Kelaouenn ar skolioù Emañ ar gomz gant ar skolidi Miz Here 2008 Niv. 13 AN AOD D al Lun 11 a viz C hwevrer 2008 e oa bet klasad CP/ CE divyezhek Loperc hed o pesketa e Porzh Don e Rostivieg. Ul lec h brav eo evit dastum loened-mor rak reier zo ha poulladoù dour. N eo ket gwenn an traezh avat, morfont pe lec hid a zo, ul lec h-bevañ a-zoare evit kregin zo. Paket e oa bet chifretez, stered-mor, kranked, pesked, brennig, bigerniel... peadra da sevel ul lestr-dour er c hlas. Met pesked int tout? N eo ket sur tamm ebet!
A bep seurt loened hon eus dizoloet Kregin An holl gregin o deus ur grogenn pe ziv. Kalz anezho a vez debret ganeomp, evel ar c hokez, ar meskl, pe ar rigadell. Kregin-Sant-Jakez a vez dastumet e Morlenn Brest hag hini Sant-Brieg ivez. Div grogenn o deus ar c hokez, anvet rigadell e lec hioù zo. Kregin istr ha brennig goullo hon eus dastumet. Div grogenn o deus ivez ar meskl, anvet c hoazh moukled pe begoù-bran. Div grogenn o deus ar c hregin- Sant-Jakez. Div grogenn o deus ivez ar c hokezplat anvet c hoazh pelured, rigadell, palourdez pe pizaod. Ur grogenn o deus ar bigerniel pe ar bigorned. Ur grogenn o deus ar brennig. Kresteneged Peurliesañ o devez ar c hresteneged krabanoù pe mourrennoù evel ar chifretez pe ar c hranked, da skwer. Kalet eo o c horf. Pêr an Ermit (anv-bihan ar c hrank-koukoug) a zo bet renket e familh ar c hresteneged ivez, nemet laerezh a ra krogenn ul loen all evit bevañ e-barzh... ha ne vez ket aes tennañ anezhañ er-maez, tamm ebet! Mourrennoù Océanopolis Krabanoù, pavioù pe meudoù Ur c hrank-koukoug o vevañ en ur grogenn. Taboulin niverenn 13 2 Miz Here 2008
Océanopolis Pesked Pa vez izel ar mor e chom poulladoù dour tro-dro d ar reier. Enno e vez moaien da gavout silioù. Ur silienn a zo ur pesk hir ha moan. Pesked bihan a c heller pakañ : ur skanteg bennak pe ul lonteg da skwer. Ar skanteged o deus un angell war o c hof ; ganti e c hellont chom peget ouzh ar reier. Al lonteged (tousegi-mor pe loñch-du) a zo anvet e-mod-se dre ma tebront forzh petra ha sañset ez int divalav. Goloet eo o c horf gant un doare glaourenn. E-mod-se e c hellont chom gleb memes pa vez izel ar mor. Ur skanteg Ar stered-mor Ar stered-mor a zo gouest da zigeriñ ar c hregin. Gant he brec hioù e c hell ur steredenn-vor digeriñ ur rigadellenn da skwer. Lakaat a ra he stomog da zont er-maez eus he c horf. Ha sunañ a ra diabarzh ar c hregin. Ul lonteg Ur silienn Bronnoù-mor Heñvel e vezont ouzh plantennoù pa vez sellet outo eus a-bell, met diwall, loened int! Brec hioù o deus hag a fi ñv gant red an dour. Ganto e c hell ar bronnoù-mor pakañ o freizh. Lakait ho piz warno hag e santoc h e chom peg! Pa vez tre (pa vez pell ar mor diouzh an aod), ne vez gwelet nemet bernioù ruz teñval ha gleb. Teureuged Pa vez izel a-walc h ar mor e c heller kavout teureuged kuzhet e- barzh frailhoù ar reier. Graet