Pondi Troiad da gompren er glad «napoleonat Ul levrig-c hoari evit ober anaoudegezh gant ar c harter napoleonat en ur ebatal! «Bugale, adal 8 vlez
«Demat dit, ar Wenanenn on-me. Gant an erer e oa ar gwenan unan ag arouezioù gwellañ karet Napoléon I añ hag e niz, Napoléon III. An daou-se o doa gouarnet Frañs en 19 vet kantved, ha dindan o ren e veze graet Napoléonville a Bondi. D ar c houlz-se e oa bet treuzfurmet kêr un tamm mat. An treuzfurmadurioù-se eo a garhen adwelet hiziv met ken pell zo n on ket daet m em gavan un tamm kollet! Ha mat eo dit ma ambroug e-pad ma fourmenadenn ha degas soñj din ag an traoù? 4 3 5 Rue François Mitterrand 6 1 2 Kinnig a ran dit mont da welet 15 lec hienn bouezus ag ar gêr krouet en 19vet kantved. Evit kavout da hent, gra gant tresoù al levrig ha digor da zaoulagad!» Tennadoù ag 1 da 6 2 3
Tennad 1 Ar straed Impalaerel Sell mat ouzh ar savadurioù ha liamm pep ger pe strollad gerioù ouzh al luc hskeudenn a glot gantañ. Pa veze anvet Pondi Napoléonville e raed straed Impalaerel ag ar straed Vroadel. Hiziv an deiz c hoazh e liamm ar straed-se ar gêr gozh ouzh ur c harter nevez savet en 19 vet kantved : ar c harter napoleonat. Dishañval-bras eo an tier savet er c harter-se diouzh tier kozh Pondi. Dizingal Plat Maen da zanvez pennañ Un ti er gêr gozh Koad da zanvez pennañ Balirek Ur c hendi er c harter napoleonat Ar blasenn bras ha pevarc hornekse a oa bet savet en 19 vet kantved evit dont da vout kalonenn kêr. Ez kichen (tu reter ar blasenn), e c hellez gwelet delwenn Frédéric Le Normand de Lourmel. Ha gwelet ac h eus e wiskamant? Ur soudard e oa Lourmel. Labouret en doa evit Napoléon III. r Annezidi ar straed-se a blij dezho debriñ ourmel r Ganet eo bet ar jeneral de Lourmel er straed-se r Plijout a rae d ar jeneral de Lourmel pourmen er straed-se. Tennad 2 Ar blasenn Napoléon Veur En ur dremen tost d ar c hastell em eus merzet e oa ur straed en e anv : «Straed Lourmel». Perak, da z soñj, emañ ar straed-se en e anv? 4 5
Tennad 3 Al lez-varn Keñver al lezvarn gant an dresadenn-mañ, hini un templ gresian. Ha gellout a rahes adkavout an elfennoù boutin d an daou savadur? Kelc h ar gerioù a glot gante. Sell pegen strizh ha meurdezus eo doare ar savadur-mañ! Graet e oa bet a-ratozh gant an tisavour evit fromiñ ar re a zlee bout barnet ennañ. Evel kalz lezioù-barn ag an 19 vet kantved eo bet awenet ar savadur-mañ gant doare temploù an Henamzer. Sichenn Talbenn tric hornek Teirroudenn Etreroudenn Savet e oa bet ar batis-mañ evit reiñ bod da gef espern kentañ kêr. Gellout a rae an dud fiziiñ o argant ennañ evit o lakaat àr gampi (dre lezel o argant ur pennad er c hef espern, o doa spi e c hellhent o devout muioc h pa zaent d o zenniñ). 1 2 3 4 Tennad 4 Ostel ketañ ar c hef espern (niv. 18, straed Carnot) Hopala, mesket em eus tout ma fotoioù! Sikour ganin adkavout ar re a glot gant ar c hef espern kozh en ur gelc hiiñ o niverennoù. Skalier Kolonenn 6 7
