Helias (Per-) War eun dachenn fobal Notenn : Eur CD 'zo, e gwerz e ti Emgleo Breiz, 10, ru Kemper, 29200 Brest. War ar CD e vez klevet mouez Per- Helias, hag hini Per Trepos. "Eun den divemor" a zo war ar memez CD. Pellg. : 02-98-02-68-17. emgleo.breiz@wanadoo.fr - www.emgleobreiz.com War eun dachenn fobal (Pa zav ar gouel, e weler eur gloued wenn e-giz ma vez dreset e-dro d'ar parkeier fobal. ha a zo dres o tigouezed e-kichenn ar gloued. Ar park fobal ne weler ket anezañ, na den ebed kennebeud. Eun tamm balan a zo lakeet da guzad an oll draou. E-pad ar c'hoari e vo klevet taoliou c hwitell ar barner fobal ha cholori an dud o selled ouz ar stagadenn). A!, hirio e vo beh, paotr koz, hirio e vo gwelet e peleh ema an dud! Ya, paour, hirio e vo gwelet, sañsemant, piou a yelo ar maout gantañ. Hirio e vo gwelet ha dond a raio «Kranked Poullfaouig» a-benn da zispluñvad «Kejer Lanbrug» Petra 'ta! Kranked Poullfaouig? Kejer Lanbrug? Ne welan na killog na krank ebed war an dachenn. Hag eun emgann etre kejer ha kranked n am-eus gwelet biskoaz kennebeud. Ahanta,, te a zo diotoh eged eul lagad-yar. C hoarierien Poullfaouig o-deus kemeret an ano a «Granked» abalamour int paotred kostez an aod, e-leh re Lanbrug, o chom e-kreiz an douarou, a zo anvet «Kejer». A ya! Med perag dilezel an anoiou koz,? Gwechall, pa oan yaouank, e save aliez etrezom-ni, paotred Poullfaouig, ha chas Lanbrug. Ha ni a hope warno a-bouezpenn : «Kerzit d ar gêr da glask ho kraou, debrerien foenn, debrerien foenn!» Ha re Lanbrug a responte, ken kounnaret all : «Toullou c hwez fall! toullou c hwez fall! kerzit d ober korvadou brilli brein». Setu aze komzou hag a zo êz da gompren. Med «Kranked» ha «Kejer»! En anoiou-ze n'eus nerz ebed,. Mond a ra kuit ar giziou koz. Gwechall,, ne oa ket c hoari ganeom, med kann. Ar vein a nije a bep tu. Hirio n eus nemed eur volotenn ler etrezo. 1
C'hoariou bugale,, c'hoariou bugale. Mond a ra ar ouenn da goll. N eus forz! Gwelet e vo gand piou e yelo ar maout, gand kranked Lanbrug pe gand kejer Poullfaouig. Kranked Poullfaouig pe Kejer Lanbrug. Hañ! Kran-ked Poull-faouig pe Ke-jer Lan-brug, a lavaran dit. Klevet mad am-eus : Brilli Poullfaouig pe Leueou Lanbrug. Faziet out adarre : Kranked. Peoh din gand ar pesked hag al loened korneg. Hag ouspenn,, me n'on bet biskoaz o selled ouz eur hoariadeg bolotenn. Ne vez ket lavaret eur «hoariadeg bolotenn» droch! Petra c hoaz! N eo ket brezoneg mad? Eur «gasadenn» marteze? Lakom eur «gasadenn bolotenn», memestra! Nag eur «gasadenn» nag eur «stagadenn» nag eur «wintadenn» nag eur «hoariadeg». Med eur «mach», eur «mach fobal» a vez lavaret gand an dud gouizieg. Eur «mach»? O, boulhurun! Peseurt komz an diaoul eo honnez! Me grede din e ouien brezoneg mad a-walh, med chom a ra din c hoaz da zeski. Eur «mach»! Boulien, kigna a rin va muzellou gand ar «mach» brein-ze. «Mach» a zo eur ger a Vro-Zaoz. Ar Zaozon, an Añglichen, a zo bet a-viskoaz kreñv-marh war ar «fobal», hag o-deus roet an ano-ze dezañ. «Fobal» n eo ket brezoneg kennebeud. Mad! Trehet om gand ar Zaozon ar wech-mañ. Spontuz eo! (Krañchad a ra war an douar). 2
