Ar redadeg stlejelloù Emañ ar gomz gant ar skolidi Ar menezioù uhel AR CHAS HUSKY Embannet gant TES 220 TE 260 ISSN

Hasonló dokumentumok
Ahelioù simetriezh. I. Ahelioù simetriezh ha lunioù. Dizoleiñ. 1. Setu un nebeud lunioù, dezho ahelioù simetriezh da adkavout. 2.

Sinema e brezhoneg evit ar skolioù TROIAD 2019 DOSER EVIT AR SKOLAERIEN

kaier AN ABADENNOU EVIT AR SKOLIOU kelc h 1 kelc h 2 kelc h 3 An traoù da c houzout MIRDI AR BEZHIN HAG AR VEZHINERIEN

Pont Treglonoù. Uhelvorioù ar reverzhi vras Uhelvorioù Marvorioù. Ar grugell. Al lec hideg Ar wazh-dour Poulloù-dour. Ar c hleuz.

Emañ ar gomz gant ar vugale

STADEGOURIEZH DESKRIVAÑ

Skolidi skol Rohan Gwened Miz An Azvent 2009

KORN AR RESTACHOÙ. Dastum dre zibab

Ar vonarkiezh vonreizhel fin Eost 1792 I. Bro C hall nevez

Levrig ar mestr Kelc hiad 2

Kartenn Europa treuzfurmet get ar brezel Perak e kas ar gartenn nevez a Europa kement a gudennoù etre ar Stadoù?

War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXI vet Kantved

Taolenn. 1 AÑ LODENN : DESKIÑ AR YEZH DA DUD ALL I. Deskiñ ar yezh II. An divyezhegezh abred III. Al liammoù etre ar remziadoù...

Miz Here 2008 Niv. 13 AN AOD

Pak treuzveviñ ar Brezhoneg niverel Erbedoù an DLDP evit gwellaat buhezegezh niverel ar brezhoneg

Bodañ a ra an darvoud-se ouzhpenn a dud. Ur brud a ya dreist harzoù ar Vro.

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2011

Kenfeurelezh, dregantadoù

Redadeg Skol Antoine de Saint Exupéry e Puguen Skol Sant Josef / Santez Mari en Erge Skol Diwan Penharz e Kemper

Niveroù relativel. I. Degouezhioù. Dizoleiñ. 1. Ar bignerez bennfollet. 2. Al lestr-spluj m. 400 m. 500 m. 3.

UR MIRDI TROET A-VISKOAZH WAR-ZU ARZ E AMZER

Dibabet eo bet lec hioù loc hañ ha degouezh Redadeg 2016!

A-bouez eo bezañ kelaouet Da vare an distro-skol-mañ e fell deomp diskouez deoc h eo mat bezañ koumanantet da Ya!, evit meur a abeg.

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO REDON HAG AR GWILEN

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG E BRO PLOERMAEL KALON BREIZH

Kêrioù. Arz. Glad Kêrioù Breizh.

KIS-849 Hanc herieg ar mol

SIFROÙ DISTRO-SKOL AR C HELENN DIVYEZHEK E 2012

DIAGNOSTIK STAD AR BREZHONEG ER VRO-WENN HAG ER BRIVER

The Gospels in the Breton language of France, 1827 edition Les Évangiles en breton, édition de 1827

An Dañserion-noz. An dud é c hoari. An Dañserion-noz

Listenn sinerien Bro Dreger ha Goueloù o deus kaset oberoù da benn BENAC H KAWAN

Listenn sinerien Liger-Atlantel o deus kaset oberoù da benn AR BAOL-SKOUBLEG

PRIZIOÙ DAZONT AR BREZHONEG 2011

Lodenn 2: brezelioù ha renadoù totaliataerel Tem 3: an Eil Brezel-bed: ur brezel distrujiñ. II. Ur brezel distrujiñ