Tennad 5 ar c harter marc hegerezh Klozet eo tu kornôg ar blasenn gant ar savadurmañ. Ha merzet ac h eus pegen strizh, ingal ha simetrek eo an doare anezhañ? N eus tamm kinkladur ebet koulz lâret. Savet e oa bet ar batis-mañ evit reiñ bod da dikêr ha da isprefeti Pondi. Er c hontrol d al lezvarn (gwelet an tennad 3) graet evit fromiñ an dud, e oa bet empennet ar savadur-mañ evit m en em santhe mat ar geodedourion ennañ. Setu m eo degemerus e zoare, tost da hini ur palez pe ur c hastellig. Tennad 6 An ti-kêr hag an isprefeti Titourig Ma sellez mat ouzh an enskrivadur dreist an nor e weli e vez graet anezhañ ivez ar c harter Klison, diàr anv Olier Klison, ur brezelour meur ag ar Grennamzer. Ur voudenn-gastell 1 2 Ur c hastell-kreñv Hervezout, gant peseurt kastilli eo bet awenet an tisavour? Kelc h an niverenn vat. Da betra e servije ar savadur-mañ, da z soñj? r Da lojiñ pomperien r Da lojiñ soudarded àr varc h r Da lojiñ marc hadourion. 3 Ur c hastell-annez 8 9
6 Mitte 11 rran d 10 7 En 1858 o doa graet an impalaer Napoléon III hag e wreg an impalaerez Eugénie ur veaj vras e Breizh, hag un ehan e Pondi. Un enor bras e oa bet evit Kêr! Da-geñver ar veaj-se e oa bet profet ur sammad argant gant an impalaer evit lakaat sevel an iliz zo dirakout. Siwazh, ne oa ket bet trawalc h a argant evit he sevel, ha morse ne oa bet peurachuet an iliz! Se a vez gwelet er munudoù, evel togennoù zo (= lodenn uhelañ ar c holonennoù) ha n int ket bet kizellet. 8 Un dogenn kizellet Un dogenn diachu Tennad 7 An iliz Sant Jozeb Sell mat ouzh kolonennoù an tour-kloc hdi. Pet togenn diachu zo? 9 10 Tennadoù a 7 da 11 11
Tennad 8 Ar stal bouedloened Savet e oa bet ar batis-mañ evit dastum ennañ boued kezeg ar varc hegerien a loje er c harter Klison (gwelet an tennad 5). Hervezout, petra a veze berniet amañ dre just? Da goulz Napoléon III e oa arruet an tren e Pondi. Hañval a-walc h e oa ar peurvuiañ ag an tier-gar a veze savet e Breizh d ar c houlz-se. Implijet e veze ar memes danvezioù gant an disavourien evit o sevel. Tennad 9 Ar porzhhouarn Evit gouiet, adskriv amañ edan al lizherennoù islinennet er frazenn-mañ a c hellhe bout bet distaget gant paotr ar savadur. «Fidamdoue! arabat frotañ alumetez! gellout a rahec h lakaat an tan er boued-loened hag entaniñ pep tra. Lakaat a reot ho kornad butun diwezhatoc h, ur wezh distroet d ar gêr». ha Ti-gar Montaigu (Vande) Brikennoù ruz Koad Indu (= gwisk) gwenn Teol Mein-glas Mein (greunit) Sell ouzh al luc hskeudenn a di-gar Montaigu ha keñver-hi gant ti-gar Pondi. Ha gellout a rez sikour ganin adkavout an danvezioù boutin d an daou savadur? Kelc h ar gerioù a glot gante. 12 13
Tennad 10 Bank Frañs (niv. 83, straed Vroadel) Chaous! N on ket evit am bout soñj ag anv an elfennoùigoù-se. Ha gellout a rahes e zegas da soñj din? Dav eo kavout al lizherenn diank er gerioù a glot pep hini gant un elfenn ag an ti. An ti-mañ zo unan ag ar re gentañ zo bet savet er c harter napoleonat. Strizh a-walc h ha simetrekkenañ eo e zoare. N eus nemet an elfennoùigoù pevarc hornek dindan ar rizenn evit e laouenaat un tamm. Bal D Lom F Simina Dor-da T M on r izenn er nestr enn r Ar rabin-mañ, gant gwez hed-ha-hed dezhi, a oa bet terket en 19 vet kantved. Ha merzet ac h eus an div zelwenn e deroù ar boulouardoù? Ouzhpennet e oant bet nevesoc h zo, e-kreiz an 20 vet kantved. Dilhad an dud a ro dimp da ouiet e skeudennont ur paotr hag ur plac h a Bondi. greunit r koad r skilt r marbr r Tennad 11 Ar boulouardoù Elzas-Loren Sell mat ouzh an delwennoù. E pezh danvez int bet graet? 14 15
