14 Kenfeurelezh, dregantadoù I. Kenfeurelezh 1. Prizioù Un euro eo priz pemp madig. Peurleugn an daolenn-mañ pa ouzer na vo distaol ebet war priz ar madigoù ma prenez meur a hini. Sav ur grafik hag a ziskouez kement-mañ. hel a-blom: priz e (2 cm evit 1 ). hel a-c hourvez: an niver (0,5 cm evit 1 madig). Petra a c hellez merzout? Lâret e vo ez eo... ar priz gant an niver a vadigoù prenet ; 1 eo... an daolenn. 5 Diwar ar grafik, lenn : priz 10 madig. an niver a vadigoù a vo evit 4. Niver 1 5... 25 Priz... 1 3... Dizoleiñ 2. Peurleugn an taolennoù kenfeurelezh-mañ Hep ober gant ur c henefeder : En ur ober gant ur c henefeder da gavout : 4 2 6 3 15 36 8 2 7 9 5 20 II. Dregantadoù 3. Hervez enklaskoù an Télégramme (1997) Setu ur sontadeg bet graet gant an Télégramme diwar-benn ar brezhoneg, hag ar fed kelenn anezhañ (ha gantañ) pe get. Sav un diagram dre vannoù a ziskouez kementmañ. Sav un diagram kelc hiek, goude bezañ jedet ar c hornioù kenglot gant an dregantadoù. Tud a-du a-enep neptu hollad Dregantad 80 % 8 % 12 % 100 % 112
14 Kenfeurelezh, dregantadoù 4. Energiezh : kavout un % Setu un daolenn hag a ziskouez ar produiñ tredan e-keñver e orin (nukleel, klasel, stankelloù) e ro-c hall abaoe 1938. E TW/h (terawatt dre eurvezh) eo an disoc hoù. Kloka an hollad. dsav an hevelep taolenn gant dregantadoù, evit pep bloavezh. Skouer e 1975 : hollad e % = 100 % hollad e TW/h = 178,5 Evit kavout an dregantad evit pep doare produiñ ez po da 100 liesaat an niver a TW/h dre. 178,5 Evit an nukleel e raio 9,77 % ( teus ket met gwiriañ!). Sav ur grafik a ziskouez emdroadur pep doare produiñ e dregantadoù a-hed ar bloavezhioù. (lak an holl ditouroù war an hevelep grafik gant livioù disheñvel!). loavezh termek nukleel termek klasel stankelloù hollad 1938 0 10,4 10,3 1950 0 17 16,2 1960 0,13 31,64 40,5 1970 5,15 78,95 56,6 1975 17,45 101,17 59,8 178,5 1980 57,94 118,84 69,8 1985 213,1 52,1 63,4 1990 297,9 45,2 57 1995 358,8 36,8 75,8 1996 378,2 41,7 69,9 1997 375,9 37,8 67,2 1998 368,5 52,7 65,8 1999 375 48,5 76,5 Dizoleiñ 5. Ober gant un dregantad War zigresk ez a prizioù produioù ur stal. 5% a zigresk a zo war bep danvez. Setu priz orin un nebeud anezho. Jed digresk pep priz. Penaos e rez? Jed ar priz nevez. Penaos kavout war-eeun ar priz nevez diwar ar priz orin? Danvez C D E Priz 200 500 120 750 150 III. Kenfeurelezh ha skeul 6. riana Setu luc hskeudenn maketenn riana 5, ur fuzeenn krouet gant Europa. Lakomp ez eo 57 m he uhelder gwirion. Muzul uhelder ar wern-vannañ, al loarell, an estaj-buanaat hag hini ar penn-estaj. Sav un daolenn a seurt-se ha leugn an eil linenn. Klask kavout un doare da jediñ muzulioù gwirion riana 5 (implij ul liesaer!). Tu zo ivez da gavout muzulioù an dresadenn dre ar muzulioù gwir! Implij al liesaer «kontrol»! r SKEUL an hini eo. 7. pollo Uhelder Fuzeenn koef estaj-buanaat penn-estaj Muzul gwirion (m) Muzul treset 57 7,37m Setu pollo hag e LEM, ur glozenn-spas hag a zo bet graet ganti evit mont war al Loar er bloavezhioù 1970. Kav skeul an dresadenn. (Pet gwech eo bet bihanaet?) 17,58 m 3,23 m 6,98 m 113
