-vamm Skol-gentañ Skolaj 50 25 0 03 04 05 06 07 08 09 10 11 Er skol-vamm eo digresket an niver a vugale a-hed ar prantad studiet. Er skol-gentañ avat zo bet kresk mat etre 2003 ha 2007. Goude-se eo koazhet an niver a vugale a-raok stabilaat abaoe 2009. Savet e 2006 eo kresket mat ar skolaj a-raok stabilaat d'e dro. An niver a skolidi divyezhek er skol-vamm dre gumun 50 40 Josilin 30 Gwegon Maoron 20 Ploermael 10 0 03 04 05 06 07 08 09 10 11 Diwar ar 4 lec h, n eus nemet e Maoron eo kresket an niver a skolidi er skol-vamm. Muioc h a skolidi zo er skol-vamm eno eget e Pondi pe Karaez bremañ er c helenn publik. Un digresk bras zo bet betek distro-skol 2008 e Gwegon, pa gresk ar boblañs skol hollek koulskoude, stabilaet eo bet an digresk abaoe. Abalamour d an digresk-se en em gav nebeutoc h a skolidi er skol-gentañ. N eus bet tamm kresk ebet e Josilin kennebeut. Tost an hanter eus skolidi skol gatolik Josilin zo en hentad divyezhek bremañ, ne gresko ket ken. Nebeutoc h a skolidi zo er skolvamm e 2011 eget en diagnostik kentañ. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Ploermael Kalon Breizhondi Doare nevezet 2004-2011 Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 13 -

Dregantad a skolidi divyezhek er c hentañ derez 4% 3% 3% 2% 2% 2,5% 1,7% Bro Ploermael Breizh 2,8% 2,2% 1% 1% 0% 03 04 05 06 07 08 09 10 11 Bro Ploermael eo ar vro eus Breizh-Uhel enni an dregantad uhelañ a skolidi divyezhek er c hentañ derez. A-us da geidenn Breizh emañ atav met dre m'eo chomet stabil ar c'hinnig war an dachenn ez eus bet kollet lañs gant ar vro. Dre frammoù etrekumunel Emdroadur an niver a skolidi dre framm etrekumunel 200 160 120 80 40 0 03 04 05 06 07 08 09 10 11 KK bro Josilin KK ar Porc'hoed 200 160 120 80 40 0 200 160 120 80 40 0 03 04 05 06 07 08 09 10 11 03 04 05 06 07 08 09 10 11 KK Ploermael KK Maoron ha Breselien KK bro Gwern-Porc'hoed Skeul Bevennoù etrekumunel Kelenn divyezhek ebet er gumuniezh-kumunioù KK Traoñ-an-Oud ha Lanvaoz (KKTOL)

Douget eo bet kresk ar vro gant K.K.bro Josilin betek 2009 gant 2 lec h divyezhek katolik bras : Gwegon, 18 vet lec h katolik e Breizh diwar 60 ha Josilin (22 vet). E Josilin ez eus c'hoarvezet un digresk bras en 2 vloaz diwezhañ : 32 skoliad nebeutoc h zo, da lavaret eo un 1/3 nebeutoc h eget 2 vloaz zo. En holl liveoù e stader an digresk-se. Abretoc h e tigresk er skol-gentañ zoken (abaoe 2008) eget er skol-vamm ma stader un digresk bras e 2010 (35 skoliad a oa er skol-vamm e 2009, 26 e 2010). Stabil a-walc h eo an niver a skolidi divyezhek e Gwegon abaoe 2005. Met touellus e c hall bezañ peogwir eo tuet da zigreskiñ er skol-vamm e Gwegon abaoe 2005 dres ha kresk zo en niver hollek a skolidi koulskoude. Techet e vo da zigreskiñ en distroioù-skol a zeu. Peuz stabil eo chomet an niver a vugale en tachennoù all. Feur ar c helenn divyezhek er c hentañ derez dre framm etrekumunel Distro-skol 2011 KK ar Porc'hoed KK Maoron ha Breselien 6,4% Skeul Bevennoù etrekumunel KK bro Josilin 12,5% KK Ploermael 1,1% Skol divyezhek ebet KK bro Gwern-Porc'hoed Nebeutoc'h eget 2% Eus 2% da 4% Eus 4% da 6% Eus 6% da 8% Eus 8% da 10% Eus 10% da 12 % Eus 12% da 14% En tu all da 14% KK Traoñ-an-Oud ha Lanvaoz (KKTOL) Tremen a reer eus unan eus dregantadoù uhelañ Breizh gant K.K.bro Josilin hag a zo d ar 6 vet renk a-live gant Gwengamp-Kumuniezh pe frammoù etrekumunel eus bro Tregerha-Goueloù (K.K.Kreiz Treger), d ar re izelañ gant K.K.Ploermael hag a zo e-touez an 10 diwezhañ 3, dindan keidenn Breizh (2,4%). K.K. Maoron eo ar framm etrekumunel m emañ en e uhelañ an dregantad a skolidi divyezhek er c helenn publik er Mor-Bihan. 3 Ur c hinnig zo e 62 DPKE diwar 140 e Breizh. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Ploermael Kalon Breizhondi Doare nevezet 2004-2011 Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 15 -