Pennadoù 1, 2. Ameli. Brastres an tudennoù

Miz Even Priziadenn. Évaluation de breton. Live B1. Teul (lenn & skrivañ) Anv : Kevredigezh :

E U R O P A D39 D3 D11 D20 D35 D35 D10 D26 D An Ahel: A Z I A. Ar Gevredidi: D41

Imbourc h KANNADIG. Kaezar ne oa ket andoueour. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 103 Here Du - Kerzu 2017 Priz : 3

Imbourc h KANNADIG. Gwalloberoù an hiniennelouriezh... pe un ifern pavezet a ratozhioù kaer

MALI AR MERC HED TESTENNOU AN DISKOUEZADEG E BREZHONEG

Erle a zistroas d e vurev, mezhek. Kemer a reas ar gazetenn ha kregiñ da lenn, aketus. Gwelet fall e oa gant ar rener abaoe ar penn-kentañ.

. JAN-MARI SKRAGN (JEAN-MARIE LE SCRAIGNE)

[ EVIT UR C'HLEWELED NEVEZ EN HOR YEZH! ] EVIT UR C'HLEWELED E BREZHONEG!

Eur ger a-raog... Ar vro hag ar mor

KAVADENN AR SKRITUR. Diell 1 : Arouezennoù gennheñvel. ur genn

IMBOURC'H. Krennlavarioù miz Meurzh. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 65 Meurzh - Ebrel 2010 Priz : 2

Park. Natur rannvroel. Arvorig. Karta Danevell ar garta. «Evit gweledvaoù. dibabet en Arvorig»

Imbourc h KANNADIG. Hanter-kant vloaz war-lerc h. Kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 105 Ebrel - Mezheven 2018 Priz : 3

Imbourc h KANNADIG. Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc hded

Mirdi Breizh KREDIÑ A RAN, NE GREDAN KET

Teuliad pedagogel «TRAEZOÙ SKOUER»

Maezadoù François Dilasser

Charlez Gwennou. (bet ganet e Lezardrev e 1851, marvet e Vitry-sur-Seine e 1915).

IMBOURC'H. Hennadelezh Vroadel. 5 Kantadoù Aldjerianed c hall pe Gallaoued aldjerian - se zo. «Brezhon». 7 barnverk : critère.

AL LIAMM 72. AL LIAMM Tir na n-òg NIVERENN 72. Genver - C'hwevrer 1959 TAOLENN. 15ved BLOAVEZH

Ar prosez. Franz Kafka. Troet diwar an alamaneg gant Françoise Lermen

Troude Milin Ar marvailler brezoneg pe Marvaillou brezoneg A. Troude G. Milin Troude Ar horv heb ene

Frañs hag Unvaniezh Europa, galloudegezhioù a renk bedel. Levezon sevenadurel. Levezon ekonomikel. Levezon geopolitikel.

KANNADIG Imbourc h. Galloud an Arc hant 1/ Priz : 3

Diell 1: gwir-votiñ evit ar vaouezed (1944) Diell 2: adsevel Frañs.

KIS-794 Gl. haras (p. 39), pneumopathie atypique (p. 40), écriture automatique (p. 41), diglossie (p. 42)

Quellien Narcisse (Ar Roh-Derrien 1848 Pariz 1902) Breiz : barzonegou Bet embannet e Modernnaet eo bet an doare-skriva. Viou-koukoug zo er

Prederiadennoù war an dic houest mama-z omp...

Yann Kerglogor, ar haner baleer-bro. Bet embannet e Modernnaet eo bet an doare-skriva.