1. Setu un daolenn Kenfeurel eo roadoù an div linenn pe n int ket? 2 4 6 6. Marc h-houarn Priz orin = 130 euro Priz nevez = 120 euro Kav an distaol e euroioù. Peseurt dregantad a zistaol a zo war ar priz orin? 5 10 16 2. Setu un daolenn genfeurelezh 4? 8? 7? 5 7? 9? 12 Peseurt liesaer a lak da leuniañ an eil linenn? Kloka an daolenn neuze; penaos mont eus an eil linenn d eben? Sav ur grafik hag a ziskouez kement-mañ. 3. Kav an niver a vank en daolenn genfeurelezh-mañ 4. Skoulmadig 4 3 7? 7. Jed gant an dregantadoù kinniget : a = 12 % eus 75 kg b = 5 % eus 5 euro c = 0,8 % eus 15 000 tonenn d = 125 % eus 78 euro Petra a soñj dit? 8. Lenn ur gartenn hent Setu un tamm eus ur gartenn hentoù en-dro da lijidi (22) a skeul «1/25000». Petra a dalvez 1 cm war ar gartenn-se? Muzul an hed treset etre ar poent hag ar poent (e cm). Petra eo hirder gwirion ar segmant []? Pet km a vo ret d un den ergerzhout a-benn tizhout diouzh : - dre an hentoù? - a-dreuz-kaer? 30 euro eo priz ur boked 15 rozenn. Jed priz ur boked 10 rozenn. 5. Jed tizh un den hag a red 2 km e-pad 10 min (e km dre eurvezh) 114
9. rasaat tresadenn un ti-savour Ober a ra gant ur skeul a «1,5». Setu un daolenn hag a ziskouez ment un nebeud lodennoù war an dresadenn orin. Lodennoù a b c d e f g Mentoù orin e cm Mentoù nevez e cm 3 10 7 2,5 8 14 9??????? 9 4 7 36 4 12 0,3 0,5 0,1 1 0,6 9 Peurleugn linenn mentoù e dresadenn nevez. Sav ur grafik hag a ziskouez kement-mañ. 10. Evit pep taolenn, lâr hag-eñ e tiskouez un darvoud a genfeurelezh pe get (displeg) 12. Grafikoù Setu roadoù e-keñver roadoù war ur grafik. Evit pep degouezh, lâr hag-eñ ez eo kenfeurel roadoù gant roadoù, ha displeg perak. 5 2,5 10 15 25 4 2 8 12 20 degouezh 1 1 3 10 5 7 7 21 70 40 50 2 1 3 4 10 9 4,5 13 18 45 degouezh 2 8 32 56 72 24 1 4 7 9 3 11. Leugn pep taolenn genfeurelezh-mañ 2 8 15 degouezh 3 7 14 72 3 4 7 9 14 0,9 115
13. Gant da jederezig Setu un daolenn genfeurelezh da leuniañ. 8 12 1 7 13 10 11 18 5 4 2 0 20 Klask dre peseurt kenefeder eo ret liesaat al linenn gentañ a-benn leuniañ an eil linenn. Gra gant oberataer digemm da jederezig evit jediñ ha leuniañ anezhi, ar buanañ ar gwellañ. 14. Lenn ur grafik Leugn an daolenn diwar ar grafik e-kichen. 12 16. Euro nevez E ro-utopia zo bet un dispac h! remañ e talvez 5 euro kement ha 1 utop. Jed e utopioù priz ur vantell hag a goust 53,50 euro. Jed e utopioù priz ur re votoù hag a goust 12,50 euro. Pet euro e koust ur roched 149,5 Utop he friz orin? Sav ur grafik a-benn diskouez prizioù e utopioù e-keñver ar prizioù e euroioù. 17. Paotred ha merc hed 2 0 0 1 2 3 4 8 plac h ha 12 paotr zo er 6 vet orañjez. Jed an dregantad a verc hed hag an dregantad a baotred a zo er c hlas. 18. Chas 1 3,5 4 12 Diwar 27 ki ez eus 5 labrador, 2 douar-nevez hag ar peurrest zo golden retriever. Jed an dregantad a chas e pep rummad. 