Dre gumun An niver a skolidi divyezhek 250 200 150 Redon Dinan 100 Ploermael 50 0 00 01 02 03 04 05 06 07 08 09 10 11 Peurstabil eo chomet an hentad divyezhek publik e Ploermael. Gant distro-skol 2011 (-9 skoliad) ez eus nebeutoc h a skolidi bremañ eget da vare an diagnostik diwezhañ ha nebeutoc h eget e Maoron. E-touez lec hioù bihanañ an hentad publik emañ Ploermael, krouet 17 vloaz zo koulskoude : 70 vet diwar an 79 lec h publik ; ha 128 vet diwar an 137 lec h divyezhek. 3 gwech muioc h a skolidi zo e skol Diwan Dinan pe e hentad divyezhek publik Redon, da skouer.

Diorren Skolidi kentañ derez - distro-skol 2011 Menieg Ar Govelloù An Drinded-Porc hoed Mozhon Brennieg 10,6% Leri Evriged Brieg- Maoron Maoron Gwiler-Porc hoed Konkored Skeul Landeliav Lannoez 15% Ar C hrav- Maloù-an- LaorañsTeir-Feunteun Ar Groez- 36% Helean Talbont Josilin Gwegon Gilieg Krugell Loiad 1,6% Neant Trec horanteg Gourhael Serent Helean Servant-an Ploermael Oud Killi Mousterdelav Mousterrin Roz- Andrev Chapel-Karozh Lizioù Karozh Abran Megerieg Bohal Gwioñvarc h Saint-Laorañs- Graeneg Plegadeg Kempenieg Rufieg Algam Ruvenieg Benion Porzh-Karozh Monteneg Nikolaz -ar-roz Maloù- Benion Gwern- Porc hoed Bevennoù etrekumunel Skolidi divyezhek Skolidi unyezhek DPKE ennañ ur skol divyezhek da nebeutañ DPKE hep skol divyezhek Kumunioù diskol Malastred Marc hell Kongar Gwegon zo er penn a-raok evit pouez ar c helenn divyezhek er boblañs skol : e Breizh emañ gant ar 7 vet plas evit an dregantad a skolidi divyezhek er c hentañ derez. Brasoc h eo dregantad ar skolidi divyezhek e Josilin eget e Pondi. Ploermael padal en em gav bremañ war-lerc'h Gwitreg krouet e 2007 hepken. Emdroadurioù keñveriet an niver gwir a skolidi divyezhek hag an niver lakaet da bal 400 350 300 Sifroù stadet Sifroù lakaet da bal e 2003 250 200 150 100 50 - Diouzh ar palioù bet lakaet e oa emdroadur ar c helenn divyezhek betek 2007, un tamm a-us zoken. Un tammig dilañs zo bet tapet goude-se betek digreskiñ kalz adalek 2009. Un dilañs -34% a stader e-keñver ar pal bet lakaet e 2011 evit ar vro. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Ploermael Kalon Breizhondi Doare nevezet 2004-2011 Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 17 -

Evit tizhout ar pal a 400 skoliad divyezhek a-benn 2015 e ranker adskoulmañ gant ur c hresk bloaziek par da geidenn ar vro etre 2000 ha 2006. (+16%). Ezhomm zo da zigeriñ lec hioù publik evit reiñ lañs en-dro, e Gwern-Porc hoed pe Malastred da skouer. Peadra a vefe da astenn ar c hinnig divyezhek e Ploermael o tigeriñ un hentad katolik ivez. Skoazellañ a rafe evit magañ ur gwir hentad divyezhek en eil derez. Kelenn brezhoneg Evel e 2003, n eus tamm tañva ebet er vro nag er c hentañ nag en eil derez. Evit ar vugale n emaint ket skoliataet en hentadoù divyezhek eo an tañva un doare da gaout un tamm darempred gant ar yezh koulskoude. Ar c helenn d an oadourien Ar c hentelioù kinniget d an oadourien distro-skol 2011 Menieg Ar Govelloù An Drinded-Porc hoed Mozhon Brennieg Evriged Gwiler-Porc hoed Brieg- Maoron Maoron Leri Konkored Ar C hrav- Maloù-an- LaorañsTeir-Feunteun Lannoez Loiad Helean Neant Trec horanteg Live 1 Live 2 Kumunioù gant ur c'hinnig Takadoù war-hed 10 km tro-dro Bevennoù etrekumunel Landeliav Gwegon Krugell Josilin Lizioù Gwioñvarc h Ar Groez- Helean Gilieg Servant-an Oud Killi Roz- Andrev Serent Bohal Talbont Ploermael Mousterrin Mousterdelav Chapel-Karozh Abran Plegadeg Kempenieg Gourhael Karozh Megerieg Saint-Laorañs- Graeneg Rufieg Algam Benion Porzh-Karozh Monteneg Ruvenieg Nikolaz -ar-roz Maloù- Benion Gwern- Porc hoed Malastred Marc hell Kongar N eo ket niverus an deskidi e-touez an dud deuet, 5 evit ar bloavezh-skol 2011/2012, pa geñverier gant an niver a zeskidi e-touez ar re yaouank (ouzhpenn 200 skoliad divyezhek). Danvez deskidi a zlefe bezañ e-touez kerent ar skolidi divyezhek el lec hioù divyezhek dibourvez gant kentelioù noz : Josilin, Gwegon ha Maoron.