Red eo deom ober e-giz ar re yaouank, evid diskouez emaom gand ar mod nevez. Ar mod nevez, ar mod nevez! Pa oan yaouank, e c hoarien gand eur volotenn, neketa! Ha bremañ e vez lavaret eur «ballon», tri-hant barrad luhed kamm! Ha c hoaz «ballon» a zo eur gomz galleg hag ar galleg a zo deom ivez. Med «mach»! Dao eo deom mond da glask anoiou an traou e Bro-Zaoz! Me a zo evid ar mod koz, na! Gwelloh e kavfen ivez chom gand ar mod koz,. A-benn eun hanter-kant vloaz ahann, ma ne vez ket distrujet ar voul a-raog gand ar vombezenn atomik, tud Poullfaouig a gomzo eul langaj iskiz : eur hard brezoneg, eur hard galleg, eur hard saozneg pe amerikan, eun hanter kartouron almaneg, daou-wennegad rusian hag eur rastellad komzou euz ar broiou du dre-douez. E-giz-se ema an traou. Ni on-daou, paour-kêz, n om gouest d ober netra eneb da gement-se. Blejom eta gand ar zaout all! Ma ranker blejal,, me a garfe blejal e brezoneg, na! «Mach»!... Ma n'eo ket eun druez! Sell,, ema ar hoarierien o tond war al leur. Hirio ema ar «mach» braz etre Poullfaouig ha Lanbrug. Ha tan a vo, sur! Rag disul diweza, Poullfaouig a zo bet distrillet e doare war «stad» Lanbrug. «Stad Lanbrug»! - Petra eo «stad»? E brezoneg, «kaoud stad» a zo beza c hwezet gand an ourgouill, neketa! Gwir eo, paotred Lanbrug a zo stad enno. N eo ket! Anvet e vez «stad» ar park ma c hoarier fobal warnañ. A ya! «Stad» a zo c hoaz eur ger a Vro-Zaoz? N eo ket. Latin eo. Eun tamm latin bremañ! N on ket souezet. Aotrou person Lanbrug en-deus lakeet ar baotred yaouank da hoari fobal. Hag e peleh ema ar "stad pater-noster-kouign-segalsantifisetur"-ze?» Me oar latin ivez,. Gouzoud a rez, an dachenn vraz war hent Kemper, skoachet a-dreñv ar hoad-pin. 3
A-dreñv ar hoad-pin! Med,, ar park-se a zo da Visant ar Stang, eur henderv da Vai-Joz Sell 'ta! Park al Louarn Kamm a vez lavaret outañ. Sell! Neuze, park al Louarn Kamm a zo eur «stad»? Ya. Ped gwech e rankin lavared dit, penn kouch, fri kreien! O, neuze Visant a ranko pêa eur chopinad din ar wech kenta m en em welim ondaou. Talvezoud a ra. Beza mestr war eur «stad», hopala! ne hoarvez ket gand n eus forz piou. (Eun taol c hwitell). Taol evez,, ema an traou o vond da gas! Te a zisplego din an taolennou,. Me n ouzon neudenn ebed. N am-eus morse gwelet c hoari fobal. La! An diou vandenn a zo reñket brao war an dachenn, Lanbrug war-du ar hreisteiz, Poullfaouig war-du an hanternoz. Dres e-giz ar zoudarded war porz ar hazarn,. E peleh ema an adjudant? E-kreiz ; an den penn moal gwisket e du penn-da-benn, nemed a zo bragou berr gantañ. O siwaz! Hennez en-deus war-dro hanter-kant vloaz. Ha bragou berr gantañ! Penaoz n'en-deus ket mez, d'e oad, en em lakaad e reñk ar vugale? Spontuz ar pez a weler d an deiz hirio. Peoh 'ta, beg toull! Emaint o hortoz eun taol c hwitell digantañ evid sailla war ar volotenn ler a zo etrezo ha klask sanka anezi etre ar potojennou a-eneb dezo. Ya, mad-tre, med perag en em lakont ken pell an eil ouz egile. Gwelloh e vefe dezo en em reñka stank-ha-stank. N az-teus ket soñj,, gwechall, pa oa kann etre... (Eun taol c'hwitell ; trouz). Emaint kuit,! Ha beh, ha beh! Diêz eo gouzoud gand piou e yelo ar maout. 4