Savet e oa bet an ti-mañ evit an ofiser a oa e penn gwarnizon Pondi. Ma rez ur sell àr da c hiz e c hellez spurmantiñ ar c harter Klison er penn arall d ar blasenn (gwelet an tennad 5). Ha gwelet ac h eus pegement a sav zo àr ar straed amañ? Akomod-kaer e oa evit ar c homandant : adal fenestr e di e veze atav e lagad gantañ àr ul lodenn ag ar gêr! 15 14 13 11 16 Tennadoù a 12 da 15 12 Tennad 12 Ti komandant ar plas Evit mirout un eñvorenn ag an ti brav-mañ em eus graet un dresadenn ag an talbenn pennañ anezhañ. Hopopop! Pemp fari am eus graet m eus aon. Ha gellout a ri o adkavout? 17
Tennad 13 Al lise impalaerel Chaous! Ne m eus ket soñj ken ag anvioù pep elfenn ag ar skoed-ardamez. Sikour ganin o adkavout en ur respont d ar goulennoù ha d ar c hemennadennoù kodet-mañ. Soñj ta! Al lise-mañ zo bet unan ag ar re gentañ krouet e Breizh! Dreist an nor e c hellez gwelet ur skoed-ardamez implijet da skeudenniñ kêr Bondi e fin an 19 vet kantved hag e deroù an 20 vet kantved. 1 2 An elfenn-mañ, graet a dourioù hag a vurioù, a ziskouez e vez skeudennet ur gêr gant ar skoed-ardamez. Petra, da z soñj, a vez graet ag an elfenn-mañ? r ur gurunenn roue r ur gurunenn lore r ur gurunenn vagoer. Ar romboù divouedet-mañ a zegas da soñj a skoed-ardamez ar familh Roc han a voe Pondi en he dalc h adal ar Grennamzer betek an Dispac h. Alc hwez ar c hod : 1 = a ; 2 = b ; 3 = c, ha kement zo 13 1 11 12 5 14 14 15 21 1 2 3 4 3 Degas a ra da soñj ag orin kêr. alc hwez ar c hod : = n ; = o ; = p ; = t 4 Ha gouiet a raes? Hervez an hengoun e oa bet diazezet kêr er 7 vet kantved gant ar manac h Ivi en dehe lakaet sevel ur pont àr ar Blavezh, «pont Ivi», en dehe roet «Pondi». Aroueziet e vez Breizh gant an elfenn-mañ. Evit adkavout he anv, adlaka ar silabennoù-mañ en urzh mat : MI ER NIG 18 19
Tennad 14 Ar c hoc huc hoariva Dibabet e oa bet doareoù ar savadur evit aesaat an implij anezhañ. Hervezout, peseurt implij a veze da bep estaj? Liamm ar gerioù a glot. Savet e oa bet ar batis-mañ evit reiñ bod da zaou dra : ur c hoc hu ma veze eskemmet marc hadourezh hag ur c hoariva ma veze aozet arvestoù diseurt. Sell mat ouzh ar savadur : pep live en deus doareoù dezhañ e-unan. E rez-an-douar ez eus bolzioù rontaet bras, en estaj kentañ ez eus fenestroù pevarc hornek bihan. rez-an-douar c hoariva 1 añ estaj koc hu Pondi Div ganol a oa bet terket e Pondi en 19 vet kantved. Al lenn-mañ eo al lec h ma kejont. Akomod-kaer e oa ar c hanolioù gwezharall rak aesaat a raent ar c has marc hadourezh. Henbont Pariz Naoned Brest Roazhon Tennad 15 Al lenn ma kej ar c hanolioù Ha gouiet a rez betek pelec h e c helled mont adal Pondi en ur vont gant kanolioù? Desk an dra-se dre ma sikour da vont kuit ag ar milendall! Tri hent a rankez kavout. 20 21