Kinnig a ra ar gevredigezh Skol Louarn kentelioù e Ploermael, evel e 2003. N eus ket a zeraouidi. Ur strollad 5 den a adkaver d ur bloaz d egile tamm pe damm. Kentelioù zo bet digoret e 2011 diwar atiz un hinienn e Chapel-Karozh, harpet gant ar gevredigezh Bemdez eus Gwened. Emdroadur an niver a zeskidi er c hentelioù noz dre gumun 50 40 30 20 Dinan Maloù Ploermael 10 0 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 2010 2011 Kalz nebeutoc h a zeskidi zo er vro eget e bro Dinan (35) pe bro Maloù (30) da skouer. N eus bet aozet staj ebet er vro evel e 2003. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Ploermael Kalon Breizhondi Doare nevezet 2004-2011 Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 19 -

Klozadur war an deskadurezh Lañs zo bet gant ar vro war dachenn ar c helenn divyezhek betek 2006 ; un tamm a- us da balioù bet lakaet en diagnostik kentañ e oa ar vro zoken. Douget eo bet kresk ar c helenn divyezhek gant al lec hioù katolik en ur vro ma vez ar muiañ niver eus ar skolidi skoliataet er c helenn prevez. Koulskoude, stadañ a reer un diouer a startijenn el lec hioù katolik er 5 bloaz diwezhañ. Daoust d an dilañs-se e chom bras pouez ar c helenn divyezhek e takadoù zo : er vro emañ unan eus ar frammoù etrekumunel, K.K. bro Josilin, m emañ en e uhelañ an dregantad a vugale skoliataet er c helenn divyezhek er c hentañ derez gant 12,5%. Un diouer a lusk a verzer war dachenn an diorren ivez : n eus bet savet lec h nevez ebet abaoe 2003. Araokadenn nemeti ar vro zo bet an hentenn gatolik digoret e skolaj Josilin e 2006. Eus tu ar c helenn publik e kaver lusk e Maoron abaoe 2008 pa oa stabil-tre betek-henn. Padal e tigresk an hentenn bublik e Ploermael, anezhi kêr bennañ ar vro. Er maez eus ar c helenn divyezhek n eus ket a gentelioù brezhoneg er skol evel ma vez e bro Maloù pe e bro Redon da skouer : evel e 2003 n eus tamm tañva ebet kinniget er vro nag er c hentañ nag en eil derez. N eo ket diorroet ar c helenn d an oadourien er vro daoust ma'z eus bet digoret un eil lec h kentelioù e distro-skol 2011, er Chapel-Karozh. Daoust d an danvez deskidi gant kerent ar skolidi divyezhek n eus ket kalz a zeskidi er vro.

Ar vuhez foran Oberourien ar politikerezh yezh er vro Gallout a ra pep strollegezh foran ober gant ar brezhoneg er vuhez foran. Hervez lezenn eo ret implijout ar galleg met ne vir ket a implijout ar yezhoù rannvro e-kichen ar galleg er vuhez foran. Gallout a ra ar strollegezhioù lec hel mont en tu all d o barregezhioù ret ouzhpenn-se : n he deus ket ar Rannvro ur varregezh war ar sevenadur da skouer met kas a ra ur politikerezh sevenadurel da benn daoust da se. Departamant ar Mor-Bihan Dister eo chomet plas ar yezh war hentoù departamant ar Mor-Bihan e-pad pell. Kuzul-departamant ar Mor-Bihan en deus divizet e miz Du 2004 staliañ ur panellerezh heñchañ divyezhek war e rouedad hentoù. Ul lamm war-raok eo bet an emdroadur-se. Staliet eo bet ar panelloù divyezhek kentañ e-kreiz 2005. Ar budjed gouestlet d ar brezhoneg Estreget divyezhekaat e banellerezh-hent e kendalc h ar C'huzul-departamant da reiñ skoaziadennoù. Bihanoc h e chom budjed ar Mor-Bihan evit ar brezhoneg eget hini Penn-ar-Bed. Un tamm brasoc h eget hini Aodoù-an-Arvor eo. Evit ar bloavezh 2010 e sav ar sammadoù 4 da 2,52 dre annezad e Penn-ar-Bed, 0,52 er Mor-Bihan ha 0,49 en Aodoù-an-Arvor. Stabil eo ar sammad-se e-keñver 2004. Kresket eo ar budjed gouestlet d ar brezhoneg met poblañs an departamant ivez. 4 Hep kemer e kont budjed ar panellerezh. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Ploermael Kalon Breizhondi Doare nevezet 2004-2011 Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 21 -

