Kelaouenn ar Skolioù Emañ ar gomz gant ar vugale 30 a viz Gwengolo 2003 Niv. 2 KORN AR RESTACHOÙ Dastum dre zibab E Lannuon e vez goulennet digant an dud dispartiañ o lastez en ur implijout seier glas ha melen. Bet omp o welet ur c hamion a zastum ar seier glas ha melen. E-barzh ar c hamion-se zo daou gombod : unan evit ar seier glas hag an eil evit ar seier melen. E-barzh ar seier melen zo boutailhoù plastik ha boestoùmir hag e-barzh ar seier glas zo paper, kartoñs Gwech ha gwech all e pouez un den war ar bouton a zo war ar c hamion hag an traoù a vez friket neuze. AL LASTEZEREZH AR ROTELIÑ AN DEVIÑ Evit an dud a zo o chom e-barzh an tiez-stroll zo bet staliet teir foubellenn vras : glas, melen ha gwer, a vo goullonderet gant ur c hamion all. Ar boubellenn wer a zo evit ar gwer, an hini velen evit ar boutailhoù plastik hag ar boestoù-mir hag an hini c hlas evit ar paper hag ar c hartoñs.
KORN AR RESTACHOÙ Pleuveur-Bodoù Pluñed Plûned Brest Al lastezerezh Lannuon Sant-Brieg E lastezerezh Lannuon e vez lakaet al lastez na vezont ket taolet e poubellennoù an tiegezhioù : eüruzamant, domaj vefe o lakaat en natur! An traoù landrammus : gourvezvankoù, taolioù, kadorioù Kaset e vint da Blûned da vezañ devet. An dilerc hioù marv Al lastez da adaozañ Ar roteliñ : ober kompost E Pleuveur-Bodoù e vez diskarget lastez an tiegezhioù en ur poull bras gant ar c hamionoù dastum. Ur grapin bras 1 a gemer al lastez hag a lak anezhe war un tapis-ruilh 2 a gas anezhe e-barzh ur «gorzenn vras» 40 m hed 3 a vez o treiñ noz ha deiz. E-barzh ez eus dour, aer ha tommder. Al lastez a chom e-barzh ar «gorzenn vras» e-pad 3 devezh. A-benn 3 devezh eo prest ar rotel (ar c hompost). Er penn all zo un tamouez bras 4 da zibab ar rotel diouzh al lastez. Daou dapis-ruilh a zo : unan evit ar rotel 5 hag an eil 6 evit an danvezioù ha n int ket breinet. Ar re-mañ Ar roteliñ a vo kaset gant kamionoù da stal deverezh Valorys e Plûned hag ar rotel a vez laket a vernioù hir hag e vez sec het e-pad 6 sizhunvezh. Er fin e vo lakaet e sac hadoù bras da vezañ gwerzhet e lastezerezh Lannuon evel teil evit an douar. 1 2 Seier Kompost da werzhan 5 6 Traoù all kaset da zevin lastez Tamouez 3 4 Ar «gorzenn vras» 2 TES Taboulin niverenn 2 Miz Gwengolo 2003
An deviñ hag an adaozañ ar foz ar forn ar moged an dibab ar gwaskañ ar stok An traoù dibabet Pa vez leun ar c hombodadoù e lastezerezh Lannuon e vezont kaset da stal Valorys e Plûned. Berniet e vint e kirri-samm da vezañ kaset d ul labouradeg all evit ober traoù nevez e-giz paper pe danvez evit an dilhad. An dibab hag ar gwaskañ Dibabet vez boutailhoù plastik. Pa vez houarn vez lakaet barzh ar boubellenn ha goude e-barzh ur sac h bras. Pa vez kavet traoù estreget plastik ha houarn e vezont lakaet barzh an toull melen. Goude neuze e vezont gwasket a-raok bezañ kaset d ober traoù all. An dibab Ar foz Ar foz 36 metrad ledander, 10 metrad donder. Amañ e vez diskarget an traoù na c heller ket ober teil dioute gant ar roteliñ. Ar waskenn a gemer 1 donenn pe 2 a lastez evit lakaat anezho e-barzh ar forn. Ar forn Ar gwaskañ Ar forn E-barzh labouradeg Valorys ez eus ur forn. Daou sort lastez a vez devet : ar re landrammus hag al lastez tiegezh tremenet dre ar roteliñ. Lakaet e vezont e-barzh ar forn 1 000 derez gor ennañ. Chom a ra al lastez un eurvezh e-barzh. Tommet e vez ar forn en ur lakaat tan gant eoul-maen ha goude e kendalc h e-unan en ur gas aer. Lazhet e vez ar forn div wech ar bloaz evit naetaat anezhañ. Devet e vez lastez noz ha deiz. 3