WARSCHAUERBRÜCKE. Barzhonegoù. Antony HEULIN

Bepred Breizad Fañch an Uhel

AR BIBL 5ANT[L. Troidigezh gant. i!iaodez GLANNDOUR ~------~ ~ ~--~ ~1--=~~~~ ~-~ ~-- -~--~- ~ ---

Yann Kerglogor Ar haner baleer-bro A mon ami Ernest Renan

KIS-821 Notennoù Keginouriezh VII Dafar Geriadur ar Geginouriezh 2. Ar vioù

War eun dachenn fobal

Taolenn Kentskrid, gand Taldir. Mojennou GWERZ MENEZ SANT-MIKAEL EUREUJOU KANA. (Brezel 1870) 1 TROMPILLER VERDUN. (Istor gwir) PERIG HAG AR ROÑFL

Pondi. Troiad da gompren « Bugale, adal 8 vlez. Ul levrig-c hoari evit ober anaoudegezh gant ar c harter. napoleonat. en ur ebatal!

Kösd össze az összeillı szórészeket!

Ked ves Ta ní tók! Ked ves Szü lôk!

75. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, jú ni us 15., péntek TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 2478, Ft. Oldal

un tenzór a gardae un trésor à conserver

DISKULIADUR ARES. Kentskrid. Mammenn

(Margitszigeti sétány, 1940 körül; MNM) Copyright Márai Sándor jogutódai L. C. Gaal (Toronto)

nevez Dianav med n'int ket estrañjourien Yvon Le Men 3 Enezeier an heol 5 D. Maximin, M. Rippon, J. René-Corail 33 Lennegez

AR BREVEDAKED AN AZVENT 2015 ISTOR-GEOGRAFIEZH HA DESKADUREZH KEODEDEL

A_\lïêL. &An6 rrjar\z. t;roioi,9sz h ganu it2. ttlôr.9. not;ennoô 9Al2?;!11.9.

Charlez ar Braz (Drouiz Karaez) (Ar Hastell-Nevez 1860 Karhaez 1936) Bet mestr-skol. War an delenn an abardaez

PARDONIOU HA PELERINACHOU

_t San tez ~nna. t Gwepz. Ar gwerc'hez.ed ganti Sur a vo selaouet Mamm ar W erc'hez Vari A gar ar Gwerc'hezed. Itron Santez Anna,

136 Con Dolore. Tenor 1. Tenor 2. Bariton. Bass. Trumpet in Bb 2. Trombone. Organ. Tube bell. Percussions

far B15L ~.ô.n~r:l ">". 1 ;;x V' <._) ~ RO tb~êz.fi ..QAn-c; m. K te:o_..g ha ~:.9l..Annèouu

Kösd össze a szót a hozzá tartozó képpel! bab. ba-ba. ba-nán. bál-na. lá-da. vi-rág. ka-kas

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, jú ni us 25., szerda. 93. szám. Ára: 2400, Ft

KOCSÁR MIKLÓS. Dalok magyar költ k verseire

Deskadurezh an henchiñ: sevel ur fichenn àr ur vicher liammet get ar justis B4: B5:

13. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, ja nu ár 26., szombat TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 465, Ft. Oldal

SARTI. Alexandrion Apartman. Központ: 150 m Strand: 200 m Klíma: 5 /nap WIFI:

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA

HASZNÁLATI ÉS TELEPÍTÉSI ÚTMUTATÓ

TARTALOMJEGYZÉK. Bu da pest, feb ru ár 14. Ára: 1518 Ft 3. szám évi CLXIII. tv.

(Doare C hwevrer 2012)

79. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, jú ni us 14., kedd TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 1472, Ft. Oldal

A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA

155. szám A MAGYAR KÖZTÁRSASÁG HIVATALOS LAPJA. Budapest, ok tó ber 31., péntek TARTALOMJEGYZÉK. Ára: 1110, Ft. Oldal

Átírás:

Kelaouenn ar skolioù Emañ ar gomz gant ar skolidi Miz Gouere 2012 Niv. 22 Ar menezioù uhel Setu ar c hêrioù bras e-lec h ma oamp tremenet : Sant-Brieg, Roazhon, Le Mans, Chartres, Évry, Auxerre, Bourg-en-Bresse, Annemasse, Bonneville, Cluses, evit erruout e Sixt-Fer-à-Cheval. D ar Sadorn 7 a viz Genver 2012 e oamp loc het eus hor skol e Gwengamp da 6 eur abardaez. Daou garr-boutin a oa gant daou vlenier e pep hini anezho. Ni, skolidi ar c hlas divyezhek, a oa e-barzh an eil karr-boutin. Bep div eurvezh e veze graet un ehan evit diskuizhañ. Tremenet hor boa 15 eurvezh er c harr-boutin. Graet hor boa un ehan da 8 eur hanter diouzh an noz evit debriñ. An ehan da heul a oa da hanternoz evit mont d ar privezioù. Erruet e oamp diouzh ar mintin tro-dro 9 eur hanter e Sixt-Fer-à-Cheval, ur gêriadenn e-kichen Samoens e departamant ar Savoie. Debret e oa bet hon dijuniñ ganeomp kerkent hag erruet. Goude e oamp en em staliet en hon tikoad.

Deskiñ ober ski Evit kerzhet gant ar skioù hor boa ranket bale e-giz un houad. Evel-se e oa posupl pignat gant an dachenn-erc h. Un teknik all evit gellet pignat eo lakaat ar skioù kenskwer gant an diskenn hag ober kammedoù bihan ha pignat evel gant diri. Pa gouezher e ranker distagañ ar votez diouzh ar ski evit gellet sevel er sav en-dro. Evit ober ski e ranker gwiskañ dilhad tomm, lunedoù-heol evit an daoulagad, un tokarn evit ar penn, botoù, ha kaout skioù evel-just. Er stal «E Ti Narcisse» hor boa feurmet skioù, botoù ha pep a dokarn. Gweladennet hor boa ivez ar stal. Paotr ar stal en doa diskouezet deomp a bep seurt skioù : ski-bale, ski-diskenn, ski-slalom. En ur sal all e oa ur bern botoù-ski ha plankennoù-ski. En o zouez hor boa gwelet ur re skioù kozh-tre, unan eus ar re goshañ. Desket e oa bet deomp penaos ober «skarzh-erc h». An teknik-mañ a vez implijet evit chom a-sav pe evit mont goustatoc h. An devezh kentañ hor boa graet anaoudegezh gant ar vonitourien. Strolladoù daouzek bugel a oa bet savet. Implijet hor boa ar sach-revr evit sevel en-dro d an nec h. Da gentañ e veze staget ar botoù ouzh ar skioù. Evit se eo ret lakaat ar skioù kenskwer gant an diskenn. An daou ski a rank bezañ parallelek. An hini zo en traoñ a vez staget da gentañ ouzh ar votez kuit da riklañ ha da gouezhañ. Goudese e vez staget an eil botez ouzh an eil ski. Desket hor boa penaos treiñ-distreiñ en ur implijout teknik ar skarzh-erc h. 2

Ar sizhunvezh ski evit ar re ampart Bemdez goude merenn ez aemp da skiañ gant ar vonitourien. D ar Sul ha d al Lun e oamp savet gant ar sach-revr evit mont gant ar ribinoù gwer. Desket e oa bet deomp penaos riklañ. D ar Meurzh ha d ar Merc her e oamp aet gant ar gador-fun hag hor boa skiet war ar ribinoù glas, gwer ha ruz. D ar Yaou e oamp bet e Samoens hag e oamp aet gant ar c harr-fun. Yenoc h e oa an aer abalamour d an uhelder. Skiet hor boa peder eurvezh war ar ribinoù ruz, du, gwer, glas, hag e oamp savet meur a wezh gant ar sach-revr ha gant ar gador-fun. D ar Gwener e oa bet devezh ar briziadeg. Ar gador-fun Ar c harr-fun Ar steredennoù : Evit pakañ an eil steredenn e ranker : bezañ gouest da dreiñ gant ar skioù ; bezañ gouest da dremen linenn an diskenn parallelek ar skioù ; bezañ gouest d ober ur c horn-tro ledan ; bezañ gouest da riklañ war diskennoù digompez. Evit pakañ an trede steredenn e ranker : bezañ gouest da dreiñ meur a wezh diouzh renk, parallelek ar skioù ; bezañ gouest da vestroniañ ar c hempouez pa vezer e shuss, da lavaret eo pa vezer puchet, an daouilin stok ouzh an daoulin ; gwellaat ar c hempouez pa vezer o tirapat. Evit pakañ ar steredenn arem e ranker : bezañ gouest da dreiñ hep dirapat re ; Bezañ gouest d ober kornioù-tro disheñvel hervez an diskenn ; Bezañ gouest da chom kempouez en ur lammat war vosoù. 3