Emdroadur dispignoù an departamant evit ar yezh (e ) 450 000 400 000 350 000 300 000 250 000 200 000 150 000 100 000 50 000 0 2003 2004 2005 2006 2008 2009 2010 Kresket eo budjed an departamant gouestlet d ar yezh eus 26,6% etre 2003 ha 2010. Da dremen 430 000 a euroioù e save ar budjed evit ar bloavezh 2009. Un digresk zo bet e budjed 2010 (hollek eo an digresk en departamantoù, war bouez e Penn-ar-Bed ma chom stabil c hoazh). An 3/4 eus ar budjed-se a dalvez da harpañ ar c helenn brezhoneg (kelenn divyezhek ha kelenn d an oadourien), well-wazh. Kevrat bro Ploermael Ar vro Kevratoù liesvloaziek (evit ar marevezh 2006-2012) a oa bet sinet gant ar broioù hag ar rannvro e 2006. Ganto e vez steuñvekaet politikerezhioù ar Rannvro hervez an tiriad. Tri goload a ya d ober ar c hevratoù bro. An eil goload («frammadurezh rannvroel/lec'hel») a denn da raktresoù kendivizet etre ar sinerien ; danvez ar C hevratoù eo. Gallet o deus ar broioù ouzhpennañ raktresoù en ur implijout an trede goload («frammadurezh lec'hel») a denn da raktresoù n int ket termenet en a-raok er c hevratoù. An hent kinniget dezhe gant ar C huzul-rannvro e oa evit harpañ raktresoù lec hel a denn d ar yezh (staliañ panelloùheñchañ divyezhek, sevel klasoù pe skolioù divyezhek, h.a.). Prezidanted broioù Breizh a oa bet kelaouet eus an dra-se dre ul lizher gant Prezidant ar Rannvro e deroù 2008. Met n o deus ket ar broioù, ha bro Ploermael en o zouez, implijet kalz ar c hallusted-se. Embannet he deus ar Rannvro adarre he youl da lakaat ar broioù d ober evit ar brezhoneg oc h embann ur sturlevr pleustrek da ziorren ar yezhoù e raktresoù ar c hevratoù Rannvro/Bro. Broudet eo ar broioù gant ar Rannvro, da ziorren ar yezh en o raktresoù. Ne oa ket meneget ar yezh e kevrat bro Ploermael sinet gant ar Rannvro e miz Du 2006 (n eus nemet e bro Gerne eo bet miret ar chanter 9, hini ar politikerezh yezh). Met kroget e oa ar broioù da adwelet ar c hevratoù e 2009. Merket eo er stagadennoù e-touez ar pennaennoù e vo talvoudekaet ha brudet yezhoù Breizh. E stagadenn kevrat bro Ploermael (degemeret gant ar Rannvro e Genver 2010) eo meneget ar brezhoneg pe yezhoù Breizh e 7 raktres diwar 19. En darn vrasañ anezho (4

diwar 7) e vo arc hantaouet ar raktres gant ar Rannvro gant ma vo talvoudekaet ar brezhoneg er raktres. N eo ket termenet mat peseurt obererezh a gemero ar brezhoneg e kont c hoazh. Ken stank eo ar raktresoù gant ar brezhoneg e kevrat bro Ploermael hag e bro Montroulez ha stankoc h eget e bro Pondi (5/12) pe bro Kêr-Wened (1/18) Oberoù ar strollegezhioù lec hel Evel ma oa bet stadet en diagnostik diwezhañ, ne ra ket nemeur strollegezhioù lec hel ar vro gant ar yezh er vuhez foran daoust d an dregantad a skolidi bezañ uhel e K.K. bro Josilin da skouer. Kumun ebet n'eo krog da gemer e kont pouez ar c helenn divyezhek, er c hontrol diouzh ar pezh a c hoarvez e Bruz, e bro Roazhon pe gant kêr Redon da skouer. Bro Ploermael eo unan eus an 12 bro ma n eus siner ebet d ar garta Ya d ar brezhoneg da skouer. Klozadur war ar bed foran Cheñchet kalz eo endro yezhel ar vro abaoe an diagnostik kentañ dre diviz departamant ar Mor-Bihan da staliañ ur panellerezh-hent divyezhek er rouedad hentoù meret gantañ. Er maez eus ar panelloù divyezhek war hentoù an departamant avat n eo ket aet an traoù war-raok er c humuniezhioù-kumunioù pe er c humunioù. Koulskoude gant kresk ar boblañs divyezhek e teu ezhommoù nevez, evel lakaat war wel ar brezhoneg er maez eus ar skol. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Ploermael Kalon Breizhondi Doare nevezet 2004-2011 Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 23 -