15. Feurmiñ ur c harr-tan Setu amañ 4 embregerezh hag a feurm kirri-tan. Gant Netraken e paeer 30 euro an devezh. Gant Dawelet e paeer 15 euro an devezh, ha 0,20 euro dre gm. Gant Tostigdost e paeer 10 euro an devezh, ha 0,30 euro dre gm. Gant Difiñv e paeer 0,75 euro dre gm graet. Peseurt embregerezh a zo kenfeurel ganti ar priz hag an niver a gilometradoù graet? Evit pep embregerezh, sav un daolenn hag a ziskouez pegement e vo da baeañ goude 5, 10, 20, 30, 50 ha 90 km ergerzhet er memes devezh. Sav ur grafik evit ar pevar degouezh gant pep a liv disheñvel. 19. Kezeg-houarn 880 euro e koust ur VTT dreistordinal! Divizet z eus bet diskenn ar priz eus 100 euro. Petra eo ar priz nevez? Peseurt dregantad a zistaol zo bet graet war ar priz orin? Petra eo dregantad ar priz nevez e-keñver ar priz orin? 20. Park Eostet ez eus bet 50 % eus ur parkad 12 ha. Peseurt kevrenn eus ar park a zo bet eostet? Pet hektar? 116
21. Planken dre lien 25 % eus ur planken dre lien kozh-noe a zo bet debret gant al logod. Peseurt kevrenn anezhañ a zo bet debret? Pet kilogram a zo aet gant al logod, pa ouzer e oa 25 kg mas ar planken? Peseurt kevrenn anezhañ a chom? Peseurt dregantad a chom? Pet kilogram a chom? 22. Jediñ (hep jederezig ma c hellez) 28. ruderezh «25% a zistaol» war an holl broduioù-mañ! Jed an digresk e euro. Jed ar prizioù nevez e euro. Jed ar prizioù nevez e % eus ar prizioù orin. Jed 50 % eus 1 kg. Jed 15 % eus 250 g. Jed 23,5 % eus 900 euro. Jed 1 % eus 25 karrezad chokolad. Jed 150 % eus 20 euro. Hag un digresk zo bet pe n eus ket? 23. Klask ur gevrenn (na vefe ket dekvedennel) kevatal gant an dregantadoù kinniget 29. Setu plañ ur gêriadenn. Palez Zakros an hini eo, war enezenn gkrete emañ. 50 %; 25 %; 20 %; 75 %; 125 % 24. Jed dre benn 50 % eus 14 25 % eus 80 20 % eus 15 75 % eus 5 125 % eus 4 25. Jed gant da jederezig : 26. Digresk 12,5 % eus 13,73 kg 40,9 % eus 1 237,50 euro 0,05 % eus 1 ha 5,03 % eus 333,33 g 200 euro e oa priz ur vantell. Digresket en deus e briz eus 15 %. Jed an digresk. Kav ar priz nevez e % eus ar priz kozh. Jed ar priz nevez dre 2 zoare. 27. Kresk Muzul an hedoù kinniget dit. Kav skeul an dresadenn. Leugn an daolenn a-benn kavout an hedoù gwirion dre ar skeul. Goude un nebeud bloavezhioù ez eus bet feurmet 150 ha en holl. 100 hektar a oa bet feurmet e penn-kentañ. Jed ar c hresk e ha. Jed ar c hresk e % eus ar gorread orin. Jed ar gorread nevez e % eus ar gorread orin. Segmantoù Hedoù treset Hedoù gwirion (m) CD EF GH IJ KL M 117
30. Setu un daolenn Segmantoù Hed treset C CD DE EF FG GH HI IJ JK 5 m 3,2 5 18 15,5 20,3 21 10 22 3 cm 1,92 3,5 10,8 1,56 9,3 12,6 6 13,2 Diskouez a ra mentoù treset ur steuñvenn goude bezañ apliket ur skeul dezhi. Kav ar skeul gant sikour ar bann "". Daoust hag-eñ na vije ket eus ur fazi en trede bann? Reizh anezhañ neuze. Sav ur grafik war ur follenn baper milimetrek, ar resisañ ar gwellañ. Petra eo ment gwirion al lodenn [EF], dre ar grafik? Petra eo ment treset al lodenn [GH], dre ar grafik? Klask gwiriañ da respontoù en ur ober gant ar skeul. 