Ar redadeg stlejelloù D al Lun hor boa gwelet ur redadeg-stlejelloù o tremen dre ar gêriadenn. Gant dek ki e vez sachet ar stlejell. E pep skipailh ez eus ur blenier hag a zo en e sav e penn a-dreñv ar stlejell. Evit chom a-sav e rank pouezañ war ar starderez. Ar chas a vez staget an eil ouzh egile gant un orjalenn ha pep ki zo gantañ ur sternaj war e gein. Brasañ redadeg-stejelloù ar bed eo ar redadeg-se. Padout a ra div sizhunvezh. 23 skipailh a gemer perzh enni. Evit gounit ar muiañ a dennadoù e rank ar chas redek ar buanañ posupl. 450 km eo hirder ar redadeg. Lakaet e vez loeroù da lod eus ar chas evit gwareziñ o zreid diouzh ar yenijenn. Gwelet hor boa un den hag a oa kouezhet eus e stlejell. Ranket en doa redek war he lerc h evit klask adtapout anezhi. Dre chañs en doa lammet un den all war ar stlejell evit lakaat ar chas da chom a-sav. E mod-se en doa gellet kenderc hel gant ar redadeg. AR CHAS HUSKY an divskouarn ar sternaj al lost ar vojell an teod ar pavioù a-raok ar pavioù a-dreñv CRDP de Bretagne Embannet gant TES (Ti-embann ar skolioù) : 1 straed Théodule Ribot 22000 Sant-Brieg Cedex www.crdp.ac-rennes.fr/tes E-mail : tes@ac-rennes.fr Rener an embann : Kristof Nikolaz. Aozourion : Skol Sant-Leonard, Gwengamp gant sikour Dihun Aodoù-an-Arvor. Kenurzhierez : Maryvonne Berthou. Tresadennoù : Malo ar Menn. Tresadenn an titl : Gentas er Vuhé. ISBN 978-2-35573-092-4 Taboulin ISBN 978-2-35573-092-4 Kod CRDP 220 TE 260 ISSN 1632-9945 Moullet gant Printcorp. Disklêriet hervez al lezenn war ar c hazetenniñ. Priz : 1. 4