Bed ar vugaligoù Ar gevredigezh keodedel Servijoù d an dud Evel e 2004 n eus magouri vrezhonek ebet er vro. Evit ar poent n eus bet renablet magerez ebet a rafe war-dro ar vugale e brezhoneg kennebeut. Dudi evit ar vugale Kemer a ra perzh holl skolioù divyezhek ar vro e troiadoù aozet gant Daoulagad Breizh. Holl skolidi divyezhek ar vro a gemer perzh enno, evel e bro Redon (e Breizh e sell an troiadoù-se ouzh an ¾ eus skolidi divyezhek ar c hentañ derez). Er maez eus an abadenn-se e chom ar vuhez sevenadurel e brezhonek da sevel er vro. Ne vez ket degemeret strolladoù c hoariva da skouer pe ne vez ket aozet ar Skrivadeg kennebeut. N eus na kreizenn vakañsoù, na kreizenn dudi e-kerzh ar sizhun d ar Merc her nag e- kerzh ar vakañsoù bihan. Mediaoù Skignet e vez 2e50 a abadennoù skingomz bep sizhun er vro (40 munut zo abadennoù adskignet) pa veze skignet 4 eur en diagnostik diwezhañ (1e17 a oa abadennoù adskignet). Staliet eo Plum FM er vro e Serent. Ne vez produet abadenn vrezhoneg ebet gant ar skingomz-se, met skignet e vez abadennoù Radio Bro Gwened : ne vimp ket pilet evit komz ha kentelioù brezhoneg (1e45 pep sizhun hag 2 eur o kemer e-kont an adskignadennoù). Skignet e veze 2 abadenn Radio Bro Gwened e 2004 dija, 2 eurvezh bep sizhun. Resev a ra programmoù France Bleu Armorique gant 3 frekañs er vro. Produet ez eus un abadenn 25 munut, nebeutoc h eget en diagnostik kentañ pa veze produet un abadenn 1e17 e 2004. Skignet e vez 50 munud bep sizhun (adskignet eo an abadenn 1 wezh). Marc had al labour E-kerzh nevezamzer 2006 hor boa savet un enklask war Ar postoù-labour hag ar brezhoneg. Savet e oa bet ur c houlennaoueg enni tri c hraf pennañ : stad an traoù d ar 1 añ a viz Genver 2006 (an niver a bostoù-labour a oa enno brezhonegerien evit implijoù hag a c houlenn un anaoudegezh bennak eus ar yezh), ar pezh a c hellfe bezañ (an niver a bostoù a vefe mat kaout brezhonegerien enno met zo tud divrezhonek enno), ar pezh a c hellfe bezañ a-benn 2010.

Bewezh ez eo an niver a bostoù-labour kevatal da implijoù leunamzer (KILA) zo bet goulennet ; kement-se a dalvez eo brasoc h c hoazh an niver a dud implijet, dre ma labour lod anezho darnamzer. N'eus nemet dre ar c'helenn e c'haller labourat e brezhoneg er vro. Renablet e oa bet 8,4 post KILA e 2006, evel e bro Redon. Ne zlefe ket bezañ kresket an niver a bostoù abaoe rak n eo ket bet ledanaet ar c hinnig er vro. An armerzh E 2011 e oa bodet 652 a oberourien gevredigezhel hag armerzhel (hiniennoù ha frammoù nann-publik anezho). Kinnig a ra an Ofis d ar sinerien kas oberoù resis da benn. Evel-se, abaoe 2007 e c hall ar sinerien brevez mont war-zu ul label e-giz ma vez graet gant ar strollegezhioù foran abaoe 2004. Dasparzh sinerien Ya d ar brezhoneg dre gumun Mae 2011 Skeul Ar Govelloù Bevennoù etrekumunel Josilin Loiad 2 Gilieg Roz- Andrev Siner ebet Kumun enni 1 siner Kumun enni etre 2 ha 5 siner Kumun enni etre 6 ha 10 siner Rufieg 7 siner a zo er vro evel e 2004. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Ploermael Kalon Breizhondi Doare nevezet 2004-2011 Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 25 -

Klozadur implij ar brezhoneg er gevredigezh keodedel An darvoud nemetañ aozet er vro eo an droiad tresadennoù-bev kenurzhiet gant Daoulagad Breizh ha Dizale. N eus ket a lusk diabarzh evit aozañ ur c hinnig dudi. Danvez zo da ziorren ar yezh war dachenn bed ar vugaligoù hag hini an dudi evit ar vugale koulskoude. Sklaer eo pa weler pouez ar c helenn divyezhek er vro. N eus ket a vuhez sevenadurel vrezhonek er vro c hoazh hag un diouer a frammoù kevredigezhel a stader.

