Emañ ar gomz gant ar vugale Kelaouenn ar skolioù. ar gern. ar gern vihan. an tog. ar maen-reder 5. ar maen-diazez 6 6. ar rañvell 7. ar c han dour 8. ar rod koajel 9. an ahel 0. rodoù dantek. ar vurutell 7 5 Miz Mae 007 Niv. 9 0 8 9 Etre an 9 hag an a viz Here e oamp bet er Chapel-Nevez, en Aodoù an Arvor. Loc het e oamp eus Kemper da eizh eur nemet kard hag e oamp en em gavet war-dro dek eur. Kavet hor boa mat tout ar boued ha dreist-holl ar verenn-vihan. C hoariet hor boa foot hag hor boa bet plijadur. Met desket hon eus ivez leun a draoù. Gweladennet hor boa Milin Lohueg ha dizoloet hor boa penaos e veze malet an ed gwezhall evit kaout bleud. Graet hor boa bara, ha bet oamp bet o welet penaos e veze fardet e vara gant baraer ar bourk.
Milin-Dour Kelenn e Lohueg Ur c han-dour a zo bet kleuzet gant ar miliner, François Nouaux hag e vugale evit diheñchañ ul lodenn eus dour ar stêr Aon. Ur bal-dour pe ur rañvell a zo e penn ar c han-dour, a-us d ar rod. Servij a ra da lakaat ar vilin da vont en-dro pe da chom a-sav. Pa vez savet ar rañvell e kouezh an dour war ar rod ha treiñ a ra pep tra da heul. Pa vez diskennet ne c hell ket mui an dour kouezhañ war ar rod. En em gavout a ra an dour betek ar rod vras. Evel-se e kouezh an dour e-barzh aojelloù ar rod vras. Gant pouez an dour e tro ar rod. Ret eo kaout ur wezenn ivin e-kichen ar rod evit ma vefe atav en deñvalijenn, en ur c horn fresk ha gleb. An aojelloù a zo graet gant koad faou. N eus nemet skinoù ar rod vras a zo graet gant koad derv.,60 m eo diametr ar rod. Stag eo ar rod vras ouzh un ahel hag a dreuz moger ar vilin. An ahel-mañ a lak rodoù dantek diabarzh ar vilin da dreiñ d o zro. Gant koad akasia e vez graet an dent. Miz Mae 007
Ar maen-reder a dro neuze ivez a-us d ar maen-diazez a chom difiñv. Mein malañ int. Servij a reont da valañ ar greun. Lakaat a ra ar miliner an daou vaen-malañ da dostaat an eil ouzh egile. Lakaat a ra ar greun e-barzh ar gern. Ar greun a ziskenn goustadik dre un aojell betek en em gavout etre ar maen-reder hag ar maen-diazez. Ar maladur, ar greun gwinizh bruzunet, a ziskenn betek traoñ ar vilin dre un duellenn. Dispartiet e vez ar bleud diouzh ar brenn e-barzh ar vurutell : ur seurt tamouez eo, a laosk ar bleud da gouezhañ. Ar bleud a vez lakaet en ur sac h hag ar brenn en ur sac h all. Ur wezh dispartiet ar brenn diouzh ar bleud e vez bleud gwenn eus un tu, ha brenn eus un tu all. Ar brenn a servije da voueta ar moc h. Brendan, Glenn, Jeanne, Baptiste ha Maverick - CM Miz Mae 007
Ober bara Ezhomm zo : Er Chapel-Nevez hor boa fardet bara ur volenn gant Jakez. bleud Pep a volenn a oa bet roet deomp evit un tammig holen goell ma rafe pep hini e damm bara. Displeget dour e oa bet deomp penaos fardañ an toaz. Farsus e oa peogwir e stage an toaz ouzh hon daouarn. Ret e oa kemer bleud evit tennañ anezhañ. Jakez a rae an toaz gant ur biz nemetken met ni ne ouiemp ket ober kemend-all. Laka bleud e-barzh ur volenn ha gra un toull e-kreiz. Laka ar goell e-barzh ur werennad dour ha goude-se laka un tammig Mer mat an toaz gant holen. Skuilh a loiad da loiad da zaouarn ha gra ur voull war ar bleud. Laosk an toaz da sevel e-pad un eurvezh dindan un torch. Laka anezhañ er forn da boazhañ e-pad un eurvezh. Kalon digor deoc h! Gael hag Erwan - CM. Unan eus mein ar vilin hag a chom difiñv.. Danvez ret evit ober bara, kouignoù, krampouezh.. Malet e vez.. An danvez ret evit lakaat an toaz da sevel. 5. Ar pezh ʼvez debret gant ar sistr. 