Ar moged Pa vez devet al lastez ez a ar moged dre duellennoù evit bezañ kaset er-maez dre ar siminal. A-raok e vez lakaet da dremen en un duellenn vras e-lec h ma vez naetaet gant dour. An dour-se a vez tennet an holen dioutañ. Evel-just n eo ket mat an holen-se da zebriñ. Kaset e vezo d al labouradeg-chimik. Restachoù an deviñ Pa vez lakaet 1 donenn lastez e-barzh ar forn e vez 300 kg ludu. E-barzh al ludu-se e vez kavet skoriz ha houarnaj. Ar skoriz a vez lakaet d ober hentoù. An houarnaj a vez teuzet hag adaozet gant labouradegoù all. An traoù n int na skoriz na houarnaj a vezo douaret. Gerioù-kroaz 2 4 3 9 1 12 1. Stal ar restachoù. 2. Labour ar c hamion lastez a zo ar seier. 3. Liester sac h (pe meur a sac h). 4. Kamionoù. 5. Ret eo ar boutailhoù plastik evit ober bernioù bihanoc h ganto. 6. Koad ha paper a c hell gant an tan. 7. Pa vez graet tan e vez 8. Lec h ma vez devet al lastez. 9. Ur stal a vez labouret enni. 10. Restachoù boued a vez breinet hag a c hell servij evit lakaat e-touez ar plantennoù. 11. Re zo 12. Restachoù mat zo da gaout. 8 5 Taboulin 7 11 6 10 Embannet gant TES (Ti-Embann ar Skolioù) : 30, ru Brizeug 22015 Sant-Brieg Cedex Pgz : + 33 (0)2 96 68 14 50 Plr : + 33 (0)2 96 68 14 52 www.ac-rennes.fr/tes e-mail : tes@ac-rennes.fr Skipailh TES : Gilles Godefroy, Jean Le Clerc de la Herverie, Anna-Vari Gwilherm, Noël Lainé, Yann-Kel Roynard. Reizhskrivañ ha lizherennañ : Divi Kervella ha Corinne ar Mero. Maketenn : Gentas er Vuhé. Aozourion : testennoù ha tresadennoù gant bugale klasoù CM1 ha CM2 skol Sant-Roc h Lannuon. Testennoù evit mont pelloc h gant Maryvonne Berthou ha Marie-Jo Le Roux. Kenurzhierez : Maryvonne Berthou. Skeudennoù : Erik Roperzh, Klaod an Intañv ha Malo ar Menn. Moulet gant Val de Loire e Sant-Enion-al-Lenn-Veur. Disklêriet hervez al lezenn war ar c hazetenniñ. SERVICES CULTURE ÉDITIONS RESSOURCES POUR L ÉDUCATION NATIONALE CRDP BRETAGNE ISBN 2-912905-40-0 Kod KDDK 220 TES 90 4
! O E MAT ER AR GW M AN NIO I M U AL AN R DI AR ER P PA AR TIK AS L P FAL L EO! Mirout a ra mat ar boued. Padout a ra pell. Treuzwelus eo, leuskel a ra ar gouloù da dremen. Gwareziñ a ra a-enep ar yenijenn hag an trouz. Ezhomm en deus 4000 bloaz evit mont da get. Teir gwech skañvoc h evit an dir eo, ha ken solut. Saotrañ ra an aer hag an douar. Solut eo, ne c hell ket terriñ. Tu zo d ober savadurioù braskenañ gantañ. Ret eo livañ anezhañ peogwir e c hell mergliñ. Pounner eo. Lintr eo ar paper evit tresañ ha livañ. Ar paper moneiz a zo ispisial : n eus ket tu da luc heilañ anezhañ. N eo ket solut a-walc h ha distrujet e vez gant an dour. Marc had-mat. Aes eo evit lakaat dour hag ober pakadoù. N eo ket mat evit an natur peogwir e nij gant an avel ha n eo ket «bevzistrujadus» (diaes eo da zistrujañ : ezhomm en deus etre 100 ha 1000 bloaz evit mont da get). Petra zo er poubellennoù? : deus kavet bugale ar c hlas o ù no en ell ub po e t oe sk Diwar 68 tra bet r pe gartoñs : 17 (5 brik) pe Pa 20 : k ne - Danvezioù orga - Metal : 4 uez) : 7 - Plastik : 16 - A bep seurt (piloù en o zo - Gwer : 4 a servije da bakañ traoù. Kavet hon eus ivez 33 zra Taboulin niverenn 2 I Miz Gwengolo 2003 02/03/11 16:07
ISTOR AN DANVEZ 3000 1700 0 105 1786 : Dir 2000 1825 : Aluminiom Danvez Gwer Houarn Paper 1868 : Plastik Al lien a zo bet ijinet abaoe pell. Betek penn kentañ an XX vet kantved ne veze implijet nemet kotoñs, gloan, seiz, kanab ha lin. E 1891 eo bet ijinet ar viskoz, an neudenn chimik kentañ. E 1938 eo bet ijinet an neudenn gentañ kenaozet : an Nilon. Er bloavezhioù war-lerc h zo bet ijinet ur bern danvezioù nevez. Ar gwer a zo bet ijinet ouzhpenn 5000 bloaz zo e bro Ejipt. Kant vloaz goude Jezuz-Krist eo bet kavet penaos c hwezhañ er gwer d ober podoù. Implijet e oa gant ar Romaned. Er Grenn-Amzer e oa deut ar gwer da vezañ un danvez boutin en