Klozadur Treiñ a ra buhez ar yezh en-dro d'ar c helenn divyezhek er vro. Bras eo he fouez e takadoù zo, met santout a reer un diouer a lañs er 5 bloaz diwezhañ hag un diouer a lusk e Ploermael dreist-holl. Er maez eus ar skol ne vez ket kemeret ar yezh e kont, paneve war an hentoù-departamant. Un diouer a servijoù d an dud a zo, war dachenn ar vugaligoù da skouer. Dibarderioù bro Ploermael E bro Ploermael e tro buhez ar brezhoneg en-dro d'ar skol. Paneve diviz Kuzuldepartamant ar Mor-Bihan da staliañ panelloù heñchañ divyezhek e 2004 e vije chomet bevennet ar brezhoneg e 4 skol. N eus netra e-keñver tañva pe danvez dibab ha treut a-walc h eo ar c helenn d an oadourien c hoazh. Er maez eus ar c helenn ha bezañs ar yezh war hentoù an departamant ne zeu ket ar brezhoneg war wel : n eus kreizenn dudi ebet evit ar vugale, magouri ebet gant un degemer e brezhoneg. En tiez-kêr hag er c humuniezhioù-kumunioù ne vez ket kemeret e kont lañs ar c helenn divyezhek evit poent. N eo ket bet diorroet ar c hinnig kelenn divyezhek abaoe 2003 ha koulskoude eo aet an traoù war-raok. Berzh a ra ar c helenn divyezhek : gant 12,5% eus ar skolidi er c helenn divyezhek emañ K.K.bro Josilin e-touez feurioù uhelañ Breizh ha feur uhelañ skolidi divyezhek publik ar Mor- Bihan eo hini K.K. Maoron. Danvez zo neuze met sac het eo bet an diorren abaoe 2003 er 1 añ derez. An araokadenn nemeti e-keñver an diagnostik kentañ zo ar c hendalc h en eil derez abaoe 2006 gant an deskadurezh katolik. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Ploermael Kalon Breizhondi Doare nevezet 2004-2011 Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 27 -

Derc hel soñj... Sifroù pennañ 3 de bro Breizh-Uhel eo bro Ploermael (1,5%) evit an dregantad a vrezhonegerien er boblañs, goude bro Brieg (3%) ha bro Roazhon (1,7%). Etre 750 ha 1 000 brezhoneger zo er vro. 213 deskard zo er vro e 2011/2012 pa oant 180 e 2003/2004. N eo ket aet ar c hinnig war-raok er 1 añ derez abaoe 2003. Gant 208 skoliad e distro-skol 2011 emañ ar vro er 14 vet plas (bro Redon zo tremenet dirazi). K.K. bro Josilin zo er 5 vet plas evit feur ar skolidi divyezhek er c hentañ derez e Breizh hag er plas kentañ er Mor-Bihan : 12,5% e distro-skol 2011. K.K.Maoron eo ar framm etrekumunel ma vez an dregantad a skolidi divyezhek er c hentañ derez publik en e uhelañ er Mor-Bihan. N eus tamm tañva ebet nag er c hentañ nag en eil derez. 2 lec h deskiñ zo evit an oadourien : unan e Ploermael hag a oa e 2003 c hoazh hag unan nevez-digoret er Chapel-Karozh. N eus ti-kêr ebet bet sinet Ya d ar Brezhoneg gantañ Renablet e oa bet 8,4 post KILA e 2006, an holl er c helenn divyezhek ; stabil eo chomet e 2011 gant emdroadur ar c helenn divyezhek 7 siner zo d'an Emglev Ya d ar Brezhoneg.

Ar brezhoneg en deskadurezh Tuioù kreñv Tuioù gwan Skoilhoù Erbedadennoù Berzh ar c helenn divyezhek : gant 12,5% eus ar skolidi er c helenn divyezhek emañ K.K.bro Josilin e-touez feurioù uhelañ Breizh. Feur uhelañ skolidi divyezhek publik ar Mor-Bihan eo hini K.K. Maoron. Kendalc het e vez gant ar c helenn divyezhek en eil derez katolik abaoe distro-skol 2006 Lec h nevez ebet er 1 añ derez divyezhek abaoe hini Josilin (2003). Ne emdro ket an niver a skolidi divyezhek e Ploermael N'eus ket a dañva. Treut eo ar c hinnig kelenn d an oadourien Ar brezhoneg er vuhez foran N eus ket gant departamant ar Mor- Bihan ur stignad kizidikaat ar vugale ouzh ar brezhoneg er skolioù publik evel m eo bet lakaet e plas gant Kuzuldepartamant Penn-ar- Bed. Digeriñ lec hioù publik evit reiñ lañs en-dro : e Gwern-Porc hoed pe Malastred. Diorren ar c hinnig divyezhek e Ploermael. Digeriñ ur skol Diwan er vro. Staliañ an tañva e skolioù ar 1 añ derez Kaout ur framm a vicher evit ar c helenn d an oadourien Tuioù kreñv Tuioù gwan Skoilhoù Erbedadennoù Aet eo plas ar brezhoneg war-raok er vuhez foran a- drugarez da ziviz KD 56 da staliañ panelloù divyezhek war an hentoùdepartamant En tiez-kêr hag er c humuniezhioùkumunioù ne vez ket kemeret e kont lañs ar c helenn divyezhek evit poent Ar brezhoneg er vuhez keodedel N eus ket brezhoneg war an hentoù-stad En em harpañ war lañs ar yezh er c helenn evit sevel politikerezhioù yezh en tiez-kêr. Kaout un ti-kêr bet sinet Ya d ar brezhoneg gantañ Tuioù kreñv Tuioù gwan Skoilhoù Erbedadennoù Holl skolioù divyezhek ar vro a gemer perzh e troiad tresadennoù-bev Daoulagad Breizh-Dizale Magouri ebet Kinnig ebet evit an dudi (bugale pe tud deuet) Bruzunet eo ar bed kevredigezhel ha n eo ket micherelaet. Ezhomm muioc h a skoazell gant ar strollegezhioù evit sevel raktresoù Krouiñ ur vagouri gentañ e Josilin da skouer. Diazezañ ur greizenn dudi evit ar vugale enni obererezhioù sizhuniek koulz ha kampoù vakañsoù Liammañ ar vro ouzh an intrudu a vez tapet e lec h all : degemer ar Redadeg, ar skrivadeg er vro da skouer. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Ploermael Kalon Breizhondi Doare nevezet 2004-2011 Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 29 -