6. An hini a labour er vilin. 7. An ed a vez implijet ar muiañ evit ober bleud ar bara. 8. Graet gant ar baraer. 9. Unan eus mein ar vilin. 0. Graet gant ar baraer, a-raok ma vefe poazh.. An ed implijet evit ober bier.. Evit lakaat ar vilin da dreiñ.. E-kreiz ar rod.. Un dra gant dent. 5. Gwinizh, kerc h, segal, heiz... Gerioù-kroaz 0 9 8 7 6 Taboulin Embannet gant TES (Ti-Embann ar Skolioù) : 0, ru Brizeug 05 Sant-Brieg Cedex Pgz : + (0) 96 68 50 Plr : + (0) 96 68 5 www.ac-rennes.fr/tes e-mail : tes@ac-rennes.fr Aozourion : Skol Diwan Kemper. Testennoù pajenn 6 ha 7 : Skolaerien skol Jules Ferry Landerne Kenurzhierez : Maryvonne Berthou. Tresadennoù : Malo ar Menn. Tresadenn an titl : Gentas er Vuhé. Moullet gant Val e Sant-Enion-al-Lenn-Veur. Disklêriet hervez al lezenn war ar c hazetenniñ. Priz : 5 5 ISBN 978--9905-8-6 Kod KDDK 0 TE 5 Miz Mae 007
Kaset e vez ar greun d ar milinoù bras. Ne z eus ket a vilinoù bihan ken war ar stêrioù e-giz gwezhall. Malet e vez ar greun gwinizh e milinoù bras hag a ya endro gant nerzh an tredan. Prenañ a ra ar baraer e vleud digant ar milinoù bras a zo lec hiet kostez Bro Pariz. Hadet e vez ar gwinizh e miz Here. Eostet e vez e miz Gouere pe Eost. Gant un dornerez e vez dispartiet ar greun diouzh ar c holo. Ar c holo pe ar plouz a vez dastumet evit lakaat dindan ar saout. En ti-forn e vez graet ar bara abred diouzh ar mintin gant ar baraer. Er stalioù bras e vez poazhet an toaz skornet, bet fardet en a-raok en ul labouradeg all. Muioc h a vlaz a vez gant ar bara fardet gant ur baraer gwirion. Mat eo ar bara evit ar yec hed. Gwelloc h eo debriñ un tamm bara eget kouignoù pa vez naon. un ) kg gre it ar bleud r «boñ» ev ro u r a d) e n leu ili m kg b 00 ( ar ag as ar g re ar d n u 50 n ( vili Gwezhall e veze graet ar bara er gêr. Al labourer-douar a gase ar greun d ar vilin da valañ. Ha dont a rae en-dro d ar gêr gant e sac hadoù bleud. ar miliner E penn-kentañ ar bloavezhioù 900 ne veze ket graet ar bara er gêr ken, ha ne veze ket implijet ar moneiz evit prenañ ar bara digant ar baraer. Un doare eskemm a oa etre al labourer-douar, ar miliner hag ar baraer. Un eskemm hag en deus padet betek ar bloavezhioù 960. a ro ar «boñ - 00 kg bleud» d ar baraer ar baraer a eskemm ar boñ-mañ gant boñioù-bara a ro ur boñ evit prenañ un dorzh vara ar baraer a ro un dorzh vara al labourer-douar 5 Miz Mae 007 ar baraer
Kompren penaos ez a ar vilin endro en ur sevel ur vaketenn dafar CELDA ret : Rodoù Div blakenn Ar skeudennoù-mañ a ziskouez penaos sevel ur vaketenn. Komprenet e vo e-mod-se penaos e labour ar rodoù kenetrezo, eus ar rod ziavaez betek ar maen-reder Rodoù dantek Ibil Ahelioù Kemer blakenn ha stag anezho an eil ouzh eben. 5 Estaj kentañ ar vilin : Kemer ar rod vras : ar maen-reder eo. Stag anezhi ouzh an ahel. Diabarzh ar vilin : Kemer ar rod dantek. Stag anezhi ouzh an ahel. Diavaez ar vilin : Kemer ar rod vras. Kemer an ahel ha stag ar rod outañ. Laka an ahel e-barzh un toull eus ar blakenn. Laka ouzhpenn an ibil e toull ar rod. Kemer ar rod dantek vihan. Kemer an ahel ha stag ar rod outañ. Laka an ahel e-barzh un toull eus ar blakenn a-us evit ma vefe krog ar rodoù ha an eil e-barzh eben. Ur wezh echu e c heller lakaat ar rod ziavaez da dreiñ en ur implijout an ibil ruz. Neuze e weler ar maen-reder o treiñ. Ar maen-reder nemetken a zo bet diskouezet amañ. Arabat disoñjal e vez malet ar greun etre daou vaen : unan a fi ñv, ar maen-reder, hag unan