Un atant er menezioù D ar Yaou 12 a viz Genver hor boa gweladennet un atant er gêriadenn Sixt-Fer-à-Cheval. Sellet hor boa ouzh ar c hraou-deñved. Graet hor boa goulennoù ouzh Karine evit kompren hag anavezout gwelloc h he micher. Degemeret e oamp bet gant Karine. Mêsaerez eo. Sevel a ra deñved, azened ha givri. 205 loen he deus en holl. Daou dropell zo, unan eviti hag unan evit he gwaz, sevel a ra-eñ dañvadezed evit kaout oaned. Gwerzhañ a ra an oaned d ar c higer evit o c hig. Goroet e vez an dañvadezed gant Karine. Ober a ra fourmaj ha yaourt gant al laezh. Gwerzhañ a ra an dañvadezed kozh d ar c higer pa ne roont ket a-walc h a laezh ken. Mirout a ra ar parezed evit lakaat anezho da greskiñ evit kemer plas an dañvadezed kozh. Ar vêsaerez gant he dañvadezed Ober fourmaj «Tomme de Savoie» An dañvadezed a ro laezh. Karine a ra fourmaj gant al laezh. Lakaat a ra goedenn e-barzh al laezh evit kaoulediñ anezhañ. Al laezh kaouled a servijo d ober ar fourmaj «Tomme de Savoie». Un dañvadez Al labourerien-douar a rae ar fourmaj-se gwezhall evito o-unan. Ur fourmaj mod kozh eo, graet e vez abaoe pell zo. Gant laezh saout e vez graet peurvuiañ. E atant Karine e vez graet gant laezh dañvadezed. Tri c hi he deus Karine evit labourat. Daou gi a ouenn «Border Collie» zo evit ober war-dro an deñved. Sikour a reont anezhi da strollañ an deñved. Ur c hi «patou» Ur c hi all he deus, ur c hi bras ha gwenn, ur «patou» eo. Savet e vez e-touez an deñved. E-gizse e kred ez eo un dañvad eñ ivez. E-touez an deñved e vez er parkeier en hañv. Harzhal a ra kerkent ha ma klev un dra bennak. E mod-se e c hell gwareziñ an deñved diouzh un dañjer bennak : ur bleiz, ur c hi drouk, ul laer, un erer. 1. Tommañ al laezh etre 30 ha 35 derez. 2. Lakaat goedenn e-barzh. Sevel a ra al laezh kaouled. 3. Meskañ al laezh kaouled. 4. Lakaat al laezh kaouled e podoù toull. 5. Gwaskañ gant an dorn evit tennañ an dour kuit. 6. Divoullet e vez ha lakaet da zizourañ. Miret e vo ar fourmaj e-pad ur miz pe dri en ur c hav gant un temperadur etre 8 ha 13 derez. Eno e vez frotet ha cheñchet tu ingal dezhañ. 5