Un nebeud merkoù en amzer : 0 500 1500 1600 1800 1900 2000 Henamzer Krennamzer Azginivelezh Marevezh modern 19 vet k 20 vet k 1800 1810 1820 1830 1840 1850 1860 1870 1880 1890 1900 I añ Republik 1792-1804 I añ Impalaeriezh 1804-1814 Impalaer Napoléon I añ Restaorasion Ebrel 1814 - Meurzh 1815 : I añ Restaorasion Loeiz XVIII Meurzh-Mezheven 1815 : Kant-Devezh Napoléon I añ Mezheven 1815-1830 : II l Restaorasion Loeiz XVIII ha Charlez X 1830-1848 : Monarkiezh Gouere Loeiz-Fulup II l Republik 1848-1852 II l Impalaeriezh 1852-1870 Impalaer Napoléon III III e Republik 1870-1940 21 vet k Hiziv Tennad 10 : An elfennoù pevarc hornek dindan ar rizenn zo KORBELLOÙ. Tennad 11 : E greunit eo an delwennoù Tennad 12 : Ar pemp fari zo, ag al lein d an diaz : mankout a ra ar siminal a-gleiz, talbenn tric hornek (ha n eo ket e stumm un hanter-granenn) evit al lomber kreiz, un tamm a vank a-gleiz d al lomber kreiz, fenestr karrez (ha n eo ket ront) el lomber dehou, n eus ket a vosoù (mein balirek) àr ar chadenn-gorn a-gleiz. Tennad 13 : Peder elfenn ar skoed ardamez eo : ar gurunenn-voger, ar maklennoù, ar pont hag an erminig. Tennad 14 : Koc hu e rez-an-douar gant ar bozioù bras a aesa ar mont hadont ; c hoariva en estaj kentañ. Tennad 15 : An div ganol e Pondi eo kanol ar Blavezh, hag ar ganol a Naoned da Vrest. Setu e oa dav kavout ar c hêrioù : Brest, Henbont, Naoned. Tennad 1 : Da stagiñ ouzh an ti e vannoù koad : dizingal, balirek, koad da zanvez pennañ. Da stagiñ ouzh kendi an 19 vet kantved : plat, maen da zanvez pennañ. Tennad 2 : Ganet eo bet ar jeneral de Lourmel er straed-se. Tennad 3 : Gerioù da gelc hiiñ : talbenn tric hornek, kolonenn, skalier. Tennad 4 : niv. 2 ha 3 zo d ar savadur. Tennad 5 : Ar savadur a servije da lojiñ soudarded àr varc h. Tennad 6 : Respont 3 : Gant ur c hastell-annez eo bet awenet an tisavour. Ar c hazelioù a zistro, an tres e stumm un U, a c hell lakaat da soñjal e divrec h é tegemer ar weladennerion. Tennad 7 : 8 togenn zo chomet diachu. Tennad 8 : FOENN ha PLOUZ. Tennad 9 : An danvezioù boutin d an daou di-gar eo : ar brikennoù ruz, an indu gwenn, ar mein-glas hag ar mein (greunit). Respontoù 22 23
Savet gant : Kêr Bondi, Renerezh Deskadurezh-Buheziñ, servij ar glad, 2009 Maketenn : nuancesgraphiques.com Skeudennoù ar wenanenn : Gwendal Le Bayon Troet gant : Ofis Publik ar Brezhoneg Moulet gant : IBB Hennebont Moullet war baper deuet eus koadeier meret en un doare padus Skeudennoù : Tennadoù 1, 2, 3, 4, 5, 7, 10, 11, 12, 13, 15 : Kêr Bondi. Tennad 6 : Tresadennoù a gastelloù La Tusque e Sainte-Eulalie (Gironde) ha Sully-sur-Loire (Loiret), Viollet-Le-Duc, Eugène, Dictionnaire raisonné de l architecture française du XI e au XV e siècle, 1854-1868. Tresadenn ag ur c hastell-annez Kêr Bondi Tennadoù 8, 14 : Talairach, François Kêr Bondi, 2004. Tennad 9 : Kêr vmontaigu Tennad 11 (delwennoù) : Le Divenah, François Kêr Bondi, 2008. Al levrig-mañ zo da : Al levrig-mañ zo ennañ pemzek divinatez da ziskoulmiñ. Graet eo bet evit ar vugale (adal 8 vlez), dezhe d ober anaoudegezh gant glad napoleonat Pondi evel en ur c hoari. Ul levrig arall zo evit an dud daet, setu ma c hell bremañ ar vugale hag o zud ober asambles ur bourmenadenn leun a istor, a natur hag a c hlad : pep hini a c hello lenn ar pezh a blij dezhañ. Trugarez da : Michel Tatard, Auriane, Cyndie, François, Laura, Marion