na fiñv ket, ar maen-diazez. Pozioù kanaouennoù Brud fall en doa ar miliner. Lavaret e veze e oa laer ha merc hetaer e-giz ma vez klevet er ganaouenn-mañ : Ur plac h yaouank diwar ar maez Oa aet d ar vilin un nozvezh. Tal ar vilin p oan arruet Ar miliner a oa kousket. Savit 'lese, miliner laer Malit ma sac h 'raok mont d'ar gêr. Petra zo ganeoc h en ho sac had Pa oc h erru ken diwezhat? Kerc h ha segal ha gwinizh-du P emañ ar vilin war he zu. O! War he zu pe n emañ ket Ho sac had-c hwi a vo malet. Ha dre ma 'z ae ar greun er gern Ar miliner a boke ferm. Ha dre ma 'z ae ar brenn er bank Ar miliner a boke stank. Hola, hola, miliner laer Torret 'peus las ma davañjer. Ma vez torret, torret e vo Kemenerien 'walc h zo er vro. Kemenerien 'walc h zo er vro C hwi a glasko, me a baeo... Miz Mae 007 6
Daoust ha trawalc h eo lakaat ur rod dindan ul lamm-dour evit lakaat anezhi da dreiñ? Taol-arnod kentañ : Sevel ar rod vilin Toullañ ar bont en e greiz. (Bras a-walc h e rank an toull bezañ evit ma c hellfe an ahel koad treiñ aes.) Lakaat ar vazhig koad da dreuziñ ar bont. dafar ret : Bont ur voutailh blastek Ur vazhig koad Sellet ouzh an disoc h Lakaat ar rod dindan dour an duellenn. Ar bont ne dro ket. Mankout a ra un dra bennak d ar rod. War rod ur vilin wirion ez eus «godelloù» a vez leuniet gant an dour. Eil taol arnod : Sevel ar rod vilin Daoublegañ al lañchennoùigoù kartoñs ha stagañ anezho war ar bont gant tammoù skotch. Lakaat ar blouzenn en he fl as. dafar ret : Ur bont toullet en e greiz Ur blouzenn Lañchennoùigoù kartoñs ha skotch Toaz-speg evit mirout ouzh ar bont da riklañ Sellet ouzh an disoc h Skuilhañ dour war ar rod. Treiñ a ra ar rod ar wezh-mañ. Trede taol arnod : Sevel ar rod vilin Stagañ ar podoù yaourt ouzh ar pod dienn gant ibilioù stagañ. Toullañ foñs ha golo ar pod dienn. Serriñ ar pod dienn gant ar golo. Lakaat ar vazhig koad da dremen dre an daou doull. dafar ret : Ur pod dienn bras hag e c holo vazhig koad Podoù yaourt Ibilioù stagañ Ur sailh Sellet ouzh an disoc h Skuilhañ dour war ar rod. Treiñ a ra ar rod ar wezh-mañ. Miz Mae 007 7
Er Chapel-Nevez e oamp bet o weladenniñ ti-forn baraer ar bourk, Patrick Cojean. Gwelet hor boa ul laouer-doaz. Enni e vez graet toaz ar bara en ur veskañ bleud, dour, goell hag holen. Ar goell eo an danvez a vez lakaet evit lakaat an toaz da sevel. Un devezh-pad e vez lezet an toaz da sevel e-barzh ur serviedenn gleb un tammig. Gwelet hor boa ivez penaos stummañ ar bara gant ur mekanik. Kalz a stummoù bara disheñvel a zo : lod zo ront, lod all zo hir... War ur gaoued houarn e vez lakaet an tammoù toaz-bara a-raok bezañ lakaet er yenerez. Lakaet e vez etre 50 ha 50 tamm toaz da boazhañ war un dro er forn a vez tommet etre 80 ha 00 derez. Jeanne, Baptiste - CM. Kalz a vaiz a vez gounezet e Breizh d ober boued evit ar moc h hag ar saout.. Gant gwinizh-du e vez graet bleud gwinizh-du a servij d ober krampouezh, bara ha farz du evit ar c hig-ha-farz.. Gant kerc h e vez graet edaj evit an dijuniñ. Gwezhall e veze debret kalz a yod kerc h gant an dud e Breizh. Ha roet e veze kerc h d ar c hezeg.. Ar segal a zo aesoc h da c hounit eget ar gwinizh. Met nebeutoc h-nebeutañ a segal a vez hadet e Bro Frañs. Un nebeud bara segal a vez graet. 5. Gant heiz e vez graet bleud evit al loened ha bier evit an dud. 6. Gant gwinizh e vez graet bleud evit fardañ bara, kouignoù, krampouezh. Ar gwinizh eo an ed a vez implijet ar muiañ evit ober bara. 8 Miz Mae 007