Ar gallaoueg e bro Ploermael Ar c hallaouegerien Diaes eo priziañ an ober gwirion gant ar gallaoueg er gevredigezh peogwir e c hall cheñch ar c hallaouegerien ingal etre ar gallaoueg hag ar galleg e-kerzh ar memes kaozeadenn. Degaset en doa an enklask kaset da benn gant an EBSSA e 1999 roadennoù diwarbenn an ober gant ar gallaoueg e-touez an oadourien, dre oad ha dre lec h annez da skouer. Renablet ez eus en tu all da 32 000 yezher deuet d o oad e Breizh. Disheñvel eo an ober diouzh al lec h annez. Un tamm izeloc h eo dregantad ar yezherien e reter ar Mor-Bihan (1,6%) hag el Liger-Atlantel eget en Il-ha-Gwilen (2%). Diwar an elfennoù-se e c haller istimañ an niver ar c hallaouegerien e-tro 1 000 yezher well-wazh e 1999 e bro Ploermael Koshaat a ra an dud a gomz gallaoueg. En tu all da 50 vloaz e oa an 3/4 anezho e 1999 c hoazh ha tost an hanter a oa koshoc'h eget 65 bloaz e 1999. 10% a oa dindan 30 vloaz hepken. Diouzh roadennoù an EBSSA dre oad e c haller brasjediñ e vefe ouzhpenn 25 000 den a gomzfe gallaoueg e Breizh e 2009. Evel e pep lec h e tle bezañ diskennet feur ar yezherien e bro Ploermael abaoe 1999 (war-dro 1%). Ar c helenn Bro Ploermael zo unan eus broioù Breizh ma vez kelennet un tamm gallaoueg. Er c hentañ derez Un tañva d ar gallaoueg a vez kinniget e 3 c humun gant ar gevredigezh Dihun Breizh e skolioù prevez : e Ploermael (er skol-vamm, e 2 glas gant 1 abadenn 45 munut sizhuniek a- hed ar bloavezh), e Servant-an-Oud (e 4 klas eus ar re vihan betek ar c has etre KE2/CM2 e-pad ar bloaz) hag e Konkored (10 abadenn). Sellet a rae an tañva-se ouzh 150 skoliad e 2009/2010, da lavaret eo tost an 1/2 eus ar skolidi o deus bet seurt abadennoù en departamant (376 a oa er Mor-Bihan). En eil derez Bro Ploermael eo ar vro nemeti e Mor-Bihan gant ur c hinnig en eil derez. N eus tamm kinnig ebet ken er skolajoù abaoe 2009 m eo bet serret an eurioù kelenn e skolaj Maoron. Chom a ra 1 lise publik (Gwern-Porc hoed) ennañ kentelioù. 41 lisead a heuilh ar c hentelioù e 2011/2012, ha 32 anezho er c hlas termen, da lavaret eo lise Gwern an eil lise e Breizh ma vez ar muiañ a zeskidi (goude lise publik Loudieg). Kelenn d an oadourien Kentelioù sizhuniek evit an oadourien zo kinniget e 2011 gant Dihun Breizh e Ploermael. 6 den a oa enskrivet evit ar bloavezh 2011/2012