Europa. Implijet e vo muioc h-muiañ betek an XX vet kantved. An houarn hag an dir E 1700 a-raok Jezuz-Krist eo bet ijinet an houarn. Ijinet eo bet an dir e 1786 gant Berthollet, Monge ha Vandermonde, tri ijinour gall. Ret eo bet gortoz, memes tra, ijinadennoù an XIX vet kantved evit ma vije implijet kalz. Evit petra e vez implijet? Servijout a ra evit ober savadurioù uhel ha traoù kalet. E fin an XIX vet kantved e krog an tisavourien da implij aluminiom en tiez. E 1821 e Bro-C hall eo bet kavet ar baoksit, penndanvezenn an aluminiom, gant Pierre Berthier. E 1825 en deus ijinet ar chimist danat Hans Christian Oersted an aluminiom evit ar wech kentañ. E 1887 eo bet krouet al labouradeg kentañ evit ober aluminiom e Bro-C hall. E 1947 eo bet implijet an aluminiom evit ar wezh kentañ en otoioù. Goude e voe implijet evit ober marc hoù-houarn. Hiziv, an aluminiom a servij evit sevel kirrinij, fuzeennoù da vont en ec honder, boestoù evit ar boeson (155 miliard a vokoù zo bet evet e 1994). Er bloavezh 105 ec h ijinas ar Sinaad Tsai-Lun ar paper. Er bloavezh 751 e kemeras an Arabed rekipe ar paper. Betek an VIII vet kantved eo chomet ar paper er Reter pellañ. Er bloavezhioù 1300 ec h erruas ar paper en Europa a-bezh. Er bloavezh 1455 ec h ijinas Gutenberg ar voullerezh. Er bloavezh 1799 ec h ijinas Louis-Nicolas Robert ar mekanik da ober paper. Hiriv e vez implijet ar paper bemdez. Pep den er Frañs a implij 180 kg paper bep bloaz. A bep seurt paper a zo : kartoñs, paper kazetennoù, paper skrivañ, paper pakadoù, paper privezioù. Evit pep implij ez eus ur seurt paper disheñvel. An danvez kentañ e plastik kenaozet eo ar selluloid dizoloet e 1868 gant J.W. Hyatt hag e vreur diwar ar selluloz. Ar selluloid zo chomet betek fin an XIX vet kantved an danvez kenaozet nemetañ. Adalek 1900 zo bet graet ur plastik nevez kenaozet gant kazein al laezh : ar galalit. Hemañ ne vez ket implijet ken bremañ. E 1900, ur plastik nevez, ar bakelit, zo bet ijinet gant Beakeland. Tu zo d ober ur bern traoù gantañ : bizeier, troad ar c hastolodennoù Goude 1930 zo bet ijinet ur bern plastikoù disheñvel gant eoul-maen. Ar plastik a vez implijet evit ober boestoù da ziwall ar boued eus ar mikroboù. Bez ez eus eizh seurt plastik warn-ugent, da skouer : asetat selluloz (touchennoù skriverezed ha jederezioù, neudennoù ha seulioù botoù) ; ABS (kirri-tan ha binvioù-sonerezh) ; PET (boutailhoù ha c hoarioù) ; poliester (90% deus kouc hioù bigi pourmen) ; polipropilen (c hoarioù, boestoù boued ha kirri-tan) ; polistiren (endalc hioù) ; PVC (prenestroù ha dorioù). II III
Regiñ paper kazetenn a dammoù bihan. Lakaat anezho en dour da soubañ e-pad un nozvezh pe ziv. An dafar ret : Paper gazetenn ur gibellad dour un tamouez hag e framm danvez ur fer ha plas! Meskañ gant ur mesker-soubenn evit ober yod-paper. Kemer un tamouez hag e framm. Lakaat anezho er yod vel ma vez graet war an dresadenn. Ur wech silet an dour, tennañ ar framm. Goloiñ ar framm gant un tamm danvez hag eilpennañ en ur mod plaen an hollad war un daol. Tennañ an dour gant ur spoueenn. Tennañ an tamouez en ur ziwall da zistagañ ar follenn baper c hleb. Prest eo ar paper bremañ da vezañ implijet! Goloiñ ar follenn gant un tamm danvez ha feriñ betek ma vije sec h. Penaos sevel un tamouez hag e framm? Tachit an tammoù koad evit sevel daou framm. An daou framm eo ret dezho bout ar memes ment! x2 Taboulin niverenn 2 tabdiabarzh.indd 1 An dafar ret : 4 zamm koad (320x15 x15 mm) 4 zamm koad (230 x 15 x 15 mm) Un tamm danvez (350 x 250) Ur morzhol ha tachoù. Tachañ an tamm danvez war unan eus ar frammoù. Ret eo d an tamm danvez bezañ gouest da silañ dour. Stegnit mat an danvez! IV Miz Gwengolo 2003