Loened ar menezioù Alpoù Ar gup barvek (le gypaète barbu) Ul labous preizh eo ar gup barvek. Pa vez digor e zivaskell ez eo 2,50 m pe 2,80 m e zigorentez. War-dro 100 cm pe 130 cm a hirder eo e gorf. Debriñ a ra ar guped kalz loened marv. Alies e kemeront un tamm askorn en o figos, hag e savont en oabl. Ha goude-se e laoskont an askorn da gouezhañ war ar reier. Evit terriñ an eskern eo e reont se. D an oad a 4 pe 5 bloaz e reont ur veaj vras. Goude-se e chomont da vevañ er menezioù pep hini gant e barez. Un neizh bras a reont, 2 vetrad a ziametr dezhañ. Dozviñ a ra ar barez ur vi pe zaou. Goret e vez ar vioù e-pad 55 devezh. Ne vez miret nemet ul labousig gant pep koublad... An erer-roue Ul labous bras-tre eo an erer. Pa vez digor-bras e zivaskell ez eo 2,50 m a zigorentez. Konikled, huneganed, kig givri-menez a vez debret gant an erered. Beg an erer zo kromm hag hir : etre 4,5 cm ha 6,5 cm. Gallout a reont bevañ betek 40 vloaz. Ar pared zo etre 3,5 kg ha 5 kg o fouez. Ar parezed zo pounneroc h, etre 6 ha 7 kg o fouez. Dozviñ a ra ar barez ur vi pe dri e fin miz Meurzh pe e miz Ebrel. Ni zo bet war un dachenn-erc h kelc hiet gant menezioù. Ul lec h gwarezet evit al loened eo. N eus ket droed na da chaseal na da zirenkañ anezho. Difennet eo teurel loustoni ivez. Gant lunedoù hirwel hor boa gwelet bouc hed-menez. Daou a oa, ur par hag ur barez o tebriñ geot hag o krapañ war ar reier. Un erer-roue hor boa gellet gwelet ivez, uhel en oabl. Gant an animatour, Franck, hor boa gwelet roudoù ur c harv war an erc h. Franck en doa displeget deomp penaos anavezout anezho ha diforc hañ roudoù ur c harv diouzh re ur pemoc h-gouez. Ar bouc h-menez (le bouquetin) Ar bouc hed-menez zo etre 65 cm ha 105 cm o ment. Liv ar bouc hed-menez a cheñch hervez ar mareoù-bloaz. En hañv e vevont er menezioù uhel, en tu all da 2 500 m a uhelder. Tropelloù pared ha tropelloù parezed a vez o chom disparti, pep hini diouzh o zu. En diskaramzer nemetken en em gavont asambles evit parañ. En xix vet kantved e oa bet tost dezho mont da get. Met abaoe ez eus bet degaset en-dro d ar menezioù Alpoù bouc hed all diwar gouenn bouc hed Italia. Ar c havr-menez (le chamois) Plijout a ra d ar givri-menez bezañ war ar reier. Korfoù ar givri-menez zo wardro 1 m 20 etre o fri hag o lost. O ment zo war-dro 80 cm. O fouez zo etre 40 kg ha 60 kg evit ar pared hag etre 30 kg ha 40 kg evit ar parezed. Gallout a reont bevañ betek 20 vloaz. An hunegan-menez Ul loen krigner eo an hunegan. Geotdebrerien eo an huneganed. War-dro 70 cm eo o ment. Etre 2 ha 9 kg eo o fouez. Gallout a reont bevañ betek 4 pe 8 vloaz. Rous-du, du pe ruz-teñval a c hell bezañ o c hroc hen. Bevañ a reont er menezioù etre 1 300 metr ha 3 000 metr uhelder. Parañ a reont e miz Mae. Chom a ra an hini bihan e kof e vamm e-pad 33 pe 34 devezh. Kousket a reont e-barzh toulloù e-pad ar goañv. Goañviñ a reont. Er c hoad hor boa gwelet toulloù graet gant ur big du war ur wezenn sec h. Ul labous eo ar big du, un tammig e-giz ur gazeg-koad. Speg a vez lavaret ivez. Ar c hog gouez (le tétras lyre) Du hag un tammig glas eo liv ar c higi gouez. O lost zo gwenn. Bras int pa vez digor o divaskell, 65 cm pe 80 cm eo neuze o digorentez. 700 g eo pouez ar barez, pounneroc h eo ar par, war-dro 1 kg. Ar poñsined a chom kuzhet er menezioù betek bezañ gouest d en em zibab o-unan. Un arouez eus ar menezioù eo. Ar c hog-haleg (le lagopède) Ur seurt klujar-erc h eo ar c hog-haleg. Pluñv ar c higi-haleg zo du-rous e-pad an hañv ha gwenn e-pad ar goañv. E-giz-se e c hellont kuzhat en natur hervez mare ar bloaz. Ober a reont o neizh dindan ar reier. Bevañ a reont er menezioù etre 2 000 m ha 3 500 m a uhelder a-hed ar bloaz. Bihan int : 35 cm eo o ment ha 400 g o fouez. Goloet eo o favioù gant pluñv. Gant se e vezont gwarezet diouzh ar yenijenn. Aesoc h eo ivez dezho bale war an erc h gant ar pluñv-se. Bale a reont kentoc h met nijal a reont kerkent ha ma santont un dañjer bennak. Al louarn Al lern zo tanav o divskouarn. Debriñ a reont morzigelled er goañv. Kavet e vezont ganto dindan an erc h a-drugarez d o divskouarn tanav. Ar vorzigell O vevañ emañ ar morzigelled dindan an erc h, e-touez ar geot, e-pad ar goañv. Ober a reont toulloù dindan an douar evit bezañ gwarezet diouzh al loened all a c hellfe debriñ anezho. Ar morzigelled zo disheñvel diouzh al logod peogwir e vevont war ar maez, er parkoù. Al logod, padal, a vev en tiez. 6 7 Ur big du (un pic épeiche) Al lammoù-dour a zeu diwar dour an erc h hag ar glav. Nerzh zo gant al lammoù-dour peogwir e tiskennont eus ar menezioù uhel. Muioc h a zour a vez e-pad ar goañv hag en nevez-amzer eget en diskar-amzer hag en hañv. Lammdour ar «Rouget», an hini hor boa gwelet, a oa skornet. Tud a zeu da grapañ war skorn al lamm-dour-se er goañv. Ul lamm-dour skornet