A! setu ar volotenn etre treid mab Kerlaeron an Trest! Buan, buan, saill 'ta! A! kouezet eo war e fri! Genaoueg brein! Ar paotr-se n eo mad da netra nemed da gas ar zaout er-mêz. Setu ar volotenn o tond warnom bremañ. Saill 'ta, Poullfaouig, saill 'ta! Diwall, diwall mad! Petra emaint o hortoz, or re-ni, paoiou yod. O! va Doue 'ta, kollet om! La, la, ne lavaren ket dit 'ta! Aiou va buhez! A! eüruzamant eo eet ar volotenn e- kichenn an toull. (Cholori braz. Taol c hwitell). Korner a zo! Korner a zo,? Perag? Ablamour eo eet ar volotenn e korn ar park? Ya, dres. E korn ar park. A! mad-tre! Setu aze eur ger brezoneg. Korner, ablamour d ar horn. An dra-ze a gomprenan mad. Setu aze eur ger kristen. Petra a vo greet bremañ,? Bremañ,, e vo tennet eun taol bolotenn euz ar horn-ze war ar pal a zo amañ. Gortoz, gortoz ma welin. Tenn da dok,! Perag? N'emaom ket en interamant, nann? Ne welan netra gand da dok. E peleh out bet o klask an tok-se, eun tok ken ledan? An tokeier bouloutenn n'int ket mad da zond da weled ar fobal. Neuze e vefe red din mond da brena eun tok da Vro-Zaoz? Ar henta gwech, te a breno eur gasketenn ront, e-gizdon-me. Eur gasketenn ront! Minergez 1 an diaoul! Ne fell ket din mond da redeg war velo, nann! Ha goude-ze, marteze, te a houlenno ganin gwiska bragou berr e-giz ar hoarierien fobal? Netra,, re goz on deut evid ober ar «gignol». (Eun taol c hwitell. Cholori). A! Eet eo ar volotenn er-mêz. Saveteet om, eur wech c'hoaz. Gwelet 'teus,! Setu ema ar volotenn en-dro e-kreiz. Peseurt diharp 2 a vo, ar wech-mañ? 1 minergez : marteze 'm'hen argas". Eur vinergez, er vro-vigoudenn, a zo "eur bebrenn". 2 diharp : ne vim ket harpet. 5
Chom e plas 'ta,! Friket teus din va zreid. Beb mare e kinnigez kreva din eul lagad gand da ziouvreh o vaneal gwasoh eged eur vilin-avel. Boulhurun! baour, la, ar wech-mañ emaom devet 1. Ema ar volotenn warnom. Petra ar gurun a ra paotred Poullfaouig? Toullou boued! Netra ne reont nemed derhel o genou digor. Beh 'ta! Ma n'eo ket spontuz! Mervel a rin gand ar vez. Taolit warno! Krouget e vioh ganin, bugale! La, emaint ruillet. Ar wech-mañ e yelo an tenn e-barz an toull. Dalh peg 'ta, Lanig, war an tu kleiz! Seiz-kant barrikennad! (Eun taol c hwitell, ha cholori adarre). Petra a zo c'hoarvezet? Penalty? Piou? Piou en-deus greet an taol? Mab Kerlaeron adarre, ar penn-vi., penalty a zo. Penn petra,? Er penn-all d an ti? Ti piou? Kompren 'ta,! Faziet om, ha bremañ paotred Lanbrug a zanko ar volotenn deom en toull heb ma ne hello den ebed mired ouz kement-se. Kollet om, ar wechmañ. Ma, gwelloh am-ije kavet dioueri butun e-pad eizteiz, sell! (Flour)., perag en em lakez er stad-ze? Ema an dour-pill