e vez kistin-mor anezho e lec hioù zo, setu n it ket da lakaat ho treid warno! Pa vez marv un teureug e weler tresadennoù war e gorf. Tresadenn ur steredenn-vor eo. N eo ket souezhus, neuze, e vefent renket er memes familh gant ar skiantourien. Buzhug Ar re-mañ n o deus na kraban, na mourrenn, na krogenn. N o deus nemet ur c horf hir ha moan ha chom a reont dindan an traezh. Anvet e vezont a-wezhioù «debrerien traezh» pe leoged. Diwallit an natur! «Pinvidik-mor» a vez lavaret gant an dud. An dra-se a dalv e kaver kement a draoù ha ma karer er mor. Met ma fell deomp e vefe ken niverus al loened ar bloavezhioù a zeu ez eo ret doujañ d ar reolennoùmañ : 1- Goude bezañ diblaset un tamm maen e ranker lakaat anezhañ en e blas evit chom hep direnkañ al loened a vev dindan pe e-kichen. Petra a lavarfec h mar deufe ur pezh ramz da gemer ho ti, da eilpennañ anezhañ, en ur lakaat e doenn war an douar? 2- Arabat dastum kement tra a gaver en aod, a-hend-all ne chomo netra ken! Pa vez savet ul lestr-dour, kemerit ul loen pe zaou eus ar memes gouenn. Trawalc h eo evit studial anezho. Océanopolis Océanopolis 3
Penaos sevel ul lestr-dour? Eus petra hon eus ezhomm : lestr-dour traezh bili bezhin ur mekanik evit aveliñ ha naetaat an dour. 1- An deiz a-raok mont da besketa e c heller prientiñ al lestrdour evit ma vo sklaer an dour pa vo lakaet al loened e-barzh. Gwelloc h e vez lakaat anezhañ en ur sal ha ne vez ket re domm. 2- Da gentañ e vo lakaet traezh e foñs al lestr. Goude-se e vo skuilhet an dour warnañ. 3- Evit echuiñ e vo staliet ur mekanik gouest d ober klogorennoù evit aveliñ an dour. Ezhomm o deus al loened eus oksijen evit bevañ, memes dindan an dour. Setu perak e vez ret lakaat an dour da fi ñval evit ma teuio oksijen e-barzh. Gant tredan ez a en-dro ar benveg-mañ, setu, diwall! Lenn mat an urzhioù, ha lazhañ an tredan a ranker ober bep taol ma lakaer an daouarn en dour. 4- Pa z eoc h da besketa, na zisoñjit ket degas bezhin ha bili : mont a raio loened zo da guzhat dindano! Sevel ul lestr-dour a zo un dra simpl, met n eo ket aes mirout anezhañ e-pad pell. Goude ur sizhunvezh e vez furoc h kas al loened d ar mor en-dro. 5- Lakait al loened-mor goustadik el lestr-dour. Gerioù-kroaz Taboulin Embannet gant TES-CRDP (Ti-Embann ar Skolioù) : 30, ru Brizeug 22015 Sant-Brieg Cedex Pgz : + 33 (0)2 96 68 14 50 Plr : + 33 (0)2 96 68 14 52 www2.ac-rennes.fr/tes e-mail : tes@ac-rennes.fr Rener an embann : Jean Le Clerc de la Herverie. Aozourion : Skol bublik Loperc hed. Kenurzhierez : Maryvonne Berthou. Fotoioù : Océanopolis. Ton Peskig arc hant notennet gant : Philippe Falusi ha Yann Drezet. Trugarez da J.L. Roudaut. Tresadennoù : Malo ar Menn. Tresadenn an titl : Gentas er Vuhé. Moullet gant Guivarc h, 22190 Plerin Disklêriet hervez al lezenn war ar c hazetenniñ. Priz : 1 ISSN 1632-9945 ISBN 978-2-35573-007-8 Kod CRDP 220 TE 181 CRDP de Bretagne 4