Istor ar sportoù erc h Ar menezioù uhel a rae aon d an dud gwezhall. Bevañ a rae an dud kentoc h en traoñiennoù. En XIX vet kantved e oa bet savet ar c hêrioù-ski kentañ. An dud a yae di evit analañ aer fresk ha gwellaat o yec hed. Kentañ c hoarioù olimpek ar goañv a oa bet aozet e 1924 e Chamonix, e-kichen ar «Mont Blanc». Setu lañset ar sportoù erc h da vat. Adalek ar bloavezhioù 30 e oa bet graet labourioù war ar menezioù : savet e oa bet peulioù bras evit staliañ pignerezioù a bep seurt : kadorioù-fun, kirri-fun, sachoùrevr. Aes-kenañ eo bremañ sevel betek beg ar menezioù ha plijus diskenn war an diribinoù. Er bloavezhioù 1960 e oa bet savet kêrioù nevez-fl amm, savadurioù uhel enno, just e-kichen an tachennoù-erc h. E mod-se e c helle an douristed lammat war o skioù kerkent ha savet diouzh o gwele. Abaoe un nebeud bloavezhioù e vez savet nebeutoc h a savadurioù uhel ha klasket e vez sevel tiez bihanoc h, stag ouzh kêrioù kozh. Klasket e vez doujañ muioc h d an natur hag d an endro. An amzer er menezioù Diforc hioù bras zo etre an amzer e bro Savoie hag e Breizh. E-pad ar sizhun e miz Genver pa oamp eno e oa an temperadur dindan zero e-pad an noz hag un tammig uheloc h eget zero e-pad an deiz. Padal en Aodoù-an- Arvor e oa chomet an temperadur uheloc h eget 5 derez. E Breizh eo meurvorel an hin. Klouaraet e vez an temperadurioù gant ar meurvor a zegas glebor : n eo ket tomm an hañv, n eo ket yen ar goañv met glav a vez alies. Er goañv eo rouez an erc h ha nebeut a zevezhioù skorn a vez. En hañv n a ket kalz an temperadurioù en tu all da 20 derez. Er Savoie eo meneziek an hin. Seul vui e pigner en uhelder, seul vui e vez yen an temperadurioù. Ar goañv a vez hir ha kalet. War pennoù ar menezioù e chom erc h ha skorn. An erc h padus eo. An temperadurioù a c hell bezañ dek derez dindan zero er goañv. En hañv e c hell mont en tu all da 20 derez. Gwezhall e veze savet an tiez e kêriadennoù troet ouzh tu an heol. E mod-se e veze tomm d an dud. Gant se e kreske ivez gwelloc h an trevadoù. Setu perak ne veze ket savet an tiez forzh pelec h. Arabat e vefe re dost ouzh ar gwazhioù-dour pe ouzh ar froudoù e ken kaz e vefent beuzet. An tiez a oa tost an eil re ouzh ar re all evit derc hel an tommder hag evit leusker muioc h a blas evit an douaroù-labour. Gwez deliaouek Gwez avalpinek 4000 m 3000 m TU-HEOL TU-DISHEOL Erc h padus ha skorn. Reier noazh. Alpajoù : brousgwez, lann. Peuriñ evit an hañv. Tachennoù-erc h er goañv. Koadeier gwez avalpinek : pin, sapin, melez. Geot e-pad an hañv. Tachennoù-erc h er goañv. 2000 m Koadeier gwez deliaouek, gwez hag a goll o delioù er goañv : gwez-faou, gwez-skav-gwrac h. An draoñienn gant kêrioù, trevadoù ha parkeier. 8