warnout, mabig paour. Ne teus ket aon pakad tomm ha yen? Peoh din, beg toull!, gwelloh e vefe dit chom er gêr pa z eus machou e Poullfaouig. Te a bako eun taol-gwad, eur wech bennag. Peoh, pe me welo. Ema Lanbrug o vond da denna ar penalty. Êsoh eo c hoari killou,, e penn ti Lom fri-butun. (Taol c hwitell. Cholori). La, n am-oa ket lavaret, 'ta! Eet eo en toull! Paotred Poullfaouig ne dalvezont ket eur boton. M am-ije bet daou-ugent vloaz nebeutoh, me a vije maro kentoh eged chom war va fenn-a-dreñv ha diskenn ar banniel d an traoñ dirag chas Lanbrug. Da faot eo, 1 emaom devet, emaom ruillet : stummou bigoudenn. Devet om, ruillet om. 6
. (Sebezet). Va faot? peseurt faot? Petra a zo da damall ouzin-me? Da faot eo m'on-eus kollet dioustu pa grogas ar c'hoari. Med,, n'am-eus greet netra ebed, nemed selled! Dres! Me a rebech dit beza chomet aze heb ober van, e-giz eur peul, da zibuna diotachou. Ma teus c hoant,, ni a droñso or bragou on-daou hag a lammo war an dachenn d'ober eun taol-dorn da baotred Poullfaouig! Gortoz! (Troñsa a ra e vragou beteg e benndaoulin). Azen korneg! N'om ket evid sikour Poullfaouig nemed gand or mouez. Ober kalon dezo, gopal dezo emaom amañ o selled outo, ha strakal on daouarn. Enor Poullfaouig a zo war an dachenn. Enor Poullfaouig! Daoust hag enor eur vro a zo bremañ e divesker paotred ar fobal? Ya, beg leue! Ma, cheñchet eo an traou, avad! Er bloavez pevarzeg, enor ar vro a oa e kalon ar zoudarded. Ha divennet mad eo bet, tri mil boulien! Bremañ ema on enor er volotenn ler. Ba! Divennom anezañ memestra,., daoust ha ne vefe ket eur vez evidom ma tistrofe paotred Lanbrug d'ar gêr gand ar maout. Me a glev anezo o farsal war or hein hag o planta o haoziou : «Paotred Poullfaouig, fut! mad d'ober boued d'ar yer, leueou savet diwar lêz treñket, tudigou kaoh-mennig! Paket o-deus eun distrill ganeom». Ha da hoarzin e-tal ar hontouar! Gwir eo,, re wir! Kas a reom anezo a-daoliou mein e-giz gwechall-goz? Ta ta ta! N'eo ket traou d'ober hirio. Hag ouspenn, kollet on-defe war an dachenn 7
fobal forz penaoz. Nann, dao eo deom kalonekaad on tud-ni. Sav da vouez,! Beh d'al lasenn, 1 paotred, ale, beh dezi! Saillit warno! D'an toull, d'an toull!! (a vlej a-bouez-penn). D'an toull, d'an toull! Emaint deom, emaint deom! Draillit anezo a-dammouigou bihan! Kasit anezo d'ar gêr da glask bronn! Ale! Beh d'ar volotenn, paotred! Taolit an tousigi-ze war o fri. Emaint deom! (War eun taol)., piou eo hemañ, a zo o tond warnom dre diz gand ar volotenn, hag a hoari ganti koulz hag eur haz gand eur belennad neud? Hennez, ar marh-sod-se? Kabiten paotred Lanbrug eo. Heñvel-mik eo ouz va niz Alanig ar Gosker! Eñ eo, ya. Emichañs e traillo e zivesker milliget, a-hend-all emaom yennet gantañ. An deg all e teufem a-benn diouto braoig a-walh, med hemañ ema an diaoul ruz en e gorv. (a zistag da vlejal). Ler dezi, Alanig ar Gosker, tiz d'ar hached 2, va faotr, beh d ar brilli, cheu er ganetenn! Emaout dirag an toull! Taol warni! (Eun taol c'hwitell). La, setu ar volotenn e-barz! Lanbrug a zo mestr! (Cholori). (Kounnaret). Penaoz, treitour brein, judaz! Emaout a-du gand Lanbrug bremañ? Ne teus ket mez, penn-yod! Gwelet zo 3 bet biskoaz eul loen fall e-giz hemañ!, me n'emaon ket a-du gand Lanbrug, med gand va famill. Enor ar famill eo. Ar maout a yelo gand famill Vihan. Beh, paotr Alanig! 