32. Ober gant ur skeul a 1/25 000 war ur gartenn hent Yann en deus da implijout ar skeul roet a-benn leuniañ an daolenn-hedoù amañ kevret. Sikour anezhañ. (km) 5 3 Hed treset (km) Hed treset 16 5 10 12 0,5 6 1 1 2 Sav un daolenn ha cheñch an holl hedoù treset-se a-benn kavout anezho : e hm ;e dam ;e km 33. Padelezh Pegement e talvez 3 min e-keñver un eurvezh er sistem dekvedennel? Kloka an daolenn genfeurelezh-mañ (padelezhioù). Skrivad dekvedennel Skrivad triugentel Skrivad triugentel Skrivad dekvedennel 34. Gwastilli Goude bezañ debret 25 % eus ur wastell e chom tammoù c hoazh evit labrador Fañch. Pet tamm a chom pa ouzer e oa bet troc het ar wastell e tammoù heñvel o stumm, ha nebeutoc h eget 6 anezho? 35. Fouesoù 5 tamm a oa war an daol. Setu ma ne chom nemet 2 damm ken bremañ. Peseurt dregantad a zo bet debret gant labrador Fañch? 36. Gachennoù 1,5 1,25 1,15 1,45 1,50 3,10 3,20 2,40 1h15 2h54 3h03 1h45 2h18 3h24 3 zamm a chom war an daol. Padal e oa bet lezet warni 12 tamm en holl. Peseurt dregantad a zo aet gant ar c hazh? 118
37. Kerzhout Yann en deus 80 km da vale. bennadoù-hent ez a: un 50 % eus an hent da gentañ, 25 % da c houde hag 20 % c hoazh. Peseurt dregantad eus an hent e ra betek-hen? Peseurt dregantad a chom dezhañ d ober? Laka ar pennadoù-hent da gevrennoù ar simplañ posubl. Lavar pet km a zo e pep pennad. 38. Setu ur skouergorneg, anezhañ 3 cm e ledander. 3 cm a 41. Petra eo priz pemp kg poultr hud pa ouzer eo 1 239 priz un donenn boultr? Klask priz 11, 15, 200 ha 700 kg ivez. (tu zo dit da sevel un daolenn) 42. Daoust hag-eñ eo kenfeurel priz ur re votoù gant e vent? Klask ur skouer ma z out bet o prenañ unan c hoazh! 43. Gwerzhet ez eus ur park 70 ar m 2. Pegement en do Yann da baeañ evit prenañ anezhañ pa ouzer eo 1 200 m 2 e c horread? 44. 2 eus ur park a zo bet gwerzhet evit 5 35 000. Petra a chom da baeañ evit prenañ ar peurrest? a) trohed Jed e drohed gant a =5cm. Memes goulenn gant a =7cm;a =10cm; a =15cm;a =18cm. Sav ur grafik, gant a war ahel an absisennoù, ha trohed ar skouergorneg war ahel an urzhiennoù. Ha kenfeurel eo an trohed gant talvoud a? b) gorread Jed e c horread gant a =5cm. Memes goulenn gant a =7cm;a =10cm; a =15cm;a =18cm. Sav ur grafik, gant a war ahel an absisennoù, ha gorread ar skouergorneg war ahel an urzhiennoù. Ha kenfeurel eo ar gorread gant talvoud a? 39. Daoust hag-eñ ez eo trohed ur c helc h kenfeurel gant e skin? 45. 5 km an eur eo tizh Yann a ya war e bouezig davet ti e vignon. Pegeit e lako pa ouzer ez eus 3,75 km ac han? Evit distreiñ en deus lakaet 30 min. Petra a oa e dizh? 46. 180 m 3 dour a dremen dindan ur pont en ur segondenn. Pet litrad a dremeno dindanañ e 2 eurvezh? Ha pegeit e lako 3 330 m 3 da dremen dindan ar pont? Evezhiadenn: 1 l = 1 dm 3 = 0,001 m 3 Diskouez kement-mañ war ur grafik, dezhañ e ahel a-c hourvez ahel ar skinoù, hag e ahel a-blom ahel an trohedoù. 40. 123 eo priz ur marc h-houarn 45 cm e vent ; 134 eo priz unan all 50 cm e vent. Ha kenfeurel eo prizioù ar c hezeg-houarn gant o ment? perak? 119