Penaos ha pelec h? Melen eo ar meskl evel ar jirafed? N int ket! Gwenn eo ar meskl evel an deñved? N int ket! Glas-teñval eo ar meskl. Loperc'hed Chom sioul ha sellet ouzh an oabl a ra ar stered-mor? Kontañ istorioù burzhudus d o amezeien a ra ar stered-mor? Debriñ, chaokañ, lonkañ tout ar pezh a dremen dindano a ra ar stered-mor. Redadegoù bras kenetrezo a ra ar buzhug? C hoari mouchig dall a ra ar buzhug? Toullañ o hent e-barzh an traezh gleb a ra ar buzhug. Divin, divin un divinadenn! Daou graban ha daoulagad m eus. Hag evit klevet ar c hwezhioù em eus div vourrenn. Pa santan dañjer e tec han dindan ar reier pe ar bezhin. Bale a ran a-dreuz gant va eizh pav. Piv on-me? Pa vezan dindan an dour ec h astennan ma brec hioù. Alies a-walc h e kred an dud ez on ur blantenn. Met pa vezan er-maez eus an dour, ne chom nemet ur bern ruz-teñval diouzhin, in, ront ha gleb. Piv on-me? Ur vronn-vor on. Ur c hrank on. Koad ar Poulin Rimadelloù Deomp da Rostivieg Da furchal en dour Da gavout ul leog hag ur skanteg. Lak da heuzoù Tap da vazh-roued Deomp war ar roc hoù! Porzh Gwenn Rosserveur Richer Benfoull Etre Porzh Meur ha Porzh Gwenn Em eus paket ur vrennigenn. Etre Logonna hag ar Bendi Ne oa nemet teir brenigenn. Met e Rostivieg em eus kavet dek. Porzh Don Plaouf! a ra ar botoù pa vez dour enno. Badaboum! a ra ar sailh en ur gouezhañ war an traezh Ouf! a lavar ar bigorned en ur zont er-maez gant ar buzhug a huch a-bouez-penn hag ar chifretez a lamm war o fenn! Rostivieg Beg Rostivieg Brennig ha rigadell A zo er mor Kement ha ma karer! Me zo o vont da Loperc hed da bakañ kranked. Pauline zo o vont da Goad ar Poulin da bakañ kregin. Brieg zo o vont da Rostivieg da bakañ pesked skantek. Maelle zo o vont da Blougastell da bakañ rigadell. Ha ni disadorn, a bako meur a vigorn. 5
An istr hag ar moukled Dastum kregin Ar brennig Pa vez uhel ar mor e fiñv ar brennig war ar reier evit mont da beuriñ ar bezhin. Toullañ a ra ar vrennigenn ur roudenn war ar roc h. Eno e tistro atav d ar memes plas. Pa vez izel ar mor e reuta he zroad hag e laka he c hrogenn e roudenn ar roc h evit derc hel an dour e diabarzh he c hrogenn. Ar bigorned War ar reier e-touez ar bezhin e vev ar bigorned. Pa vez uhel ar mor e vez goloet ar reier gant an dour. Pa vez izel ar mor e vez dizoloet ar reier ; ar bigorned a c hell bevañ hep dour, amzer an izelvor. un istrenn Stagañ a ra ar moukled ouzh ar reier en ur fardañ neudennoù solud-tre. Stag e vez an istr gouez ouzh ar reier. Ma vezont distaget e varvont. moukled Ar ment mat Arabat pesketa loened re vihan. Setu ar ment bihanañ aotreet evit pesketa anezho. Chifretez : 3 cm Kokez : 3 cm Moukled : 4 cm Ourmel : 8 cm pe 9 cm hervez al lec hioù Kranked saoz : 14 cm Kuzulioù fur Aotreet e vezer da besketa e pad an deiz nemetken, adalek sav-heol betek