Ar gallaoueg er vuhez foran 19. Er stagadenn d ar gevrat Bro-Rannvro, ez eus anv eus ar gallaoueg e 5 raktres diwar Klozadenn : unan eus ar broioù ma vez kelennet gallaoueg Koshaat a ra an dud a gomz gallaoueg : digresket eo an niver a yezherien abaoe ar roadennoù diwezhañ e 1999. Chom a ra diaes priziañ an ober gwirion gant ar gallaoueg dre ma ne vez ket emskiantek ar c hallaouegerien atav ez eo gallaoueg a gomzont. Diwar atiz ar bed kevredigezhel ez eus kinniget un tañva e 3 skol brevez. Bro Ploermael eo ar vro nemeti e Mor-Bihan gant ur c hinnig en eil derez : er vro e kaver an eil lise ma kaver ar muiañ a liseidi o teskiñ gallaoueg. Bro Ploermael eo unan eus broioù Breizh ma vez kelennet ar gallaoueg koulz evit ar vugale hag an oadourien. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Ploermael Kalon Breizhondi Doare nevezet 2004-2011 Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 31 -

Stagadennoù Sifroù ar c helenn divyezhek dre gumun ha dre live Distro-skol 2011 Bloavezh krouidigezh al lec'h kentañ Skol-vamm Skol-gentañ Skolaj Lise Hollad Gwegon 2000 26 44 70 Josilin 2003 29 40 13 82 Maoron 2000 24 11 35 Ploermael 1994 9 12 21 Bro Ploermael 88 107 13-208 Sifroù ar c helenn divyezhek dre gumun ha dre hentad Distro-skol 2011 Bloavezh krouidigezh al lec'h kentañ Diwan Publik Prevez Hollad Gwegon 2000 - - 70 70 Josilin 2003 - - 82 82 Maoron 2000-35 35 Ploermael 1994-21 21 Bro Ploermael - 56 152 208 Feur ar c helenn divyezhek dre gumun ha dre live e 2011/2012 Bloavezh krouidigezh al lec'h kentañ Skol-Mamm Skol-gentañ Ishollad Kentañ derez Skolaj Lise Hollad Gwegon 2000 34,7% 37,0% 36,1% - - 36,1% Josilin 2003 16,7% 14,0% 15,0% 2,30% - 6,8% Maoron 2000 17,3% 5,8% 10,6% - - 5,8% Ploermael 1994 1,9% 1,5% 1,6% 0,0% - 0,6% Bro Ploermael 2,9% 2,4% 2,6% 0,4% 0% 1,6% Feur ar c helenn divyezhek dre gumun ha dre vloavezh er c hentañ derez Bloavezh krouidigezh al lec'h 1999 2000 2001 2002 2003 2004 2005 2006 2007 2008 2009 2010 2010 kentañ Gwegon 2000-21,2% 23,0% 33% 36% 39,3% 36,9% 36,2% 35,5% 35,2% 35,9% 39,4% 36,8% Josilin 2003-0,0% 0,0% 0% 9% 10,2% 13,7 % 15,4% 17,1 % 16,0% 14,6% 12,2% 15,0% Maoron 2000-6,8% 7,10% 10,1 % 9% 7,0% 9,7 % 8,7 % 6,3% 5,5% 6,7 % 8,7% 10,6% Ploermael 1994 3,5% 2,9% 2,90% 2,7 % 3% 2,5% 2,0% 2,6% 2,6% 2,6% 2,5% 1,6% 1,6% Bro Ploermael 0,6% 1,4% 1,5% 1,9% 2,5% 2,7 % 2,9% 3,0% 3,0% 2,8% 2,6% 2,5% 2,6%

Levrlennadur BAUDEQUIN I., Genver 2008. L évolution de la population des 21 pays bretons de 1999 à 2005. Octant, Roazhon, 111, 17-21. BROUDIC Fañch, Meurzh 2009, Parler breton au XXIe siècle, le nouveau sondage de TMO-Régions, Emgleo Breiz, 208 p. Contrat Région-Pays de Ploermael 2006-2012-Avenant 2009, 77 p. EBSSA (emb.), Gwengolo 2003. L espace breton. Les dossiers d Octant, Roazhon, 45, 152 p. GREF Breizh (emb.), Mezheven 2007. Tableau de bord emploi-formation par pays - Roazhon, 44 p. Ministrerezh an deskadurezh Stad (emb.), Ebrel 2008. Projet de programmes de l école primaire. Pariz, 55 p. Ofis ar Brezhoneg (emb.), 2007. Ar brezhoneg e-kreiz ar roudour Eil danevell hollek war stad ar brezhoneg. Roazhon, 135 p. Ofis ar Brezhoneg (emb.), 2004. Diagnostik war stad ar brezhoneg e bro Ploermael, 19 p. Mammennoù Bro Ploermael Brudañ ha Skignañ Daoulagad Breizh Dihun Breizh Div Yezh France 3 Bretagne Kuzul-departamant ar Mor- Bihan Plum FM Radio Bro Gwened Rannvro Breizh REGEK ar Mor-Bihan Rektoriezh Roazhon Renerezh servijoùdepartamant an deskadurezh-stad. Diagnostik stad ar brezhoneg e bro Ploermael Kalon Breizhondi Doare nevezet 2004-2011 Ofis Publik ar Brezhoneg, Arsellva implij ar yezhoù - 33 -