1 Beh d'al lasenn ; las, taoliou. 2 tiz d'ar hached: tiz d'ar has (marteze). 3 zo : n'eus ket bet gwelet... 8
, ma 'mije kredet e-tefe c'hoariet an dro-ze din, n am-mefe ket kenteliet ahanout war an dachenn, dirag an oll, poaza ahanon gand ar vez! Hag evid piou, mar plij? Evid eun niz ne teus ket gwelet anezañ abaoe marteze deg vloaz! Spontuz! Gwir,, n'am-eus ket gwelet va niz Alanig abaoe deg vloaz. Panefe e-teus lavaret din piou oa, n am-mije ket anavezet anezañ. Feiz sur, peogwir deg vloaz zo a zo savet etrezoh ho-taou, da vreur Kel Vraz ha te, ablamour d eur foenneg bennag a felle deoh kaoud anezi ho-taou, lorgnez! (Strafuillet). Ya, va breur Kel Vraz a zo nebeud a feiz ennañ. Ma n eo ket an niz Alanig gwelloh egetañ n eo ket kalz a dra vad, nann! Sur n eo ket kalz a dra vad pa deu da Boullfaouig d ober goap ouz e eontr. (Savet ar gwad en e benn). Ober goap ouz e eontr! Pa zistroio bugale Lanbrug d'ar gêr, Alanig ar Gosker a lavaro d'e dad, Kel Vraz : «Paket o-deus paotred Poullfaouig o stal ganin. Ha va eontr Vihan a oa war an dachenn e-unan, dislivet gand ar vez». Setu pez a lavaro ar hillog Alanig, komz evid komz. Pebez lorh a zavo e penn da vreur Kel Vraz! Pebez dismegañs evidout, Vihan! Sah an diaoul, kement-se n'eo ket posubl! Beh, Poullfaouig! Kerzit dezo a-daoliou penn pe a-daoliou dorn, med brevit anezo, mod-pe-vod, pisoh eged eur veill 1 mala kafe. Taolit warno, Poullfaouig! Emaint deom!!! Kollet om ganto,! Re ziwezad emaout! Seiz-kant kurun warn-ugent ha deg,, me a ya war al leur! (Ema o klask lammad dreist ar gloued). Chom amañ,! Sotoniou a-walh e-teus greet evid an deiz-mañ. Ha diwall, diwall mad! Ema ar volotenn o vond da goueza warnom! ( a zav e zivreh. Ar volotenn ler a gouez dres war e stomok. a zalh anezi 1 eur veill : eur vilin. 9
gantañ). Lavaret e-teus din,, enor Poullfaouig a oa er volotenn-ze. Mad. Me a gaso anezi ganin hag a guzo anezi en eur bern teil bennag, ken brao ma ne vo ket kavet gand kristen ebed a-raog fin ar bed. Eom kuit d an daoulamm,. (Sevel a ra eur cholori spontuz). N ouzon ket hag-eñ out fur pe zod,, med mond a ran ganit a-dreuz ar parkeier. Gwelet e vo. (Blejal a ra). Chas Lanbrug, d ar gêr! Chas Lanbrug, d ar gêr!! Ma ne vo ket mui fobal,, redadeg a vo. (Mond a reont kuit en eur vlejal). ha Chas Lanbrug, chas Lanbrug, kerzit d ar gêr da glask ho kraou, debrerien foenn, debrerien foenn!! (Emaint kuit. Cholori spontuz. Mad e vefe lakaad treuzi al leur d eur vandenn hoarierien fobal o vlejal muia ma hellont. Ar barner fobal a deu war o lerh hag a jom da haolikennad ar gloued en eur hwitellad beteg koll e anal. Al lien a gouez). 10