kuzhheol. Ret eo lakaat ar reier en-dro en o flas. War c horre e rank bezañ ar bezhin. A hend-all e vefe disec het al loenedigoù a vez o vevañ dindano. Na zastumit nemet ar c hregin a vo debret ganeoc h. Diwallit ouzh eur ar reverzhi. Sevel a ra buan ar mor war an aod. Arabat mont da besketa er parkeier sevel kregin. Arabat distagañ ar bezhin diouzh ar reier. Difennet eo dastum ouzhpenn 5 kg kregin bemdez. Difennet eo gwerzhañ ar pezh zo bet pesketaet ganeoc h. An ourmel Ar c hregin-sant-jakez Fiñval a ra ar c hregin-sant-jakez en ur dufañ dour etre o div grogenn. War-raok pe war-gil e c hellont mont. Tufañ a reont dour, kuit a vezañ paket gant loened zo, da skwer ar stered-mor. E strad ar mor e vev ar c hregin-sant-jakez. Chom a reont e donder ar mor. Setu perak ne vezont ket gwelet pa vez tre. Pesketaet e vezont gant pesketourien a-vicher nemetken. Implijet e vez ur seurt roued sachet gant ur vag. Aotreet e vez ar pesketaerezh-se e-pad un nebeud mizioù nemetken, evit gwareziñ ar c hregin. ur gokezenn Ar c hokez hag ar rigadell War an traezh e vev ar c hokez hag ar rigadell. Pa vez tre, pa vez izel ar mor ez eont da guzhat en traezh. Pa vez uhel ar mor e teuont er-maez eus o zoull. Don en traezh ez a ar gokezenn. Sankañ a ra he zroad da gentañ ha goude-se he c hrogenn. ur rigadellenn War ar reier e donder ar mor e vev an ourmel. Kuzhat a reont dindan ar reier a vez dizoloet nemetken pa vez reverzhi bras, un nebeud devezhioù er bloaz. Difennet eo klask ourmel e-pad an hañv. 6 7
Ouzh taol! Penaos fardañ bigerniel? Lakaat ar bigerniel da yenaat. Tennañ ar vouedenn gant ur spilhenn. Debriñ gant bara amann. Lakaat anezho en ur gastelodenn. Goleiñ gant dour. Lakaat holen glas. Posupl eo lakaat kignen ha lore. Poazhañ 5 munutenn goude ma vez krog an dour da verviñ. Penaos fardañ kranked? Lakaat dour sall da verviñ en ur gaoter. Lakaat ar c hrank en dour berv. Poazhañ 20 munutenn. goude ma vez krog an dour da verviñ. Lakaat ar c hrank da yenaat. Debriñ gant mayonnaise. Penaos fardañ rigadell farset? Digeriñ ar rigadell gant ur gontell. Aozañ ar fars : frikañ perisilh, kignen hag amann. Leuniañ ar rigadell gant loaiadoù fars. Lakaat ar rigadell en ur plad-forn. Poazhañ er forn domm e-pad 10 munutenn. Peskig Arc hant Diskan Peskig arc hant, peskig glas, O neuñviñ barzh ar mor bras, Lavar din ta, pelec h out bet, Ha petra peus gwelet. 2- Foñs ar mor a zo livet Gant kaerañ livioù krouet. Ar bezhin eo hor bleunioù, Ar c hregin hor bravigoù. 3- Peskig, me yelo ganez Da dañva da levenez. Ebatiñ mintin ha noz Dle bezañ ur baradoz. 1- Me am eus graet tro ar bed N ur c hoari gant ar stered A gustum sellet en dour Evel en ur melezour. 4- Faziañ a rez, bugel, Du-mañ ivez z eus brezel. Ar re vihan gant ar re vras Zo bet lonket a-viskoazh. Komzoù Naig Rozmor Muzik : Jean-Luc Roudaut Pladenn : Le Temps d un Rêve de Gosse 8